Gwerc’hez ar c’hoat

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Lajat, 1909  (p. 182-184)



Gwerc’hez ar C’hoat


D’am breur Pipi.


En parrouz Zant-Servez,
Ebarz kreiz ar c’hoat braz,
Tostik da Gerbernez,
Kuzet touez ar gwe glaz,
E kaver eur garrek
Ha hi rannet ken c’houek,
Ma c’houller zouezet :
Petra zo c’hoarvezet ?

Ar roc’h, eun amzer oe,
Oa da vezan drailhet…
Faoutet oe… Mes goude
Ar roc’h na goueze ket ;
Ankouaet oe eno,
Hag aboue an dudo,
Dizeblant, yen ha kri,
Na sellent ket outi…


Mar n’oe ket dispennet,
Eo felle d’ar Werc’hez
Bezan warni karet
En kichen Kerbernez,
Ha kavout he skeuden
Kuzet en eur jijen,
Zavet ouz troad ar roc’h,
Lec’h ma vije koantoc’h !

Setu perag hirie,
— Trugare da Pipi —
Ouz troad ar garrek goue
Eman skeuden Mari…
Skeuden garantezus,
Dous ha madelezus,
Hon mam, hon Rouanez,
Itron-a-Gerbernez !

Nag eo koant da welet
En eul lec’h ken dispar,
Elec’h na glever ket
Trouz abed, na safar,
Nemed evnedigou
O kana kantikou,
Ha mouez flour an avel
Beg ar gwe o vervel…


A-us d’ar roc’h glazur
Groet gand illeo, dero,
Mesket, hep renadur,
Gant koat kelve ha fô,
A ra eus al lec’hig
Eur goant a chapelig,
Elec’h e plij d’an den
Lavaret eur beden.

Er c’hoat braz, tremener,
Ma tigoue dit, eun de,
E-tal ar jijen gaer
’N em gavout da vale,
Me a bed ac’hanout,
Ma welez dirakout
Drem ar Werc’hez Vari,
Da stoui d’he fedi :

Oh ! ped anei, hep aon,
Hi zo Mam d’ez Salver,
Lar d’ei da boan-galon,
Ar Werc’hez zo tener…
He daoulagad zavet
Hag he daouarn juntet,
Gant karante he lar :
— O bugel, me da gar !