Histor ar bonom Mizer
A. Ledan, 1829 (p. 1-15)
En amzer ma voan er servich, e zen da gozeal avichou gant person côs ar barros. An den venerabl-se a garrie conta historiouigou pere a laqe an asistantet da c’hoarzin a greis calon. Cetu amâ unan eus anezo, hac a verit beza anavezet ; hac evel na zeus enni nep qestion nemet eus ar Vizer, a behini en devoa dorlotet bras va fenn, e recitìn anezi evel m’he c’hlêvis. Cetu-hi amâ.
Caout a reot habec, autrone, eme ar pautr-côs, dre na zàn da gomz deoc’h nemet eus a Vizer : pepini, emezàn, en deus e rêsoniou, ha na voüifec’h qet va re, ma n’o explicfen qet deoc’h. Na ouzoc'h qet, marteze, penaus ar guir-se a Vizer na vez qet lavaret evit netra, hac e zeus nebeut a dud a voar penaus an hano-se a zo hini unan eus ar pennou qenta eus va farros, pe evel a lavarer, coq ar barros ; pehini gouscoude na voa qet pinvidic, mes den honest e voa, peguement benac ne zeus nemet mizer en e dy. Dommach bras eo e zeo qer nebeut caret ar parrossien qèz-ze a behini ar galon a zo qer nobl, qer generus, qer mignon mad, qer prest da renta servich en occasion, qen affabl, qer civil ! Anfin, petra a lavarìn-me deoc’h ? un den eo hep e bar, ha n’en devezo birviqen.
Mont a rit marteze da gredi, eme ar person atao, en ur fumi e gornedad, penaus ar pez e zàn da gonta dêc’h a zo ur rismadel grêt hepqen evit ho laqat da c’hoarzin, abalamour na gomzer enni nemet eus a Vizer paour. Na ouzer qet just, evit güir, e histor ; mes protesti a ràn deoc’h, feiz a zen honest, ne zeus netra qen certen, hac e credàn memes penaus, en hoc’h oll beachou, na glêvjot netra muioc’h estranch.
Lavarat a rìn dêc’h eta penaus daou den, unan hanvet Pêr hac eguile Paul, o veza en em rancontret em parros, a zo brazic brao, hac e pehini an oll a vez pinvidic aoüalc’h, ma na vez Mizer enni o chom, a êruas en antre ar bourg, vardro pemp heur eus an nôs, o daou distrempet oll gant ar glao. E pez lec’h e lojimp-ni, eme Pêr da Baul ? Ma feiz, eme Paul, ne anavezàn qet ar vrô, ha n’en doun deut biscoas amâ. Gouscoude e seblant dìn guelet a deo deomp un ty bras, pehini a zisqeus apparchanti ous tud a stoc. Deomp da bedi ar mestr d’hon repui evit un nosves hepqen. Contant bras oun eus a se deus a greiz va c’halon, eme Pêr ; mes credi a ràn e vez mad, arauc mont da sqêi var an nôr, en em informi pez seurt den eo mestr an ty ; pe e zeo pinvidic pe baour, rac alies aoüalc’h en em drompler gant an tyes caer a veler, hac alies ivez an nep o deus an ear da veza ar mestrou eus anezo, n’o deus qet c’hoas o faeet, ha n’o deus qet memes ul liard da bretanti varnezo : evit anavezout an den ha comz erfat eus e vadou hac eus e oll galiteou all, e zeo ret e ve maro. Mes mar tepordomp goude se evit coania, ec’h allomp lavarat hor Benedicite hac hor graçou ractal. Se n’en deo nemet re gommun, eme Paul. Mes ar glao a guntunu bepret ; mont a ràn da c’houlen ous ar vreg côs-ont zo o voalc’hi el lenn, petra a dleomp da ober evit se.
« He bien, mam gôs, eme Paul, o tostât outi, calz a c’hlao a ra hirio, Mad, emezi, autrou, n’en deo nemet dour ; rac ma vije güin a raje, an dra-se en devije diranjet va c’hoùez.
« Laouen bras oc’h, var a velàn, eme Paul. Perac nan, emezi ? na vanq dìn netra er bed eus ar pèz a dle ur vreg da souheti, nemet arc’hant. Arc’hant ! arc’hant ! eme Paul… Ah ! eürus bras oc’h, ma noc’h eus qet a arc’hant, ha ma ellit trement hep caout… Ia ! eme ar vreg, cetu c’houi o cozeal evel S. Paul, e c’hinou digor. Carout terrupl a rit goapât, hini gôs, eme Paul ; mes n’ouzoc’h qet penaus an arc’hant a zo peurvuia ar penn-caus eus a berdition an den, hac e ve da zezirout evit meur a hini n’o defe qet ur çantim hepqen. Evidon-me, eme an hini gôs, ne souhetàn qet ur seurt tra, rac qen nebeut a dremen dre va daouarn, na meus qet amzer da sellet penaus e zeo grêt ur pez. Guell a ze, eme Paul. Ma feiz, guell a ze oc’h-unan, emezi e coler : cetu aze ur fêcon sot aoüalc’h da gozeal. M’oc’h eus c’hoant da voâpât, ec’h allit poursu ho hent ; hac ouspen, cetu ho camarad morfontet oll ous ho selaou. Oh ! eme Paul, lest ar bed da vont, ni en em dommo embêr. Mes, n’en em fachit qet, hini gôs, me ho ped ; ne meus nep intantion d’ho choqi, ha n’em anavezit qet sur, var a velàn. It, ît en ho tro, morliqin, emezi ; n’en doc’h nemet ur c’hanjoler.
Pêr, pehini en devoa clêvet lod eus ar gonversation, ha pehini a scuize abalamour d’an tourmant horrubl a rê, o veza tostêt ous ar vreg, a lavaras dezi : Pez seurt necessite oc’h eus-hu d’en em c’hlebia evel a rit ? Qer presset-se eo ho labour ? Ha n’oc’h-hu qet evit lezel da ur vech all ? Dal a zaou, eme an hini gôs : unan a zirêson, hac eguile ne voar qet petra a lavar. Evelse michanç e vez abandonet al labour en ho pro ? Ac’hamen ! na anavezit qet nemeur tud ar vrô-mâ… Ma Vancfe zo qen ur boned nôs eus a guement a meus amâ d’an autrou Richard, na ven mui mad da deurel d’ar chass. An den-se eta, eme Pêr, a zo guell dies da gontanti ? Ah ! emezi, an den-se a zo ar villa avaricius a zo var ar bed. Mac’h anavessec’h anezàn ! Un den eo da veza qentoc’h fouettet eguet rêi un diner d’ar paour. Penaus, eme Pêr, n’eo qet an hini a zo o chom en ty bras-ont a velomp ac’halenn ? Justamant, emezi ; evit al lous-se eo e labouràn. Adieu, eme Pêr, an amzer na bermet qet deomp comz davantach. O veza trapet Paul, en em abritjont dindan ur vezen, hac o sonjal petra a rajent, e voant ambarrasset. Guelomp, eme Pêr, petra a êruo : risqomp ar paqad. Neus fors peguen avaricius eo Richard, marteze e vezo honest en hon andred ; ar seurt tud-se o deus avichou momentchou mad.
Alon, eme Pêr, me za da zouguen ar gomz ; me garfe a greis va c’halon beza dija quittes a se, hac e vemp en em dennet. Eruout a reont enfin e tal dôr an autrou Richard, evel ma zê d’en em laqat ous taul. Sqêi a rejont goustadic var an nôr, hac ur mevel o veza diredet buan a c’houlennas outo, en ur c’hrognal, petra a fallie dezo. Paul er pedas, abalamour da Zoue, da supplia e vestr da accordi dezo ur c’hoignic eus an ty d’en em repui, rac fatic bras e voant. Calz a boan a guemerit, va zud qeiz, emezàn ; mes, amzer gollet eo : va mestr na loch den. Credi a ràn se, eme Paul ; mes grit dìn an amitie, en graç, da vont da lavarat dezàn e souhetomp caout an enor d’er saludi. A feiz d’am distac, eme ar mevel, cetu-én aont var dn treujou : cauzeit outàn oc’h-unan.
Piou eo an dud-se, eme Richard d’e vevel, gant ur voez brutal ? Goulen a reont da loja, eme ar mevel. He bien, guenaouec, ha na elles-te qet lavaret dezo ne deo qet va zi un hostaliri ? Er c’hlêvet a rit, autrone, eme ar mevel dezo ; n’em boa-en me qet er lavaret deoc’h ? Paul o tostât gant aoun ous Richard, a lavaras : allas ! autrou, emezàn, gant un ear truezus, dre an amzer fall a ra, e ve ur charite vras, mar plich ganeoc’h, dont da accordi deomp, evit an nôs-mâ hepqen, ur c’hornic eus ho ty, evit un diou pe deir heur hepqen. Cetu ase tud goal iffrontet, eme Richard, en ur sellet ous e vevel ; ha perac, mastoqin, e lezes-te antren ebars va zy ur seurt canailles ? It, ît, emezàn, gant un ton figus, da glasg lojeis e lec’h all ; va zy, emeus lavaret deoc’h, neo qet un hostaliri ; hac e serras an nôr deus o fri.
An amzer fall a bade bepret. A betra e teuimp-ni, eme Paul ? Cetu êru an nôs ; mar bemp recevet evellen en oll tyes, hon eus risq bras da dremen hon amzer fall aoüalc’h. Doue a bourveo, eme Pêr ; tleout a reomp, evel m’er gouzoc’h coulz ha me, en em gonfia ennàn. Mes, emezàn, en eur drêi, cetu amàn, a sonch dìn, ar vrac’h côs gant pehini hon eus comzet dija, hac a zisquel beza fatiq bras ; emedi o tisquiza var ur men gant e lingeri. Hy eo sur, eme Paul. Mad e ve, eme Pêr, goulen ganti pelec’h ec’h alfemp loja. Paul a c’houlennas outi e pelec’h eus ar guear ec’h allie an estranjourien loja hep paea, evit un nosvez hepqen. Me garfe, emezi, ec’h alfen ho repui, a greis calon e ve, rac guelet a rear e zoc’h tud a fêçon, mes me zo ur baoures qèz intanvez, hac an dra-se a rêfe clabaudi. Gouscoude, mar qirit va gortos, ha caout un nebeudic paciantet, em amezeguez, ha tost d’am tyic, pehini a zo er penn all da guêr, hon eus ur paour qèz côs, hanvet Mizer, pehini en deveus ive un tyic soul, tost d’am hini, hac a ello ho repui evit fennos. A galon vad, eme Paul ; ît da ober hoc’h afferraou, ha ni ho tepordo amàn. An hini gôs o veza antreet e ty an autrou Richard, ha laqet he goalc’haden da zec’hi er c’halatrez, a ziredas da gaout hon daou beacher, pere a exerce o oll vertuz evit nonpas en em impacianti. Deu ganén, emezi, ha qerzomp buan, rac ur pennadic mad a hent hon eus da ober, hac e vezo nôs sur aroc ma vezimp êruet d’an ty.
Aruout a rejont, hac ar vreg charitabl-se o veza scoet var dôr he amezec, e voent pell bras o teport ma vije digoret dezo, rac ar pot côs a voa dija cousqet, peguement benac ne voa qet ouspen c’houec’h heur-anter. Sevel a eure pa anavezas mouez e gommer, hac e c’houlennas outi gant douçder petra a voa evit he servich. Plijadur vras a rafec’h dìn, emezi, o tont da rêi lojeis da zaou baour qeaz na ouzont pelec’h trêi o fenn. Pelec’h e mant-i ? eme ar-pot côs, en ur sevel buan. E tal ho tôr ; emezi. Ah ! guell a ze, emezàn ; alumit dìn va lampr, mar plich ganeoc’h. Antren a rejont en ty ; mes an traou oll a voa penn evit penn, ha na alliet anavezout netra. Ar mestr eus ar gaborel-se a loje e-unan ; un den huel, treud, sec’h ha drouc-livet e voa, pehini a seblante sortial eus ar bez. Doue ra vezo amâ, eme Pêr. Allas ! eme ar pautr côs, evelse bezet grêt ; ezom bras hor be eus e venediction evit rêi deoc’h da goania, rac me brotest deoc’h ne zeus qet so qen an distera tamic bara amâ. Neus forç, eme Pêr, sepet e vezimp dindan toen, se eo qement a zeziromp. Ar gandierez, pehini a voa en em douetet mat na vije cavet netra e ty ar paour qèz Miser, a voa sortiet sioulic, hac a antreas qerqent gant un dorsen vras a vara, daou goubl brizilli poazet er sauc guenn hac ur podad guin ruz : dont a ràn, emezi, da goania ganeoc’h. Pesqet, eme Pêr ! oh ! cetu ni regalet mad meurbed. Penaus, autrou, emezi, carout a rit eta ar pesqet ? Mar o c’haràn ! emezàn ; tleout mad a dleàn o c’harout, pa zeo güir va zad a voa pesqetaer bras e Locquenole. Eürus oùn, emezi, da veza cavet un dra d’ho coût hac a ell ober plijadur deoc’h.
Bras voe an ambaras evit en em laqat ous taul, rac ne voa nicun ; ar gandierez paour a yas da guerc’hat unan. Anfin, dêbri a rejot ; hac evel n’eus qet guelloc’h sauç eguet an naoun, ar pesqet a voe cavet delicius, coulz hac ar bara hac ar güin ; ne voe nemet mestr an ty pehini na ellas qemer e lod : n’en devoa qet coaniet. Evitàn da veza cousqet mad, pa êruas ar gompagnunez-se en e dy, an avantur a zigoezas gantàn goude e lein en devoa e laqet en humor fall : evelse ive ne reas nemet disquez e affliction epad ar repas, ar pez a zigoncertas Pêr ha Paul, ha na ancounac’hajont netra evit e gonsoli.
An avantur a voa êruet gantàn, ne voa qet nemeur a dra ; mes, evel a leverer, n’en deo qet dies revina ur paour qèz. Ebars en e bors, e pelec’h ec’h allet antren facilamamt, e zoa ur vezen ber eus ar re vella, hac a fournisse qazi evit an anter eus e ezom. Un amezec dezàn en devoa guedet ar moment ma voa sortiet Mizer, hac en devoa laeret dezàn cazi tout ar c’haera per, en hevelep fêçon m’en devoa qement chagrinet an dra-se anezàn, dre ar c’holl bras a rê, ma vije eat aoüalc’h da gousqet hep coannia, goude beza losqet mallozou var e laer ; hac evel ur maleur, an deiz-se n’en devoa dastumet nep tam bara en e vissac.
Rêzon en devoa erfat da gaout chagrin ; meur a hini zo hac en em chagrinfe evit nebeutoc’h. Paul o sellet ous Pêr a lavaras : cetu aze un den hac a ra compassion dìn ; beza en deus milit hac ur galon vad, peguen miserabl benac ma zeo ; ret ê deomp pedi Doue evitàn.
Allas ! autrone, eme Mizer paour, calz a blijadur a rafec’h dìn, rac evit va fedennou-me o deus nebeut a c’halloud, pa zeo güir caer emeus pedi alies, na ellàn qet zo qen sortial eus ar stad maleurus e pebini e velit e zon reduiset.
Doue a eprouv avichou ar re just, eme Pêr dezàn ractal. Mes, va mignon, ma ho pez ur graç benac da c’houlen ous Doue, petra a c'houlenfec'h-hu ?
Ha ! autrou, eme Mizer, ebars er goler ma zoùn a enep ar friponet o deus laeret va fer, na c’houlenfen netra qen digant Doue nemet : Qement hini a bignfe em guezen per a chomfe peguet eno qeit ha m’am bez c’hoant, ha na zispeqfe nemet pa bliche dìn.
Cetu aze evit güir en em derc’hel da nebeut a dra, eme Pêr ; mes anfin, an dra-se eta ho contantfe ? Oh ! ia sur, eme Mizer, en ur c’hoarzin, muioc’h eguet oll vadou ar bed. Pebes joa evidòn, emezàn, da velet ur c’hoqin peguet var ur branc, o chom eno evel ur ganuchen, o c’houlen pardon diganén ! Pebes plijadur o velet, evel var ur marc’h coad, al laeron miserabl-se !
Da zezir a vezo accomplisset, eme Pêr, mar teu Doue da exauci ar beden e zeomp da adressi dezàn evidout.
Epad an nôs Pêr ha Paul na rejont nemet pedi ; rac evit sonjal cousqet a voa inutil, ar paour qèz Mizer n’en devoa evit goele nemet un dornadic colo, pebini a falie dezàn da rei d’e zaou hostis ; mes int a refusas crenn, dre druez outàn. Da c’houlou deiz e savjont, ha goude mil bennos roet d’ar bonom Mizer evit e oll vadelez, coulz ha d’ar gandierez, pehini e devoa o regalet mad, e partijont eus ar gaborel, hac e lavarjont da Vizer penaus biqen den na deuje mui da douch eus e ber, hep caout qeuz ; penaus ec’h alle sortial hardimant ; ha ma vije hardi aoüalc’h nicun da bignat er vezen, e cavje anezàn er memes plaç, pa zistroje d’ar guear, ha na alje biqen disqen anes e gonsantamant. Desirout mad a ràn se, eme Mizer, en ur c’hoarzin, evit ar vech qenta eus e vuez, rac biscoas n’en devoa c’hoarzet, hac e crede ne lavare Pêr se dezàn nemet evit e voapât eus ar souhet ridicul en devoa grêt.
Anfin, an daou beacher o veza partiet, ec’h êruas autramant eguet a zonje Mizer, ha ne zaleas qet d’en em appercevi a guementse, rac ar memes laer, pehini en devoa pipet dezàn e ber, o veza deut qerqent, epad ma voa Mizer o qerc’hat ur podad dour, a voe surprenet joaüs, en ur antren en e dy, o velet e laer gludet var ar vezen, oc’h ober e oll effortchou evit en em dispega.
Ha ! ha ! canfardic, eme Mizer, ho terc’hel a ràn eta en dro-mâ ! hac e talc’he e gostesiou, qement e c’hoarze. Pez seurt tud eo eta, va Doue ! an daou den a zo deut en nôs-mâ da loja d’am zy ? Oh ! emezàn, en ur leusqel mallozou var e laer, evit an tol-mâ ho pezo amzer da zebri va fer, va mignonic ; mes me bromet deoc’h sur e paeot mad anezo, dre ar blijadur e zàn d’ho laqât da zantout. Da guenta, me fell dìn e teufe oll tud qear d’ho quelet er stad brao-se, ha goude se me a rayo un tantad mad a joa dindan va goezen evit dont d’ho parfumi evel un tam cos qiq-sall moguedet.
Misericord ! autrou Mizer, a grias an tam fripon ; pardon evit ar vech-mâ ; biqen james, m’en tou, na douchin mui ho per. Cridi mad a ran se ; eme Mizer ; mes epad ma talc’hàn ac’hanout, e fell dìn da laqat da baea mad ar pez ac’h eus laeret dìn. Nan, nan, eme Mizer, na qarter na pardon : ezom bras ameus a arc’hant ; mes na fell qet dìn caout ; muioc’h a blijadur am bezo ous en em venji diouzout, pa zoun ar mestr. Mont a ràn atao da zestum brench a bep tu, ha pa êruin, te vouio deus va c’hêlou ; da c’hortos, qemer paciantet. rac amzer a pezo da ober da examin a goustianç. Ah ! ah ! canfardic, emezàn c’hoas, carout a rit eta ar per meür ? Sur aoüalc’h me o miro evit ho peg.
Mizer o veza eat en e hent, a lezas ar paour qeaz debrer per var e vezen, e pelec’h na cesse d’en em efforci d’en em distaga, hep gallout mann. En em laqat a eure da hirvoudi ha da grial qer crén, ma voe clêvet gant an dud divardro. Dont a rejot evit e sicour, o sònjal e voat o laza unan benac ; ha daou ozac’h o veza diredet var al lec’h, a voe surprenet bras o velet ar paour qèz er vezen o clasq disqen, mes inutilamant.
Petra ar gibet a res-te aze, guinaouec, eme unan anezo ? Perac na zisqennes-te qet ? Ah ! va mignonet qèz, emezàn en eur vouela, ar c’hoqin cos Mizer, mestr ar vezen-mâ, a zo ur sorcer : tremen div-heur zo emòn var ar branc-mâ, hep gallout en em distaga ountàn. En em drompla a res, eme eguile, Mizer a zo un den an honesta ; neo qet pinvidiq, mes evit sorcer, foeltr troad dezàn n’en deo ive, rac autramant e velfemp anezàn en ur stad eürussoc’h. Marteze eo dre volontez Doue eo e zout peguet aze evelse, evit beza bet laeret dezàn e ber. Petra benac e ve, ar charite gristen hon oblich da zoulagi ac’hanout. En eur lavaret se e trapjont peb a vranc, hac e pignjont er vezen en avis diambarassi al laer ; mes na eljont james en ober ; qentoc’h o devije difframmet e oll vemprou eguet en tenna ganto. Goude a bep seurt effortjou inutil, en em leverjont sebezet oll : a feiz d’am douchic, sorcet eo sur ; ne zeus mui netra da ober ; ret eo avertissa ractal ar justiç : disqennomp. Mes allas ! pa essajont d’en ober, pebes souez evit an dud qeiz ! peguet e voaint oll ivez eus ar brancou…
Chom a rejont evelse bete pemp heur eus an nôs, ma êruas ar bonom Mizer gant e vissac leun a vara, hac ur fagoden brechen var ebenn, pehini a voe estonet bras o velet tri den el lec’h unan en devoa lezet var ar vezen.
Ah ! ah ! emezàn, en ur zailla gant joa ; mad e vezo ar foar, var a velàn, pa zeus amàn qement a varc’hadourien. Petra ar gonner a deuec’h-u da glasq amàn, va mignonet, emezàn, d’an daou diveza ? Ha ne allec’h-hu qet goulen ur beren, hep dont d’o laeres dìn ? Hac int o respont en ur grena : ni ne domp qet laeron ; ni zo amezeyen vad, deut evit sicour an den-mâ a grie forç, ha pa fell deomp caout per, e zeomp d’o frena d’ar plaç. Mar deo güir se, eme Mizer, disqennit pa guerrot ; ar bunition n’e deo grêt nemet evit ar re goupabl. Ractal e sailljont d’an douar, hep laqat re en em bedi, ha na vouient petra da zonjal eus a bouvoar Mizer var ar vezen-se.
An dud-mâ eta o veza d’an douar, a drugareqeas Mizer deus e vadelez, hac er pedjont da gaout compassion eus ar paour qèz diaoul a voa aboue qeit all a amzer en faction er vezen derrubl. N’en deo qet quittes c’hoas, eme Mizer ; gouzout a rit erfat e zeo én ar güir laer eus va fer, pa na ell qet disqen eveldoc’h ; ha chom a rayo en pinigen qeit ha ma plijo dìn, evit m’en em venjìn deus ar fripon, pehini abaoue pell amzer am laere, hac a zo caus n’am eus gallet caout evidòn va-unan nemet vardro ur c’hartouron per.
Autrou Mizer, emezo, christen mad oc’h ; rac-se, accordit dezàn e c’hraç, evit ar vech-màn ; coll a rafec’h hoc’h henor en ur moment, hanavezet evel ma zoc’h er barros-mâ abaoue qeit all, m’en lessec’h aont. Alon, en han’ Doue, pardonit dezàn. Ha goude tout, hac e rafac’h dezàn souffr davantach ? ar pez zo debret zo debret, ha ne vec’h qet pinvidicoc’h.
Neo qet ar madou o deus bet biscoas varnòn nep pouvoar, eme Mizer. Gouzout a ràn e comzit evel tud a fêçon ; mes hac én zo just en defe profitet eus va zra, hep na gavìn da viana, ur recompanç benac ? Me a baeo ar pez a guerot, a grias al laer, en beg ar vezen ; mes abalamour da Zoue, grit dìn disqen buan : souffr a ràn poaniou horrupl.
O clêvet gementse, calon Mizer a rea tic-tac, hac e pardonas dezàn ; hac evit disqeuz ne voa qet an interest en rente generus, e lavaras d’al laer e rê presant dezàn eus a guement en devoa qemeret, hac e zea d’en delivra, mes gant ar gondition ma touje penaus biqen na deuje vardro e vezen, hac e pellage outi bepret var hed cant pas, dreist oll pa vije mëur ar per.
Oh ! eme ar paour qèz, ma crogo ennòn evit atao ar c’holica, mar tostaàn foeltr biqen d’ar vezen daonet-màn, memes var hed ul leo… Aoüalc’h eo qementse, eme Mizer : Disqennit : libr oc’h ; mes na zistroït mui, pe ho pezo qeuz. Ar paour qèz a voa qen morzet, ma rencas Mizer, evitàn da veza toc’hor bras, e zicour da zisqen gant ur sqeul, rac ar re all na gredent qet tostât ous ar vezen, qement a respet o devoa eviti, rac aoun da veza peguet adare.
An dra-mâ a voue qer brudet dre ar vro, ma comze pepini ous se hervez e speret. Ar pez zo a zur, e zeo n’en deus credet den tostât abaoue eus a vezen Mizer, ha na zeus nemertàn bremâ a zestum ar per.
Ar paour qeaz Mizer en em selle evel eürus bras da veza loget daou estranjour pere o devoa procuret dezàn ur seurt pouvoar. Ret eo conveni evit güir e zoa evit nebeut a dra ; mes pa obtener ar pez a zezirer, e conter se evit calz. Mizer a voa coutant eus e fortun, evel ma voa ; tremen a rê e vuez bepret er baourentez ; mes beza en devoa ur speret qen laouen, m’en em gontante da jouissa en peoc’h eus e vezen ber, pehini a voa e oll fortun.
Gouscoude, an oad vras er c'honeze ; n’en devoa qet e oll ezomou, souffr a rê calz ; mes ar baciantet a gommande d’e oll actionou ; e joa voa beza én e-unan mestr eus e vezen : qementse a zalc’he dezàn lec’h a dout.
Un devez, na sonje e netra, o veza azezet tranqilamant var an douar en e dy, e clêvas sqêï var an nôr, ha ne voe tam estonet o receo ur visit pehini evit güir a c’hortoze, mes na vouie qet a voa qer tost : ar Maro eo e voa, pehini oc’h ober he zro dre ar bed, a voa deut da anonci dezàn e tostae e heur, hac e teue evit e zelivra demeus e oll maleuriou, pere n’er guittajont biscoas abaoue ma voa en buez.
Deut mad ra vezot, eme Mizer d’ar maro, hep en em geni, en ur sellet outi hardimant, evel un den da behini ne rê nep aon, dre n’en devoa netra a fall var e goustiânç, rac m’en devoa bevet bepret evel un den honest, peguer paour benac e voa.
Ar Maro a voe meurbet surprenet ous e velet qen hardis dirazi. Penaus ! emezi, ha ne c’heus qet aon diouzìn, me pehini a laqa da grena, gant un tol lagad hepqen, qement den zo var ar bed, adalec an den disterra betec ar Roue ? Nan sur, eme Mizer ; na rit dìn nep aoun. Pez seurt plijadur am eus-me er bed-mâ ? Pez seurt angajamant a velit-hu ac’hanòn-me o qemer enni, evit caout an disterra chagrin ous he c’huitât ? Poan aoüalc’h a meus hep se ; ne meus qet eur meutad douar dìn, sepet an tam cos caborel-mân, ha va guezen ber, pehini eo hepqen va zad maguer, dre ar per caer a velit e ro dìn bep bloas, ha pehini a velit a zoug c’hoas calz ; ha mar deus un dra benac er bed capabl da ober poan dìn, n’em bez biqen nicun, nemet an attachamant ameus d’ar vezen guez-se, pehini am mag, abaoue qen alies a vloavez ; mes evel ma ranqer en em decida ganeoc’h, ha na servich qet rêsoni ouzoc’h, pa fell deoc’h e vec’h heuillet, qement tra a zeziràn, hac ho pedàn da accordi dìn arauc ma varvìn e zeo m’am bezo c’hoas ar blijadur da zêbri en ho presanç ur beren eus va guezen ; goude se na c’houlennìn mui netra ouzoc’h. Da c’houlen a zo re rêsonabl, eme ar Maro, evit da refusi ; rac-se, qerz buan da choas ar beren ac’h eus c’hoant da gaout, ha depech.
Mizer a yas en e bors, ar Maro ous en heuill troad ous troad, hac o veza troet ha distroet endro d’e vezen, ha sellet ous an oll brancou e pere e voa ar berennou caera : cetu aont, emezàn, an hini a choasàn ; prestit dìn, mar plich ganêc’h, ho falc’h, evit ur moment, ma tiscarìn ar beren-se. An oustill-mâ, eme ar Maro, na vez prestet da zen, ha james ur soudard mad n’en em lèz disarmi. Mes güell êo did trapout ar beren gant da zorn, rac aoun e teufe da vlouça en ur goeza ; rac se eta, pign en da vezen da-unan. Se a zo êzet dêc’h da lavarat, eme Mizer ; ha na velit-hu qet e meus poan memes o chom em za ? He bien, eme Janned he gouzoug hir, contant oun da renta did ar servich-se : mont a ràn va-unan da bignat er vezen ha da choas did ur beren gaer, pehini a gontanto ac’hanout.
Ar Maro o veza crimpet er vezen, a zestumas ar beren en devoa qement a c’hoant Mizer da gaout, mes estonet bras e voe pa falvezas dezi disqen, o veza ma voa se impossubl dezi. Selaou ta, pot cos, emezi da Vizer, en ur a distrei outàn ; lavar dìn-me un tamic petra a zinifi ar ar vezen-mâ. Penos eme Mizer, ha na velit-u qet e zeo ur vezen ber ? Hep Douet, emezi, gousout a ràn-se ; mes perac na ellàn-me qet disqen eus anezi ? A feiz, eme Mizer hoc’h affer eo. Oh ! paour qez côs, penos e credit-hu ober goap diouzon, me pehini a laqa ar bed-oll da grena ! Da betra en em exposit ? Fachet bras oùn a guementse, eme Mizer ; mes da betra en em exposit-hu, hoc’h-unan, da zont da droubli repos ur paour qeaz maleurus, na ras biscoas drouc deoc’h ? Ha n’en deo qet bras aoüalc’h ar bed antier evit exerci ho ravach hac hoc’h oll furol, hep dont en un todion evel va hini-me evit tenna e vuez digant un den na reas biscoas drouc deoc’h ? Perac na zit-hu qet da bourmen e creiz ar palesiou, hac er c’hêriou bras ? eno sur e cafot labour ho coalc’h. Peseurt ure sot a zo deut deoc’h hirio da sonjal ennòn-me ? Amzer oc’h eus aze da sonjal en se ; ha pa zalc’hàn bremàn ac’hanoc’h dindan va lezen, nac a vad e zàn da ober d’ar bed oll, pehini a zalc’hit dindan hoc’h esclavach abaoue commançamant ar bed ! Nan, hep ur miracl, na zisqennot qet sur eus alesse.
Ar Maro, pehini na voa biscoas en em gavet e nep seurt fest, a hanavezas e voa er vezen-se un dra benac dreist-natur. Autrou Mizer, eme ar Maro, rêson oc’h eus d’am zrêti er guis-mâ, meritout a ràn ar pez a êru hirio, goude beza bet re a gomplesanç evidoc’h ; gouscoude na meus qeuz abet da guementse ; mes ive arabat eo ec’h abusfec’h eus ar pouvoar en deus roet Doue deoc’h er moment-mâ varnòn. N’en em opposit mui, me ho ped da volontez an êe. Mar tezir e sortifec’h eus ar vuez-mâ, hoc’h oll troïdellou a vezo inutil ; ho forci a rayo en despet deoc’h ; consantit hepqen ma tisqennìn deus ar vezen-mâ, pe autramant me za da laqat ar vezen da vervel ractal.
Mar grit un tol evelse, eme Mizer, me assur deoc’h var qement tra oll a zo, peguement benac e caràn va guezen gueaz, na zistagot biqen outi hep permisson Doue.
Guelet a ràn, eme ar maro, ez oun antreet hirio en un ty guel valeürus evidòn. Mes anfin, pot cos, commanç a ràn scuiza amâ ; afferaou bras ameus e pêvar c’horn ar bed : ret eo dìn o echui qent ma zayo an heaul da guzat. Ha falvezout a rafe deoc’h-u arrêti urz an natur ? Mar sortiàn-me ur vech ac’hallen, elleal, va mignon, c’houi a disfe caout qeuz.
Nan, nan, bisach ar c’horaïz, eme Mizer, nep n’en deus qet aon eus ar Maro a zo aziouc’h oll. Ho courdrous na ra mann dìn ; prest oun bepret da bartial evit ar bed-all, pa blijo gant Doue, va faqad zo grêt.
Cetu aze, eme ar Maro, santimanchou caer, ha n’em bije qet credet biqen e ranfermje un tam cos caborel un tenzor qer precius. Gallout a res en em vanti, pot cos, da veza ar c’henta er bed a zo bet treac’h d’ar Maro. Doue a ordren ma quittaìn ac’hanout, dre da gonsantamant, ha na deuìn biqen da quelet nemet da zeiz ar varn general, goude m’am bezo peur-achuet va labour bras, pehini a vezo destruction an oll natur humen ; en disquez a rìn dit, m’er promet ; mes hep dale mui, va lèz da zisqen, pe da viana da nijal, rac ur rouanes a zeport ac’hanon, var hed pemp cant lêo ac’hallen, hac e ranqàn partial.
Hac ellout a ràn-me credi ennout, eme Mizer ? Ha neo qet evit va goapât ha va zrompla guell aze e comzes qer brao ? Nan, m’en tou dit, eme ar Maro ; biqen n’am gueli nemet goude peurfin distruch qement tra oll a zo er bed, hac e vezo te memes a recevo an diveza taul eus va falc’h. Arrêtjou ar Maro a zo hep appel : Clêvet a res-te, pot cos ?
Ia, eme Mizer, ho clêvet a ràn, ha tleout a ràn douguen feiz d’ho comzou ; hac evit er prouvi deoc’h patantamant, e consantàn en em denfec’h el lec’h ma qerrot : libr oc’h bremâ.
Qerqent, evel ul luheden, en em strincas ar Maro a uz ar vrô, e presanç Mizer, hep na voe ganti sonch da dostât ous e dy. Ha peguement benac ma teu avichou er vrô, e tremen bepret e tal dôr Mizer hep credi goulen deus e guêlou ; qementse a zo caus en deus bepret bevet Mizer en ur baourente ar vrassa, evitàn da veza oaget bras, hac e vev bepret tranqil abaoue e qichen e vezen ber ; hac hervez promessa ar Maro, e chomo atao var an douar betec ar fin diveza eus ar bed.
Proprieté de l’Auteur.