Mont d’an endalc’had

Hon Breudeur er Brezel

Eus Wikimammenn
Meur a hini
J.-P. Gadreau, 1872  (p. 88-89)



HON BREUDEUR ER BREZEL


————


D’ann abarde ’c’h an da vale
War ann hent, pe bars ann ale,
Ha ’trezeg ar sav-heol troët,
E lâran ebars ma speret :

Duhont eo ! duhont hon breudeur
(Amzer a valloz, a waleur !)
A zo en ur brezel spontuz.
Bemdez en tan hag er goad ruz !

Dilezet ’deûz holl war un dro,
Kerent, mignoned, hag ho bro ;
Kalonek int êt d’ar brezel,
Ewit ho fe ha Breiz-Izel.

’Wit m’hallo, en peuc’h ha didrouz,
Er maner, evel en ti-plouz,
Peb-hini bewa euz he boan,
Hag hep ober bemde kôf-moan ;

’Wit ma vô doujet al lezenn ;
’Wit m’hallo ober he bedenn
Pep Breizad mad en iliz koz,
Gant holl vugale he barroz ;

’Wit na vô ket ann enebour,
Goude hon foan hag hon labour,
A dastumo ed hon parkou,
Hag iwe frouez hon liorzou ;

’Wit ma vô bara en peb kêr,
D’hon bugale, en peb amzer ;
’Wit na vo ket holl dismantret,
Draillet ha mac’het ha tanet.


Et in hep aoun ’rag ar maro,
Ewit ho zud, ho fe, ho bro,
Hag ewit-he holl pep Breizad
Hep keun a skuillo e holl voad.

Kousket en noz war ann douar,
En skeud ar stered hag al loar,
Bale dre ar glao ha ann erc’h,
Ha c’hoaz debri neubeud warlerc’h ;

Riska bemde bea lac’het,
Hag en un douvez dilezet,
Pe, ar pez a zo gwasoc’h c’hoaz,
Bea mac’hagnet da viskoaz ;

Pe en bro ann enebour fall,
Ober labour un aneval ;
Setu buhez ar paour soudard,
’N un amzer ken kriz ha ken stard !

Pa sonjann en se, ma speret
Gant heuz ha spont a ve skoët,
Hag a laran : « Ann dud er bed
« A zo gwasoc’h ’wit al loened !

« Lec’h em lac’ha hag em gazoud,
« Ober ann drouk hag em noazoud,
« Perag eta n’em garont ket ?
« N’eo ket ’wit-se int bet krouet ?

« Ah ! war ar brezel ma malloz,
« War ar re a glask dez ha noz
« Komer lec’h ann Anko ’n hon touez !
« Evel pa ve re-didalvez ! »

Ha ni, re-iaouank pe re-goz,
Chomet er gêr, goulomp bennoz
Doue d’hon breudeur, ’wit d’ho brô
Gant ar gonid ’voint prest distro !


————