Huneeh

Eus Wikimammenn
Ar Vro, 1905  (p. 202)



HUNEEH


————


Deja en hiaul e zou oeit de guhet en dan,
En noz e zo koehet ar er mezeu didrous ;
El loer hag er stired e splan en nean ledan
Hag er mor, en audeu, e lar he sonneu dous.

Peb tra e ia de hun. Me neoah, me-unan,
El un inean e poen e vale dar er mez,
Me gerh ian diragon, ne houian ’men e han,
Mes me halon e vleù, rag chonjeu kun em es.

Ennis e chonjan hoah, Bro divlam me Zadeu,
Breih beniget, o mam santel ha ken karet !
Ennis e hunean, ar zaù ar en audeu :
D’id me halon bremen, ha d’id e vou berpet !

O ! Me ha kar, Bro kriù ha tiner etre-z-oll,
A behani en tal adrest d’ol e liguern !
Er goed e rid e men goehiad e zou ha jol :
Me zou ha vab, o mam, betag mel me iskern !

M’er gouer. En hur prantad be zou mar a unan
Ag e lar : « Doue, er Vro, en dez groeit ou amzer !
« Treu int de vout konteit d’er vugale vihan
« Ha pas d’emb-ni. Eid omb tremenet e ou er ! »

Sonn e me hredenneu, en tal saùet d’en Ne,
Hemb cheleu ou honzeu amoed, me bas me hent ;
Ha me ha kar, mem Bro, get ol nerh me ine :
Me ha kar, me ha kar !… Doue e ouer pegement !

Doue ! Ean eue ha kar, rag ar ha toar santel
Te zoug er bobl galùet dre en Intron karet :
Gouen glan er Vretoned e viù e Breih-Izel
En ur hortein en de de lar’t he gir d’er Bed.

Peher e tei enta de er Helted, o Doue ?
Peher e luguernou arnamb hiaul er Vrankis ?
Eneb d’er fal, el gueharal Nominoé,
Più ’ta e anbrugou d’en treh er iouankis ?

O ! De, de beniget, luh ar hun Bro ! Chetu
Pemp kant vle hag open e hortomb ha skerder !
Allas ! nitra ne za… En dremuel e zou du
Hag er Fe e hochel e kalon er vreder !…

. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .

… Mes arsaù, me zelen, ag hirvoudein ker huerù :
Imber e tigoehou hun er eue, imber !
Deja er gran hadet e zivroud ar en erù
Hag ur voeh d’em diskouarn e lar gostad : Esper !

Esper…. ia ! Er Sent kouh, er Varhed, er Rouane
Aveid omb dirag Doue e lavar ou feden :
Un adsaù e zou kriù p’en des he harp en Ne,
Rakse emes fians, Breih, en ha planeden.

Enez Groac’h. BLEIMOR.