Gwerz Emgann an Tregont

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Stourm an Tregont.

troet gant Pierre Désiré de Goësbriand.
Victor Guilmer, 1837  (p. --23)



GWERZ


EMGANN AN TREGONT A VRETONET


A ENEP TREGONT SAUX





Chabist qenta.


Ur verz pell-amser so bet scrivet e gallec,
Hac a dleffe pell so beza e bresonec,
A gleffot, mar gallan, ha poent aoalc’h e ve ;
Rac e Breiz, en ho pro, ha va-hini ive,
E c’hoarvezet an taul p'hini a zisclerian :
Biqen ne vo canet caeroc’h taul evithan.

Ar Sauzon a so bet (c’hui er goar,) a viscoas
Adversourien hor bro, ha bepret ez int c’hoas.
Meur a grogat so bet etrezo hac hon tud,
Crogadou rust meurbet, elec’h ma croguet mud ! [1]
Mæs e toez qement-all, biscoas goassoc’h brezel
Eguet etre ar Saux a zalc’he Ploärmel
Hac ar Vretonet ter, oc’h ober goarnizon
Gant Robert Beaumaner, a guenta goad Breton,

Er guær hac er c’hastel brudet a Josselin,
Evel ma er lenner scrivet var parchimin.

Er bloavez mil-tri-c’hant-hanter
Abaoue ma oa deut er bed-ma hor Salver,
Ar Saux a Bloärmel a leqe an tan-goall
En tyez var ar maez ; a laze ar chatal ;
Guasqa tudigou paour, dinoas ha disouten ;
Ha biscoas n’o devoe na gourdrous na qelen
Digant o maestr Bambro, qen didruëz hac hi !
Beaumaner a glevas an hirvoud hac ar c’hri
Eus an dud gla’haret. Glazet gant doàn e vro,
E ’houlen audlanç digant ar Saux Bambro.

« Chetu me deut d’hô caout, ’me Robert Beaumaner,
» D’ober clemm ; rac ho tud a zistruch ar c’harter.
» Mar grevit an ezec’h, a belec’h ho pezo
» Nac yd na qiq ive ? Ha ret mat a vezo
» Dec’hu qer couls ha din, deomp-ni tud a gleze,
» Arat, medi, dorna ha squiza, marteze !
» Touït eta pelloc’h ne guasqfot e nep sort
» Ar gueiz divar ar mæz ! Pe Charles pe Monfort
» A vezo Duq e Breïz, petra ra se dezo ?
» Grit brezel ouzomp-ni, espernit anezo ! »
 
« Tavit var ar poent-ma, e me neuze Bambro,
» E difron c’hueset franq ; va selaouit d’ho tro :

 
» Bezit contant, Autrou Beaumaner, pe fachet,
» Grit ar pez a garroc’h, Gallaouet, Bretonet,
» Va Roue-me vo mæst e Frang hac e Paris,
» Ha Monfort a vo mæst var an ducaich a Vreiz,
» Var qement so etre Pontorson ha Guenet,
» Adalec Sant Vaze tre betec an Naonet ! »

Achu e gomz ganta : Robert, eb coll amser,
A zistro oc’h ar Saux, evellen qen seder :
« Songit, Bambro, songit un uvre-all,
» An uvre-se so songet fall !
» Na dre gaer na dre ac, [2] birviqen, cridit-se,
» Hanter troatad douär e Breiz-isel n’ho pe !
» List ho pombat, Autrou !… Aliez, pautret balc’h, [3]
» Goude prometti re ne reönt qet aoalc’h !
» Mar plich deoc’h ar gombat, ar c’hemesq hac ar goad,
» Chetu ama ho ten !… Parlantit ur guer mad !
» Mar qirit autramant, e hellomp ober guell :
» Assinomp un devez evit ober brezel
» Gant tregont a bep tu, tri-uguent pe ouspenn,
» Ma vo guelet pere a vo mæst en dachenn ! »

« Mad e, eme Bambro ; ra vo græt evel-se ;
» Tregont eur va phautret ous tregont eus ho re ;
» Peb a varc’h dindanno !… » Hac o daou, var o le,
Beaumaner ha Bambro o deus qemeret deiz
Evit ar gombat rust etre Bro-Saux ha Breiz,

Eb trucherez, na chalm, nac ardou disleal.
Pedom Douë an êe, n’e na bouzar na dall,
Ma tui a guir da vad hac ar gaou caout e fall !

Distro da Josselyn, Robert a Veaumaner,
(E dal so diroufen, e zaoulagat seder,)
Qer buan da guement na Marc’heq [4] nac Autro,
E tisclerias penaus oa c’hoarvezet an dro ;
E contas guer-da-cher, het-a-het, qement caus
A oa bet etreza hac ar c’habiten Saux.

« Tuchentil, clevit mad : etre me ha Bambro
» Combat so assinet gant tregont eus va bro
» Oc’h tregont eus e re. Hac e vanqfe din cant,
» Me o chaffe souden, pautret start ha vaillant,
» Mad da sqei gant ar lanç pe gant ar c’hleze hir,
» Gant contel-lassen verr, pe gant ar vouhal dir.
» Ya ! me gaffe cant, mad a vre’h hac a zorn,
» Ha dispont a galon, ha calet a ascorn ! »

« Autro Robert, eme ractal ar Vretonet,
» Soudardet, Marc’heïen couls hac ar Baronet,
» Ni o c’heulio laouen evit discarr Bambro
» Hac ar re so ganta o glac’hari hor bro.
» N’o devo nac arc’hant na rançon diguenomp,
» Rac ni so guest da sqei a drojou [5] hac a blom.

» Fiziet var hon divrec’h hac hor c’halonou ter ;
» Ha brema grit ho choaz, Autro a Veaumaner. »

« Tinteniac da guenta : ra vo Doue meulet !
» Guyon a Rochefort ; Charruët mad hanvet ;
» Guillou Ar March goude ; Robin a Raguenel
» A vo gueneomp ive, hac Ollier Arel,
» Ur breton ferm mar deus ! Caro a Vodegat ;
» An den brudet meurbet Jeffrey Autro ar C’hoat ;
» Ar chevalier Huön a Sant Yvon ;
» Brema, Yan Rousselot, ter evel ur leön.
» Chetu nao Chevalier, ha va unan so deq.
» Eus a iselloc’h renq, brema, eb caout abeq,
» Guillou a Montalban en deus va c’henta choaz,
» Hac Allan Tinteniac, c’hui oar hema so goaz !
» Tristan Pestivien, estimet gant an oll ;
» Allan a Ꝃanraix ; goude, e eöntr Loll,
» Fontenay a Goyon, gant o c’hlezeier hir,
» A ranqo disquez deomp pelec’h ma’r guella dir !
» Capus Ar Fur, michanc, ne anconahin qet ;
» Jeffrey dimeus ar Roc’h a vezo marc’heqeet,
» Perac ? Budiq, e dad, en deus breselleqeet
» Bete Constantinopl gant enor Ha Couraich !
» Ma ve sauzon Bambro evit ober dommaich
» Da Bautret mempret evellen,
» Biqen cleze na lanç ne dleffent mui douguen ! »

Robert a Veaumaner en deus choaset goude
Jeffrey Polard ; Mauric Tresiguide ;
Guyon Pontguen ; Jeffrey eus a Meslon ;
Mauriç ar Parc, gant Beaucorps, e vignon ;
Guillou ar Lann ; Serent ; Richard ive ;
Ollier Monteville, brudet evel den cre.
Chetu hi hanvet oll, hac hi oll o stouët,
Gant respet, Beaumaner o deus trugareqeet.

Ra zeui brema Douë, mæst ha crouër an oll,
Da viret n’o devo drouc, disenor pe coll :
Ra zeui, er c’hontrol, pep goall chanç
Var soudardet Bambro, distruch ha dismeganç !

Bambro, dious e gostez, evit sevel tregont
En deveus bet cals poan, chetu ama ar gont :
Caverley ; Knollis ha Croquard ;
Yan Plesanton ha Richard Ar Gaillard ;
Helcoq, e vreur, ha Jennequin Taillard ;
Repford ; Richard Ar Lann ; Thomas a Belliforz,
Pehini n’en em gann nemet a dauliou orz,
Uguent-lur so enni ha pemp lur-all ouspenn :
An nep a vo tiset ganthi divar e benn,
Na bara na guastel ne debro birviqen !
Clamaban, gant ur falç dibalamour ha vil,
Leun a grezzier, a broudou var e c’hil, [6]

Camm ha garv, distail a dremm,
Hac he beq so meurbet lemm :
Var lerc’h ar falç cris-se ne deus remed ebet !
Betonchamp ; Herouärd a oe goude choaset ;
Hualtön allemand ; Marechal a Vitart ;
Isannay ar hardis ; Robinet Melipart ;
Rango ; Robin Adez ; Trussel hac Helluchon ;
Dagorn criz evel tigr, eus a vro ar Sauzon,
Hon deus hanvet uguent ; c’huec’h Allemand ive.
Pevar eus a Vrabant a oe savet goude :
Gannelon ; Guill ’Gaillard ; Dardaine hac Aspremont.
Chetu merqet brema hanoiou an tregont.

Couraich ha nerz a-leiz o deus an tregont Saux,
Sterniet penn-quil ha troat, [7] lasset clenq, armet clos ;
Ne vanq deze na cabellou [8] houärn
Da diouall penn ha discouärn,
Na juppen arm, [9] na maneg ler,
Na cleze hir, na contel ver,
Na lanç beq-lemm, na falç, nac orz pounner ;
Hac e touönt, en hano hor Salver,
Penaus Beaumaner hac e dud
A vo dizale lazet mud !

Mæs, dimeus e gostez, an den fur Beaumaner
Da Zouë ha d’ar Sent a goestle an affer.

Deut an termen, deut an deiz,
Robert en deus galvet ar pautret eus a Vreiz :
Oferen a glefzont, hac oll int absolvet.

« Brema, Chevalerien, Baronet, Soudardet,
» C’hui oar, e me Robert, e pretand ar Sauzon
» Ober o mæst varnomp ; mæs bezomp dispouron !
» Startomp c’hueq, dalc’homp mad an eil oc’h e-guile ;
» Ar victor a vo deomp gant sicour hon Doue !
» Digant an Duq a Vreiz, p’hini en deus hor le,
» Ar Franç-oll, an Duchess, p’hini so car din-me,
» Hor bezo da viqen, joa, henor ha brud-vad.
» Mar teu eta Bambro er moez dimeus ar choat,
» Promettomp var hor feiz, penaus hivisiqen
» Hini deus e lignez n’er guelo o pourmen ! »

Oud e tregont, Bambro, balc’h ha leun a vrabanç,
A lavare : « Me meus tennet va nigromanç ;
» Levr ar sorcer Merlin am eus leqet da lenn,
» Pehini a bromet e chommo an dachenn
» Gueneomp, hac ar profit en devez a hirie :
» Breiz a vo da Montfort hac ar Franç d’hor Roue
» Beaumaner hac e dud a so deom-ni abret ;
» Fen’nos o velfot oll lazet pe prisonniet. »
Evellen e songe, Evellen e comse,
Mæs Doue er c’hleve hac en dislavare.





Eil Chabist.


En hanter hent etre ar guaer a Bloärmel
Hac hini Josselyn, brudet dre e c’hastel,
Ez oa ur braden plen evel ur tapis flour,
E harz ur vezen derv ha taust d’ur goaziq dour.
Ar braden-se a oe assinet evit plaç.

Qent eguet Beaumaner, Bambro a diguezas :
« Pelec’h oud’e chommet, Autro’ a Veaumaner ?
» Pelec’h, e me Bambro, e ma ta bautret ter ?
» Aon o deus bet, m’oar vat, ha songet mat o deuz,
» Rac mar teuont ama, e vezo var o reuz ! » [10]

« Ne ranqfot qet cortos, eme Robert, d’e dro,
» Oc’h arruout neuze ! » Oc’h e velet, Bambro
A deu da habasqaat : Autrou, pe sort profit
» Ho po dioc’h ar gombat, hac e ouffac’h gounit ?
» Flastret a vo cals tud en devez a hirio ;
» Ar sort ne gaffoc’h mui couls hac hi, en ho pro :

» Apellomp an devez bete m’hor b’o urz vad
» Digant Duq ha Roue, da ober ar c’hrogad. »

Petra, me Beaumaner, Autronez, me ho ped,
» A respontin brema d’ar pez en deus comzet ? »
« Petra, ’me Charruël, ruz-glaou gant e gounner ?
» Staga da vat diouc’h-tu !… ’Vit piou hor c’hemer ?
» Qement-all a dud ferm, armet ha sterniet mad,
» Ha mont en dro d’ar guær eb qemesq na crogad !
» Distreï evel yer gleb dar guær a Josselyn !
» Qement-se a roffe re a lec’h da choarzin. »

« Combat a ranq beza, eb dale, eb apell,
» ’Me Robert Beaumaner. Va mignon Charruël,
» (Lealloch evit-han n’eus qet e Breiz-isell,)
» A lavar e vezo ; me er lavar ive,
» Ha den n’am dislavar! C’hui a sonch, marteze,
» E ma ama guenin oll fleur ar Vretonet ?
» Tud dibab int, m’er goar, mæs sourci n’ho pet qet ;
» Var o lerc’h e ve c’hoas cavet ur guchenn-all,
» Qen start, qer c’hoanteq, qen difall !
» Ar re so deut ama, m’o enef a bell so ;
» Sorcerez pe ard-fall ne velloc’h qet ganto ;
» Mæs darc’hav cloq a raint. Diouallit, mar qirit,
» Hac harpit ouzomp, mar gallit ;
» Rac, abars ar c’hus-heol, o deveus din touët
» E viöt a stoq-corf, mar-miq, pe cordennet ! »

An drompillou sqiltrus ha scler, neuse souden,
A son d’ar gombat criz. Qer pront an diou vandenn,
Gant prez ha gant fizianç, an eil enep he-ben
A avanç d’ar pass, ferm evel diou moguer men.
Peb lanç, peb morzoul, peb cleze,
A so savet huel ; an heol divar ’neze
A denn mil ha mil stereden,
Pe, mar d’e guell, mil luc’heden.
En em tosteët int ; chetu hi stoq-ous-stoq,
Ha brema mesq-ha-mesq, ha brema crog-ous-crog.

Ar stoqat qenta-ma a oe terrupl meurbet
Ha goall doanius, sioas, d’ar Vretonet !
Jeffrey Meslon, sounnet, biqen ne savo mui ;
Ranqet eus Charruël da Vambro en em rei ;
En despet d’e nerz bras, Tristan Pestivien
En deus bet un taul orz, n’all mui en em souten ;
Yan Rousselot ive a so hanter-lazet.
Roït, o va Douë ! sicour d’ar Vretonet.

Spount oa guelet ar freuz hac ar c’hemesq er prat.
Un taul mail en deus bet Caro a Vodegat,
Ha Pestivien qæz, badet gant e daul orz,
Mesvet ha casi dall, a gommanç crial forz :
« Deut buan, Beaumaner, e m’on o vont gante !
» Mar d’an, me oar ervad ho pezo qeus d’in-me.

» Ennoc’h, var lerc’h Douë, e ma va oll fizianç ! »
« Dalc’h mat, ’me Beaumaner, dalc’h mat ! Meur a fust lanç,
» Abars ma z’hi gante, a vezo sqillaouët ; [11]
» Meur a blatinen arm, meur a gabell toullet. »
Qer buan hac e gomz, e labour gant e vrec’h ;
Gant e c’hleze ledan e sqo a traon ha trec’h :
Qement a vo tiset, gant faç e drem da vat,
A ranqo orgella ha ruilla var ar prat.

Herpel a ree Bambro hac e dud outàn ferm ;
Sqei a rer a nerz-corf, an oll a c’huez a derm.
Yosted, ne allont mui : an daou rum a reqet
Ma vo un tam hean ’vit terri ar sechet.
Accordi a rezont var ar fæt, ha dioc’h-tu
Int deut divar ar prat. Gant ur bannac’h guin ru
E guelc’hzont o c’houzoug stanqet gant ar boultren ;
Dioc’h o zal e sec’hzont ar goad hac ar c’huezen.
Neuze guitibunan, [12] gant prez ha galon vat,
An daou rum a zistro, disourci, d’ar gombat.

Qen rust oe ar c’hrogad evel en dro guenta ;
D’or c’henvroïs e oe qen dommachus dija !
Pemp-varnuguent ebqen, sioas, a Vretonet
Ne chom bremâ ! Perac ? daou a so bet lazet,
Hastennet var ar gueod, ha tri so prisonniet,
Hac hervez ar lesen eus an amseriou-ze,
N’allont qet labourat gant lanç pe gant cleze

En dra vev an hini en deus o frisonniet :
Chom a ranqint eb flach, a gostez da sellet.

Da Robert Beaumaner e cri Jeffrey Ar Roc’h :
« Ma vigen Chevalier, Autrou, e venn creoc’h !
» En han Douë, ar pez oc’h eus din promettet
» Sevenit [13] en heur-mâ ! » « Mad ez e ho reqet,
» ’Me Robert da Zeffrey : Marc’heq evel ar c’hiz
» Ra viöt, va mignon ; va bennos d’ho couriz, [14]
» Amâ, dirac an oll ! Ho pet sonch en ho tad
» Ha ra vo ho cleze hirio badezet mad. »

Bambro, oc’h o c’hlevet, a choanteäs bragal : [15]
« Muguet un tam qignen, na te nac ar re-all,
» Beaumaner, ne brisan ! Mar cares ta vuez,
» En em rent din-me pront : e ber, d’am mignonez
» Me raio donezon ac’hanoud, hac ar pris
» A ranqi da bea vo grêt en e divis :
» Qement-se, dec’h da nos, dezi a bromettis. »
« List ho brabanç, [16] Bambro, ’me Beaumaner ractal,
» Rac hema ne de qet an amser da farcal ! »

Var an heur, Ꝃanreïs a saillas etrezo
Ha gant ar c’homzou-mâ e c’hourdrouzas Bambro :
« Ro peoc’h, brabancer fall ! Birviqen Beaumaner
» Ne vo en ta divis [17] en dra ma velin scler !
» Chetu amâ ta gont : dal, Bambro, ’me Alan ! »
Gant un taul fenn a lanç, qer pront evel an tan,

En deus tiset ar Saux qen na treusas e dal.
Bambro oe douarët, hac evelqent ractal
E savas var e dreit ; moes pell ne chommas qet,
Rac lanç Jeffrey Ar C’hoat en deus e peurlazet.
« Guasqomp, ’me Beaumaner, mui-oc’h-mui, bugale :
» Roomp bec’h d’ar re-all ha list hennes aze ! »

Daoust d’ar c’holl o deus grêt, ar Sauzon a harpas ;
Croquart da gabiten var’ne en em laqeas.
« Bambro, eme Croquart, n’en deus qet bet a chanç
» Dioc’h e uvreöu sot na levriou nigromanç ;
» Mæs n’omp qet trec’het c’hoas ! Bodit en dro din-me,
» Scoas-oc’h-scoas evel tud, ha labourit goude.
» Mallos d’ar Vretonet mar teuont var hed lanç ! »
Maro Bambro a oe an taul a delivranç
Da Garo, da Tristan, da Charruel ive,
Hac o zri er c’hemesq e saillzont adarre.

Terruploc’h freuz biscoas na tauliou pounneroc’h
Biscoas, e bro ebet, ne clefzoc’h, ne velzoc’h !
Evel ar morzolliou a guez var an anneu,
Stanq evel ar grisill, pa vez eur barr arneu,
O chlevet eus a bell, eur c’hard-leo dioc’h ar plaç !
Daou dimeus ar Sauzon, en dro-mâ, a chommas
Sounnet ha dilavar ; neuze un Allamant
En deveus bet e fall, ha Dardaine a Vrabant ;

Mæs Polard ar Breton a so ive lazet,
Sioas ! ha Beaumaner a so goall pistiguet ; [18]
Hac he n’en devoa qet debret epad an deiz,
Rac ma zoa ar bevar sadorn eus ar c’horaiz.
Eêt e squiz gant ar yun, gant e gouli mantret,
En deus goulennet dour da derri e sec’het.
« Ef ta goad, Beaumaner, e me Jeffrey Ar C’hoat,
» Ne po qen a sec’het !… » Jeffrey, gant eur goms vat,
En deus rentet e nerz da Robert Beaumaner ;
Assambles gant e nerz, e cresqet e gounner.

Na-mui-na-maez, ar Saux a zalc’he bodet stanq [19]
Hac a scoë derveq : [20] ar re-all var ar franq
A finve en dro d’e, eb allout boulc’ha tam
Nac antren en o mesq. Caverley, yaouanq flamm,
Mempret evel Samson, ha Belifortz, nerzus
Dreist an oll Saux, a vann [21] o c’hlaoiou [22] arnezus. [23]
Hennes gant e vouhal, eguile gant e vaill,
A vroust, a greo, a faout, a vruzun hac a draill
Qement a dosta re. Reuz d’hon tud-ni, sioas !
Beaumaner e-hunan a sant un hencrez [24] vras.
Jeffrey Ar C’hoat, disquiz hac ampar, [25] er c’honfort :
« Ne vantrit [26] qet, Robert ; Charruël, Rochefort,
» Guill’ Ar March, Tintenniac hac Ollier Arrel,
» Start a zorn hac a vrec’h, ha Robin Raguenel,
» A so yac’h ha divless, ha cals a re-all c’hoas,
» Tud a leiz da flastra ar Sauzon var ar plaç. »

» Oh ! ma ve dindannon ur marc’h dioc’h va divis !
» (’Me Guillou Montalban) ur marc’h cre ha disquis ! »
O lavaret ar goms, evel pa ve yostet,
Er mæz eus ar c’hemesq e bet en em dennet.
Beaumaner, gant despit, deza a rebechas :
« Petra res-te, Guillou ? Hor lezel var ar plaç
» Ha re grogad gueneomp !… Poeltron !… Te ha ta dud,
» Evit an torfet-ma a gounezo goall-vrud ! »
« Labourit, Beaumaner, m’ho ped, eme Guillou :
» Brema souden, Autrou, e cleffot va c’helou !… »
Eur marc’h en d’oa guelet er mæz eus an dachenn,
Sterniet e c’his ma faut (fors piou ar perc’henn) : [27]
Var e guein e lammet Montalban, ha, dioc’h-tu,
En d’eus breudet e flancq [28] qen a strinq ar goad ru ;
Crog derveq en e lanç, en eur stouët e benn,
A benn-err [29] var ar Saux e coez evel un tenn.
Seiz en deus discaret gant an heurtad qenta ;
O tont en dro, tri-all so bet ruillet ganta.
Echu brema d’ar Saux ! Brema e renqont coll ;
Du-ma, du-hont e maint a stoq-corf casi oll.
Bretonet, grit ho choas brema var ar Sauzon :
Lazit-o, rançonit pe cassit d’ar prison
Qement a so chommet e buez aneze !

Evel-se achuas ar gombat terrup-se.
Ar re dioc’h ar Sauzon n’allint qet goaranti
Arc’hant o liberte, a ranqo anduri,

Cortoz en ereou ma teuio eur mignon
Da zigass dioc’h o bro ar pris eus o ranson.

Da guenderc’hel ar sonch en amser da zonet,
Eus ar gombat criz-ma, ur groas oa bet savet
Var ar lann hanter-hent pa zeer da Bloärmel ;
Mæs re dister e oa ar groas ha re izel :
Brema c’huezeq vloas so, eus savet en e flass,
Gant mein benerez [30] caer, un tour huël ha bras.
Sonch a ve, p’er gueler, eus an tregont Breton
A difennas hor bro a enep ar Sauzon.

————



Pedomp DOUE an Tad hac e Vap, hor Salver,
Pa zeui da fin ar bed, evit beza barner,
Ma sello a druëz oc’h eneöu ar re
A gollas o vuez ebars ar brezell-ze.


FIN.
  1. Croguet mud. Crocher en silence comme font les boule-dogues, crocher dur.
  2. Na dre gaër na dre ac. De gré ni de force.
  3. Balc’h. Arrogant.
  4. Marc’heq, au plur. Marc’heien. Chevalier.
  5. A drojou. A tour de bras, par dessus l’épaule.
  6. Var e c’hil. Qil, le dos d’un sabre, le dos de la main, la nuque.
  7. Sterniet, penn, quil ha troat. équipés tête, nuque et pieds, c'est-à-dire de pied en cap.
  8. Cabellou. Coiffure, couvre-chef.
  9. Jupen-arm. Jupon d’airain , cotte de mailles.
  10. Var o reuz. Pour leur malheur.
  11. Sqillaouët. Brisé en éclats.
  12. Guitibunan. Promptement.
  13. Sevenit, de seveni, accomplir sa parole.
  14. Va bennos d’ho couriz. Ma bénédiction à votre ceinturon.
  15. Bragal. Faire le gentil, faire le beau.
  16. List ho brabanç. Laissez vos forfanteries.
  17. En e divis. A sa discrétion, à son idée. Ce mot se retrouvera encore ayant l’une ou l’autre de ces deux acceptions.
  18. Pistiguet. Blessé d’un coup de pointe.
  19. Bodet stanq. Serrés comme un essaim d’abeilles.
  20. Derveq vad. Vigoureusement, dur comme chêne.
  21. A vann, de banna, secouer, brandir, lancer.
  22. O c’hlaoiou, pl. de clao. Outil, arme.
  23. Arnezus. adj. composé d’arneu, orage, et de euzus, effroyable, épouvantable, comme qui dirait terrible comme la foudre.
  24. Hencrez. Angoisse, anxiété.
  25. Ampar. Leste, agile.
  26. Ne vantrit qet, de montra, défaillir.
  27. Forz piou ar perhenn. n’importe qui en est le propriétaire.
  28. Broudet, de brouda, aiguillonner, piquer, larder.
  29. A benn-err. Avec élan, avec impetuosité.
  30. Mein benerez. Pierres taillées.