Gueledigeh

Eus Wikimammenn
(Adkaset eus Gueledigéh)
◄   Men gouen Gueledigeh Ar en deulin, eit m’iné peur.   ►


GUELEDIGÉH
————

« Visio dura nuntatia est mihi.... »

(Isai., XXI, 2).


Perak taùein bepred, pen dé er ùirioné ?...

Er barh én é gousked en des bet un huné ;
    Pignet e oé ar ur mañné
En em guhé é ben é sol kogus en né.

Ponnér e oé en oebl ; ne huéhé gren auél ;
    Du èl er seih péhed maruél,
En noz, duhont, en um lédé ar en dremùél.

Na trouz na fénùaden tro d’er barh-baléour ;
Hernet get en deùeh-séhour,
Er Bed skuih e gouské didan sell é Grouéour...


’N un taol, mouéh er gurun én néanù en des kornet
    Er barh ’n é galon ’n des krénet,
Koroll diroll el luhed foll ’n des her groñnet

Meit un èl étalton kerstih zo diskennet . . . . . . . .
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .

Hag ar men drem. tèr gueh, en El en des huèhet,
    Ha ’dan men deulegad euhet
Me ùélas er pobleu krignet get er Péhed.....

II

Retér, Retér ! Duhont bamdé é saù en héol.
Duhont eùé, én amzér-gent ; en des vennet
Gañnein en Héol douéel, Gouleu er broieu-oll.

Meit en Héol-man arnous nes des chet hoah splannet :
E peh kornad ha zouar n’azeulér ket en Diaol,
    O Retér peur er bayañned ?
Me ùél é treménein arnous er prantadeu...
Ha heb ne saù hañni de vont ar E roudeu,
Breùet E gorv d’er skuih hag E Galon d’er gloez,
Ar vañnéieu Azi Jézus e stleij E Groez.

Me ùél Bed er Ré-zu. O Afrik délézet,
En ha goedegi don nag a hevrineu lous !
Eidous eùé neoah er Mestr en des konzét
Guéharall. Meit n’ha-h-es chet kleùet. Hanval ous
Doh ul lon divennoh ha ne gonz na ne gleu,
Un téoélded diaolek e hol te iné peur :
Pegours é tégori ha lagad d’er Gouleu ?
O, hast ! rag dé er Varn e dosta da bep eur.

Siouah ! El du er Marù ’ous haudet ’n é ardeu,
Bugalé er Guir Doué ar ha zouar, e zo rouez...
Ha heb ne saù hañni de vont ar E roudeu,
E gouéléhieu Afrik Jézus e stleij E Groez.

Kristof, Dougér-er-Hrist, a zizolas guéhal,
    Amérik, ha payañn e oes ;
É gué ha goedeùiér éan lakas er vouhal
    De seùel, ar ha zouar, er Groez.
Ar é lerh, er Mor-Bras zo deit de vout kanol :
    Guélet ’h es é tont devadous,
Aùit ha eurgléieu pinùik hag ha néanù dous,
    Mibion er Saoz hag er Spagnol.
Er Guir Doué e ziskoent heuli E lézenneu.
    Meit tam ha tam, ’n ou haloneu,
Er Fé, er Garanté, er Goanag zo marùet :
    Aotérieu all ou des saùet.


Goa d’en neb ra elté ! Rag duhont ne zougant
    Mui bri meit dur mestr : en argant.
El Lé-eur e vé lan geté é nevedeu,
Bep eur ar é dreuzeu é kreska en éngroez...
Ha heb ne saù hañni de vont ar E roudeu,
E kérieu Amérik Jézus e stleij E Groez.

    Bet ous kristen én amzér-gent,
    Europ koh goleit a hloézieu ;
    Meit ankouéhet ha poé en hent,
    En hent e gas d’en ilizieu.
Er Frans, é luskellat ur havel heb krouédur,
E gañné ur soñnen bayañn d’er Blijadur ;
Pep bro ne oé éni meit deul étré bredér.
Hag en Dén-Guén a Rom e oé du é breder
Rag é pep léh ’réné en Droug, splann pé kuhet.
O Europ keh, kousket e oes én ha béhed ;

Goap e rezes doh er Salùér ha dok É hras :
    Ha chetu deit er Brezél Bras !
Chetu en énklask ru ar er Guir hag er Geu ;
Chetu dek pobl taolet kreiz el lahadegeu,
Dek bro peur dioèdet bet en deùéhan lom.
Chetu kanolieu gouéù é skopein melleu-plom,
Lestri hobregonet é skarhein er morieu ;
Chetu kanveu, ha tan, ha dismant ér hérieu ;
Ché en douareu pinùik troeit de vout karnèled :
    Ché er Gristeneh diboblet !
O kelaneu en dud youank ar er bratel !...
— Hag azaù ri, breman, Doué hag E Gonz santel,
Europ, ha golhein ri ’n ha oèd ha béhedeu ?....
Siouah, siouah ! meùél é chomi èl ma oes :
Ha heb ne saù hañni de vont ar E roudeu,
Dré henteu ru Europ Jézus e stleij E Groez...

III

« Exeuntes autem invenerunt hominem Cyrenœum, nomine Simonem : hunc angariaverunt ut tolleret crucem ejus. »

(Matth. XXVII, 32).

Ha men guélediged kalet e yas de get.
Hag é klasken ataù, ’mesk er hogus rouget,
Ma ne zé ket, eit me Hrist skuih, ur Hurénan...
Siouah, chomel e ré, E unan, E unan,
Ha mé dihellout-kaer ! Neuzé, ’n ur hirvoudein,
Um droeit em es doh en El Bras mut étal d’ein :
« O El, O El, O El ! ha ne saùo hañni,
Ben en devé, da zerhel mat d’hon Jézus-ni ?
Ha ré goh é er Bed aùit hen dout dalhet
Koun a Henneh e varùas kent eit é béhed ?... »
En El Bras ne eilgirias d’ein meit ur gonz : « Sell ! »
— Hag é kreiz Mor-Kornog me ùélas, divransell,
Diù bobl, kar dré ou goed, ar en hent deulinet.
« Er ré-man, ’mé en El, zo E Gurénaned.

Er réman zo galùet de rein skoézel dehon !.., »
— Ha m’anaùas dremmeu mem Breiz ha m’Iùerhon.
Ha dirag en néanù du hag er stéred anat,
M’Iuerhon ha mem Breiz en um ras un dornad..,

Reveet béniget, o Krist e azeulan,
Hou pout diskoeit d’ein-mé, peur, en niù vro félan,
Hag Hou pout teurvéet men disamm ag er boén,
    Er gohad truhegeh
Em mougé p’Hou kuélen Hui Hous-unan é toén
    Hou Kroez-salùedigeh.
É toueh er pobleu all e nah hag e hra goap,
— Ardran enta, dioanag dall ha chonjeu trist !
Er Gelted e chomo Marhegion Doué er Mab :
Er Gelted e zougo er Groez get Jézus-Krist !

Paris, Kerzu 1914.