Groeg ar cheminod
__________
I.
Gaodik Keralsi oa eur plac’h
Zeder ha koant, n’heller hen nac’h,
Ha neb-lec’h na vije gwelet
Merc’h iaouank braoc’h kempennet. —
Ia, hounès ’oa eur farodez,
Ha wit-hi da vez-han matez,
Er barroz-holl na weljeac’h ket
Eun-all ’vije kaerroc’h gwisket. —
An holl baotred iaouank ar vro
Hi c’harrie, a glaske an dro
Ewit ober d’ez-hi al lez,
Er pardoniou, leurioù-newez.
Med hi na ree med ho goapad,
Distreï gant faé hi daoulagad :—
« — Adrèn ! — m’è-z-hi, — paotrik ar zaoût !
» N’è ket da seurt a fell d’in kaoût !
» N’ c’houlennan ket eun debrer iod,
» Eur mic’hiek, eur bris-diod,
» Nag iwe eun turnier-doûar,
» N’oûn ket ’wit ar rûmm-ze, c’hui òar ? » —
Gaodik koant, me anvez hô tad,
Iwe ho mamm, kristenien vad,
A vew en poan, en paourentez ;
Hò klewet a zò eûn druez. —
Setu dimèzet Gaodik koant,
D’eûn dèn ’c’hone kalz a arc’hant,
Ha bèt d’ez-hi eur Cheminod,
’Sò hi c’hanò Limousinod.
Limousinod ’zò a vro-bell,
N’eò ket ganet en Breiz-Izell ;
’Vel eûn aotrou ez è gwisket,
’Vel eur person ez è disket. —
Na gomz nemed ar Gallek-c’houek,
Ha faé râ eûz ar Brezonek,
Hag eûz holl baotred an Armor ;
Henès ’vad a zò eur pabor ! —
Kàrout ’ra kaer ar chistr, ar gwin,
Hag ar voûtail hag ar chòpin
Ez eo ar benwiou, me grèd,
Peurvuia gant-han ’ve gwelet.
Eiz dé penn-da-benn eo pàdet
Dansou ha festou ann eûred,
Ma lavaré an holl dûd fûr : —
— « Kement-ma ’dremen ar muzur ! » —
Allaz ! brema ’zo eûn dans-all ; —
Al Limousinod, an dèn-fall,
Na rà nemed fouetan arc’hant,
Ha pilad ’wechou Gaodik koant !
Gwassoc’h ’zò c’hoaz, an dén diroll,
P’hen eûz debret ha lonket holl,
Eur mintinn a zò diskampet,
Ha ne òar dèn pe-lec’h eò eet. —
Ha setu n’eûz choûmet netra,
Arc’hant, na dillad, na bara,
Gant Gaodik paour, med eur bûgel,
Eur bûgelik, prest da c’henel !
N’en eûz choûmet, ’wit holl vâdou,
Med eûn tòk-plouz, eur c’hòz vragou,
Boutaillou ha daou gorn bûtun,……
Groeg paour, setu oc’h holl fortun ! —
Merc’hed iaouank a Vreiz-Izell,
Ann dùd deût eûz ar brôïou-pell,
A ve ’vel Aotrounez gwisket,
Cheminoëd ha Gallaoued,
Diwallet mad out-hè merc’hed,
Ha n’hò c’hredet ket re-abred : —
Med kemerret d’in eur Breizad,
Eul labourer, eur c’hristen-mad ! —
Propriété de l’Éditeur
- J.H.