Mont d’an endalc’had

Histor fentuz Lanik an Tougn

Eus Wikimammenn



Histor fentuz Lanik an Tougn


gant Loeiz Ar FLOC’H


————


Breman ez euz dem-dost da hanter-kant vloaz, e oa o choum en eur barrezik vihan, hanvet Bodiliz, en Eskopti Leon, eun den pehini n’en doa ket morse kavet eun all treac’h d’ezan da ober troiou kamm kouls d’he dud evel d’an estrenn. Lanik oa he hano, ha mab oa da Laou an Tougn ha da Chanton Krapik.

An daou goz-ma o devoa bet kalz a vugale ; ar re gosa a varvaz iaouank, ha n’oa choumet ganto nemet tri mab. Ar c’hosa anezo, hanvet Perik, a ziskouezaz abred n’oa ket great evid choum er bed, roi a rea merkou a zevosion, hag an aotrou Persoun euz ar barrez her c’hazaz da studia al Latin da Gastell-Paol, ha goude beza treme­net pevar bloaz e Kloerdi Kemper oa beleget. An eil, hanvet Filiber, eur spered kaër a zen, a oa kaset da Vrest da zeski beza Louzaouer (apotiker). Hema na heuliaz tamm ebed roudou e vreur kosa, rak en em lakaat a reaz abred e Breuriez ar Framasouned nevez zavet c’hoaz er gear-ze.

An tride, euz a behini emaomp o vont da gounta an histor, a joumaz er gear gant e dad, intanv daou vloaz a oa.

Lanik, skuiz o ren he iaouankiz, a zimezaz gant eur plac’h iaou­ank koant euz a Sant-Serves.

Evel kalz a re all, fur e-keit ma oa potr iaouank, Lanik a en em roaz korf hag ene d’an evach krenv, prestik goude m’en devoa bet an eur-vad da ober eur fortun gaër. Lizik o welet he fried o ren eur vuez ken direol a zizec’haz prestik divar he zreid, evel eur rozennik skoazellet gant eun harp ampouezounet he ene glan a nijaz d’ar ba­radoz ar gwir vro.

Lanik an Tougn a deuaz eta abred da veza intanv gant eur ver­c’hik koant evel eun eal.

O welet e oa kiriek da varo e Lizik, ec’h en em roaz gwasoc’h gwas d’e dech fall.

Evelato, an amzer a dremen, Laou goz a gouezaz klanv, ha klanv da vervel. Kas a reaz kemennadurez d’e vab Lanik da zond d’e welet. Hema a zigouezaz kerkent evel m’hen devoa klevet ar c’helou, hag an daëlou enn he zaoulagad e teuaz da boka d’e dad. Goude eur pennadik amzer e lavaraz :

— Tad, emezan, ganen a zo aman e va bruched, eur voutaillad hini melen, hanvet eo an dour a vuez, evit deuz outan, ha sur, m’en tou, e welaio d’eoc’h.

Pa wel an evach miliget, an tad a zav enn he c’houaze, a zispak euz a douez an dillad vele he zaouarn kastizet gant ar c’hlenved, ha gant eur vouez krenv o krena e lavar :

— Mabik, mabik, kement a veradennou daëlou a meuz skuillet, evel a veradennou e peuz evet deuz al lorgnez-ze, mez kaër a meuz bet hirvoudi, n’oun ket bet evid da zizrei deuz da dech miliget, n’oun ket bet goest da denna ac’hanoud deuz skilfou an aneval-ze en deuz great e dron en gweled da galon. Da vreg, eur vaouez dispar, a zo dizec’het gant an anken e-kreiz he brud ; da verc’hik, koant evel an heol, na divije ket eun tam bara da zebri paneved he zonton beleg. Kalon a rankez da gaout evid dond bete gwele da dad, da ginnig d’ezan, war bordik e vez, eun evach falloc’h eget an hini a oa kinniget d’hor Zalver war ar groaz. Kerz, kerz mab milliget, kerz pell diwar va zro, c’houez fall a zo ganez ha gant da zour a vuez ! Taol an ampoezon-ze war an teil, ha kerz buan da lavaret d’am mab Perik, Person e Rosko, dond da welet ac’hanoun araok ma varvin.

Estlammet holl o klevet ar c’homzou-ze, Lanik a ieaz buan er meaz euz ti e dad, a zavaz war e vidochen, hag a ieaz buana ma c’hallaz da Rosko da ober ar gevridi roet d’ezan gant he dad. Da zeiz heur deuz ar mintin ec’h en em gavaz, diabaf kaër en ti e vreur. Digemeret oa gant ar vatez, pehini n’hen anaveze ket. Roet oa dezan eur gador da azeza er gegin.

— An aotrou Person, eme ar vatez, a zo oc’h oferenni, kalz tud en devezo da govez, ha m’oarvad e vezo tost da nav heur araok ma vezo achu gantan.

— Amzer a zo, eme Lanik, mez naon a meuz ha sec’hed, ha diez e kavan kaout naoun ha sec’hed e ti va breur.

— C’houi eta, eme ar vatez, a zo breur d’an Aotrou Person ?

— Ia zur, eme Lanik, ha kredi a ran n’eo ket dizec’h an holl barrikennou er prespital.

— Nan, a drugare Doue, eme ar garabasenn, mez deuit eta d’an tu all da zebri eun tamm ha da eva eur banne.

Lanik n’oa ket bet red adpedi anezan, ha prestik goude, ar bara, ar c’hig moc’h mogedet, an anduill, eur voutaillad gwin koz hag eur c’halir kaër a oa laket war an daol e kichen Lanik, skarzet oa en eun taol kount ar gwin koz, hag eur c’hrogad mad en devoa great war ar c’hig hag an anduill. Lanik, evel droug ennan, a deuaz er meaz euz ar zal da lavaret d’ar garabasenn ne gave ket mad ar gwin, hag e oa kalz gwelloc’h gantan ar gwin-ardant.

— Pe sort gwin eo hennez ? eme ar vatez.

— Bah ! eme Lanik, c’houi n’ententit ket brezonek Leon ? gwin ardant, La Goutte, odevi, an dra-ze zo henvel tout.

— Roit d’in eta eur banne La Goutte, odevi ma ententit gwelloc’h.

Ar garabasenn a roaz d’ezan neuze eur voutaillad leun koulz lavaret. A benn eun hanter heur goude oa skarzet ar voutaill, ha pemp kart heur a ioa, oa Lanik o karga e zac’h e sal-debri e vreur.

Evelato an Aotrou Person a erruaz war dro nav heur : souezet maro oa o welet n’oa netra aozet evit dijuni.

— Roit peoc’h eta aotrou Person ha kaozet sioul, rag an tu-all aze ema o preur o koumans roc’hal. Evet en deuz eur voutaillad gwin koz, tost d’eul litrad odevi, eul lur kig moc’h hag eun hanter anduillenn a zo eat en e gov. Lezit anezan eur pennad da gousket, rak mezo-dall eo.

Petra ! va breur aman, va breur kalkenn o choum du-ze e Bodiliz ! petra en deuz da ober gan-en me hirio ? Red mad eo d’in dihuna anezan, rag eun dra bennag a vraz a rank beza a nevez gantan, pe gwir ema aman ken mintin.

— Deut eo aze, eme Marc’harid, war gein eul loen-kezek enn dour c’houez, hag eur vogidel a zave diwar e gein evel diwar eur ster-vraz.

— Lanik, Lanik, te a zo aze ? sav da benn eta ha lavar d’in petra zo a nevez gan-ez !

— Kerkent Lanik ar c’hlaouren e korn e c’henou a zav e benn :

— « Va zad, emezan, a zo war an tremen da vervel, ha me zo deut da zigas d’id ar c’helou. Lez ac’hanoun da gousket ha bremaik pa vezin diabafet, me a ielo d’ar gear war gein va margod.

— Nan, nan, deuz ganen e va voetur goloet, Yannik va mevel a ielo var gein Margod hag a zizroio d’ar gear gant va voetur.

— Kerkent e kemerjont hent Bodiliz, hag ar c’hreiz-deiz a oa o son pa zigouezjont e ti an tad.

Ar mab belek, an daëlou o koueza puill euz e zaoulagad, a dosteaz euz he dad dinerzet gant ar c’hlenved ; pokat a-reaz d’ezan stard ha glebia a reaz d’ezan he vizach gant daëlou tomm ar garantez.

Ar mab Louzaouer a zigouezaz ive wardro div-heur goude ar c’hreiz-deiz. E galon a ioa ien e-skoaz hini he vreur belek. Pa oa an tri mab e kichen gwele o zad, hema a zavaz adarre gant kalz a boan enn he c’houaze hag a lavaraz :

— « Savet am euz ac’hanoc’h, va bugale geiz, gounezet am euz deoc’h bara gant ar c’houezen euz va zal. Breman ar maro a zo arru d’in ha gwelet a ran dija ar bez digor evit va digemer, varc’hoaz e vezin dirag barnedigez va Doue. N’am euz ket a nec’h, rag hed va buez am euz great ar pez oa dleet d’in da ober. Te, va mab Perik, eo va enor en heur va maro, ped evit da dad, ped evit da vam ha da c’hoar-gear, eat re abred, troc’het siwaz ! gant dourn kriz an anken hag ar glac’har. Te, va mab Filiber, te a peuz eur spered kaër, mes implij fall a rez diout-han. Tro, tro buan war hent an esperans, war an hent heuillet gant da dud koz, douaret aze er vered, kerz war hent ar virionez, war hent ar vuez peurbaduz, ro d’in eur pokik, ha ro d’in an esperans d’az kwelet c’hoaz e Rouantelez an Envou. Ha te Lanik va mabik iaouanka, te, war behini em boa kountet evit va skoazella em c’hozni, d’id-te, ivez, va c’halonik keaz e lavaran : « Dizro, enn hano Doue, euz da dech miliget, lez a gostez an evach brein-ze pehini a ra heug d’ar chatal-mud. Dizro diwar an hent-ze, ha ro skouer vad d’az merc’hik Elena.

P’en devoa peur-achuet ar c’homzou-ze, an hini koz a gemeraz deuz traon e vele eun arc’hik prennet mad, en pehini e oa eur zervieten, eur vantell, hag eur ialc’hik ler.

— Sethu aze, emezan, ar pez a meuz da rei d’eoc’h, mez grit implij vad diouto. Houma, ar zervieten-ma, a ro da bep den ar pez a c’houlenner diganthi. Gant ar vantell-ma, an den a ve dindanhi a gerz ken buan hag an avel, ha na ve ket gwelet o vond. An hini a zigouezo gantan ar ialc’hik-ma a gavo kant skoed ennhi bep tro ma glasko. Grit brema al lodennou.

— Me, eme ar belek, a gavfe mad kaout ar vantell evid mont buan da gaout ar re glanv.

— Ar zervieten, eme al louzaouer, a ve mad d’in-me evid rei d’ar re glanv ar iec’hed.

— Me, eme Lanik, a jom ganen va c’hoant, ar ialc’h. Ganthi em bezo bara d’am merc’h ha d’in, hag ouspenn eur banne bennak evid glebia va c’hornaillien.

An tad prestik goude a c’hourvezaz, eur rankounen a zavaz en toull e c’houzouk, ha da bemp heur deuz an abardaez e ene kaër ha leal a nijaz en tu-all d’an oabl glaz, da Rouantelez ar Baradoz. E gorf a oa douaret en bered Bodilis, en disheol ar gwez uhel karget a zeliou glaz.

Breman an tri mab a zo eat pephini d’e neiz : ar Person da Rosko, al Louzaouer da Vrest, ha Lanik a zo chomet er gear da c’houarn e diegez. Buan ha buan, Lanik an Tougn a ankounac’heaz komzou kaër e dad, ha bemdeiz e vije mezo evel eur zoner. A-benn fin an abaden e roaz e diegez d’e vevel da labourat war hanter, hag ez eaz da jom da Bariz, ar gear-benn. Eno e reaz koumanant euz eur gampr kaër kant skoed ar miz. Tregont lur bemde a zispigne être e voued hag e lojeiz. Mez petra rea an dra-ze d’ezan, pegwir e ialc’hik a bourvee d’e holl mizou.

Eun devez, deuz ar mintin, a ioa Lanik an Tougn о lenn e gazeten en prenestr e gampr. Tabouliner kear a ioa oc’h ober an dro, о klask eur gwaz da c’hoari domino ouz merc’h hena an Impalaër. Homa a oa brudet dre ar bed holl evid he gwiziegez er c’hoari-ze. Mez n’euz forz pegen desket e ve an den e kav bepred eun all bennak gwiziekoc’h evitan. Lanik eta a wiskaz buan e dok ledan hag e jus­ten giz paotred Bodilis hag a roaz kant skoed da vevel e hotel evid her c’has gant ar wetur vrava beteg palez an Impalaër. Goulen a reaz beza digemeret. Raktal a oa hentchet beteg eur gampr kaër ha roet d’ezan eur gador souplik da azeza. Goulen a reaz komz ouz merc’h an impalaër. Prestik goude, homa, gwisket en gwenn, a erruaz da welet ar Breizad.

Kerkent ha ma welaz Lanik ar plac’h iaouank koant о tostaat dioutan e lammaz diwar e benn e dok ledan gant e voulouzen hir hag e vlouk skedus :

— Devez mad d’eoc’h, dimezel Impalaërez. Klevet a meuz er mintin-ma oac’h inouet en ho palez hag e oac’h о klask eur gwaz da c’hoari domino ouzoc’h.

— Evid gwir, eme an Impalaërez iaouank, e vije laouenn va c’halon ma kavchen unan bennag da dreac’hi ac’hanon er c’hoari-ze.

— Me eo ho ten neuze, eme Lanik en eur vousc’hoarzin.

— Koulz eo d’eomp mont er gampr-c’hoari neuze, ha c’houi Anjelina a azezo en va c’hichen. Pegement oc’h euz, paotr Breiz, da lakat en taol kenta ?

— Kement hag a lakfoc’h oc’h unan, dimezel

— Allo ! pephini e gant lur.

— Great, eme Laouik an Tougn, ha koat d’an dominoïou.

C’hoari mad a ra an daou-ma, mez Lanik a lez an Impalaërez da c’honit an taol kenta.

— Lavaret am boa d’eoc’h, eme an dimezel, n’oan ket bet trec’het c’hoaz gant den ebet er c’hoari, rak-se ’ta e lavaran d’eoc’h c’hoari kement ha ma karfoc’h, bep taol e kolloc’h.

— Marteze, eme Lanik, lakomp kant skoed an taol-ma.

An treac’h a zeu euz e gostez, ha pelloc’h goude, hed an deiz, Lanik na reaz nemed gonid bep taol. Pa oa deut an noz, an dimezel, ato en fizians da c’honid, a lavaraz da Lanik chom da goania, hag e c’hoarifent adarre epad an noz.

— Nan, eme ar Breizad, red eo d’in mond da gousket d’am c’hambr, varc’hoaz me zeuio adarre, me a jomo da gousket er palez p’am bezo lavaret d’am mestr-hotel en pe-leac’h e vezin.

Antronoz, Lanik a oa abred er palez, kaout a reaz ive e zimezel divorfil kaër ha prest da c’hoari. Hirio an taoliou a zo mil lur ouz mil lur. An dominoïou a strakaz epad an deiz, ha merc’hik koant an Impalaër a gollaz kalz a villuriou ouz ar Breizad tok-ledan. Pa oa deut an noz, oant eat holl da goania. Biskoaz Lanik n’en devoa bet eun hevelep koan, biskoaz Breizad ebet en e raog n’en devoa bet an enor da breja ouz taol Impalaër ar Franz.

Evelato, Anjelina hag he mestrez a oa en em dennet o diou en eur gampr a gostez pa oa achu koan. Ar vatez-ma e devoa gwelet ialc’h burzudus Lanik, gwelet e devoa anezan o tenna diouthi kant skoed bep tro ma lakea e zorn ennhi. Lavaret a reaz kement-se d’he mestrez.

— Red a vezo d’eomp emberr, emezhi, tenna digantan e ialc’h ha lakaat en e leac’h eur ialc’hik-all henvel mad outhi.

— Gwir eo ar pez a lavarit, Anjelina, red e vezo d’eomp ober kement-se, pe beza revinet gant ar c’hoarier diaoulek-se. Ama a jomo da gousket fenoz, ha pa vezo o roc’hal, ni a zeui a benn euz e ialc’h.

Mezvet oa Lanik gant e c’hoarierez, ha da hanter-noz an diou dimezel iaouank her c’hasaz da gousket war eur gwele kaër. A-benn eun neubeud amzer goude Lanik a roc’he stard, rag eur c’hovad mad a odevi en devoa great. An diou diraezel iaouank a zeuaz neuze goustadik er gampr, a glaskaz hag a gavaz ar ialc’h burzudus. Gant o daouarn skanv e stagchont eur ialc’h-all e-leac’h an hini o devoa laeret, ha, p’o devoa great an taol da Lanik, ec’h en em dennont pephini en he c’hambr.

Antronoz vintin, Lanik, lorc’h ennan ha diabafet, a c’houlennaz digant merc’h an Impalaër ha c’hoant c’hoari e devoa atao.

— Selaouit, emezhi, den iaouank euz a Vreiz-Izel, ama ez euz bet kalz a dud pinvidik mor, c’hoarierien dispar euz a gement rouantelez a zo er bed, holl int eat d’ar gear, paour evel razed-iliz. Mez c’houi, evel ma welan, Breizad tok-ledan, oc’h euz touet ma revina. Koll a ran brema ouspenn daou c’hant mil lur ouzoc’h. Ouspenn ma ’z eo boulc’het mad va ialc’h, mez a meuz ive, me, ken didrec’h, hirio trec’het gant eur c’hoz kouer. Evelato, c’hoariomp c’hoaz hirio, varc’hoaz ma kollan, me a ehano. Laka dek mil lur ouz va re, ha beac’h d’an dominoïou !

Allaz ! brema Lanik an Tougn ne ma mui gantan e ialc’h burzudus. Koll a ra bep taol, hag a-benn ar c’hreizdeiz, na jom gantan nemed mil lur. O welet e kolle bep taol, Lanik a reaz eur zellik a druez ouz e ialc’h ridet ha goullo he c’hov. Neuze e wel pesort taol a zo c’hoariet d’ezan gant e verc’hed koant. En em den a reaz evel eur c’haz fouetet d’e hotel, o sonjal n’oa ket brao mont da glask c’hoari ouz merc’h an Impalaër.

Goulskoude e sonje ennan e-unan e teuje, dre eun taol finesa, a-benn da gaout he ialc’h araok nebeud amzer. Leina ra en hotel, ha deuz an noz e kemer an train evit dond da Vontroulez. Eno e kemeraz eur wetur evit hen kas da Rosko. Pa zigouezaz e ti he vreur e lavaraz d’ezan :

— « Ober a rafez evidoun eur vad dreist ma karjez rei d’in da vantell evid mond da Bariz. » A-benn pemzek devez ama ez euz er gear-benn eur c’haloupadek weturiou, hag an hini a c’hello gant e wetur heulia karroz an Impalaër, hennez a zimezo d’e verc’h hena. Kompren eta er blijadur e pezo o tond da eureuji da vreur Lanik da verc’h penn-rener ar Frans ; koumpren an enor ho bezo neuze. Ro d’in ’ta da vantell, ganthi ez-oun zur da c’hounit an treac’h.

————


Kas anezhi ganez, ma ra an dra-ze plijadur d’id, mez abenn eur miz aman e fell d’in e c’haout adarre.

Kenavezo, va breur Perik, kenavezo abenn eur miz, me deuio adarre d’az kuelet, gant eur c’helou mad evidoud, hag ivez evidoun.

Lanik kerkent a wiskaz ar vantell hag a lavaraz d’ezhi nijal war zu Brest. Digouezout a reaz e Brest pemp munut goude ma oa loc’het euz a Rosko. En em gavet e ti e vreur Louzaouer, Lanik a lavaraz d’ezan :

« Abenn eiz devez aman an Impalaër a ro e Pariz enn enor d’e verc’h hena, eul lein vraz e pehini e vezo dek mil den ouz taol. Kaër zo bet klask n’euz kavet keginerez ebet gwiziek awalc’h da brienti al lein ze. Dek mil lur a zo da c’hounit, ha me gant da zerviet-te a c’hall ho gounit. Evel ma ze dleet, an hanter a vezo d’id hag an hanter all d’in. Va breur Persoun en deuz roet d’in he vantell evit mont buan, ha te, a gredan, a roi d’in ivez da zerviet evit dond abenn da aoza ar pred braz-ze.

— Kas anezhi ganez, ma zo tro da ober vad d’id, mez ma c’hounezez da zek mil lur, deuz buan en dro da zigas d’in an hanter.

— Evel a lavarez, va breur Filiber, trugarekaat a ran ac’hanoud deuz da vadelez, me deuio en dro kenta ma c’hallin, ha digas a rin d’id da lod euz an aour. Kenavezo va breur, kenavezo ar c’henta.

Lanik, ar zerviet gantan enn e vruched, a wiskaz he vantell, ha ganthi eun hanter-heur goude oa erruet enn eun hostaleri hanter-hent da Bariz. Dare gant ar zec’hed, ec’h evaz eno eur banne sounn kichen an hostaleri, gourvezet enn eur foz, e welaz eur paourkez-koz hirr he varo, ha gwisket a druillou.

— Petra rit aze, va den mad, eme Lanik, ha da biou eo hounez, ar vaz aour-ze a zo ganeoc’h oc’h ’n em harpa.

— Me, a zo aman oc’h esa kouskat, mez n’oun ket evid ober, al laou a zraill d’in va c’hroc’henn. Ar vaz-ma en deuz goneet kalz viktoriou a-eneb adversourien ar Vro, n’am euz nemet gourc’hemen d’ezhi labourat, kerkent dek mil soudard gant o armou a zo er-meaz diout-hi.

— Marteze, eme Lanik, ar zoudarded-ze o deuz naoun ha zec’hed ; marteze ive int skuiz enn toull en ho paz aour. Laka da vaz da labourat, ha me neuze, dre c’halloud va zerviet, mar teu soudarded anezhi a roio d’ezho da zebri ha da eva euz ar pez a c’houlennint.

An nerz a vank d’in, eme an den koz, rak daou zervez a zo m’am beuz ket gwelet eun tamm bara, nag al liou deuz ar gwin.

— Truez am euz ouzoc’h, va den mad, lavarit d’in petra a raio vad d’ho kalon ha me roïo deoc’h raktal, dre nerz va zerviet.

— Eun tamm bara ha kig, eur werennadik a lakafe ac’hanoun war va zu. Kerkent oa renket war al letounen ar pez en devoa goulennet ar paourkeaz.

— Ma ! a lavaraz ar paour, me ve laouen va c’halon o roi d’eoc’h va baz aour evid ho serviet, ma ve ho madelez.

— Sell, eme Lanik, ro d’in da vaz, ha setu va zerviet. Lavar d’in penaoz labourat gant-hi evit lakat da zispaka an holl zoudarded a lavarez a zeu diout-hi.

— Netra da ober nemet divisa ar penn-kamm, kerkent ar zoudarded zo er meaz. Lanik a reaz ar pez a oa gourc’hemennet d’ezhan, ha kerkent an dachenn a oa goloet a zoudarded prest da zifenn ar vro. Lakeat oant adarre prestik er vaz. Lanik hag ar paour koz en em drugarekaaz, hag a ieaz peb hini gant he hent.

Evelato Lanik a zavaz keuz gantan : sonjal a ra en dek mil lur en devoa da c’hounit, sonjal a ra en dismegans a raio e vreur warnezan. Dont a ra enn he spered tenna ar zoudarded er meaz euz ar vaz evit mont da laëraz digant ar potr koz he zerviet. Divisa a ra penn ar vaz, ugent zoudard a deuaz er meaz, pere, war gourc’hemenn Lanik a c’haloupaz war lerc’h an den koz, a laeraz diganthan ar zerviet her roaz d’ho mestr hag a ieaz adarre d’ho loj.

Evel eul luc’hedenn, Lanik a ioa rentet e Pariz, pinvidikoc’h breman eged biskoaz. Diskenn a reaz adarre eun hotel vraz, tost da Balez an Impalaër, mez gwisket brema evel eun Itroun gaër. Kleierigou aour a ioa gantan ouz e ziouskouarn, eul lunedou a briz uhel war e fri, hag eun tok plunv kaër war e benn.

Den na aneveze an Itroun gaër-ma, ha lavaret a rea oa deut euz an Amerik da welet ar pred braz roet e palez an Impalaër. Lavaret a reaz zoken e vije gant-hi eun enor braz, ma vije kemeret evel keginerez. Ar Mestr-hotel a ieaz da ginnig anezhi, gant an Impalaërez koz a ioa lorc’h ennhi o kaout eur geginerez deuz an Amerik. Diskouezet oa d’ezhi ar Palez kaër e pehini e tlie beza lakeet an dud pedet ; bet oa o pourmenn e chardinn an Impalaër, gwelet e devoa an tron skeduz diwar behini ar Penn-Rener a roe he c’hourc’hemennou d’e bobl ha tremenn a reaz er Palez eun hanter-devez a blijadur.

Antronoz, mintin-mad, an Impalaërez goz a roaz d’he c’heginerez an oll aliou evit ma vije an oll dud kountant euz ar pred.

Pevar-ugent plac’h iaouank deuz kear Bariz a ioa deut da zervicha ouz taol, ha gourc’hemennet oa d’ezo ar Vestrez keginerez.

Var dro nav heur deuz ar mintin, ar voeturiou kaër a erruaz e kichen dor ar Palez, ha beteg unnek heur hanter, ne zehanent ket da zont. Evelato ar geginerez a oa disoursi rak dek heur a oa sonnet, netra na oa c’hoaz war an tan. Strafuillet-oll hag evel pa vije eat er meaz anezhi he-unan, an Impalaërez-goz a skoaz war kambr he c’heginirez nevez.

Petra zo c’hoarvezet ganeoc’h emezi, ma na ziskennit ket er gegin, da aoza ar pred, m’en tou d’eoc’h, ma na vez ket prientet lein d’an heur, e vezo great pevar rann diouzoc’h.

— N’en em jalit ket gant kement-ze, Impalaërez, lein a vezo prientet, an dud a vezo kountant, ha c’houi dreist-holl.

Da greiz-deiz, ar zoubenn a vezo distan ha mad evid ar genaouiou-klouar ; ma karit e kasoc’h da bourmenn ar merc’hed iaouank a zo deut aze da c’henaouegi rak evidon-me n’am euz ezomm ebed anezo.

Da greiz-deiz nemet kart Lanik an Tougn dindan he zillad Itroun a ziskennaz er gegin, a astennaz he zerviet war an daolik. Kerkent oa eun drubuill klevet an trouz a ioa er Palez. Al linseriou, ha goude ma vije bet kement diaoul a zo ’n Ifern oc’h ho renka, na vijent ket eat buanoc’h d’o flas. Al loaiou, ar forchetezou a strake an eil ouz eben oc’h en em gaout enn ho flas, hag a reaz muioc’h a drouz eged eur rejimant zoudarded o c’hoari gant an armou gwen. An derinennadou souben a goueze peb hini enn leac’h merket d’ezo, ha d’an taol a greiz-deiz oa prientet lein, kerkent evel ma vanke eun dra bennag, raktal e tigoueze war an daol.

Ar merc’hed a oa strafuillet-holl, hag evelato n’oant ket evit miret da c’hoarzin o welet ijin ar geginerez da lakat ha da lammat peb tra hervez oa dleet.

Pa oa echu lein, pebhini en em dennaz en eur roi meuleudi d’ar geginerez dispar, hag holl e roent d’ezhi eun dra bennag, darn dek gwennek, darn pevar real pe ouspenn. Ranna a reaz ar pez he devoa bet, etre ar merc’hed iaouank deut evit he zikour, ha deuz an noz an Impalaërez goz a gountaz d’ezhi dek mil lur, a drugarekaaz anezhi euz a greiz he c’halon.

Pinnvidik eo adarre breman Lanik an Tougn, mont a reaz da gouskat d’he Hotel, roi a reaz da c’horenn c’hwec’h mil lur, hag ec’h en em roaz adarre da ober boss e kear Bariz. Abenn penn an eiz devez, Lanik a erruaz en hotel, paour evel eur ranik, dispignet gantan e oll arc’hant er c’hoariou braz hag el lec’hiou a blijadur.

Evelato daou zevez goude e tigouez ar c’haloupadek voëturiou enn enor da verc’h an Impalaër. Kaer oa gwelet war an dachenn vraz ouspenn kant voetur deut di euz a gement Rouantelez a zo er bed, kaër oa gwelet ar c’hezek gant o sternachou alaouret, prest da nijal pa vije great sin d’ezo. Lanik a zigouezaz ivez gant eur voeturik dister stag out-hi eur c’hoz-marc’h treut na ve ket roet ugent real evid he groc’henn. An holl a c’hoarze goap da Lanik, an holl a iouc’he warnezan hag a sklape pouloud ouz he dok ledan. Mes ar Breizad a zonje ennhan he-unan : Bremaïk paotred, c’houi a raio eur c’hoarz all. Pa oa renket ar voeturiou, ha great zin d’ar c’hezek da c’haloupat, Lanik a zalc’he war e varc’h evit lakaat ar c’hoarz war an dachenn. Voetur gaer an Impalaër he devoa great dija eun dro, ha marc’h Lanik a veac’h kant troatad.

— Ar priz kenta d’an tok ledan, a iouc’he a bouez o fenn ar Barizianed o c’hoarzin, ar priz kenta d’ar Breizad ! Lanik a zellaz war e lerc’h hag a welaz voetur an Impalaër o tostaat, treinet gant daou loen an tan enn o daoulagad hag an eonen en o fronellou.

— Hu ! Kola, eme Lanik.

Kerkent ar marc’h Kola a grenaz an douar gantan, ar rodou a venne dibrada diwar an douar, eur c’helc’h poultrenn a reaz buan tro tachenn ar c’haloupadek, na veze guelet o troi nemed marc’h ar Brei­zad, tremenn a rea voetur an Impalaër evel eul luc’hedenn, ha pell en he raog ec’h achuaz Lanik e droiou gant e varc’h Kola.

— Ar priz kenta d’ar Breizad a iouc’haz neuze Lanik d’e dro !

An holl dud a joumaz sebezet, o welet pegen buan oa kezek Breiz, o welet an tok ledan o c’hounit war gement all a otrounez kaer deut di da esa kaout merc’h an Impalaër.

Pa oa achu ar c’haloupadek, merc’h hena an Impalaër a falvezaz d’ezhi gwelet an hini a dlee beza he fried :

— Merc’h, eme an Impalaër, setu aman da zervicher, krog e penn e loen, kaër int o daou evel a welez. Neuze ar plac’h iaouank en em lakeaz da c’hoarzin d’ezan ha da lavaret :

— Birviken hennez, ar c’houer-ze, na vezo va fried, gwelloc’h e ve ganen mervel ama war an dachen eget dimezi d’eun tortik evel hennez. Lenva ran, va zad, war ho tievezded, rag evid kaout eur pried d’in, ne ve ket bet red d’eoc’h lakat eur seurt galoupadek. Gwelet a rit brema ho sotoniach, gwelet a rit gwad kouer o vont d’en em veska gant gwad pur an Impalaëred. Roit d’ezan va holl danvez, mez lezit ac’hanon da zibab eur pried hervez va renk.

Neuze an Impalaër koz, an daëlou en e zaoulagad, a ieaz da gaout Lanik an Tougn, hag a lavaraz d’ezan :

— Te zo eur Breizad, eun den a zoare vad, gonezet e peuz an treac’h war an dachen, d’id eo dleet va merc’h hena, mez gouzout a ran e ranno he c’halon pe e raio eun taol fall bennak ma ve red d’ezhi dimezi gant unan dizanaoudek d’ezhi. Rak-se ’ta e kinnigan d’id kant mil lur ma asantez chom heb beza mab-kaër d’in.

— Roit d’in ho kant mil lur, Impalaër a Franz, koulz hebto evel ganto. Me gavo en Breiz eur plac’h skedus evel an heol pa lintr da greiz-deiz.

Lanik a gemer an arc’hant, ha diez e spered, e tizro d’an hotel gant e varc’hik melen. Sonjal a rea en dismegans he devoa great merc’h an Impalaër warnan. Sonjal a rea er blijadur en divije bet e vreur belek o tont d’hen eureuji da verc’h Penn-Rener ar Franz. An holl draou-ze a droe hag a zistroe en e benn. An devez warlerc’h, deuz ar mintin, Lanik en em lakeaz da ober eur gaillen en kear Pariz ha benn fin ar zizun, euz e gant mil lur, na jomme gantan netra, koulz lavaret. Bet a oa en tiegez-ze re vrudet siouaz, ha re darempredet gant tud kollet ganto o skiant vad. Bet a oa o c’hoari en tiez-ze, ha lakaat a rea bep taol mil lur en klaoustre. Ar paour keaz Breizad, pehini n’oa ket reiz euz ar c’hoariou-ze, a oa skarzet d’ezan e ialc’h heb dale.

Eun devez, pardaëz-noz, Lanik, debret gantan e holl arc’hant, mac’hagnet gant ar Barizianed, a ieaz en eur ouela er-meaz euz ar gear-benn. Sonjal a rea neuze en e vro gaër Breiz-Izel, sonjal a rea en e verc’hik koant Helena, en e barkeier, dilezet gantan evid dont da ren eur vuez fall e mesk an estren.

Skuiz o vale, dare gant ar c’hoant kousket, Lanik a c’hourvezaz war ribl ar ster vraz hanvet ar Seine. Na zaleaz ket da roc’hat, ha deuz ar mintin, pa zihunaz, oa an heol o sevel skedus. Doue hag e eal-mad a viraz ar Breizad diouz peb drouk.

Evelato, eur zonj a zeuaz en e spered. « Gwelloc’h e ve d’in, eme­zan, mont d’ar gear, mez penaoz, pegwir a meuz kollet va ialc’h bur­zudus ? Gouzout a ran, evid gwir, en pe-leac’h e ma, mez penaoz he c’haout ? Red a vezo d’in tenna eun taol fin bennag da verc’h koant an Impalaër ha d’he matez vrao.

Lanik a oa о lakat an tan war e gorn-butun, pa welaz о tont etre­sek ennan eur plac’hik koz daoubleget, harpet war eur vaz. Pa erruaz beteg ennan, a c’houlennaz diganthi :

— Da beleac’h ec’h it e giz-ze, grac’hik koz ?

— O pourmen e moun, rag bemdeiz, deuz ar mintin, e ran eur bale war ribl ar ster vraz-ma. Ha c’houi, va den mad, euz a beleac’h oc’h, ha petra rit aze d’an heur-ma ?

— Me a zo eur Breizad euz Penn-ar-Bed deut d’en em goll d’ar ger vraz-ma, ha pell-zo e vijen distroet d’ar ger, paneved ma ’m meuz kollet eur ialc’hik roet d’in gant va zad war e dremenvann, red vezo d’in e c’haout, pe ar ster-ma a vezo va gwele.

— Na gomzit ket er giz-ze, rak ho komzou n’int ket din euz eur brei­zad a galon. Sellit, setu ama eur vezenn hag a zo ennhi avalou melen ha setu ama unan all hag a zo ennhi avalou ruz. Hervez oc’h euz lava­ret d’in, ho ialc’h a zo etre daouarn merc’h an Impalaër. Neuze ’ta e vezo ret d’eoc’h gwerza deuz an avalou melenn d’ezhi, ha kerkent me devezo debret eun tamm, e zavo war he zal eur c’horn hirr ha heuzuz.

— Pa vezo merc’h an Impalaër er stad-se, c’houi lakai an taboulin da ober tro kear, da lavaret e vezoc’h eur midisin dispar, hag a bare euz an holl klenvejou.

— О trugarekaat a ran ac’hanoc’h, mammik koz deuz a greiz va c’halon rag renta a rit d’in va merc’hik Elena, va bro gaër, va farkeier ; roit d’in eur роk, merk dister euz va c’harantez evid’oc’h. Lannik kennerzet he galon gant ar c’homzou a esperanz-ze, a gutuillaz c’houec’h aval melenn ha c’houec’h aval ruz hag a ieaz ganto d’e Hotel. Antronoz e tigouezaz ar zul arok hanter-eost. Abred deuz ar mintin, ar Breizad, gwisket gantan eur saro hirr hag eun tok ledann, a ieaz e kichen ar porched dre behini e tlie tremen merc’h an Impalaër evit klevet an offern. Kalz tud, an dour en o genou o welet liou kaer an avalou, a varc’hataz anezo, mes holl estlammet pa glevent ar priz e tec’hent kuit. Ar brud deuz an avalou kaer-ze a ieaz buan beteg Palez an Impalaër hag an offern-bred n’oa ket c’hoaz koumanset pa oa gwerzet e c’houec’h aval gant Lanik. Merc’h an Impalaër a deuaz d’ho frena evid ho lakat war an daol da c’houel Hanter-Eost, pehini oa ivez d’ar mare-ze gouel braz ar Frans.

Evelato Merc’h an Impalaër hag e matez na c’hedjont ket ar gouel da zont evid tanva an avalou. Deuz an noz e oant en em dennet ho diou enn eur gampr a gostez hag etre-z-ho diou o devoa debret unan euz an avalou melenn pere a oa koustet pemp kant lur pep hini.

Kerkent e savaz er Palez eur ioulc’h estlammuz, hag eun druez oa klevet hirvoudou an Impalaër ha klemmou an Impalaërez. An diou blac’h iaouank goude beza eat d’ho gwele, a zavaz e-kreiz ho zal eur c’horn hirr ha melen pehini a dreuze an doen hag a ziskoueze o begou er-meaz euz ar Palez. Klasket oa tud gwiziek var dro an diou zimezell, mez allaz ! ar benviou n’oant ket kaled awalc’h evid trouc’ha kerniel ar merc’hed koant, ha ret a oa lezel anezo gourvezet war o gwele gant ho c’herniel hirr.

E kreiz an anken hag ar glac’har, an Impalaër koz a skrivaz neuze da holl vidisined brudeta euz Rouantelez ar bed evit gwelet a moien a ioa da barea e verc’h hag e vatez.

Antronoz an taboulin a dregernaz kear ganthi. Eur medisin euz enez Taïti oa digouezet en Pariz hag a warante pareal an holl glenvejou neuz fors pegen koz ha pegen griziennet e vijent.

Pa glevaz ar c’helou, an Impalaër a gemeraz he garronz kaëra hag a deuaz beteg hotel ar medisin bruded.

Lanik an Tougn, eun tok kern uhel war he benn, eul lunedou aour war he fri a zigemeraz Penn-Rener ar Frans.

— Prometet am beuz va merc’h, va madou ha war va lerc’h va c’hurunen d’ar medisin a bareo va merc’h hena taget gant eur c’hlenved mezuz ha poaniuz braz meurbed. Pedi a ran ac’hanoc’h da zont d’he gwelet, rag braz eo hor glac’har er Palez. An Impalaërez zo prest he c’halon da ranna, me va unan n’oun mui gouest da ren va bro ken am bezo gwelet e pe du ez aï va merc’h.

— Mont a ran ganeoc’h raktal, Aotrou Impalaër, me a velo ho merc’h ha me hi fareo.

Kerkent ar c’harronz a ieaz enn hent. Pa oa digouezet Lanik an Tougn er Palez e oa eur bobl tud e kambr an diou glanvourez, taget ho diou gant ar memez klenved. Brema, aotrou Impalaer e lavaran d’eoc’h va lezel va unan er gampr gant an diou glanvourez, abenn eun hanter heur me ho kalvo, goude m’am bezo roët ar iec’hed d’an diou blac’h-ma.

Neuze, o komz ouz merc’h an Impalaër, e lavaraz d’ezhi : « C’houi, va dimezell goant, n’euz pare ebet evid’oc’h ma na restaolit ket ar pez oc’h euz laëret. Me eo ar c’hoarier dominoiou da behini oc’h euz laëret e ialch, laëret oc’h euz anezhi diganen pa oan kousket enn ho Palez, me eo an hini oc’h euz disprizet da zeiz ar c’haloupadek, me eo ar geginerez am euz prientet ar pred roet en oc’h enor, ha bepred ec’h euz great fae varnoun. An dismeganz-ze a gouez hirio pounner warn’oc’h. C’houi goulskoude a dlie gouzout penaoz an den, n’euz forz pegen uhel e ve savet, a c’hell awechou kaout ezom euz eun all izelloc’h eget han.

Neuze Lanik a wiskaz he dok ledan, an tok Breizad-ze gant pehini e oa bet o c’hoari domino ouz merc’h an Impalaër : Houma kerkent hen anavezaz hag a lavaraz d’ezhan : Va mignoun ker, gwir a leverez, tennet em boa diganez da ialc’hik, great am euz faë warnoud, mez keuz ha glac’har am euz d’am fec’hed, laka da zourn em dourn, stag da vuzellou ouz va diou chod dislivet gant ar c’hlenved. Fizianz am euz e roï d’in ar iec’hed, hag azalek an deiz-ze e vezi va fried.

Setu ama da ialc’hik vihan, bepred am euz dalc’het anezhi em c’herc’hen, en envor d’an hini kenta en deveuz va zrec’het o c’hoari domino, mez hirio na zervich d’in da netra p’e guir ema va c’horfik iaouank flamm ha gwerc’h c’hoaz o vont e strad an douar ien. Dalc’h mad d’ar ialc’hik ze, ha skriv warnezhi gant lizerennou aour hano an hini da gar ha da garo bepred. Laka anezhi war boull da galon, ha dalc’h sonj eo bet ivez e kichen kalon merc’h hena Impalaër ar Frans. Ro d’in ar iec’hed, en hano Doue, gra d’in sevel euz ar guele a boan-ma. En da c’halloud ema, mignoun keaz, roi d’in ar pez a gavan gwelloc’h eged madou. Faë em beuz great warnoud guir eo mez pardoun d’am glac’har, ha da vro gaër Breiz-Izel a vezo hed va buez an tosta d’am c’halon. — Neuze Lanik, tenereat e galon gant komzou kaer an Impalaërez iaouank, a dennaz euz e c’hodel eur bizou aour merket warnezhan he hano. Sell, merc’hik koant an Impalaër, setu aman ar bizaoued a dlee roi d’id ar iec’hed. Lez a’chanoun d’hen lakat d’id en dro d’az piz, ha tou d’in e vezi va fried, ma roan d’id ar iec’hed hag ar gened ec’h euz kollet.

— Toui a ran dirag Doue a zo ouz va zelaou ma roez d’in ar iec’hed e timezimp hep dale an eil d’egile.

Neuze Lanik, goude beza lakeat ar bizaoued en dro da viz ar glanvourez, a roaz d’ezhi da eva eul louzou great gant unan euz an avalou ruz, pere o devoa ar galloud da barea an holl glenvejou. Raktal ez eaz da dal gwele Anjelina, pehini a evaz ive euz al louzou burzudus-ze. Kerkent, an doen a strakaz hag a fraillaz. an tan a grogaz er c’herniel savet war dal an diou blac’h iaouank, hag eur pennadik goude, ne vije ket lavaret e vijent bet klanv.

An holl dud euz ar palez, diskennet bremaik d’an traon, a zavaz buan er zolier, hag a dride o c’halonou o welet ar burzud. An Impalaërez goz, an daëlou a joa en he daoulagad, a vriataz neuze Lanik an Tougn, hag an Impalaër a lavaraz d’ezan :

— Mab kaër out d’in, meritet ec’h euz, hag azalek brema ec’h euz perz em merc’h hena, em holl madou. Va c’hurunen a vezo d’id pa vezin maro. Varc’hoaz e ma gouel braz ar Franz a-bez, varc’hoaz ive e vezo sinet etrezoc’h ho taou an unvaniez peurbadus, hag a-benn teir zizun e vefoc’h unanet gant an iliz ouz taol ar zakramant.

Kaër e oa gwelet Lanik an Tougn da zeiz e eureud, o rei an dorn da verc’h hena an Impalaër. E vreur kosa, person en Rosko, eo a roaz d’ezo sakramant ar briedelez.

Goude maro e dad-kaër, Lanik a oa lakeat war an tron. Eun impalaër dispar a reaz, rag p’en em gave berr e dud e-kreiz ar brezeliou, e tenne deuz e vaz aour eun niver braz a zoudarded, pere a gase bep taol da chouka holl enebourien ar Franz.

Evelato, eun den ken kaer, ken dispont e-kreiz tan ar brezeliou, n’oa ket peurbadus. Mervel a reaz, ha war e lerc’h n’euz bet impalaër ebet ken en Franz.

Me, pehini a skriv ar vuez burzudus ma, a anaveze mad Lanik, mignon e oan d’ezan, pa oan o chom en Bodilis, pedi a reaz ac’hanon d’er c’has d’an iliz da zeiz kaer e eureud ; bet oun gantan mevel en e balez ha bemdeiz e vijen o servicha anezan ouz taol.

Brema, pa ez oun deut da veza koz, dastumet ganen eur gwennegik bennak, oun deut adarre da chom da Vodilis, da Vreiz-Izel, d’am bro muia karet.

Bodilis.

Loeiz AR FLOC’H.