Diwar skour eur wezen
N’he deuz mui a zeliou,
E dour eur c’houeren
E tiver va daelou.
Me zo ’l labouz bihan
Torret he ziouaskel ;
Ne hell nijal ac’han,
Nag a dost nag a bell.
N’ounn ket evit nijal,
N’ounn ket evit kana ;
Greet, mar kar, eunn all,
Selaou rinn ha ouela.
Me ouélo truezuz
Gant ar re ankeniet ;
Ann amzer gaer, euruz
Siouaz ! zo tremenet !
Gwechall dre ar c’hoajou
Me a gane laouen,
Evel ann evnigou,
Va breudeur, a garenn.
Pleget war-zu’nn douar,
Pleget gan-en va fenn.
Brema leun a c’hlac’har,
Ounn bevel oc’h ann den.
Ar vuez zo c’houero
Hag hi kaer da welet ;
Aliez ann drein garo
Gant ar bleun vez kuzet.
Nebeud a levenez,
Ankeniou a strollad
A zo stag, enn eunn douez,
Er bed-man oc’h pep stad.
Diwar eur brank izel,
0 preja e welann
Tad, mamm ha seiz bugel,
Gant daou beskik bihan.
Gant delienou bara,
Gant daelou, an dud paour !
Zo ho nao o veva
Tost d’ann arc’hant, d’ann aour.
Labourat hed ann deiz,
Huanadi enn noz,
A zo lod ann dud keiz
E ged ar baradoz.
Hueloc’h pa zavann,
Pa zellann enn dro d’in,
Rumou all a welann,
A Glevann o c’hoarzin.
Dre ho c’hoarz, dre ho c’han,
Ho c’hredfet holl euruz,
Ma ne glefet gwelvan
Dreist ho zudi skiltruz.
Pep pardaez ne vez ket
Evel pep mintinvez ;
Evel ann dour a red
E tremen ar vuez.
Pignet war eur brank all,
Me wel dre ann envou
Koummoul du he teval,
Ha kaon er c’halounou.
Me wel war he wele
Aman eur c’hoziad mad,
Enn dro he vugale,
Poaniet dre boan ho zad.
Bepred enn he gichen
Me wel he bried ker ;
Hag oc’h harpa he benn
He verc’h vihan, eal kaer.
Tiad tud binniget,
Karet gant ar beorien,
Ra vo iec‘hed, eurded
A-zindan da doenn !
Neb a wel he vignoun
A hell beza laouen,
Harp en deuz d’he galoun
E mare ann anken.
Pelloc’h me wel glac’har
D’eunn den mad zo skoet
Gant ar maro digar,
Kreiz he nerz, he iec’hed.
Me a wel gant ho c’haon
Ho c’halounou rannet ;
Tro-war-dro d’ar vaskaon,
Mamm, bugale, pried.
Ar vamm a c’halv he map,
Ar pried he fried,
Ar vugale ho zad,
Ho zad ho deuz kollet.
Euz a vro ann elez,
Hen, he vreudeur, he dad
A zell gant karantez,
Gant doan oc’h ho zud vad.
Deliou melen ha glaz
A ia gant ann avel ;
Hag e peb oad, siouaz !
Ann den a rank mervel.
Ar roc’h en em zigor
Pa strink ann eienen ;
Kaloun pep den toc’hor
A fraill gant ann anken.
Keit ha ma tiz ann heol,
He sked, he sklerijen
Me gred dre ar bed holl
N’euz den bepred laouen.
Perak ’ta en em glemm ?
Perak ouela bemdez ?
N’euz ket gwall galz a gemm
’Tre pep stad er vuez.
N’eo ket aour nag arc’hant
A garg at c’halounou ;
Iec’hed hep nec’hamant
A dal ann holl vadou.
Hen-nez zo pinvidik,
A ra vel he dadou ;
O vervel reuzeudik,
A hell mont d’ann envou.
Doue a vadelez
Frealzit ann dud vad
Ho deuz poan, paourentez,
Zo braz ho c’halounad.
Selaouit, me ho ped,
Peden al labousik ;
Ho meuli ra bepred
A greiz he galounik.
Astennit he eskel
’Vil ma hello nijal,
Ma hello, ’raok mervel,
Goude ouela, tridal.
’Vit ma hello gwelet
Breiz-Izel, Breiz a dro ;
Gan-e-hoc’h kennerzet,
Mont hep distro d’he vro.
Dira-z-hoc’h, he grouer,
Ma hello, heb anken,
Evel ann alc’houeder,
Kana huel ha laouen :
« Breudeur poaniet a Vreiz,
« Persier ar baradoz
« A zo digor noz-deiz,
« Digor oc’h ho kortoz. »
G. MILIN.