Goude ar gouel
Skrivan rer da « Groaz ar Vretoned » :
Ne glaskin ket, lennerien ger, displeg d’ac’h penn-da-benn penôs eo bet tremenet er gouel-ze ken kaer, hanvet gouel ar « Bleun Brug », ar gouel-ze ken darempredet ha ken brudet en Breiz-Izel, hag am eus bet an eurvad da welet ar bla-man evit ar wech kentan ; re-all, sklerijennetoc’h evidon, en em gargo eus kement-se.
Koulskoude, n’hallan ket tremen ive hep rei lod d’ac’h ’barz ar zonjou konfortus a vagas ma spered dirak ken lïes-a dôlen birvidik a garante kristen ha breizad a dremenas dirak ma daoulagad a-hed ar gouel dudius-se.
N’eus netra en hon bro kaeroc’h evit eur gouel brezonek ; n’eus netra ive talvoudusoc’h evit hon yez. Tiegez ar brezoneg a zo evel eur familh niverus, ar memprou anezi hadet du-man, du-hont, dre ar pevar c’horn a Vreiz ; mes, daoust d’ar memprou-ze da vean dispartiet an eil diouz egile, o c’halonou zo liammet gant ere ar memez mennoziou ; setu perak e plij d’ê, eur wech an amzer, en em vodi, hag, en eur gouel karantezus, bevan eun nebeut eus ar memes bue ’vit adnevei o c’harante hag o nerz-kalon.
Na dousât eo eur gouel Breizek evelse, pa ve diazeet war ar Relijion !
Diazeet war ar relijion ? Ya, rak, anez diaze ar fe, n’haller ober netra a badus ; elec’h ma n’e ket lezen Doue eo a ren, ne bad ket pell an urz vat.
Setu perak e weler kevredigeziou, breuriezou galvet d’ober kalz a vad d’o bro, o kouean, a greiz holl, en o foull, diskaret gant an dizunvaniez, rak daoust d’ar memprou ane da vean unanet ’vit pez a zell mennoz ar gevredigez pe ar Vreuriez, mar deo dishenvel o c’hredennou relijius, an dizurz ne zale ket da vean mestr etreze war bep tra. Doue n’hall ket binnigan eul labour en pehini ne ve roet d’ean nemet ar plas diwean, pe elec’h n’eo digemeret nemet gant eur rum.
Ha neuze, pesort bue a gav d’ac’h eo hini eun tiegez elec’h ma ’n eus pep-hini e zonj, elec’h ma heuilh pep-hini e greden ? Ar garante ne ve ket nerzus en tiegez-se ha dibôt eo gwelet anean oc’h ober labour vat.
Pa boanier a-gevred, pa vever eus ar memez bue, e tleer bean unanet war gement poent a zo ; neuze e ve kavet skanv al labour, ha pa deu ar mare da ziskuizan, dousoc’h e ve ar blijadur.
Gouel ar « Bleun-Brug » a zo ar pez a c’haller hanvan eur gouel kristen ha Breizad. Nag a zeneredigez, nag a vue, nag a c’hlanded a strink eus ar gouel binniget-se ! Paour he pinvik, an holl ennan a zo par, ar c’halonou a zo stok, ar moueziou en em unan da ganan an hevelep karante. Kement a zeu d’ean, dizeblant, pe klouar, mar hen heuilh a galon, en em zant goneet evit mat, ha hep goût d’ean e lavar : « Perak ne labourfen ket, me ive, evit ar vro-ze ken kaer hag he fe ken zantel ? »
Gouel ar « Bleun-Brug » an evoa, er bla-man, ive eun dudi muioc’h evit ar blaiou-all… Bugale « Breuriez ar Brezoneg », gant o gwiskamanchou, o zaboulinou, ha dreist-oll, gant o baniel, ne oa ket kaerder bihanan ar gouel ; evidon, meur a wech e santis ma c’halon o tridal, gant konfort, o welet ar vugaligou-ze, renet gant o mistri kalonek, o kerzat ken seder ha ken ampart warlerc’h o baniel, pehini o zouge dispont en êr, dindan alan an avel ar geriou kaer ha peurbadus : Kristen ha Breizad.
Amzer da zont hon bro o huchal : Doue ha Breiz ! pebez tôlen frealzus.
Rak-se, Bretoned vat, ne gollomp ket fians ! Arôk bepred ! An amzer da zont a zo d’imp, gant an trec’h hag an enor… Mar poaniomp a galon, eun devez a deuio, marteze tostoc’h ’vit ne zonj d’imp, ha ne vo ken o ren war spered ar Vreiziz nemet mennoziou a unvaniez diazeet war an diou garante sakr, hini Doue ha hini Breiz !
Koulmig Arvor.