Gwrac’h an aochou
Piou n’en deus klevet hano eus an amzer drubuilhus-se hanvet : Ar Spont bras ? Edo an Dispac’h o ren en e wasa ; paotred ar freuz en em zile dre-oll, en tiez, war an dachennou, o selaou lavarou an dud.
Kement-hini a vije kavet o trouk-presek pe eus ar Republik pe eus he mistri, hennez a vije kaset d’ar c’hilhotin er peder heur war-nugent.
An noblanz hag ar veleien eo ar re a c’houzanvas ar muia d’ar poent-se : an noblanz, rak ma talc’hent mat da gador ar roue ; ar veleien, rak ne fellas ket d’ezo distaga dioc’h Rom evit senti oc’h lezennou eur gouarnamant difeiz ha dizoue. O c’hlask a read, evel ma klasker al loened kriz, evit o laza.
Ivona a Vodenil a yoa eur Vretonez kalonek, leshanvet Gwrac’h an aochou. Bet oa an dispac’herien e maner Penneril o laza he zud hag oc’h enaoui an tan-gwall, evit ne jomche netra eno da zigas envor eus an noblanz koz.
Bet oant ivez war roudou Ivona, meur a wech zoken ; hogen, dont a rea atao a-benn da dec’het razo ha da c’hellout kuzat a-zoare. Gwir eo ez oa eun niver bras a goueriaded, fermourien koz d’he zud, hag a yoa eun dudi evito rei harp d’o demezel yaouank.
Pa gleve Ivona e veze bet lazet unan eus
muntrerien he zud ha tud ar vro, an emzivadez a lakea
eur merk war unan eur ar zeiz bez savet war
c’horre relegou an dujentil, bet douaret gant bennoz
ar beleg galvet ganti evit kement se.
« Pa vezo eur merk war bep mean, pa vezo bet roet d’al lealded ar pez a zo dleet d’ezi, pa vezo bet peurzic’haouet an droug, emezi, me a reno adarre buez ar merc’hed-all, me a ehano da redek. »
Chom a rea c’hoaz koulskoude eur mean da verka.
Ar plac’h reuzeudik a dremene an dervez penn da-benn en aochou, ha war ar pardaez e teue d’ar maner da dremen an noz en eun dourel hanter-ziskaret.
En hent a rea bemdez e kave unan eus ar c’hroaziou-ze bet savet gwechall gant misionerien goz Breiz-Izel. Siouaz ! torred ha bruzunet e oant bet gozik-holl gant paotred diskiantet an Dispac’h.
Meur a wech e oa bet Ivona hag he mamm o taoulina dirak ar groaz vean-ze, pa c’helled kerzet hep riskl da veza taget gant chas klanv ar c’hiz nevez.
Koueza a reas d’an daoulin pa ’n em gavas eno, hag e pedas evel-hen :
— « Hon Tad a zo en nenv, — n’emeus nemedoc’h evit skoazel hiviziken, — ra vo meulet hoc’h hano ; ra zeuio d’eomp ho rouantelez ; ra vo great hervez ho krad war an douar evel en nenv ! »
Ama ec’h huanadas gant kalz a rann-galon.
— « Roit d’eomp hirio hor bara pemdeziek ; ankounac’haït hor mankou, evel mac’h ank… » Sevel a eure en he zav prim evel eun tenn. « Nan, nan, emezi a vouez huel, me n’ankounac’haan ket, ne fell ket d’in mont betek penn gant ar beden-ze. »
Hag e pellaas, prez warmi, en eur lavaret c’hoaz :
« Nan, nan, truez ebet ouz ar vuntrerien ! beac’h d’ezo ! »
He daoulagad a lugerne en he fenn evel an dir
war eun dachen a vrezel.
Great he devoa, ar plac’h kez, meur a gammed pa welas eur beleg koz o tont etrezek enni. Anaout a reas dioc’htu aotrou person Lokoal.
— « Deiz mat d’eoc’h, va merc’h, eme ar beleg, penaos e teuit-hu a-benn da c’houzanv eur vuez ken kalet ? Seblantout a rit beza yac’h, a drugare Doue. »
Ivona a ruzias ; mouez ankeniet ar beleg a zeblante d’ezi beza eur rebech, hag e chaokas eun nebeudig komzou da respont.
— « Pegouls eta, va merc’h, eme ar person adarre gant eur vouez rust, pegouls e kavin-me ennoc’h ar baotrezig vadelezus ez oac’h gwechall ? »
— « Morse, kredabl eo, va zad, morse ! rak gwechall a zo tremenet ; ne vevan mui nemet evit ober d’ezo paea ! »
Chom a rejont eur pennad dilavar, hag ar beleg a gomzas :
— « Taolit evez, merc’hig vihan, en deus Jezuz great trugarez d’ar re hen lakea d’ar maro ! »
— « Lazet o deus d’in va zad ha va vamm… »
— « Ar Werc’hez Vari he deus pedet evit enebourien he mab. »
— « N’eo ket bet a walc’h d’ezo ; lazet o deus ivez va breudeur ha va c’hoarezed ! C’houec’h e oant, her gouzout a rit, va zad, c’houec’h bugel divlam !… »
— « Mari n’he devoa nemet eur Mab hepken ! Hag ar Mab-se a yoa Doue ! »
— « Selaouit, emezi, (hag e save he mouez), lakeat o deus an tan e Penneril, maner koz va zadou ; emzivadez oun brema, hep m’am befe na ti nag aoz ; n’hellan ket ankounac’haat. »
Ar beleg koz a yoa mantret.
— « Ivona, emezan, dalc’hit sonj mat he deus ar Werc’hez Vari kemeret ac’hanomp evit he bugale, ni tud kablus hag a stagas he Mab oc’h ar groaz. Pedit anezi, pedit ’ta !… »
— « N’em eusket gallet hen ober bremaik ; nan, ne c’hellan mui pedi. »
Eur paotrig a zek vloaz pe war-dro a deue d’an daoulam oc’h hopal eus e holl nerz :
— « Deuit buan, aotrou person, unan eus du-ma a zo gloazet, ema o c’houlen ac’hanoc’h araok mervel. »
— « Mont a ran dioc’htu », ema ar beleg o trei ouz ar bugel ; hag endra ma pellea e sellas oc’h Ivona evit lavaret d’ezi : « Pedit ha pardonit ! »
An demezel a Vodenil a yeas buan d’al leac’h m’oa beziet he zud.
— « Unan a zo c’hoaz ha n’eus ket paeet eviti », emezi. Bez’ ez oa bez eur bugel a zaou vloaz, eur plac’hig koant evel eun eal. A c’horre an nenvou e seblante mousc’hoarzin oc’h he c’hoar vras ha lavaret d’ezi gant eur vouez dudius : « Perak kailhara va hano gant ar gwad hag ar c’hastiz ? »
Hogen, kalon Gwrac’h an aochou a yoa re galedet evit beza teneraet ; mont a reas eus al leac’h tenval-ze, sanket dounoc’h en he fenn ar c’hoant da gastiza ar vuntrerien, hag ez eas da dour koz Penneril evit diskuiza eun tammig.
Demdost di ez oa eur penn ti dilezet ; eno eo e kavomp anezi eun nebeut derveziou a-c’houdevez gwisket evel eur Vretonez diwar ar meaz hag o labourat ter da zresa dilhad eur Chouan.
Eun trouz digustum a reas d’ezi sevel he fenn ; skrija a reas o welet eun den, dremm fall d’ezan, kalabousen ruz war e benn, o vont hag o tont endro d’an ti, pe gentoc’h, d’al leac’h a zerviche d’ezi da lojeiz.
Tom e oa an amzer, sklear an heol, hag an den-ze
a grene evelato !…
Setu hen o poulza an nor, hag e-barz :
— « Saveteit ac’hanoun, emezan, kuzit ac’ha noun !… »
O klevet kement-se, Ivona a zavas soun war he divesker ; hag hen a lavaras adarre : « Ar Re Wenn a zo war va lerc’h. Aze emaint… Erru int… Emaint o klask va buez. Kasoni o deus ouzin, rak, emezan, evel unan hag a goll e skiant vat, anaout mat a reont ac’hanoun ; me a zo unan eus ar re o deus lakeat an tan el maner-ze ha lazet ar vamm hag he bugale. »
Ivona a yeas war an adrenv, spontet oll, sklaset evel ar maen-marbr ; hag o veza kemeret eun tamm hardiziegez e lavaras :
— « C’houi neuze a zo unan eus muntrerien va zad ! Hag eo ganen-me, merc’h an itron a Vodenil, eo e teuit c’houi da c’houlen beza miret dioc’h kounnar va mignoned ?, Nan, nan ! er-meaz, ha buan ! pa lavaran d’eoc’h ! »
An den a gouezas d’an daoulin : « Truez ! truez ! » emezan.
— « Truez ! Va breudeur ha va c’hoarezed ivez a c’houlenne truez diganeoc’h, ha ne oent ket selaouet. C’hoaz eur wech, er-meaz ! »
— « Erru int… emaint aze… », a lavaras c’hoaz ar muntrer o vont a ruzou betek treid an demezel a Vodenil.
Houma, o klevet youc’hadennou skiltrus ar Re Wenn, a daolas eur zell war ar groaz a yoa eno war vantel ar siminal, evel a zo e pep ti breizad. Bannou an heol a goueze dres war memprou benniget hor Zalver Jezuz-Krist ; dont a rea eus zaouarn hag eus e dreid evel luc’hedennou a drugarez hag a vadelez.
En hevelep amzer, Ivona a zantas he c’halon o tevi gant eur garantez vras evit Doue, hag e stagas he zellou oc’h ar groaz ; deuet oant da veza leun a zaelou.
Ar Vretoned koulskoude a dostae atao.
— « Truez ! Truez ! » eme an dispac’her dare da vervel gant ar spont.
An aotrou Doue pe e eal a zigasas neuze d’ezi eur mennoz eus an nenv. Kemeret a reas ar gwiskamant chouan edo o paouez dresa hag her c’hinnigas d’an « hini glas, » o lavaret :
— « Delit, kemerit ha gwiskit an dilhad se ; lakit ivez ar mouchouar ma endro d’ho penn ha gourvezit war ar gwele-ze oc’h ober neuz da gousket… N’ho pezet nep aon, n’ho tiskuilhin ket !… »
Goude e serras ar ridoj, hag o veza kemeret he c’hegel ec’h en em roas da neza. Tremen poent e oa ; a-veac’h m’he doa kroget en he inkin, ma teuas ar Re Wenn en ti.
— « Digarezit ac’hanomp ma teuomp evel se en ho ti, emezo da Ivona ; ni a zo war-lerc’h unan eus an amprevaned lous ha digalon-ze a ra kement a reuz e Breiz… N’hoc’h eus ket e welet ?… Ho tigarez c’hoaz, c’houi eo an demezel a Vodenil ? »
Unan aneze a yeas d’ar gwele hag a zigoras ar ridoj :
— « Unan ac’hanomp eo, » emezan, o welet e zilhad.
— « Komzit goustad, eme Ivona ; kousket eo, diwalit d’e zihuna. »
Hag ar Re Wenn a yeas er-meaz. P’oant eat pell a-walc’h, ar plac’h yaouank kalonek a lavaras d’an tec’her :
— « Savit hag it gant hoc’h hent, n’eus mui risk ebet evidoc’h. »
An dispac’her a yoa teneraet e galon hag a falvezas d’ezan trugarekaat e vadoberourez. Kouezet e oa d’an daoulin.
— « Savit, emezi gamt eur vouez eun tammig rust. Great em eus va dlead. Evidoc’h-hu, dizroit da gaout ho tud ; lavaret a reot d’ho pugale penaos e oar ar Gristenien beza madelezus e-kenver ar re o deus great droug d’ezo. »
Hag e tiskouezas an nor d’ean gant he biz. Mont a reas er-meaz.
O tenna neuze eun huanaden hir, an emzivadez a zaoulinas, he divreac’h e kroaz dirak ar grusifi ; ha neuze hep diezamant, o poueza pep ger, ez eas betek penn gant peden hor Zalver !…
He drem a yoa sklerijennet ha sederaet gant eur peoc’h dudius. Santout a reas he c’halon beuzet en eur mor a levenez. O veza savet en he zav, ez eas d’an arbel goz, e leac’h ma kemeras eur gizel ; ha hi d’ar vered.
Hogen, e leac’h merka sin ar venjanz war bez he c’hoar vihana, Yvona a skrivas ar ger salver : « Trugarez !… »
D’an ampoent edo person Lokoal o tigouezout.
— « Gellout a rit brema rei d’in ho pennoz, a lavaras ar plac’h yaouank d’ezan gant eun dremm skedus evel hini eur zantez. Eat oun betek penn gant va fater… Pardonet em eus ! Pardoni a ran… »
Doue ha ne lez ket e vadelez da veza trec’het gant hini an dud, Doue a reas ma oe digemeret Ivona e maner an itron a Revel. Kaout a reas enni eun eil vamm, hag en he mab eur pried hag eun difennour en em roet d’ezi a-bez.