Mont d’an endalc’had

Histor ar Republik

Eus Wikimammenn
Histor ar Republik
Abaoue ar bevar a viz Gwengolo 1870 bete hirio
L’Écho de Morlaix, 1875



HISTOR AR REPUBLIK
Abaoue ar bevar a viz Gwengolo 1870 bete hirio.
————
I.

Ar pez am eûs c’hoant da disklêria d’heoc’h aman, en bêr gomzou, ma zud keaz, ez eo histor ann dervet Republik en Franz, an hini indan pehini e vevomp hirio eürus, ha koulsgoude e zo tud hag a lavar kalz a zrouk anezhi.

Met a-raok mont pelloc’h, e fell d’in lavaret d’heoc’h petra ez eo ur Republik, rag beza a zo tud ha na ouzont ket mad ann dra-ze.

Beza a zo daou seurt gouarnamant, ar Monarchi hag ar Republik. Ur Monarchi a zo ur gouarnamant lec’h ma ve mestr war bep tra un den he-unan, ur roue pe un impalaër ; ha pa deu da vervel, he vab henan a ve mestr, roue pe impalaër en he lec’h, — pe a vezo un den fur ha mad, pe un den diskiant, un diot hag un den-fall, evel ma zo bet gwelet alies, souas ! Sonjit hag a drouk e c’hell ober da ur vro ur roue pe un impalaër fall hag a ve mestr war bep-tra, hag e c’hell ober holl evel ma plij ganthan ! Allas ! gwelet hon eus bet kement-se, ha na eûs ket pell-amzer c’hoaz, Goulennomp digant Doue na welfomp ken kement all, na ni nag hon bugale.

Ar gir Republik a zo evel ma lavarfeac’h : tra ann holl. Hag, en gwirionez, indan ur Republik, gouarnamant ar vro a zo tra ann holl, rag ann holl a ve galvet da raï ho moueziou evit dibaba ho meariou, ho c’honseillerien municipal, arrondissamant, jeneral, hag ho deputéed, hag ar re ho defe ar muian a voueziou, pe ar majorite, evel ma ve lavaret en gallek, a ve havet. Evel-se eta, dre ar suffrage universel, da lavaret eo ar galloud da bep-hini da reï he vouez d’ann hini a gar, pep den, ar paour evel ar pinvidik, al labourer douar hag ann oberour (l’ouvrier), evel ann nobl hag ar bourc’his, — a gomer he lod en gouarnamant he vro, hag mouez ar mevel a dalv eno kement hag hini he vestr. Evel-se ive dle, pe dever pep elektour ez eo mont da voti, bep tro ma ve elektionou. Sonjit mad en dra-se, ma zud keaz, hag e welfet sklêr pegement ez eo gwelloc’h evit ann holl beva en ur Republik eget en ur Monarchi.

Beva o labourad, beva en peoc’h hag unanet, setu, na eo ket gwir, ar pez a c’hoantaët holl, ha setu ive penaoz a teu a-nevez ar Franz da veza eürus ha krenv ha galloudus eneb he enebourien.

Ac’hanta, na eûs netra evel ur Republik vad evit kenderc’hel ar peoc’h hag ar binvidiges en ur vro. Na eûs netra a wasoc’h hag a ra muioc’h a zrouk da ur vro eget ar revolutionou. Ha penaoz e teu ar revolutionou ?

Selaouit mad : — indan ur Monarchi, da lavaret eo gant ur roue pe un impalaër, pa deu ar mestr da vervel, alies ar bopl na ioul ket (ne veut pas) kaout da vestr he vab. pe c’hoaz n’hen defe mab a-bed, ha neuze lod (les uns) a c’hoanta kaout unan, lod a c’hoanta kaout unan all, ha peurvuian a em gav un drivet pehini, gant kalz a arc’hant ha promesseou braz, a laka ar bopl, pe ann arme da veza a-du gant-han, ha setu brezel civil, da lavaret eo darn a dud ur vro eneb darn all euz an hevelep (même) bro, Fransijenn eneb Fransijenn, alies ar mab eneb ann tad, ar breur eneb ar breur, ha lac’hadek tud, bep seurt gwaleuriou ha dismantr (la ruine) ar vro holl. Hag evel-se e ve kollet en neubeud a amzer ar peoc’h, ar garantez, ar binvidiges hag ann holl vad a ve bet gounezet en pell-amzer ha gant kalz a boan.

Setu, ma zud keaz, evel ma c’hoarvez peurvuian, en ur Monarchi.

En ur Republik, na c’hoarvez ket evel-se.

Eno, ar mestr, pensturier pe president ar Republik, a ve dibabet gant ann holl, evit un neubeud amzer, — pemp pe seiz vloaz, pe dek d’ar muia : ha p’hen defe grêt he amzer, e ve lakêt un all en he lec’h, pe e ve dibabet a-nevez, pa ve kontant ar bopl anezhan : — hag ann dra-se a ve grêt hep revolution, na goad skuillet, na trouz a-bed, gant ur benvek (outil) pe un arm dister ha dinoazus (inoffensive) hanvet bulletin pe billet vot. Kement-se a zo bet gwelet, na eûs ket pell c’hoaz, pa em gavas ar majorité, da lavaret eo ar muian a voueziou, da veza a eneb ann aotro Thiers, en Kambr ann deputeed, beza a zo daou vloaz tremenet. Ann aotro Thiers a em dennas, evit reï he blas d’ar maréchal Mac-Mahon, ha na oe evit kement-se nag un tenn kanon, nag un tenn fuzuil, na trouz a-bed, en Paris nag el lec’h-all. Met Charles Dek, a ouzoc’h mad, a oa bet diskarret gant ur révolution, ha Loïs Fulup ive, ha Republik 1848, hag ann Impalaër, hag a oe bep-tro brezel civil, goad skuillet a-leiz, ha lac’hadek tud (des massacres) heuzus !

Gwelit eta, ma zud keaz, pegement eo gwelloc’h ur Republik eget ur Monarchi evit harza ar revolutionou, da lavaret eo dismantr ha glac’har ann holl.

Setu aman breman, en bêr gomzou, histor ann dervet Republik, pehini a vezo, mar karet beza fur, ann diveza, hag a lakao ann holl Fransijenn da veza eürus, hag hon bro ger ar Franz da veza ar pinvidika hag ar c’hrenva euz ar bed holl.

II

Ar brezel a oa bet disklêriet, beza a zo pemp bloaz tremenet, gant Napoleon III hag he vinistred, ha kement-se hep ezomm a-bed, ha gant ur galon skanv, evel ma lavare ar ministr kenta Emil Ollier. Hon soudarded, — o mez ha glac’har ! — a oa bet trec’het, dre ma oa re nebeud anezhe, ha ma oant kommandet fall, ha grêt prisonnerien ha kaset en tu all d’ar Rhin. Ann Impalaër he-unan a oa bet kemerret en Sedan, ann daou pe ann dri a viz gwengolo 1870. Glac’har ar Franz a oa braz dreist lavar, — nann abalamour ma kolle he Impalaër, met abalamour m’hen defoa lakêt, hen hag he re, — frika (écraser) hon armeou, ha ma oa un darn vraz euz a douar ar Franz en galloud ann enebourien, pere a deue buhan war-du Paris.

Petra ober ? — Ann Impalaëres he c’hreg, pehini a oa bet, marteze, ar muia kiriek d’ar brezel, na oa ket karet gant ar bopl, en Paris, hag he mab a oa c’hoaz nemet ur bugel. Ha war gement-se holl, ministred ann Impalaër, ar senatourien, ha kazi holl ar re hen defoa lakêt en kargou uc’hel ha paeet mad, ho defoa aoun, a golle ho fennou hag a droe peurvuian a eneb d’ezhan. Hag e-keit-se, ar Prusianed, hag an holl allemanted a oa gant-hê, ez oa en hent evit dont da gemer Paris. Ha n’hon boa ken arme a-bed evit harza anezhe. Rêd ez oa koulzgoude ober un dra bennag evit stourm euz ann enebourion, evit salvi hon enor ha harza ar Franz holl da veza laëret, tanet, mac’het ha glac’haret. Al legitimisted, d’ar pred-se, na gomzent ket euz ho Herri pemp, hag heman ive na sonje ket em diskouez en Franz, epad ma oa ar Prusianed en-hi. Tud a galon, republikaned vad pere ho defoa grêt ho fossibl evit na vije ket disklêriet ar brezel, deputeed Paris dreist-holl, a reaz neuze ar pez na grede ober darn all a-bed (aucun autre parti), hag e savjont ur gouarnamant hanvet gouarnamant ann défense nationale, pe gouarnamant difenn ar vro, evit derc’hel-penn d’ar Prusianed hag ober euz ho gwella evit niad ha silvidiges (le salut) ar Franz. Ha kredit mad penaos al labour ez oa braz ha dies, hag e risklent holl ho buheou. Allas ! en pe stad ez oa hon bro baour ! Kalz a dud a sonje d’ezhe ez oamp kollet evit biken. Hon soudarded ez oa kazi holl prisonnerien, evel hon eûs lavaret uc’helloc’h, ha n’hon boa ken nemet un arme, pehini ez oa evel prisonnier ive gant ann traitour Bazaine, er gêr a Metz. Gant ann arme-se hen devije gallet, mar karje, dont d’hon zikour ha harza ar Prusianed war hent Paris. Met welloc’h ez oa gant-han, ann den milliget, em reï d’ar prinz Frederik Charles, gant wardro kant hanter kant mill den, gant ho armou hag ho drapoiou, ar pez na oa bet gwelet biskoaz bete neuze !

N’hon boa ken eta na soudarded, nag armou, na netra, evit lavaret gwir. Gouarnamant difenn ar vro, pe gouarnamant ann défense nationale, o welet kement-se, a eseas ober ar peoc’h : met konditionou Bismark a oe kavet re-vraz, re-galed, gant ann holl, ha, kentoc’h eget ho digemer (accepter), ez oa kavet mad ober ar brezel betek ar maro, evit salvi da vihanna hon enor.

Met, a lavaro marteze unan bennag, ar pez a c’houlenne Bismark hag ar roue, d’ar pred-se, hon eus renket da reï divezatoc’h, ha muioc’h zoken, hag evel-se, pegement a dud lac’het hag a boaniou hag a dispignou, evit netra !

Evit netra ? oh ! nann a-vad, rak diskouezet hon eûs d’ar bed holl penaoz ne oamp ket c’hoaz kouezet ken izel ha ma sonje gant kalz, hag a zo bepred en pep korn ar Franz tud kalounek, ha kalz, ha prest, en pep amzer, da skuilla ho goad evit ho bro garet, — ha ni bretoned na omp ket bet, ha na vefomp biken, euz ar re diveza, evel ma oar ann holl.

Ma oe kendalc’het eta da ober ar brezel, gant kalon, ha gant fizianz en zikour Doue. Paris a serras he dorojou, hag, en pevar c’horn ar Franz, a em save ann holl, koz ha iaouank, hag a oe savet, en neubeud a a amzer, un arme pehini a oe hanvet arme al Loire. Met na fell ket d’imp heuill ama penn-da-benn ar brezel, a behini hon eûs grêt dija ann histor, en Almanak Breiz-Izel evit ar bloaz 1872.

Gouarnamant difenn ar vro, pe ann défense nationale, hanvet c’hoaz gouarnamant ar bevar a viz Gwengolo, a zo bet lavaret a bep seurt drouk anezhan, gant ar monarchisted, — bonapartisted ha legitimisted : met kaer ho defo lavaret hag ober, ann dud fur ho d-eûs hag ho defo atao anaoudèges (reconnaissance) d’ann dud kalounek-se pere a garie ho bro dreist pep-tra, hag ho d-eûs salvet he enor. Epad ouspenn pemp miz ma padas ar gouarnamant-se, a oe savet armeou nevez, grêt kanonou ha fuzuillou ha stourmet stard euz ar Prusianed : ha mar na vije ket deuet ann traitour Bazaine da reï d’hon enebourien ann arme kaër a oa gant-han er gêr grenv a Metz, e vijemp deut a-benn, marteze, da drec’hi anezhe, d’hon zro, ha d’ho c’has er-meaz euz hon bro, hep kaout hon arc’hant. Viktoar Coulmiers, gonezet gant ar jeneral D’Aurelle de Paladine, a c’halle beza ar penn kenta euz a viktoariou all, hag euz a silvidiges (et de la delivrance) Paris, mar na vije deuet en amzer vad, — siouas d’imp ! — ar prinz Frederik Charles, gant un arme braz, euz indan mogerou Metz, goude trahison Bazaine, evit harza ar jeneral D’Aurelle de Paladine hag arme ar jeneral Chanzy da vont bete Paris.

Evel-se e welet sklêr, ama c’hoaz, penaoz ez eo ann Impalaër hag he re, evel ar jeneral Le Bœuf, De Failly ha Bazaine, a zo bet kiriek euz hon brasa gwaleuriou.

Beza a zo tud ha n’ho d-eûs ket a vez da lavaret, — d’ann dud diwar ar meaz dreist-holl : — « Paotred ar gouarnamant ar bevar a viz Gwengolo a zo kiriek eur hon holl gwaleuriou : hi ho d-eûs grêt sevel, hep ezomm, evit mont d’ar brezel, ho pugale hag ho kerent, a bere kalz na int ket bet distroët d’ar gêr, siouas ! »

Kement-se na eo ket gwir, ha pa glevfet tud o komz er gis-se, ar pez hoc’h eûs da ober ez eo hija ho skoas, pe, mar int bonapartisted, lavaret d’ezhe : — « Gaou a lavaret aze, rag c’hui a zo kiriek euz ann holl drouk !… »

Ann dud-se a laka ann arc’hant a-raok ann enor, ar pez a zo mezus, ha na ra ket un den onest.

III

Pa oe deuet ann amzer da sina ar peoc’h, — ur peoc’h kaled, siouas ! — a oe grêt elektionou, ann eiz a viz C’huerveur 1871, evit dibaba deputeed. Ano elektionou-se a oe grêt buban ha buhan, hep kaout ann amzer da em glevet, hag evel ma oa bet kastiet ann dud gant ar brezel, ha spontet gant torfedou ar Gommon milliget, ho defoa aoun, hag e rojont ho moueziou, peurvuia, d’ar monarchisted. Met ann elektourien a anavezas, hep-dale, n’ho defoa ket grêt mad, hag en elektionou kenta a oe grêt diveratoc’h, ann daou a viz gouere, e kasjont ouspenn kant depute republiken da Baris, ha bep tro ma vije grêt neuze un elektion en Paris, evel en departamantjou, e vije dibabet ur republiken. Kement-se a diskoueze sklêr petra ez oa c’hoant ar bopl. Ann aotro Thiers, pehini ez oa neuze karet ha meulet gant ann holl, abalamour ma on ezomm anezhan, hag a zo breman kasaët (haï) ha tammalet gant ar re pere a veule anezhan ar muia : — ann aotro Thiers, ann den da behini e defe ann holl Fransijenn kaout ar muia a anaoudèges, ha da behini a vezo savet statuou divezatoc’h ; — ann aotro Thiers, hanvet depute gant c’huec’h war-n-ugent departament, a oe lakêt gant ann holl en penn ar gouarnamant, — pe chef d’ar pouar exécutif, evel ma ve lavaret en gallek, hag evel ma renas mad pep-tra, prestik goude ez oe hanvet penturier pe president ar Republik. Dre he skiant, he wizièges (sa science) hag he furnes, e reas ur vad ar brasa. Evit-han da veza bet monarchist bete neuze, ha ministr kenta d’ar roue Loïs Fulup, e welas sklêr na oa gouarnamant all a-bed possubl en Franz nemet ar Republik, hag e em c’hreas republiken. Kalz a dud a skiant ha tud fur, pere a laka mad ho bro a-rok pep-tra, a reas evel-t-han, has a deuas da veza republikaned vad, goude beza bet legitimisted, orleanisted pe bonapartisted.

Ar Prusianed ez oa bepred war douar Franz, hag e c’hlac’harent ar broiou lec’h ma oant, ha kalonou an holl Fransijenn, evit ho c’has-kuit betek ann diveza, ez oa red paëa d’ezhe ur ranson a bemp milliard. Ha pelec’h kavoud ur somm ken spontus ?… Ac’hanta, an aotro Thiers a gavas, nann pemp milliard, met daou ugent milliard, hag ar Franz holl a em gavas soulajet euz ur pouez ken pouner evel ma oa ar Prusianed.

Ar majorite euz ar Gambr, evel hon eûs lavaret, ez oa neuze monarchisted, ha n’ho defoa ken c’hoant nemet da lakad ur roue war ann trôn, hag e oant em glevet, peurvuian, evit ma vije ar c’homt a Chambord, indan ann hano a Herri pemp. Pa weljont ann aotro Thiers o trei a-eneb d’ezhe, evit mont a-du gant ar republikaned, e em glewjont evit diskar anezhan, hag ar Republik gant-han. Al legitimisted, ann orleanisted hag ar bonapartisted, — da lavaret eo ann dour hag ann tan, — a em unanas evit ober ann tol-se, hag ar bevar war-n-ugent a viz maë 1873, a oe kavet pevarzek mouez a vajorite eneb d’ezhan. Ha setu penaoz a oe paët ann den hen eûs grêt ar muia, marteze, evit mad ar Franz ! —

IV.

Ann aotro Thiers hen devije gallet dibaba ministred all ha chomm bepred president ar Republik. Met, evit diskouez penaoz na on ket ar galloud (le pouvoir) hag ann enoriou a glaske, met mad he vro hep-ken, a em dennas, hag ar marichal Mac-Mahon a oe lakêt en he lec’h da bresident ar Republik.

Lavaret hon eûs uc’helloc’h penaoz kement-se a zo bet grêt hep skuilla goad, hag hep trouz na disurz, ar pez na ve ket gwelet alies gant ur monarchi, rag peurvuian e vez ur revolution ha kalz a voad skuillet evit ober ur roue nevez pe un impalaër.

Un neubeud amzer goude a oe grêt ar septennat, de lavaret eo a oe hanvet ar marichal Mac-Mahon da bresident ar Republik epad seiz vloaz, betek ar bloaz 1880. Ar monarchisted ho defoa grêt kement-se, o sonja e c’haljent dont a-benn gant Mac-Mahon da ober ur roue pe un impalaër, ar pez n’ho dije gallet biken ober gant ann aotro Thiers. Ar septennat-se hen eûs grêt d’imp kalz a drouk. Daou vloaz penn-da-benn a zo bet kollet, hag ho d-eûs harzet ann aotro Thiers da sevel ar Franz en nerz, en galloud hag en pinvidiges.

Met ar monarchisted a sonje gant-hê, gant ho septennat, beza sur euz ho zol, hag e kanent dija viktoar. Neuze a oe grét ar gouarnamant a gombat, hanvet c’hoaz gouarnamant ann ordr moral, gant ann aotro De Broglie evit ministr kenta. Ar republikaned a oa bet hanvet da ur plas bennag gant an aotro Thiers pe gant gouarnamant ar bevar a viz gwengolo, a oe torret holl, hep truez, hag a oe laket legitimisted, orleanisted ha bonapartisted en ho lec’h. Betek ar meariou, er parosiou ar muia dister hag ar barnerienn a beoc’h (les juges de paix) a oe torret, evit ober plaz da dud pere, peurvuia, na oant ket karet gant ar bopl, met pere a oa anavezet evit kazout (haïr) ar Republik. Gouzoud a ret mad ann dra-se, ma zud keaz, rag siouas ! evidomp da veza en Republik, tud ann aotro Broglie, ar monarchisted, a zalc’h dre-holl ar plasou, braz ha bihan, hag ann aotro Buffet, pehini a zo brema ministr kenta, na gar tamm muioc’h ar Republik hag ar republikaned eget ann aotro Broglie.

Met esper hon eus na bado ket kement-se ken pell amzer, ha pa deuo ann elektionou kenta, ann elektourien ho defo holl en ho dorn ur benvek, pe un arm, — ho billejou vot, — gant pehini e c’halfont, hep revolution, na disurz, na trouz a-bed, lakâd pep-tra da vont war un tu-all.

Pa ho defoa lakêt evel-se en holl blasou, bihan ha braz, tud hag ez oa a-du gant-hê, e sonje gant ar monarchisted, pe gouarnamant ann ordr moral, ez oant mestr da ober holl evel ma karient, hep goulen ioul (la volonté) ar bopl, hag e c’hallent lavaret d’ho roue Herri pemp dont, pa vije he blijadur.

Hag en gwirionez, c’hoari gaer ho defoa (leur jeu était beau), ha biken na gavfont ken ann traou a-du gant-he evel ma’z int bet neuze. Ann darn-vuian er Gambr, pe ar majorité, ez oa a-du gant-he, ann administration holl, a-dalek ar prefejou bete meariou ar paresiou bihanna, ez oa leun euz ho mignoned, hag ann aotro Broglie, ar ministr kenta, ho lèza da ober holl evel ma karent. Ar vro, bep-tro ma vije grêt elektionou en Paris, pe en un departamant bennag, a gase d’ar Gambr deputeed republiken, hag e lavare sklêr evel-se : — « Na ioullan ket (je ne veux pas) a ur roue, pe un impalaër, ar Republik a fell d’in da viroud. »

Met ar monarchisted na reent vân a-bed (ne tenaient aucun cas) euz a ioul ar vro, hag hec’h eent bepred a-raok, hag e kredent beza ken zur euz ho zol, ma oa prest dija ar c’harronsiou, ar c’hezek ha dillad alaouret al lakizien a dlee digas Herri pemp en triomph bete Paris. Met gwelit penaoz ez eo disunanet an dud-se, pere a lavar bemdez na c’hell ket ar republikaned em glevet war netra, hag emaint ato o em debri ! Na deujont biken a benn da em glevet na gant ho roue, nag etrezhê, hag evel-se hec’h eas ho zol da fall, pa sonje gant-he ez oant o vont da c’honid, hag e kouezjont ken izel, ma na em savfont ken biken a-c’hane, Hag a-baoue ez eo braz ho glac’har, kredit mad, ha na reont nemet tammal ann eil da egile ma ’z eo êt ho zol da fall.

Trugareomp ar Brovidanz, evel ma lavar ann aotro Thiers, abalamour ma’z int bet mestri da ober holl evel ma karient, ha n’ho d-eûs ket gallet koulzgoude lakâd ur roue war ann trôn, evel ma oa ho c’hoant.

Kement-ma, ma zud keaz, a zo ur breuvenn ar sklêra penaoz ar Franz na ioul ken kaout na roue nag impalaër, met ar Republik. Ha koulzgoude e ve gwelet c’hoaz tud o voti evit legitimisted, pe bonapartisted, pa ve elektionou. Ann dud-se a ra muioc’h a zrouk d’ho bro ha d’hezhe ho-unan eget na sonj gant-hê : eürusamant ann niver anezhe a vihanna bemde.

V.

Ar Republik, pehini ez oa da genta, evel hon eûs lavaret, en darn vihanna, er Gambr, e d-eûs goneet moueziou, hep paoues, hag er Gambr hag er vro. A neubeudou e teuas ar republikaned da gaout ar majorite er Gambr. Kalz a vonarchisted, tud a skiant ha tud fur, pere a gar mad ho bro dreist-holl, a droas a-du gant-hê, pa weljont sklêr na oa netra a vad da ober en tu-all, hag evel-se, ar bemp war-n-ugent a viz c’houerveur 1874, un amendamant pe lèzenn grêt gant ann aotro Wallon a deuas da dremen, hag ar Republik a oe neuze savet evit mad. Hirio eta, ar Republik e d-eûs evit-hi ar majorite, pe ann darn-vuian ar moueziou, kerkoulz en Kambr ann deputeed evel er vro ; al lezenn a zo du gant-hi, gouarnamant all a-bed nemet-hi na zo hervez al lezenn, hag ann hini a grife : « Ra vevo ann impalaër ! » pe : — Ra vevo Herri pemp ! — a gomzfe eneb lezenn he vro, hag e kouezfe indan dorn ar justis.

Bezit holl eta, ma zud keaz, a-du gant ar Republik, mar karet mad ho pro, hag ho mad ho-unan.

Konstitution ar bemp war-n-ugent a viz c’houerveur, pe al lezennou a reen (qui dirige) hirio ar Republik, na int ket holl euz ar gwella, marteze, hag e vije bet gallet ho ober gwelloc’h. Na eus ket a forz, kemerromp bepred ar pez a roër d’imp, ha divezatoc’h, dre hon furnez, e teufomp da gaout ur gonstitution, pe lèzennou gwelloc’h, hag e vezo neuze padus ar Republik, ha savet evit pell-amzer, marteze evit biken. Ar pez a faot d’imp-ni Fransijenn, evit beza ar vro grenva hag ar muia pinvidik euz ar bed, ez eo ur gouarnamant mad ha padus, ha na vezo ket diskarret ken alies, evel ma ve, siouas ! a-baoue tost da gant vloaz. Ar puissansou pe ar broïou all na gazont ket (ne detestent pas) ar Republik, evel a ve lavaret d’heoc’h alies gant ar monarchisted ; met ann dra na garont ket, ez eo gwelet ken alies ar Franz o chench a c’houarnamant.

Ar Republik a zigor he diou-vrec’h d’ann holl, ha mar hoc’h bet bete vrema bonapartisted, pe legitimisted, pe orleanisted, na eûs ket a forz, deuit d’ezhi, hep aoun hag hep mez, hag e vefet digemerret mad. Kalz a dud a renk uc’hel, ha galloudus, ha pinvidik braz, evel ann aotronez Thiers, De Remusat, De Cazes, De Noailles, De Tocqueville, Casimir Perier, D’Audiffret-Pasquier, Wallon, Léonce De Lavergne etc… goude beza bet monarchisted, ez int deut da veza republikaned, dre m’ho d-eûs gwelet sklêr ez oa ar Republik ar gwella euz ann holl gouarnamantjou, ha na oa hini all a-bed possibl en Franz, en amzer a hirio. Grit evel-t-hê, ma zud keaz, hag e rafet mad, ha n’ho pezo ket keuz divezatoc’h.

En elektionou a vezo grêt hep-dale, evit henvel senatourien ha deputeed nevez, e kredomp stard e vezo ann darn-vuian, pe ar majorite euz ann deputeed republikaned, hag e vezo neubeud a senatourien bonapartisted, Kement-se a zo a walc’h evit ma pado ar Republik pell-amzer, marteze da viken. Ra vezo eta unanet ar republikaned evit harpa ha difenn ar gonstitution, evel eman da c’hortoz ma vezo gallet ober anezhi gwelloc’h, — ha ra voto ann holl elektourien evit tud hag a anavezont evit karout ar Republik.

Lavaret a vezo d’heoc’h gant al legitimisted hag ar bonapartisted penaoz ar Republik na bado ket pell-amzer, abalamour ma c’hell ar gonstitution beza as-gwelet (révisée). Ann dra-se a zo gwir, ar gonstitution en ur Republik a c’hell atao beza as-gwelet, met evit lakâd anezhi da veza gwelloc’h un dra bennag, ha nann evit diskar ar Republik. Ha neuze, ann as-gwel (la revision) na c’hell ket beza grêt a-raok ar bloaz 1880.

Lavaret a rafont d’heoc’h c’hoaz penaoz ann as-gwel-se a diskaro ar Republik. Na gredit ket se. Ann Amerik a zo en Republik abaoue kant bloaz hag a zo deut da veza, indan ar gouarnamant-se, unan ann nationou ar muia galloudus hag ar muia pinvidik euz ar bed holl ; ouspenn c’huezek articl a dalvoudèges (importants) a zo bet lakêt a-baoue en he c’honstitution. Hag ar Suiss, hon amenages, pehini e d-eûs digemerret ken mad hon soudarded paour, epad ar brezel diveza, a-baoue meur a gant vloaz eman ive en Republik, hag he lèzennou a zo bet as-gwelet alies, ar pez na harz ket anezhi da veza unan ar broiou ar muia pinvidik hag ar muiua eürus euz ann Urop.

Na selaouit ket eta ann dud-se, ma mignoned, ha votit bepred evit ar Republik, da lavaret eo evit ar peoc’h, ar garantez ann eil evit egile, en ur gir — eürusted ann holl. Votit evit ar Republik, evit na vezo ken a revolutionou, pere a c’hlac’har ann holl, ha bezit neuze hep nec’hamant, rag grêt ho pezo ho tever e kever ho pro, hag e kever Doue.

Fin.