Mont d’an endalc’had

Guersiou nevez

Eus Wikimammenn
Daou veleg eus a Escopti Kemper
E. Blot, 1851  (p. Titl-74)



GUERSIOU NEVEZ


GRET


GANT DAOU VELEG EUS A ESCOPTI


KEMPER.


————


1851.



E KEMPER,
EUS AN IMPRIMERI E. BLOT, IMPRIMER AN AUTROU’N
ESCOP.



AVISOU D’AL LENNER.
————

P’en em gav eur G dirag on E pe dirag un I, hiniennou a laka un U etre ar G hag an E pe au I, evelhen : guened, guinidic, etc.; re all a laka un H, evelhen : ghened, ghinidic. Hogen an draze n’eo mad nemed da zieza al lennerien. Ar guella eo scriva : gened, ginidic, etc. Rac-se el leoric-man ar c’homzou e pere a zo eur G bennac ne dleont morse beza lavaret evel p’ave eur J bennag eno.

————

Ar Guersou a zo var don Santez Mari, a heller cana ivez var don Kelven, var don Guerz an tad Maner, var don Diskennomp oll a spered en ifern da velet…, var an ton gallec Seigneur, Dieu de clémence, etc., etc.





KENTA LEORIK.


————
EVIT BENEDIKSION AR ZACRAMANT.


————


Ton : La petite Mendiante.

Mil bennoz deoc’h, Salver benniget,
Epad an oll eternite ,
Da veza ganomp ama chomet,
Dre eur burzud a garante.
Braz, braz meurbed eo hon ezomou,
E mil fesoun oump tourmantet ;
C’hui hepken, o Roue an envou,
A ell ober hon eurusted.

Euz ar bed ar joayou milliget
O deuz tromplet hor c’halonou ;
Evel un huvre int tremenet,
Var o lerc’h neuz nemet poaniou ;
Deut, midicin leun a vadelez,
Deut da barea hor gouliou,
Ha, dre ar chalm euz ho santelez,
Grit deomp kasât an oll visou.

Rentit ac’hanomp victoriuz
Euz malis hon enebourien :
Roit deomp oll eur galon kourachuz
Evit heulya mad ho lezen ;
E harz ho treid brema daoulinet,
Ni a c’houlen oll ho pennoz,
Evit ho servicha gand aket
Ha mont un deiz d’ho paradoz.
Amen.


————


VAR AR MEMEZ SUJED.


————


Ton : Combien j’ai douce souvenance.

Guir zoursen euz ar joayou pura,
Euz ar garantez ar skuer kaera,
Evidomp bemdez ’nem offret
En templ-ma,
Ha varnomp ho krasou a red
Bepred.

O va Jezuz, ra zeuin-me bemdez
Da respont da ger braz madelez,
O veza deoc’h en oll fidel
Hep paouez,
Ha kent eget ho tilezel
Mervel.

Gand joa vraz hag hep kontraign ebet,
Me zelaou an iliz, ho pried ;
A galon e kredan dezi
Hep morc’hed :
Deut, mæstr divin, deut da greski
Ma fei.

Va Zalver, dre ho kras kennerzet,
D’ar mad mar choman fidel bepred,
Ezoun sur da vont un devez
D’ho kuelet ;
Neuze mui a dristidiguez
Jamez.

Evidoc’h, ma Jezuz, e karan
Ma nessa, eveldoun ma unan ;
Mès c'hui, dreist va buhe memez,
A garan ;
Bezit eta va c’harantez
Bemdez.

Brema divar an oter, ho tron,
Roit deomp oll ho penediksion ;

Grit ma karimp hoc’h aviel
A galon,
Ha ma vimp deoc’h, bete mervel,
Fidel.
Amen.




VAR AR MEMEZ SUJED.


————


Ton : Selaouit gand joa, etc.

M’hoc’h ador, va Doue,
E zacramand an Oter ;
Ennan ho karante
A so braz en hor c’hever ;
Hoc’h anaout a reomp
Evit hor mæstr souveren,
Ha deoc’h oll e voestlomp
Hor c’halon evit biken.

Perak, O va Doue,
N’ellomp-ni ket ho karet,
Evel m’ho kar, en êe,
An oll zent hag an elet ?
Plijout d’ho majesie,
E pep lec’h hag e pep tra,
Setu euz hon ene
Ar vœu, an desir brasa.

Deoc’h, myster adorabl
Demeuz hor relijion,
Un amand enorabl
A reomp, a vir galon,
Evit ar pec’hejou
Hon deuz, siouaz, kommettet,
B treid hoc’h oteriou
O veza bct direspet.

Pardounit, ni ho ped,
Pardounit, o va Jezuz,
D’ar bobl oc’h euz prenet
Gand hoc’h oll goad prisiuz ;

Sellit euz hon daelou,
Hag uzit euz ho tousder ;
Ankouait hon oll grimou,
Ha dalc’hit var ho koler.

Pardon ta, va Doue,
Evit ar sakrilejou
Pardon ta, va Doue,
Evit an oll outrachou
Gret deoc’h, er barrez-ma
Ganomp-ni, ho pugale,
daoulinet oll brema
Ni suppli ho trugare.

Ni ho servicherien
A c’houlen, O va Doue,
Brema dre hor peden,
Ho pennoz var hon ene ;
Hor rentit oll fidel
Da ober ho polonte,
Ha grit deomp oll mervel,
Leur a dan ho karante
Amen.




VAR AR MEMEZ SUJED.


————


Ton : Adoromp oll.

O zacramand , ô myster a garantez,
Ennoc’h ema va Jozuz , va guir buhez,
Ennoc’h ema va nerz, va c’honsolasion,
En oll boaniou a zeu da droubli va c’halon.

Evidomp-ni, va Jezuz, oc’h bet ganet,
Evidomp-ni, er bed-ma, oc’h euz bevet ;
Evidomp oc’h euz roet ho koad hag ho puhe,
Evidomp e chomet var an oter noz-de.

Daoulinet oll, e harz treid ho majeste,
Ni a c’houlen ho pennoz var hon ene,
Evit galloud beva, bepred en ho toujanz,
Ha jouissa un deiz, en êe euz ho prezanz.


Goude ar Venediksion.

Penoz galloud ho trugarekât parfet
Euz ar vennoz oc’h euz varnomp-ni skuilhet ;
Ah! ni a voestla deoc’h hor c’halon, hon ene,
Renit-ta varnezo hag cn noz hag en de.
Amen.




VAR AR MEMEZ SUJED.


————


Ton : Santez Mari.

O Roue braz an envou, c’hui ra hon eurusted,
O chom en hon ilizou, er zakramand kuzet ;
E touez tud reuzeudik, ô burzud ar brasa !
E lezit ho korf, ho koad, evit dont d’hor maga.

Ho pennoz domp, ô Jezuz, ho pennoz, ni ho ped ;
Dre ho nerz oll gallouduz, hon diffennit bepred
Er brezel rust ha kruel a ra domp, hep hean,
Ar c’hig, ar bed milliget a-unan gand Satan.

Deoc’h bepred, ô va Jezuz, gret deomp beza fidel,
Ha gand eur galon joauz heulya hoc’h aviel,
Evit galloud un devez monet oll da repoz,
Gand ar zent hag an eled da c’hloar ar baradoz.
Amen.




VAR AR MEMEZ SUJED.


————


Ton : Me ho salud, Stereden vor, pe An Actou.

M’hoc’h ador, Jezuz, ma Zalver,
Er zakramand euz an Oter
Pini oc’h euz instituet,
Evit chom ganeomp bepred.

En noz kent ma voac’h trahisset,
Ha d’ar groaz evidomp barnet,
E sonjac’h roi d’ho pugale
Ar merk kaer-ma a garante.

Ho korf, ho koad hag hoc’h ene,
Ho kras hag ho tivinite
A roit ama d’ho tiskibien,
Da drec’hi o adversourien.

Roit deomp, Jezuz, ni ho suppli,
Ar c’hras d’alloud hoc’h enori,
Gand feiz, respet, humilite,
E sacramand ho karante.

Roit deomp, euz an oter ho tron ,
Brema ho penediksion,
Evit ma vezimp deoc’h fidel
Euz a vrema bete mervel.
Amen.





VAR ZAKRAMAND AN OTER.


————


Ton : l’encens des fleurs.

Peger kaer eo, Jezuz, ho tabernaclou !
Piou ell kornpren ar joa hag an dousder
A gav bemdez, e kreiz o brasa poaniou,
An dud ho ped, e harz treid hoc’h oter,
O bara divin,
O ma Zalver,
C’hui ra bepred din
Santout eur guir dousder.

O va Zalver, peger dous eo ho lezen !
Peger zantel, peger pur ho chalmou !
Ho joayou a zo dreist ar joayou monden ;
Dous oc’h ama, dousoc’h c'hoaz en envou.
O bara divin, etc.

Rezolvet oun, deoc’h bepred e vin fidel :
Ma flijadur vo heulya ho lezen.
Ya, Jezuz. guelloc’h eo ganen mervel
Eget biken hoc'h abandoni ken.
O bara divin, etc.

Evit kaerât ha sanctifia ma ene,

Mestr ar bed oll a briz disken enni ;
O va Jezuz, va zenzor ha va buhe,
Pebez eur-vad eo din ho posedi !
O bara divin, etc.

O va Doue ! penoz oc’h eus-hu prizet
Kuittât an ee, palez ho majeste,
Evit disken en eur galon ker sklaset.
Hag en em roi d’eur paour eveldon-me !
O bara divin , etc.

Er momet-ma, va Jezuz, me hoc’h ador,
Gand guir respet ha guir devotion ;
Var ho comzon, m’ho kred ferm, ma redemptor,
Ha d’er zouten dre ar maro prest oun.
O bara divin, etc.

Mil bennoz deoc’h, ô va Zalver, va Jezus,
Evit ker braz merkou a garante !
Ho kalon din prestit, sperejou euruz,
Evit karet da viken va Doue.
O bara divin, etc.
Amen.




VAR AR MEMEZ SUJED.


————


Goude ar Gommunion.

Pegen euruz oun-me !
Kavet ’meuz va muya karet ;
Pegen euruz oun-me !
Kaouet Roue an ee :
Ya, ennon eo diskennet ;
Oh ! burzud a garante !
M’ho talc’h va muya karet,
Pegen euruz oun-me !
Bez ma ene,
Leun a garante
Evit Jezuz,
Da dad karantezuz ;
Mil bennoz ta d’am Zalver,
Mil meuleudi d’am mestr dous ha tener,


Pebez gras evidon !
Penoz ! ma Doue am bizit !
Pebez gras evidon !
Kaout Jezuz em c’halon !
Me den ingrat, den hep dellid,
Ha dign a zaonasion.
Penoz ! ma Doue am bizit!
Pebez gras evidon !
Bez ma ene, etc.

Petra a so dousoc’h !
Ma Doue, ma Zalver, ma zad,
Petra a so dousoc’h
Eget beza tout deoc’h ?
Mil guech euruz, mestr dous ha mad,
Ar re en em ro oll deoc’h !
Posedi a ran ma zad !
Petra a so dousoc’h ?
Bez ma ene, etc.

Oh ! pebez curusted !
Posedi Jezuz em chalon !
Oh ! pebez eurusted !
Kaout ennon mestr ar bed !
E vajeste a guz ouzon ;
Mès d’e gomzou me a gred ;
Jezuz a so em c’halon,
Oh ! pebez eurusted !
Bez ma ene , etc.

Me ho kar, ma Jezuz ,
Euz a oll c'halloud ma c’halon ,
Me ho kar, ma Jezuz,
O mignon ken dudiuz !
N’ho kuittain ken enep feson
Evit heul ar bed trompluz :
Euz a oll nerz ma c’halon,
Me ho kar, ma Jezuz.
Bez ma ene, etc.

Ho meuli ne allin ,
Jezuz, evel ma veritet ;
Ho meuli ne allin

Euz ar c’hras a ret din ;
Ra viot gand an oll meulet,
E pep amser hac hep fin ;
Nan, evel ma veritet,
Ho meuli ne allin.
Bez ma ene, etc.

Ah ! comzit evidon
D’am mestr divin, Guerc’hez-Vari ;
Ah ! comzit evidon,
Prestit din ho kalon,
Ha me c’hlorifio ganti
Ma Roue, gand devotion.
Ah ! comzit, Guerc’hes-Vari,
Ah! comzit evidon.
Bez ma ene, etc.

Renit, mestr souveren,
Brema var ma skianchou ;
Renit, mestr souveren,
Me na zebadin ken ;
Pardonit ma disoursiou,
Renons ran dezo a-grèn ;
Bepred var ma skianchou
Renit, mestr souveren.
Bez ma ene, etc.
Amen.





EVIT AR GOMUNION.


————


(Troet euz a vrezoneg Guened e brezoneg Kerne).

O na hir eo an noz ! ah ! peur e teui an de ?
Ma zin da zigemer Jezuz, ma c’harante.
O na hir eo an noz, etc.

Dihun, sao ’ta, ma c’horf, deomp da gavout Jezuz ;
Me glev, ouz ma guele, ce vouez karanlezuz.
Dihun, sao ’ta, ma c’horf.

Peur e vin-me arru ! ô hent, na hir oud-e !
Var lein ho tiouaskel, eled, tna dougit-me !
Peur e vin-me arru.


Digor, ô ma c’halon, digor d’ar garante ;
Guelet a ran erfin palez kaer ma Doue.
Digor, ô ma c’halon.

O iliz benniget, digor pelloc’h, digor,
Ma ellin mont da gaout ma Jezuz, ma zenzor !
0 iliz benniget.

Oc’h antren en ho ti, o mestr braz euz ar bed,
M’ho salud, m’hoc’h ador a gorf hag a speret.
Oc’h antren en ho ti, etc.

O sperejou euruz, oll zent ha sentezed,
Zo en dro d’am Doue, m ho salud gand resped,
O sperejou euruz.

O tabernakl santel, digor, digor difre
Ma velin ma Jezuz, ma velin ma Doue !
O tabernakl santel.

Dre ar feiz, m’hoc’h anaff, Jezuz, ma c’harante,
Evit ma Redemptor hag evit ma Doue.
Dre ar feiz.

Dispozit ma c’halon d’ho reseo, ma Doue ;
Roit din feiz, esperanz, kreskit ma c’harante.
Dizpozit ma c'halon.

Deut eta , ma oll vad, deut, deut pront em c’halon,
Hag enni, evit mad, diazezit ho tron.
Deut eta , ma oll vad.

Goude ar Gommunion.

M’ho talc’h, ô ma Jezuz, birviken n’ho loskin ;
Mignon mad ha fidel, dalc’h-mad c’hui a garin.
M’ho talc’h, ô ma Jezuz.

Pebez dousder, Jezuz, ô pebez karante !
Pa zoc’h ker dous ama, petra vec’h-u en eê !
Pebez dousder, Jezuz.

Skoazel din, skoazel din, mont a ran da gouea !
N’ellan mui en em zerc’hel, ne badan gand ar joa !
Skoazel din.

O eurusa momet ! e pelec’h e maon-me ?
Koll a ran ma c’halon, nijal a ra d’an eê !
O eurusa momet.


Ma Jezuz, a zo din, ema oll em c’halon ;
Ne ket me eo a vev, en eo a vev ennon.
Ma Jezuz a zo din.

En em daol va c’halon, kousk var galon Jezuz ;
Eno te a gavo eur repoz dudiuz.
En em daol va c’halon.

Deut, poblyou an douar, deut, sperejou euruz,
Deut da velet ar vad a ra din va Jezuz.
Deut, poblyou an douar.

O Mari! ma c’halon a servich da balez
D’ar map hoc’h euz douget etre ho taou gostez.
O Mari ! ma c’halon.

Pellait oll, sonjou vaen, pellait euz va speret ;
Va lezit gand Jezuz, gand va muya karet.
Pellait oll, sonjou vaen.

Deut ganen, va Jezuz, deomp hon daou a goste
D’en em attreteni hon unan noz ha de.
Deut ganen, va Jezuz.

Comsit oc’h ma c’halon, Jezuz, ma c’harante,
Ha deskit ac’hanon d’ober ho polonte.
Comsit oc’h ma c’halon.

Grit, Jezuz, ne glaskin, ne garin nemedoc’h,
Grit ma vo e pep lec’h ma oll sonjou ennoc’h.
Grit, Jezuz.

Kenavo, ma Jezuz, ma c’horf a ya d’ar ger ;
Mes ma c’halon a chom ganeoc’h var an oter.
Kenavo, ma Jezuz.





VAR AN DEZIR DA VEZA GAND JEZUZ EN EE.


————
Ton : Du séjour de la gloire, pe Divin Cœur de Marie.


Pel diouz ma Zalver Jezuz
Va joa, va c’harante,
Ez oun trist, ankeniuz,
Hag en noz hag en de.
It, ô ma el benniget,

Ha lavaret dezan
Eo ma ene glac’haret
Dre ne m’oun ket gantan.

Ya, m’em euz kals hirvoud,
Kals dezir, kals hirnez,
Defot n’allan erruout
Gantan en e balez.
It, ô ma el benniget, etc.

Ma c’halon er c’hlask ato,
Gand kals muyoc’h a brez,
Eget un den skuiz-maro,
Ar fin euz e zevez.
It, ô ma el benniget, etc.

An durzunel goelvanuz
A hirvoud noz-a-de ;
Evel-se var lerc’h Jezuz
E hirvoudan bemde.
It, ô ma el benniget, etc.

Ya, en a zeziran
Evit pried divin ;
Dreist oll vadou ar bed-man
Bepred en istimin.
It, ô ma el bcnniget, etc.

Pellait, joayou monden,
N’en doc’h nemet c’huerder ;
Rag ar bonheur souveren
Eo Jezuz, ma Zalver.
It, ô ma el benniget, etc.

Plijet gant e garante
Entani ma c’halon,
Ha digemer ma ene
E peoc’h, e joa Sion.
It, ô ma el benniget, etc.

Bete p’eur e c’hirvoudin
Var lerc’h an deiz kaër-ze,
E pehini e velin
Jezuz, ma c’harante.
It, ô ma el bennigel, elc.

Da c’hortoz m’er c’hontemplin,

Er banket eternel,
Gand dudi en recevin
Er zacramand santel.
It, ô ma el benniget, etc.





EURUSTED AN ENE FERVANT.


————


Ton : Goûtez, âme fervente.

Tanvait, eneou fidel,
Tanvait an dousder
A gav an eneou santel
E servich o c’hrouer ;
Mil guech euruz an ene
A so bepred fervant,
Reseo ra digant Doue
Grasou braz bep istant.

Ar fervor so guir syell
Ar vertuziou barfet,
Hag euz ar gloar eternel
Eo eur merk assuret.
Mil guech euruz, etc.

Dre enni eur feiz kreoc’h
A vlein hor c’halonou
Hag eur sklerijen vrasoc’h
A reiz hon oberou.
Mil guech euruz, etc

Dre enni an esperanz
A hirvoud deiz ha noz,
Hag a danva dre avanz
Joayou ar baradoz.
Mil guech euruz, etc.

Dre enni a heur-da-heur
E kresk, en hon ene,
Ar flamou santel ha pur
Euz ar guir garante.
Mil guech euruz, etc.


E vertuz oll gallouduz
Hor goarantiz bepred
Enep ar chalmou trompluz
Euz a joayou ar bed.
Mil guech euruz, etc.

Gand e sikour, hon ene
A gendalc’h flam bepred
Ar vertuz a burete,
Gand Doue ker karet.
Mil guech euruz, etc.

Da un ene glac’haret
E rend dous an daelou ;
Ha da un ene poaniet
E rend dous ar poaniou.
Mil guech euruz, etc.

An hini a so fidel
Da zelaou mad e mouez,
En deuz eur gourach santel,
E pep kontrolyez.
Mil guech euruz, etc.

Ar verzerenti memez
A zousder so karget,
Evit ar galon a vez
A fervor entanet.
Mil guech euruz, etc.

Oc’h e c’huzulyou santel
An hini a zento,
Tenzoriou celestiel
Anezo a denno.
Mil guech euruz, etc.

Hi eo a brepar bemde
Ar gurunen skeduz
A vo, en eternite,
Gloar mignoned Jezuz.
Mil guech euruz, etc.

Dr’ enni un huanaden,
Eur berad a zaelou
A blich d’ar mestr souveren,

A c’hounez e c'hrasou.
Mil guech euruz, etc.

An ene a so fervant
A danva, noz ha de,
Ar peoc’h, ar gontantamant
A ro servich Doue.
Mil guech euruz, etc.

Mes, hep fervor an ene
A zo dinerz meurbed,
Hag e oll gened ive
A vo souden kollet.
Mil guech euruz, etc.
Amen.





EVIT DIGORI RETRET AR VUGALE.


————


Ton : Selaouit gand joa.

Ar c’hleyer zo sonet,
Pebez kelou, bugale !
D’ho kervel d’ar retret
Da zelaou comzou Doue ;
Setu ’ta an deiziou
Ganoc’h pel-zo gortozet,
Souden ho tezirou
A vezo peur gontantet.

Mil guech oc’h euz torret
Lezen an otrou Doue ;
Mil guech, gand ar pec’het,
Oc’h euz sotret hoch ene ;
Deut eta d’ar retret,
Pa zeu Doue d’ho kervel,
Hag e viot rentet
Adarre pur ha santel.

Evel ar mab prodig,
Ho Tad oc’h euz kuiteet :
Evel ar mab prodig,

Ho follentez komprenet ;
Ah ! distroit ouz Doue,
Ho klask, ho kervel a ra ;
Pelloc’h e garante
Heanit d’ankennya.

Grit eur zell a druez,
Ni ho ped, Drindet santel,
Ouz ho pugale gez ;
Rag deoc’h int bet difidel ;
O stad so truezus,
Ho koler a veritont ;
Mes eur zell favoruz
Ouzoc’h oll a c houlennont.

Patrom euz ar barrez,
Otrou Sant Per benniget
Mari, mam a druez,
Ha c’hui oll, zent hag eled,
Pedit, pedit brema
Evit ho pugaligou :
D’ober ar retret ma
Dezo goulennit grasou.

(Ar memez kouplad en eur mod all.)

O Guerc’hez gallouduz,
Patronez euz hor parrez, [1]
C’hui sperejou euruz
Gand Doue en e balez,
Pedit, pedit brema
Pedit ’vit ho pugale ;
D’ober ar retret-ma
Sikour dezo ’n han Doue.

Tadou ha mamou ker,
N’ankouait ket ho pugale,
Er spas euz eun amser
Ker prisiuz d’o ene ;
Mes, dre ho pedennou,
Bemdez epad ar retret,
Suppliit an envou,
Evit m’er graint oll parfet.


Ra blijo gand Doue
Ne ve ket en ho touez,
Mestr na mestrez ive,
Ker difeiz, ker didruez,
’Vit réuz d’eur bugel
So en o zervich bemde
Ar blijadur zantel
Da glevet comsou Doue.

Ouzoc’h oll bugale,
Eur c’hras a c’houllomp ama ;
En iliz, ty Doue,
Bezit devot er sun-ma,
Bezit ato parfet,
Ha da bep instruction
Prestit mad ho speret,
Oc’h ober attansion.

Eun Tad trugarezuz,
Ho Toue hag oc’h otrou,
A gennik deoc’h joauz
E galon hag e c’hrasou ;
Mes evit o roi deoc’h,
Ententit mad, bugale,
En a c’houlen ouzoc’h
M’en em zikourot ive.

Rag anez kement-se,
Siouas, grasou ar retret
Evidoc’h, bugale,
A-dra-sur a ve kollet ;
Rag e zonezonou
Doue na skuil ordinal,
Nemet er c’halonou
A hirvoud oc’h o gedal.

Klevit, bugaligou,
Braz a ve hor poan speret,
Ma tenffac’h, dre c’hoariou,
Da goll froez ar retret ;
Espernit, ni ho ped,
Abers an Otrou Doue,
Eur boan ker diremed
D’ar re a gar hoc’h ene.

Ra blijo gand Jezuz,
Ne ve ket, en ho touez,
Hini ker maleuruz
D’ober seurt tristidigez
Domp ha d’ar veleyen
Hon deuz ama reketet,
D’oc’h instrui, d’ho kelen
Ha d’ho lemel a bec’het.

Klaskit ho pec’hejou,
Ha klaskit-o gand aket ;
Pedit sterd an envou
Da roi deoc’h glac’har parfet ;
Oll fotou ho puhe
Kovesait gand lealdet,
Hag e viot neuze
Gand ho Toue unanet.

Klevet oc’h euz brema
Avizou mad ho pastor ;
En ho kalv er zun-ma
Da reseo ho Redemptor.
Bezit oll resolvet
Da veza dezo fldel,
Hag ez oc’h assuret
D'ober eur retrel santel.
Amen.






EVIT ECHUI RETRET AR VUGALE.


————


Memez ton.

Setu, bugaligou,
Ar zizun-ma tremenet ;
Eurusa deveziou
d’an nep en deuz profitet !
Mes ive malheuruz
D’an nep n’euz ket selaouet
Ar vouez trugarezuz
Euz e Zalver benniget.

Mes ar barfeteri,

Hon deuz enhoc’h remerket,
A ra deomp da gredi
Oc’h euz gret mad ho retret ;
Klevit, a berz Jezuz,
Ar voyen da gonservi
An tenzor prisiuz
Oc’h euz recevet enni.

Karit kals ar beden,
Pedit bemde, bugale ;
Setu eur guir voyen
Da gaout grasou Doue ;
Anez ne hellot ket
Euz an droug en em ziffen,
Anez ne hellot ket
Pel er vertuz kendalc’hen.

Oc’h ar zakramanchou
Bep mis tostait, mar gallet ;
Hag, demeuz ar grasou
Int ar zoursen asuret.
An nep a glask erfad
Silvidigez e ene
A gar lies tostât
Oc’h feunteunyou ar vuhe.

Dalc’hit evit Jezuz,
E sakramant an Oter,
Eur garantez paduz,
Eun devosion tener ;
Hon nerz eo, hor buhe
Hag hor c’honsolasion
Er poaniou zeu bemde
D’ankennya hor c’halon.

Bezit ive devot
Da Rouanez an envou ;
Drei-zi ec’h obtenot
An nerzusa sikourou,
Evit avanz er mad
Ha kreski er zantelez
Ha kaout eun issu mad
Evit ho zilvidigez.


Hoc’h el-mad enoret,
En zo eur mignon fidel ;
Jamès ar sonch n’ankouet
Demeuz e brezanz santel ;
En hoc’h oll ezomou
Goulennit e asistanz ;
Tec’hit euz ar visou
Rag int meurbed en offanz.

D’ar mad, d’ar santelez
Sonjit d’en em rôi abred,
O tioual gand evez
Da gemer pleg fall ebed ;
Rag diffin ar vuez
Demeuz e c’hommansamant,
A lavar ar furnez,
Gozik bepred a zepant.

Epad hoc’h oll vuez,
Klevit mad, bugaligou,
Diouallit gand evez
Oc’h goal gompagneunezou ;
Rag, Siouaz, kaoz e vent
Euz ho malheur eternel,
Pa zint bet diagent
Euz hini kals tud santel.

Mar klask ar bec’herien
Ho tenna d’o ebatou
Ha da drouk ho tougen
Dre feson pe dre gomzou ;
Pellait ha pellait krenn,
En despet d’o goaperez,
Hag, evel ar vosen,
Kasait o c’hompagneunez.

D’ho tadou, d’ho mamou
Karantez bepret douget
En o oll ezomou
Gand aket o zikouret ;
Gand joa out-o sentit,
Doue deoc’h er gourc’hemen ;
Morse na rezonit,
Kement-ze ve disordren.


Setu ar c’hentellyou
Hon deuz neseser kredet
Roi deoc’h, bugaligou,
Hirio e fin ar retret ;
Bezit dezo fidel,
Bemdez epad ho puhe,
Hag e vevot santel
Hag agreabl da Zoue.

Kelennadurez d’an tadou ha d’ar mamou.


Tadou, maniou ive
Senchit pelloc’h a feson
Vardro ho pugale,
Ni ho suppli a galon ;
Ne loskit mui varno
Nep seurt malediksion
Rag Jezuz n’euz dezo
Roet e venediksion.

Digast dezo memor
Euz an devez solanel
O deuz bet an enor,
Daoust d’o buez difidel,
Da zigemer Jezuz,
Hon Doue, hag hon otrou,
O tra oll burzuduz !
Ebarz en o c’halonou.

Kymiad ar vugale d’ar veleyen o deuz sikouret roi ar retret.


Leveromp eur beden,
Etrezomp bugaligou,
Evit ar velcyen
O deuz lest o farreziou,
Evit donet ama,
Da zispozi hon ene
Da receo, er zun-ma,
Hor Zalver hag hon Doue.

Kenavo, beleyen,
Brema deoc’h a leveromp,
C’hui so deul d’hor c’helen,
Hor bennoz deoc’h a roomp ;

Marteze mui biken
Er vuez-ma n’ho kuelimp,
Gouscoude da viken
Hoc’h avizou a c’heullimp.

Kimyad ar pastor d’ar vugale.

Kenavo deoc’h ive,
D’am zro, va bugaligou ;
Da Jezuz ha d’an eê
Adressit ho pedennou,
Evit ho pastor paour
Evidoc’h oll ken douget,
Ma hello ho sikour
D’erruout er guir eurusted.
Amen.





MEULEUDI AN DEN A ZOUJANZ DOUE
PE ALI
DA SERVICHA ERFAD AN OTROU DOUE.
————


Ton : Vous qui vivez dans les travaux, pe Angelus Pask.


Klevit oll, klevit meuleudi
An den a zoujanz Doue ;
Hag deut pelloc’h, hep digari,
Da zenveza e vuhe ;
Rag poulz hag ali eo d’an oll
Da heulia lezen Doue.

De zever e kenver Doue
Eo fldel e pep amzer ;
Ar maro kent a andurfe
Eget mankout d’e grouer ;
Goestla ra dezan e galon,
E speret, e oll vuhe.

Mar d’eo penvidig ne stag ket
E galon euz e vadou ;
D’ar beorien eo digor bepred
E zor hag e denzoriou ;

Soulaji an dud ezomeg
Eo e zousa dudyou.

E kreiz an eur-vad n’en deo ket
Rog, morgant, nag ourgouiliuz ;
Er goal fortunyou n'en deo ket
Jaluz, trist, nag enkrezuz ;
Mès e pep stad modest hag humbl
E vev contant ha joauz.

Roit dezan ar stad a gerot,
E pep karg, e pep micher
Hag e pep affer er guelot
Bepred fidel d’he zever ;
Evit laret oll en eur gomz,
Bepred un el er c’haffot.

Fur eo en e oll oberou,
En e gomzou dous bepred ;
E pep lec’h e ro ezemplou
A justis, a lealdet ;
Gand an den a zoujanz Doue
Morse den ne vo tromplet.

Martez’ e vo persekutet
Gand an dud malisiuz ;
An dra-ze alies so bet
Loden an dud vertuzuz ;
Doue a bermet kement se
Evit purât o vertuz.

Den ne gar kalz an den mechant,
Beva a ra hep mignon ;
Evit e dud eo eun tourmant
Hag evit e oll ganton ;
E vuhez, pa ve memez ber,
Hir braz bepred a zeblant.

Mès d’an den mad, d’an den parfet,
E tezirer mil buez,
Ha n’eder jamès enouet
Euz a hirder e vuez ;
Hag anken an oll galonou
En heuillo ebarz er bez.


Eur vad a vo en e vuhe,
Eme ar Speret-Santel,
D’an den en deuz doujanz Doue,
O veza dezan fidel ;
Ha pa varvo, a vil bennoz
A vo karget e ene.

Pa zonch en amzer dremenet
Evel ar fin d’e boaniou ;
Pa zonch en amzer da zonet
Evel ar mor a joayou
A ro Jezuz d’an dud o deuz
E doujanz Doue bevet.

Ar memor euz e bec’hejou
Ne vourrev ket e galon ;
Effaset en deuz e fotou,
Dre eur binijen guirion ;
Etre daouarn e Redemptor
Joauz en em abandon.

Rag se o vervel ne vo ket
Leun a spount, a remorsiou ;
Mès gant joa e tilez ar bed,
Evit tremen d’an envou.
Dous eo mervel d’an den en deuz
E doujanz Doue bevet.

Sonjomp brema da zenveza
E œuvrou hag e vuhez,
Hag oump asuret da danva
Ar guir laouenidigez
A heul bepred an dud a vev
E doujanz Doue bemdez.

Douja an Otrou souveren,
Miret e c’hourchemennou,
Eo oll merit, oll gloar an den,
A lavar ar skrituriou ;
Beva ta, hep donjanz Doue,
Zo eun drouk braz da bep den.

Ar stad, an habit ne reont ket
An den a zoujanz Doue ;

Mès kals soursi ha kals aket
Da blijout d’e vajeste.
Miret e lezen hag e vec’h
Eun den a zoujanz Doue.
Amen.





EVIT DEIZ AN NEDELEG.


————

Me glev duze, er meneou,
Eun arme a elez joauz,
O kana, euz o oll moueziou,
Ar c’hantik-ma ker dudiuz :
Gloria, gloria in excelsis Deo,
In excelsis Deo, in excelsis Deo.

Perak ker braz kan en envou ?
Perak ker braz merkou a joa ?
Evit piou ker braz enoriou
Ha ker braz triomphl en heur-ma ?
Gloria in excelsis Deo, etc.

Evit embann ginivelez
Jezuz, Redemptor Israël,
Eo e kan en ær an elez,
En devez-ma ker solanel.
Gloria, etc.

Demp da velet oll assamblez
Ar Zalver keit-ze gortozet,
Demp da velet gant levenez
Al lec’h paour en deuz choazet.
Gloria, etc.

Dija an elet benniget,
Dre ho muzik melodiuz,
O deuz desket da dud ar bed
Kana dezan an hym joauz.
Gloria, etc.

Kelennet oll, dre o exempl,
Ni a vezo bepret fidel
Da gana, Jezuz, en ho templ
Ho madelezou eternel.
Gloria, etc.
Amen.





PEDEN D’AR VERCHEZ.


————
(Troet euz a vrezoneg Sant-Briek.)
————


Ton : L’encens des fleurs, etc.


Me ho salud, ô Mari, mam da Zoue,
C’hui, perlezen euz ar gloar eternel,
En em strinka a ran, guir vam a drue,
Ama dirag hoc’h oteriou santel.
Guerc’hez gloriuz,
O ma Itron !
Mam garantezuz ;
Renit var ma c’halon.

Me ho salud, ô burzud a garante,
Deoc’h eo dleet respet ar gristenien ;
Goude Jezuz ez oc’h serten hor buhé,
Hon esperanz ha skor ar bec’herien.
Guerc’hez, etc.

Maleuruz omp, adaleg ma omp ganet ;
Nag a zaelou a skuil hon daoulagad ;
Kollet hon deuz, siouaz, ar guir eurusted,
Dre’n abeg da bec’het Adam hon tad.
Guerc’hez, etc.

Hon selaouit, alvokadez galloudeg,
Ha varnomp oll tault eur zell a druez ;
Guelet a ret pegement omp dic’hoanteg
Da labourat en hor ziividigez.
Guerc’hez, etc.

Guerc’hez Vari, leun a deneridigez,
C’hui pehini oc’h euz ganet Jezuz,
Obtenit domp ar c’hras,dre ho madelez,
Ma vimp en eê gantan eun deiz euruz.
Guerc’hez, etc.
Amen.

P. R. B. P. St V.

————






SONGESONOU DEVOT


DA ISPIRA D’AR RE A ZO DARE DA VERVEL.


————


An dud divar ar mez, goude beza recevet o sakramanchou diveza, ispisial ar re a zo pell euz o bourc’h, a varv, gosig oll, hep kaout den ebet, gouestl d’o asista pe d’o zikour, en amser ma vent prest da vervel. Rag-se em euz sonjet ober mad, o lakal el leorik-ma eun neubeud comsouigou, pe santimanchou mad pere a alfer æz da lavaret pe da lenn d’an den klan.

Evit reseo a galon vad ar maro.

Ma Doue, me a fell din mervel evit effasi, dre ma maro ha ma foaniou, an oll bechejou em euz gret epad va buez.

Me a fell din mervel evit ho kloar hag evit diskeuz deoc’h ma c’harantez, dre an dilez euz ma buez.

Me a fell din mervel evit oboisa d’ho kourc’hemen ha d’an arret a varo oc’h euz douget em enep hag enep an oll dud.

Me a fell din mervel evit mont d’ho kuelet, d’ho posedi, d’ho meuli ha d’ho karet eternalamant en ee.

Me a fell din mervel evit ho trugarekat euz hoc’h oll madoberou em andret.

Me a fell din mervel evit n’hoc’h offansin ken, pa n’eller ket beva hep pec’hi.

Me a fell din mervel, ma Jezuz, rag m’oc’h euz prizet mervel oc’h unan, ha mervel dre garantez evidoc’h, pa zoc’h maro dre garantez evidon.

Santimanchou pe Aktou a feiz.

Me a gred ennoc’h, ma Doue, rag ma oc’h ar virionez memez. Me a gred kement a gred an iliz pehini na gred nemet ar virionez. Kreskit c’hoaz ma feiz.

Aktou a fizianz.

Me a esper ennoc’h, ma Doue, abalamour ma oc’h an drugarez hep muzul. Ma Zalver Jezuz, c’hui na réusot ket din ar pardon, p’eo guir n’oc’h euz réuset din nag ho koad nag ho puez. Passion Jezuz, c’hui a so ma esperanz ; militou Jezuz, c’hui a so ma esperanz ; gouliou Jezuz, c’hui a so ma esperanz ; goad ha maro Jezuz, c'hui a zo ma esperanz. O Jezuz ! ho pet truez ouzin ; saveteit ac’hanon, c’hui pehini na zilezit morse ar re a esper ennoc’h.

Aktou a garantez.

O ma Doue ! me garfe ho karet. Allumit em c’halon an tan euz ho karantez ; me ho kar, ô ma Zalver ; mes me garfe ho karet muyoc’h. Ya, brema me ho kar, dréist pep tra ; me ho kar mui egedon va unan ; me ho kar mui eget va buez ; kontant oun d’e c’holl dre garantez evidoc’h. Guerc’hez Vari, pedit Jezuz evidoun ; ma dougit oll da Zoue. O mam dous ha mad, me ho kar kals, kals. Me a fell din mont d’ho karet evit birviken er baradoz.

Aktou a gontrision.

Ma Zalver ha ma Jezuz, pardonit din arog ma barn. Ah ! va Jezuz, perag ne doun-me ket bet ato fidel deoc’h ? N’em euz ken konsolasion nemed an hini da alloud c’hoaz repari ma ingratiri. Hoc’h abandonet em euz, disprijet em euz ho kras, ho kollet em euz dre ma faot ; pardonit din abalamour da Jezuz ; pardonit din dre garantez evit ho map divin. Ar glac’har ar brasa em euz d’ho peza kement offanset. Keuz em euz da gement-se. Me a garfe mervel gand va glac’har. Dre garantez evit Jezuz, ho pet truez ouzin ; renonz a ran a grèn d’ar pec’het. Pe gals pe neubeud e vevin c’hoaz, ma Doue, me fell din ho karet. Evit satisfaksion euz ma fec’hejou, me offr deoc’h ma maro hag an oll boaniou a andurin beleg mervel. Ma Doue, reson oc’h euz d’am punisa ; n’em euz gret nemet hoc’h offansi ; mes, me ho ped, kastizit ac’hanon er bed-ma ha nan er bed all.

O Mari ! mam Doue ha va mam, obtenit din eur guir glac’har, ar pardon hag ar berseveranz.

Aktou a resination.

Ma Doue, setu me ama ; dispozit ac’hanon evel ma kerot, ho polontez ra vezo gret ato ha nan va hini-me ; me a fell din ar pez a fell deoc’h, me a fell din anduri keit ha ma plijo ganeoc’h, ha mervel, pa blijo ganeoc’h. Deoc’h ez oun, ma Zalver, hag etre ho taouarn en em daulan. Ya, me laka etre ho taouarn ma ene, ma c’horf, ma buez ha va maro.

Huanadou evit ar Baradoz.

P’eur, ma Doue, ho kuelin-me ; gened eternel, p’eur e vezin-me er baradoz evit ho karet, evel ar zent hag an eled ? Ah ! va Zalver, p’eur e vezin-me er meaz a zanjer d’ho koll ? Peur e vouchin-me d’ar gouliou oc’h euz anduret evidon ?

Santimanchou mad da ispira d’an den klan en eur roi dezan ar groaz da vouchat dezi.

O ma Jezuz, n’a sellit ket euz ma fec’hejou, mes euz ar pez oc’h euz anduret evidon. Kourach, adorit ar groaz hag unisit ho maro gand hini Jezuz o vervel evidomp. O va Jezuz ! evit savetei ar bed, evit renta din-me ar vuez oc’h euz anduret eur maro ker kruel ; ô va Redemptor, ne gollit ket eun ene pehini so koustet deoc’h kement a zaëlou hag a voad !

Arabat eo ober an oll aktou-ma en eur vech da un den klan ; mes guech lod, guech lod-al, grit-o aliez, mes neubeud seul-vech evit e genderc’hel, hep e skuisa, e santimanchou a feiz, a fianz, a garantez, a c’hlac’har, a soumision da volonte Doue hag a zezir euz ar baradoz.

Pa veler an den klan prest da renta an alanad diveza, e tleer ober an aktou ama varlerc’h, hep hean ha gand eur vouez krevoc’h :

Ma Doue, sikourit ac’hanon. Lezit ac’hanon da vont d’ho karet eternellamant. Ma Jezuz, ma c’harantez, me ho kar, ha keuz em euz ato d’ho peza offanset. Guerc’hez Vari, ma esperanz, saveteit ac’hanon ; pedit Jezuz evidon. Oh ! ma Zalver, saveteit ac’hanon dre ho pasion : me ho kar. O Mari ! mam dous ha mad, sikourit ac’hanon brema. Sant Joseph, saveteit ac’hanon. Sant Mikel, diffennit ac’hanon. Ma Æl-Mad, ma sikourit. Ma Faëron, ho pet sonch ac’hanon. Oll Zent euz an ee, pedit Doue evidon. Jezuz, Jezuz, Jezuz, Jezuz, Mari, ine a ro deoc’h ma c’halon ha ma ene.

Netra guelloc’h eget lavaret alies litaniou ar Verc’hez, epad ma ve an den klan en e basion.

————






EIL LEORIK.


————
GUERSOU NEVEZ VAR ZAKRAMAND AN OTER.


————
KENTA GUERS.


————


Ton : Santez Mari.

Deomp d’ar gamb-lid a speret ha guelomp hor Zalrer
O roi d’he zaouzec diskibl sakramand an oter ;
Bara etre he zaouarn e sav he zaoulagad
Gant joa etrezeg an env, en eur veuli he dad.

O veza stouet he benn e vinnig ar bara,
Hen rann hag hen ro joauz d’ar re a zo ganta,
En eur lavaret dezo : dalit, va mignonet,
Debrit : he-man eo va c’horf evid an oll roet.

Eur c’halir ha guin ennan a gemer goude-ze
Ha, ractal m’en deuz meulet he dad ker adarre,
Her binnig hag a lavar : dalit, va diskibien,
Evit : he-man eo va goad, ranson ar bec’herien.

Evelse en deuz chenchet dre nerz he gomz divin
En he gorf hag eu he voad ar bara hag ar guin ;
Evelse breman e ra dre deod ar veleien
Bemdez ar memez burzud epad an oferen.




EIL GUERS.


————


Ton : Santez Mari.

Hep dilezel an envou, Jezus, guir Bastor mad,
E teuzot var an douar da glasq an dud divad ;
Ha goude trec’h d’ar maro e pignzot en envou
Hep kuitaat ho pugale el lec’h-man a zaelou.

Rag, en eur roi d’an iliz sakramand an oter,
E rozot d’ho ministret ar galloud da ober,

Dre nerz ho comzou zantel ha bete fin ar bed,
Ar burzud caër a rceac’h evit ho mignonet.

Ne d-eo ket ar vech kenta hoc’h euz, o va Jezus,
Roet d'ho servicherien eur galloud burzuduz :
Aliez dre ho peli o deuz gret burzudou :
Er scritur zacr her c’havomp var galz a follennou.

E leiz a dud a velaz Moysez ho mignon
Oc’h ober meur a vurzud e stadou Pharaon
Evit lakaat ar prinz-ze, spontet oc’h ho guelet
Da leuskel euz an Ægypt ho pobl muia caret.

Guelct a reaz ar prinz dour he rouantelez
Troet e goad dre c’halloud ar profet Moysez ;
Epad seiz devez goude e pep corn he stadou
E lec’h dour goad a rede euz an oll mammennou.

Var gourc’hemen Moysez ar mor ruz a dec’haz,
Etre daou gleun dour zac’het un hent meur a reaz,
Ha goude beza lezet bobl Doue da dremen,
Gant counnar e tiredaz var an enebourien.

Gand he vaz var eur garrec Moysez a scoaz
Ha dour anezi ractal gand her a ziredaz :
Ouspen daou villion den ha calz anevaled
Gand an dour burzuduz-ze a doraz ho zec’hed.

Peger caer e oa guechall guelet ar burzudou
A rea ho ministret dre ho cras, va otrou !
Hogen mil guech eo caeroc’h guelet en oferen
Ar burzud a rit brema dre deod ar veleien.

Guechall ouz ho pugale o deuz buan sentet
An lheol, ar mor, ar rec’hier, ar vosen, ar iec’hed…
Hogen eur burzud a zo dreist ar burzudou-se ;
En ofern ouz ar beleg e sentit, va Doue.

Bemdez da gomz ar beleg e tigor an envou,
E teuit var an oter gand hoc’h oll tenzoriou
Evit roi d’ho pugale ar bara pemdeziec
Hag evit ma vo meulet ho Tad-oll c’halloudec.


————


TREDE GUERS.


————


JEZUZ A ZO E GUIRIONEZ E SAKRAMAND AN OTER.


————


Ton : Santez Mari.

Var ho comzou bennlget e credan, va Zalver.
E chomit dro garantez gauomp var an oter ;
Varni ’vel Doue ha den emoc’h e guirionez :
Ho corf, ho coad, hoc’h ene zo gand ho touelez.

P’hoc’h euz bet hen discleriet guechall d’hoc’h ebestel
Ha p’hen discleriet bemdez dre hoc’h iliz santel,
Perag e felfe d’an den compren ar mister-ze ?
He skiant a dle tevel, pa gomzit, va Doue.

Hon Doue leun a skiant ha leun a vadelez
Biscoaz n’en deuz lavaret nemet ar virionez ;
Hon Doue oll-c’halloudec a ra e peb amzer
En env ha var an douar ar pez a gar ober.

Evel m’hoc’h euz, va Jezus, tennet euz a netra
An env, ar mor, an douar hag en eur ger pep tra,
Evelse var an oter ho torn oll-c'hallouduz
A ro d’omp e peb amzer eur bara burzuduz.

Var goulen ho mam zantel hoc’h euz en un euret
Evit plijadur ar c’horf an dour e guin troet,
Evelse guin ha bara a chenchit, va Doue,
En ho corf hag en ho coad evit mad an ene.

Daou beskig ha pemp bara ho torn a vennigaz ;
Ganto en eur ho meuli, pemp mil den a goaniaz
hag ho tiskibien zantel a zeuaz goude-ze
Da garga daouzec paner gand ar pez a chome.

Mez dre eur burzud brasoc’h da viken e pado
Ar banked caer a roit abaoue ho maro ;
Un niver braz a veler dre bevar c’horn ar bed
O vont bemdez da zibri ouz ho tol benniget.

Ho corf, ho coad, hoc’h ene, ho craz, ho touelez
A roït da beb-unan gant calz a vadelez,

Ha pa chom en tabernacl hostiou zacr goude-ze.
C’houi a ve c’hoaz oll ennan coulz hag e gloar an eê.

Va Jezuz, en eur gredi em’oc’h var an oter
N’ameuz ket aoun da fazia, p’her c’hredan var ho ker,
Mez heb an oberiou mad ar feiz a ve maro,
Va likit ta d’ho caret ha va feiz a vo beo.




PEVARE GUERS.


————


VAR AR SPESOU ZANTEL.


————


Ton : Santez Mari.

Va Jezus, piou a scuizfe e kichen an oter
O velet ho madelez, ho furnez, ho tousder ?
Ar spesou zantel zoken a ro meur a gentel
D’ar re a zeu da vedoc’h, pa brizit ho gervel.

Er spes sacr euz a vara gret gant meur a c’hreunen,
E lec’h calz greun ne velan nemed un tam hepken ;
Ne velan c’hoaz ken nebeud er spes sacr euz a vin
Nemed eur banne hepken e lec’h calz greun rezin.

Evelse, ar gristenien, p’o deuz communiet,
Ne dlefent mui ken nebeud beza dizunvanet,
Mez en em garet ato evel pa n’o defe
Nemed ar memez calon hag ar memez ene.

Didan ar spesou zantel hoc’h euz en em guzet
Evit ma cavimp esoc'h tostaat ouz ho panket :
Heb heuz e lebromp ho corf hag ec’h evomp ho coad
P’ave tromplet hor genou coulz hag hon daoulagad.

Pa vevec’h var an douar, er boan, er baourentez
Ne guzec’h da viana nemed ho touelez ;
Ober a rezot zoken burzudou hep niver,
Hogen ama ne velan nemet spesou dister.

Didan ar spesou dister e cavan couscoude
Ho corf sacr, ho touelez, ho coad hag hoc’h ene ;
Epad ma chomit zoken en hosti benniget,
C’houi a zo galloudekoc’h eged an oll brinsed.

Ho ren var an oteriou eo ren ar garantez ;

Ar merkou euz ho calloud a lezit a gostez
Evit ma tostaimp ouzoc’h, ar fizianz er galon,
Evel ma’z er da gavout un tad pe eur mignon.

Pa zellan ouz ar spesou, e sonjan, va Zalver.
Er mad a ra d’an ene sakramand an oter,
An nerz, pa zebrer bara, a red en izili,
Pa ever guin, er galon e tisken an dudi.

Evelse pa ve maget gand ho corf hag ho coad
An ene cren ha laouen a gar ober ar mad ;
Mez, p’ez a pell diouzoc’h, ec’h ehan da veva,
Evel ar c’horf, pa n’euz mui da zibri na d'eva.




PEMPVED GUERS.


————


SAKRAMAND AN OTER
EO TESTAMAND HOR ZALVER.


————


Ton : Santez Mari.

O ! peger caer testamand hoc’h euz gret, va otrou
Evit roi d’ho pugale guir e gloar an envou
Hag evit discouez d’an dud bete divez ar bed
Hoc’h euz, leun a drugarez, gand ho coad ho frenet.

Gand ho coad hoc’h euz scrivet dirag hoc’h ebestel,
Goude coan d’ar iaou-amblid, ho testamant santel,
Pa rozot d’eo da eva didan ar spez a vin
Ar goad a dlie redec euz ho couliou divin.

Ar c’halir-ma gant va goad, emezo’h, va Doue,
En eur roi d’hoc’h ebestel ar merk-z’ a garante,
Eo an testamant nevez am euz-me va-unan
Scrivet henoz evidoc’h hag evit peb-unan.

Va Jezus, var an oter ema ho testamant
Didan ar spesou dister eveuz ar zakramant ;
Ho madelez evidomp, ho c’hoant braz d’hor prena
Gand un dorn carantezuz hoc’h euz merket enna.

Va ene leun a fizians an envou a c’hortoz :
Drc ho testamand hon euz guir en ho paradoz :

Merket hoc’h euz varnezan e vevo da viken
Ar re ho tigemero evel guir gristenien.

Mez ivez ho testamant ne ro guir en envou
Nemet d’ar re a dosta ouz ar zakramanchou ;
Er c’hontroll, ennan hoc’h euz scrivet daonation
An dud ne dostaont ket ouz ar gommunion.

Dilezel testamanchou scrivet gand hor c’herent
N’a ve nemet dilezel ar madou a verkfent ;
Hogen neb a zilesfe hoc’h hini, va otrou,
En ifern a ziskenfe en eur goll an envou.

Hastit eta christenien, tostait ouz an oter,
Kemerit gat carantez testamand hor Salver ;
Hirrez en deuz d’ho kuelet oc’h ober kement-ze,
Discouezit pelloc’h dezan ez oc’h he vugale.




C’HOUEC’HVED GUERS.


————


CARANTEZ HOR ZALVER
E SAKRAMAND AN OTER.


————


Ton : Santez Mari.

Euz ar mor braz e cavomp an hed hag an donder,
Mez den ebet ne gavo an hed, al ledander,
An donder, an huelder euz carantez Doue
E sakramand an oter evit he vugale.

En nosvez ma oa guerzet gand an treitour Judaz
Ha carget a chadennou evel eur Barabbaz,
En nosvez-ze a c’hlac’har e prizaz hor Zalver
Lezel gand he vugale sakramand an oter.

Ne oac’h-hu ket souezet, eled euz an envou,
O velet ar garantez euz Jezus hon otrou ?
Biscoaz ne oe henveloc’h ouz eur madoberour
Eget pa oa kemeret evit un torfetour.

Ne fellaz ket d’hor Zalver, pa iee d’an envou,
E vijemp emzivaded er vro-man a zaelou ;
En he zakramant santel, cuzet var an oter
E chomaz en hon touez evel un tad tener.


Va Jezus, e peb amzer e tiscouezit oc’h mad :
Goude m’hoc’h euz evidomp scuillet eur vech ho coad,
Hen likit c’hoaz da redec bemdez en oferen
Evit ma velc’ho bepred eneou ar bec’herien.

Meulet ra viot eta var an trôn benniget
Hoc’h euz savet en iliz evid hon eurusdet ;
Alesse d’ho pugale ho pennoz a roït
Ha divarnezo bepred an droug a zistroït.

Gervel a rit da vedoc’h ar paour, ar pinvidic,
Ar brinsed, ar rouaned hag an dud reuzeudic ;
Bepred e talc’hit digor ho caera tenzoriou
Evit roi da beb-unan hervez he ezommou.

Hogen crevoc’h hor galvit, pa fell d’an drouc spered,
Ar gounnar, en he galon, hon dougen d’ar pec’hed ;
Divar ho trôn a roue ker buan e savit
Ha sicour da beb-unan gand hast e kinigit.

Guelloc’h c’hoaz e tiscouezit madelez ho calon,
Pa brizit dont da vedomp dre ar gommunion ;
Brasoc’h e tigor neuze tenzor ho carantez
Ha varnomp oll e scuillit ho cras gant largentez.

Pa ve clanv ho pugale ez it beteg enno
Hag euz ho caera grasou e scuillit varnezo ;
Pa’z eont euz ar bed-man, e tougit ho eneou
Etre ho tivrec’h santel e trezeg an envou.

Ar re a vev, va Zalver, hep caret ac’hanoc'h
Ne ouzont ket peger mad ha pegen caer ez oc’h ;
Scleraït pelloc’h eta spered ar bec’herien
Evit ma teui ho c’halon d’ho caret da viken.

Desket am euz, va Jezus, eo braz ho madelez,
Rac-se bepred ho meulin gant laouenedigez ;
Divar ho trôn benniget roït d’in ho pennoz
Da c’hortoz ken n’ho kuelin e gloar ar baradoz.


————


SEIZVED GUERS.


————


JEZUS-CHRIST EN DEUZ HIRREZ DA ZONT EN HOR
C’HALONOU DRE AR GOMMUNION.


————


Ton : Santez Mari.

Hor Zalver a lavaraz gant ar vraza dousder
Pa roaz d’he ziskibien sakramand an Oter :
Hirrez em boa, mignonet, pell zo em boa hirrez
D’ober ganeoc’h ar pask-man aroc coll ar vuez.

Ia, c’hoant en doa Jezus da roi d’an ebestel,
Evit merg a garantez, he gorf, he voad santel,
Rac torfet Judaz zoken ne hellaz ket miret
Ne roaz laouen dezo he vanked benniget.

Kercoulz evel er gamb-lid e fell c’hoaz da Jezus
E recefemp he gorf sakr hag he voad prisiuz ;
Bepred e chom en iliz, petra bennac ma ve
E calon meur a judaz trahiset a neve.

Galloud a ra pep christen, e pep lec’h euz ar bed
Tostaat, pa fello dezan, ouz an dol benniget,
Rag, a drugarez Doue, abaoue hor Zalver,
Beleien hag ilizou e pep lec’h e caver.

Evel an den pinvidig, ar paour en deuz ive
Ar galloud da vont bemdez da vanket e Zoue ;
Rac didan spesou dister hor Zalver benniget
En em ro d’an dud paoura evel d’ar rouaned.

Ha gallet en devije discoueza guelloc’h d’omp
Peger braz hirrez en deuz da zonet davedomp ?
O ! meulomp a vir galon, o ! meulomp an Doue
A zeu ker carantezuz da ved he vugale.

Pe seurt plijadur e clask, pa fell dezan disken
Divar an dol benniget e calon pep christen ?
Nicun nemed an hini da ober vad d’an oll,
Miret e felfe dezan n’ez afe den da goll.

Hastit eta, va breudeur, da dostaat ouz Jezus,

Chelaouit oc’h ho kervel he vouez carantezuz ;
Tostait, paour ha pinvidig, deut d’am digemeret,
Ar galon em digemer a gav an eurusdet.




EIZVED GUERS.


————


AR C’HRISTEN MAD EN DEUZ HIRREZ DA DOSTAAT
OUZ AN DOL ZANTEL.


————


Ton : Santez Mari.

Jezus, petra nemedoc’h er bed-ma glaskin-me ?
Petra zoken a glaskin nemedoc’h-hu en eê ?
Hastit da zont da vedoun dre ar gommunion
Evit ma reno pelloc’h an eur vad em c’halon.

Redec a rer hep paouez varlerc’h an eurusdet
Ha biskoaz pell diouzoc’h n’en deuz den he c’havet.
Hastit da zont…

Va Doue, pell diouzoc’h ne gavan nep dousder
Ar c’haera festou zoken a zo leun a c’houervder.
Hastit da zont…

Va c’halon eta, Jezus, a zo gret evidoc’h,
Rac na ve morse diboan, pa ve pell diouzoc'h.
Hastit da zont…

Clevet am euz e teskit guir hend an eurusdet
Da biou bennag a zelaou ho comzou benniget.
Hastit da zont…

Encrezet oc’h ho kedal pep devez a gontan,
Hag hir egiz eur gantved pep devez a gavan.
Hastit da zont…

Va eno kez a zizec’h dre dan ho carantez,
Pe goulz e vin-me caset d’ar feunteun a vuez ?
Hastit da zont…

Pe goulz e torrin me cren va naon ha va zec’hed ?
Pe goulz e vin me ganoc’h ouz an dol benniget ?
Hastit da zont,…

Perag, evel eur goulmic, n’emeuz-me ket eskel

Evit ma nichen buan beteg an dol zantel ?
Hastit da zont…

Sellit a druez ouzin, o tad trugarezuz,
Chelaouit gant madelez va feden hirvouduz.
Hastit da zont…

Va ene paour a zempla o c’hortoz keit amzer…
Bepred ema couscoude va fizianz em Zalver !
Hastit da zont…

Ra viot da virviken adoret, va Zalver,
Clevet hoc’h euz ouz peden ho falla servicher ;
Donet a rit da vedoun dre ar gommunion
Evit ma reno pelloc’h an eurvad em c’halon.




NAVED GUERS.


————


HIRVOUDOU AR PEC’HER GLACHARET.


————


Ton : Au sang qu’un Dieu…

Guelet a ran, o va Zalver,
An dud santel o vonet
Gant fizianz ’trezeg an oter
Evid ho tigemeret.
O ! me garfe monet ganto
D’ar banked a garantez
Hoc’h euz darevet evito
Gant kemend a vadelez.

Evel kemeret ar bara
Gret evid ar vugale
Hag hen roi d’ar chass da zrailla
N’a ve ket mad, va Doue,
Evelse er stad a bec’hed
Me na dlean ket tostaat
Ouz an dol gaer hoc’h euz savet
Evid ar gristenien vad.

Evel ma lezer couscoude
Ar chass bian da zibri
Ar bara bruzunet a ve
En dro da dol ho mistri,

Evelse, Jezuz, e credan
Goulen eul loden dister
Euz an tenzor caer a velan
Digoret var an oter.

Ne zellezan ket, va Jezuz,
Monet hirio d’ar banked
En deuz ho torn carantezuz
En ho sakramant cuzet,
Mez, pa zeuot gant madelez
Da ved ho kuir diskibien,
Grit ouzin eur zell a druez
Evit ma rin pinijen.

C’houi hoc’h euz va frenet ivez
Dre’n dellid euz ho poaniou,
Va likit c’hoaz dre drugarez
Var hend euruz an envou ;
O ! mo garfe kuitaat pelloc’h
Renk mezuz ar bec’herien
Ha digemeret ac’hanoc’h
Evel ho kuir diskibien.

Teuzit ar scorn euz va c’halon
Dre’n tan euz ho carantez,
Rac neuze ho speret guirion
Em c’helenno gant frouez,
Ha souden ho tigemerin
Evel ma muia caret.
Da c’hortoz ken n’hoc’h adorin
En envou gand an elet.




DECVED GUERS.


————


HOR ZALVER A C’HOURC’HEMEN D’OMP TOSTAAT
OUZ AN DOL ZANTEL


————


Ton : Santez Mari, pe ton Kelven.

Christenien, ma na zebrit corf santel ho Salver
Ha ma na evit he voad cuzet var an oter,
Ne vevot ket er bed-man e carantez Doue,
Na gantan el levenez ne vevot ket en eê.


Chelaouit mouez ho Salver, tostait ervad outan ;
Ma teufec’h dre ziegi da bellaat dioutan,
Petra bennac ma kerfec’h, ho penn leun a fouge,
Hoc’h ene a ve siouaz maro dirac Doue.

Guelet a rer tud varo ken-nebeud distrujet
M’a ver tentet da gredi n’a vent ket tremenet ;
Ho liou a ve c’hoaz varno, groez en ho izili
Hag ho daoulagad digor evel re peb hini.

Evelse hiniennou a ia d’an oferen,
A lavar ho fedennou, a ro an aluzen,
A zo marteze hanvet mignonet da Zoue,
Couscoude siouaz dezo ne vev ket ho ene.

Ha p’ho c’hlefen o cana ker caer evel elet,
O comz divar-benn Doue ker coulz ha doctoret,
Huel c’hoaz e lavarfen : nebeud eo kement ze ;
Pa na gommuniont ket, ne vev ket ho ene.

Ha pa ouifent an oll draou a heller da c’houzout,
Ha p’ho guelfen o lakaat ar rec’hier da gerzout,
Huel c’hoaz e lavarfen : kement-ze zo dister,
Pa na ier ket da zibri ouz tol zacr hor Zalver.

Perac no boaniont-hi ket evit mad an ene
Pehini a zo crouet henvel ouz he Doue,
Evel ma poaniont bemde da zerc’hel e buez
Ar c’horf pehini a zo leun a vreinadurez ?

Ractal ma teu dorn Doue d’ho scoi dre ar c’hlenved,
Dre bevar c’horn ar c’harter e claskont ar iec’hed ;
An traou ar falla blazet, gant mall e kemeront,
Pa gredont e viana int ar boan a c’houzanvont.

O c’houi pere a gavan ker stag ouz ar vuez,
Ma velit ato gant poan o tostaat he divez,
Deuit da gommunia evel guir gristenien :
En hosti zacr e caver eur vuez hep termen.

Ne chomit ket, va breudeur, em amzer da zonet
Hep tostaat ouz tol zantel ho Salver benniget,
An neb her gra dre zispriz, pe dre leziregez
A zerr outan he-unan an or a drugarez.

Guir voed an eneou christen zo var an dol zantel :
Outi e renkont tostaat dindan boan da vervel,

Evel ma varfe souden an dud, ar re greva
Pere ne felfe dezo na dibri nag eva.

Ouzoc’h eta, va Zalver, e tostain aliez
Ne lezin mui va ene da gavout dienez ;
Me fell d’in beva bepred e renk ho pugale,
En draonien-man a zaelou ker coulz evel en eê.




UNNECVED GUERS.


————


HOR MAM ZANTEL AN ILIZ A C’HOURC’HEMEN
D’OMP COMMUNIA DA VIANA EUR VECH ER BLOAZ.


————


Ton : Santez Mari.

An oll gristenien leal a dle communia,
Pep hini en e barrez, da Bask da viana,
Nemed ho c’hovesored a rofe d’eo amzer
Evid en em zarevi da vanked ho Zalver.

Mar chom eur c’hristen bennag heb ober kement-se,
An iliz ra vo serret outan hed he vue ;
Mar digouez dezan mervel heb eur guir binijen
Ra vo c’hoaz serret outan bered ar gristenien.

Cetu penoz, va breudeur, o deuz gourc’hemennet
Er bloaz mil daou c’hant pemzec, e Rom, en eur Sened,
Ar pab hag an eskibien kelennet gand Doue
Ha carget euz ar galloud da ren he vugale.

O ! poan a ra d’omp guelet ez euz c’hoaz christenien
Pere pegement bennac ma ouzont al lezen,
A jom dre leziregez, dre zispriz marteze,
Hep tostaat gad an dud all da Bask ouz ho Doue.

Petra bennac ne ma ket en amzer man ar giz
Da viret ouz an dud-ze da zonet dvan iliz,
Mar deont euz ar bed-man heb eur guir binijen,
Dor ar baradoz dezo ne zigoro biken.

Brema ker coulz ha guechall an iliz a helfe
Chom hep digori dezo bered he bugale ;
Mez, ha p’avent er bed-ma gad an dud enoret,
Er bed all, siouaz dezo, e vezint milliget.


DAOUZECVED GUERS.


————


HOR MAM ZANTEL E DEUZ C’HOANT EZ AFEMP
ALIEZ DA GOMMUNIA.


————


Ton : Santez Mari.

Ho mam an iliz santel a garfe ho kuelet
O toslaad e peb ofern ouz an dol benniget
Evit ma teufe frouez sacrifis mab Doue
De veza talvoudecoc’h evit he bugale.

Hogen eur c’hrouadur mad a veler o senti :
A vec’h ma lez gand he vam an amzer d’he bedi :
Un hanter comz, eur zellic, an drem anei hepken
A ra kement varnezan evel un urz zoken.

Eur c’hristen mad, hep gedal gourdrouzou an iliz,
Heb aoun ebed da veza barnet gand ar bediz,
Pa vel ar pez a c’hortoz ar vam-ze digantan,
Her gra evel p’e defe her c’hemennet dezan,

Ma renkfemp beza spontet dre’n escumunugen
Aroc ma claskfemp beva evel guir gristenien
E vemp e giz bugale pere ne zentont tam
Nemet gourdrouzet a vent gand ho zad pe ho mam.

Perag eta, va breudeur, e chom hiniennou
Epad ar bloaz hep tostaat ouz roue an envou ?
Perac ne vev ket an oll o giz an dud santel
A zeskaz lezen Doue e scol an ebestel ?

Ar maro var ho henchou, ar gristenien genta
A rede d’an oferen ha da gommunia ;
Kemend e karent Doue ma poanient da dostaat
bemdez ouz tol benniget ho Zalver hegarad.

Maget ouz an dol zanter o deuz ar verzerien,
Caloneg en ho foaniou, skuizet ho bourrevien,
Souezet an dud hep feiz, frealzet an dud vad
Ha gret christenien nevez, en eur scuilla ho goad

Ar zent o deuz ell clasket ha cavet guir zicour
E sakramand an oter eneb ho enebour ;

Eno e cavent ar peuc’h en ho foaniou spered
Hag an nerz da cvhouzanvi pep tra gant joausded.

Ma sonjfec’h mad, christenien, en tenzor ar c’hrasou
A zigas Jezuz gantan, pa zeu er c’halonou
Ho pe hirrez da dostaat ouz un tad ken tener
Evit ma scuilfe varnoc’h e c’hrasou hep niver.




TRIZECVED GUERS.


————


PEDENNOU AROG AR GOMMUNION.


————


Ton : Santez Mari.

Akt a feiz.

Rac m’hoc’h euz hen discleriet e credan, va Zalver,
E chomit e guirionez cuzet var an oter
Evit roi d’ho pugale gant teneridigez
Ho corf, ho coad, hoc’h ene, ho craz, ho touelez.

Souden e tigemerin, en eur gommunia
Ar c’horf hoc’h euz kemeret en eur zond er bed-ma
Ha souden em goazied e redo ar goad-ze
Scuillet var menez Calvar evit paea hon dle.

Akt a esperanz.

An esperanz a ro d’in dellid ho pasion
A gresko c’hoaz, va Zalver, dre va c’hommunion ;
Pa roit d’in ar c’haera euz ho madoberou
E hellan gedal pep tra diganoc’h, va otrou.

Gant fizianz c c'horlozan digant ho madelcz
Ar c'bras da bignat un deiz en ho rouantelez ;
Hervez ho coniz e vevo ganoc'h e li ho tad
An dud a vaz ho encou gand ho corf hag ho coad.

Akt a garantez.

Goude m’hoc’h euz hor prenet e teuit, va Doue,
Gand eur garantez dispar, da vaga hon ene ;
Petra omp ni dirazoc’h, roue braz au envou
P’hor c’hargit ker caloneg euz ho madoberou ?


O ! me ho car, va Jezuz, euz oll nerz va ene,
Biken netra nemedoc’h ne garin, va Doue ;
Me fell d’in da viana da viken ho caret
Evel m’her gra en envou ar zent hag an elet.

Akt a humilite.

Kemend am euz a dlean d’ho madelez hepken :
Panevet-hi, va Jezuz, ne vevfen ket zoken ;
Torret am euz couscoude ho lezen benniget,
Penoz e credin-me ta tostaat ouz ho panked ?

Va Doue leun a c’halloud ha leun a zantelez,
Me n’oun nemed eur pec’her leun a zempladurez,
Hag e fell d’oc’h va maga gant bara an eled
Epad ma tlefen gouzanv an naon hag ar zec’hed !

Akt a fizianz.

Ennoc’h hepken e lakaan va fizianz da viken :
Euz an env oc’h diskennet da glasg ar bec’herien
Ha discouez mad a rezot dro vrasder ho poaniou
Ar c’hoand hoc’h euz d’ho c’havout ha d’ho c’has d’an envou.

Rac-se, pa brizit hirio va gervel d’ho panked
E tostain leun a fizianz ouz an dol benniget ;
Varnezi e tiskennit gant teneridigez
Evit roi d’ho pugale ar bara a vuez.

Akt a c’hlac’har.

Petra bennac m’am euz bet gras caër an absolven
Ha ma valean keuziec gand hend ar binijen,
Daoulinet var an douar ho pedan, va Jezuz,
Da velc’hi c’hoaz va ene gand ho cras gallouduz.

Guir geuz am euz da veza disprizet aliez
Gourc'hemennou un Doue kel leun a vadelez ;
Ra zavo em daoulagad diou feunteun a zaelou
Evit ma hellin pelloc’h gouela va fec’hejou.

Akt a zezir.

Va ene paour, va Jezuz, a glasg an eurusdet,
Mez biscoaz pell diouzoc’h n’en deuz den he c’havet,
Deuid eta da vedoun dre ar gommunion
Evit ma reno pelloc’h an eurvad em c’halon.


Peden dar Verc’hez.

Scuillit ho pennoz varnon, rouanez an eled,
Aroc maʼz in da gavout tol ho muia caret ;
Muiocʼh e plijo dezan calon he zervicher,
Pa vezo bet benniget gant dorn he vam dener.




PEVARZECVED GUERS.


————


PEDENNOU GOUDE AR GOMMUNION.


————


Ton : Santez Mari.

O devez a blijadur ! o devez evuruz !
Va Jezuz a vav enon ha me vev e Jezuz !
Breman o santan ervad dousder a garante,
Tanvait oll hag e velot peger mad eo Doue,

Jezuz, ra viot meulet : un Doue oc’h ker mad,
Ma vagit ho servicher gand ho corf hag ho coad ;
Ne deuz ket var an douar un tad hag en defe
Un hevelep carantez evid he vugale.

Sent hag eled an envou, guelit va eurusded :
Ar roue braz, a veulit e palez an Drinded,
A ren em c’halon brema gant teneridigez,
Petra hoc’h eus-hu ouspen en he rouantelez ?

O va guir madoberour, penoz e halfen-me
Beva heb hoc’h adori euz oll nerz va ene ?
Tommit bepret va c’halon dre dan ho caranteż
Hag e kendalc’hin pelloc’h d’ho caret hep paouez.

Ho trugarecad a ran euz a greiz va c’halon
Evid ar c’hraz am euz bet dre va c’hommunion ;
Mar chomfen heb ho meuli evel va guir otrou
Ra zeufe kentiz va zeod da scorna em genou.

Da vad e vouestlan hirio d’ho servich, va Doue,
Va spered ha va c’halon, va c’horf ha va ene ;
Er boan evel en dudi e keit a ma vevin
Ho courc’hemennou zantel gand aked a virin.

Ra vevin en ho toujanz hag en ho carantez ;

Gant fizianz her gortozan digand ho madelez :
Pa brizit dont em c’halon divar an dol zantel,
Ne zeuit ket da vedon evit va dilezel.

Ra zeuio var va c’herend ar spered a furnez
Evit ne gollint biken hend ho rouantelez ;
Mar bale darn anezo da heul ar bec’herien
Grit ma tistroïnt ouzoc’h dre eur guir binijen.

It, pastor carantezuz, ha claskit an denved
N’o deuz ho clevet biscoaz pe o deuz ho collet ;
Evid ho zilvidigez hoc’h euz scuillet ho coad
Ker coulz hag evit hini ar re ho hanv ho zad.

Ouz eneou ar purgator grit eur zell a druez,
E creiz an tan e chomont er vrasa dienez ;
Dre’r pez hoc’h euz gouzanvet diverrait ho foaniou
Evit ma pignint kentoc’h d’ho meuli en envou.

Kenavo, Guerc’hez santel, kenavo, va mam ger,
Ho pennoz a c’houlennan aroc monet d’ar ger
Evit na gollin biken an tenzor benniget
Am euz bet en eur dostaat ouz ho muia caret.




PEMZECVED GUERS.


————


PEDENNOU ALL GOUDE AR GOMMUNION.


————


Ton : Santez Mari, etc.

Va muia caret zo d’in, me d’am muia caret,
Eur burzud a garantez en deuz hon unvanet.
O pegen eurus oun-me, pa zougan em c’halon
Jezuz, va madoberour, Jezuz, va guir vignon !

M’hoc’h ador a vir galon, ô Jezuz, va c’hrouer,
Va Zalver trugarezuz hag un deiz va barner,
Breman e credan startoc’h hoc’h euz va dibabet
Evid adori en env hoc’h hano benniget.

Em’omp hon daou, va Zalver, a gorf hag a ene,
Evit va mad, unvanet an eil gand egile ;
Ennoc’h e ma va c’halon ; ho calon em hini,
Me a zoug ho touelez ha douget oun ganti.


Chomit ganen, va Jezuz, chomit ganen bepred
Evit ma trec’hin pelloc’h galloud an drouc-spered ;
N’am lezit ket va-unan, pa zeuio d’am zempti,
Hoc’h enebour eo ivez ker coulz hag hon hini.

Ennan e crog ar gounnar, p’ho meuler, va Doue,
Ker coulz evel pa scuillit ho craz var hon ene ;
Evel ma felfe dezan miret n’a vemp salvet
E felfe dezan ivez miret n’a vec’h meulet.

Plijet ganoc’h va difen diouz va enebour :
Evid ho cloar ho pedan da zonet d’am zicour,
Ne lezit ket anezan da goll na da voapaat
Un ene crouet ganoc’h ha prenet gand ho coad.

Grit ma c’honezo ivez var ho enebourien
Va c’herent, va mignonet, va madoberourien ;
Digast hoc’h eled santel d’ho dioual noz ha deiz ;
Discouezit dezo bepred sclerijen ar guir feiz.

Va Doue, carit bepred bugale. Breiz-Izel
Evit ma vevint ato hervez an aviel.
Evel-kent roït ivez da Vro-C’hall ho pennoz
Ha likit an oll bobliou var hend ar baradoz.

Tennit euz ar purgator an anaon hirvouduz,
Digorit buan dezo ho palez dudiuz,
Casit ganoc’h da genta va c’herent tremenet
Ha digemerit ivez an eneou dilezet.




C’HOUEZECVED GUERS.


————


VAR AR GOMMUNION SACRILECH.


————


Ton : Au sang qu’un Dieu…

Souezet braz eo va spered,
Ha laouen eo va c’halon,
Pa zonjan en evurusded
Hon euz dre’r gommunion ;
Aman e velan un Doue
Diskennet euz an envou
O tigori d’he vugale
Caera tenzor he c’hrasou.


Hogen mantret gad an anken
E tleflen gouela dourec
Pa glevan e teu christenien,
Heb aoun rag ar Galloudec,
Da stag’ ouz ar groaz a nevez
Jezuz va muia caret
P’ho digemer gant carantez
Oc’h tol zantel he vanked.

O ! dister eo torfed Pilat
Hac hini ar juzevien,
Pec’her kez, p’a ve lekeat
Ho torfed en ho c’hichen,
Rac dister e oa ar grasou
Scuillet var an dud neuze
E kenver ar madoberou
Hoc’h euz bet digant Doue.

Un druez vraz e oa guelet
Jezuz e creiz he boaniou :
Ouz ar groaz he gorf gouliet
E oa staget gant tachou ;
Mez goasoc’h a rit, tud dallet,
Pa dostait ouz an oter :
Didan treid louz an drouc-spered
E likit korf ho Salver.

Guir eo n’en deuz mui ar maro
Galloud ebet varnezan ;
Netra mui zo ken ne raio
An distera poan dezan ;
Mez siouaz ! dre ho torfejou
E rit avoalc’h, tud cabluz,
Evit nevezi oll boaniou
Ho Salver trigarezuz.

Braz a ve ho tristidigez
Mar velfec’h un den divad
O leuskel gant fallagriez
Un tenn fuzil var he dad ;
Ha p’en defe tennet e-biou.
E ve disprizet ato
Hac hanvet a gleiz hag a ziou
An dismeganz euz he vro.

Chetu an tad an tenera

Didan ar spesou zantel :
Mar teuit da gommunia
E stad a bec’hed marvel,
E tellezit m’a ve scrivet
Da viken var hoc’h eneou
Hoc’h euz a galon merzeriet
Ar guella euz an tadou.

Mar d-eo caledet ho calon ;
Pa dostait ouz an oter
E tebrit ho taonation
Scrivet gant goad ho Salver ;
E lec’h digemeret Jezuz
Evel hoc’h oll esperanz,
E cavit eur barner spontuz
Hag en he zorn ar venjanz.

Da heul un hevelep torfed
E teu pep seurt clenvejou,
Ar maro e creiz ar iec’hed
Pe ar brasa dizeuriou ;
Mar priz barner ar varnerien
Var an douar hoc’h espern
Er bed all e renkot disken
Donoc’h e punz an ifern.

En han-Doue scuillit daelou
P’hoc’h euz en ho tallentez
Glac’haret Jezuz hoc’h Otrou
E banked e garantez ;
Evel an treitour milliget
Hoc’h euz guerzet ho Salver,
Pedit ’ta Doue da viret
Ne gouezot en dizesper,

Kuitait buan ho coall vuez
Ha bevit en esperanz :
Jezuz c’hoaz leun a drugarez
Ne gar ket tenna venjanz ;
P’en deuz pardonnet gant dousder
Var ar groaz d’he vourrevien,
E pardonno var an oter
D’an dud a rai pinijen.


————


SEITECVED GUERZ.


————


PEDEN DA JEZUZ DISPRIZET VAR AN OTER.


————


Ton : Au sang qu’un Dieu…

Jezuz bepred var an oter
E chomit dre garantez
Evit roi d’omp e peb amzer
Ho crasou gant largentez ;
Hogen e lec’h beza caret
Hag enoret gant pep den
Ez oc’h aliez disprizet
Gand ho pugale zoken.

Guelet hon euz, ô va Jezuz,
An aerouant milliget
O sevel he benn ourgouilluz
Var zu ho tron benniget ;
He zent a strag gand ar gounnar
Abalamour ma veuler
Crouer an env hag an douar
E sacramand an oter.

Nemet re ne veler bemdez
Oc’h heulia he vanielou
Er brezel a ra hep paouez
D’oc’h-hu, roue an envou ;
Au dud hep feiz a gerz ganta
Var lerc’h an heretiket,
Calz re all c’hoaz en em laka
E touez he zoudardet.

Guelet a zo bet un amzer
Leun a bep seurt torfejou :
Lekeat e oac’h, va Zalver,
Er mez euz hoc’h ilizou ;
Goad ho peleien a rede
Ar c’hroasiou a oa pilet,
Hag an dud vad oll a grene
Gand aoun da veza lazet.


Brema c’hoaz hoc’h enebourien,
Hep beza ken dirollet,
A garfe guelet ho lezen
Gand an dud oll disprizet ;
Dre ho goall scouer, ho goaperez
E claskont roi da gredi
Ne d-eo nemed eur follentez
Ho caret hag ho meuli.

Meur a judaz a zeu ivez,
Ar mel var ho muzellou
Gand ar vrasa fallagriez
E goueled ho c’halonou,
Da zigemeret ac’hanoc’h
Divar an dol benniget
Evit ma hellint buanoc’h
Lakaat an dud d’ho c’haret.

Ni hon-unan hon euz ivez
Mantret mil guech ho calon
Dre hon nebeud a garantez
Evid ar gommunion,
Dre ar goall scouer hon euz roet
En hoc’h ilizou zoken
Ha p’hon euz lezet hor spered
Dievez en oferen.

Setu perac leun a c’hlac’har
E teuomp beleg enoc’h
Hag en em strinkomp d’an douar
Evid ho pedi guelloc’h ;
Pa velit c’hoaz tud glac’haret
Daoulinet en ho kichen
Ancounac’hait ar boan spered
A ra d’oc’h ar bec’herien.

Guir eo penoz hor pedennou
Ne zellezont ket sevel
Evit mont da lein an envou
Beteg an Drindet santel ;
Hogen ennoc’h e lekeomp
Hor fizianz, ô va Zalver,
Rac dre garantez evidomp
E chomit var an oter.

Renit da viken, va Jezuz,

Renit var ho pugale,
Trec’hit gand ho croaz gallouduz
Enebour braz an ene,
Evit m’ho pezo an dudi
Da velet e peb amzer
Christenien vad oc’h ho meuli
E sacramand an oter.

Va Jezuz, gonezit ivez
Calonou ar bec’herien
Ha gand ar vrassa levenez
Ho meulint da virviken ;
O ! peger caer a ve guelet
Euz an huela envou
Hoc’h hano santel anavet
Ha meulet on oll broiou.

Dirac Jezuz, hor c’harantez,
En em voestlomp, christenien,
D’he garet epad hor buez,
D’he garet da virviken ;
O ! lezomp an dud dirollet
Da redec d’an ebatou :
Dirag an oter benniget
E cavomp an oll joaiou.

Eled hag arc’heled Doue
En dro d’an oter renket
Evid adori ho roue
En hosti zantel cuzet,
Pedit evidomp pec’herien
Evit ma hellimp ivez
Her meuli ganoc’h da viken
E gloar he rouantelez.


————


TRIOUEC’HVED GUERS.


————


EVIT BENNOZ AR ZACRAMANT.


————


Ton : Adoromp oll.

Setu ganomp en hosti zacr hon Doue,
Aman e chom hor c’hrouer, hor guir roue.
Petra bennac ma cuz he c'halloud, he c’hened
Ne hean ket da ren dre bevar c’horn ar bed.

Evel ma toug an hano caer a Zalver,
E toug ivez an hano braz a varner.
Ra vevimp er bed-man bepred en ho zoujanz
Hag outan er bed-all e tostaimp gant fizianz.

Salver ar bed, ô tad lenn a drugarez,
Dirag ho tron e claskomp ar guir furnez ;
Evit na faziimp ket var hend ar baradoz
Gant feiz ho pedomp oll da roi d’omp ho pennoz.

Renit varnomp, va Jezuz, da virviken,
Hon likit oll da viret mad ho lezen ;
Pa’z aimp euz ar bed-ma, kemerit hon eneou
Ha casit-ho ganoc’h d’ho meuli d’an envou.


————







GUERSOU NEVEZ
VAR
GOUELIOU AR VERC’HEZ VARI.


————
AN EIZVED DEVEZ A VIZ KERZU


————
GOUEL MARIA-GERZU.


————


Ton : Santez Mari

Crouet leun a zantetez, a skiant, a spered,
Hor c’henta tad a veve e creiz an euruzded ;
Hep poan ebed he vevanz diouc’h-het e cave
Hag outan an oll loened gant doujanz a zente.

An dud a dlie beza, en eur zond er bed-man,
Oll santel evel Adam, evuruz eveldan
Ha, goude beza bevet er plijadurezou,
E tlient mond eveldan, hep mervel, d’an envou.

Mez siouaz hon tad kenta, er pec’hed pa gouezas,
Malloz an oll-c’halloudec var he benn a dennaz ;
He bec’hed en deuz ivez collet he vugale :
Pep den a ve concevet enebour da Zoue.

Hogen meulet ra vezo tri ferson an Drinded,
Rac cavet hon euz unan concevet hep pec’hed ;
Ar Verc’hez a enoromp evel mam d’hor Zalver
A zo mui eget nicun dleourez d’hor c’hrouer.

Doue an tad a viraz ouz prinz an droug eled
Da astenn var he verc’h ker he zaouarn milliget,
Gand hast he c’huzaz outan didan he ziou askel,
Kenta ma velaz anei e cov he mam zantel.

Mab Doue, mab d’ar Verc’hez, en deuz e peb amzer
Miret outi da goueza ’tre daouarn Lucifer ;
Pa oa concevet Mari, varnezi e rene
Ha dezi gant madelez he vennoz e roe.


Ar spered-glan a viscaz d’ar Verc’hez he bried
Evit se ar zantelez, p’he guelaz concevet ;
Kentiz e roaz dezi gant teneridigez
Evel d’ar fur Salomon ar spered a furnez.

Mari, ractal ma tenaz euz daouarn he c’hrouer,
Souezet oc’h he velet ker mad en he c’henver,
A rea gant levenez ar c’haera pedennou
Evid he drugarecad euz he vadelezou.

Peden.

O Guerc’hez caer ha santel epad hoc’h oll vuez,
Grit ouzomp-ni pec’herien eur zell a drugarez,
Evit ma trec’himp ato en amzer de zonet
An enebourien a zeui d’hon dougen d’ar pec’hed.





AN EIZVED DEVEZ A VIZ GUENGOLO.


————


GOUEL MARIA-VENGOLO.


————


Ton : Santez Mari, etc.

Evel ma rea bemdez ho kerent tremenet,
E redit, e tiredit o clasq an euruzded
Ha coll a reot ivez ho poan hag hoc’h amzer,
Ma na gemerit an hend a renkit da ober.

Ar guir vad a c’houlennit, hep beza chelaouet :
Ne halfec’h ket couscoude caout muioc’h a zoueed ;
Pep tra en ho tallentez a likit da Zoue,
An oll-c’halloudec hepken a lezit a goste.

Hastit da zonet pelloc’h da scol ar guir furnez,
Ne zerrit mui ho tiscouarn ouz mouez ar virionez ;
Dilezit an idolou ha deuit da velet
Ar pez a dremen hirio er ger a Nazareth.

O kerig a Nazareth ! gant pebez sclerijen
E sav ac’hanoc’h hirio ar vir verelaouen !
Prinsed euz ar baradoz a zeu d’he zaludi
Ha dezi e tigasont an hano a Vari.
En env ha var an douar meuleudi da Zoue :

Var lerc’h ar verelaouen e savo hep dale
An heol a dle da viken scleraat ar sperejou
Ha teurel e peb amzer he c’hroez er c’halonou.

Mar claskomp a vir galon hend ar zilvidigez,
Heuliomp ar verelaouen gant laouenedigez ;
Hep mar ebed e caso da gavout ho Zalver
An dud o deuz an eurvad da heulia le sclerder.

Evel diouz ar stered a hell ar vordeidi
Var-zu ar porz a glaskont sturia mad ho listri,
Diouz ar verelaouen e caver an henchou
A gass bugale Doue da berzier an envou.

Peden.

Mari, guir verelaouen, discouezit d’omp sclerder
Evit dizoloi bepred rouejou Lucifer,
Hag evit guelet ato hend ar rouantelez
A zo leun a sclerijen, a laouenidigez.





GUERZ ALL EVIT GOUEL MARIA-VENGOLO.


————


Ton : Santez Mari, etc.

Doue an tad, pa scrivaz var leor he drugarez
E roje d’omp da Zalver he vab, he garantez,
A verkaz o divize an Itron-Varia
An eurvad hag an enor d’he lakaat er bed-ma.

Mab Doue, ’vel ma lavar d’an oll guitibunan
Caret ho zad hag ho mam, en deuz bet he-unan,
Aroc ma teuaz zoken da jom var an douar,
Evid ar Verc’hez santel eur garantez dispar.

Da genver an deiz-hirio eil berson an Drinded
A zellaz gant plijadur e-treze Nazareth ;
Ar Verc’hez nevez-ganet e velaz er ger-ze
Ha joauz e lavaraz : setu va mam aze.

Hogen ker mad eo Doue ma laka da zisken
Ar glao druz var zouarou ar vrasa pec’herien,
Peger calonuz eta euz a lein an envou
Ne scuill’hen ket var Mari ar gliz euz he c’hrasou ?

Bete neuze ne oa bet nicun henvel outi,

Petra bennac ma vevaz tud santel a ro-z-hi
Na nicun outi henvel birviken ne zavo,
Ar genta reng er bed-ma gant Mari a jomo.

Pignit zoken, mar kirit, en envou a spered,
Guelit ar pez a dremen e nao c’hœur an eled,
Selaouit mad ar guersou a ganont hep paouez,
Ha laouen e leverrot eo braz ho zantelez.

It goude-ze a spered da di Santez Anna :
Ar verc’hic ganet eno da genver an deiz-ma
A oa santeloc’h neuze eged ar sperejou
A gan bepred meuleudi da roue an envou.

Meurbed eo braz ho calloud, va Doue, va c’hrouer :
Hogen, heb aoun da fazia, lavaret a heller
N’oc’h evid ober nicun en tu all d’an hini
A zoug ha gant guirionez an hano a Vari.

Va breudeur, meulomp Doue gant laouenedigez
Evid he vadelezou e kenver ar Verc’hez,
Mez meulomp ivez Mari, rac m’e deuz divoallet
Ha cresket calz ar madou en doa dezi roet.

Bemdez e kerze Mari gand hend ar binijen
Ha biscoaz ne valcaz gand hend ar bec’herien ;
Evel ma poanie bepred da blijout da Zoue
Bete lein ar zantelez e pignaz hep dale.

Ouz Doue na zeree mam ebed nemeti
Na mab ebed nemetan na zeree outi ;
Rac-se gant joa e teuaz eil berson an Drinded
Euz a lein ar baradoz en he c’hof benniget.

Peden.

O Mari, ar zantela euz ar grouadurien !
Pedit ar Mabic Jezuz evidomp pec’herien ;
Plijet gantan hon lakaat var hend ar zantelez
Evit ma pignimp d’ho heul en he rouantelez.


————





AN UNAN VARN-UGENT A VIZ-DU.


————


GOUEL MARIA-VIZ-DU.


————


Ton : Santez Mari.


Ar Verc’hez leun a zousder, a furnez, a spered
Hag ivez a vianic eur burzud a c’hened,
Eveuz ar roue David dr’ he zad a ziskenne ;
Peb eurvad eta dezi ar bed a ginnige.

Mez hi a lezaz gantan he vadou berr-baduz,
Hep prizout biscoaz chelaou he gomzou touelluz ;
Abred ez eaz d’an templ da vouestla da Zoue
He spered hag he c’halon, he c’horf hag he ene,

Peger caer e oa guelet Joacim hag Anna
O vont da Jeruzalem da genver an deiz-ma !
Ho merc’hig gant carantez beb eil guech e tougent ;
Pa felle dezi kerzet dre an dorn he renent.

Da heul a verc’hig euruz deut ganen a spered :
Dirag he zad hag he mam he guelan daoulinet ;
Digand he c’herent santel ho bennoz a c’houlen,
Pokat a ra d’ho daouarn, he dremmic zo laouen.

Benniget gand he c’herent e sav gant levenez,
Ez a en templ gant donjanz, e vale gant furnez ;
Doue en deuz plijadur o velt ar c’hammejou
A ra ’trezeg an oter rouanez an envou.

Eled an envou, canit eur ganaouen nevez
Evid enori breman eured ho rouanez ;
canit e deuz calonec dilezet ti he zad
Evit kemeret Doue da bried evit mad.

O pobl a Jeruzalem ! pegen euruz oud-te !
E barz da dempl e velan templ beo ar guir Doue ;
Daoulinet eo gant doujanz e kichen da oter
Ar verc’hez zo dibabet evit man d’hor Zalver.

Yaouankic c’hoaz ha caret gand he mam hag be zad,
Diouz ar bed e pella evit clasq he guir vad.

O kentel gaer evidomp : eur verc’hig hor c’helen,
Diouz he scouer disprizomp ar madou a dremen.

Ma n’hellomp ket eveldi dilezel hor c’heriou,
Hor c’herent, hor mignonet, ar bed hag he vadou,
E creiz ar binvidigez bezomp paour a spered,
Oc’h en em zerc’hel distag diouz an traou crouet.

Ne scuizimp ket o vale gand hend ar binijen,
Mar savomp hon daoulagad ’trezeg ar gurunen
A dle hor barner lakaat var ben ar zervicher,
En devezo kemeret ar Verc’hez evit scouer.

Peden.

Sellid a druez ouzomp, rouanez an eled,
Distagit hor c’halonou diouz an traou crouet
Evit ma kerzimp d’ho heul dre hend ar vertusiou
Da c’hortoz pignat ganoc’h e templ caer an envou.






AR BEMP VARN-UGENT A VIZ MEURS.


————


GOUEL MARIA-VEURS.


————


Ton : Santez Mari.

Hervez he gomzou en deuz kemeret mab Doue
Evid hor zilvidigez eur c’horf hag un ene ;
Hogen en deiz ma teuaz euz a lein an envou
Un arc’hel a ziskennaz da zigas ar c’helou.

Ne gasaz ket ar c’helou beteg ar rouaned,
Ne’z eaz ket ken nebeud da dier ar brinsed ;
Var eeun e nijaz buan e treze Galile ;
Eno e cavaz kentiz an hini a glaske.

Gand doujanz e tiskennaz er ger a Nazareth
E ti eur Verc’hez santel d’eur c’halvez demezet ;
An hano caer a Vari ar Verc’hez a zouge,
He fried, hanvet Joseph, ’vel eur zant a veve.

Bezit, guerc’hez, eme’n el, el laouenedigez ;
Doue en deuz evidoc’h ar vrasa carantez ;
Carget en deuz hoc’h ene euz he vadelezou,
Biscoaz var zen evelse no scuillaz he c’hrasou.


Bepred e chom ganoc’h-hu an Doue a veulit,
Rac ma plij ato dezan ar vuez a renit ;
He zaouarn oll-c’hallouduz, dr’er vennoz ar vrasa
Ho sav dreist an oll gragez d’ar reng an huela.

Souezet braz e chomaz ar Verc’hez o clevet
E vije, hi ken dister, gand Doue ker caret ;
Hep flach e sonje gant nec’h en hini he meule :
Gouzout e felle dezi a belec’h e teue.

Mari, eme an arc’hel, n’ho pezet aoun ebed,
Hanvet ez oc’h gand Doue he verc’h muia caret ;
Eur mab a dleit souden concevi ha genel,
An hano sacr a Jezuz a root d’ho pugel.

Ar mab-ze, braz e pep tra, a vezo mab Doue
Hag he dad oll-c’halloudec hen lakai da roue ;
Var dron ar roue David da viken e reno,
Oll bobl an Otrou Doue dindan-han a vevo.

E spered Mari neuze eur boan all a zeuaz ;
Rac-se da gannad Doue gand hast e lavaraz :
Gouestlet ameuz evit mad va guerc’hded da Zoue,
En eur jom ato guerc’hez, ha mam e vezin-me ?

Dre c’hraz ar Spered santel e lekeot er bed
Eur mab a n’en devezo er bed-ma tad ebed ;
Guerc’hez e chomot eta, ô Guerc’hez diantec [2],
Hag ho mab ker a vezo mab an oll-c’halloudec.

Mari, leun a vuelded [3], a feiz bag a fizians,
He ger da gannad Doue a roaz gant doujans :
Setu aman, emezi, servicherez Doue,
Hervez ho comzou zantel ra vezo gret d’in-me.

An el, p’en doe kemeret grad Mari he brinsez,
D’an env a nijaz buan gant laouenidigez :
Ractal e cov ar Verc’hez mab Doue ’ziskennaz
Ha, goude henvel ouzomp, er bed-man e vevaz.

Peden.

Mam Doue, bepred guerc’hez, enoret ra viot,
Mam roet d’in gant Jezuz, da viken r’ am c’herrot ;
Digand ho mab benniget goulennit hep paouez
Ma vezin digemeret en he rouantelez.






AN EIL DEVEZ A VIZ GOUERE.


————


GOUEL MARIA-C’HOUERE.


————


Ton : Santez Mari.


An arc’hel a ziscleriaz d’an Itron Varia
E vije mam d’an hini a zeuje d’hor prena
A laraz d’ei e touge santez Elizabeth
Aba c’houec’h miz eur mabic dre vurzud concevet.

Mari, leun a vadelez e kenver peb-unan
Da velet he c’hiniterv a iaz ker buan.
En eur vont e valee gand hast ha levenez,
Rac ma cred’ e oa galvet gant mouez ar garantez.

Peger caer e oa guelet rouanez an envou
O vonet buan var droad dre greiz ar meneziou
Epad ma touge zoken en he c’hof benniget
Guir vab an oll-c’halloudec, eil berson an Drinded.

Mari, gand hast erruet e ty Zachariaz,
Ouz he c’hiniterv zantel laouen a dosteaz
Hag a lekeaz kentiz, en eur he zaludi,
Bennoz he mab benniget da zisken varnezi.

Pa glevaz Elizabeth mouez he c’harez vuel [4],
He mab, dre c’hraz he Zalver, en em gavaz santel
Ha kentiz e saludaz gant laouenedigez
He Zoue trugarezuz hag he vam ar Verc’hez.

Dre c’hraz ar Spered santel, Elizabeth ive
A vouezaz e oa Mari o tougen mab Doue ;
Evelse, leun a zoujanz, e tosteaz outi
Ha gant laouenedigez e lavaraz dezi :

C’houi zo benniget muioc’h eged an oll gragez,
Ar frouez caer a zougit zo benniget ivez ;
Hogen penoz em euz-me, maouez dister ma’z oun
Lekeat mam va Zalver da zont beleg ennoun ?

Mari a zavaz buan, o clevet he c’homzou,

He spered hag he c’halon etrezeg an envou :
Souezet braz, emezi, e veulan va Doue
Da veza tollet varnoun eur zell a dragare.

Miromp egiz mam Doue lezen ar garantez :
D’an deiz-man evit monet da velet he c’harez
Var dro teir leo ha tregont e reaz var he zroad
Ha laouen, rac ma cave an tu da ober vad.

Ha c’houi marteze, siouaz, o lec’h mond euz ho ti
Da glasg ar beorien mezec, evid ho frealzi,
Pa velit en ho kichen ar paour he zorn digor,
E lec’h roi an aluzen, a zerr outan an or.

Ma na roït d’ar beorien un darn euz ho madou,
Birviken, tud didruez, ne bignot en envou,
Mez souden gand ho tanvez daspunet bern var vern
Evel ar falz pinvidic e couezot en ifern.

Hogen grit an aluzen : henvel a ra Jezuz
Madoberourien dezan an dud trugarezuz ;
D’he vam e plijont ivez, rag en dud ezommec
Mari a vel bugale d'he mab oll-c’halloudec.

Peden.

Mari, mam oll-c’halloudec ha mad ouz peb-unan,
Ra girimp oll hon nessa eveld’omp hon-unan,
Rac lezen ar garantez eo lezen ar c’hristen :
An neb he mir a vevo en envou da viken.






AN EIL DEVEZ A VIZ C’HOUEVRER.


————


GOUEL MARIA-AR-GOULOU.


————


Ton : Santez Mari.

Perac d’an devez hirio e toug ar gristenien
Goulou coar en ho daouarn epad an oferen ?
Evid enori Jezuz, sclerijen an eneou
Gouestlet en templ gant Mari da roue an envou.

Ar Verc’hez, ar zantela euz ar grouadurien,
A vire al lezennou roet d’ar bec’herien ;

Evel gragez Israel, d’an iliz venniget,
Epad daou-ugent devez, e chomaz hep monet.

D’an devez gourc’hemennet gant lezen Moysez,
Ez eaz ivez d’an templ, avel eur bec’herez ;
Kinnig a reaz he mab, dre zaouarn ar belec,
Evid hor zilvidigez d’he dad oll-c’halloudec.

An den santel Simeon, pehini na c’hede
Er bed nemed an dudi da velet mab Doue,
Ouz Mari a dosteaz gand hast ha joausdet,
O velet var le divrec’h he Zalver benniget.

Jezuz etre he zaouarn, ar zant a lavare :
Breman e varvin contant, p’am euz bet, va Doue,
Hervez ho comzou Zantel an dudi da velet
An hini a zigasit da zavetei ar bed.

Va breudeur, it a spered beteg an templ santel :
Jesuz, Mari, Simeon a ro meur a gentel
D’ar re o deuz eur guir c’hoant da ziski ar furnez
A lak’an dud da gavout hend ar zilvidigez.

Abred e vouestl hor Zalver d’he dad ha d’he Zoue
He spered hag he galon, he gorf hag be ene :
Bepred, va zad, emezan, e virin ho lezen
Ker coulz hag an distera euz ho servicherien,

Epad ma cuz hor Zalver he c’hloar, he zouelez,
Mari, he vam benniget, a guz be zantelez ;
Pried ar Spered santel, ’n eur viret al lezen,
Gand he mab en em laka e reng ar bec’herien.

Simeon, p’on deuz cavet an hini a glaske,
Ne c’houlen mui er bed-ma netra digant Doue.
Eveldan claskomp Jezuz, claskomp hen dreist pep tra
Ha p’hor bezo he gavet, na hetomp mui netra.

Peden.

Da Zoue, Guerc’hez santel, kinnigit ac’hanomp
Evel m’hoc’h euz kinniget ho mab ker evidomp :
Hor c’hasit, goud’hor maro dirac tron hor barner
Hag hen a rai d’hon eneou ar guella digemer.


————





AR BEMZECVED DEVEZ A VIZ EOST.


————


GOUEL MARIA-HANTER-EOST.


————


Ton : Quam pulchre graditur.


Dinijit oll ractal, eled hag arc’heled :
En deiz-man ar Verc’hez a vezo curunet,
Deuit ’ta gant levenez,
Deuit da gerc’hat ho prinsez.

Mam pell-zo glac’haret, ne scuillot mui daelou :
Savit ho taoulagad etrezeg an envou ;
Setu ’n eled o tisken ;
D’ar gloar a dleont ho tougen.

Ar gristenien vad.

Mam dener, aroc mont da c’hloar ar baradoz,
Roit d’ho pugale eur vech c’hoaz ho pennoz
Hag en eê pedit Doue
D’hor c’hass d’ho kuelet adarre.

Mari.

Biken ne zilezin va guir zervicherien.
Carit ato va mab, mirit oll be lezen,
Rag e gloar ar baradoz
Madou hep niver ho cortoz.

Ar bec'herien glac'haret.

O mam a drugarez , gant doujanz daoulinet,
Ho pedimp goude-hen evel emzivaded.
Sellit a druez ouzomp,
Pedit hep paouez evidomp.

Mari.

Va fedit gant fizianz, va fedit aliez,
Bepred ho chelaouin gant calz a vadelez ;
Tec’hit diouz ar pec’hed,
Casait ho puez tremenet.
Mervel a ra Mari hep clenved, heb anken ;

Ar garantez hepken he laka da dremen
Hag he maro preciuz
A gresg he gened burzuduz.

Evel re an dud all he c’horf a zo besiet,
Ne vo ket couscoude en douar dismantret,
Rag, a drugarez Doue,
Souden e savo euz ar be.

He be zo digoret : eled ar baradoz,
Daoulinet dirazi, a c’houlen he bennoz
Hag e creiz ar meuleudiou
E doug etrezeg an envou.

He gened a dremen gened an oll eled
Evel sclerder an heol sclerder an oll stered ;
Caeroc’h eo be guiscamant
Eget p’ave aour hag arc’hant.

Prinsed ar baradoz, digorit ho toriou
Evid digemeret rouanez an envou ;
Trec’h d’he oll enebourien
E peoc’h a vevo da viken.

Oll zent ar baradoz, pebez gouel evidoc’h !
Mam Salver ar bed oll a ia ’trezeg ennoc’h ;
Deuit gant eur c’han nevez
Da ziarben ho rouanez.

Divar ho zroniou caer, gant beb a gurunen,
Evid ar Verc’hez sacr, an oll zent a zisken
En eur gana gad dudi
Eur verz en enor da Vari.

Pa velont o tostaat ar Verc’hez leun a c’hloar,
Ar zent, evit meuli ho frinsez heb he far,
Gand an dudi ar vrasa
A gan oll : Ave, Maria.

Prinsez caer, emezo, deuet-mad ra viot,
Gand ho muia caret a vreman a renot
Ha ni ho servicherien
Gand joa ho meulo da viken.

Tremen a ra ganto dre berzier an envou
E creiz al levenez, e creiz ar meuleudiou
Mond a ra gant joausded,
Dirac tri ferson an Drinded.


Ractal leun a zoujanz e stou be daoulagad,
E za var he daoulin evit trugarcad
An Doue teir guech santel
En deuz he zavet ken huel.

O ! peger braz e oa eurusded ar Verc’hez,
Pa velaz e teue Jezuz, he c’harantez,
Leun a c’hloar ’trezeg eni
Da zigemeret anezi.

Dre an dorn he c’hasaz var un tron lugernuz
En eur lavaret d’ei gand un dremm dudiuz :
Dal, rouanez an envou,
Alc’houe tenzor va oll madou.






PEDEN D'AR VERC’HEZ.


————


Ton : Santez Mari.


Mari, ni zo niveret a drugarez Doue,
Evel sant Ian abostol, e touez ho pugale
Rac-se bepred gant fizianz e credomp ho pedi,
Ha bepred gant levenez e teuomp d’ho meuli.

Rouanez ar gristenien, rouanez benniget,
Da viken an oll bobliou ho meulo gand aked :
Bez’ hoc’h euz bet an enor da c’henel ho crouer
Ha da roi d’ar bec’herien mab Doue da Zalver.

Bepred ez oc’h chelaouet gant roue an envou :
Oll c’halloud peden eur vain o deuz ho pedennou ;
Tenzor madelez Doue d’an dud a zigorit
Ha divar ho pugale an droug a zistroït.

Euz a lein ar baradoz, dre ma fell d’ho crouer,
Var an oll grouadurien e renit gant dousder ;
En env ha var an douar e caner bep paouez
Eo braz meurbed ho calloud ha braz ho madelelez.

En enor d’oc’h e peb bro chapelliou a gavomp,
En oll ilizou parrez hoc’h oter a velomp ;
Teir guech en deiz ar c’hleier a zon an Anjeluz
Evit ma veulimp kevred hoc’h hano dudiuz.

Hogen morse n’ho peder hep beza chelaouet :

Bemdez tud clanv a c’houlen diganoc’h ar iec’hed ;
Un niver braz anezo ractal a zeu pare,
D’an niver all e roït eur c’hras bennag ive.

Rac barn an Otrou Doue ar pec’her stavillet
A vel bepred dirazan an ifern digoret…
Ouzoc’h, mam a drugarez, e tosta gant fizianz
Ha buan en be galon e sav an esperanz.

E-leiz a dud encrezet daonlinet a veler
Bemdez o c’houlen cuzul e kichen hoc’h oter ;
Bepred ho digemerit gant calz a vadelez :
Enoc’h e cavont ato eur vam leun a furnez.

Hep paouez an aerouant a stourm ouz hon eneou :
En dro d’ar fura zoken e stenn be rouejou…
O Mari leun a c’halloud ha leun a vadelez,
Discouczit ez oc’h bepred ar vam a drugarez.

Mam Doue, renit varnomp gand ho mab benniget
Ha bepred an enebour a dec’ho counnaret ;
Mam dener, ho pugale gant fizianz a c’hortoz
An eur da vonet ganoc’h da c’hloar ar baradoz.






MEULEUDI SANT CHERON,


————


PATROM PARREZ QUERRIEN.


————


Ton : Sanctorum meritis.


Tostait oll, Kerrieniz, ha canit a galon
Evit meuli ganen ho patrom, Sant Cheron ;
Dirag ho taoulagad e likin he vuez
Evel mellezour a furnez.

Pa varvaz he gerend, he zanvez e verzaz
Hag ar priz anezo d’ar beorien e roaz ;
Pell diouz trouz ar bed e claskaz goude-ze
Madou caer evid an ene.

Caret en divize beva dizanaret,
Mez re zantel e oa evid en em guzet ;
Euz he log e redaz c’houez vad he zantelez
Dre bep corn ar rouantelez.


Hep credi kemeret an urz caer a velec,
Evel avieler ez eaz da brezeg ;
Eur frouez burzuduz he gomzou a zougaz
E kement lec’h ma prezegaz.

Bemdez, en eur gerzet gand hend ar binijen,
Pell-oc’h-pell ez ee da glasg ar bec’herien ;
Caret en divize prezeg d’an oll bobliou
Lezen gaer roue an envou.

Kemeret a reaz d’he zicour da brezeg
Un nebeud diskibien, tud santel ha gouiziec ;
Ganto e c’hoanteaz mond d’ar ger a Baris
Evit creski gloar an iliz.

Mez eur vanden laeron, teir leo diouz Chartrez,
O tonet da c’houlen ar ialc’h pe ar vuez,
Ar zant d’he ziskibien a laraz ker buan :
Tec’hit, va lezit va-unan.

Al laeron a grede penoz an den santel
A zouge kalz arc’hant pe aour leiz he c’hodel ;
Pa velzont e oa paour, varnezan e saillzont
Hag hep truez hen dibennzont.

He ziskibien zantel, tec’het en eur vouela
A zeuaz var ho c’hiz evid he zebelia ;
Evitan e rezont eur be var eur menez
E kichen ar ger a Chartrez.

Bemdez pirc’hirined a rea pedennou
Var he ve brudet-braz dre galz a vurzudou
Hag eno un iliz e lekezont ober
Evit enori ar merzer.

Kerzit oll, Kerrieniz, var roudou Sant Cheron
Evit ma talvo d’oc’h en envou eur mignon ;
Evid he vignonet biken n’hoc’h anzaffe
Ma na zentfec’h ket ouz Doue.

Ne lavarer ket d’oc’h e renkit eveldan
En em zizober oll euz madou ar bed-man ;
Mez hervez ho calloud roit an aluzen,
Rag ho parner her gourc’hemen.

An oll na dleont ket pellaat diouz ho zud,
Mez divoal ne hentint ar re o deuz goall vrud ;

Dre scuer ar bec’herien e lak’ an drouc-spered
Calz tud da goueza er pec’hed.

Hep monet da brezeg evel tud a iliz,
En ho ker a dleit lavaret catekiz
Ha cass ho pugale da ziski ar furnez
Dirac cador ar virionez.

Carget ez oc’h ivez euz ho servicherien :
Grit ma vevint eta evel guir gristenien.
D’ar vugaligou baour a jom en ho carter
Deskit lezen gaer ho Zalver.

Renit oll, va breudeur, eur vuez ker zantel
Ma viot e pep lec’h evel guir ebestel :
Scuer ar gristenien vad ker coulz hag ho c’homzou
A zoug frouez er c’halonou.

Peden.

Sant Cheron benniget, c’houi patrom hor parrez
Grit ma ’z aimp eveldoc’h gand hend ar zantelez ;
Deiz ha noz da Zoue kinnigit pedennou
Evit m’hoc’h heuliimp en envou.


————
  1. Pe : Deomp oll guir alvokadez.
  2. Pur meurbed.
  3. Humilite.
  4. Humbl.