Mont d’an endalc’had

Gwelvan da I.-P.-M. Ar Skour

Eus Wikimammenn


Gwelvan da I.-P.-M. Ar Skour


skrivet gant Yann-Vari ar Yann


Revue de Bretagne et de Vendée
1870


GWELVAN

DA I.-P.-M. AR SKOUR, BARZ ITROUN VARIA REMENGOLL, MARVET, E MONTROULEZ, ANN 19 A VIZ EOST 1870.


Ma Breiz-Izel, pebez kanvou !
Setu maro tad ar gwerziou !
Maro eo ho kaner, ar Skour,
Ho karie stard, ho kane flour.
 
Hen-nez a voa eor gwir Vreiziad.
Eur galoun leal, mignon mad,
Da dud he di karantezuz
Ha d’ar beorien madelezuz.

Barz c’houek ha kalounek e voa,
Plijout a rea d’ezhan kana,
Kana e brezounek bepred
Ar feiz, ar zend, ar gwerc’hezed.

Karet en deuz dreist pep tra holl
He hano a varz Remengoll…
Enn iliz-ze, ker burzuduz,
He hano a choumo paduz.


Karet en deuz ano holl varzed ;
Gant-ho ivez eo bet karet
E Breiz kemend a zo kaner
Eo gand he guzul pe he skouer.

N’euz ket pell en deuz great moulla
Daou levr varzaz eaz ar brava
Telen Gwengamp ba Remengoll
A zesko he hano d’ann holl.

Eur bloaz zo en doa bet zavet
A-dro-vad Breuriez ar Varzed
Rener ha Breuriez zo maro
Piou hiviziken a gano ?

Pa vez ar galoun glac’haret
Kana laouen eaz ne-ket…
Ma zelennik, klevit eta
Gwelomp breman el leac’h kana !!…

Eat eo ar Skour dirag Doue
Bet eo ar varn war be ene…
Tavomp… eunn deiz a erruo
Ha Doue ivez hon barno !…

He gorf zo breman o repoz
Enn disheol iliz he barroz ;
War he vez, m’en deuz skrivet[1]
Eur groaz dero a vo zavet.


Marvad e man er baradoz
E strollad vraz ar varzed koz ;
Ac’hano, mignoun, e klevi
Gant ma gwerzik Breiz o skiltri.

Ha zeder braz te a laro :
« Barzed a vezo c’hoaz em bro :
Breudeur, ar maro zo buez,
Na vezit morse didalvez !…

Er Breiz-Izel ar baradoz,
Daoulinet da dreid ar zend koz ,
E vezinn bepred ho Rener
Gand aouen vad e peb amzer. »

— Trugarez, mignoun… kenavo…
Gand daelou puil ni a gano
Breiz-Izel, mamm ar varzed,
Ar c’henta douar euz ar bed !

Ha pa sarro hon daoulagad
D’ann heol benniget evit mad,
Hon c’horfou, er gwele douar,
A vezo had barzed dispar.

Barzed dispar a c’houvezo
Kana meuleudiou d’ho bro ;
Meuleudiou, e brezounek,
D’ar Skour, ar barz, ar mignoun c’houek.


————
  1. Telenn Remengoll.