Mont d’an endalc’had

Gwerz Brezelourien Breiz-Izel ar bloaz 1870

Eus Wikimammenn


Gwerz Brezelourien Breiz-Izel ar bloaz 1870


skrivet gant Yann-Vari ar Yann


Revue de Bretagne et de Vendée
1870



GWERZ BREZELOURIEN BREIZ-IZEL

AR BLOAZ 1870


Potius mori quam fœdari !
Kentoc’h mervel eget n’em vastari !

War don Paotred Plouillo

Goerzed Breiz-Izel, tud kalet,
Poent braz eo mont d’ann emgann,
Pe e vezo hor bro flastret,
Lekeat e gwad hag enn tan !…
Vel hon tadou bezomp nerzuz,
Evel-t-ho torromp pennou ;
Hag eunn deiz e vezimp trec’huz,
Brudet kaer enn holl vroïou !


Bezomp kalounek, mignouned,
Dispont dirag ar maro !…
Doue a gennerzo bepred
Neb ac’hanomb hen pedo !…
Biskoaz ar Breiz n’eo bet trec’het
Ha trec’het na vo biken ;
Tud ann Arvor na c’houllont ket
Koll ann hano a gristen !…

Kaer ho pezo, tud kounaret,
Kaout eur c’hoant vraz d’hon diskar ;
Gwad a zo enn hon gwazied
Hag a zo eur gwad dispar ;
Araog ma vezimp diskaret
E vezo tomm d’ho kroc’hen :
Enn dro-man e viot gwintet,
Diwallit euz ho kilpen !…

Pa sko paotr Breiz gand he benn-baz
Piou a rai d’ezhan souza ?
Pa vo gant-han eur zabren vraz
Hag eur fuzuil d’ho laza,
E choumo kent war ann dachen,
Koll a rafe mil buez,

Eget lezel didamm ho penn ;
Vel d’hoc’h e vo didruez !…

Mar taol he bao war ho chupen
Marvad e viot gwasket…
Na glefot ken c’houez ar zouben
E kourn ho tan azezet !…
Pa vo he viz war ar bluen
He lagad lemm ho kwelo,
Kerkend ha ma laosko he denn
War ann douar ho ledo !…

Kend eget gwelout ann dud koz,
Ar vugalez, ho mammou,
Lazet, gwallet, e kreiz ann noz,
Gand ho kounar, diaoulou ;
Kend eget gwelout enn hon touez
Ann drasterien, al laeron,
Ni skoio put, e pep kostez,
A reudo a greiz kalon !…

Kend eget gwelout dismantret
Hon ilizou, hon c’hroaziou,
Kend eget gwelout disprizet

Doue ha feiz hon tadou,
A lommou e roimb hon gwad
Beteg al lomm diveza…
Rak biskoaz Breiziad a wenn vad
N’en deuz lezet he vac’ha !…

Kend eget gwelout dismantret
Ar vro a garomp muia,
Kend eget gwelout holl zuillet :
Hon eost ; danvez hon bara ;
Kend eget gwelout hon tour kleuz
Diskaret gand ho tarzou,
Ni a gemero pep seurt reuz
Evit terri ho pennou !…
 
E kreiz ar gann, tud kalounek,
Goulennomp zikour Doue ;
Bezomb holl stard vel ar garrek,
Da vad e trec’himp neuze !
Hag hon enebour a redo
Evel eul laer da guza ;
Ha ni d’hon bro a zistroio
Gand enor da ziskuiza !


Koz ha iaouank a lavaro,
Pa zeui ar peoc’h a neve,
O welout ac’hanomp distro,
Hon dillad gwad ha labe :
« Setu aze ar baotred vad,
» Setu zalverien hor bro ! »
Ha daelou drant enn daoulagad
Pep-hini hon binnigo !

I.-M. Ar Iann

Gwengamp, Here 1870.


————