Mont d’an endalc’had

Ginivelez S. Anton

Eus Wikimammenn
Etienne-Marie Potron
troet gant Yann-Vari Kersimon.
Ar C’hourrier, 1897  (p. 9-10)



BUEZ


SANT ANTON A BADOU


EUZ A URS SANT-FRANCES


SKRIVET E BERR-GOMZOU


(1195-1231)


Ar gouel d’ann 12 a viz even




I


Ginivelez sant Anton


Sant Anton, ganet e Lisboon, ar 15 a viz eost, a ioa mab da Vartin de Bouillon, ha da Dhereza Travera, tud a lignez huel ha brudet bras. Ferdinand oa an hano roet dezhan enn he Vadiziant.

Ar vam a ioa devot bras, hag a ziskueze aliez d’he mab an iliz dediet d’ar Verc’hez Vari savet-enn-env. Ar bugel a zelle outhi gant karantez tener eur c’hrouadur, karantez hag en devoue ato goude-ze evit ar Vam santel da Zoue. D’an oad a zek vloaz, e oue lakeat etouez ar gloer euz ar Gathedral, hag eno e oue eur skuer evit an holl dre he aket da studia ha dre he zevosion[1]. D’he bemzek vloaz, ez eaz enn eun Urs Chaloniet hag a heuille reolenn Sant-Augustin. Eno an holl a oue estonet ouz he velet o ren eur vuez ker skueriuz, oc'h heuilla vertuziou Jezus ha Mari, o tiskuez eur garantez heb he far hag eun humilite ar vrassa. Kement tamm amzer a c’helle da gaout dezhan he unan a dremene o pedi, o studia ar Skritur-Sakr ha leoriou an Tadou santel : evelse, evit guir, e teuaz e berr amzer da veza habil eun eston.

  1. Setu perag ar Spagn, ar Portugal hag ar broiou a ioa guechall dindan an diou gouarnamant-ze, a gemere anezhan evit patron ar skoliou.