Mont d’an endalc’had

Guerc’hes Vari, Rouanez an ênvou

Eus Wikimammenn

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Gwerc’hez Vari, Rouanez an Neñvoù.



CANTIC EN ENOR D’AR VERC’HES.
Var ton : Je viens à vous.


Guerc’hes Vari, Rouanez an ênvou,
Mam d’hon Zalver ha Mam d’an oll gristenien,
Plijet guenêc’h chelaou ar pedennou
Pera ra d’êc’h, (bis) bremâ ho servicherien. (bis)

Obtenit demp, ô Mam a garantez,
Graç da garet eveldoc’h Doue bepret,
De servicha fidel hed hon buez,
Ha d’observi (bis) ar pez en deus commandet. (bis)

O Mam dener, ô Mam drugarezus,
On preservet deus a bep pec’het marvel,
A varv subit hac a varv hirvoudus ;
En ho tivrec’h, (bis) eo e teziràn mervel. (bis)

O Guerc’hes pur, ô Guerc’hes an humpla,
Disqet demp-ni imita ho vertuziou,
Beza pur, chast, humpl hac oboissa,
Evit cavet, (bis) lod er gloar goude’r maro. (bis)