Mont d’an endalc’had

Gouspero ann Anaon

Eus Wikimammenn
G. Fischbacher, 1880  (p. 117-145)



GOUSPERO ANN ANAON


I



Eunn nozvez a viz gwengolo
Oa tan ha kurun enn envo,

Eur gwall amzer, ’vel ’m euz gwelet
Enn aod Penn-Marc’h hag e Geodet,

Ken grene log ar pesketer
Ha krene mui he wrek e ger.

’Kreiz al luc’hed hag ar c’hurun
Pa oann me krog em c’henta hun,

Eunn huvre deut euz Breiz-Izel
Diouganaz ma bro o vervel.

Ann Arvor dilezet a-gren
’Vel ar fo brein ’ribl ann aven.

Hostizez Bêar ’treuz he dor
A c’houlenne gand ar c’hoador


Gand ar c’hoadour a vond enn ker,
Glaou en he gar leun a zeier :

— Ma den mad, o redek ar vro,
Klevet ac’h euz piou zo maro ?

Karrikell ann Anko fennoz
Zo tremenet adren d’ar c’hloz.

— N’eo ket adren d’ar c’hloz, maouez,
Na ken-neubeut dre ann hent rez

Eo kar ann Anko tremenet,
Dre ann envo na larann ket ;

Dindan bolz ann envo fennoz
Oa trouz veur uz da Goad-ann-Noz :

Ann Anko krignet oar he gar
Zo et endro oar du Bêar.

Ha goude Bêar, dre ar vro
Ann Anko en deuz gret he dro.

Bransellet kloc’h ann anaon,
Ha ’kreiz peb iliz ar vaz-kaon,


Ar golo krog ouz peb aoter,
Heb belek, kolist na zoner.

Oar ar bed vo eur gwall diroll,
Marteze Breiz zo ’vont da goll. —

Evelse gomze ar c’hoadour
D’ann hostizez o kerc’hat dour.

A bevar gorn Arvor neuze
Oe oar zao ’n eur ober eul le,

Sonet ar varn ’vit Breiz-Izel,
Mont d’hec’h obido kent mervel,

’Oe oar zao ar re oa Breiziz
Evit mont da ve ar ger Is :

Pevar, ha barzet ho fevar,
Unan euz Leon, den klouar ;

Ann eil a Dreger, eur paotr sonn ;
Eunn all a Gerne, tomm ’vel tonn,

Hag eur paotr gwe euz a Wened :
Pevar, ar re all Galloued.

Eunn dra burzuduz a vije
Da welet ar pevar den-ze,


D’ho gwelet eno ho fevar,
D’an n anternoz, e skeud al loar,

Dirak puns Keris oar ann trez,
Kichen kerik Douarnenez :

Ar mor ’vid arched Breiz-Izel,
’Vit golo ar stered huel,

Hag evit belek oa Doue,
Ha kanerien ar barzed-se.

Neuze gand eur mordrouz bennak
Oe damgwelet o tond eur vag ;

Ha pa stokaz d’ann aod eno,
Euz ann tre-mor oa, eur C’himro.

Ha c’hoaz burzuduz kalz muioc’h
Da glevet o tinsa eur c’hloc’h,

Eur c’hloc’hig o tinsa ’n eunn tour
Enn tourio Keris ’kreiz ann dour.

Ha ’barz ar mor glebiet he zorn
Ha gret sin ar groaz, paotr ’nn Elorn

Krogaz ’n eur glemvan er giz koz,
Mud ar mor ha sioul ann noz :


— Aboe ann ele milliget
Euz ann env m’int bet diskaret,

Doue ’n euz tolet ho zelen
D’ann douar, ’vid hon c’hanerien

Hag hon zado koz evelse
Pa oe dalc’het ho bro out-he,

Dindan ar gwelio oar ar mor
Treuz ar mor o tont enn Arvor,

Ken klemmuz hag ann tonn ganent,
Ia, hameulent Doue velkent.

Emgann aliez ho doe bet
Ha mervel peb gwech m’ vize ret :

Arog mervel ’iouc’h ar bleizi,
Evel ann er hon barzed-ni.

En hon c’hozni ma omp gwasket,
Estiged Breiz na dawfont ket.

Euz ann dud vad na vo evor
Pa vo torret telen Arvor.

Ha piou ’veulo Doue aman
Pa vo et Breiz-Izel ac’han ? —


’Pad in exitu ar Vreiziz
A dinse ar c’hloc’h e Keris.

— Nan, ma breudeur, eme eunn dall,
N’eo ket Arvor et d’ar bed all ;

Ha mad ve laret ar gredo
Hor boe disket gant hon zado.

Doue da genta, Breiz goude,
Gant fe, fizianz ha karante ;

Ken gwir hag ann heol lugernuz,
Doue ha Breiz a zo paduz ;

Keitvo oar ann aod eunn dolmen,
Hag a divoano eunn dervenn,

Ann dero ’barz ar c’hoajo braz,
Ar bruk e lannek, hag ar groaz,

Keit vo eur groaz-hent enn he zao
Hag huel ar c’hleun er parko,

Keit draillo ar mor ann awel,
Biken na varvo Breiz-Izel. —

Ar re all lavaraz Amen.
Oar ar Mene-Hom o tremen,


Eur baleer o klevout se
Enn brezonek, na reaz van d’he.

Evid ann derved gwech, siouaz !
Kloc’hik Keris tinse ar c’hlaz,

A dinse ar c’hlaz diveza
’Vit Breiz oa daro de gouea ;

Hal al loar guzaz eur pennad,
Amzer fall savaz eur barad.

Gand ar c’houmm deue klemm ha trouz
’Vel ra eur c’hlanvour oar he blouz.

Gwasket ho c’halon d’ar re-man,
Miserere laraz unan,

Hen laraz eur Miserere
’Vid he vroig a dremene :

— Tud vad, mar plij, eur beden verr
Barz ann ti plouz hag er maner,

Peb tu d’ar vro, d’ann abarde
Lared ter gwech ar C’hirie

Eur C’hirie ’vid ar beorien
N’ho deuz na kerent na bro ken.


Sonjed enn-omp ’n ho pedenno :
Euz ’r malloz Doue ho pellao ;

Evit ma n’erruo gan-ec’h
Bea distolet a beb lec’h,

Na mont ha dont oar douaro
Lec’h ’vit beva n’ve ken ho tro ;

Eur beden d’ar re divroet
Evid d’ho tro ma n’ vefed ket.

Ni ’zo ’vel pemb a vugale
Oar lerc’h ho mamm oa et eunn de

Oar lerc’h ho mammik d’ar vered,
Hag int enn ho c’hanv keh mantret,

’N em doljont er be oar he lerc’h,
Goulouet ho c’houec’h ’n park ar c’herc’h.

D’imp-ni na vo na keun na kaon
Er bed fall-man zo ’vond d’ann traon

Oar bellad euz ar baradoz
Ha oar izelat ’vel ann noz.


Ra prim hon kemero Doue,
Re gwallet ha re skuiz ive.

He Miserere achuet,
Kirie ter gwech zo laret

N’eo duzet na korrigo noz
Weler evel d’ann amzer goz,

Ar c’horrigo enn abaden
O koroll endro d’eunn dolmen ;

Maj n’int korrigo na duzet,
Ineo paour na larann ket.

Euz a bleg ar mor savont oll,
N’eo ket ’vit c’hoari pe gorol

Deuont ’mez gand ho ninsel wenn
Enn ho eskern eur grenaden.

Ha neuze ann anaon kez
Sioul, sioulik, dre ann trez.

Endro d’ann dour ar re veuet,
Evel tud ar c’hanv d’ann arched

’Pa ganer in paradissum,
Deuz ann aod bete Mene-Hom ;


Ha dirag toull-be ar ger Is
Oe klemganet de profundis :

— Ann Arvor zo et da gousket,
Ac’hane na dihuno ket ;

Na dihuno ken hon mammik :
Lallazik, lalla, lallazik ;

Tewet ho korn-bout er mene,
Et eo hon mamm oar he gwele.

Ar re breman ho deo ho zi
Oar douaro ar Vreizidi

Gand enor m’ho dalc’hfont bepred,
Rag ann Arvor zo biniget ;

M’hen dalc’hfont evel kristenien
Enn hon bered vefont zoken.

Pa vi dre ann aod, baleer,
Ke gwestad, aman a gousker ;

Gwestad ’vel kichen eur gavel,
’Vit na dihuni Breiz-Izel

A zo bet tolet ’mez he zi
Ha beuet enn aod ’vel eur c’hi ;


Gwestad, ha selaou, baleer,
Ha marteze klevi eberr,

Pa vo ar morvran tawet mik
Ekreiz ar mordrouz eur zonik :

Klemm ann anaon vo honnez
Selaou son ann anaon kez. —

Ar pedenno peurlavaret,
Eunn alarc’h gwenn a zo laret

Oe gwelet, eunn alarc’h gwen-kan
A-uz d’ar mor o nijal skan,

Skanv ha seder ’vel eur goulmik
Hag hen ken lirzin he vouezik.

Ha diroget ann oabl abred
Gand eunn darz kurun hed-ha-hed,

Evit digemer eunn ine,
Ine ’nn Arvor ann alarc’h-se :

Eno c’hoarient sonio kaer
’Vel ogro iliz-veur Kemper.

— Lar d’in-me, pesketer, da biou
Al lestrig zo o vont d’ann traou.


— N’eo ket mare ar vordidi ;
Ar re-ze pemp kenvreur int hi

Laket ho mamm gant-he ’n he be
vont da glask bo be ive,

N’eo ket tre-mor oar ann douar :
Nep douar n’guzfe ho glac’har ;

Na stokfont enn douar ebed,
E puns ar mor don a vo ret.

Hag int’ vond e-biou, me oar vad,
O kana ar Magnificat ;

Ar zon-ze beteg hon rec’hel
Hag’ vo oar rec’hel Breiz-Izel.


II


Ha me ive oar hent ma bro ;
N’eo ket ’vit lod euz he mado,

Eur mabik ankouaet gant-hi
’Korn ann iliz ai da bedi.

Goude Pontreo a Plouzall,
Tremenet Peurit, oa noz dall :


N’in ket ’vel eul laer ’kreiz ann noz,
Aman azein oar-ar roz

Euz al lec’h weliz aliez
Tour hag iliz ha tiegez,

Tiegez ar ger ha bered :
’Vid ann noz-man n’ho gwelann ket.

C’houez vad deue euz ann draouien,
C’houez ar bleunio gand ann dosen,

Bleunio n’ouzonn ken ho c’hano,
’Vel den ma hini barz ma bro.

Ha kollet ar c’houlz euz ar bla,
Neve amzer nag han na oa ;

Na oa na mare nag amzer :
N’a vorzole ken ar c’hleier,

’Vel er vue da virviken
Ar c’hleier na vorzolent ken.

Hag en ’man ann de o seval
Gand ar vrumenn a sav hual,

Hag en eo ann de ar vrumenn
A sav duhont euz ann draouien :


N’en euz ket kanet ar c’higi,
Na dre ann hincho ar c’hiri ;

N’a gan na kigi nag evned.
’Man ar vrumenn uz d’ar vered.

Ha neuze me weliz eur verc’h,
Eur verc’hig en gwenn evel erc’h,

Digor he divrec’h oar he be ;
Digor ar vered ’vid-on-me.

Ha p’am euz tosteet eno,
Hi blegaz ’ti ar re varo,

Kempennet evid eureujin ;
He me stouet oar ma daoulin,

Rag Annaik zo dimezet
Hag ann Anko zo he fried.

Pedet ’m euz ’vid ann anaon ;
Med na bedin ken evid on :

Frealzi na ra pedenno
’Vit bout karet eur c’horf maro.

Pa on bet savet alese,
En ivin eunn draskig gane.


Ar mezidi oa er parko
Hag ar c’hiri dre ann hincho.

Ar belek dol oar ann arched
Eunn tamm pri ha dour binniget ;

Ma oll daero ’m euz skuillet me,
Ha prennet ma c’halon ive

Tolet ann alc’houe er vered,
Da diveza p’am euz laret,

Laret da goantiz ann Anko ;
— Kenavo, Naik, Kenavo. —

Mar d’eo eunn huvre kement-man,
Kalz a zo gwirione enn-han.


————