Gwir Vretoned
————
Kanaouenn evid ar goueliou brezonek
————
Diskan : War dôn « Sezis Gwengamp » pe « Sao, Breiz-Izel »
Kan : War eun tôn nevez.
Diskan
Gwir Vretoned, tud a galon, war-zao !
Da gana gloar da Vreiz hor bro,
Ha da ziwall tenzor he bugale :
Ar yez, ar peoc’h, al liberte ;
War-zao ! War-zao !
Da gana ’ bouez penn Breiz da virviken ! Breiz da virviken !
|
|
bis.
|
I
O va Breiz, gant da douriou brudet.
Da vor glas ha da veneziou,
Da vrug ruz ha da lann alaouret,
Te zo koant dreist an holl vroiou !
II
Ne deus ket, ’vel e-touez hor c’herreg,
A dud vat, seder ha nerzus ;
Ne deus ket, ’vel en hor brezoneg,
Soniou drant, gwerziou dudius.
III
Hon tud koz, tud leal ha santel,
Start evel hon dero kalet,
A ouezas mirout da Vreiz-Izei
He brud-vat, he nerz, he gened.
IV
Bretoned, savomp hor c’halonou,
Ha touomp e talc’himp atao
Da vale var roudou hon tadou,
Keit ha ma ’z ay ar bed en dro !
|
————