Genes, pe levr ar c’heneliez/a-bezh

Eus Wikimammenn
Guffanti-Breton, 1849
Skrid a-bezh



SKRITURIOU SAKR.




GENES,


PE


LEVR AR C’HENELIEZ.


LEKEAT E BREZOUNEK


Gand


Ann aotrou Iann-Willou HERRY, belek.
E KEMPERLE,
Moulet e ti Guffanti-Breton.
1849.

D’ANN ANAOUDEGEZ VAD.


————


Sonj am bezo do vikenn euz ann nosvesiou dudiuz a dremenenn bep bloaz gant va eontr, e kichen he dan, pa zeuenn d’ar vakansou. Goude ma vije lennet buez ar zant ha great ar pedennou, ann dud all a ie da gousket. Va eontr a azeze enn he gador goz e korn ann oaled, ha me enn tu all war eur skabel.

— Asa, va niz, lavar d’in eunn dra bennag euz ar pez ec'h euz desket epad ar bloaz. — Va eontr, ann Epitome historiæ sacræ hon euz lekeat euz a latin e gallek, ha traou kaer am euz desket enn-han. —

Neuze ar c’hrouadur a zanevelle, hag ar eontr koz a zelaoue. Devet ar goulou, maro ann tan, hag ann historiou a bade ato ; hag al labourer kristen na skuize morse ouz ho c’hlevout. Perak kement-se ? Ar c’hrouadur a gounte krouidigez ar bed, histor ar Baradoz terrien, buesiou Abraham, Jakob, ha Joseph, ha kalz traou all kaer pe gaeroc’h. — Mad, va niz, plijadur a rez d’in. — Va eontr ker, petra ve ’ta ma lavarfenn d’e-hoc’h ann traou-ze evel m’emaint ebarz ar Vibl, skrivet dre atis pe inspirasion ar Spered-Santel ? Hama, va eontr, mar gellann bikenn beza belek, me ho lakai e brezounek, evit ma helfot ho lenn hoc'h-unan, war ho pouez, ha sonjal enn-ho keid ha ma kerrot. —

Dalc’het am euz d’am ger ; ha va levr a gennigann d’am eontr ha d’he genseurted, holl labourerien-douar Breiz-Izel. N’oufer ket ober d’ezho kaeroc’h prezant eget lakaat etre ho daouarn ar Skritur Sakr, komzou Doue he-unan. Kristenien vad, lennit-ho gant doujanz, ha sonjit enn-ho deiz ha noz.

Ne ket gant bara hep-ken eme hor Zalver, eo e vev ann den, hogen gand ar c’homzou a zeu euz a c’henou Doue. (Sant Vaze 4,4.) Boed ar c’horf eo ar bara, komzou Doue eo boed ann ene. Kement a ezomm hon euz euz a he-man hag euz egile ; ha muioc'h zoken, pa’z eo gwir ann ene a zo prizusoc’h eget ar c'horf. Beza hoc’h euz enn ho tiez meur a levr a relijjon, great gand tud santel ha gwisiek ; hogen al levriou mad-se, ne ket ar Skritur Sakr int. Displeg a reont d’e-hoc’h kelennaduresiou ar Skritur, ho sikour a reont da boella pe da gompren lezen Doue ; mes ne ket he gomzou int. Ar Skritur Sakr, pe komzou Doue, a zo dastumet enn eul levr hanvet a Vibl, da lavarout eo, al levr dreist ann holl levriou ; al levr skrivet penn-da-benn dre urz Doue ; ann dud a skrive, mes Doue a gundue ho spered hag ho dourn ; enn hevelep doare ma’z eo pep kentel anezhan evel eul lizer skrivet d’eomp gant Doue he-unan. Al levriou all, daoust peger mad a oufent beza, a hell fazia gweach a ve, he-man na hell fazia gweach ebed. Ar skoueriou, ar c’henteliou a zo enn-hann, diskleriet hag anzavet gand hor Mamm zantel ann Iliz, a zo ar wirionez memes, ha war-n-ezho eo diazezet kelennadurez hor feiz. Eno en deuz Doue diskleriet d’eomp ann traou hon euz da gredi ha da ober evit beza euruz er bed-ma, ha gounit ar vuez eternel.

Ra vezo gwelet eta, kristenien, al levr santel-ze alies etre ho taouarn. Pa viot trist, lennit-hen, hag e kafot enn-han frealzidigez. Pa viot war var, pa na wiot re petra da ober, lennit c’hoaz, kemerit kuzul digant ho levr evel digant hoc’h alier, hag e viot sklereet. Pa viot douget da bec’hi, it d’ho levr. gwelit petra a c’hoarvezaz gand Adam hag Heva o tizenti ouc’h Doue ; petra reaz Abraham evit plijout da Zoue ; petra reaz Jozeph pa oe tentet ; enn eur ger, e pep digouez hag e pep riskl, goulennit petra lavar ar Skritur, hag e viot ato kre enep hoc’h enebourien. Lezen Doue, flamm egiz ann heol, a zigas ann eneou war ann hent mad ; he gomz ato gwirion, a ro furnez d’ar vugaligou memes. Lex Domini immaculata, convertens animas : testimonium Domini fidele, sapientiam præstans parvulis. (Salm 18,8.)

Evid ar weach-ma, va c'henvroiz, ne vezo roet d’e-hoc'h nemet eur gevrennik vihan euz ar Skritur Sakr ; Levr ar c’heneliez, da lavarout eo, ann derou euz ann holl draou krouet. Moïzes eo hen deuz he skrivet, hag ar c’hosa eo euz ann holl levriou. Divezatoc’h ni iello nebeut-ha-nebeut a-benn gand ar skritur, enn eur zibaba evid-hoc’h ar c’henteliou kaera, hag ann historiou dereata evit ho stad. Mes evit brema e renker gortoz eunn tammik. Strif ha brezel a zo enn hon touez, o klask gouzout penaoz skriva ha prezeg hor brezounek evit ar gwella. Mar gell doareou ann Aotrou Gonidec treac’hi var ar c'hiz fall da c’hallega e brezounek, hep dale ann dud gwisiek a hello lakaat enn ho levriou eur prezek iac’h ha digemesk, hag ann dud divar ar meaz, gwelloc’h desket, ho lenno gant dudi. Eaz a vezo neuze ober levriou talvoudek, hag ar C’hallaoued n’ho devezo mui leac’h da rebech d’e-omp paourentez iez hor bro.

Kemperle, ar c’houec’hved a viz Kenver, 1844.




SKRITURIOU SAKR.


————


GENES,


PE


LEVR AR C’HENELIEZ.


————
PENNAD I.


KROUIDIGEZ AR BED.


Euz ar bed bloaz 1. — Araok Jezuz-Krist 4004.


1. Er penn kenta Doue a grouaz ann env hag ann douar.

2. Hogen ann douar a oa diaoz ha noaz ; hag ann denvalijen a oa war c’horre ann dounder ; ha spered Doue en em zalc’he war ann douriou.

5. Ha Doue a lavaraz : ra vezo great ar sklerijen. Hag e oe great ar sklerijen.

1. Ha Doue e welaz e on mad ar sklerijen, hag a zispartiaz ar sklerijen diouc’h ann denvalijen.

5. Hag e hanvaz ar sklerijen deiz, hag ann denvalijen noz ; hag ann abardaez hag ar mintin a reaz ann devez kenta.

6. Doue a lavaraz ivez : ra vezo ann oabl e kreiz-etre ann douriou, ha ra zispartio ann douriou diouc'h ann douriou.

7. Ha Doue a reaz ann oabl, hag a zispartiaz ann douriou a oa izelloc’h eged ann oabl diouc’h ar re a oa dreist ann oabl. Hag e oe great evel-se.

8. Ha Doue a hanvaz ann oabl, env ; hag ann abardaez hag at mintin a reaz ann eil devez.

9. Doue a lavaraz c’hoaz : ra vezo dastumet enn eul leac’h ann douriou a zo dindan ann env ; ha ra en em ziskouezo ar zeac’h. Hag e oe great evel-se.

10. Ha Doue a hanvaz ar zeac’h, douar ; hag ann douriou dastumet enn eul lod, mor. Ha Doue a welaz e on mad kement-se.

11. Hag a lavaraz : ra zougo ann douar geot glaz, ha pep geoten he had ; he gwez-frouez hag a daolo pep hini diouc’h he seurt ; ha pep frouezen ha zougo he had enn-hi evit kellida adarre[1] war ann douar. Hag e oe great evel-se.

12. Ann douar a daolaz eta geot glaz, pere a zouge ho had, pep hini diouc’h he seurt ; ha gwez-frouez, pep frouezen o kaout enn-hi he had hervez he rumm. Ha Doue a welaz e oa mad kement-se.

13. Hag ann abardaez hag ar mintin a reaz ann trede devez.

14. Hogen Doue a lavaraz : ra vezo korvou goulaouek e bar ann oabl, evit dispartia ann noz diouc’h ann deiz, ha servichout da verka ann amzeriou, ann devesiou hag ar bloavesiou.

15. Ra c’houlaouint e bar ann oabl, ha ra skleraint ann douar. Hag e oe great evel-se.

16. Ha Doue a reaz daou gorf braz goulaouek, unan brasoc’h, da ren epad ann deiz ; hag eun all bihanoc’h, da ren epad ann noz ; ober a reaz ivez ar stered.

17. Hag e lekeaz anezho e bar ann env, evit goulaoui a-us d’ann douar.

18. Evit ren epad ann deiz hag epad ann noz, hag evit dispartia ar sklerijen diouc’h ann denvalijen. Ha Doue a welaz e oa mad kement-se.

19. Hag ann abardaez hag ar mintin a reaz ar pevare devez.

20. Doue a lavaraz c’hoaz : ra zavo euz ann douriou loened-stlej leun a vuez, ha loened-nij a-us d’ann douar, dindan bolz ann envou.

21. Ha Doue a grouaz ar pesked braz, hag ann holl loenedigou pere a vev hag finv, savet euz ann douriou, pep hini enn he rumm, hag ann holl loened-nij, pep hini harvez he wenn. ha Doue a welaz e on mad kement-se.

22. Hag a roaz d’ezho he vennoz enn eur lavarout : kreskit, ha puillit, ha kargit douriou ar mor ; ha ra zeuio al laboused da builla war ann douar.

23. Ann abardaez hag ar mintin a reaz ar pemped devez.

24. Doue a lavaraz ivez : ra zavo euz ann douar anevaled beo, pep hini enn he wenn ; anevaled don, loened stlej, hag anevaled gouez ann douar, hervez ho rummou. Hag e oe great evel-se.

25. Doue a reaz eta anevaled gouez ann douar hervez ho rummou ; hag anevaled don, ha loened stlej ann douar pep hini enn he wenn. Ha Doue a welaz e oa mad kement-se.

26. Hag a lavaras ; greomp ann den diouc’h hor skeuden ha diouc’h hon henveledigez ; ra vezo mestr war besked ar mor, war laboused ann env, war ann anevaled gouez, war ann douar holl, ha war ann holl loened-stlej pere a finv war ann douar.

27. Doue a grouaz eta ann den diouc’h he henveledigez : he groui a reaz henvel ouc’h Doue, ho c’hroui a reaz gwaz ha maouez.

28. Ha Doue ho bennigaz, hag a lavaraz : kreskit, he grit niver, ha kargit ann douar, ha grit ho mestr war-n-ezhan, ha bezit mestr war besked ar mor, war laboused ann env, ha war ann holl anevaled pere a finv war ann douar.

29. Ha Doue a lavaraz : chetu roet am euz d’e-hoc’h kement geoten a zoug he had war ann douar ; ha kement gwezen e deuz enn-hi ann haden euz he seurt, evit ma servichint d’e-hoc’h da vagadurez :

30. Ha da holl anevaled ann douar, da laboused ann env, ha da gement tra a finv war ann douar, hag en deuz goad ha buez, evit ma ho devezo peadra da zibri. Hag e oe great evel-se.

51. Ha Doue a welaz ann holl draou en devoa great, hag e oant mad meurbed. Hag ann abardaez hag ar mintin a reaz ar c’houec’hved devez.


————
SKLERIDIGEZ
ha prederennou war gomzou ar skritur sakr.[2]


Doue a grouaz. — Doue, pehini a zo a holl viskoaz, a grouaz, dre eur gomz hep ken, ann env hag ann douar, ha kement tra a zo ; komzet en deuz, hag int bet great, eme ar Roue David. Hogen komz Doue eo he volontez. Arabad eo sonjal en defe Doue finvet evit-se teod ha muzellou evel m'her greomp-ni ; Doue a zo spered, ha n’en deuz na teod na muzellou. Krouet en deuz ar bed, pa eo bet falvezet d’ezhan diskouez he furnez hag e vadelez ; He furnez, oc’h ober traou ker burzuduz ; he vadelez, oc’h ober krouadurien spereduz, gwestl d’he anaout ha d’he veuli, ha da veza lodek enn he eurusted.

Ann env hag ann douar. — Ann holl draou krouet gant Doue a hell beza digaset da zaou dra, spered ha korf. Ann elez hag eneou ann dud a zo spered ; ann holl draou all, ken ar pez a welomp, ken ar pez na welomp ket, a zo korf.

Dre ann env, er wersad kenta-man, Sant-Aogustin a zonj d’ezhan e komz ar skritur euz ann traou a zo spered ; ha dre ann douar, euz ann traou a zo korf. Er c'hiz-se e vezo kavet ama krouidigez ann elez pere a zo sperejou hep korf, krouet gant Doue evid ober ar pez a c’hourc’hemen. Hogen ar bed-ma, d’ann taol kenta-ze, ne oa ket ker kaer ha ma eo deut da veza goude. Gwelout a raimp Doue o lakaat urz enn-han pa lavaro : ra vezo great ar sklerijen, etc… Bete neuze ar bed-ma, da lavarout eo, ar pez a zo korf, n’en doa na fesoun na liou, na gorre na dindan, na treuz na hed. He c’hervel a rear kaoz, da lavarout eo, eur c’hemesk divalo euz ann holl gorfou krouet ; ann env a welomp, a oa kemesket gand ann douar ; ann dour gand ann tan, ar sklerijen gand ann denvalijen ; ha kement-ze holl a oa evel eul lounk pe eunn toull tenval, e pehini ne weler netra, petra bennak ma zanter eunn touch ien ha leiz pehini a ra d’e-omp heuzi.

Spered Doue en em zalc’he war ann douriou. Ar gomz hebre a lavar darnijal dreist, pe diskenn evit gôri, evel ma tarnij eunn erer dreist he neiz, hep koll ar gwel anezhan. Evel-se Doue a zalc’he he zell hag he spi war ar c'hemesk kenta-ze euz a draou ar bed ; bez’ e oa evel e gôr war-n-ho, evit lakaat da zevel ac’hano ann urz kaer pehini a welomp brema. Chetu perak marteze en deuz ar Spered Santel kemeret divezatoc’h doare eur goulm evit en em ziskouez d’ann dud.

Hag a zlspartiaz ar sklerijen diouc’h ann denvalijen. Sant Aogustin a wel ama daou dra ; ann disparti etre ar skierijen hag ann denvalijen, hervez ann natur, hag ann disparti etre ann elez-mad hag ann droug-elez. Lod euz ann elez a gouezaz, o klask en em zevel ken huel ha Doue, hag a zo taolet evit bikenn e gweled ann ifern. Ho gervel a reomp drouk-sperejou, pe diaoulou. Lod all a zalc’haz-mad da Zoue, hag a dremenaz dre eur c’hraz nevez ; enn eur skierijen seul vrasoc’h ma en em gavent tost-oc'h-tost d’ann Aotrou Doue ; hag enn eur stad euruz a behini n’hellont mui koueza. Ar sperejou euzuz-ze eo, taol chanz, ann env huella-ze hanvet gand David env ann evou, ha dalc’het gant Doue d’ezhan he unan, epad ma tilez ann douar gant bugale ann dud. cœlum cœli Domino ; terram autem dedit filiis hominum, Psalm. 113. Gwersad 16. Pep hini ac’hanomp, abalamour d’hon eneou, pere a zo sperejou evel ann alez, a zo galvet da veza eunn devez eur mean prisiuz e mogeriou ar gear gaer-ze da Zoue, hanvet Jeruzalem ann Env. Mes a barz neuze e rankomp beza bénet ha lintret dre galz a drubuillou. Tempzet eo da bep unan he stourmad hag he amprou. Ar re a zalc’ho mad da Zoue a dremeno ivez a sklerijen da sklerijen, beteg ann eurusted-ze na hellint mui da goll, pehini ar gwel a Zoue. Ar re a enebo out-han beteg ar maro, a gouezo a denvalijen e tenvalijen bete gweled ann ifern, evel ann diaoulou.

Greomp ann den. — Chetu mister an Drinded diskleriet d’e-omp. Doue a-barz ober he daol-micher, da lavaout eo, map-den, pehini a dlie beza roue ann holl grouadurien, a zeblant kemerout kuzul digant eur re bennak. Hogen piou a ve bet he guzulierien ? Hag ann elez ef-int-hi ? Mes he grouadurien a oant, ha n’ho devoa da rei d’ezhan nemed ar pez ho devoa bet digant-han. Digant he furnez eta ha digant he garantez, pe evit lavarout gwell, digant ar Map hag ar Spered-Santel eo e c’houlenn kuzul evit kroui ann den. He groui a reaz henvel out-han ; nann hervez ar c’horf, Doue n’en deuz ket a gorf ; mes hervez ann ene, pehini a zo eur spered ha na varvo bikenn, eur spered gwestl da anaout, da garout ha da veuli Doue.

Ho c’hroui a reaz gwaz ha maouez. — Adam hag Heva a oe krouet er memez devez ; ha dre-ze e klefjont-mad ho daou ann difenn a reaz Doue d'ezho na zebrchent ket diouc’h frouez gwezen ar wisiegez euz ar mad hag euz ann drouk. Enn eil pennad, ama war lerc’h, ar skritur a ziskleri e pe fesoun e krouaz Doue Adam ; e pe fesoun e krouaz Hava ; Hogen ho daou int bet krouet d’ar c’houec’hved devez.

Ann dud gwisiek o studia hag o spia traou ar bed, a-daleg ar stered bete kalounn ann douar, ho deuz kavet da sonjal ha da lavarout penaoz c’houec’h devez ar grouidigez n’int ket c’houec’h devez a bedeir heur war n-ugent evel hon deisiou-ni ; mes c’houec’h rumm amzeriou euz a bere pep-hini a zoug oc’hpenn ugent mil vloaz. Ho menoz war gement-ze ne ket kountroll na noazuz d’ar feiz e fesoun ebed. Pell a-ze, ho studiou a brouv sklear-oc’h-sklear ar wirionez euz ar skritur sakr, pehini a laka e oa krouet ar geot hag ar gwez a-raok at pesked hag al laboused ; hag ar pesked hag al laboused a-raok ann anevaled ; hag ann anevaled a-raok ann den. Hep ho dislavarout, taolomp ivez hon daoulagad war oberiou Doue ; Mes evit en em estlammi, ha lavarout gand ar Roue David : o va ene, bennigit ann Aotrou. (Ps. 103.)




PENNAD II.


EHAN DOUE. AR BARADOZ TERRIEN.


1. Peur c’hreat e oe eta ann env hag ann douar hag ann holl draou kaer a zo enn-ho.

2. Peur-achui a reaz Doue d’ar seizved devez al labour en devoa great, hag ec’h ehanaz d’ar seizved devez euz be holl oberiou.

3. Hag e vennigaz ar seizved devez, hag her zantifiaz, abalamour ma en devoa ehanet enn deiz-ze euz ann holl labour en devoa great evit diskouez he c’halloud hag he vadelez.

4. Houn-nez eo geneliez ann env hag ann douar, pa int bet krouet, enn deiz ma reaz Doue ann env hag ann douar.

5. Ha ma krouaz gwez ha louzeier ann douar, abarz ma teujont er meaz euz ann douar ; hag holl ieot ar mesiou, abarz ma oant diouanet ; rag ann Aotrou Doue n’en devoa ket c’hoaz roet glao d’ann douar, ha ne oa c’hoaz den ebed evit he labourat.

6. Hogen eienennou a zave diouc’h ann douar hag a zoure anezhan diwar c’horre a bep tu.

7. Doue a reaz eta korf ann den gand pri-douar ; c’houeza a reaz war he zremm eur c’houezaden a vuez, ha chetu ann den o kaout ene ha buez.

8. Hogen ann Aotrou Doue en devoa plantet a-dalek ar penn kenta ar baradoz a blijadurez, e pehini e lekeaz ann den en devoa great.

9. Hag ann Aotrou Doue a lekeaz da zevel euz ann douar gwez a bep seurt, kaer da welout, gand frouez saourek da zibri ; hag e kreiz er baradoz ar wezen a vuez, ha gwezen anaoudegez ar mad hag ann drouk.

10. Hag euz al leac’h-ze a blijadurez e tirede eur ster-vraz da zoura ar baradoz, hag en em ranne ac’hano e pevar fenn, da lavarout eo, e peder ster all.

11. Unan anezho a hanver Phizon ; ann hini a red enn dro da vro Hevilath ; e peleac’h e teu aour ;

12. Hag aour ar vro-ze a zo diouc’h ann hini gwella : eno e kaver ar berlezen bdeliom, hag ar mean onyx.

15. Hano ann eil ster a zo Gehon, ann hini a red enn dro da vro C’huz, bro genta ann Ethiopianed.

14. Hano ann derved ster a zo Tigr ; pehini a red war zu ann Asyrianed. Ar bederved ster eo ann Euphrata.

15. Doue eta a gemeraz ann den, hag hel lekeaz er baradoz a blijadurez, evit he labourat hag evit he ziouall.

16. Hag a roaz d’ezhan eur gourc’hemenn, enn eur lavarout : debrit euz a holl frouez ar baradoz ;

17. Hogen na zebrit ket euz frouez gwezen anaoudegez ar mad hag ann drouk ; rak enn deiz ma ho pezo debret diout-hi, e varfot a-dra-wir.

18. Ann Aotrou Doue a lavaraz ivez : ne ket mad e ve ann den he-unan : greomp d’ezhan he eil henvel out-han.

19. Goude eta m’en devoe Doue great euz ann douar holl anevaled ann douar, hag holl laboused ann env, e tigasaz anezho dirak Adam, evit gwelout pe seurt hanoiou a roje d’ezho ; rak ann hano a roaz Adam da beb aneval, eo he wir hano.

20. Adam eta a roaz ho hanoiou d'ann holl anevaled, ken da holl laboused ann env, ken da holl loened ann douar ; hogen n’en em gave evit Adam eil ebed, hag a vije henvel out-han.

21. Ann Aotrou Doue eta a zigasaz da Adam eur c’housk kalet : hag e-pad ma oa kousket, Doue a dennaz eur goztezen anezhan, hag a lekeaz kig enn he leac’h.

22. Hag euz ar goztezen-ze ann Aotrou Doue a zavaz ar vaouez, hag he digazaz da Adam.

23. Hag Adam a lavaraz : chetu aze brema askorn euz va eskern, ha kig euz va c’hig ; houma a vezo galvet Gwazez, abalamour ma’z eo bet tennet euz ar gwaz.

24. Dre’n abek da gement-ze ann den a zilezo he dad hag he vamm, hag a zalc’ho-mad d’he bried ; hag e vezint daou enn eur c’horf hepken.

25. Hogen ann eil hag egile, da ouzout eo, Adam hag he bried, a oa noaz ; ha n’ho devoa mez ebed a gement-ze.


————

SKLERIDIGEZ HA PREDERENNOU.


Ar pennad II ma a zo evel eunn astenn euz ar pennad I ; rei a ra d’e-omp da anaout ar munudou euz a grouidigez Adam hag Heva, diskleriet hep ken er pennad kenta.

Doue a vennigaz ar seizved devez abalamour ma en devoa ehanet enn devez-ze. — Choaz a reaz ann devez-ze, Hag e gonsakri a eure d’he zervich enn eur fesoun spisial. Difenn a reaz labourat enn deiz ze, enn enor d’he ehan misteriuz, evit n’en divije ann den netra da ober nemet adori Doue, sonjal enn he drugarez hag he veuli. Ar seizved devez a respont d’hor sadorn-ni ; hag a zo bet e-pad pevar mil bloaz deiz santel ann Aotrou. Goude maro Jezuz-Krist, ann ebestel evit enori he rezureksion, hag ann diskenn euz ar Spered-Santel war-n-ezho, a gasaz d’ar zul ann ehan-ze gourc’hemennet gant Doue, hag al lidou santel konsakret d’he c’hloar. Ar zul eo eta brema deiz ann Aotrou.

D’ar zul eo bet krouet ar bed ha great ar sklerijen, d’ar zul eo bet nevezet ar bed dre rezureksion hor Zalver ; d’ar zul eo bet sklereet ar bed dre eur sklerijen gaeroc’h eget hini ar grouidigez ; dre sklerijen ann eneou, dre sklerijen ar Spered-Santel, diskennet war ann ebestel da zul ar Pantekost, evit en em astenn euz a-neuze war ar bed holl dre ho c’homzou ha dre ar zakramanchou. Ra vezo eta ar zul hon devez kenta, hon devez braz ! Eunn devez a joa hag a laouenidigez, eunn devez a beden hag a zantelez evid-omp. Bep sul ni lavaro gand ar Roue David : ia, chetu ama ann devez kaer great ha dilennet gant Doue he-unan, dridomp hag en em laouenaomp enn-han. Bez’ ez eo deiz ann Tad holl c’halloudek, pehini a grouaz enn-han ar bed hag ar sklerijen. Bez’ ez eo deiz ar Map, pehini a zo bet resusitet enn deiz-ze. Bez ez eo deiz ar Spered Santel, pehini a ziskennaz enn-han war ann ebestel, evit nevezi gorre ar bed-ma.

O devez santel, devez euruz, ra viot evid-omp, brema ha da virvikenn, e gwirionez deiz ann Aotrou, dre ar respet hor bezo evid-hoc’h, ha dre ar vennoz a dennot war-n-omp !

Hon bezet ivez sonj euz ar c’houec’hved devez, da behini e respont hor gwener. Devez euruz ha diséur evid-omp ! Euruz dre ma’z omp bet krouet enn-han ; dizéur dre ma’z eo, taol chanz devez ar pec’hed kenta, hanvet pec’het ar wenn, pe pec’hed orijinal. Hogen meulet ra vezo ar vadelez hep muzul euz ann Aotrou Doue ! Mar d-omp kouezet enn devez-ze, enn devez-ze omp bet ivez dasprenet. D’ar gwener e tellezjomp mervel dre zizentidigez hon tad kenta Adam ; d’ar gwener omp bet saveteat euz ar maro eternel, dre zentidigez ann eil Adam, Jezuz-Krist, Map Doue, en em c’hreat den, ha maro enn hol leac’h war Menez Kalvar. D’ar c’houec’hved devez eta hon euz bet buez ar c'horf ha buez ann ene.

Ha ma krouaz gwez ha louzeier ann douar, abarz ma teujont er meas euz ann douar. — Ann historian sakr a remerk penaoz Doue en devoa krouet ar geot hag ar gwez kent biskoaz ma oant deuet er meaz euz ann douar, evel evit serra ho genou da dud a zo, philozophed war ho meno, pere a glever o randouni, hag o lavarout penaoz ann env hag ann douar n’ho deuz bet derou ebed. Ann douar, eme-z ho c’hoaz, glepiet gand ann dour ha tommet gand ann heol, a daolaz geot, gwez, anevaled, hag er fin map-den. Hervez ar c’homzou ze euz ar skritur, ne ket ar glao nag ann heol a ro d’e-omp ed ha frouez, mes galloud ha madelez Doue dre-z-ho.

Doue a reaz korf ann den gant pri douar. Pebez follentez dorlota kement hor c’horf, istimout kement eur gened berr-baduz ! Kaer hor bezo en em c’hlorifia, pri douar omp, ha n’euz netra disprizusoc'h eget pri. Respetomp koulskoude hor c’horfou, dre ma’z int deuet, dre ar vadisiant ha sakramand ann aoter, da veza templou d’ar Spered-Santel, hag izili da Jezuz-Krist. Enoromp c’hoaz hor c’horf, dre m’az eo taol-micher ann Aotrou Doue ; rak n’euz netra war ann douar hag a zoug kement a vajesté hag eunn den mentet-kaer ha dremmet mad. Hogen hor brasa gloar a zo enn diabarz ac’hanomp, da lavarout eo, enn hon eneou.

C’houeza a reaz war he zremm, ha chetu ann den o kaout ene ha buez. — Hor c’horf a zo great euz a zouar evel korfou ann anevaled all, nemet ma lekeaz Doue mui a ijin d’he fesounia ; Mes hon ene, al loden-ze ac’hanomp dre bihini omp henvel oc’h Doue, Doue he grouaz euz a netra.

Ar skritur a lavar penaoz Doue a c’houezaz war zremm ann den ; evit rei d’e-omp da glevet ez eo hon ene eunn dra henvel oc’h Doue ; eur spered ha ne varv ket, eur spered gwestl da anaout Doue memes ha d’he garout ; gwestl da anaout ar mad diouc’h ann drouk ; gwestl, enn eur ger, d’en em zevel etrezek Doue, d’he adori ha de zervicha.

Kristenien, great omp henvel oc’h Doue, diouallomp da ziskenn e renk ann anevaled, dre hor gwall-ioulou. Ar c’hourmandiz, al ligentez, ar vuanegez hag ar gwall dechou all a zismantr skeuden pe imach Doue enn-omp. Dalc’homp eta hon daoulagad war ar skouer diouc’h pehini omp bet krouet, war Zoue he-unan. Bezit trugarezuz, eme hor Zalver, evel ma’z eo trugarezuz ho Tad. Karit hoc’h enebourien, grit vad d’ar re ho deuz kas ouz oc’h ; pedit evid ar re ho kwall-gas, hag a lavar e gaou drouk ac’hanhoc’h ; evit ma viot bugale ho Tad selestiel, pehini a laka he heol da zevel war ann dud vad ha war ann dud fall ; hag ar glao da goueza war bark ann den just evel war hini ar pec’her. Enn eur ger, bezit parfet, evel ma’z eo parfet ho Tad.

Enoromp ivez ha karomp hon nesa evel skeuden Doue ; ar paour koulz hag ar pinvidik ; Doue en deuz ho c’hrouet ann eil hag egile diouc’h he henvelidigez ha diouc’h he skeuden. Hag evit kerzout eeun dirak Doue, sonjomp penaoz ar c’horf tennet euz a zouar, a zistroio e douar ; mes ann ene deuet euz a Zoue, a renk distrei davet Doue, pe beza enn enkrez e-pad ann holl eternite.

Doue a gemeraz ann den hag hel lekeaz er baradoz a blijadurez. — Kemend a hell laouenaat hor pemp skiant naturel, hag obet plijadur d’ann den, en em gave dastumet eno gant madelez ann Aotrou Doue. Gwez kaer, frouez saourek, steriou sklear, ezenik fresk, geot glaz, ha kan al laboused. Evid ann den e oant great, hag ann den, o kemerout he blijadur enn-ho, a dlie en em zevel war zu Doue, evid he garout hag he veuli, ken euz he berz he-unan, ken euz ho ferz-hi.

Evid he labourat Hag he ziouall. — Ann den a-raok he bec’hed a dlie labourat ; nep na labour ket, pe hen a zo paour pe hen a zo pinvidik, a zo eta eunn dra er meaz euz he renk, eunn doare monstr, grevuz d’ann douar, kazaüz da Zoue ha d’ann dud. Ann den, eme Job, a zeu er bed-ma evit labourat, evel al labouz evit nijal. Hogen al labour kenta-ze gourc’hemennet d’ann den, ne oa ket eul labour poaniuz, evel ann hini da behini omp bet kondaounet goude ar pec’hed ; mes eul labour eaz ha diverruz, evit tremen ann amzer, anaout natur ann douar, vertuziou ar plant, buezegez ar bokejou, hag evit meuli Doue dre-z-ho. Doue o tigas al loened dirak Adam, evit ma roje hanoiou d’ezho, a zeske d’ezhan e oa ho mestr ; hag ann hano dereat a roe Adam da bep hini, a zesk d’e-omp ar wisiegez vraz en devoa bet digant he grouer, pa ’z eo gwir penaoz ann hano roet da beb aneval a verk, e iez ann Hebreed, natur, ijin, ha micher ann aneval-ze.

Evid omp-ni petra bennak na chomm mui dindan hon daouarn, nemed eunn niver bihan a loened, trugarekeomp Doue euz ann holl zikourou a roont d’e-omp. Ar c’hezek hon doug, ann ejen a labour hon douarou, ar vioc’h hor mezur gand he leaz, ann danvad a ro d’e-omp he gloan evit ober hon dillad, ar wenanen he c’hoar hag he mel, al laboused ho meuzik, ho gened hag ho laouenidigez ; meulomp Doue !

Doue a roaz eur gourc’hemenn d’ann den. — Doue o veza krouet ann den dre garantez, her c’hrouaz euruz e pep fesoun. Euz a gostez ar c’horf, nerz, iec’hed, gened, buez hep fin ; euz a gostez ann ene, gwisiegez war bep tra, sklerijen, karantez, ha galloud da zenti pe da enebi ouc’h Doue he-unan. Hel lekeat en devoa da vestr war oberiou he zaouarn, hogen n’hel lezaz ket dizepant diout-han. Evid amprou he garantez hag he anaoudegez-vad, ha rei d’ezhan ann tu da zellezout he-unan, ha da c’hoaranti evit bikenn he stad euruz, Doue a roaz d’ezhan eur gourc’hemenn berr hag eaz da virout : na zebrit ket euz frouez gwezen anaoudegez ar mad hag ann drouk. E touez gwez kaer ar baradoz terrien, ar skritur a ra menek euz a ziou wezen dreist ar re all, ar wezen a vuez, ha gwezen anaoudegez ar mad hag ann drouk. Frouez ar wezen a vuez, debret eur weach pe da bep mare, ho devoa ann nerz da virout diouc’h ar c’hlenvejou, diouc’h ar gozni, diouc’h ar maro memes. Gwezen anaoudegez ar mad hag ann drouk, a vez hanvet er c’hiz-ze, nann abalamour ma ho devoa he frouez ar vertuz da skleraat ar spered war ar mad ha war ann drouk ; mes abalamour d’ar pez a dlie c'hoarvezout gand ann den mar tebrje anezho. Anaout hag amprou a raje ar c’hemm a zo etre ar mad hag ann drouk, da lavarout eo etre he stad euruz, hag ar stad reuzeudik e pehini e kouezje dre he zizentidigez.

Kerkent ha ma ho pezo debret diout-hi e varfot. — Mervel a reot euz a varo ar c’horf hag euz a varo ann ene. Maro ar c’horf eo he zisparti diouc'h ann ene ; ha maro ann ene eo he zisparti diouc’h Doue. Hogen ann eil hag egile a dlie beza gwanerez Adam mar bije dizent ouz he grouer.

Doue a zigasaz da Adam eur c’housk kaled. — Ann traou munud a lavar d’e-omp ar skritur sakr diwarbenn aozidigez hor mamm genta, a zo leun a visteriou. Adam a zo trec’het gand eur c’housk kalet,eme Sant-Aogustin, evit ma vezo tennet anezhan Heva, hor mamm hervez ann natur ; Jezuz-Krist a varv war ar groaz, evit ma vezo tennet anezhan he iliz, hor mamm hervez ar feiz. E pad ma’z eo kousket Adam, Doue a denn eunn askorn euz he gostez da ober hor mamm genta ; e-pad ma’z eo Jezuz maro war ar groaz, eunn taol goaff a zigor he gostez, euz a behini e tired dour ha goad, danvez ar zakramanchou pere a dlie santifia he iliz, hag he lakaat e stad da veza he wir bried.

Chetu aze brema askorn euz va eskern ha kig euz va c’hig. — Da lavarout eo : houma vad neket ec’hiz ann anevaled-ze dishenvel ouz-in a gorf hag a ijin. Savet eo gant va c’hig ha va eskern, evit beza va eil, va c’honfort ha va muia-karet. Doue o welont eunn hevelep drid-kaloun, a lavaraz : mad ! Ann den a zileso he dad hag he vamm, evit derc’hel-mad d’he bried ; ha ne raint ho daou nemet eur c’horf hep ken. Pevar mil vloaz war lerc’h, Map Doue a lavaraz d’he dro, o komz euz ar briedelez ; evel se ne d-int mui daou, mes eur c’horf hep ken ; arabat eo eta d’ann den dispartia ar pez en deuz Doue liammet ker stard. Chetu a-ze institusion, santelez ha gloar ar briedelez kristen. Galloud ebet war ann douar na hell dispartia daou zen, eur weach eureujet ; me lavar, ho dispartia, enn hevelep fesoun ma vent dieub da ober eunn dimizi all. Chetu penaoz e tle beva ar priejou kristen ; ne reont nemet eur c’horf hep ken, n’hellont ket eta anaout korvou all. Ne dleont kaout ken nebeut nemed eur galoun hag eunn ene, dre ho unvaniez gwirion hag ho c’harantez peur-baduz.


————

PENNAD III


DIZENTIDIGEZ ADAM,
Pe pec’hed ar wenn, hanvet ivez ar pec'hed orijinaL


1. Hogen ar serpant a oa ar fina euz a holl anevaled ann douar, great gant Doue. Lavarout a reaz d’ar vaouez : perag en deuz Doue gourc’hemennet d’e-hoc’h na zebrjac’h ket euz a holl frouez ar baradoz ?

2. Ar vaouez a respontaz d’ezhan : dibri a reomp euz frouez ar gwez a zo er baradoz.

3. Mes evit frouez ar wezen-hont pehini a zo e-kreiz ar baradoz, Doue en deuz gourc’hemennet d'e-omp na zebrjemp ket anezho ; na doujchemp ket zoken out-ho, gand aoun na varvjemp.

4. Hogen ar serpant a respontaz d’ar vaouez : ne-alia ne varfot ket ;

5. Mes Doue a oar penaoz kerkent ha ma ho pezo debret euz ar frouez-ze, ho taoulagad a zigoro, hag e viot evel doueou, oc’h anaout ar mad hag ann drouk.

6. Ar vaouez eta o sellout, a gavaz e oa frouez ar wezen-ze mad da zibri, ha brao da welout, hag hetuz d’al lagad ; hag a gemeraz diout-ho, a zebraz, hag a gennigaz d’he fried, pehini a zebraz evel-d-hi.

7. Hag ho daoulagad a zigoraz d’ezho ho daou ; hag o veza gwezet e oant enn noaz, e skoulmjont deliou figez da ober beb a c’houriz d’ho diougroazel.

8. Hag o veza klevet mouez ann Aotrou Doue o valea er baradoz, d’ar mare ma sav eunn ezenik fresk goude kresteiz, Adam hag he bried en em guzaz a zirag ann Aotrou Doue, etouez gwez ar baradoz.

9. Hag ann Aotrou Doue a c’halvaz Adam, hag a lavaraz d’ezhan : e peleac’h em’oud-de :

10. Adam a respontaz : klevet am euz ho mouez e-barz ar baradoz, hag am euz bet aoun, dre ma oann enn noaz, hag am euz en em guzet.

11. Piou, eme Zoue, en deuz great d’id gouzout e oaz enn noaz, nemet debred az pe euz ar frouez em boa difennet ouz-id dibri ?

12. Hag Adam a lavaraz : ar vaouez hoc’h euz roet d’in da eil, e deuz kinniget d’in diouc’h frouez ar wezen-ze, hag em euz debret.

13. Hag ann Aotrou Doue a lavaraz d’ar vaouez : perag hoc’h euz-hu great kement-ze ? Hi arespontaz : ar serpant en deuz ma zouellet, hag em euz debret.

14. Hag ann Aotrou Doue a lavaraz dar serpant : abalamour ma ec’h euz great ann dra-ze, milliget oud e touez holl anevaled hag holl loened ann douar : en em stleja a ri war da gof, ha douar a zebri bemde-c’houlou epad da vuez.

15. Kasoni a likiinn e-tre ar vaouez ha te, e-tre da wenn hag he lignez ; hi a flastro d’id da benn, ha te a glasko he flemma enn he seul-troad.

16. Doue a lavaraz ivez d’ar vaouez : ho melkonia a rinn dre galz a ankeniou e-pad ma viot brazez ; ha gwilioudi a reot ekreiz ar boan ; bez’e viot dindan mestrouniez ho pried, ha beli en devezo war-n-hoc’h.

17. Mes da Adam e lavaraz : abalamour ma hoc’h euz selaouet mouez ho pried, ha ma hoc’h euz debret euz ar frouez em boa difennet ouz-hoc’h dibri, ann douar a vezo milliget dre’n abek d’e-hoc’h : dre forz labour e tennot anezhan, bemdez epad ho puez, pe-a-dra da veva.

18. Dougen a rai d’e-hoc’h spern ha drez, hag en em vaga a reot euz he c’heot.

19. Dibri a reot ho para dre ar c’houezen euz ho tal, ken na zistroot enn douar a behini oc’h bet tennet ; rak ne d-oc’h nemet poultr ha distrei e reot e poultr.

20. Hag Adam a c’halvaz he c’hreg euz ann hano a Heva, dre ma tlie beza mamm da gement den en divije buez.

21. Ann Aotrou Doue a reaz ivez da Adam ha d’he c’hreg dillad krec’hin, hag ho gwiskaz gant-ho.

22. Hag a lavaraz : chetu Adam deuet da veza evel unan a c’hanomp ni, oc’ hanaout ar mad hag ann drouk : brema ’ta diouallomp ne astenfe he zorn da gemerout ivez euz ar wezen a vuez, ha ne zepre euz he frouez, ha ne vevfe da virvikenn.

23. Neuze ann Aotrou Doue hel lekeaz er meaz euz ar baradoz a blijadurez, evit labourat ann douar a behini e oa tennet.

24. Kas a reaz Adam er meaz, ha lakaat a reaz dirak ar baradoz a blijadurez eur Cherubin, gand eur c’hleze a dan bepred o trei, da ziouall ann hent a gas d’ar wezen a vuez.


————


SKLERIDIGEZ.


Ar pennad-ma a zo leun a gentelliou kaer ha talvoudek evid-omp. Taolomp evez dreist pep tra war finesaou ann drouk-spered, o tenti hon tud kenta, ha war droidellou ar re-ma o klask en em zidamallout dirak Doue. Ar pez a c’hoarvezaz neuze, a c’hoarvez bemdez c’hoaz enn hon touez.

Petra bennak ma’z eo bet kalz dinerzet ann drouk-spered, abaoue donedigez Jezuz-Krist, kroaz hor Zalver o veza flastret he benn d’ez-han, e choum gant-han c’hoaz mui a ijin hag a c’halloud eged n’ho deuz ann holl dud war eunn dro. He gasoni ouc’h Doue, hag he warizi ouc’h ann dud n’int bihaneet tamm ebed ; piou a hello eta en em zifenn diouc’h he ardou, hep ar zikour euz ar c’hras ? Beillomp ha pedomp, evit na gouezimp ket enn dentasion.

En em zervichout a reas euz ar serpant, anevalik luban ha soutil, evit distrei ha gounit spered Heva ; en em zervichout a ra bemdez euz ann traou hoalusa, evit distrei hor c’halonou diouc’h Doue, hag ho staga ouo’h traou ar bed. En em gemer a ra ouc’h ar vaouez, goakoc'h dre natur eged ar goaz, hag easoc’h da drec’hi ; mes gouzout a rea penaoz dre ar vaouez e teuje a-benn da ziskar ar goaz. Anaout mad a ra ann tu gwann euz a galoun Map-den ; kre ha nerzuz enep eunn enebour, blod ha re vad e feat karantez. Implich a ra enep ar vaouez ann ourgouil : bez ’e viot evel doueou ; ar guriozite : anaout a reot ar mad hag ann drouk , er fin, al lipouzerez : ar frouez a oa brao da welout, hag a dra-zur mad da zibri ; implich a ra enep ann den, ar vaouez hep ken. Adam ne ket bet trompiet eme Sant-Paol ; mes, eme Sant-Aogustin, ne fellaz ket d’ezhan melkonia eur vignounez ha ne oa nemet-hi. Falz karantez, na da bet oud-de bet kiriek d’ann em goll ! Goa d’ann den hag a laka he holl blijadur en eunn dra bennak all estr-eget e Doue ! He garantez dianket eo ar birr kenta a bistig he galoun ; hag eur galoun pistiget, da bet klenved n’ef-hi ket digor ? Test euz a gement-ze ar pez a c’hoarvczaz gand Adam hag Heva goude ho fec’hed.

Hervez komzou Satan, chetu hi oc’h anaout ann drouk. Mez ho deuz oc’h en em welout enn noaz ; krena’ reont gand aoun rak ann Aotrou Doue ; ann disterra trouz a ra d’ezho drifia evel ma ra pep torfetour ; hag evid en em didamallout e taolont ar faot ann eil war egile, ha war Zoue he-unan : Ar vaouez hoc’h euz roet d’in, eme Adam, e deuz kenniget ar frouezen d’in hag am euz debret. Ar serpant hoc’h euz great ken drant ha ker soutil, eme ar vaouez, en deuz va zouellet. Peleac’h ema hirio ann den hag a anzao he faot gant lealded ? Henvelep tad, henvelep bugale, siouaz d’e-omp !

Doue pehini na espernaz ket ann drouk-spered enn he ravolt kenta, abalamour ma kouezaz eveuz eur stad ken parfet ha ken huel, na c’houlenaz ket digant-han, evel digant Adam : perak hoc’h euz great kement-ze ? Anaout a rea mad he valis hag he gendalc’h enn drouk ; hag e teraouaz ar gastiz dre-z-han, evel dre ar c’hablusa. « Bet oud bet ourgouilluz, en em stleja a ri war da goff. Ar gwel ac’hanoun e-barz ann env neket bet mad d’id da vagadurez ; dibri a ri douar, keid ha ma vevi. » Tra hudur ! ann dud ivez ha na gavont blaz-mad ebed nemet e traou ann douar, a zeu da veza douar, dre ma teuer henvel ouc’h ann traou a zebrer. Hag ar c’halonou douar ze a vezo boed ann diaoulou. En em vaget ho deuz euz a blijadurezou fall ar bed, domani ar serpant koz, hag ar serpant-ze d’he dro, ho zago hag en em vago anezho. Edunt draconem eduntur a dracone, eme Zant-Ambroz.

Hi a flastro d’id da benn. — Komzou misteriuz, pere a ziskar ann drouk-spered, hag a daol e kalonou hon tud kenta eur zaezen a esperanz. Eur Zalver a zo diouganet d’ezho. Ar pec’hed a zo deuet er bed dre ar vaouez, ar vaouez a lakaï er bed ann hini a lam ar pec’hed, Jezuz-Krist Map Boue, pehini en deuz flastret he benn d’ar serpant ifernal, en eur lemel ar bed a zindan he veli, hag oc’h he gas bemdez er meaz a galonou ann dud, dre vertuz ar zakramanchou.

Ar varn douget enep Adam hag Heva a zo anavezet awalc’h. Bemdez e tougomp ar bouez anezhi. Ne deuomp er bed-ma nemet e kreiz ar welvan. Pet gweach na roomp-ni ket ar maro d’ar vamm a ro d’e-omp ar vuez ! Hag ann daelou-ze pere a skuillomp o tont euz a goff hor mamm, na ehanint da redek ken na vezimp sebeliet e kaloun eur vamm all, pehini eo ann douar. Rak trubuillet epad eunn nebeut amzer dre ann diwisiegez, dre ar pleg d’ann drouk, dre wanderiou ar vuez-ma, e varvimp ; euruz ma na varvomp nemet euz a varo ar c’horf.

Ar pec’hed a dennaz war-n-omp daou varo dishenvel ; maro ar c’horf ha maro ann ene. Hor c’horvou, great euz a zouar, a dlie distrei da zouar evit bikenn. Hon eneou great evit padout ato, na dlient ket chench natur na beza dismantret evel ar c’horvou : Hogen eur maro all ho divije gouzanvet : bikenn n’ho divije gwelet Doue ; hag ann diouer euz a Zoue eo maro ann ene hag he vrasa poan.

Eat a vije ar varn-ze da benn, panevet ma en em gennigaz Map-Doue da rapari ar faot. Asanti a reaz en em ober den evel ma oa Adam, ha gouzanvi enn he gorf hag enn be ene kement a hell Map-den da c’houzanvi ; en eur ger en em westla a reaz da vervel, pa’z eo gwir hor boa dellezet mervel. Dalc’het enn deuz d’he c’he r; sevenet en deuz he westl enn eur fesoun ker burzuduz ma hell ann iliz kana hirio ann deiz, o komz euz a bec’hed Adam : O faot euruz ! O felix culpa ! Nann, kristenien, dre drugarez Jezuz-Krist, hor c’horvou na choumkit ket enn douar da virvikenn, sevel a raint euz ho besiou, evel ma’z eo savet Jezuz-Krist euz he hini ; hag hon eneou dispartiet diouc’h ar c’horf, a hell brema gwelout Doue dioc’h tu. Ar Cherunin gand he gleze a dan, a zo tec’het kuit divar hent hor Zalver gand he groaz lugernuz ; hag ar baradoz a zo brema digor da hep den a ioul-vad.

Doue a reaz da Adam ha d’he c’hrek dillad krec’hin. — Chetu a beleac’h eo deut d’e-omp ann dillad, euz a bere a tenner koulskoude kement a lorc’h pe a ourgouil. Na perak fougeal gant traou hag a dlefe digaz sonj d’e-omp euz hor mez hag euz hor reuzeudigez ? Braz ha lorc’hek omp, ha n’hon euz ket zo ken peadra d’en em zifenn diouc’h ann amzer ! Red eo d’e-omp klask sikour digant al loened !

Doue, o welout Adam guisket er giz-se, a henvel ober goab anezhan. « Sellit, eme-z han, sellit ann Doue nevez-ze ; ne oa ket a walc'h d’ezhan beza henvel ouz-omp-ni, falvezet eo bet gant-han en em ober Doue d’he c’hiz. Gwelit peger gwisiek eo ; pegen euruz eo ! Diouallomp na daolo he zaouarn war ar wezen a vuez da laeraz ivez ann diverventi. » Ne ket euz a Adam hep ken a rai Doue goab ; mes euz ann holl bec’herien aheurtet. Lavarout a rai d’ezho, eme a skritur sakr : Disprizet hoc’h euz va aliou, n’hoc’h euz great van euz va gourdrouzou ; d’am zro me c’hoarzo war ho kollidigez ; goab a rinn ac’hanoc’h enn ho tizeuriou ha war heur ho maro. Ar zent ho-unan, eme c’hoaz ar skritur a gemero perz er goaperez-ze euz a Zoue. Lavarout a raint a vouez huel : chetu aze ann den ha n’euz ket prizet goulenn netra digant Doue ; he fizianz en deuz lekeat ehn he binvidigesiou, gounezet eo dezhan, trugarez d’he ourgouil.

Neuze Doue a lekeaz Adam er meaz euz ar baradoz — Chetu Adam hag Heva enn eur vro dishenvel meurbed ouz ho baradoz kenta. Dalc’het int da labourat stard, ha da bourvei d’ho ezommou pemdesiek dre ar c’houezen euz ho zal. Mar d-eo bet Adam ann hini kenta o pec’hi, eo bet ivez ann hini kenta oc’h ober pinijen. Hag e kement-se e hell servichout d’e-omp da skouer. Den mui eget Adam n’en deuz anavezet grevusted ar pec’hed ; rak den biskoaz n’en deuz anavezet na karet Doue kement hag hen. Pec’hi a reaz evel Sant-Per, dre zempladurez ! Ac’hano eur weach ma en deuz anavezet he fazi, gant pebez lealded n’en deus-hen ket he baeet epad eur vuez a nao c’hant tregont vloaz ? He vara pemdesiek a zo glebiet gand ar c’houez euz he dal ha gand he zaelou ; gwelout a ra he vab hena o laza he vreur ; gwelout a ra he vugale vihan o trei kein da Zoue, en desped d’he aliou ha d’he zaelou ; plega a ra he benn gant vuelded, hag en em anzao a ra ar penn abek a gement-se ; ha kavet en deuz trugarez dirak Doue, dre hanterourez ha dellidou Jezuz-Krist, he Zalver hag hon hini.

Doue a lekeaz dirak ar baradoz a blijadurez eur Cherubin, evit mirout na dostaje den ouz ar wezen a vuez. — Kement-se, eme Sant-Aogustin, a zo bet c’hoarvezet ger evit ger ; hag a zo skrivet evit digas koun d’e-omp e oa kollet evid-omp pep eurusted, ken enn env ken war ann douar ; hag e vijemp c’hoaz er stad truezuz-ze, paneved ar vadelez hep muzul euz a Vab Doue enn hor c’henver. Diouallomp na ve c’hoaz didalvez evid-omp he c’hloasiou hag he varo !




PENNAD IV.


KAIN HAG ABEL.


Kenta micheriou e touez ann dud.
Euz ar Bed 128. — Araok J.-K. 3876.


1. Adam a anavezaz he bried Heva, pehini a zeuaz da veza dougerez, hag a c’hanaz Kain, enneur lavarout : bet am euz eunn den, a dugare Doue.

2. Gwilioudi a reaz eunn eil gweach, hag e devoe Abel, he vreur. Hogen Abel a oe mesaer denved, ha Kain labourer douar.

5. Hogen, eur pennad mad a amzer goude, e c’hoarvezaz ma rea Kain profou d’ann Aotrou Doue euz frouez ann douar.

4. Abel ivez a gennigaz da Zoue ar re genta-ganet euz he zenved, hag ar re wella ; ha Doue a zellaz ouz Abel hag ouz he brofou.

5. Hogen na zellaz ket ouz Kain nag ouz he roou ; kement-se a lekeaz drouk braz da vont e Kain, hag he benn a zeuaz da goeza.

6. Ha Doue a lavaraz d’ezhan : perak oud-he fachet ? Perak e tougez-te da benn stouet ?

7. Mar grez mad, ha n’az pezo-te ket da c’hobr ? ha mar grez fall, da bec’hed ha na vezo-hen ket raktal e toull da zor ! Hogen da wall-ioul a vezo bepred enn da zalc’h, he drec’hi a ri pa giri.

8. Ha Kain a lavaraz d’he vreur Abel : deomp war ar meaz. Ha pa oant er mesiou, Kain en em zavaz ouc’h he vreur Abel, hag hel lazaz.

9. Ha Doue a lavaraz da Gain : peleac’h ema Abel da vreur ? Kain a repontaz : n’ouzonn doare. Ha beza ez ounn-me gward d’am breur ?

10. Ha Doue a lavaraz da Gain ; petra ec'h eus-te great ? Ar vouez euz a c’hoad da vreur a gri divar ann douar beteg enn-oun.

11. Brema ’ta e vezi milliget war ann douar, pehini en deuz digoret he c’henou da eva goad da vreur, skuillet gant da zourn.

12. Goude ma ez pezo he labouret, ne roio ket he frouez d’id ; baleant ha tec’her e vezi war ann douar.

13. Ha Kain a lavaraz d’ann Aotrou Doue : re vraz eo va zorfed evit ma tellezinn bikenn kaout trugarez.

14. Chetu ma zeurel a rit hirio divar c’horre ann douar, hag en em guza a renkann a zira-z-hoc’h, ha baleant ha tec’her a vezinn war ann douar ; kement hini eta am c’havo, am lazo.

15. Ha Doue a lavaraz d’ezhan : ne ket evel-se e vezo ; mes piou bennak a lazo Kain, a vezo kastizet seiz gweach gwasoc’h. Ha Doue a lekeaz eunn arouez war Gain, evit mirout na vije lazet gant piou bennak en divije he gavet.

16. Kain eta, eat kuit a zirak ann Aotrou Doue, a choumaz baleant war ann douar, hag en em dennaz war zu ar zao-heol euz ar baradoz a blijadurez.

17. Hogen Kain a anevezaz he bried, pehini a zeuaz da veza dougerez hag a c’hanaz Henok ; hag e savaz eur gear, hag e hanvaz anezhi Henok, euz a hano he vab.

18. Hogen Henok a engehentaz Irak ; hag Irak a engehentaz Maviael ; ha Maviael a engehentaz Malhuzael ; ha Mathuzael a engehentaz Lamek ;

19. Pehini a gemeraz diou c’hrek, unan hanvet Ada hag eben Sella.

20. Hag Ada a c’hanaz Jabel, tad d’ar re a choum dindan teltou, ha d’ar vesaerien.

21. Hag he vreur a oa hanvet Jubal ; he-ma a oe tad d’ar re a c’hoari war ann delen, ha war ann ogrou.

22. Sella a c’hanaz ivez Tubalkain, pehini a oe gof, ha gwisiek da ober pep tra gant arem ha gant houarn. Tubalkain en devoa eur c’boar, Noema.

23. Hogen Lamek a lavaraz d’e ziou c’hrek Ada ha Sella : klevit va mouez, gragez Lamek, selaouit va c’homzou : eunn den am euz lazet gand eur gouli am euz great d’ezhan, hag eunn den iaouank gand eunn taol am euz roet d’ezhan.[3] 24. Seiz gweach e vezo tennet venjanz euz a varo Kain, hogen hini Lamek a vezo venjet dek ha tri-ugent gweach seiz gweach.

25. Adam a anavezaz ivez c’hoaz he bried, pehini a c’hanaz eur mab, hag hen hanvaz Seth, enn eur lavarout : roet en deuz Doue d’in eur mab all e leac’h Abel lazet gant Kain.

26. Hogen eur mab a oe ganet ivez da Seth, hanvet a oe gant-han Enoz : hen-nez a oe ar c’henta oc’h azeuli gant lid da hano ann Aotrou.


————


SKLERIDIGEZ.


Ar pec’hed orijinal azoug he frouez ; frouez a welvan hag a varo ! Heva a zo dougerez, gouzanv a ra war dao ha gant vuelded ar poaniou inouuz, hag ann ankeniou braz da bere eo bet kondaonet, hag en em zavetai a ra er c’hiz ze, hervez komzou ann abostol Sant Paol. Gwilioudet euz he map kenta, e sav he c’haloun hag he divreac’h etrezeg ann env, enn eul lavarout : bet am euz eunn den a drugare Doue ! Skouer kaer d’ar mammou kristen, hag heuliet gant kalz a c’hragez santel ; ispisial gant mamm Sant Bernard. Kerkent ha ma en em gave brazez, e westle da Zoue he frouez, hag e pede bemdez evit ma en divije ann eur da gaout ar vadisiant. Gwilioudet, e kennige da Zoue he c’hrouadur enn eul lavarout : « D’e-hoc’h eo, va Doue, mui eget d’in, rak c’houi hoc’h euz he grouet em c’hof-lez, n’oufenn gouzout penaoz. » Pa zistro ar c’hrouadur diwar fount ar vadisiant, neuze dreist holl oe e tle eur vamm gristen meuli ha trugarekaat ann Aotrou Doue da veza roet d’he bugel eur c’henivelez all prizusoc’h eget fouez ar c’horf ; genivelez spiritual ann ene, dre behini eo deuet da veza krouadur da Zoue ha d’ann ilis, heritour euz a rouantelez ann env.

Profou Kaïn hag Abel a zesk d’e-omp ez euz bet great offransou ha sakrifisou da Zoue abaoue derou ar bed. Ann endalc’h da westla da Zoue ar prividiou euz ar pez hon euz, a zo diazezet war ann anaoudegez-vad ha war ar garantez a dleomp d’ezhan, evel d’hor c’hrouer, d’hor madoberour, ha d’hor mestr dreist holl. Ann endalc’h da zakrifia d’he wir pe d’he justis, a zeu euz a bec’hed ar wenn. Maro vijemp evel ma hor boa dellezet, panevet ma en em gennigaz Map Doue da gred evid-omp. En em garga a reaz da vervel enn hol leac’h, ha Doue a espernaz ac’hanomp. Neuze marteze eo e c’hourc’hemennaz Doue da Adam ha d’he lignez ober d’ezhan sakrifisou, pere a zigasje sonch d’ann dud euz ar maro ho devoa dellezet ; ha sonch er memez amzer euz a zakrifis Map Doue pehini na dlie c’hoarvezout nemet pevar mil vloaz goude ar pec’hed orijinal.

Sakrifiet eo bet Map-Doue war Menez Kalvar, mil eiz kant vloaz so, ha Doue na zell mui ouc’h sakrifis ebed nemet ouc’h hini ann oferen e pehini e kendalc’h hag eo nevezet bemdez sakrifis ar groaz. Dalc’het omp eta da lakaat lavarout ann oferen zantel evid anaout aotrouniez Doue war-n omp ; evid he drugarekaat euz he vadoberiou, evid gwelc’hi hor pec’hejou ha tenna d’e-omp he c’hrasou.

Ar c’hemm a lekeaz Doue e-tre sakrifisou ann daou vreur a zesk d’e-omp al lealded hag ann eeunder a galoun a dleomp da gaout, mar fell d’e-omp e plijfe hor profou da Zoue. Kaïn trec’hed gand ar warizi, na gare ket he vreur, na dre-ze ann Aotrou Doue ken nebeut ; ne gennige da Zoue eta nemet ann traou displeta euz he vadou, ha Doue na zellaz ket ouz he zakrifisou. Abel a-vad a zakrifie gant karantez ha gant joa ar re wella euz he zenved, ha Doue a siskouezaz enn eur fesoun bennak e tigemere mad he zakrifisou. War gement-ze erez Kaïn na reaz nemet kreski. Doue he-unan a glaskaz gwellaat d'ar galoun ze gouliet dre ar warizi : Perak e kerzes-te, da benn stouet, mar grez mad, ha na vezi-te ket gopreet ? mar grez fall, da bec’hed na vezo-hen ket raktal war da goustianz ? Gwall ioulou ec’h euz, mes enebi a hellez out-ho hag ho zrec’hi. Ar warizi a zo eur c’hlenved diez da barea. Pa vez etre daou vreur ez eo c’hoaz gwasoc’h. Hini Kaïn az eaz beteg ann draïtourez, al laz, ar galeder a galonn hag ann dizesper.

Gwir Doue, o poursu Kaïn, a zesk d’e-omp c’hoaz penaoz ann dinamned, pe ann dud divlam, trubulliet er bed ma gant tud fall ha krefoc’h eget ho, ho deuz eur venjour ebarz ann env ; ha na choum torfet ebed digastiz, dibaot zoken war ann douar. Rak piou bennak a laz a vezo lazet ; evel ma c’hoarvezaz gant Kaïn ; he welout a raimp ama war lerc’h. Piou bennak a sko gand ar c’hlenze hep gwir nag abek, eme hor Zalver, a varvo dre ar c’hlenze. Ha mar gell ann torfetour tec’hout diouc’h barn ann dud, gwir Doue na vanko ket war-n-ezhan ; ha da c'hortoz, he goustianz a vezo he vourreo kenta.

Ann tadou santel euz ann ilis ho deuz ato gwelet e maro Abel eur skeuden euz a varo Jezuz-Krist, krusifiet gant ar juzevien dre warizi. Ar juzevien, dre ma ho deuz lekeat hor Zalver d’ar maro a zo evel Kaïn, divro ha baleant war ann douar ; ac’hano eo deuet fablen ar Bodedeo.

Gand ar bed e welomp o teraoui ar micheriou a bere ho deuz ann dud ar muia ezomm. Doue he-unan, war ma kreder, a zeskaz da Adam labourat ann douar, hag ann dud dre ma teuent ho deuz kavet ar micheriou all.

Lamek eo ar c’henta den a gemeraz diou c’hreg war eunn dro, en despet da lezen Doue pehini a lavaraz e tleje ar priejou beza daou hep ken enn eur c’horf. Gwelout a reomp ivez penaoz ne ket hen a oa ann honesta nag ann eurusa den euz e amzer. Henvel eo en defe bet c’hoant d’en em fougea dirag he ziou c’hreg da veza lazet daou zen ; hag unan anezho, hervez eur greden e-touez ar juzevien, a oa Kaïn he-unan, tadiou d’ezhan. Lamek, eme ar greden-ze, a oa o chaseal, hag he floc’h iaouank a reaz d’ezhan kemerout Kaïn evit eul loen gouez ; Lamek hel lazaz gand eunn tenn bir, hag o veza anavezet he wall-daol, e tarc’haouaz gand he floc’h hag hel lazaz ivez. Lod a zonj d’ezho penaoz Lamek a lazaz eunn den iaouank dre oaz, hag a ieaz raktal da gana d’he ziou c’hreg ann taol kaer-ze, evit diskouez d’ezho pegeit ez ea he garantez enn ho c’henver. Hervez ar greden-ze Lamek a ve tad ar Barzed ; o veza savet eur zon d’he ziou c’hreg war varo he geverer.

Doue goude beza amprouet dre gemend a walleuriou vnuelded Adam hag Heva, hag ho doujanz dlie volontez santel, a aotreaz d’ezho eleac’h Abel eur mab all hanvet Seth, galvet da veza penn-kef al lignez santel-ze a behini e tlie diskenn ar Batriarched, ar Bropheted, hag enn divez Salver ar bed. Evel-se, eme ar skritur, Enos he vab hena en em lekeaz ar c’henta da zastum ann dud n’ho devoa ket c’hoaz kollet doujanz Doue, evit meuli ha pedi Doue war eunn dro, dre lidou kaer ha great dirag ann holl.




PENNAD V


LIGNEZ ADAM
Beleg Noe, dre he vab Seth. Oajou ann dud, e derou ar bed.


1. Chetu ama lignez Adam, a vab hena da vab hena beteg Noe[4]. Enn devez ma krouaz Doue ann den, Doue her greaz diouc'h he henveledigez.

2. Ho c’hroui a reaz goaz ha maouez ; ho benniga a reaz, ha rei a reaz d’ezho ann hano a Adam, enn devez ma oant krouet.

3. Hogen Adam d’ann oad a gant tregont vloaz a engehentaz diouc’h he skeuden ha diouc’h he henveledigez hag a roaz d’he vab ann hano a Seth.

4. Goude beza engehentet Seth, Adam a vevaz eiz kant vloaz, ha beza en devoe bugale all, mipien ha merc’hed.

5. Hag holl vuez Adam a oe nao c’hant tregont vloaz, hag e varvaz.

6. Seth ivez, d’ann oad a bemp ploaz ha kant, a engenhentaz Enos.

7. Goude beza engehentet Enos, Seth a vevaz eiz kant seiz vloaz.[5]

8. Hag holl vuez Seth a oe nao c’hant daouzek vloaz. hag e varvaz.

9. Enos, d’ann oad a zek vloaz ha pevar-ugent, a engehentaz Kaïnan.

10. Goude genivelez Kaïnan, Enos a vevaz eiz kant pemzek vloaz.

11. Hag holl vuez Enos a oe nao c’hant pemp ploaz, hag e varvaz.

12. Kaïnan ivez, d’ann oad a zek vloaz ha tri-ugent, a engehentaz Malaleel.

13. Ha goude beza engehentet Malaleel, Kaïnan a vevaz eiz kant daou-ugent vloaz.

14. Hag holl vuez Kaïnan a oe nao c’hant dek vloaz, hag e varvaz.

15. Malaleel, d’ann oad a bemp ploaz ha tri-ugent, a engehentaz Jared.

16. Goude beza engehenlet Jared, Malaleel a vevaz eiz kant tregont vloaz.

17. Hag holl vuez Malaleel a oe eiz kant pemzek vloaz ha pevar-ugent, hag e varvaz.

18. Jared, d’ann oad a gant daou vloaz ha tri-ugent a engehentaz Henok.

19. Goude beza engehentet Henok, Jared a vevaz eiz kant vloaz.

20. Hag holl vuez Jared a oe nao c’hant daou vloaz ha tri-ugent, hag e varvaz.

21. Hogen Henok, d’ann oad a bemp ploaz ha tri-ugent, a engehentaz Mathuzalem.

22. Henok a gerzaz gant Doue, ha goude beza engehentet Mathuzalem, e vevaz tri c'hant vloaz.

23. Hag holl vuez Henok a oe tri c’hant pemp ploaz ha tri-ugent.

24. Kerzout a reaz gant Doue, ha ne oe mui gwelet, dre ma en devoe Doue kaset anezhan gant-han.

25. Mathuzalem d’ann oad a gant seiz vloaz ha pevar-ugent, a engehentaz Lamek.

26. Ha goude beza engehentet Lamek, Mathuzalem a vevaz seiz kant daou vloaz ha pevar-ugent.

27. Hag holl vuez Mathuzalem a oe nao c’hant nao vloaz ha tri-ugent, hag e varvaz.

28. Lamek, d’ann oad a gant daou vloaz ha pevar-ugent, a engehentaz eur mab.

29. Hag hen hanvaz Noe, enn eur lavarout ; he-man a rai d’e-omp frealzidigez e kreiz oberiou ha labourou hon daouarn war ann douar pehini a zo bet milliget gant ann Aotrou.

30. Ha Lamek, goude beza engehentet Noe, a vevaz pemp kant pemzek vloaz ha pevar-ugent.

31. Hag holl vuez Lamek a oe seiz kant seitek vloaz ha tri-ugent, hag e varvaz. Hogen Noe, d’ann oad a pemp kant vloaz a engehentaz Sem, Kam ha Japheth.


————

SKLERIDIGEZ.


Tud difeiz hag ato prest da zizlavarout ar skritur sakr, ne fell ket d’ezho kredi e veve ann dud keid amzer e derou ar bed. Klask a reont eta meur a droidell evit berraat buesiou kalz re hir, war ho meno. Lod a lavar : Moïzez enn he histor a gount evel ma rea ann Ejipsianed, da lavarout eo, gant bloavesiou ha n’ho devoa nemet eur miz. — Da genta, prouvet mad eo penaoz bloavesiou ann Ejipsianed a oa evel hor re-ni, bloavesiou a 365 devez ha 6 heur. D’ann eil, ma ve gwir ar gonnt-ze, Henok, tad da Vathuzalem da bemp bloaz ha tri-ugent hervez ar skritur, en divije bet he vab da bemp ploaz ha pemp miz.

Lod all a lavar e kountaz Moïzez evel ann Arabed, pere ho devoa bloavesiou a c’houec’h mis. Al lavariou didalvez-ze holl a zo bet dismantret gant ann dud gwisiek ho deuz studiet ha displeget a-feiz-vad historiou ar skritur sakr.

E gwirionez eta ann dud a veve kalz pelloc’h e derou ar bed, eget na reont abaoue ann diluch. Bolontez Doue a oa kement-ze, ha pep tra ebarz er bed a oa neuze iac’husoc’h, ann douar krevoc’h da daol frouez, hag ann dud furoc’h enn dibri hag enn eva ; pe da vihana gwisiekoc’h war natur ha vertusiou louzeier ann douar.

Doue o tenna davet-han ann den santel Henok, hep na c’houzanvaz ar maro, a vennaz marteze diskouez d’ann dud e pe fesounn e vijent eat euz ar bed-ma d’ar bed all, ma n’ho divije ket offanset Doue dre bec’hed ar wenn. Eunn den all hep ken, ar brophed Eliaz, a zo eat ivez evel-se gant Doue, hep mervel ; savet e oe enn ear enn eur c’har a dan. Pe hi zo e joausted ar zent, pe enn eul leac’h bennag all a eurusted, evel er baradoz terrien, ec’hiz ma venn Sant-Aogustin, den n’her goar. Mes ar skritur a zesk d’e-omp penaoz e teuint da fin ar bed war ann douar, da enebi ouc’h ann Antekrist, ha da lakaat enn dud da ober pinijen. Henok a blijaz da Zoue, eme levr ann Ekleziastik, hag a zo bet douget d’ar baradoz evit dont eunn devez da lakaat ann dud da ober pinijen. Evel-se e leveromp e kanaouen ar varn :

Mes enep ann adversour
E teui daou brophed braz,

A-berz Doue d’ho zikour
Henok hag Eliaz.

Mad eo ardamezi ama penaoz Lamek tad Noe, ganet er bloaz euz ar bed 869, a vevaz eur bloaz ha tri ugent gant Adam he-unan, maro er bloaz 930. Lamek a vevaz tre beteg ann diluch, hag evel-se eo bet c’houec’h kant vloaz gant Noe ha taost da gant vloaz gant he dri vab, Sem, Kam, ha Japheth. Noe he-unan en devoa gwelet, epad seiz vloaz ha pevar-ugent, Enos, mab bihan da Adam. Ne ket bet eta diez da Noe ha d’he vipien gouzout eeun-hag-eunn doareou ar bed, adaleg he grouidigez beteg ann diluch. Ha goude ann diluch, n’ho deuz ket manket d’ho lavarout alies d’ho bugale ha d’ho bugale vihan ; evel-se a rumm da rumm, a c’henou da c’henou eo deuet ann historiou-ze bete Moïzez, pehini en deuz ho skrivet, dre atiz ar Spered Santel, evel ma ho lennomp ama.




PENNAD VI.


FALLAGRIEZ ANN DUD.
Keuz ann Aotrou Doue. Goberi arc’h Noe.
Euz ar Bed 1536. — Araok J.-K. 2468.


1. Ann dud o veza deuet da greski war ann douar, ha da gaout merc’hed,

2. Bugale Doue, touellet gant merc’hed tud ar bed, a gemeraz da briejou ar re anezho a blije gwella d’ezho.

3. Ha Doue a lavaraz : Va spered na joumo mui gand ann den da vikenn, dre ne d-eo nemet kik : he vuez ne vezo mui nemet a c’houec’h-ugent vloaz.

4. Hogen bez ’ez oa enn amzeriou-ze rampsed war ann douar : rak bugale Doue o veza tosteet ouc’h merc’hed tud ar bed, hag ar re-ma o veza deut da c’henel, ho bugale a oe ann dud kré ha brudet-ze euz ann amzer goz.

5. Hogen Doue, o welout e kreske bemdez fallagriez ann dud war ann douar, hag e oe holl sonjou ho c’haloun douget e peb amzer d’ann drouk ;

6. En devoe keuz da veza bet krouet ann den war ann douar. Ha glac’haret holl e gweled he galoun,

7. E lavaraz : distruja a rinn diwar ann douar ann den am euz krouet ; distruja a rin pep tra, a-daleg ann den beteg ann anevaled, a-daleg al loened-stlej betek laboused ann env ; rak keuz am euz da veza ho great.

8. Mes Noe a gavaz trugarez dirak Doue.

9. Chetu ama ar vugale en devoe Noe : Noe a oe eunn den leal ha parfet e-touez ann holl dud euz he amzer : kerzout a reaz gant Doue.

10. Hag engehenti a reaz tri mab, Sem, Kam, ha Japheth.

11. Hogen brein a oa ar bed holl dirak Doue, ha leun a zrougiez.

12. Doue eta, o welout e oa brein ann douar, (rak pep den war ann douar a rea diouc’h gwall-ioul he gik,)

13. A lavaraz da Noe : deut eo dira-z-oun termen diveza buez ar c’hik : goloet eo ann douar a fallagriez dre brezanz ann dud, ho distruja a rinn douar hag-all.

14. Gra d’id eunn arc’h gant koat heskennet a-blad ; ober a ri kamprouigou enn-hi, oc’h he zera gant pek-bitum a ziabarz hag a ziaveaz.

15. He ober a ri enn daill-ma : beza e devezo tri c’hant illinad a hed, hanter kant a ledander, ha tregont a huelded.

16. Eur prenestr a ri war-n-ezhi, hag eunn illinad dinaou a ri d’al lein anezhi ; ann nor a ri enn he c’hostez, hag e-barz, tri c’hombot ; ar gweled, ar c’hamprou, hag ann trede kombot.

17. Mont a rann da zigas ann dour-diluch war ann douar, evit lakaat da vervel kement korf en deuz buez hag a denn alan dindan ann env : kement tra zo war ann douar a vezo dismantret.

18. Mes ober a rinn va c’hevredigez gan-ez ; ha mont a ri e-bars ann arc’h, te, da dri vab, da c’hreg, ha gragez da vipien gan-ez.

19. Hag euz ann holl anevaled a bep seurt, te lakai enn arc’h, evit ma choumint beo gan-ez, daou, eur par hag eur barez.

20. Euz al laboused hervez ho rumm, euz al loened diouc’h ho rumm, euz a gement en em stlej war ann douar hervez ho rumm ; daou a bep seurt az ai gan-ez enn arc’h, evit ma choumint e buez.

21. Kemerout a ri eta euz ann holl draou a heller da zibri ; ho c’has a ri gan-ez enn arc’h, hag e servichint da vagadurez d’id kerkoulz ha d’ezho.

22. Noe a reaz eta kement en devoa Doue gourc’hemennet d'ezhan.


————
SKLERIDIGEZ.


Er-c’hiz ma her gwelomp er pennad-ma, bet zo bet a viskoaz war ann douar evel daou rumm dud, servicherien Doue ha servicherien ar bed.

Lignez Seth a zo galvet, er skritur, bugale Doue ; dre ma’z-int bet epad pell amzer tud vad, tud gwirion ha santel ; ha dre ma tlie ar Batriarched hag ar Mesi he-unan diskenn anezho. Lignez Kaïn a zo galvet bediz, pe tud ar bed, abalamour, evel ho zad, ar vugale a stage ho c’haloun ouc’h traou ar bed ; a golle ar gwel hag ar zonch a Zoue, evit heulia ho flijadureziou ha drouk-ioul ar c’hik.

Henvel eo en divije Doue difennet ouc’h bugale Seth dimizi da vugale Kaïn. Mes gand ann amzer bugale Seth a zeuaz a-vraz da goll ivez doujanz Doue ; ha na helljont mui herzel ouc'h c’halmou merc’hed tud ar bed. Kemerout a rejont da briejou ar re anezho a blije gwella d’ezho dre ho gened, dre ho dillad, dre ho lorc’h ha dre ho ligentez. Ne glaskent mui enn eur c’hoaz ken diez da ober, na parfeted ar spered, na temps-vad ar galoun, da doujanz Doue, ar feurteun-ze a vertusiou ; na gemerent kuzul nemet digant ho daoulagad, ne zelaouent nemet ioul ar c’hik, hag euz a zimiziou ker fall ne zavaz nemet bugale iskiz. Ar rampsed-ze ne oant ket hep ken tud divalo dre ho ment heuzuz ha dreist-muzul, mes ivez dre ho ourgouil, ho gadeleziou hag ho c’hruelded. Mar fell d’e-hoc’h kaout eur gerentiez iac’huz, koant ha spereduz, bezit dilik enn ho timiziou ; pedit Doue kent ober ho choaz ; likit ann ene a-raog ar c’horf, ann honestiz a-raog ann arc’hand, ha doujanz Doue a-raok pep tra.

Doue en devoe keuz da veza bet krouet ann den. — Penaoz gellout unvani kement-se gand ar pez a zesk d’e-omp ar feiz divar benn parfedigesiou Doue. Kement tra a ra Doue a zo mad ; e Doue n’euz chenchamant ebed. Kement-ze a zo ar wirionez memes ; hag ar skritur, o lavarout e teuaz keuz da Zoue, ne ra nemet kemer hon doare-ni da brezeg, evit rei d’e-omp gwelloc’h da anaout ar c’hrevusted euz ar pec’hed, hag ar vadelez vraz a Zoue e kenver ann dud, pa ’z eo gwir e koust kement d’ezhan ho c’hastiza.

Eunn den hag en deuz keuz da veza gret eunn dra, a chench menoz, ha na ra mui ann hevelep tra. Ne d-eo ket evel-se euz a Zoue ; he venoz hag he varn na chenchont morse. Ann den eo a chench rag-enep d-ezho. Bezit mad, bolontez Doue da baea pep dellit a bar war-n’hoc’h. Bezit fall, bolontez Doue da gastiza pep drouk a zo a-us d’e-hoc’h. Doue ne chench ket, c’houi eo a chench oc’h en em lakaat gweach dirak he vadelez, gweach dirak he justis.

Da nep a vezo souezet en divije gallet Noe dastum enn he arc’h kement a loened, gant boed a-walc’h d’ezho evid eur bloaz, e leverinn penaoz tud gwisiek ho deuz kountet mad hervez reiz ar jett, ha kavet e oa frankiz a-walc’h evit ho holl enn eunn arc’h great ha lodennet ec’hiz ma komz ar skritur euz a hini Noe. Diskouezet ho deuz ivez hanat penaoz n’euz ket e-touez ann anevaled ken alies a wenn dishenvel ha ma zonjer. Al loened stléj a heller da zigas da dregont seurt ; ann anevaled da zek ha c’houec’h ugent ; hag al laboused da gant hanter-kant seurt. Ar pesked hag ann traou all pere a hell beva enn dour ne oant ket ebarz ann arc’h.

Noe a reas kement tra en devoa Doue gourc’hemennet d’ezhan. Feiz, santelez ha sentidigez Noe a zo meulet e meur a leac’h dre ar skritur sakr. Noe, eme levr ann Ekleziastik, a oe kavet parfet ha gwirion. Dre’n abek d’ezhan eur gevredigez nevez a zo bet great e-tre Doue hag ann dud, enn amzer memez ma edo buanegez Doue ellumet ar gwasa enn ho enep. Abalamour d’ezhan eo e lezaz Doue goel evit eur bed nevez, pa zigasaz ann diluch war ann douar. Dre ar feiz, eme Sant-Paol, (Hebr. 11.7.) Noe goude beza bet eur gentel euz ann env, a zoujaz ar reusiou na welet ket c’hoaz, hag a c’hoberiaz ann arc’h evid en em zavetei gand tud he di, o kondaoni er c’hiz-ze dalentez ar bed ; hag e oe great heritour d’ar wirionez, evit he c’henderc’hel war ann douar. Bet eo bet eta prezegour ar wirionez, hervez Sant-Per, nann hep ken dre he gomzou, o tiskleria bemdez d’ann dud gourdrouzou Doue ; mes c’hoaz dre he oberou, ho labourad e-pad kant vloaz da ober ann Arc’h-ze, euz a behini ar gwel hep ken a dlie dihun ar bec’herien euz ho morgousk truezuz. Mes ar bec’herien aheurtet a zo bet a holl viskoaz henvel ann eil rumm ouc’h egile, goap a rejont ouc’h ann den santel Noe, gant he spount ha gant he arc’h ; evel ma rejont ouc’h Jezuz-Krist, gant he groaz ; ha ma reont c’hoaz hirio ouc’h iliz Doue gant he sakramanchou, hag ouz ar varn ziveza gant he gourdrouzou. D’ann deisiou a-raok ann diluch eme hor Zalver, ann dud a zebre, a eve, a gemere priejou, a zemeze ho merc’hed, beteg ann devez ma’z eaz Noe enn arc’h ! na zonjent ket ann disterra tamm enn diluch, ken na erruaz enn eunn taol d’ho lounka ; kement-ze a choarvezo c’hoaz abenn donedigez Mab ann den. (St. Vaze 24. 38.)

Diou barfedigez a Zoue hon euz da veuli pa zomjomp enn diluch ; he vadelez da c’hourdrouz ha da c’hedal ar bec’herien ; he lealded d’ho c’hastiza pa int choumet aheurtet.




PENNAD VII.


ANN DILUCH.
Euz ar bed 1656.— Araok J-K : 2343.


1. Ha Doue a lavaraz da Noe : Kea enn arc’h, te hag holl dud da di, rak ta gavet am euz eeun dira-z-oun, e touez ar rumm dud a zo brema war ann douar.

2. Euz ann holl anevaled neat, kemer seiz ha seiz, par ha parez ; hag euz ann anevaled louz, daou ha daou, par ha parez.

3. Kemer ivez diouc’h laboused ann env, seiz ha seiz, par ha parez ; evit ma vezo kendalc’het ar wenn anezho war c’horre ann douar.

4. Rak seiz devez c’hoaz, hag e likiinn ar glao da goueza war ann douar, e-pad daou-ugent devez ha daou-ugent nozvez ; hag e trismantrinn divar c’horre ann douar kement tra veo am euz krouet.

5. Noe a reaz eta kement en devoa Doue gourc’hemennet d’ezhan.

6. C’houec’h-kant vloaz en devoa Noe pa zeuaz ann dour diluch da veuzi ann douar.

7. Ha Noe a ieaz e-barz ann arc’h ha gant-han he c’hreg, he vugale, ha gragez he vipien, dre’n abek d’ann dour diluch.

8. Hag ann anevaled neat ha louz, al laboused, ha kement tra a finv war ann douar,

9. Daou-ha-daou ez ejont da gavout Noe e-barz ann arc’h ; par ha parez, hervez ma en devoa gourc’hemennet ann Aotrou-Doue da Noe.

10. Ha pa oe tremenet ar seiz devez, ann dour diluch a zizac’haz war ann douar.

11. Er bloaz c’houec’h kant euz a vuez Noe ; d’ann eil miz euz ar bloaz, ha d’ar seilekved devez euz ar miz, (da lavarout eo, er bloaz, 1656 goude krouidigez ar bed, ha 2348 a-raok Jezuz Krist, d’ann eizved devez a viz ker-zu), mammennou ar mor braz a darzaz holl, ha sklusiou ann env a zigeraz.

12. Hag ar glao a daolaz war ann douar e pad daou-ugent devez ha daou-ugent nozvez.

13. Kerkent ha ma c’houlaouaz ann deiz-ie, Noe en em dennaz enn arc’h gand he dri vab, Sem, Kam ha Japheth ; gand he c’hreg ha teir greg he vipien.

14. Ha gant-ho ann holl anevaled hervez ho rumm, ann holl loened don enn ho rumm, ha kement tra a finv war ann douar enn he rumm ; kement a nich hervez ho rumm, ann holl laboused ha kement en em zav enn ear.

15. Mont a rejont enn arc’h da gavout Noe daou-ha-daou euz a gement tra a ioa kik hag a oa buez enn-han.

16. Al loened a ieaz eta e-barz ann arc’h, a oa par ha parez, euz a gement seurt a zo, hervez ma en devoa Doue gourc’hemennet da Noe, hag ann Aotrou-Doue he-unan a zarraz ann nor war-n-ezhan euz a ziaveaz,

17. Hag ann diluch a gouezaz epad daou-ugent devez war ann douar ; hag ann douriou a greskaz, hag a zavaz ann arc’h war laëz diwar ann douar.

18. Rak dic’hlaigna a rejont spountuz, ha golei a rejont pep tra war ann douar ; hogen ann arc’h a oe douget war ann douriou.

19. Ann dour a zavaz huel meurbed war ann douar ; hag ann huella menesiou a zo dindan bolz ano env, a oe holl goloet.

20. Ann dour a zavaz pemzek illinad huelloc’h eget ar menesiou en devoa goloet.

21. Ha distrujet a oe kement tra en devoa kik, hag a finve war ann douar, laboused, anevaled, loened gouez, ann holl loened stlej en em ruz war ann douar ; ann holl dud.

22. Ha kement tra en deuz buez war ann douar a varvaz.

23. Ha Doue a zismantraz ann holl draou krouet war ann douar, a-dalek ann den beteg al loen ; al loen stlej koulz ha laboused ann env, holl e oent dismantret divar ann douar ; hogen Noe hep ken a choumaz hag ar re a oa gant-han enn arc’h.

24. Hag ann douriou a c’holoaz ann douar epad kant hanter-kant devez. (Pemp miz.)


————


SKLERIDIGEZ.


Ann tadou santel ho deuz ato kemeret arc’h Noe evit eur skeuden hanad euz ann iliz katholik, er meaz a behini na hell den beza salvet. Ann arc’h a zo great gant koat, ha dre ar c’hoat-ze eo en em zaveteet diouc’h ann dour diluch ; ann iliz a zo savet war groaz Jezuz-Krist, ha dre ar wezen-ze a vuez eo e teu d’en em zavetei. Mont a reat enn arc’h dre ann nor great enn he c’hostez ; mont a rear enn iliz katholik dre gostez Jezuz-Krist digoret gant eunn taol goaf, hag euz a behini e tiredaz dour ha goad, simbol ar zakramanchou. Simbol ar vadisiant ispicial, euz a behini ann dour santeleet dre zellidou hor Zalver hor gwelc’h, hag hor gra bugale d’ann iliz.

Ann anevaled a bep seurt dastumet enn arc’h euz a dost hag euz a bell, a verk ann dud galvet a bep seurt broiou, tud dishenvel entre-z-ho dre ho frezeg, dre ho buezegez, dre ho liou zo ken, unanet enn eul lod enn iliz katholik, dre ar memez feiz, evit en em zavetei dre ar memez sakramanchou.

Bez’ez oa enn arc’h anevaled neat, hag anevaled louz ; ann dud a oa enn-hi ne oant ket memes holl re zantel, evel ma her gwelimp dre ar pez a reaz Kam ; enn iliz ivez ez euz tud just ha pec’herien ; red eo beza enn iliz evit beza salvet, hogen ann dud a zo enn iliz na vezint ket holl salvet. Trugarekeomp Doue da veza hon digemeret enn arc’h-ze a zilvidigez, ha gant aoun na gouesemp c’hoaz enn dour dre ar rull hag ann dirull, en em stardomp a vriad-kaer ouc’h kroaz Jezuz-Krist, o karout ar binijen, hag o virout he c’hourc’hemennou. O bediz, bediz ! eur mor hoc’h euz da dreuzi, hag e tisprizit ar c’hoat : mare transeundum est, et lignam contemnis ! Oh ia ! Eur mor hon euz da dreuzi, ha gwasoc’h eget eur mor, eunn diluch a wall-skouer, hag a wall-ioulou, eunn dour karget a gerrek, ha kerrek goloet a zrouk-sperejou. Koulzgoude mar penseomp war ar mor perilluz-ze euz ar bed, e kouezimp enn eunn diluch skrijusoc’h c’hoaz ; diluch a dan hag a zaelou e gweled ann ifern !




PENNAD VIII.


Noe a zeu er meaz euz ann arc’h.


1. Hogen dont a reaz sonj da Zoue euz Noe, hag euz ann holl loened gouez, hag euz ann holl anevaled don a oa gand-han enn arc’h ; digaz a reaz ann avel war ann douar, hag ann douriou a izelaaz.

2. Mammennou ar mor doun, ha sklusiou ann env a oe stanket, hag ar glaoiou a oe great d’ezho tevel.

3. Hag ann douriou o vont hag o tont, en em dennaz divar ann douar, hag a ziskouezaz bihanaat goude hanter-kant devez.

4. Ha d’ar seizved miz, d’ar seiz devez war-n-ugent euz ar miz, (ar seitekved a viz mae) ann arc’h a stokaz hag a choumaz war menesiou ann Armenia.

5. Koulzkoude ann douriou a ie ato war vihanaat beteg ann dekved miz : d’ann dekved miz, d’ann deiz kenta euz ar miz, (ann naontekved a viz gouere) e oe gwelet lein ar menesiou.

6. Ha pa oe tremenet c’hoaz daou ugent devez, Noe a zigoraz ar prenestr en devoa great war ann arc’h, hag a laoskaz eur vran,

7. Pehini a ie er meaz, ha na zistroe ket, ken na oe dizec’het ann douriou divar c’horre ann douar.

8. Leuskel a reaz ivez eur goulm war lerc’h ar vran, evit gwelout ha ne oa mui a zour war c’horre ann douar.

9. Hogen ar goulm o veza ne gave leac’h ebed da lakaat he zreid, a ziztroaz davet Noe war ann arc’h ; rak ann douar a oa c’hoaz goloet a zour, ha Noe a astennaz he zorn, a bakaz ar goulm hag he zennaz e-barz ann arc’h.

10. O veza gortozet seiz devez c’hoaz, Noe a laoskaz ar goulm er meaz euz ann arc’h, evit ann eil gweach.

11. Hogen war ann abardaez ar goulm a zistroaz d’he gavout, o tougen enn he bek eur brankik olivez, hag he zeliou glaz-dour. Noe a vennaz eta e oa eat ann douriou kuit diwar c’horre ann douar.

12. Koulzkoude gortoz a reaz c’hoaz seiz devez all, hag e laoskaz ar goulm adarre, pehini na zistroaz mui davet-han.

13. Er c’hiz-ze d’ar bloaz c’houec’h kant unan euz a vuez Noe, d’ar miz kenta ha d’ann devez kenta euz ar miz (miz gwengolo,) ne oe mui a zour war ann douar ; ha Noe, o tigeri lein ann arc’h, a zellaz hag a welaz e oa seac’h gorre ann douar.

14. D’ann eil miz, d’ar seiz devez war-n-ugent euz ar miz, (trizekved a viz du) ann douar a oe ker seac’h ha biskoaz.

15. Hogen Doue a gomzaz ouc’h Noe, enn eur lavarout :

16. Deuz er meaz euz ann arc’h, te ha da c’hreg, da vipien ha gragez da vipien.

17. Ann holl anevaled a zo gan-ez, euz a bep seurt, ken laboused ken loened, hag ann holl draou pere en em stlej hag a ruz war ann douar, gra d’ezho dont er meaz gan-ez, ha deuit war ann douar, kreskit hag eleizit war-n-ezhan.

18. Noe eta a zeuaz er meaz euz ann arc’h, gant he dri vap, he bried, ha priejou he vipien, (d’ann drizek a viz du) eur bloaz ha dek devez goude ma oe eat enn-hi.

19. Hag ann holl anevaled, ken gouez ken don, hag ar loened en em stlej war ann douar hervez ho seurt, a zeuaz er meaz euz ann arc’h.

20. Hogen Noe a zavaz eunn aoter d’ann Aotrou Doue : hag o kemer lod euz ann holl anevaled hag euz al laboused neat, e reaz gant-ho eur zakrifis da Zoue war ann aoter.

21. Hag ar zakrifis-ze a oe da Zoue evel eur c’houes euz ar re wella, ha Doue a lavaraz : ne roinn mui va malloz d’ann douar dre ’n abek d’ann dud ; rak spered ann den ha sonjezonou he galoun a zo douget d’ann drouk a-dalek he iaouankiz ; evel-ze na skoinn mui hiviziken ann holl draou veo evel ma’m euz great.

22. E-keid ha ma pado ann douar, ann haderez hag ann eost, ar ienien hag ar c’hroez, ann hanv hag ar goanv, ann noz hag ann deiz a zeui ann eii war lerc’h egile hep ehan ebed.


————


SKLERIDIGEZ.


Ar vran pehini a ie divar ann arc’h d’ar gaignou, ha diouc’h ar gaignou d’ann arc’h, hep morse mont tre enn hi, a zo skeuden pe imach ar pec’her paour, touellet gant traou ar bed. He ene sebeliet e-barz ar c’hik en em vag laouen ha jastren euz a blijadurezou ann douar, hag euz ar madou terrien pere ne d-int nemet poultr ha breinadurez ; hep sonjal, siouaz d’ezhan ! Nag e Doue pehini en deuz hel lekeat war ann douar, nag er madou spiritual pere a dle beza he wir vagadurez. Ar seurt tud-ze a vez gwelet a-wechou war c’horre ann arc’h ; da lavarout eo, dont a reont a gorf d’ann ilis, d’ar goueliou braz, pe da eur mision bennak ; ho enor ha gounidou ho stad a c’houlenn alies kement-ze digant-ho ; hogen n’ez eont morse e-barz ann arc’h ; ne gemeront na spered Doue, nag he garantez ; distrei a reont a-darre d’ar vreinadurez euz ar pec’hed, evel ar vran d’he gaignou fleriuz.

Ar goulm a-vad, a zo skeuden ann eneou glan ha santel, pere dalc’het dre ho stad da vont e-touez ann dud, ha d’en em emelout ouc’h traou ar bed, ne gavont nep tu e peleac’h paoueza. Traou ar bed hag he blijadurezou difennet a zo fank ha bouillen evit-ho, ha na oufent bikenn choum da ziskuiza war-n-ezho. Hast ho deuz ato da zistrei d’ann arc’h, d’en em gavout gand Doue ha gant ho c’houstianz, ha d’en em lakaat a-darre etre daouarn ar gwir Noe, pehini eo Jezuz-Krist ho Zalver hag ho c’honfort muia karet.

Taolomp evez c’hoaz war relijion hag anaoudegez-vad ann den santel Noe. Achapet euz a eur reuz ken efreizuz, he genta preder eo trugarekaat, dre ar beden ha dre eur zakrifis, ann Doue mad pehini en deuz he zaveteet. Kemeromp skouer war-n-ezhan. Pa’z omp bet saveteet diouz eunn drouk bennak, pe a gorf pe a spered, na vankomp nepred da drugarekaat Doue, dre bedennou mad, pe dre ann oferen zantel.




PENNAD IX.


Bennoz Doue war Noe. Goarek-ar-glao.
Kam, mab dijouj.


1. Neuze Doue a vennigaz Noe hag he vugale, hag a lavaraz d’ezho : kreskit, hag eleizit, ha kargit ann douar.

2. Ra zoujo d’e-hoc’h ra greno dira-z-hoc’h holl anevaled ann douar, holl laboused ann env, gant kement tra a finv war ann douar ; lekeat am euz dindan ho torn holl besked ar mor.

3. Kement tra a finv hag a vev a zervicho d’e-hoc’h da vagadurez ; roet am euz anezho d’e-hoc’h evel ann holl louzeier glaz,

4. Nemet ne zeprot ket a gik ha na ve ket bet diwadet.

5. Rak ho koad e pehini ema ar vuez, he c’houlenn a rinn digant ann anevaled ho devezo he skuillet ; ha buez ann den, he goulenn a rinn digant ann den en devezo lazet, digant ann den daoust piou e vezo, ha digant he vreur.

6. Piou bennak en devezo skuillet goad ann den, he c’hoad he-unan a vezo skuillet, rak ann den a zo bet great diouc’h henveledigez Doue.

7. Evid-hoc’h-hu, kreskit, eleizit, en em skignit war ann douar, ha kargit-hen a dud.

8. Doue a lavaraz ivez ann dra-ma da Noe, ha d’he vugale kerkoulz ha d’ezhan :

9. Mont a rann da ober eur gevredigez gan-e-hoc’h, ha gant ho lignez enn ho koude.

10. Hag ivez gant ann holl anevaled beo a zo gant-e-hoc’h, ken laboused ken loened, hag holl chatal ann douar pere a zo deuet er meaz euz ann arc’h, hag holl anevaled ann douar.

11. Ober a rinn va c’hevredigez gan-e-hoc’h, hag hivizikenn ann traou ho deuz kik ha buez, ne vezint mui beuzet holl dre ann dour diluch, ha ne vezo mui a ziluch da zismantra ann douar.

12. Ha Doue a lavaraz : chetu ama ann arouez euz ar gevredigez a rann gan-e-hoc’h, ha gant kement tra en deuz buez ama enn dro d’e-hoc’h, a rumm da rumm, da virvikenn.

13. Lakaat a rinn va gwarek ebarz ar c’hoummoul, ha beza e vezo ann arouez euz ar gevredigez a zo great e-tre ann douar ha me.

14. Ha pa em bezo goloet ann env a goummoul, va gwarek a baro war ar c’hoabr.

15. Hag e teui koun d’in euz va c’hevredigez gan-e-hoc’h ha gant kement tra en deuz buez, hag a enaou eur c’horf, ha ne vezo mui a zour diluch da zismantra kement en deuz korf ha buez.

16. Gwarek-ar-glao a vezo eta e-barz ar c’hoummoul, he gwelout a rinn, hag e teui koun d’in euz ar gevredigez peur-baduz a zo bet great e-tre Doue hag ; ann holl draou ho deuz korf ha buez war ann douar.

17. Ha Doue a lavaraz da Noe : houn-nez a vezo arouez ar gevredigez am euz great e-tre-z-oun ha kement tra en deuz korf ha buez war ann douar.

18. Mipien Noe, pere a zeuaz er meaz euz ann arc’h a oa eta Sem, Kam ha Japheth. Hogen Kam eo tad Kanaan.

19. Ar re-ze eo tri mab Noe, hag anezho eo diskennet kement poblad tud a zo war ann douar.

20. Noe, labourer-douar, en em lekeaz a-darre d’he c’hounid, hag a blantaz ar winien

21. Hag o veza evet gwin, ez eaz mezo, hag en em gavaz enn he delt, he gorf dizolo.

22. Kam, tad Kanaan, o welout kement-se, da ouzout eo, o welout he dad dizolo enn eunn doare mezuz, a ieaz er meaz, enn eur c’hoarzin, d’hel lavarout d’he vreudeur.

23. Mes Sem ha Japheth a gemeraz eur vantel war ho diskoaz, hag enn eur vont war ho c’hiz, e taoljont ar vantel war ho zad ; trei a rejont ho fenn, ha ne weljont ket noazded ho zad.

24. Noe dihunet euz he vesvedigez, o klevout petra en devoa great ann eil euz he baotred,

25. A tavaraz : milliget ra vezo Kanaan ; ra e vezo sklaf dindan sklavourien he vreudeur.

26. Lavarout a reaz c’hoaz : benniget ra vezo ann Aotrou, Doue Sem, ra vezo Kanaan sklaf dindan he-ma.

27. Doue ra gresko Japheth ! ra zeui Japheth da choum e teltou Sem, ha ra vezo Kanaan sklaf dindan-han.

28. Hogen Noe a vevaz c’hoaz tri c’hant hanter-kant vloaz goude ann diluch.

29. Hag holl amzer he vuez a ieaz da nao c’hant hanter-kant vloaz, hag e varvaz.


————

SKLERIDIGEZ.


Noe hag he vugale o veza bet miret e-barz ann arc’h evel eunn had prisiuz evid eur bed nevez, Doue a ro d’ezho he vennoz, evel ma roaz da Adam e derou ar bed ; rak hep bennoz Doue netra na hell ober brud.

Araok ar pec’hed kenta, ann holl loened a gare ann den, hag a zente out-han, enn eur c’hoari. Ann den o veza en em ravoltet ouc’h Doue, ann anevaled en em ravoltaz ivez out-han. Pellaat a rejont diouc’h he lojeiz, evel evid ober faë war-n-ezhan. Ann diluch ho digasaz dôn ha sioul a-walc’h, ha Doue a zaskoraz d’ann den lod euz he veli kenta war-n-ez-ho. Abaoue ann diluch, ann anevaled ar re grisa, ma na zentont ket c’hoaz re gaer ouc’h ann den, a gren da vihana raz-han.

Kredi a rear peurvuia penaoz a-raok aun diluch, ann dud, da vihana ar re a veve e doujanz Doue, na zebrent ket a gik ; ho bevanz a oe edou ha frouez ann douar. Goude ann diluch, ann douar o veza deuet fall-oc’h-fall da daol frouez, Doue a aotreaz d’ann dud en em vaga gant pep seurt loened, nemet na zebrjent ket ar c’hik goad hag all. Dre ann difenn-ze, Doue a felle d’ezhan rei heuz d’ann den diouc’h ar goad, evit ne zeuche bikenn da skuilla goad he nesa,na d’he laza e nep fesounn. Hag evit lakaat he c’hourc’hemen doun-oc’h-doun enn he galounn, e lavaraz : venji a rinn ho koad hag ho puez war ann anevaled memes ho devezo ho pistiget, ha piou bennak en devezo skuillet goad eunn den, he c’hoad he-unan a vezo skuillet.

Ar ganeveden, pe gwarek-ar-glao, a vije gwelet war ar c’hoummoul a-raok ann diluch, evel ma he gweler brema ; Doue na reaz nemet he c’hemer da dest euz ann alianz pe ar gevredigez a ree gant ann dud. Ha da c’hoarant euz al le a reas neuze na zistruche mui nag ann dud nag al loened war ann douar dre reuz hollek ebed, ken na zeuche fin ar bed.

Ann tadou santel ho deuz kavot er ganeveden, lod, eur skeuden euz a Jezuz-Krist, pehini e kreiz diluch ar pec’hejou, a zo bet evid ar bed, nann hep ken eunn arouez a beoc’h mes ar peoc’h memez, oc’h unani pep tra dre he varo, ken war ann douar ken ebarz ann envou. — Lod all ho deuz gwelet enn-hi skeuden hor mamm zantel ann iliz, savet divar ann douar evel eur menez pe eur goabren tuet ato d’ann Heol a wirionez. Er ganeveden ez euz pemp liou dishenvel, ha marteze seiz, evel enn ilis ar seiz sakramant. Euz ar goabren a zoug ar ganeveden, e tiskenn war ann douar eur glao dous ha mad d’he lakaat da daol frouez, hag euz ann ilis e tired war hon eneou grasou dous ha nerzuz evit ho santifia. — Er fin, lod ho deuz kavet enn-hi skeuden ar Werc’hez Zantel, karget a c’hrasou dre brezanz ann Heol a wirionez ; hag ato prest d'en em ziskouez d’ann eneou melkoniet, e kreiz ar gwasa barou-amzer.

Gwinien Noe, he vezvedigez, he gousk, he noazded, ha goaperez he vap Kam, a zo, eme Sant-Aogustin , arvestou hanad euz a c’hloasiou hor Zalver Jezuz-Krist. « Gwinien ann Aotrou Doue, eme ar profed Izaïaz, eo bobl Izrael, pehini, enn despet da zoursiou ar mestr-tiek, n’e deuz douget nemet rezin gouez ha c’houero. » Ar juzevien eo ho deuz mesket dre warizi ar c’halur c’houero meurbed euz a c’hloasiou hor Zalver. Ar bobl-ze, eme-z-han, dre c’henou ar profed Jeremiaz, ar bobl-ze en deuz ma goapeet, ma c’harget a zismegansou, ma mezvet gant uhellen c’houero. Inebriavit me absynthio. Maro eo enn noaz war ar groaz, hag ar Juzevien kaledet, gwir vugale Kam, ho deuz great goap anezhan o lavarout : Mar d-eo ar C’hrist, ra ziskenno divar ar groaz-ze ; mar d-eo map da Zoue, deuet Doue d’he ziboania ! Goapaerien reuzeudik ! Gwanerez Kam a zo kouezet war-n-ezho. Baleant ha sklaved int e-touez ann holl boblou. E-pad ma’z eo deuet bugale Sem ha re Japhet, da lavarout eo, ar Juzevien vad hag ar Baianed, d’en em glevout e-tre-z-ho, ha da enori dre ar memez feiz noazded hor Zalver hag he gousk tenn ha poaniuz. Bugale direspet e kenver ho tadou hag ho mammou, chetu aze eur gentel derrupl evid-hoc’h.

Ha c’houi mezvierien reuzeudik, gwelit dilerc’hiou mezuz ar vezventi. Pet gwall skouer, pet kentel fall, pet malloz na roit-hu ket d’ho pugale, pa gouezit er stad truezuz-ze ? Allaz ar mallosiou-ze a bouezo war-n-hoc’h ha war-n ezho, abred pe zivezad.


————


PENNAD X.
Ar roll euz a vugale Sem, Kam ha Japheth.


Er pennad-ma ne gomzer nemed euz a gerentiez mipien Noe. Ne weler enn-han nemet hanoiou ann tri c’hefad-tud-se, gand eur gerik bennak war ar c’harteriou da bere en em dentjont gant ann amzer.

Lignez Sem a gemeraz al loden wella euz ann Azia, ar broiou a zo etre menez Tauruz, ster Euphrata hag ann daou vor, mor ann Indez war ar c’hresteiz, hag ar Mor Sioulek war ar zao-heol.

Lignez Kam en em skignaz war-zu ann Afrika ; a voplaz ann douar santel, euz a behini e oent kaset kuit gand ar bobl a Israel pa zistroaz euz ann Ejipt ; a gargaz ann teir Arabia ; hag holl vroiou ann Afrika.

Lignez Japheth a bignaz war-zu ann hanter-noz, a voplaz ann tu-ze euz ann Azia, hag a dremenaz enn Europa, dre zouar ha dre vor. Ni gret e tiskennomp euz he vap hena, Gomer, tad ar Germaned hag ar C’hallaoued.

Beteg ann amzeriou-ze, eme zant Jerom, ann tadou a-di a rene, pep hini war he lignez ; hag ann dud na anaient kend beli nemet gwir ar vistri war ho zervicherien, ha gwir ar gerent war ho bugale. Nemrod, den fir, kré, hag alouber, a zo bet ann hini kenta o vac’homi war he amezeien. Chaseour braz ha didruez, enn eur laza loened gouez, e teskas laza tud ; hag o veza dastumet eur vanden baotred krè hag hardis evel-d-han, e lekeaz hep poan da blega d’ezhan evel sujedi, karteriadou-tud, pere n’ho devoa gouiet biskoaz petra oa ober brezel. Alouberien ha brezelidi, chetu aze ho tad.

8. Kuz, mab hena Kam, a engehentaz Nemrod, pehini en em lekeaz da ober he vestr war ann douar.

9. Bez ez oa eur gwall chaseour dirak Doue ; ac’hano eo deuet al lavar-ma : evel Nemrod, chaseour braz dirak Doue.

10. Ar vestrez-kear euz he rouantelez a oe Babilon, sevel a reaz keriou all, evel Arak, Akad ha Kalanne, e douar Sennaar.

11. Asur a zeuaz euz ar c’harteriou-ze, hag a zavaz Niniv, gand he zachennou, hag eur gear all hanvet Kalé.

Hogen ar c’hefadou-tud-ze ken eget en em skigna dre ar bed, a vennaz ober kevred, eunn dra gaer bennak, da lakaat komz anezho, ha da zigas sonj anezho d’ann dud a zeuche enn ho goude, hag e savjont eunn tour huel, evel ma her gwelimp ama war lerc’h.




PENNAD XI.


TOUR BABEL.
(Euz ar bed 1757. — A-raok J. K. 2247.)


1. Hogen ne oa neuze war ann douar nemed eur iez hag eur memez doare da brezeg.

2. Hag evel ma teue ann dud euz a gostez ar zao-heol, e kavjont eur blenen vraz e douar Sennaar hag e choumjont enn-hi.

3. Hag e leverjont ann eil d’egile : deuit, greomp brikennou, ha poazomp-ho enn tan. Hag ho devoe brikennou e-leac’h mein, ha bituma e-leac’h pri-raz.

4. Hag e leverjont : deuit ! greomp eur gear hag eunn tour, euz a behini ar bek a iello beteg ann env : ha brudomp hon hano, a-barz ma en em skignimp dre vroiou ann douar.

5. Hogen ann Aotrou Doue a ziskennaz da welout ar gear hag ann tour a zave bugale Adam.

6. Hag a lavaraz ; Chelu ne d-int nemed eur bobl, ha n’ho deuz nemet eur iez hepken : deraouet ho deuz aze eunn dra, ha na ehanint ket, ken n’ho devezo peur-c’hreat ar pez ho deuz lekeat enn ho fenn.

7. Deuit eta, diskennomp, ha kemeskomp ho frezeg enn hevelep fesoun n’en em glevint mui ann eil egile,

8. Er giz-ze e teuaz Doue d’ho skigna euz al leac’h-ze dre holl vroiou ar bed ; hag e paouezjont da zevel ho c’hear.

9. Hag evit-se eo bet hanvet ar gear-ze Babel, abalamour ma oe kemesket eno iez ann holl dud ; ha Doue ho c’hasaz ac’hano tu-ma tu-hont dre holl vroiou ann douar.

Chetu ama lignez Sem a vab hena da vab hena beteg Abraham : Sem, Arphaxad, Sale, Heber Phafeg, Reü, Sarug, Nakor, Thare : Thare en devoe tri mab, Abram, Nakor hag Aran. Aran a oe tad da Loth.

28. Hag Aran a varvaz araok Thare he dad, er vro e pehini e oa ganet, e Ur Kaldea.

29. Hogen Abram ha Nakor a zemezaz : hano greg Abram a oa Saraï ; hag hini greg Nakor a oa Melka merc’h Aran ; Aran a oa tad da Velka ha tad da Jeska hanvet er c’hiz all Saraï.

30. Hogen Saraï a oa brec’haign, ha ne devoa ket a vugale. — Neuze ann Aotrou Doue en em ziskouezaz da Abram he fried, hag a c’hourc’hemennaz d’ezhan kuitaat ar vro-ze, evit mont da Zouar Kanaan. Abram a roaz da anaout da Dhare he dad ann urz en devoa bet digant Doue, ha Thare en em hastaz da zenti.

31. Thare eta o veza kemeret Abram he vab, ha Loth he vab bihan mab Aran, ha Saraï he verc’h kaer, greg Abram he vab, a reaz d’ezho kuitaat Ur Kaldea, evit mont gant-han da zouar Kanaan : hag o veza deuet beteg Haran, e choumjont eno.

52. Ha Thare, goude beza bevet daou c’hant pemp ploaz, a varvaz e Haran.


————
SKLERIDIGEZ.


Tour Babel, pe tour Babilon, a zo brudet e pevar c’horn ar bed. Ar baianed a gomze anezhan, pa lavarent enn ho fablennou, penaoz enn amzer gweach all, ar rampsed, pe ar jiganted, a verniaz menesiou ann eil war egile, evit kemerout dre nerz rouantelez ann env. Ann histor a lavar ivez penaoz ar c’henta den a zo bet adoret evel eunn Doue-faoz, a oe Bel, roue Babilon. Ninuz, he vap pehini a zavaz pe a vrasas ar gear a Niniv, a reaz d’he dad eunn templ hag eur bez kaer meurbed, hag a c’hourc’hemennaz d’he bobl he adori, Ar roue-ze euz a Vabilon, hanvet Bel gand ar baianed, na hell beza nemed Nemrod, ar chaseour braz-ze, pehini a oe ar c’henta oc’h ober he vestr war ann dud, hag a reaz euz a Vabilon ar vestrez-kear euz he rouantelez. Eunn den ken hardis ha ken ourgouilluz a hell a dra-zur beza bet unan euz ar re genta o lavarout : Deuit, savomp eunn tour beteg ann envou, brudomp hon hanoiou kent eged en em strei dre ar bed.

Diou zonjezon a oa e sperejou ann dud pa en em lekejont da zevel ann tour-ze. Unan, da lakaat komz anezho da virviken ; heben, d’en em zifenn ouc’h Doue he-unan, e kaz ma vije deuet c’hoaz d’ho c’hastiza dre ann diluch. Mes Doue, evit diskouez penaoz ne ket dre ann ourgouil eo e kerzer e trezeg ann env, ha penaoz e tere muioc’h d’ann dud dizarmi buanegez Doue dre vuelded, eget klask en em zifenn ouc’h he wir dre venosiou foll ha didalvez, a ziskennaz, eme ar skritur, da welout labour bugale Adam, ha da ober goab anezho. Eur bobl-tud int, eme-z-han, kalz trouz zo gant-ho ; taol chanz e teuint a-benn euz ho fez-labour ; luiomp eunn tammik ho frezek, da welout ! Ha chetu hon tud gwisiek, n’hellont mui en em glevout. Ret-mad eo d’ezho lezel ho labour, ha mont pep hini enn he du. Hag ann tour a oe hanvet tour Babel, da lavarout eo, tour ar brouilleiz, tour ann hurlu-burlu. Kredi a rear penaoz kenta iez ann dud, araok tour Babel, en em viraz ato e lignez Sem ; hag a zo bet, dindan aun hano a Hebreach, prezek ar batriarc’hed hag ar brofeted ; prezek ar Spered-Santel he unan e levriou ar skritur sakr. Ann enor-ze da genderc’hel prezek ho zud-koz a zo bet evit ar c’hefad-tud ze ar paë euz he zantelez hag euz he gendalc’h enn he feiz. Rak eunn dizenor hag eunn dizeur braz eo da eur bobl koll gisiou ha prezek he dud koz ; peur-liesa ne ket war wellaat ez ear oc’h ober kement-ze. Rak-ze, Breizidi, va c’henvroiz, dalc’hit-mad d’ho Prezounek, kosa iez a brezeger hirio enn Europa ; rak ann Hebreach he-unan a zo kollet, ha n’her c’haver mui nemed e levriou ann dud gwisiek. Ni gred eo hor Brezounek ar pez a choum euz a iez ar Gelled pe ar C’hallaouet koz, bugale da C’homer map Japheth.

Meulet ra vezo Doue bepred enn he holl oberiou ! pa fell d’ann dud en em unani dre ourgouill, hag en em glevout da enebi ouc’h Doue, Doue a harz out-ho hag ho dismantr tu-ma tu-hont, o tarnaoui ho frezek. Ha pa fell d’ezhan ho gervel enn he iliz, hag ho dastum a bevar c’horn ar bed, evit na raint mui nemed eur bobl, nemed eunn tiad, nemet eur c’horf gant Jezuz-Krist, evit lavarout holl, e tigas war deodou ann ebestel ann holl ieziou-ze skignet dre ar bed, enn hevelep doare ma kleve peb unan enn ho genou, giz-prezek he vro.


————



PENNAD XII.


GALVEDIGEZ ABRAHAM.


Pe er c’hiz all, Abraham galvet gant Doue da veza tad d’he vobl muia karet.
(Euz ar bed 2083. — Araok J. K. 1921.)


1. Hogen Doue a lavaraz da Abram : keat-kuit euz da vro, lez da gerentiez ha ti da dad, ha deuz d’ar vro a ziskouezinn d’id.

2. Me lakaï eur bobl braz da zevel ac’hanoud, me t’az vennigo, me vrudo da hano, ha benniget e vezi.

3. Me vennigo ar re t’az vennigo, me villigo ar re t’az villigo, hag enn-oud e vezo benniget holl voblou ann douar.

4. Abram a ieaz eta kuit, evel m’en devoa Doue gourc’hemennet d’ezhan, ha Loth a ieaz gant-han. Pemzek vloaz ha tri-ugent en devoa Abram pa guitaaz Haran,

5. Kemer a reaz Saraï he bried, ha Loth map he vreur, ann holl zanvez a biaouent, hag ann dud a bere e oa kresket ho ziegez e Haran, hag e tiblasjont evit dont da vro Kanaan. Pa oent arruet enn-hi,

6. Abram a ieaz, a dreuz d’ar vro, beteg eul leac’h hanvel Sichem, beteg ann draonien vrudet ; hogen ar Gananeed a oa neuze o choum er vro-ze.

7. Hogen Doue en em ziskouezaz da Abram, hag a lavaraz d’ezhan : Me roi ar vro-ma d’az lignez. Abram a zavaz eno eunn aoter da Zoue, pehini en devoa en em ziskouezet d’ezhan.

8. Hag o tremen ac’hano beteg eur menez a oa war ar zao-heol da Vethel, e tisplegaz eno he delt, o kaout Bethel war ar c’huz-heol d’ezhan, hag Haï war a zao-heol. Sevel a reaz eno c’hoaz eunn aoter d’ann Aotrou, hag ec’h azeulaz d’he hano.

9. Abram a ieaz larkoc'h, enn eur vont ato war ar c’hresteiz.

10. Hogen ar gernez o veza kouezet war ar vro-ze, Abram a zizkennaz enn Ejipt da dremen eno eur pennad amzer, rak garv a oa ar gernez dre ar vro.

11 Ha pa oa taost da vont tre enn Ejipt, e lavaraz da Saraï he bried ; Gouzout a rann ez oc’h eur vaouez vrao.

12. Hag ann Ejipsianed pa ho kwelint, a lavaro : He c’hreg eo ; hag e lazint ac’hanoun, evit ho terc’hel gant-ho.

13. Livirit eta, me ho ped, ez oc’h va c’hoar ; evit ma vezinn deuet-mad abalamour d’e-hoc’h, ha ma savetainn va buez dre’n abek ac’hanoc’h.

14. Pa oa eat eta Abram enn Ejipt, ann Ejipsianed a gavaz edo ar vaouez-ze koant meurbed.

15. Hag ar pennou kenta a gomzaz anezhi da Pharaon, gant kalz a veuleudi, ha chetu ar c’hreg skrapet, ha kaset da balez Pharaon.

16. Evit Abram, deuet-mad e oe gant-ho abalamour d’ezhi ; ne vankaz d’ezhan na denved, nag ezen ; na mevelien na mitizien ; nag azennezed na kanvaled.

17. Mes Doue a skoaz Pharaon ha tud he di gant gouliou euzus meurbed, dre’n abek da Zaraï, pried Abram.

18. Ha Pharaon a gemennaz Abram, hag a lavaraz d’ezhan : Na petra hoc’h eus-hu great d’in-me ; perak n’hoc’h eus-hu ket roet d’in da ouzout e oa houn-nez pried d’e-hoc’h ?

19. Nag evit petra hoc’h eus-hu lavaret e oa c’hoar d’e-hoc’h, da lakaat ac’hanoun d’he c’hemerout da bried ! Brema ’ta chetu aze ho kreg, kemerit-hi hag it kuit.

20. Ha Pharaon o veza roet urz d’he dud divar-benn Abram, ar re-ma hen ambrougaz er meaz euz ann Ejipt, hen, he bried, ha kement mad en devoa.


————


SKLERIDIGEZ.


Douer eme zaat Paol, a lezaz boblou ar bed da gerzout pep hini enn he hent, hag ar bed en em gollé gwaz eget biskoaz. Pep den a fellé d’ezhan kaout he Zoue, hag en ober diouc’h he faltazi. Eunn hevelep frankiz a gargaz buan ar bed a zoueou faoz ; hag ar frankiz a fell, hirio aun deiz, da bep unan da gaout da ober he greden evel ma kar, a gargo ivez hor bro a relijionou faoz, pe evit lavarout gwell, a vougo pep relijion enn-hi.

E lignez Kam hag e lignez Japheth eo en em gollaz ar muia ann anaoudegez euz ar gwir Doue. Ann idolatriach a c’houneze dija lignez Sem ; edo ar feiz hag ar gwir relijion o vont da guitaat ann douar, pa zeuaz Doue da c’hervel Abraham, ha d’he choaz evit beza tad da eur bobl nevez, tredeok euz ar gwir feiz, hag abienner euz a zilvidigez ar bed ; da lavarout eo, eur bobl da behini e vije roet ar gwir feiz da virout, ken na vije deuet Salver ar bed.

Doue evit amprou he zervicher, a c’hourc’hemen d’ezhan kuitaat he garter hag he lignez, evit mont d’ar vro a vije diskouezet d’ezhan ; hep na ouie nag e peleac’h na pegeid ez ache. Abraham skouer a barfeted evid ar gristenien ho-unan, a zent ouz Doue raklal, lezel a ra ar pez a gar ann den ar muia war ann douar, he vro, he gerent, ti he dad, ha ker buan Doue a baë he fealded dre ar c’haêra gwestlou pe promesaou. Eur bobl ha na hello den niveri, a likiinn, eme-z-han, da zevel ac’hanoud ; enn-oud e vezo benniget holl voblou ann douar. Ar pez a zo da glevout evel-henn : Tad e vezi nann hep ken d’ar bobl a Israel, mes ivez d’ann holl gristenien gwirion ha stard enn ho feiz. Ac’hanoud e tiskenno ann hini a vezo santeledigez ann holl dud, ar Mesi, Dasprener ar bed.

Erruet e douar Kanaan, oc’hpenn kant leo diouc’h he vro, pa zonch d’ezhan ehana, ha planta he delt, chetu ret d’ezhan tec’hout kuit a-darre raog ar gernez, ha mont enn eur vro bell, e-touez tud kriz ha lik, e peleac’h n’euz surentez ebed nag evit-han nag evit enor he bried. Mes kement-ze holl, traou awalc’h ha re evit ober aoun ha pridiri da eunn den evel ann dud all, na chencho netra enn eur galoun ker frank ha ken nerzuz hag hini Abraham. Gouzout a ra ema Doue enn Ejipt kerkoulz hag e bro Kanaan, ha mar ema Doue enn tu gant-han, piou a hello noazout d’ezhan ?

Mes gant kemend a fisianz e Doue, perak eo deuet Abraham da alia he bried da lavarout eur gaou, e-leac’h diskleria eeun hag-eeun e oant ozac’h ha grek ; ha lezel gant Doue ar zoursi d’ho diouall a bep drouk ann eil hag egile ?

Da genta, ne ket eur gaou a aliaz Abraham he c’hrek da lavarout ; mes eunn dra hag a oa gwir. Enn amzer-ze ar gerent en em c’halve breudeur ha c’hoarezed ; ha Saraï a oa nizez da Abraham, c’hoar da Loth evel ma kreder.

D’ann eil, e kreiz trevelliou ar bed-ma, ann den a renk en em zikour dre gement tu leal a zo enn he c’halloud, mar fell d’ezhan beza sikouret gant Doue. Choum hep mont na dont, war zigarez lezel pep tra gant madelez Doue, a zo tenti Doue, ar pez a zo difennet : non tentabis dominum Deum tuum. Abraham enn darvout diez-ze, enn devoa daou dra da virout, he vuez hag enor he c’hrek. Savetei a hell he vuez enn eur lavarout e oa Saraï he c’hoar, ar pez a oa gwir hervez ar chiz da brezeg enn amzer-ze ; hen ober a dlie eta, hag he c’hreat en deuz. Enor he bried a zo e riskl, n’oufe petra da ober ; mes he fisianz a zo e Doue, lezel a ra gant Doue ar garg d’he diouall. Saraï, lodek enn he feiz hag enn he fisianz, a zent ouc’h he fried, hag a zellit beza roet da skouer d’ar gragez kristen hervez ma hel lavar d’e-omp ann abostol sant Per. 1. Liz: 3.6.


————


PENNAD XIII.


Daël e-tre meserien Loth ha re Abraham. Disparti etre Loth hag Abraham.


1. Abram eta o tont euz ann Ejipt, hen, be bried ha kement mad en devoa, ha Loth gant-han, a bignaz war zu ar c’hresteiz da zouar Kanaan.

2. Hogen Abram a oa pinvidik braz hag enn aour hag enn arc’hant.

3. Distrei a eure dre ann hent ma oa deuet, euz ar c’hresteiz da Vethel, beteg al leac’h ma en devoa kentoc’h plantet he delt, etre Belhel hag Haï.

4. El leac’h ma edo ann aoter en devoa savet diagent, hag e reaz eno he beden da Zoue enn eur veuli he hano santel.

5. Hogen Loth pehini a oa gant Abram, en devoa ivez tropellou denved, chatal braz, ha teltou :

6. Ar c’harter ne oa ket braz awalc’h evit ma chomjent eno ann eil gand egile ; e gwirionez braz meurbed a oa ho madou, ha na hellent mui beva boutin,

7. Ac’hano e savaz tabut e-tre meserien Abram ha re Loth. Enn amzer ze ar Gananeed hag ar Pherezeed a oa o choum er vro-ze

8. Abram eta a lavaraz da Loth : Arabat eo, me ho ped, e ve dael e-tre c’houi ha me, e-tre va meserien hag ho re, rak breudeur omp.

9. Chetu ann douar holl dira-z-hoc’h, pellait diouz-in, me ho ped ; mar d-it enn tu kleiz, me zalc’ho ann tu deou ; mar choazit ann tu deou, me ielo d’ann tu kleiz.

10. Loth eta, o sevel he zaoulagad, a wellaz tro-war-dro ar vro a zo hed ar Jourden, doureet ker brao gand ar ster, a-raok ma tistrujaz Doue Sodom ha Gomorrh, hag henvel ouz ar baradoz a blijadurez, hag ouz ann Ejipt pa zeu ann den euz a gostez Segor.

11. Ha Loth a choazaz evit-han ar blenen a zo hed ar Jourden, hag en em dennaz diouc’h ar zao-heol ; evel-se en em zispartiaz ann daou gar ann eil diouc’h egile.

12. Abram a choumaz e douar Kanaan, ha Loth a ieaz d’ar c’heariou a zo war bord ar Jourden, hag a choumaz e Sodom.

13. Hogen bourc’hisien Sodom a oa tud fall meurbed, ha pec’herien vraz dirak Doue.

14. Ha Doue a lavaraz da Abram, goude ma oa dispartiet Loth diout-han : Sao da zaoulagad, ha sell diouc’h al leac’h ma emoud brema, sell war zu ann hanter-noz, hag ar c’kresteiz, war zu ar zao-heol, hag ar c’huz-heol.

15. Ar vro-ze holl pehini a welez, he rei a rinn d’id, hag d’az wenn, evit bikenn.

16. Me rai ma vezo da vugale ker stank ha poultren ann douar, mar gell eunn den bennag niveri poultren ann douar, ec’h hello ivez niveri da vugale enn da c’houde.

17. Sao, ha kerz dre ar vro-ma, a dreuz hag a hed, rag eunn devez e roinn anezhi d’id.

18. Abram eta a blegaz he delt, hag a zeuaz da choum e kichen traounien Mambre, e douar Hebron, hag a zavaz eno eunn aoter d’ann Aotrou-Doue :


————

SKLERIDIGEZ.


Abraham a guita evit Doue he vro, he gerentiez, he vadou, ha Doue a ro d’ezhan madou brasoc’h enn eur vro estren. Ne drec’hot bikenn ann Aotrou Doue e feat largentez. Pinvidigezou Abraham ne oant na parkou, na tiez kaer, na netra stag ouz ann douar ; mes denved, chatal, aour, arc’hant, traou mont-dont, ha dereatoc’h ouz eunn tremenour evel ma’z oa, hag evel m’az omp holl e-barz ar bed-ma.

Bemdez e welomp ar pinvidigezou o lakaat droulanz e-tre tud ar bed ; ha daël Loth hag Abraham a zesk d’e-omp ec’h-hellont a-wechou bihanaat ann unvaniez e-touez servicherien Doue, ma n’he zorront ket enn holl d’ann holl. Ann histor euz ho disparti a roio d’e-omp diou gentel gaer. Douster ha lealded Abraham a zesk de-omp ar fesoun da ziarbenna pep strif, ha da bellaat ar prosezou. Bez’ ez oa eontr da Loth, he ward hag he vadoberour ; sevel a helle he vouez, hag ober d’he niz plega. Nann, Arabat eo eme-z-han, e ve dael e-tre c’houi ha me ; e-tre va meserien hag ho re, rak breudeur omp, Oh ! gant komzou evel-se ne vezo bikenn a brosezou. Mes komzou kaer n’int ket a-walc’h ato, alies eo ret c’hoaz beza distak diouc’h traou ar bed-ma, ha frank a galoun. Mad ! eme Abraham, chetu ann douar dirak ho taoulagad, mar d-it enn tu kleiz, me zalc’ho ann tu deou ; mar choazit ann tu deou, me ielo d’ann tu kleiz. Ma ve great ann holl rannou er c’hiz-ze, pebez peoc’h ha pebez unvaniez na ve ket enn tiegesiou.

Kundu Loth e kenver Abraham ne ket bet ken meulap. Ober a eure, eme zant Iann-Krizostom, evel ma ra eunn den iaouank skan-ben ha dievez. Ne zalc’h kount ebed euz madelez nag euz sevenedigez he eontr ; red eo d’ezhan dispartia diouc’h-tu, ober a ra he choaz dizormit a-walc’h, mes ivez hep kalz a skiant na kalz a c’hounid. Istimout a reaz douarou nez-kear gwelloc’h eged ann argoadou ; c’hoant en deuz da veza bourc’hiz ; bourc’hiz e vezo, mes evit he wall-eur. Den iaouank diskiant, eme ann tadou santel, kuitaat a ra eunn den fur, eur zant, eunn eal, euz a behini ar skouer hag ann aliou-mad ha elle ober he euruzted, hag enn eskemm en em gav e kompagnunez ar falla tud a oa neuze war ann douar. Ne gemer kuzul, enn he choaz, nemed digant he zaoulagad, ha digant ioul ar skianchou all, enebourien d’ann ene, hag e-leac’h eur baradoz a blijadurez, ne gavo nemed eur vro milliget ; skeuden ann ifern dre grimou ann dud a zo enn-hi, ha dre ar venjanz spountuz a denno Doue diout-hi. Tud iaouank, re hastet da zispartia diouc’h eunn tad hag diouc’h eur vamm vertuzuz, evit beza mestr ha heulia hoc’h ioulou fall ha mad, ho pet sonj euz ar paour-keaz Loth !

Evid Abraham Doue en em hast da baea he ober-mad hag he largentez, enn eur nevezi ar gwestlou kaer en devoa dija great d’ezhan.




PENNAD XIV.


Loth dilivret gant Abraham. Sakrifis Melkisedek.
(Euz ar bed 2092. — Araok J. K. 1912.)


1. Enn amzer-ze Amraphel roue Sennaar, Ariok roue ar Pont, Kodorlahoraor roue ann Elamited, ha Tadal roue ar boblou a ziaveaz.

2. A ziskleriaz brezel da Vara roue Sodom, da Versa roue Gomorrh, da Zennaab roue Adama, da Zeneber roue Seboina, ha da roue Bala pehini eo Segor.

3. Ann holl rouaned-ma en em zastumaz e traonien ar c’hoajou, el leac’h ema brema ar mor sall.

4. Rak epad daouzek vloaz e oant bet dindan Kodorlahomor, ha d’ann drizekved eu em denjont kuit digant-han.

5. D’ar pevarzek vloaz eta, Kadorlahomor a zeuaz, hag ar rouaued a oa gant-han ; hag e trec’hjont ar Raphaited e Astarothkarnaim hag ar Zuzisted gant-ho, hag ann Emited e Save Kariathaim.

6. Hag ar C’horeed e menesiou Seir, betek plenennou Pharan pehini a zo ebarz ar gouelec’h.

7. Distrei a rejont war ho c’hiz, hag e teujont da feunteun Misphat, pehini eo Kades, hag e wall-skojont holl vro ann Amalesited hag ann Amorrheed pere a choume e Asasonthamar.

8. Neuze roue Sodom, ha roue Gomorrh, ha roue Adama, ha roue Seboina, hag ivez roue Bala pehini eo Segor, a zeuaz da ober brezel d’ezho, hag a renkaz ho zoudarded evid ann emgann, e traonien ar c’hoajou.

9. Me lavar : da ober brezel da Godorlahomor roue ann Elamiled, da Dadal roue ar boblou a ziaveaz, da Amraphel roue Sennaar, ha da Ariok roue ar Pont : pevar roue enep pemp.

10. Hogen e traonien ar c’hoajou e oa kals a bunsou bituma. Evel-se roue Sodom hag hini Gomorrh a droaz kein hag ho zud a gollaz ho buez eno ; ar re a hellaz achap kuit, a dec’haz war eur menez.

11. Ar pevar roue gounedeien a gasaz gant-ho holl binvidigeziou Sodom ha Gomorrh, hag ann holl draou gant pere e vevent, hag en em dennaz kuit.

12. Kas a rejont gant-ho Loth he-unan, mab da vreur Abraham, gand he holl vadou, rak o choum edo e Sodom.

13. Eunn den achapet diouc’h ar reuz a zigasaz kelou a gement-ze da Abram hebread, pehini a choume e traonien Mambre Amorrhead, breur da Eskol ha da Aner, rak ho zri ho devoa great kevredigez gant Abram.

14. Abram, o veza klevet edo he vreur Loth prizounier, a zilennaz tri c’hant-triouec’h euz he wella servicherien, holl ganet enn he di, hag ha boulzaz war lerc’h ar pevar roue bete Dan.

15. O veza great diou vanden euz he vrezelidi, e saillaz war ann enebourien e-pad ann noz, hag ho zrec’hi hag ho foursu a reaz beteg Hoba, pehini a zo enn dorn-kleiz da Zamaz.

16. Digaz a reaz enn dro gant-han ann holl draou ho devoa preizet, he vreur Loth gant he holl vadou, ar merc’hed hag ar bobl.

17. O tistrei d’ar gear, goude beza peur-c’hreat gant Kodorlahomor, hag gant ar rouaned all a oa gant-han e traounien Save, galvet ivez traounien ar roue, e kavaz roue Sodom deuet war he arbenn ;

18. Ha Melkisedek roue Salem, (Jerusalem) pehini o kenniga e sakrifis bara ha gwin, rak belek e oa da Zoue holl c’halloudek :

19. A vennigaz Abram enn eur lavarout : benniget ra vezo Abram gant ann Doue holl c’halloudek, pehini en deuz krouet ann env hag ann douar.

20. Ha benniget ra vezo ann Doue holl c’halloudek, gant skoazel pehini eo kouezet hoc’h enebourien etre ho taouarn. Hag Abram a roaz d’ezhan ann deok euz ar preïzou.

21. Hogen roue Sodom a lavaraz da Abram : Ro d’in ann dud, ann traou all, kas-ho gan-ez.

22. Abram a respontaz d’ezhan : Sevel a rann va dourn dirak ann Aotrou-Doue holl c’halloudek, perc’hen ann env hag ann douar,

23. Penaoz adalek ann distera neuden beteg eunn ere-boutou, ne gemerinn netra a gement a zo d’id, evit na livirit ket : pinvidikeat am euz Abram.

24. Ne gountann ket ar pez ho deuz debret va faotred, nag ar pez a zo dleet d’ann dud a zo deuet gan-en, Aner, Eskol ha Mambré : ar re-ze a hell kemerout ho lod.

SKLERIDIGEZ.


Netra na hell mouga ar gwir garantez e kalonn ann den mad. Mar d-eo bet Abraham glazet eunn lammik enn he galoun a zen, dre fesouniou diorbit he niz, ann traou-ze holl a zo ankounac’heat pell-zo. Ker kent ha ma klev eo kouezet Loth etre daouarn ar rouaned, he c’hoad a verv. Arma he dud, tizout he enebourien hag ho flada, a zo bet e-giz netra d’he vaillantis. Lealded, ha skoazel Doue enn eur brezel a dall nivera zoudarded.

Melkisedek, gant bara ha gwin, a zo sklear hag hanad, skeuden hor Zalver Jezuz-Krist gant ar zakrifis en deuz instituet ha kenniget d’he dad, noz kent he varo. Ann hano a Velkisedek a zinifi roue a justis ; Salem a zinifi peoc’h ; hogen Jezuz-Krist a zo galvet, e meur a leac’h dre ar skritur, hor justis-ni, roue ar peoc’h ; justus noster, princeps pacis.

Ar skritur ne ro da Velkisedek na tad na mamm, na lignez ; ha Jezuz-Krist, peleac’h ema he dad, peleac’h ema he lignez ? Ar Werc’hez sakr a zo mamm d’ezhan, netra gwiroc’h, hogen nann e fesoun ar mammou-all ; piou a oufe danevella he engehentadurez ? Da c’houzout eo, piou a hellfe lavarout d’e-omp pe-naoz eo bet en em gavet e kof Mari, ma n’en divije ket ar Spered Santel diskleriet kement-se d’e-omp.

Ar skritur na verk na ginivelez na maro Melkisedek ; rak belegiach Jezuz-Krist evel Map Doue, a zo a holl viskoaz hag a bado da vikenn. Ar veleien a dremen divar ann douar ann eil goude egile ; mes ar belek braz, ar belek ha n’euz nemet-han, a bad ato ; ar veleien ne d-int nemet ministred d’ar velegiach divin-ze.

Leun euz ar wirionez-ze, ha sklereet gant ar Speret-Santel, ar roue David enn he zalmou a gane : Juravit Dominus, etc.

Touet en deveuz c’hoaz Doue
D’he Vap, hep ne chencho he le :
C’houi eo da vikenn va belek,
Euz ann urz a Velkisedek.

Melkisedek, eme ann tadou santel, a gennigaz da Zoue da genta, evel sakrifis, ar bara hag ar gwin, hag ho rannaz goude e-tre brezelidi Abraham. Jezuz-Krist d’ar iaou-amblid, a reaz d’he Dad ar zakrifis euz he gorf hag euz he c’hoad, dindan ann diavesiou a vara hag a win, hag hen rannaz goude e-tre he ebestel, galvet da vrezelekaat, ha da c’hounit ar bed. Hirio c’hoaz ar bara selestiel-ze ne vez roet nemet da vrezelidi Abraham ; me lavar, d’ar gristenien stard ha kalounek, gwir zoudarded d’ar feiz ; ha c’hoaz na hellont he gaout nemet goude kalz a boan hag a labour ; goude beza brezelekeat ouc’h Satan, ouc’h ar bed, ouc’h ar c’hik, ha trec’het-mad ho enebourien dre c’hras Jezuz-Krist.

Huelded a galoun ne ket ourgouil. Eur galoun nobl en em zav, nann enep Doue evel ann ourgouil, mes e-trezek Doue. Servich Doue hag he c’hloar hep ken a douch eunn hevelep kaloun. Ann traou a zo enep da enor Doue, ho disprizout a ra. Chetu aze menosiou Abraham, pa responte da roue Sodom gant komzou fir hervez ann doare, mes e gwirionez leun a feiz hag a vuelded. Eunn den enoret euz a vignonnach eur roue braz, ha karget a vadelezou gant-han, a gafe d’ezhan mankout d’ar roue-ze, o kemerout eunn dra bennak digant eunn den all, pehini ne d-eo netra e kichenn he vestr. Hogen Abraham a oa, a dra zur, mignoun Doue, hag e vignoun a galoun ; anaout a rea en devoa bet pep tra digant-han, gant ar c’haera gwestlou (promesaou) a oa great biskoaz da vap-den : Na petra oa roue Sodom e-kichenn perc’hen ann env hag ann douar ? He reuz a oa d’ezhan da ober eta, evit na hellche den nemet Doue lavarout : Pinvidikeat am euz Abraham.

E penn hon holl oberiou lekeomp ato gloar Doue ha mad hon nesa, hag e vezimp gwir vugale da Abraham.




PENNAD XV.


Ann traou a wellaz Abraham.


1. Goude-ze ann Aotrou-Doue a gomzaz ouz Abram enn eur weledigez, hag a lavaraz d’ezhan : N’az pez ket aoun, Abram, me eo da zifennour, ha da c’hobr braz meurbed.

2. Abram a respontaz : Aotrou-Doue, petra root-hu d'in-me ? Mout a rinn d’ar bez hep bugale ; hag ann Damaskik ze a zo mab Eliezer gouarnour va ziegez.

3. Evidoun-me, eme-z-han c’hoaz, n’hoc’h euz ket roet a vugale d’in, evel-se, mab va zervicher a vezo va heritour.

4. Ha Doue raktal da lavarout : Nann, ne ket hen-nez a vezo da heritour, hogen ann hini a zeuï euz da ziou-groazel, hen-nez az pezo da heritour.

5. Hag o veza he zigaset er meaz, e lavaraz d’ezhan : Sell ouc’h ann env, ha kount ar stered, mar gellez ; evel-se eme-z-han, e vezo da wenn.

6. Abram a gredaz da Zoue, hag he feiz a oe lekeat da dallout d’ezhan, evel eur mad great.

7. Doue a lavaraz d’ezhan c’hoaz : Me eo ann Aotrou en deuz ta dennel euz Ur-Kaldea, evit rei d’id ar vro-ma e perc’henniez.

8. Hag Abram a respontaz : Aotrou-Doue, diouc’h petra e ouezinn-me e vezinn eunn devez perc’hen ar vro-ma ?

9. Ha Doue a respontaz : Kemer d’in, eme-z-han, eur vioc’h tri bloaz, eur c’havr tri bloaz hag eur maout tri bloaz, gand eunn durzunel hag eur goulm.

10. Abram a gemeraz al loened, ho zrouc’haz e daou hanter, enn eur lakaat ann tammou kevr ha kevr a bep tu ; hogen ne zaouhanteraz ket al laboused.

11. Laboused gouez en em daole war ar c’horvou maro-ze, hag Abram ho dachoue kuit.

12. Ha pa guze ann heol, eur c’housked kalet a grogaz e Abram, hag oc’h en em gavout e kreiz ann denvalijen, eur gridien vraz a zeuaz d’ezhan.

13. Hag e oe lavaret d’ezhan : Gwez euz a vrema penaoz da wenn a vezo ermeziad enn eur vro ha ne d-eo et d’ezhi, lekeat e vezo dindan ieo, ha trubuillet e vezo epad pevar c’hant vloaz.

14. Koulskoude me a varno ar bobl dindan pehini e tle da wenn servicha ; ha goude-ze, da wenn a guitai ar vro-ze karget a binvidigezou.

15. Evid-oud-te, mont a ri da gavout da dud koz e peoc’h, o vervel enn eur gozni euruz.

16. Hogen d’ar bevare rumm-dud, da wenn a ziztroio d’ar vro-ma ; rak evit c’hoaz ne ket bar ar muzul euz a zizurzou ann Amoreed.

17. Pa oe eta kuzet ann heol, e savaz eunn denvalijen deô, hag e oe gwelet eur forn vogeduz, hag eur c'hleuzeur tan o vont hag o tont e-kreiz e-tre al loened daou-hanteret.

18. Enn devez-ze Doue a reaz kevredigez gant Abram o lavarout d’ezhan ; rei a rinn ar vro-ma d’az wenn, a-dalek ster ann Ejipt beteg ar ster-vraz Euphrata.

19. Da lavaout eo, ann douar a zo brema gant ar Cineed, ar Genezeed, ar Cedmoneed.

20. Ann Heteed, ar Pherezeed, ar Raphaited.

21. Ann Amorrheed, ar Gananeed, ar Jerjezeed ; hag ar Jebuzeed.


————


SKLERIDIGEZ.


Doue na lezaz biskoaz eur mad-ober hep he c’hobr. Abraham en devoa diframmet he niz hag eur bobl-tud enn he bez a dre daouarn mistri garo ; ha kement-se enn he riskl he-unan. Glorifiet en devoa ar gwir Doue dirak roue Sodom, o réuz he vadou hag he brofou, dre’n abek ma roe d’ezhan perc’hen ann env hag ann douar kalz muioc’h eget-ze ; ha Doue a gemer plijadur o rei da Abraham testeniou nevez a istim hag a largentez. N’az pez ket a aounn, eme-z-han, me vezo da zifennour ha da c’hobr braz meurbed.

Neuze Abraham a lavaraz da Zoue eunn dra hag a zo da veza eveseet. Aotrou, eme-z-han, da betra e servicho gwestlou ker kaer ? Chetu me o vont kuit, ha n’em euz heritour ebed ; rak ar paotrik-zea zo em zi, a zo map da Eliezer va zervicher. Mad ! pa n’hoc'h euz ket roet d’in a vugale, hen-nez a vezo va heritour.

Netra tristoc’h d’ar galoun eget eunn tiegez pinvidik hep heritour ebed. Doue a amprouaz e-pad pell amzer he zervicher Abraham dre ar velkoni-ze ; hag Abraham a blege gant sioulded da volontez ann Aotrou-Doue. O welout koulzkoude e teue war ann oad, e sonjaz piou a vije he heritour, hag e choazaz etre Doue hag-hen, map he zervicher, o lezel a gostez he niz Loth, hag he gerent all pere a oa paianed.

Eunn hevelep menoz euz a berz eunn den ker santel, ha kenniget d’e-omp gant ann Tadou evel eur skouer da heulia e pep darvoud, a zesk d’ann dud dister ha vertuzuz petra da ober, mar fell d’ezho testamanti ho danvez abarz mervel. Neket mad lakaat a gostez ann heritourien natur, hep abek ebed ; mes ivez ne ket difennet ho disherita mar d-int tud difeiz, tud feneant, ha debrerien traou. Al lezen eternel, pehini eo bolontez Doue, a lavar eo gwelloc’h neuze lakaat ann danvez war hano bugale ann heritourien, ha memes war hano eunn den ha ne ma ket euz ar gerentiez, mes pehini a zo eunn den fur hag honest, ha zur, hervez pep doare, d’ober uzach mad anezho.

Er fin Doue a gonfortaz he zervicher, enn eur ziskleria d’ezhan en divije eur map euz he c’hoad he-unan. Hag evel evit siella he westl, Doue a c’hourc’hemennaz d’ezhan ober eur zakrifis, e-pad pehini e tiskouezaz d’ezhan, dre eur c’housk misteriuz, kement tra a dlie c’hoarvezout gant he wenn e pad pevar c’hant vloaz.

Abraham a zachoue kuit al laboused gouez a ziskenne da glask dibri loened he zakrifis. Dibarfeted hor spered, hag ar zonjou tregasuz a zav enn hor penn pa vemp o pedi Doue, a zo evel laboused gouez, o klask skrapa digan-e-omp ar frouez euz hor pedennou. Ho fellaat a dleomp gant aked evel ma reaz Abraham, evit ma vezo hor zakrifis klok hag hetuz dirak Doue. Hogen ann denvalijen heuzuz e pihini en em gavaz neuze Abraham a zesk d’e-omp penaoz Doue evit amproui e wella mignouned, ho lez a wechou, enn ho fedennou memez, hep sklerijen na konfort ebed ; mes derc’hel mad a dleont ato, hag hep dale, e kavint adarre frealzidigez ha sklerijen.




PENNAD XVI.


Agar mamm da Ismaël.


1. Saraï grek Abram n’e devoa ket eta a vugale ; mes o veza ma e devoa eur vatez Ejipsianez,

2. Hi a lavaraz d’he fried : He welout a rann, Doue na fell ket d’ezhan em be bugale, kemerit va matez, marteze da vihana em bezo bugale anezhi. Abram o veza asantet da beden he c’hrek,

3. Saraï a gemeraz he matez Agar ann Ejipsianez, dek vloaz goude ma oant deuet da choum e douar Kanaan ; hag he roaz d’he goaz da eil c’hrek.

4. Beva a rejont e briedelez. Hogen Agar oc’h en em welout dougerez, a zisprizaz he mestrez.

5. Ha Saraï a lavaraz da Abram : N’oc’h ket leal em c’henver, lekeat am euz va matez etre ho tivreac’h, ha brema pa wel eo deuet da veza dougerez, e tispriz ac’hanoun ; ra varno Doue e-tre c’houi ha me.

6. Abram a respontaz d’ezhi : ho matez a zo d’e—hoc’h, grit d’ezhi ar pez a gerrot. Saraï eta o tont d’he gwana, Agar a dec’haz kuit.

7. Hag Eal ann Aotrou-Doue o veza he c’havet e barz ar gouelec’h, e kichen eur feunteun, war hent Sur, enn eul leac’h distro :

8. A lavaraz d’ezhi: Agar, matez Saraï, a beleac’h e teuit-hu ? ha da beleac’h ez it ? Tec’hi a rann kuit, eme-z-hi, a-raok Saraï va mestrez.

9. Hag Eal ann Aotrou-Doue a lavaraz d’ezhi : Distroit da gavout ho mestrez, ha plegit vuel d’ezhi.

10. Ha c’hoaz : Kreski ha kreski a rinn ar wenn ac’hanoc’h, hag ann dud a zeui ac’hanoc’h n’hellint ket beza niveret, kement a vezo anezho.

11. Ha goude : Chetu, eme-z-han, deuet oc’h da veza dougerez, ha genel a reot eur map, ha rei a reot d’ezhan ann hano a Ismaël abalamour ma en deuz Doue klevet ouz ho trislidigez.

12. Bez’ e vezo eunn den fero, he zourn savet enep ann holl, ha daouarn ann holl savet enn he enep ; planta a rei he deltou rak-enep da deltou he holl vreudeur.

13. Neuze Agar a vennigaz hano ann Aotrou-Doue pehini a gomze out-hi ; C’houi eo ann Doue hoc’h euz ma gwelet, rak, eme-z-hi, gwir mad eo em euz gwelet a-ziadre ann hini a wel ac’hanoun.

14. Rak-ze e hanvaz ar punz-ze punz ann hini a vev hag am gwel. Ar punz-ze a zo e-tre Kadez ha Barad.

15. Agar eta a c’hanaz eur map da Abram, hag he-ma hen hanvaz Ismaël.

16. C’houec’h vloaz ha pevar-ugent en devoa Abram pa c’hanaz Agar Ismaël d’ezhan.


————


SKLERIDIGEZ.


Lamek, hervez ma hon euz gwelet, a gemeraz diou c’hrek war eunn dro, hag a zo bet tamalet war gement-ze gant ann holl, abalamour n’her greaz nemet dre ligentez. Abraham er c’hontrol ne gemeraz Agar da eil bried nemed war beden Saraï, ha douget dre spered Doue pehini a felle d’ezhan arouezi misteriou braz dre vugale ann diou c’hrek-ze. Arabat eo eta kondaouni Abraham, Jakob hag Huel-Dadou all dre’n abek m’ho deuz bet kemeret war eunn dro oc’hpenn eget eur c’hrek, pa n’her greant nemet gant aotreadur Doue ; rak Doue a hell, pa gar, divec’hia euz he lezen. Mes ho skouer e kement-ze na zigaso ket da wir ar c’hiz ho devoa ar baianed, hag ho deuz c’hoaz hirio ann Turked da gaout meur a c’hrek war euun dro. Doue na roaz nemed eur c’hrek da Adam, ha lavaret en deuz penaoz ann den a zilesje he dad hag he vamm evit derc’hel mad d’he bried, ha nann d’he briejou.

Matez deuet re-vad gant ar mestr a rai gwall vuez d’ar vestrez. Kement-ze a c’hoarvezaz gant Agar. Ha pa fell da Saraï ober d’ezhi plega, e tec’h kuit gant eur pennad. Mes Doue evit diskouez gwir ar vestrez, hag ingrateri ar vatez, a gasaz eunn eal d’he difazia. Distroit, eme-z-han da gavout ho mestrez ha plegit vuel d’ezhi, ha Doue ho pennigo, beteg rei d’e hoc’h eul lignez ha na hello den he c’hounta. Ann Arabed hag ar Zarazined a ziskenn diouc’h Ismael, war ma kreder.




PENNAD XVII.


Gourc'hemen ann Enwad pe ar Circonsizion. Eur map diouganed da Abraham.


1. Pa oe krog Abram enn he naontek vloaz ha pevar-ugent, ann Aotrou Doue en em ziskouezaz d’ezhan, hag a lavaraz d’ezhan : Me eo ann Doue holl-c'halloudek, kerz dira-z-oun, ha bez parfet.

2. Ober a rinn va c’hevredigez etre me ha te, kreski a rinn da wenn enn eur fesoun dreist vuzul.

3. Abram en em daolaz, he c’henou d’ann douar.

4. Ha Doue a lavaraz d’ezhan : Me eo ann hini a zo, ha va c’hevredigez a vezo gan-ez, ha bez’ e vezi tad da eunn niver braz a voblou.

5. N’e vezi mui galvet Abram (tad huel) ; mes galvet e vezi Abraham (tad eur bed a dud) ; dre ma em euz ta lekeat evit beza tad da eunn niver braz a voblou.

6. Kreski a rinn da wenn dreist vuzul, ober a rinn ac’hanoud penn-kef ar boblou, ha rouaned a ziskenno ac’hanoud.

7. Startaat a rinn va c’hevredigez etre me ha te, hag enn da c’houde gant ar wenn ac’hanoud a rumm da rumm, dre eunn c’hountrad peur-baduz, evit ma vezinn da Zoue, ha Doue da wenn enn da c’houde.

8. Rei a rinn d’id ha d’az vugale enn da c’houde, ar vro e pehini emoud brema Tremeniad, holl zouar Kanaan e perc’henniez da vikenn, ha bez’ e vezinn, ho Doue.

9. Doue a lavaraz c’hoaz da Abraham : mirout a ri eta va c’hevredigez, ha da wenn enn da c’houde a rumm da rumm.

10. Chetu ama ar gevredigez ho pezo da virout etre c’houi ha me, ha da lignez enn da c’houde : Ann holl baotred enn ho touez a vezo enwadet.

11. Enwada a reot ho kik evit ma vezo kement-se arouez ar gevredigez a vezo etre c’houi ha me.

12. Ar bugel a eiz teiz a vezo enwadet enn ho touez, ann holl baotred a rumm da rumm dre ma teuint ; ar zervicher ganet enn ho ti, pe brenet gan-e-hoc’h, a vezo ivez enwadet, ha kement goaz a vezo enn ho tiegez, ha pa na ve ket euz ho koad.

13. Hag ar c’hleizen-ze enn ho kik a vezo ann arouez euz va c’hevredigez peur-baduz,

14. Kement paotr, a behini ar c’hik na vezo ket bet enwadet, a vezo dismantret euz a douez he vobl, dre’n abek ma en devezo torret va c’hevredigez.

15. Doue a lavaraz ivez da Abraham : Ne c’halvi mui da bried Saraï (va frinsez), mes Sara (ar brinsez.)

16. Me he bennigo, hag a rei d’id eur map anezhi, pehini a venniginn ivez ; bez’ e vezo ar c’hef euz a galz a voblou, hag anezhan e savo rouaned d’ar broadou.

17. Abraham en em strinkaz, he c’henou d’ann douar, hag a vousc’hoarzaz enn eur lavarout : Ha kredi a rafac’h e c’hanfe eur map da eunn den a gant vloaz, hag e c’hwilioudfe Sara da zek vloaz ha pevar-ugent !

18. Hag e Javaraz da Zoue : Plijet gan-e-hoc’h hep ken mirout d’in va lsmaël.

19. Ha Doue a lavaraz da Abraham : Sara da bried a c’hano d’id eur map da behini e roi ann hano a Izaak ; ober a rinn gant-han eur gevredigez, mes eur gevredigez eternel, ha gant he lignez enn he c’houde.

20. Divar benn Ismaël, klevet am euz ivez ouc’h da beden ; he vennizien a rinn, ha lakaat a rinn ar wenn anezhan da greski ha da veza braz meurbed ; daouzek kef-lignez a ziskenno anezhan, hag he lakaat a rinn da veza tad da eur bobl braz

21. Hogen va c’hevredigez a vezo gant Izaak, ann hini a c’hano d’id Sara, er bloa a zeu d’ar mare-ma.

22. Pa oa ehanet kaoz ann hini a gomze gant-han, Doue a bignaz enn env hag a lezaz Abraham.

23. Hogen Abraham a gemeraz-he vap Ismaël, ann holl zervicherien ganet enn he di, hag ar re en devoa prenet, holl wazed he di, hag a reaz ann enwad war ho c’hik dioc’h-tu, enn deiz-ze memes, hervez ma en devoa Doue gourc’hemennet d’ezhan.

24. Abraham en devoa naontek vloaz ha pevar-ugent pa en em enwadaz he-unan.

25. Hag Ismaël en devoa trizek vloaz fournis d’ar mare ma oe enwadet.

26. Abraham hag he vap Ismaël a oe enwadet er memes devez.

27. Hag holl wazed he di, ken ar re a oa ganet war he dra, ken ar re en devoa prenet, hag ann diavezidi, a oe enwadet ivez neuze.


————


SKLERIDIGEZ.


Ann Tadou santel ho deuz ardamezet teir c’homz talvoudek-braz, lavaret gand Doue da Abraham, hag a zo evel anti teir fazen dre bere eo pignet ar patriarc’h-ze d’ann huela parfedigez. Pep kristen hag a venn erruout er memes stad, a renk tremen dre ar memes hent.

Kenta Komz : Deuz kuit euz da vro, lez da gerentiez, ha ti da dad, ha deuz d’ar vro a zizkouezinn d’id. Ar c’henta paz da ober e hent ar barfeted, eo silaou ar vouez a Zoue, pehini hor galv da bep mare e gweled ar galoun, o lavarout d’e-omp ivez kuitaat ar bed hag he avelachou ; distag hor c’haloun diouc’h pep karantez ha ne d-eo ket hervez Doue ; ha kerzout neuze gant joa etrezek eur vro dianaf c’hoaz evid-omp, me lavar bro ar zantelez.

Eil gomz: Abram n’az pez ket aoun, me eo da zifennour, me vezo ta c’hobr braz meurbed. Eur gwir gristen hag en deuz kuiteat ar bed evit heulia ann touch euz ar c’hras, a gav peurvuia kalz konfort ha kalz plijadur e penn he zevosion nevez. Doue a ro d’ezhan evel eunn tanv euz a zudiou ann env, evit ober d’ezhan ankounac’haat plijadurezou ann douar, hag he voaza da zougenn ar ieo eveuz he zervich. Hogen ann amzer vad-ze ne bad ket ato. Doue a lamo digant-han al leaz hag ar mel, evit ober d’ezhan kemerout eur boed krevoc’h, hag evit amprou he fidelded dre eur sec’hor inouuz, ha dre ann tentasianou. Petra da ober neuze ? Kuitaat hent ar vertusiou, ha distrei d’ar bed ? Ne alia, mes mont a-raok, bale ato, ha selaou ar vouez a Zoue, pehini a lavar d’e-omp evel da Abraham : n’ho pezit ket aoun, me vezo ho tifennour, hag ar priz talvoudek euz ho kombajou.

Teirved komz : Kerz dira-z-oun, ha bez parfet. Chetu aze ar barfeded gristen enn he huella pazen : kaout Doue bepred dirak ann daoulagad, kerzout ato eun he brezanz, ober pep tra er gwel anezhan.

War ar bazen genta e servicher Doue abalamour d’ar blijadur a gaver enn he zervich. War ann eil pazen e servicher hag e karer Doue, mes nann c’hoaz abalamour d’ezhan hep ken ; he garout a rear abalamour ma hor c’har, abalamour ma hon difenn, abalamour ma kennig de-omp eur baeamant-vraz. Hogen war ann deirved pazen e karer Doue abalamour d’ezhan hep ken, e servicher Doue abalamour da Zoue hep ken. Er stad-ze, ann ene deol a zo bepred e prezanz Doue, karout a ra he vadelez ; en em estlammi a ra war he furnez, adori a ra he barfedigeziou hep fin ; gant-han hep ken en em gaf enn he blijadur, ne glask plijout da zen nemet d’ezhan ; enn-han ema he holl esperanz ; n’en deuz netra da c’hortoz nemet digant-han.

Ann Aotrou-Doue, o kemerout da ziel euz he Gevredigez gant Abraham ha gant he lignez, eunn dra ker mezuz ha ma’z eo ann enwad, a felle d’ezhan rei d’ezho ha d’ann holl dud eur gentel gwestl da ober d’ezho plega ho fenn, ha da barea enn-ho, daou c’houli danjeruz meurbed, ann ourgouil hag al ligentez.

Ann ourgouil, o tisgas sonch d’e-omp penaoz omp pell-zo gwastet enn hon tad hag enn hor mamm genta, hag omp bemdez engehentet er pec’hed. Al ligentez, o rei d’e-omp da glevet penaoz ma na drouc’homp berr d’hor gwall natur, ispisial da zroug-ioul ar c’hik, n’e vezimp bikenn bugale da Zoue, na kountet e niver he vobl choazet : kement hini na vezo ket enwadet he gik, a vezo lazet ha lamet euz a douez ar bobl.

Adalek Abraham bete Jezuz-Krist ann enwad a oe ann arouez a rea da anaout bugale Doue diouc’h ar baianed, Jezuz-Krist en deuz lekeat ar vadisiant enn he leac’h.

Hervez Sant Aogustin ann enwad evid ar baotred a oa evet eur Zakramant pehini a lame ar pec’hed orijinal. Ar merc’hed ho devoa eul lid-sakr bennag all pehini ne ket merket er skritur. Rak kredi a reer penaoz Doue a-dalek derou ar bed, a c’hourc’hemennaz ober eul lid sakr bennak war ar vugale nevez-ganet, evit ho lemel a bec’hed.




PENNAD XVIII.


Ann tri Eal e ti Abraham.


1. Hogen ann Aotrou Doue en em ziskouezaz da Abraham, e traounien Mambre, endra ma edo azezet war dreuzou he delt, ar c’hroez o veza enn he holl nerz.

2. O sevel he zaoulagad, Abraham a welaz dira-z-han hag enn he gichen, tri den. Kentre ma ho gwelaz, e redaz war ho arbenn divar dreuzou he delt, ha stouet beteg ann douar, ec’h adoraz.

3. Hag e lavaraz : Aotrou, ma em euz kavet gras dirak ho taoulagad, na dremenit ket a-biou d’ho servicher.

4. Digas a rinn eur banne dour da welc’hi ho treid, hag eunn ehanik a reot dindan ar wezen-ma.

5. Eunn tamm boed a genniginn d’e-hoc’h, da rei nerz d’ho kaloun, ha goude ez eot gant ho hent ; rak evit kement-ze, hep mar, hoc’h troet da di ho servicher. Hag e leverjont : grit e c’hiz ma livirit.

6. Hag Abraham diouc’h-tu da vont enn he delt da gavout Sara, ha da lavarout d’ezhi : Hast buhan, laka e gô tri muzul bleud fin, ha poaz d’e-omp bara didan ludu.

7. Evit hen he-unan, redek a reaz d’he dropel, kemerout a reaz eul leue tener ha kaer meurbed, hag he rei a reaz d’he vevel, pehini en em hastaz d’hel lakaat da boaza.

8. Neuze Abraham a gemeraz aman ha leaz, gant al leue en devoa lekeat da boaza, ho zervichaz dira-z-ho, hag hen he-unan a choume enn he zao enn ho c’hichen, dindan ar wezen.

9. Pa ho devoa debret, e leverchont da Abraham : Peleac’h ema Sara ho krek ? Hag e respontaz : Chetu hi aze ebarz ann telt.

10. Hag unann anezho a lavaraz d’ezhan : Distrei a rinn d’ho kwelout a-benn ar bloaz d’ar mare-ma, ho kavout a rinn beo ho taou, ha Sara ho krek, e devezo eur map. Sara o veza klevet kement-se, en em lekeaz da c’hoarzin adre ann nor.

11. Rak koz e oant ho daou, hag deuet mad war ann oad.

12. C’hoarzin a reaz eta e kuz, enn eur lavarout : Brema pa’z ounn deuet koz, ha va mestr kosoc’h c’hoaz, hag en em rei a rinn-me d’ar blijadur.

13. Hogen ann Aotrou-Doue a lavaraz da Abraham : Sara, perak e deus-hi c’hoarzet, enn eur lavarout: ha gwilioudi a rafe eur c’hrac’h evel maz ounn-me ?

14. Ha beza ez euz eunn dra bennak diez da Zoue ? Hervez am euz hel lavaret, distrei a rinn d’ho kwelout a-benn bloaz d’ar mare-ma, ho kavout a rinn leun a vuez, ha Sara e devezo eur map.

15. N’am euz ket c’hoarzet, eme Zara : he nac’h a reaz, stravillet evel ma oe. Nann, eme Doue, ne ket ann dra-ze eo, c’hoarzet hoc’h euz.

16. Pa oa savet eta ann tri den euz al leac’h ma oant, e trojont ho zellou e-trezek Sodom, hag Abraham a gerze kevret gant-ho, enn eur ho ambrouga.

17. Neuze ann Aotrou Doue a lavaraz : Ha gallout a rinn-me kuza ouz Abraham ar pez az ann da ober ?

18. Hen pehini a dle beza penn-kef eur bobl braz ha galloudek meurbed ; ha pa’z eo gwir e vezo benniget enn-han holl vroadou ann douar.

19. Rak me oar mad e chourc’hemenno d’he vugale ha d’he lignez enn he c’houde, mirout lezen Doue, hag ober pep tra gant furnez ha lealded, evit ma lakaï Doue da erruont, dre’n abek da Abrabam, kement mad en deuz diouganet d’ezhan.

20, Doue a lavaraz eta : Kri Sodom ha Gomorrh a iea bepred war gresk, hag ho fec’hed a zo deuet da veza bete re vraz.

21. Diskenn a rinn, ha gwelout a rinn hag hi ho deuz great, e gwirionez, hervez ar c’hri a zo savet beteg enn-oun, pe n’ho deuz ket ; her gouzout a renkann.

22. Daou euz ann tri beachour a ziblasaz ac’hano, hag a ieaz da Zodom. Hogen Abraham a choumaz ato dirak Doue.

23. Hag o tostaat out-han, e lavaraz : Ha koll a reot-hu ann den just gant ann den fallakr ?

24. Mar’z euz hanter-kant den just er gear-ze, ha mervel a rint-hi gant ar re all ? ha na esparnot-hu ket al leac’h-se abalamour da hanter-kant den just, mar bent kavet enn-han ?

25. Pell diouz-hoc’h da ober eunn dra evel-se, laza ann den just gant ann den fallakr, ober d’ann den mad e-giz d’ann den fall, ne ket diouc’h ho toare ; c’houi pehini a varn ar bed holl, nann bikenn na zougot a varnedigez-ze.

26. Ha Doue a lavaraz d’ezhan : Mar kavann e Sodom hanter-kan den just, dre gear holl, e rinn trugarez d’al leac’h holl dre’n abek dezho.

27. Hag Abraham a respontaz, enn eur lavarout : Pa’m euz eur weach toullet kaoz, e komzinn ouc’h va Doue, petra bennak n’e d-ounn nemet poullr ha ludu.

28. Petra c’hoarvezo mar’z euz pemp nebeutoc’h eget hanter-kant just ? dismantra a reot-hu kear abalamour ne vezo enn-hi nemet pemp just ha daou-ugent ? Nann, eme Doue, n’he dismantrinn ket, mar kavann enn-hi pemp ha daou-ugent.

29. Hag Abraham da gomz c’hoaz out-han : Mar bez kavet eno daou-ugent den just, petra reot-hu ? Na skoinn ket, eme Doue, abalamour d’ann daou-ugent.

30. Aotrou, eme Abraham, me ho ped, na fachit ket mar komzann ato ; petra vezo, mar bez kavet eno tregont den just ! Na rinn netra, eme Doue, mar kavann tregont enn-hi.

31. Pa’m euz eur weach deraouet, eme Abraham, me gomzo c’hoaz ouc’h va Doue : petra vezo, mar bez kavet ugent enn-hi ? Doue a lavaraz : N’he distrujinn ket dre’n-abek d’ann ugent-ze.

32. Aotrou, eme Abraham, na fachit ket, me ho ped, mar komzann c’hoaz eur weach : ha mar bez kavet dek enn-hi ? Ha Doue a lavaraz : N’he dismantrinn ket dre’n abek d’ezho ho dek,

33. Ha Doue en em dennaz kuit, pa en devoa ehanet da gomz ouc’h Abraham,hag he-ma a zistroaz d’ar gear.


————


SKLERIDIGEZ.


Ar pennad-ma a zo nnan euz ar re gaera a oufemp da lenn e levr e-bed. Gwelout a reomp da genta mndelez Abraham. Den na dremenje a-biou d’he di, hep beza pedet hag aspedet da zont tre enn-han, evit ober eunn ehan, ha kemerout eunn dra bennak. Ann deneridigez e kenver ann dud estren hag ann dremenidi a oa eunn dra natur da galoun Abraham, tremenour he-unan enn eur vro ha na oa ket he hini. Beza e tle ivez beza vertuz muia-karet ar gristenien, pa’z eo gwir n’emaomp holl war ann douar nemet evel beachourien, o klask rouantelez ann env, pehini eo hor gwir vro. Chetu perak e welomp ann ober-ze a drugarez kuzuliet ha gourc’hemennet kement e liziri ann ebestel sant Per ha sant Paol. Roit digemer ann eil d’egile a galoun-vad, eme zant Per. (I l. 4. 9.) Bezit karantezuz eme zant Paol, da zoulaji ar zent enn ho ezommou ; roit digemer enn ho ti. Na ankounac’hit ket eur vertuz ken hetuz da Zoue, rak, eme-z-han, oc’h ober kement-ze, hiniennou ho deuz bet ann eur da zigemerout Elez enn ho zi, dindan aoz tremenidi (Hebr. 13. 2.)

Ann tadou santel ho deuz kavet e-barz ann tri den-ze deuet da di Abraham, eur skeuden gaer euz ann Drinded Sakr, tri fersoun enn eunn Doue. Abraham,eme-z ho, a welaz tri, ha ne adoraz nemet unan.

Doue a lavaraz : Ha gallout a rinn-me kuza ouz Abraham ar pez az ann da ober ? Oh ! peger mad eo Doue e kenver ann dud santel he zervicherien ? Ho difenn a ra : en em rei a ra da baeamant euz ho dellidou ; diskouez a ra d’ezho he zekrejou muia kuzet ; diviz a ra gant-ho, kaloun ouc’h kaloun, evel ma rafe daou vignoun ar re denera. Hiviziken, eme hor Zalver d’he ebestel, n’ho kalvinn ket va zervicherien, o veza ne oar ket ar zervicher petra ra he vestr ; ho kervel a rinn va mignouned dre ma em euz diskouezet d’e-och ann holl draou am euz desket gant va Zad. Kaloun Abraham a zo holl da Zoue, great en deuz pell-zo ann dilez anezhi d’ezhan, ha Doue a zo deut da ober he zemeuranz enn-hi ; mar kredfenn, e lavarfenn ez euz karantelez entre-z-ho. Bezit vertuzuz hag ho pezo ivez Doue da vignoun.

Rak me oar mad e c’hourc’hemenno d’he vugale ha d’he lignez enn he choude, mirout lezen Doue. Tadou ha mammou, gwelit pegement e tall dirak Doue rei deskadurez kristen ha Skouer vad d’ar vugale.

Diskenn a rinn, ha gwelout a rinn hag hi ho, deuz great e gwirionez, hervez ar c’hri a zo savet beteg enn-oun. Bez’ ez euz e-barz ar c’homzou ze eur gentel aun dalvoudusa a oufe Doue da rei d’e-omp. Netra siankoc’h war ann douar eget ar barnedigesiou dievez, pe hep gwir abek ; ha netra na ra mui a zrouk. Eur varnedigez re hastet, oc’h penn ar gaou a ra d’ann hini war behini e tiskreder, a daol e kaloun ann hini he gra, enkrez, tristidigez, remorz, ha kement-ze aliez braz hep abek ebed. Pet gweach n’hon euz-ni ket gwelet tamallet ha koundaonet, war eur falz danevel, war eur gomz paket eun ear, war eur skeud fallaziuz, pe eunn tammik diskred, tud direbech, tud dinamm, tud vertuzuz memes, ha dellezek a bep enor ha respet ? Ann traou-ze ne arrufenn ket, mar karfemp ober, e kenver hon nesa, ar pez a reaz Doue e kenver Sodom ha Gomorrh ; rei termen d’hor buanegez, kalmijen d’hon orgouil pistiget, ha diskenn da gavout hor breur, da welout ha gwir eo ar pez a ra d’e-omp kement a boan-spered. Eunn tammik gortoz, mui a frankiz hag a lealded etre z-omp, hor mirfe diouc’h mil mouzerez, mil facheuri, hag alies diouc’h gwall aferiou. Na damallit den, eme ar Spered Santel, hep beza he zelaouet ; ha pa ho pezo klevet he gaoz ; kelennit-hen gand lealded.

N’oufenn petra da lavarout war ann diviz kaer-ze a zavaz etre Doue hag Abraham, divar benn tud Sodom ha Gomorrh. Madelez Doue hag he azaouez e kenver he zervicher mad am laka souezet ; kaloun vad Abraham, hag he c’hoant diremet da zavetei he vreudeur faziet, a ra d’in gwela ; ann emgann a welann etre justis Doue ha peden ann den santel a estlamm va spered ; ar bluen a gouez euz va dourn pa zonjann ne oe ket kavet dek den just e pemp kear-vraz, gant ar c’harteriou tro-war-dro, ha na hellaz ket Doue rei ho gras da bedennou he zervicher ! O va Doue, pet den just a zo er barrez ma ?


————


PENNAD XIX.


Sodom ha Gomorrh dismantret.
Euz ar Bed 2107. — Araok J.-K. 1897.


1. Ann daou Eal a zigouezaz e Sodom d’ann abardaez, ha Loth a oa azezet e kichen dor kear. Kentre ma ho gwelaz, e savaz enn he zao, ez eaz war ho arbenn, enn eur ho zaludi beteg ann douar.

2. Hag e lavaraz : Me ho ped, Aotrounez, deuit da di ho servicher, ha choumit eno : gwelc’hi a reot ho treid, ha warc’hoaz vintin en em lekeot adarre emi ho hent. Nann, eme-z-ho, choum a raimp war ann dachen.

3. Ho redia a reaz a-grenn da zont gant-han, ha pa oant eat enn ti, e lekeaz aoza eur pred-boed d’ezho, poaza a eure bara dic’hoël, hag e tebrjont.

4. Hogen a-barz ma’z ejont da gousket, tud kear a c’hrounnaz ann ti, adaleg ar vugale beteg ann dud koz, ar bobl holl, holl e teujont.

5. Hag o c’hervel Loth, e leverjont d’ezhan : Peleac’h ema ar wazed a zo deuet fe-noz d’ho ti ? Digasit-ho d’e-omp, evit m’ho anavezimp.

6. Loth a zeuaz er meaz d’ho c’havout ; hag o veza serret ann nor war he lerc’h, a lavaraz d’ezho :

7. Na rit ket, me ho ped va breudeur ker, na rit ket eunn droug evel-se.

8. Bez’ am euz diou verc’h, enn ho gwerc’hded, ha digas a rinn d’e-hoc’h, ha c’houi a rai anezho ar pez a gerrot ; gant na reot droug ebed d’ar wazed-ze, rak deuet int d’am zi, hag em c’harg emaint.

9. Mes hi a respontaz : En em denn ac’han. Ha c’hoaz : Deut oud ama evel divroad ; ha deut e ves-te evit hor barn ? Mad ! gwaz a rimp d’id eget d’ezho. Gwall zraskla a reant enn dro da Loth, hag e oant o vont da derri ann nor,

10. Ha chetu ann daou waz, enn eur astenn ho dourn er meaz, a dennaz Loth enn ti, hag a zerraz kloz ann nor.

11. Skei a rejont a zallentez ar re a oa er meaz, adalek ar bihanna beteg ar brasa, enn hevelep doare na hellent mui kavout toull ann nor.

12. Neuze e leverjont da Loth : Ha bez’ ec’h eus-te ama unan bennak euz da gerent ? eur map-kaer, paotred pe merc’hed ? kement a zell ouz-id, gra d’ezho mont er meaz euz ar gear-ma.

13. Mont a reomp da zismantra al leac’h-ma, rak ar c’hri euz a zizurjou he dud a zo savet beteg re gre dirak Doue, pehini en deuz hon digaset evit ho c’holl.

14. Loth eta o veza eat er meaz, a gomzaz ouz he vipien-kaer pere a dlie dimizi d’he verc’hed, hag a lavaraz d’ezho : Savit, en em dennit buhan ac’han, rak ann Aotrou-Doue a ia da zismantra ar gear-ma. Hag e sonje d’ezho e komze dre farz.

15. Ha pa oe deuet ann deiz, ann elez a haste Loth, enn eur lavarout : Sao, kemer da c’hrek, hag ann diou verc’h ec’h euz, gant aoun na vez kollet da-unan gand ar gear griminal-ma.

16. Hag evel ma taléé, e krokjont enn he zourn, e dourn he c’hrek hag e re he ziou verc’h, dre ma rea Doue trugarez d’ezhan.

17. Hen tenna a rejont er c’hiz-ze er meaz euz he di, hag o veza hel lekeat er meaz a gear, he komjont eno out-han, enn eur lavarout : Saveta da vuez, na zell ket war da lerc’h, ha na choum ket er c'harter-ma tro-war-dro : mes achap kuit war ar menez, gant aoun na vez kollet gant ar re all.

18. Ha Loth a lavaraz d’ezho : Aotrou, me ho ped,

19. Pa en deuz ha servicher kavet gras dira-z-hoc’h, ha pa hoc’h euz diskouezet ho trugarez em c’henver, betek savetei d’in va buez, ha pa n’ounn ket evit en em denna war ar menez, gand aoun na venn tizet gand ar reuz ha na varfenn.

20 Bez’ ez euz tost d’ama eur gearik da behini ec’h hellann tec’hout ; hag e vezinn salo ; ha n’ed-eo-hi ket bihan bihan ? hi a zavetei d’in va buez.

21. Hag ann eal a respontaz d’ezhan ; Mad ! selaouet am euz c’hoaz da beden war gement-ze, ha na zistrujinn ket ar gear-ze evit pehini ec’h euz komzet.

22. Hast buhan hag en em denn enn-hi ; rak n’hellinn ober netra ken na vi eat tre enn-hi. Dre’n abek a gement-ze eo hanvet ar gear-ze Segor. (Bihanik).

23. Ann heol a zave war ar bed, ha Loth a ie tre barz Segor.

24. Doue a lekeaz eta da goueza war Sodom ha Gomorrh eur glao a zoufr hag a dan, digaset euz ann env a-berz ann Aotrou.

25. Hag e tismantraz ar c’heriou-ze, hag ar c’harter tro-war-dro, holl dud ar c’heriou, ha kement-mad a c’hlaze war ann douar.

26. Grek Loth o veza sellet war he lerc’h, a oe chenchet enn eur bern c’hoalen.

27. Hogen Abraham o sevel antronoz vintin, a zeuaz el leac’h ma oa choumet da gomz gant Doue.

28. Sellout a reaz etrezeg Sodom ha Gomorrh, hag ar c’harter tro-war-dro, hag e welaz o sevel divar ann douar flamm-tan evel bouillou moged eur fourn vraz.

29. Rak pa zismantre Doue keriou ar vro-ze, e teuaz sonj d’ezhan euz Abraham, hag he tilivraz Loth diouc’h reuz ar c’heriou-ze, e pere e oa bet hema o choum.

30. Loth a guitaz Segor, hag a ieaz war ar menez gant he ziou verc’h, (rak aoun en devoa o choum e Segor ;) En em denna a reaz enn eur gavarn, hag he ziou verc’h gant-han…


————


SKLERIDIGEZ.


Goude ma en deuz ann den lennet ar gentel-ma, e choum e-barz enn he galoun eunn dristidigez vraz, o welout bete pegeid a hell mont breinadur ha faliagriez ann dud. Tud Sodom, braz ha bihan, koz ha iaouank, holl int eat a zreist-penn e bouillen al ligentez, betek gwall-ober ann eil gant egile enn eskemm da lezennou ann natur ; rak pec’hed Sodom a oa, ober neuz-pailiardiez , paotred gand paotred, ha merc’hed gand merc’hed. Ann dallenlez a behini e oent skoet en eunn taol enn dro da di Loth, a verk eunn dallentez all truezusoc’k c’hoaz, pehini eo dallentez ar spered, kaleder ar galoun, dre bere eo kastizet peurvuia ann dud lik ; rak eur burzud ken hanat na gonvertisaz nikun anezho. Ann daou zen iaouanka dlie dimizi da verc’hed Loth a zisprizaz zoken aliou ho zad kaer, hag a choumaz da zevi enn tan-gwall. Pet den iaouank hirio ann deiz a ra fae war aliou eunn tad, eur mignoun, eur c’hovesour, pa ve lavaret d’ezho diouall diouc’h eunn daremprerez danjeruz bennak ; ha na zihunont nemet pa vent eat dreist-penn er vouillen.

Ar pez a reaz Loth o kenniga he ziou verc’h d’ann dud fall-ze, ne oa ket mad. Ar pec’hed a felle d’ezho da ober gand he zaou hostis, a oa, evit gwir, kalz brasoc’h eget ann hini ho divije great gant he verc’hed ; mes ne ket mad ober eunn drouk bihanoc’h, evit mirout diouc’h eunn drouk brasoc’h.

Loth a hell beza didamallet e kement-ze abalamour d’he spount, d’he zaouzan, ha d’ar c’hoant en devoa da zavetei he hostizien.

Loth e gwirionez a oa eunn den mad ; hogen kemm e-leiz a zo e-tre he vertuz hag hini Abraham. Dare eo bet d’he zigaresiou ha d’he zaléou amzere hel lezel da zevi gant bourc’hisien Sodom. Ret e oai d’ann elez he zavetei evel dre fors. Diouallomp evel-d-han da enebi ouc’h ar c’hras, pa zeu d’hor gerve1, ha da ziskouez d’e-omp hent ar zilvidigez.

Hor Zalver evit diskouez d’e-omp e tleomp ato kerzout ha pignat er vertusiou, ma na fell ket d’e-omp beza paket gant ar maro ha gant ar varn, pa zonjimp nebeuta, a lavar d’e-omp ; ho pet sonj euz grek Loth.

Ho pet sonj euz grek Loth, c’houi pere o veza klevet, e gweled ho kaloun, mouez ann Aotrou-Doue pehini a lavar d’e-hoc'h kuitaat ar pec’hed ha savetei hoc’h ene, a zell truezuz war ha lerc’h, dre na fell ket d’e-hoch terri ho chaden.

Ho pet sonj euz grek Loth, c’houi pere distak diouc’h ar bed, ha savet huel er barfeded, a zeu da skuiza war ar fin, ha da zellout war ho lerc’h ; diouallit na vec’h ket mad evit rouantelez ann env,

Ho pet sonj euz grek Loth, sperejou dibarfet, pere e kreiz ho pedennou, ec’harz treid ann aoter memes, a zo prest ato da drei ha da zistrei ho peno evit ann distera trouz ; Ha c’houi pere ne reuzit netra d’ho kuriozite, touellet gant pompou satan hag avelachou ar bed, sonjit penaoz sulvui a rit d’ho skianchou, sulvui e tennit digant hoc’h ene.

Pep hini a vezo gwanet dre leac’h ma en devezo pec’het, eme ar spered santel. (Sap : 11. 17.) Ann dud reuzeudik a Zodom ho devea ellumet enn ho c’halonou tan ar c’hadelez, ha Doue a zigas d’ho c’hastiza eunn tan ifernal, eunn tan a zoufr, ha gant han c’houez ker fall. Hag evit ma choumje da vikenn dirak daoulagad ann dud ar zonj hag ar gwel euz ann taol terrubl-ze, Doue a reaz ma oe chenchet ar c’harter-ze ker kaer ha ker glaz, enn eur mor a zour du ha teo, enn dro da behini ne ra brud netra. Da zougen testeni euz ho fallagriez, eme ar spered-santel, e weler eno eur vro c’houez, hag a zivoged hirio c’hoaz ; gwez euz a bere ar frouez na veuront morse, hag eur mean c’hoalen (e doare eur vaouez) da zigas sonj eveuz eunn ene difeiz.

Mar teu justis Doue da skei ar pec’hed a ligentez enn eur fesoun ken terrubl er bed-ma, petra vezo goude ar maro, pa vezo serret aun nor a druez.




PENNAD XX.


Ar roue Abimelek gwanet dre’n abek da Sara.


1. Abraham o veza kuiteet traonien Mambre, a ziskennaz war zu ar c’hresteiz ; choum a reaz etre Kades ha Sur, hag e oe evel tremenour e Jerara.

2. Hag e lavaraz, o komz euz Sara he c’hrek : Va c’hoar eo. Abimelek, roue Jerara, a gasaz eta d’he c’hemerout evit-han,

3. Hogen Doue en em ziskouezaz da Abimelek epad he gousk hag a lavaraz d’ezhan : mervel a reot hep dale dre’n abek d’ar vaouez hoc’h euz skrapet, rak eur pried e deuz.

4. Abimelek n’en devoa ket c’hoaz touchet out-hi, hag a lavaraz : Aotrou, ha lakaat a reot-hu d’ar maro eur bobl divlamm ha na wie netra a gement-ze ?

5. Ha n’en deus-hen ket lavaret d’in he-unan : Va c’hoar eo ; hag hi euz he c’hostez : Va breur eo ; gant eeunder a galoun, ha divlamm a-walc’h e pep fesoun, am euz great ar pez am euz great.

6. Ha Doue a lavaraz d’ezhan : gouzout a rann hoc’h euz great ann dra-ze gant eeunder a galoun ; ha dre-ze em euz ho tiouallet evit na bec’hjec’h ket em enep, ha n’am euz ket ho lezet da dostaat out-hi.

7. Brema ’ta daskorit ar vaouez-ze d’he fried, rak eur profed eo ; hen a bedo evid-hoc’h, ha ne varfot ket ; mes mar na fell ket d’e-hoc’h he daskori, klevit-hen mad, mervel a reot, c’houi, ha kement a biaou ouz-hoc’h.

8. Hag Abimelek o sevel dioc’h-tu e kreiz ann noz, a c’halvaz he holl zervicherien, hag a lavaraz d’ezho penn-da-benn ann traou en devoa klevet, hag e oent holl strafillet gant ann aoun.

9. Abimelek a gemennaz ivez Abraham, hag a lavaraz d’ezhan : petra c’heus-te great d’eomp-ni ? Nag e petra ’ta hon euz-ni manket d’id, ma’z eo falvezet d’id tenna war-n-oun ha war va rouantelez eunn drouk ker braz ? great e c’heuz d’e-omp eunn dra ha na oa ket dleet d’id ober.

10. Hag oc’h en em glemm c’hoaz eur weach, e lavaraz : er gwel a betra ec’h eus te great kement-se ?

11. Abraham a respountaz : Sonjal a riz enn oun va-unan, o lavorout : marteze n’euz ket a zoujanz Doue er vro-ma, hag e lazint ac’hanoun evit kaout va grek.

12. Hogen a-hent-all, e gwirionez bez ez eo va c’hoar, o veza merc’h vihan d’am zad ha nann d’am mamm, hag ounn demezet d’ezhi.

13. Abaoue ma en deuz great Doue d’in kuitaat ti va zad, em euz lavaret d’ezhi : ann drugarez-ma a reot em c’henver, e kement leac'h ma’z imp, c’houi a lavaro ounn breur d’e-hoc’h.

14. Abimelek eta a gemeraz denved hag ohen, mevellou ha mitizien, hag ho roaz da Abraham ; daskori a reaz ivez d’ezhan Sara he bried.

15. Hag e lavaraz ; Chetu ar vro-ma holl dira-z-hoc’h, choumit e leac’h ma kerrot.

16. Ha da Sara e lavaraz : Roet am euz d’ho preur mil fez arc’hant, evit ma ho pezo hivizikenn eur voel bepred war ho taoulagad, dirak ann dud a vezo gan-e-hoc’h, hag e kement leac’h ez eot ; hag ho pet soñj penaoz oc’h bet tizet.

17. Hogen war beden Abrabam, Doue a bareaz Abimelek, he c’hrek hag he vitizien, hag e wilioudjont evel-kent :

18. Rak Doue en devoa great brec’hagn ar mammou e ti Abimelek dre’n abek da Sara grek Abraham.


————


SKLERIDIGEZ.


Ann Aotrou-Doue a ra trugarez da Abimelek, abalamour d’he ziwisiegez ha da eeunder he galoun. Hervez lezennou ar vro-ze, Abimelek ne gave ket d’ezhan beza avoultrer o kemerout Sara da bried, enn eur he lakaat e renk he c’hragez all, pa’zeo gwir e sonje d’ezhan e oa dizemez. Mes Doue oc’h he wana, hag o c’hourdrouz zoken hel lakaat d’ar maro, a zesk d’e-omp peger grevuz eo dira-z-han ar pec’hed a avoultriach.

Ar voel a behini e komzer ama ker brao, a ziskouez d’ar merc’hed e tleont mirout bepred eur vodesti vraz, hag evesaat war-n-ezho ho-unan, pa renkont en em gavout e touez tud dianaf, ha muioc’h c’hoaz marteze pa vezont gant tud euz ho anaoudegez, ma n’emaint ket tud a zoujanz Doue.




PENNAD XXI.


Ginivelez Izaak. Agar hag Ismaël kaset kuit.
(Euz ar bed 2108. — Araok J. K : 1896.)


1. Hogen ann Aotrou-Doue a zeuaz da welout Sara, hervez ma en devoa roet he c’her hag a reaz enn he c’henver ar pez en devoa lavaret.

2. Dont a reaz da veza dougerez ha genel a reaz eur map enn he c’hozni, d’ar mare ma en devoa Doue diouganet d’ezhi.

3. Hag Abraham a roaz ann hano a Izaak d’ar map-ze ganet d’ezhan gant Sara. (Izaak a zinifi c’hoarz.)

4. Enwada a reaz ar c’hrouadur d’ann eizved devez, hervez ma en devoa Doue gourc’hemennet d’ezhan,

5. Pa edo enn he gant vloaz ; rak ann oad-ze en devoa ann tad, pa oe ganet Izaak.

6. Ha Sara a lavaraz : Doue en deuz roet d’in leac’h da c’hoarzin, kement hini a glevo ann dra-ma a c’hoarzo ivez gan-en.

7. Hag e lavaraz c’hoaz : Piou a gréte en divije Abraham klevet lavarout e roje Sara da zena da eur map, ganet d’ezban hag hen dija ker koz ?

8. Ar c’hrouadur a greskaz hag a oe dizonet. Hag Abraham a reaz eul lein vraz enn deiz ma oe dizonet Izaak.

9. Sara o veza gwelet map Agar ann Ejipsianez, oc’h ober ann heg ouz Izaak he map, a lavaraz da Abraham :

10. Kasit kuit ar vatez-ze hag he map ; rak map ar vatez na vezo ket heritour gant va map-me Izaak.

11. Tenn a oe war Abraham klevout kement-ze, dre n abek d’he vap Ismaël.

12. Ha Doue a lavaraz d’ezhan : arabad eo d’id kemer evel eunn dra c’houero ar pez a zo lavaret d’id divar benn ar c’hrouadur-ze ha da vatez daoust petra a lavaro d’id Sara, gra diout-hi, rak euz a Izaak eo e teui ar wenn a dle dougen da hano,

13. Hogen euz a vap ar vatez e likiinn ivez da zevel eur bobl braz, dre ma’z eo engehentet ac’hanoud.

14. Abraham a zavaz eta mintin-mad, a gemeraz bara hag eul lestr leun a zour, ho stagaz war ziskoaz Agar, a roaz d’ezhi he map, hag he c’hasaz kuit Hou-ma o veza eat enn he hent, a gantree dre c’hwelec’hiou Bersabe, hep gouzout pe du trei.

15. Ha pa oa evet holl ann dour a ioa el lestr, Agar a lezaz he map dindan ar wezen a oa eno.

16. Pellaat a reaz, hag ec’h azezaz war hed eunn tenn bir diouc’h al leac’h ma edo ; rak lavarout a reaz : Na welinn ket va c’hrouadur o vervel ; hag azezet eno rag-enep, en em lekeaz da hirvoudi ha da wela.

17. Hogen Doue a glevaz kri ar c’hrouadur, hag eal ann Aotrou-Doue a c’halvaz Agar, euz ann env, enn eur lavarout : Petra ’rit-hu Agar ? N’ho pezit ket aoun, rak Doue en deuz klevet mouez ho krouadur euz al leac’h m’ema.

18. Savit, kemerit ar c’hrouadur, ha kregit enn he zourn, rak lakaat a rinn eur bobl braz da ziskenn diout-han.

19. Ha Doue a zigoraz d’ezhi he daoulagad, hag o welout eno eur punz leun a zour, e redaz d’ezhan, e kargaz he lestr, hag e roaz da eva d’ar c’hrouadur.

20. Doue her bennigaz ; kreski a eure, hag e choumaz er gwelec’h, hag e teuaz da veza eunn den iaouank dournet-mad da warega, pe, da denna gant ar warek.

21. Choum a reaz e gwelec’h Pharan, hag he vamm a choazaz d’ezhan eur c’hrek euz ann Ejipt he bro.

22. Enn amzer-ze Abimelek ha Phikol, kabitan he arme, a lavaraz da Abraham : Doue a zo gan-e-hoc’h e kement a rit.

23. Touit eta dre ho Toue, ne reot drouk ebed d’in, na d’am bugale, na d’am lignez ; hag e reot d’in er c’hontrol, ha d’ar vro e pehini oc’h bet o choum evel diaveziad, hervez ann drugarez am euz great d’e-hoc'h va-unan.

24. Hag Abraham a lavaraz : Hen toui a rinn.

25. Hag Abrabam a zougaz klemm da Abimelek divar benn eur punz-glao tennet digant-han dre hak gant he zervicherien.

26. Abimelek a respontaz : N’am euz ket gwezet piou en deuz great ann dra-ze ; c'houi hoc’h-unan n’hoc’h euz ket hen diskuillet d’in, ha n’em euz klevet man a gement-se ken ne d-eo hirio.

27. Abraham eta a gemeraz denved hag ohen, hag a roaz anezho da Abimelek, hag e rejont kevredigez etre-z-ho ho daou.

28. Hag Abraham a lekeaz a gostez seiz danvadez tennet euz he dropel.

29. Abimelek a lavaraz d’ezhan : Evit petra ar seiz danvadez-ze hoc’h euz lekeat a gostez ?

30. Hag Abraham a respontaz : Seiz danvadez a zigemerot euz va dourn, evit ma tougint testeni penaoz me eo en deuz kleuzet ar punz-hont.

31. Dre-ze e oe hanvet al leac’h-ze Bersabé, dre’n abek ma ho devoa touet ho daou eno.

32. Hag e réjont kevredigez e kichen punz al le.

33. Abimelek a zavaz neuze, gant Phikol, kabitan he arme, hag a zistroaz da zouar ar Philistined. Abraham euz he gostez a blantaz eur c’hoad e Bersabe, hag a azeulaz eno enn enor da hano ann Aotrou, Doue eternel.

34. Ha choum a reaz eur pennad mad a amzer e bro ar Philistined.


————


SKLERIDIGEZ.


Abraham a hanvaz he vap, Izaak ; ger hag a zinifi c’hoarz ; abalamour ma c’hoarzaz Sara a-dré ann nor, pa oe diouganet ar map-se d’ezhi gant ann eal ; pe abalamour ma oe ar c’hrouadur-ze eunn abek braz a joa evit daou bried ker santel ha ker pinvidik. Ar gristenien, eme ann tadou santel, bugale spirituel da Abraham, a dlefe beza ken aliez a Izaak ; da lavarout eo, abegou a joa evit ho c’herent, hag hi ho-unan bugale drant ha laouen. Hogen ra zervichint Doue a greiz kaloun, ra virint he c’hourc’hemennou, netra surroc’h da ober anezho bugale seven ha joauz. O va Doue ar peoc’h a ren e kalonou ar re a gar ho lezen ! pax multa diligentibus legem tuam, ps. 118-115.

Ar mammou kristen a zalc’ho sonj penaoz Sara na lezaz ket gant eunn all ar zoursi da zevel he c’hrouadur. He gloar hag he joa vraz a oe maga he bugel gand he leaz. Santout a ree penaoz ober er c’hiz all, a zo mankout da lezen ann natur, ha da volontez Doue, pehini na laka leaz e divronn eur vamm nemet evit maga he hugel. A re a gaz ho kugale d’ar vagerez ne d-int nemet hanter-vammou, ha bikenn na vezo kement a garantez etre ho bugale hag hi, ha ma vije bet, ma ho divije ho maget ho-unan war boull ho c’haloun.

Perag e c’hourc’hemennaz Doue da Abraham kas-kuit he vatez hag he map ? Ismaël ha ne oa-hen ket krouadur da Abraham koulz hag Izaak ? Er Skritur sakr e kaver er c’hiz-ze meur a dra souezuz da welout, ha war ann diaveaz eunn tamik enep da vadelez Doue. Mes na varnomp ket ann hini euz a behini ar furnez a zo keid enn tu all d’hor spered, ha ma’z eo ann env diouc’h ann douar. Pa blich gant-han dizolei d’e-omp eunn draik bennak euz he visteriou kuzet, trugarekeomp-hen ; ha pa n’hellomp ket kavout ar poell anezho, adoromp.

Histor Agar ha Sara, eme Zant Paol, a zo leun a visteriou. Arouezi a reont ann daou destamant ; unan roet war menez Sinaï, ha n’en deuz great nemet sklaved, hag hen-nez a zo arouezet dre Agar ; rak menez Sinaï enn Arabia, a verk Jerusalem ann douar, sklaf d’al lezen gant he bugale ; Mes Jeruzalem ann env, houn-nez eo ar pried enn he frankiz, arouezet dre Sara ; houn-nez eo hor gwir vamm, he bugale eo a vezo heritourien ann Tad ; ha ni eo ar vugale-ze arouezet dre Izaak. Ann testamant koz gand he lidou inouuz, a zo torret gant Jezuz-Krist hor Zalver ; hag ennn testamant nevez en deuz roet d’e-omp enn he leac’h ; testamant skrivet gant he c’hoad, ha pehini a virimp penn da benn, nann dre forz, evel ma rea tud ann testamant koz, mes a galoun-vad ha gant karantez, dre ar zikour euz ar c’hras, ha dre zellidou Jezuz hor Zalver,

Neuze, eme c’hoaz sant Paol, ann hini a oa ganet hervez ar c’hik, da lavarout eo hervez ann natur, hep burzud ebed, a hegase ann hini a oe ganet hervez ar spered, da lavarout eo, dre eur c’hras spisial a Zoue. Evel-se e c’hoarvez hirio c’hoaz ; bugale ar Sinagog a heskin diskibled Jezuz. Mes petra lavar ar skritur ; Kasit-kuit ar vatez hag he map, rak map ar vatez na vezo ket heritour gant map ar c’hrek frank. Evel-se ar Juzevien aheurtet a zo lekeat er meaz euz a iliz Doue, hag evel Agar ebarz ar gwelec’h, e valeont goudevez dre ar bed, hep gouzout re pe du trei.

Hirio ivez ar bediz a heskin e mil fesoun bugale ha servicherien Doue ; Mes eunn devez e vezo c’hoaz lavaret ; Kasit kuit mipien ar vatez, n’ho deveuz perz ebed e rouantelez ann tad, rouantelez miret da vugale ar wir c’hrek, pehini eo hor Mamm Zantel ann Iliz.




PENNAD XXII.


SAKRIFIS ABRAHAM
.
(Euz ar bed 2145. — A-raok J. K. 1859.)


1. Goude kement-se, Doue a amprouaz Abraham, hag a lavaraz d’ezhan : Abraham, Abraham ! Abraham a respontaz : Chetu me ama.

2. Ha Doue a lavaraz : Kemer da vap penn-her pehini a garez, Izaak ; ha kea da zouar ar welidigez ; hag eno te rei eur zakrifis anezhan d’in, oc’h he zevi war unan euz ar menesiou a ziskouezinn d’id.

3. Abraham eta, o sevel a-raok ann deiz, a sternaz he azen, hag a c’halvaz da zont gant-han daou vevel iaouank, hag he vap Izaak. Hag o veza trouc’het keuneud awalc’h evit devi ann hostif, e kemeraz he hent war-zu al leac’h da behini en devoa Doue gourc’hemennet d’ezhan mont.

4. Hogen d’ann trede deiz, o veza savet he zaoulagad, e welaz euz a bell ar menez.

5. Hag e lavaraz d’he vevelien : Choumit ama da c’hortoz, gant ann azen ; va map ha me, ne vimp ket pell evit mont beteg a-hont, ha goude ma hor bezo azeulet, e tistroimp daved-hoc’h,

6. Kemerout a reaz ar c’heuneud evid ar zakrifis, hag ho lakaat a reaz war gein he vap Izaak ; hen he-unan a zouge enn he zaouarn ann tan hag ar c’hleze. Epad ma’ z eant ho daou kevret,

7. Izaak a lavaraz d’he dad : Va zad. Abraham a respontaz : Petra fell d’id, va map ? Chetu, eme-z-han, tan ha keuneud, peleac’h ema aneval ar zakrifis ?

8. Abraham a lavaraz : Doue a gavo d’ezhan aneval ar zakrifis, va map. Kenderc’hel a rejont eta da gerzet ho daou ;

9. Hag ec’h errujont el leac’h en devoa Doue diskouezet da Abraham. Sevel a reaz eunn aoter eno, ha renka a reaz ar c’heuneud war-n-ezhi : Hag o veza liammet he vap Izaak, e lekeaz anezhan war ann aoter, war chorre ar c’heuneud renket.

10. Hag ec’h astennaz he zourn, hag e kemeraz ar c’hleze, da laza he vap e sakrifis.

11. Ha chetu eunn eal a berz Doue a griaz euz ann env, enn eur lavarout : Abraham, Abraham ! Abraham a respontaz : Chetu me ama.

12. Hag ann eal da lavarout : Na astenn ket da zourn war ar c’hrouadur, ha na rez droug ebed d’ezhan : brema me oar ec’h euz doujanz Doue, pa n’ec’h euz ket espernet da vap penn-her abalamour d’in.

13. Abraham a zavaz he zaoulagad, hag a welaz a-dre he gein eur penn-denved, luiet dre he gernou e-touez ann drez ; he gemmer a reaz, hag ober a eure gant-han eur zakrifis da Zoue, e leac’h he vap.

14. Henvel a reaz al lec’h-ze, Doue a wel. Chetu perag e leverer c’hoaz hirio : War ar menez Doue a welo.

15. Hogen Eal Doue a c’halvaz eunn eil gweach Abraham euz ann env, enn eur lavarout :

16. Hen touet am euz dre-z-oun va-unan, eme ann Aotrou, abalamour ma ec’h euz great ann dra-ze, ha n’ec’h euz kel espernet da vap penn-her, evit plijout d’in ;

17. Me as pennigo, me lakai da wenn da greski ker stank ha stered ann env, ker stank hag ann treaz a zo war aod ar mor. Da wenn e devezo dalc’h war zoriou he enebourien.

18. Ha benniget e vezo holl boblou ann douar enn Hini a ziskenno ac’hanoud, dre ma ec’h euz sentet ouz va mouez.

19. Abraham a zistroaz da gavout he vevelien, hag ez ejont kevret da Versabe, hag e choumaz eno.

20. Goude ann traou-ze, e teuaz kannad da Abraham penaoz Melka (c’hoar Sara) e devoa roet ivez bugale d’he vreur Nakor.

21. Huz he vap henâ, (euz a behini e tiskennaz ann den Santel Job,) Buz he vreur, ha Kamuel tad ar Sirianed.

22. Kased, Azaii, Pheldaz ha Jedlaph.

23. Ha Bathuel tad Rebeka : Ann eiz krouadur-ze a c’hanaz Melka da Nakor, breur Abraham.

24. He zerc’h, hanvet Roma, a c’hanaz ivez d’ezhan Tabé, Gaham, Thahaz ha Maaka.


————


SKLERIDIGEZ.


Sulvui ma’z eomp a-raok ebarz ann histor sakr, sul skleroc’h e kavomp merket enn-hi misteriou hor relijion zantel. Da biou na ve ket hanad ann henveledigez a zo etre sakrifis Izaak hag hini Map Doue hor Zalver benniget ? — Abraham a ra da Zoue euz a greiz he galoun ar zakrifis euz he vap penn-her ; Doue, eme zant Paol, a garaz kement ar bed, ma en deuz roet he vap ha n’euz nemet-han, evit he zavetei. — Izaak a ia d’ar maro war eur menez ; ha Jezuz-Krist ivez. Hag ar pez a zo gwell, war ar memes menez eo bet great ann daou zakrifis. Ann douar-ze, deuet divezatoc’h da veza e gwiriouez eunn douar Santel, abalamour da visteriou hon dasprenadurez c’hoarvezet eno, a oa dija e amzer Abraham, eul ]eac’h dibabet ha benniget gant Doue, hag hanvet Douar ar welidigez ; da lavarout eo, eunn douar e pihini e vije gwelet traou burzuduz. Eno, war m’her c’hreder, e sakrifiaz Abel ha Noe ; eno e tlie Abraham gwelout Doue ; eno e tlie Doue en em ziskouez d’ann dud, e persounach hor Zalver Jezuz-Krist.

Izaak a zoug ar c’hoat war behini e tlie beza lazet ; Jezuz-Krist a zoug ar groaz war behini eo bet staget.

Izaak en em lez da veza liammet, hep en em glemm ; Jezuz-Krist a zo bet tachet ouc’h ar groaz, hep na lavaraz ger ebed.

Izaak e gwirionez ne ket bet lazet, mes eur maout enn he leac’h ; Jezuz-Krist evel Doue n’en deuz ket gouzanvet war ar groaz, na helle ket ober ; mes evel den e c’houzanvaz ar maro. A-hent all eo bet skeudennet mad hor Zalver dre ar penn-denved-ze luiet e-touez ann drez, hen pehini a zo bet grouiet ouc’h ar groaz gant hor pec’hejou-ni goude beza bet kurunet gant spern.

D’ann divez, sakrifis Isaak a zo eur skeden barfet euz a zakrifis ann oferen. Abraham en devoa lazet he vap enn he galoun, dre eunn dilez frank ha leal, hag Izaak en devoa ivez great da Zoue ar zakrifis euz he vuez, petra bennak ne oe ket skuillet he c’hoad ; evel-se Jezuz-Krist a ra ann dilez euz he vuez evid-omp, ken alies gweach ma ec’h oferenn eur belek, petra bennak ne varv ket mui, ha na skuill ket he c’hoad, evel gweachall war menez Kalvar.

Gwelout a reomp er pennad-ma, parfeted Abraham o vont ato war gresk. Merkou sklear hag hanad en deuz roet dija da Zoue euz he feiz hag euz he zentidigez, euz he garantez e kenver Doue hag e kenver he nesa ; ha Doue a beur-achu da amproui he zervicher dre ann touch ar c’hizidika : Kemer da vap ha n’euz nemet-han, da vap pehini a garez, Izaak ; ha gra d’in eur zakrifis gant-han. Pebez taol evit eunn tad ker mad ? n’euz forz, ne ma ket he zouj da ober gant-han ; Doue a gomz ; senti a renker. Hag he zentidigez a zervicho da skouer d’ann dud ar re zantella bete fin ar bed. Seiz derez, eme Zant Bernard a ra eur zentidigez barfet. Hag ho seiz en em gavont e sentidigez Abraham. 1. Sentidigez kalounek, 2 Sentidigez mut, 3 Sentidigez joauz, 4 Sentidigez prim, 5 Sentidigez kourachuz, 6 Sentidigez vuel, 7 Sentidigez paduz.

Mar d-oc’h bugale da Abraham, eme hor Zalver d’e-omp, kerkoulz ha d’ar Juzevien, grit ar pez en deuz great Abraham. Mar d-oc’h karet gant Doue, Doue na choumo ket hep ho amproui. Mar goulenn digan-e-hoc’h ho madou, ho iec’hed, ho puez, pe eur map ha n’euz nemet-han, ho ped sonj euz Abraham. Grit evel d-han, ha list Doue da beur-achui. Ho map Izaak, da lavarout eo, ho kwir vad, na varvo ket ; Doue a oar gwell petra zo talvoudeka d’e-hoc’h hag he gavout a reot goude ho sakrifis, er bed-ma pe er bed all.

PENNAD XXIII.


Maro Sara.


1. Hogen Sara a vevaz beteg ann oad a zeiz vloaz ha c’houec’h-ugent.

2. Mervel a reaz er gear a Arbe, pehini eo Hebron, e douar Kanaan ; hag e teuaz Abraham d’he gwela ha da ober kanv d’ezhi.

3. Goude beza peurc’hreat dleadou ar c’hanv, e teuaz da gavout bugale Heth, enn eur lavarout.

4. Eunn ermeziad hag eur pirc’hirin ounn enn ho pro, aotreit d’in gwir da zevel eur bez enn ho touez, evit ma sebeliinn ann hini am euz kollet.

5. Bugale Heth a respontaz en eur lavarout :

6. Selaouit, Aotrou, bez’ ez oc’h enn hon touez eur prins karet gant Doue ; sebeliit ann hini hoc’h euz kollet, enn hor c’haera besiou ; den na oufe mirout ouz’hoc’h da zebelia enn he vez, ann hini hoc’h euz kollet.

7. Abraham a zavaz hag a zaludaz beteg ann douar tud a vro-ze, da lavarout eo, bugale Heth ;

8. Hag a lavaraz d’ezho : mar d-eo ho trugarez e sebelienn ann hini am euz kollet, selaouit ac’hanoun, ha komzit evid-oun da Ephron, map Seor.

9. Evit ma rei d’in ar gavarn a ziou gampr a zo e penn he bark ; C’hoant am be he lezfe gan-en diraz-hoc’h evit ar pez ma tall, da ober eur bez anezhi.

10. Hogen Ephron a oa o choum e touez bugale Heth. Hag Ephron a respontaz da Abraham, dirak ann holl dud a oa neuze dastumet e c’harz dor kear, enn eur lavarout :

11. Nann, Aotrou, ne ket evel-se vezo ; mes klevit kentoc’h ar pez az ann da lavarout : rei a rann d’e-hoc’h, dirak mipien va bobl, ar park hag ar gavarn a zo enn-han, sebeliit enn-hi ann hini hoc’h euz kollet.

12. Abraham a stouaz beteg ann douar dirak tud ar vro-ze.

13. Hag e komzaz ouc’h Ephron, ar bobl holl o veza enn dro d’ezho : Selaouit ac’hanoun, me ho ped ; rei a rinn d’e-hoc’h arc’hant evit ho park ; kemerit-hen, hag er c’hiz-ze me zebelio enn-han ann hini am euz kollet.

14. Ephron a respontaz :

15. Aotrou, selaouit ac’hanoun ; ann douar a c’houlennit a dall pevar-c’hant sikl arc’hant, (daou c’hant skoed), ar priz-ze a vezo e-tre c’houi ha me, mes petra eo kement-ze, sebeliit ato ann hini hoc’h euz kollet.

16. War gement-ze Abraham a bouezaz, dirak bugale Heth, ann arc’hant a c’houlenne Ephron ; da lavarout eo, pevar c’hant sikl enn arc'hant mad, moneiz ar vro.

17. Hag e choumaz war hano Abraham ar park a oa gweachall da Ephron, e pehini edo ar gavarn a ziou gampr, hag a skoe war Mambre ; nann hep ken ar park, mes ivez ar gavarn hag ann holl gwez a oa tro-war-dro d’ar park.

18. Barnet e oent d’ezhan evel he dra, e prezanz bugale Heth, ha dirak kement hini a oa neuze e tal dor kear.

19 Hag er c’hiz-ze Abraham a zebeliaz Sara he bried er gavarn a ziou gampr a oa er park-ze hag a skoe war Mambre, e peleac’h ema ar gear a Hebron, e douar Kanaan.

20. Hag ar park, hag ar gavarn a oa enn-han, a oe goarantet da Abraham gant bugale Heth, evit kaout enn-han eur bez.


————


SKLERIDIGEZ.


Eur zonjezon santel ha talvoudek eo, eme ar Spered santel, pedi evit ar re varo, evit ma vezint diliammet euz ho fec’hejou. 2 Mach : 12. 46. Eunn dra vad eo ivez dougen kanv d’ezho, hag enori ho besiou. Dillad du hag eur mean-bez, a leverer, na zervichont da netra na d’ar c’horf maro, na d’ann ene. Ma na zervichont ket d’ar re varo, e rint vad d’ar re veo. Ha c’hoant hoc’h eus-hu da gaout e touez ho tud doujanz Doue, respet evit ar gerent, peoc’h hag unvaniez, ho pet soursi euz ann anaon, hag enorit ar besiou.

Enn amzer goz, mervel hep beza gwelet gant den, a oa eunn dizeur braz, eur malloz ; hirio c’hoaz, ne gav ket d’in e ve eunn dra gwall gaer mont euz ar bed-ma hep beza gwelet gant den ! Sulvui ma’z-oc’h bet mad ha vertuzuz, sulvui a geuz hag a c’hlac’har a lezot war ho lerc’h, ispisial mar d-eo mad ha vertuzuz ho tud-nez ; rak ann dud fall, eme Zant Paol, a zo hep teneredigez. Ar c’hanv, lidou ann enterramant, dekor ar bez a zo eta eur merk a garantez hag a anaoudegez-vad euz a berz ar re veo, eunn desteni enorapl evit ar re varo, eunn ali hag eunn amorz d’ar vugale da veza vertuzuz. Chetu perak e welomp Abraham ken prederiet da rei d’he bried eur bez enorapl ha dereat, hervez he vertusiou.

Eur blijadur eo gwelout honestis ha lealded tud ar c’harter-ze e kenver Abraham,ha kaloun huel ar patriarc’h santel. Perak na welomp-ni ket e touez ar gristenien ar memes honestis eun ho darempredou, ar memes lealded enn ho marc’hajou, ar memes largentez enn ho c’halonou ?


————


PENNAD XXIV.


DIMIZI IZAAK.


(Euz ar bed 2148. — Araok J. K. 1850.)


1. Hogen Abraham a oa koz, hag oajet braz ; ha Doue en devoa he venniget e pep tra.

2. Lavarout a reaz eunn devez d’ar c’hosa euz he zervicherien, d’ann hini a vere he holl vadou : Laka da zourn dindan va morzad.

3. Evit ma rinn d’id toui dre ann Aotrou, Doue ann env hag ann douar, penaoz ne gemeri bikenn evit pried d’ann map, nikun euz merc’hed ar Gananeed, etouez pere emaounn o choum ;

4. Mes penaoz ez i raktal d’ar vro e pehini ema va c’herent, hag e kemeri ac’hano eur c’hrek d’am map Izaak.

5. Ar zervicher a respontaz : Ma na fell ket d’ar verc’h dont gan-en d’ar vro-ma, ha kas a rinn-me ho map d’ar vro a behini ez-oc’h deuet.

6. Hag Abraham a lavaraz : Diouall na gasi bikenn va map di.

7. Ann Aotrou, Doue ann env, pehini eo deuz va zennet euz a di va zad, hag euz ar vro a behini ounn ginidik ; pehini en deuz komzet ouz-in, ha touet d’in enn eur lavarout : Rei a rinn ar vro-ma d’az wenn ; ann Doue-ze a gaso he eal-mad enn da raok, hag az pezo, hep mank, eur pried d’am map ac’hano.

8. Ma na fell ket d’ar verc’h dont d’az heul, ne vezi ket dalc’het dre da le ; nemet, na gasi bikenn va map d’ar vro-ze.

9. Ar zervicher a lekeaz eta he zourn dindan morzad Abraham he vestr, hag a douaz ober ar pez a c’hourc’hemenne.

10. Kemerout a eure dek kanval diouc’h tropel he vestr, hag en em lekeaz enn hent, o kas gant-han prezanchou a bep seurt ; hag ez eaz rag-eeun d’ar Mezopotamia, d’ar gear emedo Nakor o c’houm enn-hi.

11. O veza lekeat he ganvaled da ziskuiza eunn tammik, er meaz a gear, e kichen eur punz-dour, war ann abardaez d’ar mare ma'z eo kustum ar merc’hed da zont da gerc’hat dour, e lavaraz :

12. Aotrou, Doue Abraham va zikourit hirio, me ho ped ; grit trugarez e kenver Abraham va mestr ;

13. Chetu me em zao e kichen ar feunteun-ma, ha merc’hed tud ar gear-ma zeui bremaik da gerc’hat dour ;

14. Ar plac’h iaouank eta da behini e livirinn : Izeleit ho pod evit ma evinn ; hag a responto : Evit, ha me roï ivez da eva d’ho kanvaled ; ra vezo houn-nez ann hini hoc’h euz dilennet da Izaak ho servicher ; ha dre gement-ze e wezinn hoc’h euz great trugarez e kenver va mestr.

15. N’en devoa ket achuet-mad da gomz er c’hiz-ze e gweled he galoun, chetu Rebeka o tont er meaz ; Rebeka merc’h Bathuel, map Melka grek Nakor, breur Abraham, ha gant-hi eur pod war he skoaz.

16. Eur plac’h kaer meurbed, eur verc’h diouc’h ar re goanta, hag enn he holl gwerc’hded : bet e oa dija er feunteun, hag e tistroe gant he fod leun a zour.

17. Ar zervicher a ieaz war he arbenn, hag a lavaraz : Roit d’in eur banne-dour da eva diouc’h ho pod.

18. Hi a respontaz : Evit, va Aotrou ; hag e tiskennaz dioc’h-tu ar pod war he breac’h, hag e roaz d’ezhan da eva.

19. Goude ma en devoa evel, hi a lavaraz : Ne ket a-walc’h, tenna a rinn ivez dour d’ho kanvaled, ken ho devezo evet holl.

20. Hag o veza diskarget he fod er c’haniou, e redaz d’ar punz da denna dour, hag e roaz anezhan d’ann holl ganvaled.

21. Hogen at zervicher a zelle out-hi, hep lavarout ger, o klask gouzout hag en devoa Doue roet d’ezhan eur veach euruz, pe n’en devoa ket.

22. Hogen goude ma ho devoa evet ar ganvaled, ar goaz a dennaz da rei d’ezhi, eur re vouklou-skouarn, enn aour, hag a boueze daou sikl ; ha diou chadennik-divrec’h pere a boueze dek sikl ;

23. Hag a lavaraz d’ezhi : da biou oc’h-tu merc’h ? livirit d’in : ha bez’ ez euz e ti ho lad eul leac’h evid-oun da loja ?

24. Hi a respontaz ; Me zo merc’h da Vathuel, map Melka euz he goaz Nakor.

25. Oc’h penn-ze, eme-z-hi, bez’ ez euz enn hon ti-ni kalz kolo ha kalz fouenn, ha frankiz e-leiz da loja.

26. Ar goaz a stouaz d’ann douar, hag a adoraz ann Aotrou-Doue.

27. Enn eur lavarout : benniget ra vezo ann Aotrou, Doue Abraham va mestr, pehini n’en deuz ket lamet digant va mestr he drugarez nag he wirionez, ha pehini en deuz va bleniet eeun-hag-eeun da di breur va mestr.

28. Ar plac’h iaouank a redaz eta da di he mamm, hag a zanevelaz ann holl draou e devoa klevet.

29. Hogen Rebeka e devoa eur breur hanvet Laban, pehini a ieaz diouc’h-tu da gavout ar goaz-ze war za ar feunteun.

30. Gwelet en devoa dija ar bouklou-skouarn, hag ar chadennouigou-divrec’h etre daouarn he c’hoar ; ha klevet en devoa gant-hi pep tra, pa lavaraz-hi Chetu petra en deuz ann den-ze danevellet d’in ; hag e teuaz da gavout ar goaz pehini a oa c’hoaz enn he zao gant he ganvaled, e kichen ar feunteun.

31. Hag e lavaraz d’ezhan : deuit enn ti, c’houi pehini a zo benniget gant Doue, perak e choumit-hu er meaz ? great am euz ho plas du-ma, ha prest eo lojeiz ar ganvaled.

32. Hen digas a reaz neuze drann ti, hag e tizammaz ar ganvaled ; rei a reaz d’ezho kolo ha fouenn ; ha dour d’ar goaz da welc’hi he dreid, ha d’ann dud a oa deuet gant-han.

33. Hag e oe lekeat dira-z-han boed da zibri ; mes hen a lavaraz : Na tebrinn tamm, ken nam bezo danevellet va c’hrefridi. Laban a respontaz d’ezhan : komzit.

34. Hag hen da lavarout : Me zo mevel gant Abraham ;

35. Hag ann Aotrou-Doue en deuz benniget meurbed va mestr ; he c’hreat en deuz pinvidik ha galloudek, roet en deuz d’ezhan denved hag ejenned, arc’hant hag aour, mevellien ha mitizien, kanvaled hag ezen.

36. Ha Sara, grek va mestr, e deuz ganet d’am mestr eur map enn he c’hozni, ha va mestr en deuz roet d’ezhan he holl vadou.

37. Ha va mestr eu deuz great d’in toui enn eur lavarout : na gemeri bikenn eur c’hrek d’am map euz a douez merc’hed ar Gananeed, e bro pere emaoun o choum.

38. Hogen mont a ri etrezek ti va zad, hag e kemeri etouez va c’herent eur pried d’am map.

39. Ha me am euz respontet d’am mestr : Mes ma na fell ket dar verc’h dont gan-en ?

40. Doue, eme-z-han, dirak pehini e kerzann, a gaso he eal-mad gan-ez, ha d’az vlenio enn da hent ; hag e kemeri eur c’hrek d’am map euz va lignez hag euz a di va zad.

41. Va malloz na gouezo ket war-n-oud pa vezi bet o kavout va c’herent, ha pa na rofent ket d’id da c’houlenn,

42. Arruet ounn eta hirio e kichen ar feunteun, hag am euz lavaret : Aotrou, Doue va mestr Abraham, mar d-eo c’houi hoc’h euz ma bleniet enn hent am euz great bete vrema.

43. Chetu me em zao e kichen eur feunteun ; ar verc’h iaouank a zeui da gerc’hat dour, da behini a livirinn : roit d’in eur banne dour da eva euz ho pod ;

44. Hag a responto d’in : Evit, ha me a denno ivez d’ho kanvaled, ra vezo houn-nez ar vaouez en deuz great ann Aotrou-Doue evit map va mestr.

45. Endra ma ruillenn ann traou-ze em spered, hep lavarout ger, am euz gwelet Rebeka o tont gant eur pod hag a oa gant-hi war he skoaz ; diskennet eo bet d’ar feunteun, ha tennet e deuz dour ; ha me da lavarout d’ezhi : roit d’in eur banne da eva.

46. Hag hi diouc’h-tu da ziskenn he fod divar he skoaz, ha da lavarout d’in : Ia evit hoc’h-unan, ha me roi ivez da eva d’ho kanvaled. Evet am euz, ha doureet e deuz va c’hanvaled.

47. Hag em euz great goulennou d’ezhi, ha lavaret : Da biou oc’h-hu merc’h ? Hag hi e deuz respontet : Me zo merc’h da Vathuel, map Nakor ganet d’ezhan gant Melka. Rak-ze am euz slaget d’ezhi ar bouklou-skouarn, da gaeraat he gened ha lekeat ar chadennouigou war he divrec’h.

48. Slouet neuze beteg ann douar, em euz adoret ann Aotrou, o venniga Doue Abraham va mestr, pehini en devoa ma bleniet eeun-hag-eeun da gemerout merc’h breur va mestr evit he vap.

49. Rak-ze ’ta mar ema enn ho spered beza trugarezuz e kenver va mestr, livirit-hen d’in ; mar vennit er c’hiz all, livirit-hen d’in ivez, evit ma’z inn a zeou pe a gleiz.

50. Laban ha Bathuel a respontaz : Ober Doue ea kement-ma ; n’hellomp lavarout d’e-hoc’h netra enep ar pez a fell d’ezhan.

51. Chetu Rebeka ama dira-z-hoc’h, kemerit-hi hag it kuit ; ra vezo-hi grek da vap ho mestr, hervez ma en deuz diskleriet Doue,

52. Servicher Abraham o klevout kement-ze, en em strinkaz d’ann douar , da adori ann Aotrou Doue.

53. Hag o veza lennet er meaz listri arc’hant ha re aour, ha dillad, e roaz anezho e donezoun da Rebeka ; ober a reaz ivez prezanchou d’he breudeur, ha d’ar vamm.

54. Neuze e oe digoret ar banked, hag e choumjont epad ann devez-ze da zibri ha da eva. Mes antronoz, ar zervicher savet mintin-mad, a lavaraz : Ma list da vont kuit, evit ma tistroinn da gavout va mestr.

55. Breudeur Rebeka hag ar vamm a respontaz : Ra choumo ar plac’h da vihana dek devez gan-e-omp , ha goude-ze ez ai kuit.

56. Na glaskit ket, eme-z-han, ma derc’hel pelloc’h, rak Doue en deuz ma bleniet hed va beach ; list ac’hanoun evit ma’z inn raktal e-trezek va mestr.

57. Hag e leverjont : galvomp ar plac’h iaouank, ha goulennomp he menoz war gement-ze.

58. He gervel a rejont, hag o veza deuet, e leverjont d’ezhi : Ha kountant oud-te da vont gand ann den-ma ? Hag hi a respontaz : Mont a rinn.

59. He lezel a rejont eta da vont kuit, ha gant-hi he magerez, servicher Abraham, hag ann dud a oa d’he heul,

60. Enn eur zouheti pep seurt mad d’ho c’hoar, hag enn eur lavarout : Hor c’hoar oud, ra greski e mil ha mil rumm dud, ra zalc’ho da lignez ar vam war zoriou he enebourien.

61. Rebeka eta hag he merc’hed, pignet war ganvaled, a heulie ar goaz, pehini en em haste da zistrei da gavout he vestr.

62. Hogen d’ann amzer-ze, Izaak a zeuaz da vale war ann hent a gas d’ar punz, hanvet punz ann hini a zo beo hag a wel ; rak o choum edo e douar ar c’hresteiz. (Da lavarout eo, e douar Bersabé, el leach ma en em ziskouezaz ann eal da Agar.)

63. Deuet e oa, war ar meaz, da ober he beden-a-galoun, d’ann abardaez ; hag o veza savet he benn da zellout, e welaz euz a bell kanvaled o tont.

64. Rebeka euz he c’hostez, o veza merzet Izaak, a ziskennaz divar he c’hanval.

65. Hag a lavaraz d’ar zervicher : Piou eo ann den-hont a zeu dre ar mesiou war hon arbenn ? Hag hen a respontaz : Va mestr eo. Raktal hi a gemeraz he goel, haghen taolaz dreist he fenn.

66. Hogen ar servicher a gountaz da Izaak kement tra en devoa great,

67. Izaak a zigasaz Rebeka da delt Sara he vamm, hag he c’hemeraz da bried. He c’harout a eure kement, ma teuaz he garantez da zousaat ar c’hlac’har en devoa c’hoaz euz a varo he vamm.


————


SKLERIDIGEZ.


Tadou ha mammou kristen, c’houi pere hoc'h euz bugale da zimizi, kemerit skouer war Abraham ; he furnez enn eunn affer ken talvoudek enn he dilerc’hiou, a zo da veza heuliet. Abraham, er charter emedo neuze, a oa kemeret hag enoret evel eur prins. Goulenn a helle evit he vap ar genta euz a verc’hed iaouank ar vro, hag a dra hanad ne vije ket réuzet. Hogen sonjezonou huelloc’h eget madou ha brazderiou ar bed-ma a dremene dre spered Abraham. Karout a rea he vap, evel ma kar ar zent ; gwelout a rea he zantelez, anaout a rea petra e felle da Zoue ober anezhan ; hag e felle d’ezhan rei dourn da volonte Doue, enn eur brokuli d’he vap eunn dimizi dereat, da lavarout eo, eur vaouez a zoujanz Doue ; hag euz a behini ar wenn, ann deskadurez, hag ann natur vad, a roje esperanz da gaout eunn tiegez euruz hag eul lignez a dud santel.

Hogen gouzout a rea erfat penaoz eur verc’h a seurt-ze na vije ket kavet, e touez tud difeiz ha paianed, evel ma oa gozik holl tud bro Kanaan, e peleac’h edo neuze o choum. Doue hep ken hag he relijion, a helle ober eur plac’h evel ann hini a felle d’ezhan da gavout. Chetu perak e kasaz he zervicher d’he c’hlask d’ar vro a behini e oa ginidik, e peleac’h e oa he dud o choum, ha gant-ho ann anaoudegez euz ar gwir Doue.

Hirio, ann dud ho deuz bugale da zimizi, a henvel ober kontroll-beo d’ar pez a reaz ar patriarc’h santel. Eur verc’h-kaer a glasker ; mes eur verc’h hag a zigaso kalz danvez gant-hi. He lignez, he deskadurez, he buezegez vad pe fall, ouc’h ann traou-ze holl ne zelleur nemeur ; arc’hant, leve, koantiz a zo ; vertuziou a-walc’h eo ann traou-ze. Koulskoude petra’ zervich kaout madou braz enn eunn ti, ma na ouzeur ho gouarn hag ho lakaat da dallout. Eur c’hrek fur a ra tiegez , eme ar Skritur, ar c’hrek skan-benn a zismantr pep tra.

Eliezer, mevel Abraham, skouer ann holl zervicherien, a zesk d’e-omp dre he furnez, dre he fealded hag he relijion epad he veach, peger talvoudek eo d’ar zervichierien kaout mistri a zoujanz Doue, ha choum pell enn tiegesiou mad. Kemeret en deuz holl zoareou hag holl venosiou he vestr. Anaout a rea ar gentel roet divezatoc’h gant ar Spered-Santel : Ar gerent a ro tiegez ha madou, Doue hep ken a hell rei eur c’hrek fur. Chetu perak e teu d’en em erbedi d’ezhan, e kichen feunteun Karan, ha da c’houlenn sklerijenn evit anaout etre merc’hed ar gear-ze, ann hini en devoa Doue dilennet evit pried d’he vestr iaouank. Chetu Rebeka o tont, eur plac’h ampart, kempen ha modest ; hi eo ar genta enn he labour ; he c’haloun vad a zo war he muzellou ; Evit, va den-mad, eme-z-hi, ha me a denno c’hoaz dour d’ho loened. He c’homzou all a zo berr, vuel, ha leun a frankiz ; n’euz mui da arvari, hounnez eo a zo galvet da veza merc’h, pried, ha mamm ar batriarched.

Dourn ann Aotrou-Doue a gavomp e pep tra ebarz enn dimizi santel-ma. Izaak a ieaz war arbenn Eliezer ; hast en devoa a dra-zur da glevout eur c’helou bennak euz a eunn affer hag a zelle kemend out-han. Mes enn he valeaden, eme ar Skritur, e pede Doue enn he galoun. En em gemerout a reaz a-bred d’en em lakaat e stad da ober eunn dimizi euruz ; ha dre ma tostee ann termen, e kreske he aked da bedi. Karout a rea dont war ar mesiou, pell diouc’h trouz ar bed, evit en em gavout gwelloc’h gant Doue, ha danevelli d’ezhan prederiou he galoun. Tud iaouank war vare da zimizi, chetu aze ho skouer.

Pa glevaz Rebeka e oa Izaak a oa ann den-ze a zeue war he arbenn, e taolaz he goel dreist he fenn, gant azaouez ha modesti. Skouer dudiuz d’ar merc’hed iaouank, pa en em gavont enn hevelep gweladennou ! Deski a dleont gant Rebeka penaoz doujanz ha mez-ganet eo ann daill wella da blijout da eunn den iaouank vertuzuz ha desket-mad ; avelach ha bragereziou na douellint nemet paotred sot ha fougeerien.

Er fin, Breiziz, pa ho pezo merc’hed da choulenn da zimizi, ho pet sonch euz servicher Abraham, e ti Bathuel ; ha na gasit ket pep seurt tud da ober ho koulenn ; mes kasit eunn den a-fesoun, eunn den a zoujanz Doue, pehini a rei ho kefridi gand enor ha chanz-vad.




PENNAD XXV.


MARO ABRAHAM. EZAÜ HA JAKOB.


(Euz ar bed 2183. — A raok J.-K : 1821.)


1. Hogen Abraham a zemezaz da eur vaouez all, hanvet Cetura.

2. Pehini a c’hanaz d’ezhan Zamram ha Jeksan, ha Madian, ha Jesbok, ha Sue.

3. Jeksan ivez a engehentaz Saba, ha Dadan. Bugale Dadan a oe Assurim, ha Larusim, ha Loomim.

4. Hogen eveuz Madian e oe ganet Epha, hag Opher, hag Henok, hag Abida, hag Eldaa ; ar re-ma holl a oe bugale Cetura.

5. Hag Abraham a reaz he holl vadou da Izaak.

6. Hogen da vugale he c’hroagez all ne roaz nemet donezounou, hag ho dispartia a reaz diouc’h he vap Izaak, araok mervel ; oc’h ho c’has war zu ar zao-heol.

7. Ha buez Abraham a ieaz da gant pemzek vloaz ha tri-ugent.

8. Hag he nerz o vankout d’ezhan, e varvaz enn eur gozni euruz, enn eunn oad braz, ha leun a zevesiou : hag ez eaz da gavout he vobl.

9. Izaak hag Ismael he vipien her besiaz er gavarn a ziou gampr, a oa e park Ephron, map Seor hethead, rak-enep da Vambre.

10. Ar gavarn-ze, he frenet en devoa digant mipien Heth ; hag enn-hi eo bet besiet he-unan gant Sara he bried.

11. Goude ar maro anezhan ; Doue a vennigaz Izaak he vap, pehini a oa o choum e kichen ar punz hanvet punz ann hini a vev hag a wel.

12. Chetu ama lignez Ismael, map Abraham, ganet d’ezhan gant Agar ann ejipsianez, matez Sara.

13. Ha chetu aman hanoiou he vipien ec’hiz m’ho deuz ho douget ar re a zo diskennet anezhan. Map hena Ismael a oa Nabajoth, ann eil Cedar, ha goude Abdeel, Mabsam,

14. Masma, Duma, Masa,

15. Hadar, Thema, Jethur, Maphir, ha Cedma.

16. Ar re-ze eo mipien Ismael, hag ann hanoiou-ze a rojont d’ho c’hestel ha d’ho c’heariou ; rak hi eo ann daouzek kef euz ho daouzek breuriez.

17. Buez Ismael a ieaz da zeiz vloaz ha c’houec’h-ugent, hag he nerz o vankout d’ezhan, e varvaz, hag ez eaz ivez da gavout he vobl.

18. Ar vro ma edo o choum enn hi, a zo a-dalek Hevila betek Sur, pehini a sko war ann Ejipt pa zeuer d’ar Siria. Mervel a reaz e kreiz he holl vreudeur.

19. Chetu ama ivez lignez Izaak, map Abraham. Abraham a engehentaz Izaak.

20. Pehini d’ann oad a zaou-ugent vloaz, a zemezaz da Rebeka, merc'h Bathuel Siriad euz ar Mezopotamia, c’hoar Laban.

21. Isaak a bedaz Doue evit he c’hrek, dre’n abek ma oa brec’haign ; ha Doue a zelaouaz ouz he beden, hag a reaz da Rebeka dont da veza dougerez.

22. Hogen ar vugale en em stoke enn he c’hof-lez, hag a reaz d’ezhi lavarout : Mar tlie kement-ma c’hoarvezout gan-en, pebez ezomm am boa-me da zont brazez ? Hag ez eaz da c’houlenn kuzul digant Doue.

23. Ha Doue a respontaz d’ezhi : Diou vroad-tud a zo enn ho kof-lez, ha daou vobl dishenvel a zeuio ac’hanoc’h ; unan a drec’ho war egile , hag ann henaour a zervicho ar iaouaer. (Da lavarout eo, ar c’hosa a zervicho ar iaouanka).

24. Pa oe deuet ann termen da wilioudi, enn em gavaz enn-hi daou enn eur c’hovad.

25. Ann hini a zeuaz ar c’henta er bed a oa rouz, ha goloet a vleo, egiz krochen eul loen ; hag a oe hanvet Ezaü. Raktal e teuaz egile, krok gant he zourn e seul-troad he vreur ; ha chetu perak e oe hanvet Jakob.

26. Tri-ugent vloaz a oa Izaak pa zeuaz he vugale er bed.

27. Pa oent deuet braz, Ezaü a reaz eunn den gwiziek da chaseal, hag atao war ar meziou ; hogen Jakob a reaz eunn den habask, hag a choume gozik bepred enn teltou.

28. Izaak a gare Ezaü, dre ma tebre aliez diouc’h he chase ; mes Rebeka a gare Jakob.

29. Hogen eunn devez Jakob en devoa poazet eur pladad piz-rouz da zibri ; Ezaü oc’h arruout eno divar ar meaz, skuiz braz,

30. A lavaraz : Ro d’in da zibri diouc’h ar boazaden rouz-ze, rak skuiz ounn da vervel. Dre’n abek da gement-ze eo bet hanvet Ezaü Edom (rouzard).

31. Jakob a lavaraz d’ezhan ; Gwerz d’in da henanded.

52. Ezaü a respontaz : Mervel a rann, petra dalvezo d’in va henanded ?

53. Tou eta d’in, eme Jakob. Ezaü a douaz, hag a werzaz d’ezhan he henanded.

34. Hag er c’hiz-ze o veza kemeret eunn tamm bara, hag ar pladad fer, e tebraz hag ec’h evaz, hag ez eaz kuit, dibreder a-walc’h, evit-hen da veza gwerzet he wir a vap hena.


————


SKLERIDIGEZ.


Er skritur sakr n’e gaver netra skrivet enn aner. Peb histor, pep ger, evit lavarout mad, a zoug gant-han he gelenadurez. Gwelout a reomp Abraham o kaout bugale euz a deir c’hrek ; hag Izaak hep ken a zo heritour d’ezhan. He vugale all, ober a ra d’ezho prezanchou, hag ho c’has a ra ann eil pelloc’h eget egile diouc’h ar vro pehini a vezo eunn devez ann Douar Santel hag heritach lignez Izaak. Mad ! eme ann Tadou, Ismael hag he lignez a skeudenne ar juzevien hervez ar c’hik, pere ne oant, ha ne d-int c’hoaz bugale da Abraham nemet dre ar goad. Bugale Cetura a skeudenne ar gristenien fall, pere ne d-int diskibled da Jezuz-Krist, na bugale d’ann iliz nemet dre ann hano. Er fin, Izaak hag he lignez a oa skeuden gwir zervicherien Doue, ken a raok ken goude donedigez hor Zalver, gwir vugale da Abraham hervez ar spered, hag heritourien ann diouganou pe ar promesaou. Ar iuzevien hervez ar c’hik hag ar gristenien fall, Doue a ro d’ezho donezonou er bed-ma, evit ho faea euz ar pezik a vad a reont ; mes ho lod-digwez epad ann eternite, a vezo pell-pell diouc’h bro ar gwir heritourien, da lavarout eo, diouc’h rouantelez ann env.

Izaak a bedaz evit he c’hrek ; evit ma roje Doue frouez d’ho briadelez. Ar gomz hebre a zinifi : Pedi stard, pedi alies, kenderc’hel da bedi : Chetu perak e sonj da zant Iann- Krizostom e kendalc’haz Izaak da c’houlenn ar c’hras-ze e-pad ugent vloaz. Doue na hellaz ket choum hep klevout eur beden a ger braz dellid. Pedomp evel Izaak, pedomp a-greiz kaloun, pedomp alies ha kendalc’homp da bedi, hag hor bezo ivez hor goulenn. Mes ann enep-kaer eo a c’hoarvez gan-e-omp ; pedi mad a reomp d’ann taol kenta, dre ar c’hoant hon euz da gaout ar c’hras-ma-c’hras ; mes buhan e skuizomp, ha Doue na hell mui ober d’e-omp ar mad en devoa dispartiet evid-omp, dre n’her goulennomp mui digant-han.

Spounta a ra ann den o welout peger buhan hag evit pe briz e teu Ezaü da werza he wir a henanded. Red eo ne anaie ket mad ar privilachou staget ouz ar gwir-ze ; pe mar ho anaie, eo red e vije eur paotr dibenn ha diskiant tre. Chetu ama gwiriou ar map henan e touez ar juzevien goz. 1° Diou loden en devoa da gaout viz-a-viz d’he genheritourien. 2° Kemeret e vije evel mestr hag Aotrou he vreudeur, pere a dlie he enori evel penn ann tiegez hag ann hini a zalc’he leac'h ho zad. 3° Ann tad abars mervel a roe eur vennoz spisial d’he vap hena ; hag ouz ar vennos-ze e oe staget ann diouganou pe ar promesaou en devoa Doue great d’ar batriarched. 4° Er fin lod a lavar penaoz, e derou ar bed, ar velegiach pe ar garg a velek a oa c’hoaz d’ar map hena e pep tiegez.

Ezaü ne oa ket hep gouzout ann traou-ze ; mes touellet gant ar chasé ha dougetoc’h d’ar pez a rea plijadur d’he gorf, eget d’ar pez a zelle ouz he enor hag ouz he ene, ne rea nemeur a stad euz bennoz ann Aotrou-Doue, hag euz holl brivilachou ann henanded. Euun tammik naoun en devoa ; eunn dra vad a wele dirak he zaoulagad, he gaout a oa red ; ar priz ne rea netra. Chetu aze ann den gourmand penn-da-benn. Na ped Ezaü na welomp-ni ket bemdez enn dro d’e-omp ? ped na welomp-ni ket o sakrifia d’ar c’hourmandiz, pe evit lavarout sklear, d’ar vezventi, ho madou, ho iec’hed, ho enor, ho gragez, ho bugale, ho buez ! Gwelout a reont ho ziegez o vont d’ar baz, ho groagez, ho bugale o wela hag o tizec’ha gant ann dienez ; n’euz forz, ar gouzouk a c’houlenn lounka, he walc’ha a zo red !


————


PENNAD XXVI.


Izaak e bro Jerara.


1. Hogen eur gernez vraz o veza kouezet war vro Kanaan, estréget ann hini a c’hoarvezas e amzer Abraham, Izaak a ieaz da gavout Abimelek, roue ar Philistined e Jerara.

2. Ann Aotrou-Doue en em ziskouezaz d’ezhan, hag a lavaraz : N’a ziskenn ket d’ann Ejipt, mes choum er vro a livirinn d’id.

3. Bez eno evel tremenour ; me vezo gan-ez, ha me az pennigo ; rak rei a rinn d’id ha d’az wenn ar broiou-ze hed-da-hed, o seveni er c’hiz-ze al lé am euz great da Abraham da dad.

4. Kreski a rinn da lignez evel stered ann env ; ha rei a rinn d’az vugale enn da c’houde ar broiou-ze hed-da-hed ; ha benniget e vezo enn da wenn holl voblou ann douar,

5. Dre’n abek ma en deuz Abraham sentet ouz va mouez ; miret va gourc’hemennou ha va urzou ; ha dalc’het mad d’am lidou ha d’am lezennou.

6. Izaak a choumaz eta e Jerara.

7. D’ar goulenn a rea tud ar vro-ze out-han divar benn he bried, e respontaz : Va c’hoar eo. Rak aoun en devoe oc’h anzao out-ho e oa hi dimeze d’ezhan, o sonjal ho divije marteze lazet anezhan, abalamour d’he gened.

8. Eur pennad amzer goude, o veza ma choment er memez leac’h ato, Abimelek, roue ar Philislined o sellout dre eur prenestr, a welaz Izaak oc’h ebata eunn tammik gant Rebeka he c’hrek.

9. Hag o veza great d’ezhan dont d’he gavout, e lavaraz : Anad eo eo houn-nez grek d’e-hoc’h ; perak hoc’h euz lavaret dre eur gaou e oa ho c’hoar a oa ? Izaak a respontaz : Aoun am boa na vijenn lazet dre’n abek d’ezhi.

10. Hag Abimelek a lavaraz : Perak hoc’h eus-hu tromplet ac’hanomp ? unan bennak euz ar bobl a hellie tostaat ouz ho krek, hag ho pije tennet war-n-omp eur gwall bec’hed. Hag e roaz difenn d’he holl vobl, enn eur lavarout :

11. Piou bennak a doucho ouc’h pried ann den-ze, a vezo lekeat d’ar maro.

12. Hogen Izaak a hadaz ebarz ar vro-ze, hag a zastumaz, er bloaz-ze memes, kant evit unan ; rak Doue a roaz he vennoz d’ezhan.

15. Ha va den a binvidikaaz, hag a ieaz bepred a-raok ha war gresk, ken a zeuaz da veza galloudek meurbed.

14. Bez’ en devoa eunn niver braz a zenved, hag a loened braz, kalz mevellou ha mitizien. Dre-ze ar Philislined o kaout goarizi out-han,

15. A stankaz neuze ann holl bunsou ho devoa toullet servicherien he dad Abraham, hag ho c’hargaz â zouar.

16. Betek ma teuaz Abimelek he-unan da lavarout da Izaak : En em dennit kuit diouz-omp, rak re ec’h deuel da veza galloudekoc’h eged-omp.

17. Izaak eta en em dennaz kuit, hag a zeuaz da frout Jerara, evit choum eno.

18. Lakaat a reaz toulla a-nevez punsou all, pere a oa bet toullet gant servicherien he dad Abraham, ha stanket gant ar Philistined goude ar maro anezhan, ha rei a reaz d’ezho ann hanoiou ho devoa bet a-raok digant he dad.

19. Toulla a rejont ivez e gweled ar frout, hag e kavjont dour-mammen enn-han.

20. Hogen daël a zavaz eno c’hoaz etre meserien Jerara he meserien Izaak, ar re-hont o lavarout : Ann dour a zo d’e-omp ; dre’n abek da ze e oe hanvet ar punz-ze : Gwall strif, diouc’h ar pez a oa c’hoarvezet.

21. Eur punz all a douljout, divar benn pehini e savaz c’hoaz tabut, hag e oe hanvet Droulanz.

22. O vezat eat kuit ac’hano, e loullaz eur punz all, divar benn pehini na leverjont ger ; dre-ze Izaak hen hanvaz Frankiz, o lavarout : Brema dre c’hras-Doue eo frank war-n-omp, hol lekeat en deuz da greski war ann douar.

23. Hogen euz al leac’h-ze e pignaz enn dro da Versabé.

24. Eno, d'ann noz kenta, Doue en em ziskouezaz d’ezhan o lavarout : Me eo Doue Abraham da dad, n’az pez ket aoun, rak me zo gan-ez, me d’az vennigo, hag a gresko da wenn abalamour d’am zervicher Abraham.

25. Rak-se e savaz eno eunn aoter, hag o veza azeulet da hano ann Aotrou, e plantaz he dell, hag e kemennaz d’he vevelien toulla eur puns.

26. Abimelek, Okozath he vignoun, ha Phikol kabitan he zoudarded, o veza deuet d’i d’he gavout,

27. Izaak a lavaraz d’ezhan ; Perak hoc’h-hu deut d’am c’havout-me, eunn den hag a argarzit, hag hoc’h euz kaset kuit divar ho tro ?

28. Hi a respontaz : Gwelet hon euz e oa Doue gan-ez, ha dre-ze hon euz lavaret : touomp lé ann eil d’egile ha greomp kevredigez ;

29. Evit na ri drouk ebed d’e omp, evel n’hon euz hon-unan touchet ouc'h netra a gement a oa d’id, na great netra a gement a helje ober poan d’id ; mes da lezet hon euz d’hor c’huitaat e peoc’h, pinvidikeat dre vennoz ann Aotrou.

30. Izaak a reaz eta eul lein vraz d’ezho, ha goude beza debret hag evet,

31. Da vintin, pa zavjont, e touejont ho lé ann eil d’egile hag Izaak ho lezaz da zistrei e peoc’h d’ho bro

32. Hogen chetu, enn deiz-ze memes, mevelien Izaak a zigouezaz da rei kelou d’ezhan euz ar punz ho devoa toullet, hag e leverjont : Kavet hon euz dour.

33. Chetu perag e c’halvaz ar punz-ze founder, hag ann hano a Versabé a oe roet dar gear, hag he deuz c’hoaz hirio ann deiz.

54. Hogen Ezaü d’ann oad a zaou-ugent vloaz a gemeraz diou c’hrek, Judith, merc’h Beeri Hethead, ha Basemath, merc’h Elon, diouc’h ar memes karter.

55. Hag ho diou ho devoa great poan-galoun da Izaak ha da Rebeka.


————


SKLERIDIGEZ.


Dâ eo gan-e-omp gwelout ann Aotrou-Doue o terc’hel sonj ato euz he vignoun braz Abraham ; hag oc’h he glevont o lavarout d’he vap Izaak : Benniget a vezo enn da wenn holl voblou ann douar, dre ma en deuz da dad miret va gourc’hemennou. Mar teu alies Doue da virout evit ar vugale ar gastiz a oa dleet d’ho zad, e teu aliesoc’h c’hoaz d'ho garedoni dre’n abek da oberiou mad ho zud koz ; hag er c’hiz-ze e splanna bemdez ar wirionez-ma diskleriet gand ar spered santel : Kurunen ar gozidi eo ho bugale vad, hag enor ar vugale eo brud-vad ho zud-koz. (Prov. 17. 6.).

Abimelek oc’h en em glemm da Izaak divar-benn ma en devoa lekeat he zujidi e riskl da ober, hep gouzout d’ezho, ar pec’hed a avoultriez, a zesk d’e-omp pegen heuzuz eo ar pec’hed-ze, pa’z eo gwir eo bet doujet kement gant ar baianed ho-unan, da vihana e derou ar bed.

Merzout a dleomp ivez brud ha chanz-vad Izaak, ken enn he zouarou ken enn he loened. A beleac’h e teue d’ezhan kement a binvidigesiou ? Euz a vennoz ann Aotrou Doue, tennet war-n-ezhan dre he bedennou pemdesiek.

Er fin, d’ann dud iaouank e livirinn : Taolit evez eur weach c’hoaz war ar paour-keaz Ezaü ; he welet hoc’h euz gwall chaseour, paotr gourmand, dont a ra da veza den lik. Dimizi a ra da ziou c’hrek, hep ezomm ebed ; dimizi a ra da ziou baianez enep grad-vad he dad hag he vamm ; petra a c’hoarvezo euz a eunn hevelep dimizi ? he ziou c’hrek na reont nemet rann-galoun da Izaak ha de Rebeka dre ho gwall vuez. Bugale kristen, lennit ha prederiit, ha na zimizit bikenn enep grad-vad ho kerent.




PENNAD XXVII.


Izaak a ro he vennoz da Jakob, o kredi he rei da Ezaü.
(Euz ar bed 2245. — A-raok J.-K. 1759.)


1. Hogen Izaak a oa deuet koz, tenvalaat a rea he zaoulagad, ha na helle mui gwelout ; gervel a reaz eta Ezaü he vap hena, ha lavarout a reaz d’ezhan : Va map ! Heman a respontaz : Chetu me ama.

2. Hag he dad : Gwelout a rez eme-z-han, ez ounn koz braz, ha na ouzonn peur e varvinn.

3. Kemer da armou, da iac'h-birou ha da warek, ha kea war ar meaz, ha pa ez pezo paket eunn dra bennak o chaseal,

4. Gra d’in gant-han eur gefalen, (ragout), e c’hiz ma ouzoud e kavann mad ; ha digas-hi d’in evit ma debrinn ha ma roio va ene he vennoz d’id, a-raok ma varvinn.

5. Rebeka o veza klevet ar c’homzou-ze ; hag Ezaü o veza ea war ar mesiou, da ober ar pez ea devoa gourc’hemennet he dad ;

6. A lavaraz d’he map Jakob : Klevel am euz ho tad o komz gant ho preur Ezaü, hag o lavarout d’ezhan :

7. Digas d’in eunn dra bennak euz da chase, hag aoz d’in eunn tamm-boed da zibri, evit ma rinn d’id va bennoz dirak Doue, a-barz ma varvinn.

8. Brema ’ta, va map, heuliit ar c’huzul a rann d’he-hoc’h :

9. It d’ann tropell, ha digasit d’in daou venn-gaor euz ar re gaera, evit mac’h aozinn d’ho tad gant-ho eur boed a behini e tebr a-galoun-vad :

10. Ha pa ho pezo he gaset d’ezhan, ha pa en devezo debret anezhan, hen ho pennigo a-barz mervel.

11. Jakob a respontaz d’ezhi : Gouzout a rit penaoz Ezaü va breur a zo goloet a vleo, ha me ne d-ounn ket ;

12. Mar deu va zad d’am dastourni, ha da c’houzout eunn dra bennak, aoun am euz na gredfe em bé bet c’hoant da ober goab anezhan ; hag e tenninn war-n-oun he valloz eleac’h he vennoz.

13. Ar vamm a respontaz : Ra gouezo ar valloz-ze war-n-oun, va map ; sentit hep ken ouz va c’homzou, hag it buhan da gerc’hat ar pez a lavarann.

14. Hag hen mont, ha digas daou venn, hag ho rei d’he vamm. Houma a aozaz gant-ho eur pred-boed, ec’hiz ma wie e kave mad he dad.

15. Neuze hi a reaz d’ezhan gwiska dillad Ezaü, he re gaera, pere a oa gant-hi enn ti.

16. Lakaat a reaz enn dro d’he zaouarn, ha war he c’houzouk noaz, kroc’hen ar menned.

17. Hag e roaz neuze d’ezhan ar gefalen e devoa great, hag ar bara e devoa poazet.

18. Jakob o veza eat gant-ho, a lavaraz : Va zad ! Hag hema a respontaz : Klevout a rann ; piou oud-de, va map ?

19. Ha Jakob a respontaz : Me eo Ezaü, ho map hena ; great am euz hervez ma ho poa gourc’hemennet d’in : savit, azezit, ha debrit euz va chase, evit ma em benniget goudeze.

20. Hag Izaak da lavarout c’hoaz d’he vap : Penaoz ec’h eus-te gallet kavout gouéach ker buhan, va map ? Ha Jakob a respontaz : Falvezet eo da Zoue em be kavet buan ar pez a felle d’in.

21. Hag Izaak a lavaraz : Tosta ama, evit ma touchinn ouz-id, va map, ha ma wezinn ha bez’ ez oud va map Ezaü pe ned-oud ket.

22. Jakob a dostaaz ouc’h he dad, hag Izaak o veza he dastournet, a lavaraz : Evit ar vouez, a zo mouez Jakob ; hogen ann daouarn a zo daouarn Ezaü.

23 Ha n’hen anavezaz ket, rak he zaouarn goloet a vleo, a oa henvel holl ouc’h re he vreur hena. Enn eur rei eta he vennoz d’ezhan,

24. E lavaraz ; Ha te eo va map Ezaü ? ha Jakob a respontaz : Hen ounn :

25. Va map, eme lzaak, digas d’in da zibri euz da chase, evit ma rei va ene he vennoz d’id. Lakaat a reaz ar boed dira-z-han, hag e tebraz ; kenniga a reaz ivez gwin d’ezhan, hag ec’h evaz.

26. Hag Izaak a lavaraz : Tosta ouz-in, ha ro d’in eur pok, va map.

27. Jakob a dostaaz, hag a bokaz d’ezhan. Hag lzaak, ker kent ha ma klevaz ar c’houes-vad a daole he zillad, a lavaraz, enn eur rei d’ezhan he vennoz : Chetu, c’houes va map a zo ec’hiz c’houes-vad eur parkad ed e bleun, da behini en deuz roet ann Aotrou Doue he vennoz.

28. Doue ra roio d’id gant gliz ann envou, ha gant druzoni ann douar, ed ha gwin gant founder !

29. Ra vezo ar boblou da zujedi, ra zaoulino pep broad dira-z-oud ! Bez Aotrou da vreudeur ; ha bugale da vamm, ra stouint d’ann douar dira-z-oud ! nep az milligo, ra vezo-hen milliget ; ha nep az pennigo, ra vezo-hen karget a vennosiou.

30. A veac’h en devoa Izaak achuet he gomzou ; a veac’h edo eat Jakob er meaz , ma teuaz Ezaü.

31. Hag hen da genniga d’he dad ar boed en devoa aozet euz he chase, enn eur lavarout : Savit, va zad, ha debrit euz chase ho map, evit ma roio hoc’h ene he vennoz d’in.

32. Hag Izaak da lavarout : Piou oud-de eta ? Hema a respontaz : Bez’ ez ounn Ezaü, ho map hena.

33 Izaak a choumaz saouzanet holl ; ha souezet mui eget na oufer kredi, e lavaraz : Piou eo eta ann hini en deuz dija digazet d’in traou paket gant-han enn he chase, hag euz a bere holl am euz debret, a-barz ma’z oud deuet ? hag em euz he venniget, ha benniget e vezo.

34. Ezaü o klevout ar c’homzou-ze gant he dad, a laoskaz eur griaden vraz (evel eul leon o iudal) ha mantret holl e lavaraz : Bennigit ac’hanoun ivez, va zad !

35. Izaak a respontaz ; Da vreur a zo deuet evel eul laer hag en deuz bet ar vennoz a oa dleet d’id.

36. Hag Ezaü a lavaraz : Gant gwir abek eo bet hanvet hen-nez Jakob : hou-ma eo ann eil gwech ounn bet diarbennet gant-han : va gwir a henanded en devoa lamet digan-en, ha brema c’hoaz chetu laeret gant-han ar vennoz a oa dleet d’in. Hag e lavaraz eunn eil gwech d’he dad : Ha n’hoc’h eus-hu ket miret eur vennoz evid-oun ?

37. Izaak a respontaz d’ezhan : Hel lekeat am euz da vestr war-n-oud ; great am euz he holl vreudeur sujedi d’ezhan ; ann ed hag ar gwin, ho roet am euz d’ezhan evel he dra ; goude kement-ze, va map, petra oufenn-me mui da ober evid-oud ?

58. Hag Ezaü da lavarout : N’hoc’h eus-hu eta nemet eur vennoz, va zad ? me ho ped, bennigit ac’hanoun ivez ! Hag evel ne rea nemet gwela hag hirvoudi,

39. Izaak gant, truez out-han, a lavaraz : Druzoni ann douar, hag ar gliz a ziskenn euz ann env, a vezo da lod bennoz.

40. Beva a ri dre ar c’hleze, ha servicha a ri da vreur : ha dont a rai ann amzer ma heji ha ma taoli he ieo divar da c’houzoug.

41. Ezaü eta a zouge bepred kasoni ouc’h Jakob, abalamour d’ar vennoz-ze en devoa roet he dad d’ezhan ; ha lavarout a reaz enn he galoun : Dont a rai devesiou kanv va zad, ha neuze me lazo va breur Jakob.

42. Danevellet a oe ann traou-ze da Rebeka ; hag houma o veza great gervel he map Jakob, a lavaraz d’ezhan : Chetu ho preur Esaü a c’hourdrouz ho laza.

45. Brema ’ta, va map, selaouit kuzul ho mamm ; savit ha tec’hit kuit, hag it da gavout Laban, va breur, e bro Haran.

44. Choum a reot gant-han eur pennadik amzer, ken a vezo distanet kounnar ho preur.

45. Ken a vezo tremenet he zespet, hag ankounac’heet gant-han ar pez hoc’h euz great enn he enep. Neuze me gaso d’ho klask hag ho tigaso ac’hano ena dro ama. Perak e kolfenn-me va daou vap enn eunn devez !

46. Ha Rebeka a lavaraz da Izaak : Ar vuez a zo deuet enouuz evid-oun, dre’n abek da verc’hed Heth : mar kemer Jakob eur c’hrek euz a douez tud ar vro-ma, ne fell ket d’in beva pelloc’h.


————


SKLERIDIGEZ.


Komzou hag oberiou Jakob ha Rebeka hed-da-hed d’ar pennad-ma a zo bet displeget e meur a fesoun gant ann tadou santel. Lod a zalc’h penaoz ho deuz lavaret geier, hag offanset Doue, da vihana dre bec’hejou veniel ; rak ar gaou, pegen dister bennak e ve, a zo ato pec’hed dirak ann hini a zo ar wirionez memes. Mes eme-z-ho arabat eo beza souezet war gemen-ze, na kemerout gwall skouer ; ar zent n’int ket bet ato glan a bec’hed ; ha Doue a lez alies ann drouk da c’hoarvezout, evit kas da benn ar pez en deuz sonjet ober.

Lod all, Sant Aogustin ha Sant Thomas ispisial, a zalc’h penaoz komzou Jakob, enn darvoud misteriuz-ze, ne d-int ket geier. Izaak a fell d’ezhan rei ar vennoz a henanded d’ann hini a oa hervez Doue he vap hena. Hogen Ezaü o veza gwerzet he wir a henanded da Jakob, ha siellet he werz gant he lé, da Jakob e tigoueze ar vennoz diveza-ze euz he dad, ouc’h pehini en devoa Doue staget kement a brivilachou. Pa c’houlennaz eta Izaak digant Jakob ; Ha te eo ar map da behini e tleann rei bennoz ann henanded ? Jakob, o respont : ia me eo, na lavaraz ket eur gaou.

Oc’h penn ze, Jakob enn traou-ze holl a oa eur skeud euz a Jezuz-Krist, hag euz he iliz. Jezuz-Krist, oan dous ha dinam, a zo bet goloet euz a bec’hejou ar bed, evel Jakob euz a grec’hin ar mennou-gaor. Hag o veza ho faet war ar groaz e tennaz war e iliz grasou mad he Dad Eternel, hag ar privilachou all pere a oa bet bete neuze heritach ar sinagog ; da lavarout eo, heritach relijion ar juzevien. Ann diou relijion, hini ar sinagog hag hini ann ilis katholik, a hell beza kemeret evel diou c’hoar, euz a bere ar iaouanka e deuz diarbennet ar gosa. Ha chetu ar mister skeudennet er skritur sakr, dre ar pez a c’hoarvezaz gant Ezaü ha Jakob. Izaak sklereet gant Spered Doue, a anaie kement-ze tost-da-vad, rak na welomp ket en defe tamallet Jakob euz ar pez en devoa great. Ha mar souhet da Ezaü madou ann douar evit he zisc’hlac’hari, e lavar d’ezhan bepred : bez’ e vezi didan da vreur.

Er fin, diouallomp da ober evel Ezaü ; diouallomp da zisprijout grasou Doue, hag ar madou eternel diouganet d’e-omp ; ha diouallomp da bec’hi gant faë, e-pad ma’z omp iac’h ha kré ; rak dont a rai eunn devez e pihini e klaskimp ar grasou-ze, evel Ezaü, ha n’ho c’havimp mui. Goulenn a raimp gant daelou hag gant hirvoud ann heritach kaer a oa tonket d’e-omp, ha na vezimp ket selaouet ! « Dioualllt, eme zant Paol, e ve enn ho touez unan bennak oriad ha dizuj, evel Ezaü, pehini evit eur pred-boed, a werzaz he henanded : rak gouzout a rit penaoz, o veza c’hoanteet goude-ze kaout, evel kenta heritour, bennoz he dad, e oe lekeat a gostez ; ha na hellaz bikenn ober d’he dad distrei war ar pez en devoa great e-kenver he vreur, petra bennak ma her goulenne gant daelou c’houero !! » (Hebr. 12. 16.)




PENNAD XXVIII.


Skeul Jakob.


1. Izaak eta a c’halvaz Jakob, her bennigaz, hag a roaz d’ezhan ar gourc’hemenn-ma : Na gemer bikenn eur c’hrek euz a douez merc’hed Kanaan.

2. Hogen sao, kemer da hent war-zu ar Mezopotamia e bro Siria, kea da di Bathuel, tad da vamm ; ha demez eno da unan euz a verc’hed Laban da eontr.

3. Doue holl c’halloudek r’az pennigo, ra rai d’id kreski hag eleiza, evit ma vezi penn-kef eur maread a voblou.

4. Doue ra roio d’id ha d’az wenn enn da c’houde ar vennoz en deuz roet da Abraham, evit ma vezi eunn deiz perc’hen ann douar-ma e pehini n’emoud nemed en eur dremen, ha pehini a zo gwestlet gant-han d’az tad-koz.

5. Jakob eta o veza kimiadet Izaak, en em lekeaz enn hent, evit mont d’ar Mezopotamia e bro Siria, da di Laban map Bathuel siriad, breur da Rebeka he vamm.

6. Hogen Ezaü o welout en devoa he dad benniget Jakob, hag he gaset d’ar Mezopotamia, evit kemerout eur c’hrek euz ar vro-ze ; ha penaoz goude beza he venniget, en devoa roet d’ezhan ar gourc’hemenn-ma : Na gemeri bikenn eur pried euz a douez merc’hed Kanaan ;

7. Ha penaoz e oa eat Jakob d’ar Siria, o senti ouc’h he dud ;

8. O c’houzout ivez, penaoz he dad na wele ket gant joa merc’hed Kanaan ;

9. Ez eaz da garter Ismael, hag estr-eget ar groagez en devoa dija, e temezaz eno da Vaheleth, merc’h da Ismaël, map Abraham, ha c’hoar da Nabaiot.

10. Jakob eta, o veza kuiteet Barsabe, a ie etrezek Haran.

11. O veza deuet enn eul leacvh a oa, hag o tont c’hoant d’ezhan da ober eunn ehan eno, goude ar c’huz-heol, e kemeraz eur mean divar ann douar, hag oc’h hel lakaat dindan he benn, en em roaz da gousket eno memes.

12. Hag e welaz, dre he hunvre, eur skeul harpet he zroad war ann douar, hag he bek touch ouc’h ann env ; hag elez Doue o pignat hag o tiskenn dre-z-hi ;

13. Ha Doue he-unan, brusket war ar skeul, o lavarout d’ezhan : Me eo ann Aotrou, Doue Abraham da dad, ha Doue Izaak ; ann douar war behini e kouskez, he rei a rinn d’id ha d’az lignez.

14. Da wenn a vezo ker stank ha poultren ann douar ; en em astenn a ri d’ar c’huz-heol ha d’ar zao-heol d’ann hanter-noz ha d’ar c’hresteiz, ha benniget a vezo holl vroadou ann douar enn-oud, hag enn hini a dle diskenn ac’hanoud.

15. Me vezo da zifennour e kement leac’h ez i ; ta zigas a rinn enn dro d’ar vro-ma, ha n’az tilezinn ken n’am bezo great holl ar pez am euz lavaret.

16. Jakob dihunet euz he gousk, a lavaraz : E gwirionez Doue a zo el leac’h-ma, ha na vienn doare.

17. Ha spountet holl, e lavaraz c’hoaz : Pegen terrubl eo al leac’h-ma ! e gwirionez ama ema ti Doue ha dor ann env !

18. Jakob eta, o sevel da vintin, a gemeraz ar mean en devoa lekeat dindan he benn, her plantaz eno da zervichout da arouez, o skuilla eol war-n-ezhan.

19. Hag e hanvaz Bethel ar gear dosta d’eno, pehini a c’halvet a-raok Luza. (Bethel a zinifi ti Doue.)

20. Ober a reaz ivez eur gwestl enn eur lavarout : Mar choum Doue gan-en, mar kendalc’h d’am diouall hed ann hend dre behini e kerzann, ma ro d’in bara da zibri, ha dillad da wiska ;

21. Mar tistroann euruz da di va zad, ann Aotrou a vezo va Doue :

22. Hag ar mean ma, am euz savet evit arouez, a vezo galvet ti Doue ; hag ann deok eurz ann holl vadou ho pezo roet d’in a genniginn d’e-hoc'h, Aotrou.


————


SKLERIDIGEZ.


Jacob o tec’hout kuit divar hent he vreur, ha kement-ze evit senti ouc’h he dad hag he vamm, a gavaz e kreiz he veach dor ann env, elez Doue, ha Doue he-unan. Doue en em hastaz da baea he zouster, he vuelded, hag he zentidigez, enn eur nevezi d’ezhan ann diouganou kaer en devoa great da Abraham ha da Izaak. Tud iaouank, breudeur ha c’hoarezed euz ar memes ti, ra vezo bepred enn ho touez, ar peoc’h hag ar garantez gristen ; mes hallas ! mar sav etre z-hoc’h tabut, droulanz, gwarizi, ho pet sonj euz Jakob. Ann hini furra, gant ali he dud, en em denno kuit. Doue na vanko ket d’ezhan ; ha rei a rai d’ezhan hep dale merkou hanad euz he gen-levenez. Oc’hpenn-ze, ar skouer vad a roio d’he vreudeur, ho lakai marteze da zistrei enn-ho ho-unan ha da zont gwelloc’h, evel ma reaz Ezaü o welout sentidigez, habaskled he vreur , hag he galoun distag diouc’h ar madou-braz a leze war he lerc’h, o kuitat ti he dad.

Skeul Jakob war behini ho deuz ann Tadou Santel lavaret kement a draou kaer, a verk ar c’hommers-ze a garantez pehini a zo e-tre ann dud santel war ann douar hag hon Tad pehini a zo enn env. Hon elez-mad, testou euz hor pedennou hag euz hor madoberiou, a nij d’ho c’has dirak ann tron a Zoue, hag a ziskenn a-darre d’hor c’havout karget a c’hrasou hag a vennosiou evid-omp. Ar skeul-ze a zo c’hoaz eur skeuden gaer euz ar Werc’hez Zantel, pehini a zo eul liamm a drugarez e-tre ann env hag ann douar ; ha war behini e pouezaz Map Doue, pa eo bet e em c’hreat den evid-omp.

Pa’z eomp e-barz eunn iliz bennak, ann Tadou Santel a fell d’ezho e ve enn hor c’haloun hag enn hor genou ar c’homzou-man a lavaraz Jakob goude he weledigez : Na terrubl eo ar leac'h-ma ! e gwirionez aman ema ti Doue ha dor ann env.

Ar gwestl a reaz Jakob da Zoue a ziskouez hanad kaloun eur zervicher mad, feal hag anaoudek. Doue a ziougan da Jakob eurvad ha madou dispar, ha Jakob en em westl he-unan da Zoue gant ann deok euz he holl vadou. Oh ia ! bez’ ez euz e-tre Doue hag ann dud vad eur c’hommers dudiuz, ha neket anavezet a-walc’h ; Largentez euz a berz Doue, largentez euz a berz he zervicherien. Mes ann dud difeiz, hag ar gristenien fall na ouzont ket petra a lavarann. Ar re-ma, stag ouc’h traou ann douar, euz a bere n’ho deuz ket hanter a-walc’h dre’n abek d’ho gwall zispignou, na westlont netra da Zoue, na gasont prof ebed d’he iliz, ha dre-ze n'int ket hardis da choulenn he c’hrasou gant fisianz. Ar re-hont na fell ket d’ezho zoken e ve Doue eunn Doue madelezuz e kenver he vugale ; na fell ket d’ezho en em emelfe a-grenn euz ar pez a zell ouc’h he grouadurien. Tud reuzeudik, evit-ho n’euz liamm ebed etre ann env hag ann douar ! Evid-hoc’h-hu, tud vad divar ar meaz, ho pet sonj bepred euz a Zoue, ha Doue en devezo sonj ac’hanoc’h. Pedit-hen ato d’en em emellout he-unan euz ann holl draou a zell ouz-hoc’h, hag e welfet a-bred pe zivezad testeniou hanad euz he garantez hag euz he vadelez.




PENNAD XXIX.


Jakob e ti Laban. — Rachel ha Lia.


1. Jakob, o vont a-darre gant he hent, a arruaz e bro Zao-heol.

2. Gwelout a reaz eur punz enn eur park, ha teir banden denved gourvezet enn he gichen ; rak er punz-ze eo e vije douret ann tropellou ; hag ann digor anezhan a oa stanket gand eur mean braz.

3. Hag hervez ar c’hustum, ar mean-ze na vije savet memet pa vije digouezet ann tropellou holl ; hag al loened eur weach douret, e vije lekeat a-darre ar mean war c’horre ar punz.

4. Jakob a lavaraz d’ar veserien : Va breudeur, euz a beleac’h och-hu ? Euz Haran, em’int-hi.

5. Ha Jakob oc’h eber goulennou out-ho : Na anavezit-hu ket, eme-z-han, Laban, map da Nakor ? eo, eme-z-ho, hen anaout a reomp.

6. Ha iac’h ef-hen, eme Jakob ? Iac’h eo, eme-z-ho, ha chetu Rachel, he verc’h, o tont ama gant he zropell.

7. Ha Jakob a lavaraz d’ezho : Kalz deiz a zo c’hoaz ha ne ket pred kas ann tropellou d’ho c’hreier ; roit eta da eva d’ann denved, ha kasit-ho a-darre da beuri.

8. Hi a respontaz : n’hellomp ket oher se, ken na vezo digouezet holl ann tropellou, ha ken n’hor bezo lamet ar mean divar c’horre ar punz, evit doura al loened.

9. Komz a reant c’hoaz , ha chetu Rachel o tont gant denved he zad ; rak hi he-unan a zioualle ann tropell.

10. Jakob o veza he gwelet, hag o c’houzout e oa hi a oa he giniterv, hag ann denved, denved Laban he eontr, a lamaz ar mean a oa war c’horre ar punz.

11. Hag o veza douret he zropell, e pokaz d’ezhi, enn eur zevel he vouez, hag enn eur wela.

12. Rei a reaz d’ezhi da anaout e oa hen kar d’he zad, ha map da Rebeka. Hag hi raktal da gas ar c’helou-ze d’he zad

13. Hema, o klevout edo arru Jakob, map he c’hoar, a redaz war he arbenn ; her briataz, hag o veza poket d’ezhan, meur a weach, hen digasaz gant-han d’he di. Hag o veza klevet evit petra e oa deuet,

14. E lavaraz d’ezhan : Va c’hik ha va goad oud. Ha goude eur miz tremenet,

15. Laban a lavaraz da Jakob : war zigare ma’z oud kar-nez d’in, ha ret e vezo d’id-de va zervicha evit netra ? lavar d’in pebez gopr a fell d’id ?

16 Hogen Laban en devoa diou verc’h ; ar gosa hanvet Lia, ar iaouanka hanvet Rachel.

17. Lia a oa pikouzez enn he daoulagad ; Rachel a oa koant enn he dremm , ha kaer da welout.

18. Jakob, o veza ma kare hou-ma, a lavaraz : Seiz vloaz servich a rinn d’e-hoc’h evit kaout Rachel, ho merc’h iaouanka.

19. Laban a respontaz ; Gwell eo gan-en he rei d’id eget da eunn all, choum em zi.

20. Jakob eta a zervichaz seiz vloaz evit Rachel, ha kavout a rea gant-han e oant eunn nebeudik desiou hep ken, ker braz edo he garantez evit-hi.

21. Hag e lavaraz da Laban : roit d’in va fried, rak deuet eo ann amzer ma tleann dimizi d’ezhi.

22. Laban o veza pedet d’ar banked eunn niver braz a vignouned, a reaz ann eured.

23. Ha pa oa deuet ann noz, hen a gasaz he verc’h Lia da gampr Jakob ;

24. Enn eur rei d’ezhi eur vatez hanvet Zelpha. Jakob he c’hemeraz evit pried ; mes pa oe deuet ar mintin, e welaz e oa Lia a oa.

25. Hag e lavaraz d’he dad-kaer : Petra hoc’h eus-hu bet c’hoant da ober ? ha ne ket evit Rachel eo am eus-me ho servichet ? perak hoc’h eus-hu ma zromplet !

26. Laban a respontaz : N’ema ket ar c’hiz enn hor bro-ni da zimizi hor merc’hed, ar re iaouanka a-raok ar re gosa.

27. Gra da zizun briedelez gant houma, ha me roïo eben d’id evit seiz vloaz servich a ri d’in a-darre.

28. Asanti a reaz d’ar pez a c’houlenne ha pa oe tremenet ar zizun ec’h eureujas ivez gant Rachel ;

29 Da behini e roaz ivez he zad eur vatez hanvet Bala.

30. D’ann divez, Jakob o veza bet ann hini a felle d’ezhan, a ziskouezaz enn he c’henver mui a garantez eget evit ar genta ; hag a zervichaz c’hoaz Laban e-pad seiz vloaz,

51. Ha Doue o welout e tisprize Jakob Lia, a roaz da houma ar c’hras da gaout bugale, e-pad ma choume he c’hoar brec’haign.

52. Lia deuet da veza dougerez, a c’hanaz eur map da behini e roaz ann hano a Ruben, enn eur lavarout : Doue en deuz gwelet ann disprizanz a rear ac’hanoun, brema va fried am c’haro.

33. Dont a reaz da veza dougerez eunn eil gweach, ha genel a reaz eur map ; hag e lavaraz : Doue o veza gwelet e oann disprizet, en deuz roet c’hoaz hema d’in. Hag hen henvel a reaz Simeon.

34. Dont a reaz da veza dougerez eunn deirved gweach, hag o veza c’hoaz gwilioudet euz a eur map, e lavaraz : Brema e vezo startoc’h unvaniez etre va goaz ha me, dre ma em euz roet d’ezhan tri map. Evit-se e hanvaz hema Levi.

55. Dont a reaz da veza dougerez evit ar bederved gweach, hag e devoe c’hoaz eur map, hag e lavaraz : Brema me veulo Doue ; dre-ze hen hanvaz Judaz. Hag ec’h ehanaz da gaout bugale.


————

SKLERIDIGEZ.


Historiou al lezen goz o veza, hervez mn lavar Sant Paol, ken alies a ziougan euz ar pez a dlie c’hoarvezout el lezen nevez, ann Tadou Santel ho deuz klasket, ha kavet dindan daou zimizi Jakob, eur gentel gaer ha talvoudek evid-omp.

Lia a zinifi labour, ha Rachel a zinifi ar gwel a Zoue. Holl e karomp gwelout Doue, evel ma karé Jakob Rachel ; mes kent eget arruout bete Doue, e renker poania, evel ma renkaz Jakob dimizi da Lia a-barz kaout Rachel ar goanta. Diou vuez hon euz da ren pep hini ac’hanomp ; buez ar bed-ma, pehini a zo eur vuez a dribuill hag a boan ; ha buez ar bed-all, pehini a zo eur vuez a beoc’h hag a eurusted. Gloasiou Jezuz-Krist, deraouet er c’hraou a vethleem, hag achuet war menez kalvar, a zesk d’e-omp petra hon euz da c’hedal dre-ama ; he rezureksion hag he c’hloar enn env, a verk ar pez hon euz da esperout er bed-all.

Pevarzek vloaz servich a zo da Jakob evel eunn nebeudik dervesiou, abalamour d’he garantez vraz evit Rachel. Oh ! labouriou ar vuez-ma a ve berr hag eaz evid-omp, ma karfemp Doue euz a greiz hor c’haloun ! Rak hen he-unan en deuz taillet d’e-omp al labourou-ze, hag hen he-unan a dle beza hor gopr hag hor c’hurunen. Sulvui eta maz int hir ha poaniuz, sul vrasoc’h a vezo ar gopr, sul gaeroc’h ar gurunen.

Salomon o veza skrivet kement a draou kaer war ar furnez, a lavare, enn eurhuanadi : He c’haret am euz, he c’hlasket am euz a-dalek va iaouankiz, he goulennet am euz da bried, deuet e oann orgeder euz he gened. Va map, eme ar Spered-Santel d’ezhan, mar fell d’id kaout ar furnez, mir gourc’hemennou Doue, ha Doue he roio d’id. — He welout a reomp, e pep leac’h hag e pep tra, a-barz kaout Rachel eo ret kemerout Lia.


————


PENNAD XXX.


Rachel ha Lia a ra da Jakob kemerout c’hoaz ho mitizien da briejou. — Emglev etre Laban ha Jakob divarbenn ann denved.


1. Hogen Rachel o welout e choume difrouez, a gemeraz gwarizi ouc’h he c’hoar, hag a lavaraz d’he goaz : Ro d’in bugale, pe me varvo.

2. Jakob, eat drouk enn-han, a respontaz d’ezhi : Ha Doue ef-enn me ? ha ne ket hen eo a vir ouz-id da zougen frouez ?

3. Mad, eme-z-hi, chetu ama va matez Rala, kemer anezhi, evit ma wilioudo war va barlen, ha m’am bezo bugale d’re-z-hi.

4. Hag e roaz d’ezhan Bala da bried.

5. Bala hep dale en era gavaz dougerez hag a c’hanaz eur map.

6. Ha Rachel da lavarout : Barnet en deuz Doue enn tu gant-en, ha klevet en deuz va mouez, o rei eur map d’in. Evit-se eo hen hanvaz Dan.

7. Bala o veza deuet da veza dougerez eunn eil gweach, a c’hanaz eur map all,

8. Pehini a reaz da Rachel lavarout : Emgann en deuz lekeat Doue e-tre va c’hoar ha me, hag ounn bet trec’h d’ezhi. Dre-ze e hanvaz ar c’houadur Nephthali.

9. Lia o welout e oa ehanet da gaout bugale, a roaz ivez d’he goaz he malez Zelpha.

10. Houma o veza deuet da veza dougerez hag o veza gwilioudet euz a eur map,

11. Lia a lavaraz : Chetu ’zo mad ; hag abalamour da ze hen hanvaz Gad.

12. Zelpha o veza bet eur map all,

13. Lia a lavaraz : Evit va eur-vad eo kement-ma ; rak ar gragez em galvo euruz. Abalamour da-ze hen hanvaz Azer.

14. Eunn devez Ruben o veza eat war ar meaz, tro mare ma vedeur ar gwinis, a gavaz mandragounou, (frouez henvel ouc’h sitronz bihan) hag ho digasaz da Lia he vamm. Ha Rachel a lavaraz d’ezhi : Ro d’in lod euz mandragounou da vap.

15. Eben a respontaz : Ne ket a-walc’h d’id beza lamet digan-en va goaz, c’hoant ec'h euz da gaout c’hoaz mandragounou va map ? Mad, eme Rachel, ra iello da c’hoaz gan-ez fenoz, gant ma ri d’in mandragounou da vap.

16. D’ann abardaez eta pa zeuaz Jakob euz ar park, Lia a ieaz war he arben : Gan-en-me, eme-z-hi, e teui brema ; rak gopreet oud gan-en evit mandragounou va map. Ha Jakob a gouskaz ann nosvez-ze gant-hi.

17. Ha Doue a zelaouaz he fedennou ; genel a reaz he femped map,

18. Hag e lavaraz : Doue en deuz ma faet, dre ma em euz roet va matez d’am goaz. Hag e hanvaz ar c’hrouadur Issakar.

19. Lia o veza deuet dougerez a-darre a wilioudaz euz he c’houec’hved map,

20. Hag a lavaraz : Roet en deuz Doue d’in ar goulou ar re gaera ; evit ar weach-ma e choumo va goaz gan-en, dre m’am euz roet d’ezhan c’houec’h map. Dre’n abek da gement-ze e hanvaz he c’hrouadur Zabulon ;

21. Goude pehini e devoe eur verc’h hanvet Dina.

22. Dont a reaz ivez sonj da Zoue euz Rachel ; klevout a reaz ouc’h he feden, hag e roaz d’ezhi ar c'hras da gaout bugale.

23. Dont a reaz da veza dougerez ha genel a reaz eur map ernn eur lavarout : Lamet en deuz Doue ar vez divar-n-oun.

24. Hag hen henvel a eure Jozeph, enn eur lavarout : Plijet gant Doue rei d’in eur map all !

25. Goude ma oe ganet Jozeph, Jakob a lavaraz d’he dad-kaer : List ac’hanoun do zistrei d’am bro, ha d’ann douar e pehini ounn ganet.

26. Roit d’in va gragez ha va bugale, evit pere am euz ho servichet, hag en em denninn kui t: gouzout a rit pe seurt servich am euz great enn ho ti.

27. Laban a respontaz d’ezhan : Trugarez a c’houlennann digan-ez, gouzout a rann dre ma her gwelann, en deveuz Doue benniget va ziegez abalamour d’id.

28. Gra da briz, ha me her paeo d’id.

29. Jakob a respontaz : Gouzout a rit e pe fesoun am euz ho servichet ; ha pegement eo kresket ho madou etre va daouarn,

30. Nebeut a dra ho poa, pa oann deuet daved-hoc’h, ha brema chetu c’houi pinvidik : Doue en deuz ho penniget ker kent ha ma’z ounn deuet enn ho ti. Mad eo eta e sonchenn ivez eur mare bennak era ziegez va-unan.

31. Laban a lavaraz : Petra rinn-me d’id ? Ne fell netra d’in, eme Jakob : mes mar grit ar pez a c’houlennann, e kendalc’hinn da gas da beuri ha da ziouall ho tropellou.

32. Grit eur gwel da bep banden euz ho tenved, ha dispartiit ann danvadezed briz ha marellet enn ho gloan, hag hivizikenn ar re a vezo louet, briz pe marellet, ken e-touez ann denved ken e-touez ar geor, a vezo d’in evit va dic’haou.

33. Warc’hoaz kenta va lealded a responto evid-oun, pa vezo deuet ar mare d’e-hoc’h da ober em c’henver hervez ar pez a lavarann, mar bez e-touez va denved pe va geor unan bennak ha na vezo ket marellet, briz, pe louet, me c’houlenn beza kemeret evit laer.

34. Ha Laban a lavaraz : Mad a gavann ar pez a c’houlennez.

35. Hag e tispartiaz enn devez-ze memes ar geor, ann danvadezed, ar bouc’hed, hag ann tourzed marellet ha merket ; ha rei a reaz da ziouall d’he vugale (ha da Jakob) ar re n’ho devoa nemed eul liou, da lavarout eo, ar re a bere ar gloan a oa gwenn pe zu.

36. Ha lakaat a reaz hed tri dervez kerzed etre-z-hen hag be vap-kaer pehini a zioualle ann tropellou all ha na oant ket gant-han.

37. Jakob eta, o kemerout gwaligner elo, alamandez ha platan-glaz, a ziruskaz lod anezho. Ar gwaligner dirusket a oe gwenn da welout, hag ar re a oe lezet enn ho fez a choumaz ato glaz ; enn hevelep fesoun ma taolent daou seurt liou.

38. Ho lakaat a reaz neuze ebarz ar c’haniou a vije karget a zour, evit pa vije deuet ann tropellou da eva, m’ho divije ar gwaligner-ze dirak ho daoulagad, ha ma kemerjent loen enn eur zellout out-ho.

39. C’hoarvezout a reaz eta, pa hemolc’he ann danvadezed, ma kemerent loen enn eur zellout ouc’h ar gwaligner, hag ec’h alent eïn briz, louet, ha marellet a bep seurt liou.

40. Ha Jakob a reaz diou loden euz he dropel, hag a lekeaz gwaligner er c’haniou dirak daoulagad ann tourzed. Ar re a vize gwenn holl pe zu, a oa da Laban, hag ar re all da Jakob, goude ma vije great ann disparti.

41. D’ann nevez amzer eta, pa hemolc’he ann danvadezed, Jakob a renke he waligner er c’haniou dirak daoulagad ann tourzed hag ann danvadezed, evit ma kemerjent loen enn eur zellout out-ho.

42. Hogen pa dlient hemolc’hi d’ann dilost-hany, pa choument divezat da gemer loen, Jakob na lekee ket he waligner. Evel-se ar re zivezad a vije da Laban, hag ar re abred da Jakob.

43. Enn doare-ze, va den a zeuaz pinvidik dreist vuzul ; bez’ en devoe tropellou eleiz, mitizien ha mevelien, kanvaled hag ezen.


————


SKLERIDIGEZ.


Ro d’in bugale pe me varvo. Ar gomz-ze da Rachel ne d-eo ket re da veza meulet. Diskouez a ra nebeut a zoujanz da volontez Doue ; eunn tammik buanegez ha kalz a warizi. Iskuzi a heller ar baour-keaz anezhi, abalamour d’ar c’hoant braz e devoa da gaout bugale. Ha marteze ne lavaraz kement-ze d’he goaz, nemed evit he zougen muioc’h-mui da bedi Doue ; rak gouzout a ree penaoz Abraham hag Izaak n’ho devoa bet gwir heritourien nemet dre forz pedennou.

Ar respont a reaz Jakob d’ezhi a zo leun a furnez. Ha Doue efenn-me, eme-z-han, ha ne ket hen eo a vir ouz-id da gaout bugale ? E-leac’h en em gemerout diouz-in-me, ha dougen gwarizi d’az c’hoar, e ve gwell d’id en em izelaat, hag en em erbedi d’ann hini hepken a hell aotren d’id eur c’hraz ker kaer ha ma’z eo ann hini da gaout eur briedelez frouezuz. Rak gloar ha destinadurez ann dimiziou eo rei servicherien da Zoue.

Bet zo bet heritiked, ha bez’ ez euz hirio ann deiz tud difeiz, hardis a-walc’h evit lavarout e oa Jakob eunn den diboell, o kaout peder grek war eunn dro. Sant Aogustin a respont d’ezho : da genta, enn amzer-ze, Doue na zifenne ket kaout meur a c’hrek war eunn dro. D’ann eil, Jakob d’ar penn kenta na fele d’ezhan kaout nemet Rachel. Forset eo bet gant he dad-kaer da gemerout Lia ; ha divezatoc’h eo bet evel rediet gant he ziou c’hrek da gemerout ho mitizien. Evesait eme d’ezho Sant Aogustin, ann den santel Jakob a helle beza ker chast, ha chastoc’h marteze gant he beder c’hrek eget meur a gristen gant unan hepken, ha kalz re all ha n’ho deuz hini ebed.

Er pez a reaz Jakob d’ann denved, goude ann emglev great etre he dad-kaer hag hen, n’ez euz na sorserez, na tromplerez, na laëronsi. Evel ma her gwelimp er pennad ama war lerc’h, Doue he-unan eo a zizoloaz da Jakob ann dro vrao-ze da ober da Laban, evit en em zic’haoui eveuz he bevarzek bloavez servich.

Petra bennak ma hellie sekret Jakob ken-ober gant lezennou ann natur, war c’halloud Doue hep ken eo e tleeur lakaat ar pez a c’hoarvezaz gand ann denved. Rak tud kuriuz ho deuz great a-baoue ar pez a reaz ar patriarch, hep merzout gweach ebed ho divije ho gwaligner gwenn pe c’hlaz ann disterra vertuz war eïn bihan ho danvadezed.




PENNAD XXXI.


Jakob a guita ti he dad-kaer, evit distrei d’he vro.


1. Hogen Jakob o veza klevet bugale Laban o koms etre-z-ho, hag o lavarout : Eat eo gant Jakob kement mad en devoa hon tad ; chetu hen deuet pinvidik gant he draou, ha brudet braz dre ar c’harter :

2. Merzout a reaz ivez war zremm Laban penaoz ne oa mui ar memes den enn he genver evel diaraok ;

3. Dreist pep tra Doue he unan o veza lavaret d’ezhan : Distro da zouar da dud-koz, ha da gavout da gerent, ha me vezo gan-ez,

4. E kasaz da lavarout da Rachel ha da Lia dont war ar meaz e peleac’h edo o tiouall he dropellou.

5. Hag e lavaraz d’ezho : Gwelout a raan ouc’h sellou ho tad, penaoz ne d-eo mui ar memez den em c’henver evel kent ; hogen Doue va zad a zo bet enn tu gan-en.

6. Gouzout a rit hoc’h-unan am euz zervichet ho tad euz va holl c’halloud.

7. Mes ho tad neket bet leal em c’henver ; dek gweach en deuz chenchet ar goumanant a oa dleet d’in. Doue koulskoude n’en deuz ket hel lezel da noazout d’in.

8. Pa lavare : Ann eïn marellet a vezo d’id ; ann danvadezet holl a ale eïn marellet. Enn enep, pa lavare : ar re wenn a vezo da loden, ann holl dropellou a daole eïn gwenn.

9. Hag er c’hiz-ze Doue eo en deuz lamet he vadou digant ho tad ha roet anezho d’in.

10. Rak pa zeuaz ar mare d'ann danvadezed da hemolc’hi e saviz va daoulagad , hag e weliz dre va hunvre penaoz kement par a c’holoe he barez, a oa briz ha marellet, hag a veur a liou.

11. Hag Eal ann Aotrou-Doue a lavaraz d’in dre va c’housk : Jakob ! Ha me a respontaz : emaoun ama.

12. Hag hen da lavarout : Sao da zaoulagad ha gwel penaoz kement par a c’holo he barez, a zo marellet, merket, ha briz enn he liou ; rak gwelet am euz holl ar pez en deuz great Laban d’id.

13. Me eo ann Doue a Vethel, e peleac’h ec’h euz eoliet eur mean, ha great eur gwestl d’in. Brema ’ta sao, kea kuit euz ar c’harter-ma, ha distro d’ar vro a behini oud ginidik,

14. Rachel ha Lia a respontaz : ha beza hon euz-ni da gaout eunn dra bennak choumet euz a vadou hag euz a heritach hon tad ?

15. Ha n’eus-hen ket kemeret ac'hanomp evel merc’hed a ziaveaz ; gwerzet ac’hanomp, ha debret ar pez a oa dleet d’e-omp evid hol labour ?

16. Mes Doue en deuz kemeret madou hon tad, ha roet anezho d’e-omp ha d’hor bugale : gra eta kement en deuz Doue gourc’hemennet d’id.

17. Jakob en em gemeraz eta, hag o veza lekeat he vugale hag he c’hragez war gein kanvaled, a ieaz kuit.

18. Kas a reaz gant-han he holl c’hlad, he dropellou, kement mad en devoa dastumet er Mezopotamia, hag e teue e-trezek he dad da zouar Kanaan.

19. D’ar mare-ze Laban a oa eat da douza ann denved, ha Rachel a laeraz falz-doueou he zad.

20. Jakob na fellaz ket d’ezhan anzao d’he dad-kaer e tec’he kuit.

21. Pa oe dija enn hent, gant kement a oa enn he gers, ha tremenet gant-han ar ster-vraz, o vont warzu menez Galaad,

22. E oe kemennet da Laban, d’ann trede deiz, e oa eat Jacob kuit.

25. Laban o kemerout gant-han he vreudeur, a redaz war he lerc’h, epad seiz devez, hag her pakaz e menez Galaad.

24. Mes gwelout a reaz dre he hunvre ann Aotrou-Doue pehini a lavaraz d’ezhan : Diouall na liviri netra rust da Jakob.

25. Jakob en devoa dija displeget he delt war menez Galaad ; ha Laban, arruet betek hen gand he vreudeur, a blantaz ivez he delt war ar memes menez,

26. Hag a lavaraz da Jakob : Petra eo d’id beza great eunn dra evel-se ? kas gan-ez va merc’hed hep gouzont d’in evel pa vijent bet kemeret dre vrezel.

27. Perak eo bet falvezet d’id en era denna hep gouzout d’in ? hep lavarout ger d’in ? eat e vijenn d’az ambroug gant levenez gant kanaouennou, gant taboulinou ha gant telennou.

28 N’ec’h euz ket ma lezet zoken da boket d’am merc’hed na d’am bugale vihan ; diskiant oud bet oc’h ober se ; ha breman,

29. Ec’h halfenn d’am zro ober drouk d’id ; mes Doue ho tad a lavaraz d’in deac’h : Diouall na liviri da Jakob netra re rust.

30. Lekeomp ez poa c’hoant da zislrei da gavout da tud, hag e felle dvid gwelout eur veach c’hoaz ti da dad ; mes perak laerez va doueou ?

31. Jakob a respontaz mar d-oun eat kuit hep gouzout d’e-hoc'h, eo dre m’am boa aoun n’ho pije lamet ho merc’hed digan-en dre nerz.

32. Mes evit al laeronsi a damallit d’in, gant piou bennak e kefot ho toueou, ra vezo lekeat d’ar maro ama dirak hor breudeur ? klaskit ; mar kavit em zi eunn dra bennak d’e-hoc’h, kasit-hen gan-e-hoc’h. O komz evel-se Jakob na wie ket e devoa Rachel laeret ann doueou.

33. Laban o veza eat e telt Jakob ha Lia, hag e re ann diou vatez, na gavaz netra. O veza eat da delt Rachel,

34. Houma en em hastaz da guza ann doueou dindan torchen eur c’hanval, hag a azezaz war-n-ezhi ; hag o welout he zad o furcha e pep leac’h dre ann telt, hep kavout netra,

35. Hi a lavaraz : Drouk na vezet gant va Aotrou, ma na hellann sevel dira-z-han, rak arruet eo gan-en ar pez a c’hoarvez diouc’h ann dro gant ar gragez. Er c’hiz-se ez eaz da netra poan ar c’hlasker-paour.

36. Ha Jakob, eat drouk enn han, a lavaraz gant c’houervder : Evit pe wall, nag evit pe offans euz va ferz oc’h-hu deuet gant kement a herr war va lerc’h,

37. Hag hoc’h euz furchet pis-ha-pis kement pez a zo em zi ? Petra hoc’h eu-hu kavet hag a ve euz a draou ho ti ? Diskouezit-hen ama dirak va breudeur hag ho re, ha ra varnint e-tre c’houi ha me.

38. Hag evit-se ounn-me bet ugent vloaz gen-e-hoc’h ? Ho tanvadezed hag ho keor n’int ket bet gaonec’henned, ha n’am euz ket debret tourzed ho tropellou.

39. N’am euz morse diskouezet d’e-hoc’h ar pez a ie gant ar bleiz ; ann holl goll a gemerenn evid-oun ; ha c’houi a c’houlenne digan-en kement hini a vize kollet dre laeronsi.

40. Noz-deiz e oann devet gant ar c’hroez pe gant ar reo, hag ar c’housked na dostee morse ouc’h va daoulagad.

41. Enn doare-ze am euz ho servichet enn ho ti e-pad ugent vloaz ; pevarzek vloaz evit ho merc’hed, ha c’houec’h vloaz evit ho loened ; ha dek gweach hoc’h euz chenchet ar priz euz va foaniou.

42. Paneved ma’z eo deuet Doue va zad Abraham hag ann aoun ho poa rak Izaak d’am zikour, marteze ho pije ma c’haset kuit noaz-pill ; mes Doue en deuz sellet ouc’h va enkrez, hag ouc’h poaniou va divreac’h, hag en deuz ho kourdrouzet deac’h.

43. Ladan a respontaz dezhan : Va merc’hed ha va bugale vihan, da dropellou ha kement tra a welez ama a zo d’in, pe seurt drouk a oufenn-me ober d’am bugale ha d’am bugale vihan ?

44. Deuz eta, greomp eur gevredigez hag a zervicho da desteni e-tre te ha me.

45. Jakob eta a gemeraz eur mean, hag her plantaz enn he zao, evit arouez.

46. Hag a lavaraz d’he vreudeur : Digasit ama meïn. Hag o veza ho dastumet holl, e rejont eur bern anezho, war behini e kemerjont eur pred-boed.

47. Laban a hanvaz ar bern mein-ze Kreac’h ann test ; ha Jakob Kreac’h ann desteni, pep hini hervez he iez.

48. Ha Laban a lavaraz : Ar bern mein-ma a vezo hirio test e-tre te ha me ; chetu perak eo galvet al leac’h-ze Galaad, da lavarout eo Kreac’h ann test.

49. Ra wello ha ra varno Doue e-tre-z-omp, pa vezimp dispartiet ann eil diouc’h egile.

50. Mar wall-gasez va merc’hed, mar kemerez gragez all estreget-ho, n’euz den test euz hor c’homzou, mes Doue a zo ama hag hor gwel.

51. Laban a lavaraz c’hoaz da Jakob : Chetu ar c’hreac’h hag ar mean am euz savet e-tre te ha me,

52. Test e vezint : ia, hel lavarout a rann, ar c’hreac’h-ze hag ar mean-ze, ra zougint testeni, mar tremenann dreist-ho evit mont enep d’id ; pe mar teuz enn tu-all d’ezho, war zonj da noazout d’in.

53. Doue Abraham, ha Doue Nakor, ra varno etre-z-omp, Doue ho zad ! Jakob eta a reaz he le dre ann hini a zouje he dad Izaak :

54. Hag o veza lazet hostiou war ar menez, e pedaz he vreudeur da zont da zibri gant-han. Dont a rejont d’ar banked, ha choum a rejont eno, enn noz-ze.

55. Mes Laban o sevet a-raok ann deiz, a bokaz d’he vugale vihan ha d’he verc’hed, ho bennigaz, hag a zistroaz d’he vro.

SKLERIDIGEZ.


Jakob e ti Laban a zo skouer ann dud iaouank oberiant, ha great evit beza pinvidik. Bez’ ez eo ivez e pep fesoun skouer ar vugale demezet e kenver ho zud-kaer. Arruet er Mezopotamia war netra, e teraou dre c’honit karantez Rachel gant ne fesouniou seven, ha dre he galoun vad. Plijout a ra ivez meurbed d’he eontr, dre he gourach hag he ampartis e pep labour. Goulenn a ra he geniterv Rachel da bried, hag evit he c’haout ec’h asant labourat seiz vloaz e ti Laban, evel mevel. Berr e kav ann amzer-ze dre ma en devoa bepred, dirak he zaoulagad hag enn he galoun, Doue ha Rachel. Tromplet gant he dad-kaer, da noz he eured, n’her gwelimp ket oc’h en em zespetal, oc’h en em zizesperi, o vankout a resped d’he dad ; Ha Doue a ra ma teu Laban da genniga d’ezhan he verc’h all, gant ma servicho seiz vloaz all enn he di hep komanand ebed.

Ar vugale demezet hag ho defe re a hast d’en em zispartia diouc’h ho zud-kaer, evit mont enn ho zra, ha labourat war ho ero, a dlefe kaout sonch euz Jakob, hag euz ar vennoz vraz a skuillaz Doue war-n-ezhan abalamour d’he habaskded, d’he zoujanz evit ioul Doue, ha d’he respet e kenver he dad-kaer.

Mar d-eo bet Jakob skouer ann dud iaouank e pep tra, Laban ne d-eo ket da veza heuliet gand ann tadou-kaer. Goude pevarzek vloaz servich, Jakob o welout o c’henel he zaouzekved krouadur, ha vennaz e oa pred d’ezhan pelloc’h sonjal enn amzer da zont, ha dastum eunn dra bennak da gement a vugale. Goulenn a reaz distrei gant-ho d’he vro. Laban gant aoun da goll eunn den ken oberiant, hag ar vrud vraz a rea pep tra enn he diegez drez-han, n’hel lezaz ket da vont kuit ; hag evit he zerc’hel, en em westlaz da rei d’ezhan eunn dra bennak diouc’h gounidou ann ti. Gwelet hon euz ann emglev great etre-z-ho, ha bennoz Doue war loden Jakob. Laban evel ma c’hoarvez gant meur a dad-kaer, a gemeraz gwarizi ouc’h he vap. Mankout a reaz d’he c’her o chench hag o tichench ar e c’hountrat oc’hpenn dek gweach. Erfin n’en devoa mui respont vad ebed da rei da Jakob ; Hag he vugale all a gemere perz enn he gaz hag enn he warizi. Neuze e teuaz Doue he-unan da zikour Jakob. Gourc’hemenni a ra d’ezhan distrei d’he vro, ha Jakob raktal da zenti. Laban a ia drouk braz enn-han o klevout ema eat he vap kaer kuit, mont a ra war he lerc’h gant tud armet ; mes Doue a zeu da zistana d’ezhan ha da chourdrouz he gastiza mar lavar hep ken eur gomz re rust d’he vap. Kement-se a zesk d’ann tadou ha d’ar mammou treti ho bugale gant lealded hag azaouez, ispisial pa vent bet enn ho c’henver bugale vad ha sentuz.

D’ann divez, enn tiegesiou e pere ez euz doujanz Doue, e kaver ato ann tu d’en em glevet ha d’en em unani. Jakob ha Laban goude eunn tammik kroz, en em sklera ann eil war gont egile, hag a zeu mignoned evel kent. Ober a reont enn eul lod eur zakrifis da Zoue, dibri a reont ouc’h ar memes taol, ha mont a reont pep hini enn he du, difach-kaer hag enn eur veuli Doue.




PENNAD XXXII.


Jakob a c’hourenn ouc’h eunn Eal.


1. Jakob euz he gostez a ieaz gand he hent, hag Elez euz a berz Doue en em gavaz war he arbenn.

2. Jakob, pa ho gwelaz a lavaraz : Kamp Doue a zo ama, hag e hanvaz al leac’h-ze Mahanaim, da lavarout eo, ar c’hamp.

3. Hogen Jakob a gasaz enn he raok kannaded d’he vreur Ezaü, da zouar Seir e bro Edom.

4. Hag a roaz d’ezho he urzou enn eur lavarout : Er c’hiz-ma e komzot ouc’h Ezaü va Aotrou : chetu ama ar pez a lavar d’e-hoc’h ho preur Jakob : E ti Laban ounn bet evel tremeniad hag eno ounn choumet betek hirio.

5. Bez’ am euz ohen, ezen, denved, mevelien, ha mitizien ; ha brema e kasann kannadur da gavout va Aotrou, evit ma kavinn trugarez dira-z-han.

6. Ar gannaded distro da gavout Jakob, a lavaraz : Bet omp betek ho preur Ezaü, ha chetu hen he-unan o tont a brez-kaer war ho arbenn, ha pevar c’hant den gant-han.

7. Jakob a gemeraz aoun, ha stravillet holl, e rannaz e diou vanden ann dud a oa gant-han, hag he dropellou, denved, ohen ha kanvaled.

8. Pa zigouezo Ezaü, eme-z-han, mar sko war eur vanden, ann hini a choumo war lerc’h en em zaveteio.

9. Neuze Jakob a lavaraz : Doue Abraham va zad-koz, Doue va zad Izaak, Aotrou pehini hoc’h euz lavaret d’in : Distro d’az pro, d’al leac’h a behini oud ginidik, ha me rai pep seurt vad d’id :

10. N’hellann ket anaout a walc’h ho trugareziou em c’henver, nag ho fealded da ober ann holl draou ho poa diouganet d’ho servicher ; ar Jourden-man a dremeniz gand eur vaz hep ken em dourn, ha chetu e tistroann brema gand diou vanden.

11. Tennit ac’hanoun a-dre daouarn va breur Ezaü, rak aoun vraz am euz ra-z-han ; aoun am euz pa zigouezo, na lazfe gand ar c’hleze ar vamm hag ar vugale.

12. Lavaret hoc’h euz ho pije great pep seurt vad d’in ; ho pije digaset ar wenn ac’hanoun stankoc’h eget treaz ar mor, pere n’heller ket da niveri kement zo anezho.

13. O veza tremenet ann noz el leac’h-se, Jakob a zispartiaz a douez kemend mad en devoa, prezanchou evit Ezaü he vreur ;

14. Daou c’hant gaor, ugent bouc’h, daou c’hant danvadez hag ugent tourz.

15. Tregont kanvalez gant ho heubeulien o tena, daou ugent bioc’h, hag ugent taro ; ugent azennez gant dek azennik bihan.

16. Lakaat a reaz he zervicherien d’ho c’has, pep banden enn he fart he-unan ; hag e lavaraz d’he vevelien : It ato em raok, ha list eur pennadik hent e-tre pep banden.

17. D’ann hini kenta e roaz ar gourc’hemenn-ma : Mar tigouezez gand va breur Ezaü, ha mar goulenn digan-ez : Gand piou oud-de mevel ? pe, da beleac’h ez es-te ? pe, da biou eo al loened-ze a heuliez ?

18. Te a responto : Da Jakob ho servicher pehini a gas anezho e prezant d’am Aotrou Ezaü : dont a ra he-unan war hol lerc’h.

19. Ar memez urz a roaz d’ann eil, d’ann trede, ha d’ann holl vevelien a gase ann tropellou, o lavarout ; Er c’hiz-ze, ger evit ger, e komzot ouc’h Ezaü pa erruot gant-han ;

26. Hag e leverot ato war lerc’h : Jakob ho servicher a zo arru d’hon heul. Rak Jakob a lavare : Dousaat a rinn d’ezhan dre ar prezanchou a ia a-raok, ha goude me he welo, marteze e vezo trugarezuz em c’henver.

21. Ar prezanchou a ieaz eta enn he raok ; hogen hen a choumaz c’hoaz enn noz-ze ebarz ar c’hamp.

22. Antronoz Jakob o veza savet abred-mad, a gemeraz he ziou c’hrek, hag ho diou vatez, gant he unnek map, hag a dremenaz rodou Jabok.

23. Hag o veza kaset enn tu-all d’ar ster kement mad en devoa,

24. E choumaz he-unan ebars ar c’hamp ; ha chetu eur goaz o tont da c’hourenn out-han betek ar mintin.

25. Ann den-ze o welout ne oa ket evit gounit war Jakob, a douchaz d’ezhan eunn nerven euz he vorzad ; ha raktal ann nerven-ze a zizec’haz.

26. Hag e lavaraz da Jakob : Lez ac'hanoun da vont kuit, rak dija e c’houlaou ann deiz. Jakob a respontaz : N’ho lezinn ket da vont ken n’ho pezo benniget ac’honoun.

27. Pe hano hoch eus-hu, eme ar goaz ? Jakob, eme hema.

28. Mad, eme egile, na vezi mui hanvet Jakob, mes Israël ; rak mard-oud bet krén enep Doue, pegement na vezi-te ket krenvoc’h enep ann dud ?

29. Jakob a c’houlennaz digant-han : Livirit d’in pe hano hoc’h eus-hu ivez ? Hen a respontaz : Perak e fell d’id gouzout va hano ? Hag e roaz he vennoz d’ezhan war al leac’h-ze memes.

30. Ha Jakob a hanvaz al leac’h-ze Phanuel, enn eur lavarout : Gwelet am euz Doue dremm-ouc’h-dremm, ha salo eo bet va buez.

31. Kerkent ma en devoe kuiteet Phanuel, e welaz ann heol o sevel ; hogen choum a reaz kamm eur c’har d’ezhan.

32. Dre’n abek da ze bugale Israël na zebront ket, betek hirio ann deiz, nerven ar vorzad, pehini a zizec’haz da Jakob ; rak ann Eal a douchaz eunn nerven euz he vorzad, pehini a choumaz skôet.


————


SKLERIDIGEZ.


Doue na vank morse d’ann den eeun a galoun, pehini en deuz lekeat enn-han he holl fisianz. Dieubet diouc’h buanegez he dad-kaer ; Jakob a zante eur velkoni vraz dre ma tostee ouc’h ar charter e pehini e choum he vreur Ezaü ; ha Doue a zigas war he arbenn eunn arme a Elez evit he gonforti, hag evit he zifenn e kaz ma vije ezomm. Jakob sur euz a zikour Doue, na ankounac’ha netra a gement a ve gwestl da zousaat d’he vreur, ha da c’hounit he c’hrasou~mad. Petra na dlé ket eur gwir gristen da ober evit digas ar peoc’h hag ann unvaniez el leac’h ma’z euz tabut, kasoni ha gwarizi ?

Neket awalc’h ober ar pez a zo enn hor galloud evit dont a benn da c’hounit hon enebour, ret eo c’hoaz goulenn sikour digant Doue, pehini a hell trei ha distrei kaloun ann dud evel ma kar. War ann dra-ze gwelit pebez peden a ra Jakob d’he Zoue.

N’ouzomp ket re petra a arouez ar peg-gourenn a reaz Jakob ouc’h ann Eal. Da genta lavarout a heller penaoz Doue a aotreaz kement-ze evit konforti he zervicher ; o rei d’ezhan da glevout n’en devoa ket ezomm da gaout aoun rak den ebed, pa’z eo gwir e oa bet treac’h da Zoue he-unan. D’ann eil, ar Spered Santel ebarz ar veuleudi eveuz ann den Santel Jakob, e levr ar furnez ; (Pennad X. Gwersad 12) a lavar : Doue he-unan a gennigaz d’ezhan eunn emgann stard, evit ma vije trec’her, ha ma wiche penaoz ar furnez a zo trec’h da bep tra. Ia, ann den fur a vezo bepred trec’h d’he enebourien ; hag he feiz, eme sant Iann, eo a ra d’ezhan gounit ar victor. Rak gwelout a ra, enn he wall-chanz, enn he glenvejou, hag enn he wall-ioulou, ken alies a enebour digaset d’ezhan gant Doue evit hen amprou. Gourenn a rei out-ho gant kourach dre ma oar ne vanko ket gras Doue dezhan. Stourmi a rei mar d-eo ret, e-pad ann noz, da lavarout eo epad ar vuez-ma, pehini a zo eunn noz du ha tenval e skoaz sklerder ar baradoz ; mes dont a rai ivez ann deiz, me lavar, heur ar maro, hag ar brezelour kalounek en devezo evit bennoz eur gurunen a c’hloar.

Sant Aogustin a ro d’ar peg-gourenn-ze eunn displeg misteriusoc’h. Gwelout a ra skeudennet dre-z-han ann emgann terrupl-ze a zo bet etre ar juzevien bugale Jakob, hag hor Zalver Jezuz-Krist e amzer he c’hloaz pe he basion. E-pad noz-kent he varo, ho deuz gourennet out-han dre vil c’hoaperez, dre vil zismeganz, ha dre vil gruelded. Mintin mad int bet trec’h d’ezhan o veza great da Bilad he goudaoni da vervel. Neuze eo bet savet ann heol, evit kalz anezho ; ar re n’ho deuz ket serret ho daoulagad ouc’h ar sklerijenn, ho deuz goulennet gant keuz ha glac’har bennoz ho gourenner hag ho deuz bet anezhi dre eunn distro parfet oc’h Doue. Lod all ho deuz kendac’het enn ho dallentez, hag a zo choumet gwall gamm enn ho c’hreden, betek memes hirio ann deiz, siouaz d’ezho !




PENNAD XXXIII.


Ezaü ha Jakob en em wel, hag en em zisparti mignouned.
(Euz ar bed 2265. — A-raok J.-K. 1739.)


1. Hogen Jakob o sevel he zaoulagad, a welaz Ezaü o tont, ha pevar c’hant den gant-han ; hag e tispartiaz bugale Lia, ha Rachel ; ba bugale ann diou vatez.

2. Lakaat a reaz er penn a-raok ann diou valez gant ho bugale ; Lia hag he re enn eil banden ; ha Rachel ha Jozeph ar re ziveza.

3. Hag hen he-unan o vont a-raok a stouaz seiz gweach beteg ann douar, ken na oe deuet Ezaü tost d’ezhan.

4. Ezaü eta a redaz war arbenn he vreur, hen digemeraz a vriad-kaer, hag oc'h he zerc’hel stard etre he zivrac’h, a bokaz d’ezhan enn eur wela.

5. Neuze o veza savet he zqoulagad, e welaz ar merc’hed hag ar vugale vihan, hag e lavaraz : Nak ar re-ma, piou int-hi ? ha d’id-de efent-hi ? Jakob a respontaz : Ar vugaligou en deuz roet Doue d’ho zervicher int.

6. Ar vitizien o tostaat gant ho bugale, a stouaz beteg ann douar.

7. Lia a zeuaz goude gant he re, hag a stouaz er memes fesoun ; Rachel ba Jozeph war lerc’h ar re-all en em daolaz ivez d’ann douar d’he zaludi,

8. Hag Ezaü a lavaraz : Petra eo ar ar bandennou-ze a zo digouezet gan-en war va hent ? Ho c’haset am euz a raok, eme Jakob, evit ma kavjenn trugarez dirak va Aotrou.

9. Hag Ezaü a respontaz : Kalz madou am euz, va breur ker, dalc’h gan-ez ar pez a zo d’id.

10. Nann, eme Jakob, na ra ket evel-se, me as ped ; hogen mar am euz kavet trugarez dirak da zaoulagad, kemer ar prezant dister-ze euz va daouarn ; rak gwelet am euz da zremm, evel pa em bé gwelet dremm ann Aotrou Doue. Bez mad em c’henver.

11. Ha kemer ar vennoz-ma a gennigann d’id ; Doue pehini a ro peptra, en deuz he roet d’in. Ezaü, war beden he vreur, ho c’hemeraz gant beac’h,

12. Hag a lavaraz : Deomp kevret, ha me zalc’ho kompagnunez d’id enn da hent.

13. Jakob a respontaz : Gouzout a rez, va Aotrou, am euz gan-en bugaligou vihan gwall dener, danvadezed ha bioc’hed prest da ala ; mar grann d’ezho en em skuiza oc’h ober re a hent dioc’h-tu, va loened a hell mervel hol enn eunn devez.

14. Ra’z ai va Aotrou a-raok he zervicher, ha me heulio nebeut-da-nebeut he roudou, hervez ma welinn a hello va bugale ober, ken na vezinn digouezet gant va Aotrou e Seïr.

15. Ezaü a respontaz : Me az ped, ra c’houmo da vihana lod euz ann dud a zo gan-en da ober heul d’id enn da hent ! Neket ret, eme Jakob, eunn dra hep kent am euz ezomm, ra gavinn trugarez dira-z-oud, va Aotrou.

16. Ezaü eta a zistroaz da Zeïr enn deiz-ze memes, dre ann hent ma oe deuet.

17. Ha Jakob a erruaz e Sokoth ; o veza savet eno eunn ti, ha plantet he deltou, e hanvaz al leac’h-ze Sokoth, ar pez a zinifi teltou.

18. Tremen a reaz goudeze betek Salem, eur gear vourc’h d’ar Sichimided, pehni a zo e douar Kanaan ; ha choum a reaz e kichen ar gear-ze ; goude ma oe distroet euz ar Mezopotamia, pehini a zo e bro Siria.

19. Hag e prenaz evit kant oan, digant bugale Hemor tad Sichem, lod euz ar park e pehini en devoa plantet he delt.

20. Hag o veza savet eno eunn aoter, ec’h azeulaz war-n-ezhi da Zoue braz Israel.


————


SKLERIDIGEZ.


Gwelet hon euz er pennad-ma eunn dra hag a ra plijadur d’ann env ha d’ann douar : Daou vreur oc’h en em bardoni, hag oc’h en em vriata, goude ennn disparti a ugent vloaz. Petra na hell ket ober douster ha vuelded, sikouret gant gras Doue ? Gwelit Ezaü o tont gant pevar c’hant den armet war hent he vreur. Pa zilec’hiaz, e oa war zonj taol-chanz da laza he vreur gant he holl dud ; mes biz ann Aotrou Doue a droaz tu d’he galoun ; kunvelez Jakob, he vuelded, he brezanchou great a galoun vad, a reaz ar peur-rest.

Breudeur ha c’hoarezed glazet pell-zo marteze ann eil ouc’h egile abalamour da eunn tammik interest, da eur gaouad gwarizi, pe evit disterroc’h tra, kemerit skouer war ann daou vreur-ma, ispisial war Jakob. Na espernit na pedennou na vuelded evit dont a benn d’en em unani ; list da vont memes lod euz ho kwir ; Doue ho tigollo. Gwelit Jakob, lekeat e oa da vestr war he vreur gant Doue he-unan, dre vennoz he dad ; hen oa e gwirionez ar map henan, heritour euz a vadou braz Abraham hag Izaak, heritour ispisial euz ann diouganou kaer great gant Doue d’ar batriarched-ze ; mad, hen eo a zen ar c’henta d’en em blega ; stoui a ra d’ann douar betek seiz gweach dirak he vreur, he c’hervel a ra he Aotrou, hag hen he-unan ar zervicher ; he bedi hag he aspedi a ra da gemerout he brezanchou dister, ha na c’houlenn netra digant-ha, nemet ar peoc’h hag he c’hrasou-mad. Grit er c’hiz-ze hag e vevot euruz.

Na gollomp ket ar zonj ken nebeut euz a zeoliez Jakob, nag euz he anaoudegez-vad e kenver Doue. Ar c’henta tra a ra goude beza kavet eul leac’h da choum, eo sevel eunn aoter, hag azeuli da Zoue braz Israël. Bepred hag e pep tra, ra vezo Doue evid-omp ann derou hag ann divez.




PENNAD XXXIV.


Dina.
(Euz ar bed 2274. — Araok J. K. 1730.)


1. Hogen Dina, merc’h Lia, a ieaz ermeaz da welout merc’hed ar vro-ze.

2. Sichem, map Hemor Hevead, prins euz ar c’harter-ze, o veza he gwelet, he c’haraz dreist-penn, he c’hasaz gant-han d’he balez… ha kement-se holl dre nerz hag enep dvar verc’h iaouank.

3. He galoun en em stagaz out-hi, hag e klaske he laouenaat hag he gounit dre bep seurt karantelesiou.

4. Mont a reaz da gavout Hemor he dad, hag e lavaraz d’ezhan : Grit d’in kaout ar verc’h-ma da bried.

5. Jakob, o veza klevet ann traou-ze, o veza ne oa kel he baotred er gear, ha ma edont o tiouall al loened er peuri, a davaz ken na oent distroet.

6. Hogen, Hemor tad Sichem, a zeuaz da gomz ouc’h Jakob.

7. Ha chetu ivez bugale Jakob oc’h arruout divar ar mesiou. Pa glevjont petra a oa c’hoarvezet, ez eaz eunn drouk braz enn-ho, dre ma en devoa great en den-ze eunn dismeganz vraz da di Israel, hag eunn torfet ar mezusa, o tizenori merc’h Jakob.

8. Hemor eta a gomzaz evel-henn out-ho : Kaloun va map Sichem a zo en em staget ouz ho merc’h, roit-hi d’ezhan da bried.

9. Greomp nesanded dre zimiziou, roit d’e-omp-ni ho merc’hed, ha kemerit hor re.

10. Choumit enn hon louez, hon douarou a zo enn ho kourc’hemenn, labourit-ho, grit marc’hajou, perc’hentit anezho.

11. Sichem he-unan a lavaraz d’he zad ha d’he breudeur : Ra gavinn trugarez dira-z-hoc’h ! ha kement a c’houlennot, m’her graï.

12. Kreskit ann argoulou, goulennit prezanchou, me raï a greiz-kaloun ar pez a gerrot ; roit d’in hep ken ar verc’h-ze da bried.

13. Bugale Jakob a respontaz dre draitourez da Sichem ha d’he dad ; kounnaret ma oant dre zizenor ho c’hoar ;

14. N’hellomp ket ober ar pez a c’houlennit, na rei hor c’hoar da eunn den ha ne d-eo ket enwadet, ar pez a zo eunn dra difennet ha milliget enn hon touez.

15. Koulzkoude ober a hellimp hon dimiziou ; mar fell d’e-hoc’h en em ober henvel ouz-omp, mar bez enwadet ann holl baotred enn ho touez.

16. Neuze ni rei hor merc’hed d’e-hoc’h, hag a gemero ho re, neuze ni c’houmo enn ho touez, ha na raimp nemet eur bobl.

17. Hogen ma na fell ket d’e-hoc’h beza enwadet, ni ia da gemerout hor merc’h, ha da vont kuit.

18. Piijout a reaz ho mennad da Hemor ha da Sichem he vap.

19. Ann den iaouank, hep gortoz pelloc’h, a reaz diouc’h-tu ar pez a c’houlennent : rak karout a rea meurbed ar verc’h. Hogen hema a zalc’he e pep tra ar penn kenta e ti he dad.

20. Hemor ha Sichem o veza deuet eta d’ar stroll-kuzul e c’horz dor kear, a gomzaz evel-henn ouz ar bobl.

21. Ann dud-hont a zo tud didrouz, hag ho deuz c’hoant da choum gan-e-omp ; trafika a raint dre ar vro ha labourat a raint ann douar-ma, pehini, frank ha braz evel ma'z eo, a vank a c’hounideien ; ni gemero ho merc’hed da briejou, hag a rai d’ezho hor re.

22. Eunn dra hep ken a eneb ouc’h eur mad ker braz : ret e ve d’ann holl baotred gouzanvi ann enwad, oc’h heulia e kement-se kustum ann dud-se.

25. Ho madou, ho loened, ha kement tra ho deuz, a vezo d’e-omp ; n’hon euz nemet asanti enn dra-ma, hag e vevimp holl enn eul lod, ha na raimp nemet eur bobl.

24. Asanti a rejont holl, hog ar baotred a oe holl enwadet.

25. Mes chetu d’ann trede deiz, d’ar mare maz’ eo gwiridika ar gouliou, daou euz a vipien Jakob, Simon ha Levi, breudeur Dina, a gemeraz pep a gleze, a ieaz hardis e kear, hag a lazaz ann holl wazed ;

26. Hemor ha Sichem evel ar re-all, enn eur denna ho c’hoar Dina euz a di Sichem.

27. Pa oant eat er meaz, ar vugale all da Jakob en em daolaz ivez war ar gear leun a dud varo, hag he freïzaz holl, evit venji dizenor ho c’hoar.

28. Ann denved, ann ohen, ann ezen a ieaz holl gant-ho, dismantra a rejont pep tra enn tiez hag er meaz.

29. Ha kas a rejont gant-ho da sklaved ar vugale vihan hag ar merc’hed.

30. Goude eunn taol ken hardis, Jakob a lavaraz da Simon ha da Levi : Ma c’harget hoc’h euz a nec’h hag a spount, ha tennet hoc’h euz war-n oun kasoni ar Gananeed hag ar Pherezeed, pere a choum er c’harter-ma ; ni zo nebeut a dud, hi en em glevo, a gouezo war-n-omp, hag e vezinn dismantret, ha va holl dud gan-en.

31. Ar vugale a respontaz : Ha dleet a oa d’ar re-ze gwall-ober gant hor c’hoar-ni, evel gant eur plac’h fall ?


————


SKLERIDIGEZ.


Histor Dina a zesk d’e-omp pegen danjeruz eo d’ann holl, mes ispisial d’ar merc’hed iaouank beza re guriuz. Ho dleat, eme sant Ambroaz, eo karout choum enn ti, diouall da welout re, diouall da veza re welet.

Gwelet em euz eur boked lili enn eul leac’hik kled e kornik eul liorz, ha n’am euz kavet netra kaeroc’h eget he liou, netra matoc’h eget he c’houes. Gwelet am euz lili e leac’h dizolo e kreiz ar jardinou, hag abred e vijent diskaret gant ann avel, gouenvet gant ann heol, pe zaotret gant c’houiled argarzuz ; war vord ann henchou, lili n’am euz gwelet morse.

Eur verc’h iaouank, peurliesa ebarz ann ti, o labourat e kichen he mamm, chetu lilien al liorz. Merc’hed iaouank gwelet alies war ann tachennou, ha dirak daoulagad ann holl ; chetu al lili e kreiz ar jardin ; diskaret int buhan gant avelach ar iaouankiz, grac’helled gant orged foll, ha dramouillet a-wechou gand likaouerien divez. Merc’hed o redek ann henchou ho-unan, n’oufenn gant petra ho henvelebekaat.

Gwelit c’hoaz pet reuz na dent ket war he lerc’h ar pec’hed a ligentez ? Eur geariad tud beuzet enn ho goad, merc’hed ha bugale kaset e sklavach. Neket daou zen ho-unan eo a reaz eunn hevelep lazerez, dorn Doue eo a skoe dre-z-ho. Ma karje Dina beza choumet er gear, ann traou-ze na vijent ket c’hoarvezet !




PENNAD XXXV.


Jakob a ia da Vethel. Maro Rachel. Maro Izaak,


1. E keit-se Doue a lavaraz da Jakob : Sao, kea da Vethel, ha choum eno, ha sao eunn aoter d’ann Doue en em ziskouezaz d’id, pa dec’hes kuit a-raok Ezaü da vreur.

2. Neuze Jakob o c’hervel holl dud he di enn dro d’ezhan, a lavaraz : Taolet pell diouz-hoc’h ann doueou estren a zo enn ho touez, en em welc’hit ha chenchit dillad.

3. Hastit, ha pignomp da Vethel, da zevel eno eunn aoter d’ann Doue pehini en deuz klevet ouz-in da zeiz va zrubuillou, ha dalc’het-mad d’in hed va beach.

4. Rei a rejont eta d’ezhan ann holl doueou estren ho devoa, gant ar boukleier-skouarn a oa out-ho, ha Jakob ho flantaz holl enn douar, dindan eur wezen tourmantin a zo a-dre Sichem.

5. Ha pa oant en em lekeat enn hent, Doue a lakaaz eur spount vraz er c’heariou tro-war-dro, ha den na gredaz mont war ho lerc’h enn ho beach.

6. Er c’hiz-ze Jakob hag ann holl dud a oa gant-han, a zeuaz d’ar gear a Luza pehini a zo e douar Kanaan, hag a oa dija lezhanvet Bethel.

7. Sevel a reaz eunn aoter eno, hag e hanvaz al leac’h-ze Ti Doue ; rak eno eo en em ziskouezaz Doue d’ezhan pa dec'he araog he vreur.

8. D’ar mare-ze e varvaz Debora, magerez Rebeka, hag e oe besiet dindan eunn derven e traon ar c’hreac’h war behini ema Bethel ; hag al leac’h-ze a oe galvet Derven ann daëlou.

9. Hogen Doue en em ziskouezaz da Jakob evit ann eil gweach a-baoue he zistro euz ar Mezopotamia e Siria, hog her bennigaz,

10. Enn eur lavarout : Ne vezi mui galvet Jakob ; hogen da hano a vezo Israël. Hag hen henvel a reaz Israël.

11. Hag e lavaraz d’ezhan : Me eo ann Doue holl-c’halloudek, kresk ha bez eleiz : broadou ha boblou a zavo ac’hanoud, rouaned a ziskenno euz da wenn.

12. Ann douar am euz roet da Abraham ha da Izaak, he rei a rinn d’id, ha d’az wenn enn da c’houde.

13. Ha Doue a dec’haz diout-han.

14. Mes Jakob a zavaz eunn arouez mean el leac’h ma en devoa Doue komzet out-han, o skuilla war-n-ezhan gwin hag eol evit sakrifis.

15. Hag e hanvaz al leac’h-ze Bethel.

16. 0 veza kuiteet ac’hano, e teuaz, d’ann nevez amzer, d’ar c’harter a gas da Ephrata, e peleac’h e kouezaz Rachel e poan-vugale.

17. Evel m’e devoa eur gwall wilioud, e teue danjer d’ezhi da vervel ; hag ann amiegez a lavaraz d’ezhi : N’ho pezit ket aoun, rak ar map-ma ho pezo c’hoaz.

18. Rachel o santout he buez o vont kuit dre ar boan, dare dija da vervel, a hanvaz he map Benoni, da lavarout eo, map va anken : mes ann tad hen hanvaz Benjamin, da lavarout eo, map va dorn deou. (ar muia karet).

19. Rachel a varvaz enn doare-ze, hag a oe besiet war ann hent a gas da Ephrata, pehini eo Bethleem.

20. Jakob a zavaz eunn arouez war he bez, hag ann arouez-ze euz a vez Rachel a weler c’hoaz hirio ann deiz.

21. O veza c’hoaz kuiteet al leac’h-ze, e plantaz he delt enn tu-all da Dour ann tropell.

22. Epad ma edo o choum el leac’h-ze, e c’hoarvezaz ma kouskaz Ruben gant Bala, matez Rachel, ha pried d’he dad ; Jakob na choumaz ket hep gouzout kement-ze. (tevel a reaz evit neuze war eunn drouk ker braz, mes divezatoc’h her gwelimp oc’h he wana hep truez.) Hogen Jakob en devoa daouzek map.

23. Bugale Lia a oa, Ruben ar map henan, Siméon, Levi, Judaz, Issakar ha Zabulon.

24. Bugale Rachel, Jozeph ha Benjamin.

25. Bugale Bala, matez Rachel, a oe Dan ha Nephthali.

26. Bugale Zelpha, matez Lia, a oe Gad hag Azer ; ar re-ze eo ar vugale en devoe Jakob er Mezopotamia e Siria. (Nemet Benjamin ganet war hent Bethleem.)

27. Hogen Jakob a zeuaz da gavout Izaak he dad e traounien Mambre, d’ar gear a Arbe, pehini eo Hebron, hag e pehini e oa bet Abraham hag Izaak o choum evel tremenidi.

28. Izaak en devoa neuze kant pevar-ugent vloaz.

29. Meryel a reaz, uzet dre ann oad, hag ez eaz da gavout he vobl, koz-braz ha leun a zevesiou ; Ezaü ha Jakob he vipien, hel lekeaz enn he vez.


————


SKLERIDIGEZ.


Rachel, evel ma hon euz gwelet, a zigasaz gant-hi doueou Laban he zad ; e-touez ann traou preizet gant bugale Jakob e kear ar Sichimided, ec’h helle beza kalz doueou faoz enn aour hag enn arc’hant ; e-touez kement a dud ha ma oa e ti Jakob ec’h helle beza meur a zervicher paien ha douget da enori ann doueou-ze. O veza bet eta urz digant Doue he-unan da vont da Vethel, ha da zevel eno eunn aoter enn he enor, Jakob a aoze he dud da eul lid ker santel, enn eur ober d’ezho dilezel ho doueou faoz, hag ho digas d’ezhan. Senti a rejont, hag ar patriarch santel ho c’huzaz doun enn douar evit na vijent kavet bikenn mui. Ober a reaz neuze d’he dud en em welc’hi, ha chench dillad evit beza e stad da enori ar gwir Doue dre al lid santel ez ea da ober e Bethel.

Bep sul pa ve doare d’e-hoc’h da vont d’hoc’h iliz parrez da genniga da Zoue sakrifis ann oferen, petra rit-hu evit en em lakaat e stad da blijout d’ho krouer, ha d’he enori dre eul lid ker santel ? ha teurel a rit-hu pell diouz-hoc’h ho toueou faoz, pere eo ann ourgouil, ar bizoni, al ligentez, ar c’hourmandiz hag ann holl dechou all ? Ho douara a rit-hu, dre eur govesion leal, evit na vezo mui hano ebed anezho ? En em welchi a rit-hu dre zaelou ar gontrision, ha chench dillad dre eur vuez nevez ? Oh ! mar grit kement-ze, ho pedennou hag ho sakrifis, evel moged ann ezanz, a zavo gant c’houes vad betek ann trôn a Zoue, hag e tennot war-n-hoc’h, evel Jakob, eur-vad ha bennoz.

Evesaomp c’hoaz ouz ann aked en devoa Jakob da zevel arouesiou e kement leac’h ma en devoa bet eur c’hras bennak digant Doue, ha deskomp, dre he skouer, mirout da vihana e gweled hor c’halonnou, ar zonj euz a vadoberiou Doue ; hag ober a-veachou d’ann iliz pe d’ar beorien eur vad bennak hag a ve evel eunn arouez euz ann hini en deveuz great Doue de-omp.

Eur merk all euz a valedez kaloun Jakob, a oa ar zoursi a gemere da enori he dud tremenet, ha da lakaat war ho besiou eunn desteni bennak euz he garantez hag euz he anaoudegez-vad. Debora, magerez he vamm, deuet gwechall da heul Rebeka euz ar Mezopotamia, a varv, hag he bez a vezo galvet derven ann daëlou. Eur zervicher feal a zellit beza aret ha gwelet gant mistri mad hag anaoudek. Rachel he bried muia-karet a varv war hent Bethleem, hag eur peulvan huel ha paduz a lavaro, c’houec’h kant vloaz goude, da vugale Israël distro euz ann Ejipt : Ama eo besiet Rachel. Bez Rachel a zo bet, hag a vezo ato brudet braz dre’n abek d’ar brofesiez gaer a reaz Jeremiaz euz a vuntrerez ann dinamed santel, o lavarout : « Eur vouez a zo bet klevet e Rama gant kalz a hirvoud hag a welvan, Rachel o wela d’he bugale, hep gouzanv beza disc’hlac’haret abalamour n’emamt mui. » (St Vaze. 2. 18.) Er fin he dad Izaak a varv, karget a vloavesiou hag a zellidou ; ha Jakob hag Ezaü en em gavo war he dremenvan ; hi eo o zougo he gorf da gavarn Mambre, hag hen diazezo gant doujanz e kichen Rebeka he bried, e kichen Sara hag Abraham he vamm hag he dad.

O tiegesiou kristen, labourerien enoruz, bevit egiz ar bairiarched, hag e varfot evel-d-ho, euz a varo ar zent. Enorit ho tud varo, goulennit beza besiet enn ho c’hichen, hag ar garantez vraz-ze pehini a vezo bet etre-z-hoc’h enn ho puez hag enn ho maro, a rei d’e-hoc’h en em gavout c’hoaz, hep mar, er joaiou eternel.




PENNAD XXXVI.


Er pennad-ma ne weler nemeur a dra nemet hanoiou bugale Ezaü, ha kerentiez pep hini anezho. Ardamezi a rear koulzkoude penaoz goude ma oe distroet Jakob euz ar Mezopotamia, Ezaü d’he dro, a guitaaz bro Kanaan hag ann douarou nesa da di he dad, evit lezel mui a frankis gant he vreur. Rak, eme a skritur, (gwersad 7) pinvidik braz a oant ho daou, ha na oant ket evit choum eun eul lod ; ar vro e pehini e oant evel tremenidi, na helle mui ho dougen abalamour d’ann niver braz euz ho zropellou.

Ardamezi a rear c’hoaz ann niver braz a brinsed diskennet diouc’h Ezaü, ha brudet enn ho bro dre ho ourgouil, ha dre ho finvidigesiou. Hogen ho gloar neket bet padet pell.

Ha Doue marteze n’en deuz lekeat dougen ho hanoiou er skritur sakr, nemet evit rei d’e-omp da c’houzout pegen dibriz eo brazderiou ar bed, pa eo gwir int roet alies d’he enebourien ha d’ann dud milliget, evel ma oa Ezaü hag he lignez. Gwelloc’h eo eta kaout truez ouz ar bediz eget n’ed-eo c’hoantaat ho eurusted, pa’z eo gwir e tremen e ker berr amzer, ha ma teu peurvuia war he lerc’h eur reuzidigez hag eur vez eternel.




PENNAD XXXVII.


BUEZ JOZEPH.


Joseph gwerzet gand he vreudeur.
(Euz ar bed 2276. — A raok J.-K : 1728.)


1. Hogen Jakob a choumaz e douar Kanaan, e pe-leac’h e oa bet he dad evel tremeniad.

2. Ha chetu aman ann traou a c’hoarvezaz enn he lignez : Jozeph, paotrik c’houezek vloaz, ha iaouankik-flamm da welout, a ie gand he vreudeur da ziouall tropellou he dad ; peurliesa e vije gant bugale Bala ha Zelpha, priejou d’he dad, hag e tamallaz he vreudeur dirak he dad euz a eur gwall-ober grevuz meurbed.

5. Hogen Israël a gare Jozeph dreist he holl vugale all, abalamour ma en devoa he engehentet enn he gozni, hag a roaz d’ezhan eur zae marellet.

4. He vreudeur eta o welout e oa karet muioc’h gant he dad eget ann holl vugale all, a gemeraz kaz out-han, ha na hellent mui lavarout komz vad ebed d’ezhan.

5. Choarvezout a reaz c’hoaz ma kountaz d’he vreudeur eunn hunvre en devoa bet, ar pez a greskaz mui-oc’h-mui ho c’hasoni.

6. Rak lavarout a reaz d’ezho : Selaouit ann hunvre am euz bet :

7. Sonjal a rea d’in e oamp oc’h endramm enn eur park, hag e kave gan-en gwelout va malan o sevel, hag o choum plom eun he sao ; hag ho re-hu, renket tro-war-dro, oc’h adori va malan-me.

8. He vreudeur a respontaz : Ha bez’ e vezi-te roue war-n-omp-ni ? Ha beza e vezimp-ni dindan da aotrouniez ? Ann hunvreou hag ar c’homzou-ze na rejont nemet krevaat ha maga ar warizi hag ann drouk ho devoa out-han.

9. Eunn hunvre all en devoe c’hoaz, hag he gounta a reaz ivez d’he vreudeur, o lavarout : Kavout a rea d’in gwelout dre va c’housk, ann heol, al loar hag unnek stereden oc'h va adori.

10. Pa en devoa danevellet ann hunvre-ze d’he dad ha d'he vreudeur, he dad hen tensaz enn eur lavarout : Petra fell d’id-de e ve ann hunvre-ze ec’h euz bet ? ta adori a raimp-ni war ann douar, da vamm da vreudeur ha me ?

11. He vreudeur eta ho devoa gwarizi out-han ; mes he dad a envore war gement-ze hep lavarout ger.

12. Eunn devez he vreudeur o veza choumet e Sichem da ziouall tropellou ho zad da beuri ;

13. Israël a lavaraz da Jozeph : Da vreudeur a zo o tiouall ann denved, e peuriou Sichem, deuz, hag e kasinn ac’hanoud davet-ho. Jozeph a respontaz :

14. Prest ounn, va zad. Jakob a lavaraz : Kea, ha gwel ha mad eo ar bed gant da vreudeur ha gant al loened : ha digas kelou d’in euz ar pez a rear eno. Dileuret euz a draounien Hebron, e teuaz eta da Zichem.

15. Euz gwaz o veza he gavet o redek dre ar mesiou, a c’houlennaz digant-han petra a glaske.

16. Hag e respontaz : Va breudeur a glaskann ; livirit d’in peleac’h emaint o tiouall ann tropellou.

17. Ann den-ze a respontaz d’ezhan : En em dennet int ac’han, hag ho c’hlevet am euz o lavarout : Deomp etrezek Dothain. Jozeph eta a zalchaz da vont war lerc’h he vreudeur, hag ho c’havaz e Dothaïn.

18. Ar re-ma o veza he welet euz a bell, a-raok mac’h arruaz beteg enn-ho, a reaz ho zonj d’hel laza.

19. Hag e lavarent etre-z-ho : Chetu arru ann hunvreer :

20. Deomp, lazomp-hen, ha taolomp-hen er puns kos-ze, ha ni a lavaro : Eul loen fero en deuz hen taget : ha neuze e vezo gwelet da betra eo servichet d’ezhan he hunvreou.

21. Ruben, o klevout kement-ze, a reaz euz he holl c’halloud evit he denna euz a dre ho daouarn, hag a lavare :

22. Na lamit ket he vuez digant-han, ha na skuillit ket he c’hoad ; taolit-hen kentoc’h er puns-hont a zo e kreiz ar gouelec’h, ha mirit ho taouarn dinamm : lavarout a rea kement-ze gant ar c’hoant en devoa d’hen tenna euz a dre ho daonarn, ha d’he gas enn dro d’he dad.

23. Kerkent eta mac’h arruaz gant he vreudeur, e lamjont digant-han he zëe marellet, pehini a ziskenne d’ezhan beteg he zeuliou.

24. Hag hen taoljont enn eur puns koz, e pehini ne oa mui a zour.

25. Hag o veza neuze azezet da zibri ho boed, e weljont beachourien Ismaelited o tont euz Galaad, hag ho c’hanvaled sammet a louzeier c’houes-vad, a rousin, hag a virrha, da gas d’ann Ejipt.

26. Judas eta a lavaraz d’he vreudeur : petra dalvezo d’e-omp-ni bzza lazet hor breur, ha beza kuzet he varo ?

27. Gwelloc’h eo he werza d’ann Ismaëlited-ze, ha derc’hel hon daouarn dinamm : rak hor breur hag hor goad eo. Asanti a reaz he vréudeur d’ar pez a lavare.

28. Pa zeuaz eta ar varc’hadourien madianited da dremen, he vreudeur hen tennaz euz ar puns, hag a werzaz anezhan d’ann Ismaëlited, ugent pez arc’hant ; hag ar rema her c’hasaz gant-ho d’ann Ejipt.

29. Ruben o veza distroet d’ar puns, na gavaz mui ar c’hrouadur enn-han.

30. Reugi a reaz he zillad, hag o tont da gavout he vreudeur, e lavaraz : Na welann mui ar c’hrouadur, na petra deuinn-me da veza !

31. Hogen hi, o kemerout saë ho breur, he soubaz e goad eur menn-gaor ho devoa lazet,

32. Hag a lekeaz eunn den d’he c’has d’ho zad, ha da lavarout d’ezhan : Kavet hon euz ar zaë-ma, gwelit ; ha saë ho map ef-hi, pe ne d-eo ket ?

33. Ann tad o veza he anavezet, a lavaraz : Saë va map eo, siouaz ! eul loen fero en deuz he zebret, eul loen en deuz taget Jozeph !

34. Reugi a reaz he zillad, eur gouris-reun a wiskaz, hag e-pad pell amzer e welaz d’he vap ker.

35. He holl vugale all en em zastumaz enn dro d’ezhan da glask dousaat d’he c’hlac’har ; mes hen na fellaz d’ezhan kemerout frealzidigez ebed, hag a lavaraz d’ezho : Enn eur wela e tiskenninn em bez da gavout va map. Hag epad ma kendalc’he da skuilla daelou,

36. Ar Vadianited a werzaz Jozeph enn Ejipt, da Butiphar, den a garg e ti Pharaon, ha kabitan he zoudarded.


————


SKLERIDIGEZ.


Buez Jozeph eo ar gaera histor a oufe ann den da gavout nebleac’h. Lennit-hi, koz ha iaouank ; kerent ha bugale, lennit-hi ; kenteliou talvoudek a gefot holl enn-hi,

Biskoaz krouadur na zellezaz mui eget Jozeph istim ha karantez eunn tad vertuzuz. Gened, furnez, sentidigez, glanded a galoun, kourach da labourat, netra na vanke d’ar bugel. Evel-se ne oa ket difennet ouc’h he dad her c’haront enn he galoun mui eget he vugale all ; n’heller ket mirout ouc’h ar garantez ; mes Jakob na dlie ket diskouez he hini ken hanat ha ma reaz, enn eur rei d’he vap Joseph eur pez dillad kaeroc’h eget re he vreudeur.

Tadou ha mammou, savet gant Doue da eur garg ken enoruz, karit ho bugale, mes karit-ho gant kalz a furnez. Mar d-int bugale vad, ho deuz gwir enn ho karantez, he c’hlask a reont enn ho holl oberiou, ha joauz int pa hellont kaout euz ho perz eur merkik bennak a istim hag a deneridigez. Rannit ho karantez kement ha kement etre-z-ho ; ha mar karit unan bennak mui eget ar re all, kuzit kement-se e gweled ho kaloun ; gant aoun da denna war-n-ezhan gwarizi he vreudeur, e-leac’h gounit d’ezhan ho istim hag ho c’harantez, evel ma tleit ha ma felle d’e-hoc’h hen ober. Karout eur c’hrouadur evel ma eo dleet, eo he lakaat da veza karet gant he holl vreudeur. Gloar euun tad hag eur vamm eo gwelout ar peoc’h hag ann unvaniez enn ho ziegesiou. N’oufent ket lezel war ho lerch kaeroc’h na talvoudusoc’h heritach.

Na pa ve bet ann den santel Jakob eunn tammik kabluz war ann darvout-ze, he zempladurez na hell, e nep fesoun, didamallout ar gasoni zu a gemeraz he vugale ouz no breur iaouank ; ouz eur c’hrouadur pehini ho c’hare he-unan euz a greiz he galoun, hag a zelleze kement beza karet gant-ho. Evel bugale vertuzuz, e oa dleet d’ezho serra ho daoulagad war ar fallaenik-ze a galoun ken pardounapl da eunn den koz, hag anduri ann azaouez pe ar breferanz-ze, dre zoujanz evit ann hini en devoa roet d’ezho ar vuez. Bet zo bet ha kavout a rear c’hoaz tiadou-tad ker mad dre natur, ken doujuz ha ken anaoudek e kenver ho zad hag ho mamm, ma ho gweler o karout hag o respeti memes eur breur pe eur c’hoar gwelloc’h deuet gant ar re goz eget-ho, war ar greden penaoz e tleont heulia e kement-ze pleg-kaloun ar re da bere int dleourien a bep tra, betek euz ar vuez.

Mes allaz ! breudeur Joseph ne oant ket holl euz ar seurt tud-ze. Kalz a dechou fall ho devoa dija, ha Jozeph, krouadur mad ha dinamm, en em gavaz dalc’het dre goustianz da ziskuilla d’he dad eunn dra vil a reent, enn eur ziouall ho loened. Eno edo ar penn-abek euz ho c'hasoni ; he hunvreou ho divije pardonnet d’ezhan eaz, petra bennak mac’h egasent ho ourgouil ; mes ar flatrerez-ze ? Bikenn.

Jozeph enn he boanniou hag enn he c’hloar a zo eur skeuden anad euz hor Zalver Jezuz-Krist. Diskenn euz ann env beteg gweled hor gwanderiou, a zo diskenn enn eur punz gwall zoun. Beza gwerzet gant breudeur gwariziuz, ha beza gwerzet gan-e-omp-ni pec’herien dre bersounach eur mignoun hag eunn diskibl traitour, a zo tost-da-vad ar memes tra.

Hevelebekaat a rear ar-wechou ar zaë wenn euz hor badisiant gant zaë ar paour-keaz Jozeph. Pebez rann galoun d’hon Tad Selestiel, pa zeu hon eal-mad da ziskouez d’ezhan ar zae wenn-ze stlejet gan-e-omp dre ar vouillen, ha rusiet a bec’hejou marvel ?

Pebez rann-galoun c’hoaz evit eunn tad hag eur vamm gristen, pa welont glanded ho bugale kollet pe saotret holl gant skoueriou fall eur gwall gamarad ? Allaz ! Allaz ! Eul loen fero en deveuz ivez neuze taget Joseph ! Jakob a welaz d’he vap e-pad pell amzer, ha na fellaz d’ezhan kemerout frealzidigez ebed euz a-berz he vugale ; hogen Jakob a zo eur zant ; amprouet gant Doue dre ar c’hizidika taoliou ec’h ador, ebarz ano traou-ze holl, lezennou he renadur pe he brovidans, hag e stou he benn gant feiz ha doujanz d’he volontez santel. Tadou ha mammou, glac’haret gant bugale dinatur, grit ar memes tra !




PENNAD XXXVIII.


THAMAR.


Ebarz ar pennad-ma e komzer euz a bec’hed Onan, hag euz ann dro a reaz Thamar da Judaz he zad-kaer. Evel na heller ket lenn ann traou-ze a vouez huel e-barz ann tiegesiou, nag ho lakaat etre daouarn ann holl, eo bet kavet gwelloc’h lezel ar pennad-ma hep he lakaat e brezounek.

Koulskoude kenteliou talvoudek meurbed a gaver enn-han. Gwelout a reer justis Doue o kastiza enn eur fesoun spountuz daou zen reuzeudik hag a rea gwall uzach euz ar briedelez. Ann dud demezet, hag ho deuz melkoni o kaout re a vugale, ha na fell ket d’ezho koulskoude beva etre-z-ho evel breur ha c’hoar, a bedann da gaout sonj euz Onan, hag euz he varo skrijuz : lazet e oe gant Doue !

Ar pennad-ma a zesk d’e-omp ivez anaout Thamar ; Thamar pehini a welomp ebarz ann Aviel etouez mammou-kun hor Zalver Jezuz-Krist. Menosiou Doue a zeu bepred da vad, daoust da wall-ioul ann dud. Thamar a renk beza e niver mammou ar Mesi, ha gwall-ober he friejou na viro ket kement-se out-hi.

Daou grouadur e devoe, Phares ha Zara.

27. Pa oe deuet he zermen da wilioudi, e oe kavet dougerez a zaou grouadur, hag he kreiz he foaniou braz unan anezho o veza displeget he zourn er meaz, ann amiegez a skoulmaz out-han eur penn-ruban, enn eur lavarout :

28. He-ma sur a zeuio ar c’henta.

29. Hogen ar c’hrouadur-ze, o veza tennet he zourn gant-han, egile a zeuaz er bed ; hag ann amiegez a lavaraz : Perag eo bet freuzet ar voger-greiz evid-oud-te ? Dre’n abek da gement-se e oe hanvet Phares. (disparti.)

30. He vreur a zeuaz goude, ha war he zourn ar penn-ruban, hag hen hanvjont Zara. (sao-heol.)


————


SKLERIDIGEZ.


Ann Tadou Santel ho deuz kavet eur mister braz e ginivelez Phares ha Zara. Zara, eme-z-ho, a skeudenne ar Mesi. He hano hepken, pehini a zinifi ann hini a zav evel ann heol, a zo bet roet d’hor Zalver gant kalz a brofeted : O Oriens ! Oriens ex alto. ar Mesi, evel Zara, en deuz bet en em ziskouezet d’ar bed abarz genel ; en em zikouezet en deuz d’ar Batriarched ha d’ar Brofeted. Neuze eo bed en em dennet epad meur a gant vloaz, evit lezel al lezen goz da vont da benn ha da ren evel al lezen hena. Deuet eo goude war ann douar, hag anavezet eo bed gand ann dud a ioul-vad dre ma touge war-n-ezhan he ruban, da lavarout eo, ann holl arouesiou hag ann holl garakteriou didan pere e oa bet diskouezet d’hon Tud-Kenta, d’ar Batriarched ha d’ar Brofeted.


————


PENNAD XXXIX.


Glanded Jozeph.
(Euz ar bed 2287. — Araok J.-K. 1717.)


1. Jozeph eta a oe kaset d’ann Ejipt, ha Putiphar, tiek Pharaon, ha kabitan he arme, den ginidik euz ann Ejipt, her prenaz digant ann Ismaëliled ho devoa hen digaset di.

2. Ha Doue a oe gant Jozeph, ha pep tra a zeue gwell pe well etre he zaouarn ; hag e choumaz e ti he vestr.

5. Hag he vestr a wie manivik edo Doue gant-han, hag a oa Doue eo a rea da bep tra dont da vad dindan dourn he zervicher.

4. Jozeph eta a gavaz trugarez dirak he vestr, hag en em rea enn-holl-d’ann-holl d’he zervicha. Lekeat gant-han war benn he holl vadou, hen eo a c’houarne ann tiegez, hag en em emelle euz a bep tra.

5. Ha Doue a vennigaz ti ann Ejipsian abalamour da Jozeph, hag a greskaz he holl vadou ken e kear ken war ar meaz.

6. Hag ann den-ze na anaie mui netra enn he di nemet ar bara a zebre. Hogen Jozeph a oa eunn den dremmet brao, ha kaer meurbed da welout.

7. Eur pennad amzer eta goude, he vestrez a daolaz he daoulagad war Jozeph, hag a lavaraz : Kousk gan-en.

8. Jozeph pell diouc’h asanti da eunn dra ken torfeduz, a lavaraz d’ezhi : Chetu va mestr en deuz roet d’in kement mad en deuz ; ne oar ket zo ken petra zo enn he di ;

9. N’ez euz ama netra ha ne ve ket em gourc’hemen, netra ha ne ve ket bet lekeat etre va daouarn, nemed-hoc’h-hu, pehini eo he c’hrek ; penaoz eta ec’h helfenn-me ober ann drouk-ze, ha pec’hi enep va Doue ?

10. Bemdez-c’houlou e teue ar c’hrek da nec’hi he mevel iaouank dre ar seurt komzou-ze ; hag hen en em zifenne ato da bec’hi.

14. C’hoarvezout a reaz eunn devez ma tenaz Jozeph d’ann ti, hag edo oc’h ober eunn dra bennak ha na oa den all ebed war al leac’h

42. Hag ar c’hrek, o kregi enn he vantel, a lavaraz : Kousk gan-en. Jozeph, o lezel he vantel enn he dourn, a dec’haz hag a ieaz er meaz.

13. Ar c’hrek o welout ar vantel e-tre he daouarn, hag oc’h en em welout disprizet,

14. A c’halvaz davet-hi tud he zi, hag a lavaraz d’ezho : Ia, digaset en deuz enn ti-ma ann Hebread-ze, evit ober mez d’e-omp ; deuet eo beteg enn-oun, evit gwall ober gan-en ; ha pa em euz kriet,

15. Hag hen klevet va mouez, en deuz lezet gan-en he vantel pehini a zalc’henn, hag eo redet er meaz.

16. Evit merk eta euz he fidelded, e tiskouezaz d’he fried, pa zistroaz d’ann ti, ar vantel he devoa dalc’het gant-hi.

17. Hag e lavaraz : Ar sklaf Hebread-ze hoc’h euz digaset ama, a zo deuet d’am c’havout evit ma dizenori ;

18. Hag o veza ma c’hlevet o krial, en deuz lezet gan-en he vantel pehini a zalc’henn, hag eo lammet er meaz.

19. Ar mestr o klevout ann traou-ze, hag o kredi re da gomzou he c’hrek, a ieaz eunn drouk braz enn-han.

20. Lakaat a reaz Jozeph er prizoun ma vije dalc’het prizounerien ar roue enn-han, hag e choumaz eno prizouniet.

21. Hogen Doue a oe gant Jozeph, hag en devoe truez out-han ; ober a reaz d’ezhan kavout trugarez dirak gouarnour ar prizoun,

22. Pehini hel lekeaz da vestr war ann holl brizounerien a oa dalc’het eno, ha na vije great netra nemet dre he urz.

23. Ann emell euz a bep tra o veza gant Jozeph, ar gouarnour na zoursie mui ouz netra ; rak Doue a oa gant Jozeph, hag her blenie enn he holl oberiou.


————


SKLERIDIGEZ.


Eunn den santel enn eunn ti a zo eur gwir denzor. Tud, loened, madou, pep tra enn dro d’ezhan en em zant euz a vennoz Doue. Mistri ha mestrezed, choazit mad ho servicherien : ma ho deuz doujanz Doue ; mar labouront evit ho eternite, pep tra enn ho ti a vezo well anezho ; mes ma na glaskont nemed gonnidou ar vuez-ma, divar ho koust a vezo.

Mevel pe matez fall a hell kas eunn tiegez mad da goll ; mes ivez mestr pe mestrez direoll a zo c’hoaz kiriekoc’h da walleur ar zervicherien. Netra enn doare-ze na c’hoarvezo, mar bez doujanz Doue enn eil rumm pe enn egile.

Mar d-eo bet Jozeph e ti Putiphar skouer hag enor ann dud diantek, eo bet ivez, eme ann Tadou Santel, ho mestr hag ho doktor, o tiskouez d’ezho ar gwir fesoun da drec’hi hep mank ann tentasionou lik. Tec’hi buhan, chetu he gentel. Gant ar pec’hed-ze n’euz ket da varc’hata. Eur zonj vil hep ken, mar grit d’ezhi digemer enn ho kaloun, petra bennak na fell ket d'e-hoc’h ober ar pez a envorit, ho tiskar. Sarrit ann nor out-hi, ha sarrit prount ; ho spered a vezo dilui, ho koustianz direbech, hag ann aerouant trec’het a dec’ho pell diouz-hoc’h.

Dinamded hag honestiz na viront ket ato ouz drouk e-barz ar bed-ma ; histor Jozeph her prouv. Mes, eme ar Spered Santel, ar furnez a ziskennaz gant-han enn he vase-fos, ha n’hen dilezaz ket enn he chadennou.

He brizoun a zervichaz d’ezhan da skabel evit en em zevel d’ann huella enoriou. Ar memes tra a c’hoarvezo gant kement hini a c’houzanv hiskin er bed-ma evit ar feiz pe evit ar mad ; eur paë gloriuz en devezo a-bred pe zivezad. Hogen ne ket gloar ar bed-ma eo a dle eur c’hristen da c’hortoz, mes gloar ar bed all. E-leac’h kaout drouk ouz hor mac’herien, e tleomp ho c’harout a wir galoun, pa’z eo gwir e servichont d’hol lakaat war hent ann euruzted ; hag ez int etre daouarn ann Aotrou Doue, gwalligner eunn tad mad da gelenn he vugale.




PENNAD XL.


Jozeph e-barz ar prizoun. Hunvreou ann daou ofisour.


1. Ann traou-ze tremenet enn doare ze, e c’hoarvezaz gant daou ofisour, boutailler-roue ann Ejipt hag he baneter pe he varaer, gwall vankout e kenver ho mestr.

2. Ha Pharaon tearet out-ho, (rak unan anezho a oa war benn ofisourien ar gwin, hag egile war benn ofisourien ar bara,)

3. Ho c’hasaz ho daou da brizoun kabitan he zoudarded, e pehini edo ivez Jozeph prizounier.

4. Gouarnour ar prizoun ho lekeaz etre daouarn Jozeph, pehini a oe karget d’ho zervicha. Tremen a reaz eur pennadik mad a amzer, hag e choument ato er prizoun.

5. Bez’ ho devoe, er memes nosvez, peb a hunvre, hag a zelle out-ho, pep hini hervez he stad.

6. Jozeph deuet d’ho c’havout da vintin, oc’h ho gwelout trist,

7. A c’houlennaz digant-ho, enn eur lavarout : Perag hoc’h eus-hu hirio eunn ear tristoc’h egel kustum ?

8. Bet hon euz, eme-z-ho, bep a hunvre ; ha n’hon euz den ebed d’ho displega d’e-omp. Ha Jozeph a lavaraz d’ezho : Ha ne ket da Zoue eo da ziskleria ann hunvreou ? danevellit d’in ar pez hoc’h euz gwelet.

9. Ann ofisour-boutailler a gountaz ar c’henta he hunvre. Gwelout a reann dira-z-oun eur winien,

10. Ha war-n-ezhi tri brank, a bere e weliz ho sevel a nebeut-da-nebeut, da genta bronz, ha goude bleun, hag er fin rezin hag a zareve.

11. Hag hanaf Pharaon a oa em dorn ; kemerout a riz eta rezin, hag o veza ho gwasket e-barz ann hanaf a zalc’henn, e kennigiz da eva da Pharaon.

12. Jozeph a rezpontaz : Chetu ama ann displeg euz ho hunvre ; ann tri brank a zo tri devez c’hoaz ;

13. Goude pere e teui sonj da Pharaon eveuz ho karg, hag e viot lekeat enn dro enn ho stad kenta ; kinniga a reot he hanaf d’ar roue hervez ho karg, evel ma oac’h kustum da ober kentoc’h.

14. Ho pet hep ken sonj ac’hanoun, pa vezo mad ar bed gan-e-hoc’h, ha grit trugarez em c’henver, o lakaat Pharaon d’am zenna euz ar prizoun ma.

15. Rak me zo bet digaset dre skrap euz a vro ann Hebreed, ha taolet ama er prizoun douna, ha me divlamm a bep drouk.

16. Mestr ar baneterien, o welout en devoa Jozeph displeget ann hunvre-ze gant kalz a furnez, a lavaraz : Ha me ivez, me am euz hunvreet e tougenn war va fenn eur gestad bleud.

17. E-barz ar gest a oa war c’horre ar re all, e tougenn, war va meno, kement seurt traou e vez great er varaerez (er voulanjerez) hag al laboused a zeue da zibri anezho.

18. Jozeph a respontaz : Chetu ama ann displeg euz ho hunvre ; ann teir gest a zo tri devez c’hoaz ;

19. Goude pere Pharaon a drouc’ho d’e-hoc’h ho penn, hag ho stago ouc’h eur groaz, hag al laboused a zispenno ho kik.

20. Tri devez goude edo gouel ginivelez Pharaon ; ober a reaz eul lein vraz da ofisourien he di, hag e kreiz ar banked, e teuaz sonj d’ezhan euz he vestr-boutailler, hag euz he vestr-paneter.

21. Lakaat a reaz unan anezho enn dro enn he garg, da ginniga d’ezhan da eva ;

22. Hag egile a oe krouget ouz a eur potanz, evit ma teuje diskleriadur Jozeph da wir.

23. Ha koulzkoude ar mestr-boutailler, ann traou o vont gwell-pe-well gant-han, a ankounac’heaz he zivinour keaz.


————


SKLERIDIGEZ.


Eur feuteun gaer, enn eunn draonien didrouz, a ziskouez d’e-omp enn he mellezour bolz ann envou gant he stered lugernuz ; evel-se Jozeph e gweled he brizoun, a lenne enn he galoun neat ha vuel sekrejou Doue memes. Netra na daol mui a denvalijen e-barz ar spered, netra na laka tenvoc’h brumen e-tre Doue hag ann den, eget al ligentez. Ann den lik, eme Sant Paol, na gomprenn netra enn traou a zeu digant spered Doue. Hogen d’ann eneou glan eo e tizolo Doue he urzou muia kuzet. Poella a reont he skrituriou hag he lezenn gwelloc’h eget ar sperejou brasa. Jozeph enn he brizoun a zo test a gemen-ze.

Abarz ma savo Jozeph d’ar c’hloar, gwelomp pebez henveledigez a gavimp e-tre he boaniou ha buez hor Zalver war ann douar. Jozeph a zo bet kaseet gant he vreudeur, dre ma en devoa ho zamallet euz a eunn drouk grevuz meurbed ; ha dre ma oa he vuez dinamm eur rebech pemdesiek d’ho dizurjou ; map Doue, evel ma hel lavar he-unan, a zo bet kaseet gant ar Juzevien, dre ma touge he vuez santel testeni enep ho vertusiou gaou hag ho hipokrizi.

Jozeph dre ann traou misteriuz a ziskoueze Doue d’ezhan, a ellume enn he enep gwarizi he vreudeur ; Jezuz-Krist, dre ar gwirionesiou kaer hag ar misteriou braz a brezege d’ar Juzevien, a dennaz war-n-ezhan, e-leac’h ho souez hag ho c’harantez, eur warizi marvel, hervez ma hen anzavaz Pilad he-unan dira-z-ho.

Jakob a gas Jozeph da glask he vreudeur, ha Jozeph a ia gand joa, dre ma ho c’hare a greiz he galoun, en despet d’ho c’hasoni. Ann Tad éternel a zigas ivez he Vap d’hor c’hlask-ni, ni breur da Vap Doue abaoue ma’z eo en em c’hreat den ; ni he enebourien dre ar pec’hed, ha karet koulzkoude gant-han beteg mervel evid-omp.

Jozeph a zo gwerzet ugent diner ; Jezuz a zo gwerzet tregont.

Jozeph tamallet e gaou, n’en em zifenn ket, kondaounet eo d’ar prizoun hep beza bet selaouet ; Jezuz tamallet ivez gant prinsed ar veleien, a dav, beteg lakaat he varner souezet ; ha koundaounet eo hep gwir abek ebed hag enep da bep gwir.

Jozeph oc’h en em gavout enn he brizoun e kreiz-e-tre daou dorfetour, a ziougan he bardoun da unan hag he varo d’egile ; Jezuz o veza var ar groaz e tre daou laer, a lez unan anezho da vervel ekreiz he vlasfemou, hag a zigor he varadoz d’egile chenchet enn eunn taol dre ann touch euz he c’hras.

Jozeph dindan dourn ann Aotrou-Doue, a zo bet evel eur mean prisiuz e tre daouarn eur micherour gwisiek. Hema na espern enn dro d’he vean na kizal na morzol, dre ma oar mad penaoz ann taoliou-ze eleac’h terri ar mean, na reont nemet kreski he lufr hag he briz. Eunn taolik lim a vank c’hoaz da Jozeph evit beza parfet dirak Doue, hag he c’houzanv a ra dre ingrateri hag ankounac’h ar mestr boutailler.


————


PENNAD XLI


Hunvreou Pharaon. Jozeph gouarnour ann holl Ejipt.


1. Daou vloaz goude, Pharaon eo devoe eunn hunvre. Kavout a rea d’ezhan beza enn he zao war ribl-ar ster ;

2. Er meaz a behini e teue seiz bioc’h kaer ha lard-pill, hag e peurent war ar gwerniou.

3. Seiz bioc’h all euzuz, ha treud-kign, a zave ivez euz ar ster, o peuri e ribl ar ster war ann tachennou glaz.

4. Hag e tebrjont ar re genta, ker kaer enn ho ment, ker flour enn ho bleo. Pharaon diunet war gement ze,

5. A gouskaz adarre, hag en devoe eunn eil hunvre. Seiz toc’haden, pe tamoezen, leun ha kaer, a zave war ar memes korsen.

6. Seiz toc’haden all moan-moan, ha rostet gant ar morzull, a zave war ho lerc’h,

7. O tibri holl c’hened ar re genta. Pharaon a zihunaz goude eur pennadik kousked.

8. Pa oe deuet ar mintin, spountet ha stravillet holl, e kasaz da gavout holl zivinourien, hag holl dud gwisiek ann Ejipt, hag o veza ho galvet holl enn he balez, e kountaz d’ezho he hunvre, ha nikun na helle rei d’ezhan sklerijen ebed.

9. Neuze war ar fin e teuaz sonj d’ar mestr-boutailter, hag e lavaraz : Anzao a rann va fec’hed ;

10. Ar roue fachet ouz he ofiserien, a reaz teurel, e prizoun kabitan he zoudarded, ar mestr-paneter ha me.

11. Hon daou hor boe, er meraes nozvez, bep a hunvre, diougan euz ar pez a dlie c’hoarvezout.

12. Bez’ ez oa eno eunn Hebread iaouank, servicher zo ken da gabitan ar zoudarded. O veza danevellet d’ezhan hon hunvreou,

13. E klevjomp gant-han kement a zo digouezet abaoue. Rak me zo bet lekeat enn dro ebarz em c’harg, hag egile a zo bet krouget ouc’h eur groaz.

14. Raktal dre urz ar roue e oe lennet Jozeph euz ar prizoun ; hag o veza krennet d’ezhan he vleo, ha chenchet d’ezhan he zillad, hen disgasjont dirag ar roue.

15. Ha Pharaon da lavarout d’ezhan : Hunvreou am euz bet, ha na gavann den d’ho displega d’in ; klevet am euz penaoz te oar arvari diouc’h ann traou gant kalz a skiant.

16. Jozeph a respontaz : Doue, ha nann me, eo a responto da Pharaon traou a eur-vad.

17. Pharaon a gountaz eta ar pez en devoa gwelet. Kavout a rea d’in beza em zao war ribl ar ster,

18. Hag e save euz ar ster seiz bioc’h kaer meurbed ha lard-pill, hag e peurent war dachennou glaz ar wern.

19. Ha chetu o tont war ho lerc’h seiz bioc’h all ken vil ha ken treud, n’am euz gwelet biskoaz enn Ejipt a seurt d’ezho.

20. Goude beza taget ha lounket ar re genta,

21. Ne oant lamm ebed leunoc’h da welout ; mes choum a rejont ken treud ha biskoaz, daougroumet ha goloet a lornez. O veza dihunet war gement-ze, e koueziz adarre gant ar c’housked.

32. Hag am boe eunn eil hunvre. Seiz toc’haden leun ha kaer meurbed, a zic’heote war ar memes korsen.

23. Izelloc’h war ar memes koloen, e save seiz toc’haden all treud-treud, ha rostet gant ar morzull.

24. Ar re-ma a zebraz ar re genta gant ho gened. Danevellet am euz va hunvre d’hon divinourien, ha n’euz nikun anezho gwestl da rei d’in sklerijen war-n-ezhan.

25. Jozeph a respontaz ; Daou hunvre ar roue na reont nemet unan ; Doue en deuz diskouezet da Pharaon ar pez a dle ober enn amzer da zont.

26. Ar seiz bioc’h lard, hag ar seiz toc’haden leun, a zo seiz vloavez founder ; ann daou hunvre a zoug ar memes gwirionez.

27. Ar seiz bioc’h moan ha treud a zo deuet euz ar ster war lerc’h ar re genta, hag ar seiz toc’haden divoed ha skoet gant ar gwall avel, a zo seiz vloavez kernez pere a dle dont.

28. Ann traou-ze a c’hoarvezo er c’hiz-ma :

29. Dont a rai da genta dre ann Ejipt penn-da-benn, seiz vloavez founder hag a vezo dispar.

30. Ha war ho lerc’h e teui seiz vloavez all a zifrouezidigez ker braz, ma raint ankounac’haat ar buillded diaraok, rag ann naon a grogo dû e pevar c’horn ar vro.

31. Ha brazder ar gernez a lounko hini ar buillded.

32. Ann eil hunvre hoc’h euz bet, hag a zell ouz ar memes traou, a zo evit kreaat ar wirionez, hag a ziskouez e vezo sevenet hep faot lavar Doue ha kement-ze hep dale.

33. Brema’ ta ar roue a renk kavout eunn den fur ha gwisiek, hag hen lakaat da vestr war ann holl Ejipt ;

34. Eunn den hag a lakai ofiserien e pep karter euz ar vro, da zastum e grignoliou ar roue ar bemved euz a vadou ann douar epad ar seiz vloavez founder,

35. Pere a zo dija o tont. Ann holl edou a vezo gorroet dindan aotrouniez Pharaon , ha miret-mad er c’heariou braz.

56. Evit ma vezint kavet a benn ar seiz vloavez kernez a dle poueza war ann Ejipt, hag evit na varvo ket tud ar vro gant ann dienez.

37. Ann ali a oe kavet mad gant Pharaon ha gant he holl vinistred.

38. Hag e komzaz out-ho evel-henn : Ha kavout a hellimp-ni eunn den all evel he-ma leun a spered-Doue.

39. Lavarout a reaz eta da Jozeph : Pa’z eo gwir en deveuz Doue diskouezet d’id ann holl draou hon euz klevet gan-ez, ha gallout a rinn-me bikenn kavout den furoc’h eged-oud-te, na par d’id zo ken ?

40. Te vezo eta mestr-merer war va zi ; pa liviri eunn dra, ar bobl holl a zento ; n’em bezo enn tu-all d’id nemed a gwir da azeza war ann tron evel roue.

41. Pharaon a lavaraz c’hoaz da Jozeph : Ta lekeat am euz hirio da vestr war holl zouar ann Ejipt.

42. Hag e tennaz he walen diwar he zourn, d’he lakaat war hini Jozeph ; gwiska a reaz d’ezhan eur zae lin moan, hag eur c’holier aour a lekeaz he-unan enn dro d’he c’houzouk.

43. Ober a reaz ivez d’ezhan pignat war he gar, evel he eil, hag eunn haroz enn he raok a grie d’ann holl daoulina dira-z-han, ha deski penaoz ez oa lekeat da vestr war ann holl Ejipt.

44. Ar roue a lavaraz c’hoaz da Jozeph : Me eo Pharaon, hep da urz, den na finvo na dourn na troad dre ann Ejipt penn-da-benn.

45. Chench a reaz ivez he hano, hag hen henvel a reaz, e iez ann Ejipt, Salver ar bed. He zimizi a reaz da Azeneth merc’h Putiphar, Belek Heliopoliz. Jozeph eta a ieaz da ober eunn dro dre zouarou ann Ejipt.

46. Tregont vloaz en devoa pa oe digaset dirag ar roue Pharaon, mont a reaz e pep bro euz ann Ejipt, hep lezel nikun.

47. Ar seiz vloaz founder a zeuaz, hag ann edou endrammet mad, a oe gorroet e grignoliou ann Ejipt.

48. Lekeat a oe eta da virout e pep kear eunn taol braz a ed a bep seurt.

49. Gwelet a oe neuze eur founder a winiz ker braz, ma her c’havet re bar da dreaz ar mor, ne oa muzul ebet d’ezhan..

50. Genel a reaz daou vap da Jozeph a-barz ma leuaz ar gernez ; ar vugale-ze en devoe euz Azeneth, merc’h Putiphar, Belek Heliopoliz.

51. Henvel a reaz ann hini kenta Manases, enn eur lavarout : Doue en deuz great d’in ankounac’haat va holl labouriou, ha ti va zad.

52. Henvel a reaz ann eil Ephraïm, enn eur lavarout : Doue en deuz ma lekeat da greski e douar va faourentez.

53. Seiz vloavez founder ann Ejipt o veza tremenet,

54. Ar seiz vloavez dienez, en devoa diouganet Jozeph, a zeuaz war ho lerc’h. Ar gernez a c’hounezaz ar bed holl ; hogen e holl vroiou ann Ejipt ne vanke ket a vara.

55. Ken a oe fin, ar bobl dare da vervel gant ann naon, a griaz war lerc’h Pharaon o c’houlenn boed digant-han ; ha Pharaon a respontaz d’ezho : It da gavout Jozeph, ha grit ar pez a lavaro d’e-hoc’h.

56. Hôogen ar gernez a greske bemdez e pep bro ; ha Jozeph o tigeri ar grignoliou a werze ed d’ann Ejipsianed, rak ann naon a boueze ivez war-n-ezho.

37. A bep bro e teue ann dud d’ann Ejipt da brena peadra da zibri, ha da glask sikour enep gwallen ar gernez.


————


SKLERIDIGEZ.


Tregont vloaz en devoa Jozeph, pa oa digaset da balez Phapaon ; da c’houezek vloaz e oe gwerzet gant he vreudeur ; pevarzek vloaz sklavach en deuz eta gouzanvet.

Arabat eo beza souezet, eme zant Iann Krizostom, en defe Doue lezet keid amzer enn amprou, eunn den iaouank ker fur ha ker santel. Eur micherour habil a oar pe geid e tle ann aour beza lezet ebarz ar c’hleuzer , evit beza mad da ober eul lestr euz ann huella priz. Eur mestr-masouner a oar pegen doun eo ret kleuza, pa vez dezo da zevel eunn ti kaer hag huel. Doue pehini a wie da begen huel karg e felle d’ezhan sevel he zervicher, na reaz d’ezhan tremen dre gement a enkreziou, nemet evit netaat mui-oc’h-mui he natur vad, amprou ha kreaat he vertusiou, hag hel lakaat e stad da zougen he c’hloar-vraz, hep plega, na bralla e fesoun ebed dre avel ann ourgouil. Me gredfe da eur roue hag a ve bet, evel Jozeph, amprouet gant Doue enn he iaouankiz : da eur roue hag en defe gouezet anaout ann dud, o tougenn keid amzer ar bouez euz ho dizanaoudegez ; tamallet e gaou, hag ankounac’heat gant-ho pell diouc’h he vro, evel ma’ zeo bet Jozeph.

Hogen ann histor a brouvo ma neket deut Doue a benn da ober he daol-micher. Ar roue a lavar da Jozeph : Klevet am euz ez poa eur wisiegez vraz evit diskleria ann hunvreou. — Doue ha nann me, eme Jozeph, eo a responto da Pharaon ar pez a zo mad. Chetu aze ar gwir vuelded ! en em denna a ra holl a gostez, evit na vezo gwelet nemet Doue hag he holl c’halloud, enn traou kaer ez a da ober dre he zervicher. Ann ourgouil na gavaz leac’h ebed enn eur galoun leun euz a Zoue. Mar d-oc’h zunn dra bennak er bed-ma, sonjit er bed all, ha n’ho pezo ket c’hoant d’en em c’hlorifia.

Ar chenchamaut euruz-ze, c’hoarvezet enn eunn taol e stad Jozeph, a zo eur skeuden euz ar pez a zo c’hoarvezet gant hor Zalver Jezuz-Krist, o tremen euz he c’hloasiou da c’hloar he rezureksion ; hag ivez euz ar pez a c’hoarvez gant servicherien Doue e heur ar maro. Rak ho dellid hag ho vertusiou n’int ket ato paët mad er vuez-ma ; mes neuze e kuiteont poaniou, trubuillou, dikriou ar bed, evel ma kuitaaz Jozeph koz dillad he brizoun, evit mont da balez ann Drinded, ha beza eno kurunet a c’hloar.

Gwelomp c’hoaz ann henveledigesiou all a zo etre Jozeph enn he c’hloar ha Jezuz-Krist resusitet.

Jozeph, sklerijennet euz ann env a zizolo da Pharaon menosiou kuzet ann Aotrou-Doue, menosiou koulzkoude ret d’ezhan da c’houzout evit savetei he vobl. — Jezuz goude he rezureksion a skuill he c’hrasou hag he sklerijen dre ar bed, evit deski d’ann holl dud a ioul-vad, ar misteriou kuzet ouz ann dud bete neuze, misteriou koulskoude ret da c’houzout evit en em zavetei.

Holl c’halloud a zo roet da Jozeph war ann Ejipt ha war holl sujedi ar roue. Holl c’halloud, eme Jezuz-Krist, a zo roet d’in enn env ha war ann douar ; it, kelennit ann holl voblou, badezit-ho enn hano ann Tad hag ar Map hag ar Spered-Santel ; deskit d’ezho mirout ar pez am euz gourc’hemennet d’e-hoc’h.

It da gavout Jozeph, eme ar roue d’he vobl, ma na fell ket d’e-hoch mervel gant ann naoun. — Deut holl daved-oun-me, eme Jezuz, c’houi pere a zo bec’hiet, c’houi pere hoc’h euz naoun ha sec’hed d’ar wirionez ; me eo sklerijen ar bed, nep a zeu d’am heul-me, na valeo ket enn denvalijen. Me eo ar bara a vuez, nep a zebr va c’horf hag a ev va goad a vevo da virvikenn.

Kalz a dud, gwisiek war ho meno, a dorr ho fenn, hirio gwaz eget biskoaz, o klask ijina eur relijion bennak gwelloc’h eget hini Jezuz-Krist. Ho foan a gollont, ann dud a gred d’ezho a zihenchont, euruzted ebed na gavont, hag abred pe zivezad e renkont lavarout evel Pharaon d’he vobl : It da gavout Jozeph ; it daved Jezuz ; hen-nez eo e-leal ann hent, hag ar wirionez, hag ar vuez.

Jozeph a lakai ann holl Ejipsianed korf ha madou dindan mestrouniez Pharaon. — Jezuz-Krist, da fin ar bed, en devezo gounezet d’he dad holl vroiou ann douar. D’ann deiz braz, d’ann deiz diveza, holl fall ha mad e renkimp plega, giorifia Doue enn eil fesoun pe enn eben er baradoz gand ann dud gwenvidik, pe enn ifern gand ar bec’herien reuzeudik.




PENNAD XLII.


Breudeur Jozeph a ia d’ann Ejipt da brena ed.


1. Jakob o klevout e werzet ed ebarz ann Ejipt, a lavaraz d’he vugale : Perak e choumit-hu da zellout ?

2. Klevet am euz e werzer ed enn Ejipt ; diskennit di, ha prenit d’e-omp ar pez a zo ret, evit ma hellimp beva, ha na varvimp kel gant ann naoun.

3. Dek euz a vreudeur Jozeph a ieaz eta d’ann Ejipt, da brena ed.

4. Benjamin a oe dalc’het er gear gant Jakob, pehini en devoa lavaret d’he vreudeur : Marteze ec’h helfe c’hoarvezout eunn drouk bennak gant-han hed ann hent.

5. Dont a rejont eta war zouar ann Ejipt, gant tud all pere a ie evel d-ho da brena. Rak ar gernez a oa e pebleac’h dre vro Kanaan.

6. Hogen Jozeph a oa mestr enn Ejipt ; ha gant he aotre hep ken e vije gwerzet ed d’ar boblou. He vreudeur o veza he zaludet beteg ann douar,

7. Jozeph ho anavezaz ; hag o prezeg eunn dra bennak dic’hek out-ho, evel ouc’h diavezidi, e c’houlennaz digant-ho : Euz a beleac’h e teuit-hu ? Hi a respontaz : Euz a vro Kanaan ; hag omp deuet da brena peadra da veva.

8. Evit hen da anaout he vreudeur, ne oe ket anavezet he-unan gant-ho.

9. Neuze o tont sonj d’ezhan euz ann hunvreou en devoa bet gweach all, e lavaraz d’ezho : C’houi zo spiérien, deuet ama da welout al leac’hiou gwana euz ar vro.

10. Hag hi da lavarout : Ne ket ann dra-ze eo, Aotrou ; ho servicherien a zo deuet da brena ed.

11. Ni zo holl bugale d’ar meraes den, deuet omp ama tud a beoc’h, hag ho servicherien ne zonjont e drouk ebed.

12. Nann, eme Jozeph d’ezho, ne ket evel-ze eo c’houi zo deut evid anaout al leac’hiou euz ann Ejipt pere n’int ket difennet mad.

13. Mes ar re-ma : Daouzek breur omp, eme-z-ho, ho servicherien, mipien d’ar memes den, e douar Kanaan ; ar iaouanka a zo gant hon tad, egile n’ema mui war ann douar.

14. Mad, eme Jozeph, chetu petra am euz lavaret : Spierien oc’h.

15. Me ia brema d’hoc’h amproui ; bevet Pharaon ! n’ez eot ket ac’han, ken na vezo deuet ama ho preur bihana.

16. Kasit unan ac’hanoc’h d’he gerc’hat ; da c’hortoz, c’houi choumo er prizoun, ken n’am bezo amprouet ann traou a livirit, pe c’haou pe wir int. Anez kement-ze, bevet Pharaon ! c’houi zo spiérien.

17. Ober a reaz eta ho lakaat er prizoun evit tri devez.

18. Hogen d’ann trede deiz o veza ho zennet er meaz euz ar prizoun, e lavaraz d’ezho : Grit ar pez am euz lavaret, hag e vefot, rak douja a rann Doue.

19. Mar d-oc’h tud a beoc’h, ra choumo unan ac’hanoc’h ereet er prizoun ; c’houi etre z-hoc’h, it neuze enn ho hent ; ha kasit d’ho tiez ann ed hoc’h euz prenet.

20. Ha digaset d’in he preur bihana, evit ma hellinn gouzout ha gwir a livirit ; hag evit na varfot ket. Ober a rejont evel ma en devoa lavaret.

21. Hag e leverjont etre-z-ho : Gant gwir-varn eo e c’houzanvomp kement-ma, rak pec’het hor boa enep hor breur, o welout anken he galoun baour, pa hor pede da gaout truez out-han, ha n’her selaoujomp ket ; dre’n abek da gement-ze eo kouezet ann dizeur-ma war-n-omp.

22. Ruben, unan anezho, a lavaraz : Ha na liviris-me ket d’e-hoc'h : na rit ket ann drouk-ze d’ar c’hrouadur, ha n’hoc’h euz ket ma zelaouet : he c’hoad eo a c’houlenner brema,

23. Na wient ket e kleve Jozeph ho c’homzou ; rak dre eunn disklerier-iez eo e komze out-ho.

24. Jozeph en em dennaz eur pennadik da wela, ha distroet, a-darre d’ho c’havout e komzaz out-ho.

25. Ober a reaz kemerout Simeon, hag he chadenna dira-z-ho ; hag e roaz urz d’he ofiserien da garga d’ezho ho zier a winiz, ha da lakaat da bep hini anezho he arc’hant enn he zac'h ; ha rei d’ezho c’hoaz oc’h penn, boed evit ho beach : ar pez a rejont bep mank.

26. Hag ar breudeur da vont kuit, ar gwiniz sammet war ho ezen.

27. Unan anezho o veza digoret he zac’h evit rei da zibri d’he azen enn eunn hostaleri, souezet o welout he arc’hant e bek he zac’h,

28. A lavaraz d’he vreudeu r: Daskoret eo va arc’hant d’in, chetu hen ama ebarz ma zac’h. Saouzanet ha nec’het holl e leverjont etre-z-ho : Petra eo ann dra-ma en deuz great Doue d’e-omp ?

29. Arruout a rejont e ti Jakob, ho zad, e douar Kanaan, hag e taneveljont d’ezhan kement a oa c’hoarvezet gant-ho, enn eur lavarout :

30. Mestr ar vro-ze en deuz komzet rust ouz-omp, hor c’hemeret en deuz evit spierien enn he rouantelez.

31. Ha ni hon euz respountet d’ezhan : ni zo tud didrouz ha na vagomp enn hor spered tro fall ebed.

32. Daouzek breur omp, ganet euz a eur memes tad : unan n’ema mui war ann douar, ar bihana a zo gant hon tad e douar Kanaan.

33. Hag hen da lavarout d’e-omp : Er c’hiz-ma me welo ha c’houi zo e gwirionez tud a beoc’h. List eur breur d’e-hoc'h ama gan-en, kemerit ann ed a behini hoc’h euz ezomm evit tud ho tiez, hag it enn ho hent.

34. Ha digasit d’in ho preur bihan, evit ma wezinn ne d-oc’h ket spierien, ha ma hellot kas gen-e-hoc’h hema pehini a zalc’hann prizounier, ha ma ho pezo hivizikenn holl frankiz da brena ar pez a gerrot.

35. Goude ar c’homzou-ze pa’z ejont da ziskarga ann ed, pep hini a gavaz he arc’hant ereet e bek he zac’h ; hag e-pad ma sellent ann eil oc’h egile slravillet holl

36. Jakob ho zad a lavaraz : Lekeat ounn gan-e-hoc’h da veza hep krouadur ebed : Jozeph n’ema mui war ann douar, Simeon zo dalc’het er prizoun, ha Benjamin a dennit digan-en ; ann drougeuriou-ze holl a zo kouezet war-n-oun.

37. Ruben a respontaz d’ezhan : Likit va daou grouadur d’ar maro, ma na zigasann ket ho map d’ar gear : likit hen e-tre va daouarn, me hen digaso de-hoc’h enn dro.

38. Mes ann tad a lavaraz ; Nann, ne d-ai raorse va map gen-e-hoc’h, he vreur a zo maro, ha na choum mui nemet-han ; mar c’hoarvez gant-han eunn drouk bennak er vro-ze da bihini ez it, e lekeot va bleo gwenn da ziskenn er bez gant glac’har.


————


SKLERIDIGEZ.


A-baoue derou ar bed beteg ama, hon euz gwelet breudeur a-walc’h oc’h en em venji ann eil war egile. Mall eo d’hor spered kavout eunn tammik frealzidigez, goude kasoniou ker poaniuz da glevout komz anezho. Greomp eta eunn ehanik, harpet evel pa lavarfenn war galoun vad ann den santel Jozeph, ha gwelomp penaoz e tigemeraz he vreudeur.

Pa ho gwelaz stouet d’ann douar d’he zaludi, e teuaz sonj d’ezhan euz he hunvreou ; nann evit rebech d’he vreudeur ho fallagriez dinatur, mes evit adori e gweled he galoun renadur pe providans Doue, o welout oc’h arruout dija ar pez a ziougane he hunvre kenta : Va malan a choume plom enn he sao, hag ho re-hu a stoue holl enn dro d’ezhi.

Koulzkoude spered Doue pehini her blenie e pep tra, n’hel lezaz ket d’en em rei d’ezho da anaout dioc’h-tu. Dleourien a oant da justis Doue, ha ret a oa d’ezho tanvaat da vihana lod euz ar c’halir c’houero ho devoa great d’ho breur eva beteg al li. Taol-chanz ho devoa lavaret da Jozeph e Dothain : Deuet oud ama c’hoaz da welout petra a reomp, evit hor flatra goudeze d’hon tad ; ha Jozeph a lavar brema d’ezho : A dra hanad, spierien oc’h. He deurel a rejont enn eur c’hoz punz ; ho lakaat a ra ra tri dervez er prizoun.

N’euz netra par d’ann truhuliou evit lakaat ann den d’en em anaout ha da zistrei ouc’h Doue. Breudeur Jozeph, enkrezet a bep tu, a lavar : Gant gwir-varn e c’houzanvomp kement-ma ! Sonj mad ho deuz euz ho fec’hed, gant he holl zarvoudou ; rak siouaz d’eomp ! Prenv ar goustianz na varv morse e kalonn eunn den kabluz. Jozeph o welout ho c’heuz, hag ann neac’hamant vraz e pehini em edont, a skuillaz daelou a deneredigez ; skeuden, e kement ze, euz a vadelez Doue e kenver ar bec’herien, pa zistroont diouz bo dizurjou dre eur gontrision barfet.

Ann tadou santel na skuizont ket o welout a-benn-gant ann traou-ma, renadur kuzet ann Aotrou-Doue ; pehini a gas hag a zigas pep tra dre ar bed ; hag ouc’h pehini na zervich ket d’ann dud klask enebi e nep fesoun. Ann traou a fell da vreudeur Jozeph mirout na arrujent, a c’hoarvez holl ken eeun ha tra. Ho breur a werzont evit mirout na zeuje da vestr war-n-ezho, ha chetu hen ho mestr dre-ze memes ma ho deuz he werzet. Ret a oa d’ezho he ziskar evit ma vije hueleet ; he c’hloar e devoa evel ezomm euz ho gwarizi. Falvezet eo bet da Zoue lakaat ann historiou-ma enn he skritur sakr, evit diskouez anad d’ann dud difeiz, penaoz hen he-unan eo a c’houarn ar bed ; ha ne dall ket d’ann dud sonjal dont a-benn euz a netra enep d’ar pez en deuz gourc’hemennet a viskoaz. He furnez a zihench, evel enn eur c’hoari, ijin hag ardou ann dud abila ; rak evel ma lavar ar fur Salomon : N’euz ket a furnez, n’euz ket a finesa, n’euz ket a guzul enep Doue. Ober a ra, drouk-ha-mad gant ann dud, ar pez a zo douget enn he lezennou eternel.




PENNAD XLIII.


Breudeur Jozeph enn Ejipt, evit ann eil gweach.


1. Ar gernez koulzkoude a waske stard-oc’h-stard war ar bed.

2. Pa oe debret holl ann ed ho devoa kerc’het euz ann Ejipt, Jakob a lavaraz d’he vipien : It enn dro, ha prenit d’e-omp c’hoaz eunn nebeut ed.

3. Judaz a respontaz : Gouarnour ar vro-ze en deveuz lavaret sklear d’e-omp, ha war he le zoken : Na welot bikenn va dremm, ma na zigasit gen-e-hoc’h ho preur bihana.

4. Mar fell d’e-hoc’h eta hel lezel da vont gan-e-omp, ez aimp kevret, hag e prenimp d’e-hoc’h ar pez a zo ezomm.

5. Hogen, ma na fell ket d’e-hoc’h, ne d-aimp ket ; rak ann den-ze, evel hon euz lavaret alies, en deuz diskleriet d’omp : Na welot morse va dremm hep ho preur bihana.

6. Israël a lavaraz d’ezho : Evit va dizeur eo hoc’h euz roet d’ezhan da c’houzout ho poa eur breur all er gear.

7. Mes hi a respontaz : Ann den-ze en deuz goulennet ouz-omp doare hon tud ann eil goude egile : mar boa beo hon tad ; mar hor boa c’hoaz eur breur : ha ni a responte d’ezhan dre ma c’houlenne ; hag eaz a oa d’e-omp-ni gouzout e lavarche d’e-omp : Digasit gen-e-hoc’h ho preur ?

8. Judaz a lavaraz c’hoaz d’he dad : List ar c’hrouadur da zont gan-en ; evit ma'z aimp enn hent, ha m’hor bezo peadra da veva ; evit na varvimp ket gant ann naoun, ni hag hor bugale vihan.

9. Me en em garg euz ar c’hrouadur ; digan-en-me eo e c’houlennot kount anezhan. Ma n’hen digasann d’ar gear ; ma n’hel lakaann d’e-hoc’h etre ho taouarn, me euteur n’am pardonnot bikenn.

10. Ma n’hor bije ket daleet kement-ma, e vijemp brema distro evit ann eil gweach.

11. Israël ho zad a lavaraz eta d'ezho : Mar d-eo ret kement-ze, grit evel m’hoc’h euz c’hoant : kemerit enn ho sier euz ar gwella traou a zoug ar vro-ma, ha kasit prezanchou d’ann den-ze, eur guchen rousin ha mel, storak, staktes, tourmanlin hag alamandez.

12. Kasit ivez gen-e-hoc’h daou c’hement a arc’hant. hag oc’hpenn, ann hini hoc’h euz kavet enn ho sier, gant aoun na ve c’hoarvezet ann taol-ze dre fall-evesaat.

13. D’ann divez, kemerit ho preur, hag it da gavout ann den-ze.

14. Plijet gant va Doue holl c’halloudek ober anezhan aotreuz enn hoc’h andret, evit ma laosko da zont enn dro ho preur pehini a zalc’h er prizoun, hag ar Benjamin-ma ; evid-oun-me, me vezo ama evel pa n’am be krouadur ebed.

15. Ar baotred a gemeraz eta ar prezanchou, ann daou c’hement a arc’hant ha Benjamin, hag e tiskennjont d’ann Ejipt, hag ez ejont d’en em ziskouez dirak Jozeph.

16. Jozeph pa ho gwelaz ha Benjamin gant-ho, a roaz urz da c’houarnour he di enn eur lavarout : Kasit ann dud-ma ebarz em falez, lazit loened, hag aozit eul lein-vraz, rak dibri a raint gan-en da gresteiz.

17. Hema a reaz ar pez a oe gourc’hemennet d’ezhan hag ho digasaz ebarz ann ti.

18. Eno karget a aoun, e leverjont ann eil d’egile : Abalamour d’ann arc’hant hon euz kaset gan-e-omp ar weach all enn hor zier, eo ez omp dastumet ama, evit teurel war-n-omp ann tamall faoz-ze, hag hol lakaat e sklaverez dre nerz, ni hag hon ezen, holl war eunn dro.

19. Rak-ze e-pad m’edont war ann treuzou, o tostaat ouc’h gouarnour ann ti,

20. E lerverjont : Aotrou, plijet gen-e-hoc’h hor silaou ; ni zo bet ama dija eur weach all o prena ed.

21. Goude beza he baeet, arruet enn eunn hostaleri, o veza digoret hor zier, hon euz kavet hon arc’hant e bek ar zier ; ann arc’hant-ze, hen digaset hon euz gan-e-omp, hevelep pouez.

22. Oc’hpenn-ze arc’hant all a zo deuet gan-e-omp da brena ar pez hon euz ezomm ; hogen na ouzomp seurt ebed piou en defe lekeat ann arc’hant-ze enn hor zier.

23. Ar gouarnour a respontaz : Ar peoc’h ra vezo gan-e-hoc’h, n’ho pezit ket aoun ; ho Toue ha Doue ho tad en deuz roet d’e-hoc’h tenzoriou enn ho zier, rak ann arc’hant hoc’h euz roet d’in, am euz touchet mad. Hag e tigasaz Simeon davet-ho.

24. O veza great d’ezho dont enn ti, e tigasaz d’ezho dour, hag e velc’hjont ho zreid, ha d’ho ezen e roaz ivez boed.

25. Hi koulzkoude a aoze ho frezanchou a benn ma teuje Jozeph war ar c’hresteiz : rak klevet ho devoa e tlient leina eno.

26. Jozeph eta o veza deuet d’he balez, e kennigjont d’ezhan ho frezanchou, oc’h ho derc’hel war ho daouarn, hag e stoujont beleg ann douar d’he adori.

27. Jozeph o veza ho zaludet d’he dro gant kalz a vadelez, a reaz goulennou digant-ho enn eur lavarout : Ha iac’h eo ho tad, ann den koz-ze a behini ho poa komzet d’in ; ha beo ef-hen ato ?

28. Hag hi a respontaz : Ho servicher hon tad, iac’h eo a dugare Doue, ha beo eo ato ; hag o stoui beteg ann douar, hen adorjont adarre.

29. Jozeph o sevel he zaoulagad, a welaz Benjamin, he vreur-gompez, hag a lavaraz : Hen-nez eo ho preur bihana a behini ho poa komzet d’in ? Va map, eme-z—han, ra vezo Doue trugarezuz enn da genver !

30. Hag en em hastaz da vont kuit, rak tenereet holl a oa he galoun o welout he vreur, hag ann daelou a ruille enn he zaoulagad. Pa oe eal enn he gampr e welaz dourek.

31. Distroet davet-ho, goude beza gwelc’het he zremm, enn em zalc’haz, hag e lavaraz : Servichit lein.

32. Servichet a oe teir zaol, unan evit Jozeph, unan evit he vreudeur, hag eunn all evit ann Ejipsianed, pere a zebre enn eul lod a gostez, rak difennet eo ouc’h ann Ejipsianed dibri gant ann Hebreed, kredi a reont e ve kement-ze eur pred dic’hlan pe sakrilach.

33. Breudeur Jozeph a azezaz dira-z-han, renket pep hini diouc’h he oad, ar map hena ar c’henta hag ar iaouanka ann diveza. Hag e oant souezet braz,

34. Pa ho devoa bet digant-han, pep hini he loden, o welout e tigouezaz ann hini vrasa gant Benjamin ; rak brasoc’h e oa he-unan eget pemp loden all. Cher-vad a rejont gant-han hag enn dibri hag enn eva.


————


SKLERIDIGEZ.


Jakob, enn he deneridigez evit Benjamin, a vezo c’hoas skouer ann tadou hag ar mammou kristen. Na fell ket d’ezhan a-grenn en em zispartia diouc’h ar c’hrouadur-ze war behini ema evel berniet hag he garantez vraz evit Rachel, hag he c’hlac’har da veza kollet Jozeph.

Mes gwellout a ra, dre ar gernez, e c’houlenn Doue c’hoaz ar zakrifis-ze digant-han, hag e pleg. Hel lezel a ra da vont ; mes enn eur bedi Doue da gaout soursi anezhan, ha d’he vleinia e pep tra. Tadou ha mammou, pa c’houlenn Doue digan-e-hoc’h eur c’hrouadur muia-karet evit he iliz pe evit eur zervich bennak all, pegen ankeniuz bennak a oufe beza ann disparti, plegit ; mes pedit Doue da vlenia ho krouadur, hag en em gefot adarre ann eil gand egile, ma n’e d-eo er bed-ma, er bed all e vezo, e ti hon Tad.

Eur blijadur vraz eo gwelout ann digemer karantezuz a ra Jozeph d’he vreudeur ar weach-ma ; he deneridigez evit Benjamin, hag ispisial he aked da c’houlenn evit-han bennoz ann Aotrou Doue kerkent ha ma her gwel. Doue a-raok ato, chetu merk ar gwir garantez.

Jozeph a gare bepred he vreudeur enn despet d’har pez ho devoa great enn he genver ; hag he galoun vad a dlie dridal gant levenez oc’h ho gwelout holl enn eul lod, azezet ouc’h ar memes taol, ha mignouned hervez pep doare. Mes kent eget en em rei d’ezho da anaout, e fell d’ezhan ho amproui eur weach c’hoaz, evit gwelout hag hi a gar ho vreur Benjamin e gwirionez hag a greiz-kaloun.




PENNAD XLIV.


Hanaf Jozeph kavet e sac’h Benjamin.


1. Hogen Jozeph a c’hourc’hemennaz da c’houamour he di, enn eur lavarout : Kargil ho zier a ed, kement a hellont da zerc’hel, ha likiit arc’hant pep hini anezho e bek he zac’h.

2. Oc’h penn-ze, likiit va hanaf arc’hant e bek sac’h ann hini iaouanka, gant ar priz en devezo roet d’e-hoc’h evit he winiz. Hag e oe great er c’hiz-ze.

3. Antronoz beure-mad, e oent laosket da vont kuit, gant ho ezen.

4. Dija edont er meaz a gear, hag ho devoa great eur pennadik hent ; neuze Jozeph o c’hervel gouarnour he di : Sao, eme-z-han, red war lerc’h ann dud-ze ; ha pa ez pezo ho faket, lavar dezho : Perak e taskorit-hu ann drouk evit ar mad ?

5. Ann hanaf hoc’h euz laeret eo ann hini gant pehini ec’h ev va mestr, ha gant pehini e tivin ann traon kuzet. Eunn dra fall meurbed hoc’h euz great.

6. Ar gouarnour a reaz er c’hiz ma en devoa bet urz da ober ; o veza ho faket, e tiskleriaz d’ezho ger-evit-ger he gefridi. 7. Ar re-ma a respontaz : Perak, aotrou, komz evel-se, ha sonjal ho defe ho servicherien great eunn torfet ker braz ?

8. Digaset hen euz d’e-hoc’h euz a zouar Kanaan ann arc’hant hor boa kavet e bek hor zier ; penaoz goude kement-ze hor bé-ni laeret aour hag arc’hant euz a di ho mestr ?

9. Ra varvo ann hini euz ho servicherien war behini e vezo kavet ar pez a glaskit ; ha ni holl a vezo sklaved d’hon Aotrou.

10. Hen a lavaraz d’ezho : Ra vezo great hervez ho parn ; ann hini gant pehini e vezo kavet ann tas, ra vezo hennez sklav gan-en ; c’houi e tre-z-hoc’h, c’houi vezo divlamm.

11. Raktal eta ar zier o veza bet dizammet war ann douar, pep hini a zigoraz he zac’h.

12. Ar gouarnour o veza ho furchet, o teraoui dre ar c’hosa belek ar iaouanka, a gavaz ann hanaf e sac’h Benjamin.

15. Ann dud keaz anezho, regi a rejont neuze ho dillad, hag o veza sammet adarre ar greun war ann ezen, e tistrojont e kear.

14. Judaz e penn he vreudeur a ieaz ar c’henta dirak Jozeph, pehini a oa c’hoaz el leac’h ma edo kent, hag holl war eunn dro en em strinkjont d’ann douar dira-z-han.

15. Ha Jozeph da lavarout d’ezho : Perak hoc’h eus-hu klasket ober eunn dra evel-se ? Ha na ouzoc’h-hu ket penaoz n’am euz ket va far da zivin ann traou kuzet ?

16. Judaz a lavaraz d’ezhan : Petra a respontimp-ni d’am Aotrou ? Petra a livirimp-ni ? Petra oufemp-ni da ober gant ann distera gwir evit en em wenna ? Doue en deuz kavet penn da fallagriez ho servicherien. Chetu ni holl sklaved d’am Aotrou, ni hag ann hini gant pehini eo bel kavet ann hanaf.

17. Jozeph a respontaz : Doue ra viro e rafenn eunn dra evel-se ! Ann hini en deuz laeret ann hanaf, ra vezo hennez va sklaf ! evid-hoc’h-hu, it e pep franchiz da gavout ho tad.

18. Neuze Judaz o tostaat eunn lammik ouc’h Jozeph, a lavaraz gant hardisiegez : Aotrou, me ho ped, list ho servicher da lavarout eur gerik d’e-hoc’h, ha na fachit ket ouz ho sklaf : rak goude Pharaon,

19. C’houi eo va mestr. Goulenn a rejoc’h da genta ouc’h ho servicherien : Ha bez’ hoc’h euz-hu ho tad pe eur breur all.

20. Ha ni hon euz respontet d’ehoc’h, va Aotrou : Bez’ hon euz eunn tad hag a zo dija koz braz ; hag eur breur c’hoaz krouadur, ganet d’ezhan enn he gozni, a behini ar breur kompez a zo maro ; na choum mui nemet-han euz he vamm, hag he dad her c’har gant kalz a deneridigez.

21. Hag hoc’h euz lavaret d’ho servicherien : Digasit ar breur-ze d’in, ret eo d’ann daoulagad he welout.

22. Ha ni hon euz roet d’e-hoc’h da glevout, Aotrou, penaoz ar c'hrouadur-ze na helle ket kuitaat he dad, rak mar teu euz he gichen, hon tad a varvo.

23. Hag hoc’h euz lavaret d’ho servicherien : Ma na zeu ket ho preur bihana gan-e-hoc’h, ne welot mui va dremm.

24. Pa ’z omp bet eta distroet da gavout ho servicher hon tad, ni hon euz kountet d’ezhan kement tra en devoa lavaret va Aotrou.

25. Ha war ann divez, hon tad a lavaraz : It enn dro ha prenit d’e-omp eunn nebeut ed.

26. Ha ni da respont : N’hellomp ket mont hon-unan ; mar teu gan-e-omp hor breur bihana ez aimp war eunn dro ; hogen ma n’ema ket Benjamin gan-e-omp, na gredimp bikenn mont dirak ann den-ze.

27. Da gement-ze hon tad a respontaz : Gouzout a rit am euz bet daou vap euz va grek Rachel ;

28. Unan anezho a zo bet eat war ar mesiou, ha hoc’h euz lavaret : Eul loen gouez en deuz he daget ; ha bete, vrema ne ket bet gwelet morse.

29. Mar kasit hema gan-e-hoc‘h, ha ma c’hoarvez eunn drouk bennak gant-han enn hent, c’houi lakai va bleo gwenn da ziskenn er bez gant eunn dristidigez vraz,

30. Mar d-ann eta dirak ho servicher hon tad , hep ar c’hrouadur, evel ma ’z eo stag he ene ouc’h he hini,

31. Pa welo n’ema ket ar c’hrouadur gan-e-omp, e varvo, hag ho servicherien ho devezo lekeat he vleo gwenn da zikenn er bez gant glac’har.

32. Ra vezinn me va-unan ho sklaf, me pehini am euz kemeret ar c’hrouadur war va c’houstianz ; me pehini am euz kreleet evit-han enn eur lavarout : Ma n’hen digasann enn dro, kabluz e vezinn enep va zad, ha goulenn a rann ne venn bikenn pardounet.

33. Er c’hiz-ze ’ta, me choumo sklaf gan-e-hoc’h e leac’h ar c’hrouadur, da zervicha va mestr ; hag ar c’hrouadur a ielo d’ar gear gant he vreudeur.

34. Rak n’hellann ket distrei da gavout va zad hep ar c’hrouadur, gant aoun na venn test va-unan euz ann anken a ia da lakaat va zad da vervel.


————


SKLERIDIGEZ.


Breudeur Jozeph tamallet e gaou da veza laeret hanaf ar gouarnour, hag ho kredi ferm ez eant da veza gwanet divar benn kement-ze, a lavaraz etrez-ho : Doue en deuz kavet fallagriez he zervicherien ; da lavarout eo, kastizet omp, nann abalamour d’al laeronsi-ze euz a behini omp divlamm awalc’h, mes abalamour da bec’hejou all anavezet mad gant Doue. Ann anzao-ze euz ho ferz a zigas sonj d’e-omp euz a eur wirionez pehini hon euz amprouet meur a weach marteze. Eunn drouk a rear ; n’e d-eo anavezet gant den ; Doue he-unan a c’hortoz ha na c’houlenn ket a gount war al leac’h ; mes ha choum a rai ann drouk-ze hep kastiz ebed ? Salokraz ; abred pe zivezad gwir Doue en devezo he dro. Pa’z omp eta tamallet e gaou, ha kastizet evit eunn drouk ha n’hon euz ket great, diskennomp enn hor c’houstianz, hag e kavimp peur-vuia ar penn-abek a gement-ze enn hor buez tremenet. Drouk ebed na choum digastiz.

Jozeph enn eur lakaat eunn tammik stard war he vreudeur, a felle d’ezhan gouzout hag hi ho devoa kaz pe warizi ouc’h Benjamin, evel ma ho devoa gweachall out-han he-unan. Ho dremm melkoniet, ho c’homzou kalounek evit he zavetei, hag ispisial ann aoun ho devoa da ober nec’h d’ho zad, ha da rei d’ezhan taol ar maro, a brouvaz awalc’h d’ezhan ne oant mui ar pez a oant gweachall. N’e felle netra kent da Jozeph, mont a ra d’en em rei da anaout.




PENNAD XLV.


Jozeph en em ro da anaout d’he vreudeur.
(Euz ar bed 2298. — Araok J.-K. 1706;)


1. Jozeph na helle mui en em zerc’hel, ha kalz tud a oa war al leac’h ; rei a reaz eta urz d’ann holl da vont er meaz, evit na vije ermeziad ebed gant-ho, pa zeuchent d’en em anaout.

2. Neuze, ann dour enn he zaoulagad, e savaz he vouez, enn hevelep fesoun ma oe klevet gant ann Ejiptsianed, ha gand ann holl dud euz a balez Pharaon.

3. Hag e lavaraz d’he vreudeur : Me eo Jozeph ; va zad, ha beo ef-hen c’hoaz ? He vreudeur n’hellent respont netra gant ann estlamm hag ar spount.

4. Mes Jozeph, gand eunn dremm dous ha mad, a lavaraz d’ezho : Tostait ouz-in. Ha pa oant deuet enn he gichen, e lavaraz c’hoaz : Me eo Jozeph, ho preur ho poa gwerzet da vont d’ann Ejipt.

5. N’ho pezit ket aoun ha na gemerit ket a gaz ouz-hoc’h ho-unan dre ma hoc’h euz gwerzet ac’hanoun da zont d’ar vro-ma, rak evit ho savetei eo en deuz Doue ma digaset d’ann Ejipt enn ho raok.

6. Chetu dija daou vloaz abaoue ma eo deraouet ar gernez dre ar bed, pemp bloaz all a choum c’hoaz, e-pad pere n’e vezo gallet nag arat na medi.

7. Doue en deuz ma digaset ama enn ho raok evit ho kenderc’hel er bed-ma, hag evit ma ho pije peadra da veva.

8. Ne ket ar pez hoc’h euz great eo en deuz ma digaset ama, mes ioul Doue, pehini en deuz great ac’hanoun, evel pa lavarfenn, tad da Pharaon, mestr war he holl diegez, ha prins war ann Ejipt penn-da-benn.

9. Hastit buhan ha pignit da gavout va zad, ha livirit d’ezhan : Chetu petra a gemenn d’ehoc’h ho map Jozeph : Doue en deuz va lekeat da vestr war holl vro ann Ejipt, diskennit daved-oun, na zaleit ket.

10. Hag ez eot da choum e douar Jesen, hag e viot em c’hichen, c’houi, ho pugale, ha bugale ho mipien, ho tenved, hag ho saout, ha kement mad hoc’h euz.

11. Me ho mago eno, (rak choum a ra c’hoaz pemp bloaz kernez da dremen,) evit na varvot ket na c’houi, na tud ho ti, na netra a gement a zo d’e-hoc’h.

12. Gwelout a rit gant ho taoulagad, ha Benjamin a wel ivez penaoz eo me va-unan eo a gomz ouz-hoc’h.

13. Kasit kelou d’am zad euz va holl c’hloar, euz ann holl draou hoc’h euz gwelet enn Ejipt ; hastit buhan ha digasi-hen daved-oun.

14. Neuze oc’h en em deurel e kerc’hen-gouzouk he vreur Benjamin, da boket d’ezhan, e skuillaz daelou ; ha Benjamin ivez a wele e-tre he zivreac’h.

15. Jozeph a bokaz ivez d’he holl vreudeur, enn eur wela war bep hini anezho : Goude kement-ze e kemerjont ann hardiziegez da gomz out-han.

16. Klevet a oe, ha na oa ken brud e palez ar roue : Breudeur Jozeph a zo deuet ama. Ha Pharaon hag holl dud he balez ho devoa kalz a joa.

17. Hag e lavaraz da Jozeph rei d’he vreudeur ann urz-ma : Sammit ho loened hag it enn dro da zouar Kanaan ;

18. Digasit ac’hano ho tad hag hoc’h holl gerent, ha deuit daved-oun. Me a roio d’e-hoc’h holl vadou ann Ejipt, ha maget e viot gant ann drusa greun euz ar vro-ma.

19. Roit urz ivez d’ezho da gemerout kirri diouc’h ann Ejipt, evit dougen ho bugale vihan, hag ho gragez ; ha livirit-mad d’ezho : Digasit ho tad gan-e-hoc’h, hag hastit da zistrei ama, ar c’henta ar gwella.

20. Na lezit netra euz hoc’h arrebeuri war ho lerc’h, rak holl vadou ann Ejipt a vezo d’e-hoc’h.

21. Bugale Israel a reaz eta ar pez a oe gourc’hemennet d’ezho. Jozeph a roaz d’ezho kirri, hervez urz Pharaon, ha boed evit ann hent.

22. Lakaat a reaz ivez rei diou zae da bep hini euz he vreudeur : ha da Venjamin pemp diouc’h ar re gaerra, gant tri-c’hant pez arc’hant oc’h penn.

23. Kas a reaz d’he dud kement-all a arc’hant hag ar memez niver a zaeiou, gant dek azen sammet euz ar pez a oa ar prizusa enn Ejipt, ha kement-all a azenezed pere a zouge gwiniz ha bara evit ar veach.

24. Kimiada a reaz eta he vreudeur, ha pa oant o vout kuit, e lavaraz dezho : N’en em fachit ket hed ann hent.

25. Ar re-ma o pignat euz ann Ejipt, a erruaz hep dale e douar Kanaan, hag e ti ho zad.

26. Hag e rojont d’ezhan ar c’helou enn eur lavarout : Ho map Jozeph a zo beo, hen he-unan eo ar mestr war ann holl Ejipt.

27. Jakob o klevout kement-ze, a oe evel eunn den o tihun eveuz eur c’housk doun ha kaled ; ha koulzkoude n’e grede ket anezho.

28. Hi enn enep, a gounte d’ezhan e pe fesoun e oa c’hoarvezet pep tra. Ha pa welaz ar c’hirri, hag ann oll draou a zigase Jozeph d’ezhan, he spered a ziabafaz.

29. Hag e lavaraz : Awalc’h eo evid-oun mar d-eo beo c’hoaz va map Jozeph : mont a rinn, hag he welout a rinn abarz mervel.


————


SKLERIDIGEZ.


Ken alies gweach ma lennann ar gevren-ma euz a vuez Jozeph, n’ounn ket evit mirout da skuilla daelou ; mes noufenn ket lavarout petra a douch ac’hanoun ar muia, pe madelez Jozeph e kenver he vreudeur, pe stad truezuz ar re-ma, ken nec’het, ker melkoniet, ken enkrezet a bep-tu, ha koulzkoude ken dellezek da veza pardounet. Ar spered santel a oar manevik pennekaat eunn drajedien, ha skei he daol-micher. Ma en divije Jozeph en em roet da anaout d’he vreudeur ar weach genta ma oant deut d’ann Ejipt, n’hor bije ket bet ar blijadur da welout ho c’hemm-vuez ; na vijemp ket bet testou euz ho glac’har da veza bet ken dinatur e kenver Jozeph, ha n’hor bije ket gwelet doareou-mad ho c’haloun e kenver ho zad hag ho breur Benjamin. Hogen brema netra na vir na ve parfet ar joa hag ar blijadur enn eil tu hag enn egile. Jozeph na hell mui arvari war chenchamant he vreudeur, hag he vreudeur n’ho deuz mui leac’h da gaout aoun ebed rak he c’halloud, na rak he venjanz. Evel-se na welomp a-bep tu nemet daelou a deneridigez, briaterez stard ha karantezuz, komzou dous, hag iskuz evit ar re a zo bet kabluz.

N’euz forz peger kaer eo ar gevren-ma euz a vuez Jozeph, n’e d-eo koulzkoude nemed eur skeud euz a eunn dra kaeroc’h mil gweach. Ardamezet pe merket hon euz dija meur a henveledigez e-tre Jozeph ha Jezuz-Krist. Kendalc’homp d’ho lakaat c’hoaz kenver-ha-kenver, hag e welimp traou souezuz meurbed.

Map Doue, en em c’hreat den, a zo bet hor breur, hag henvel ouz-omp e pep tra, nemet dre ar pec’hed. Mad ! he Werzet hon euz dre hor pec’hejou ; he gaset hon euz er meaz euz ar vro-ma dre eur maro kriz ; ha pep tra neuze a zo bet roet d’ezhan gant he dad enn env ha war ann douar, evel ar priz euz he boaniou, hag ar paë enz he vertusiou. Tenzoriou ann Ejipt, pe ann env, a zo holl dindan he zourn, ha mad ebed n’a vezo roet d’e-omp, nemet gant he drugarez. Pa vezimp bet amprouet enn draounien-ma a zaelou, evel bugale Jakob e traounien Hebron, pa hor bezo paet hor fallagriez hag hon ingrateuri, dre ann naoun hag ar sec’hed, dre ann drubuill hag ann doujanz, ez aimp ivez d’hor gwir Ejipt da glask soulach ha frealzidigez. Na souezet a vezo neuze meur a bec’her (plijet gant Doue e vemp enn ho zouez) na souezet e vezint-hi, o welout, oc’h anaout eno ar breur-ze ho devoa gwerzet, ha dismeganset er penn kenta euz ho buez ? Mes Jezuz-Krist gand eunn dremm laouen ha mad, a lavaro d’ezho : Tostait hardis ouz-in, n’ho pezit nag aonn na melkoni, deuet ounn ama enn ho raok evit mirout-na vijac’h kollet ; deuet ounn da aoza leac’hiou d’e-hoc’h ; ne ket ar pez hoc’h euz great em c’henver eo en deuz ma digaset ama ; hogen ioul va Zad, hag he garantez evit ann dud ; meulit-hen, ha leveromp holl war eunn dro : Bennoz ha gloar, furnez ha trugarez, enor galloud ha nerz d’hon Doue, a gantved da gantved epad ann holl eternite. Evel-se bezet great. (Apok. 7. 12.)




PENNAD XLVI.


Jakob a ia d’ann Ejipt.


1. Israel eta en em lekeaz enn hent gant kement mad en devoa ; hag a zeuaz bete puns al le ; o veza great eno eur zakrifis da Zoue he dad Izaac,

2. E klevaz anezhan, enn eur welidigez epad ann noz, oc’h he c’hervel, hag o lavarout : Jakob, Jakob ! Hag hen a respontaz : Chetu me ama.

5. Doue a lavaraz d’ezhan : Me eo ann holl-c’halloudek, Doue da dad ; n’ez pez ket aoun, diskenn enn Ejipt, rak eur bobl braz a likiinn da zevel eno diouz-id.

4. Me a ziskenno di gan-ez, ha me ta zigaso kuit ac’hano, pa zistroi ; ha Jozeph gant he zaouarn he-unan a zarro d’id da zaoulagad.

5. Jakob a guitaaz eta puns al le ; he vipien hel lekeaz, hen, he vugale vihan, hag ar gragez war ar c’hirri en devoa digaset Pharaon da gerc’hat ar c’hoziad,

6. Ha kement mad en devoa e douar Kanaan, hag e teuaz d’ann Ejipt gant he holl lignez.

7. He vipien, hag he vugale vihan, he verc’hed ha kement hini a oe ganet anezhan.

(Ama en em gaf hanoiou bugale Jakob pere a zeuaz gant-han d’ann Ejipt. Rumad Lia a rea ho-unan tri den ha tregont. Tud Zelpha, matez Lia, c’houezek den. Tud Rachel, enn eur gounta daou vap Jozeph enn Ejipt, pevarzek den. Tud Bala, matez Rachel, seiz den. Enn boll, dek den ha tri ugent.)

28. Hogen Jakob a gasaz enn he raok Judaz da gavout Jozeph, da lavarout d’ezhan ec’h arrue, evit ma teuje Jozeph war he arbenn betek Jesen.

29. Pa oe arruet Jakob eno, Jozeph a sternaz he garons hag a zeuaz war arbenn he dad betek al leac’h-ze ; ha kentiz ma her gwelaz, en em daolaz e kerc’hen he c’houzouk, hag oc’h he starda etre he zivreac’h, e welaz.

30. Hag he dad a lavaraz da Jozeph : Brema e varvinn laouen, pa’m euz ta welet eur weach c’hoaz, ha pa choumez beo war va lerc’h.

31. Jozeph a lavaraz d’he vreudeur, ha da holl dud he dad : Me ia da gas kelou da Pharaon, ha da lavarout d’ezhan : Va breudeur, ha lignez va zad pehini a oa e douar Kanaan, a zo deuet daved-oun.

32. Meserien denved int, hag ho micher eo sevel tropellou. Digaset ho deuz gant-ho ho denved, ho zaout, ha kement mad ho devoa.

33. Pa viot galvet gant Pharaon, ha pa lavaro d’e-hoc’h : Pe seurt micher hoc’h eus-hu ?

34. C’houi a responto : Meserien omp, ni ho servicherien, a-dalek hor bugaleach bete vrema, ni hag hon tud enn hor raok. Ann dra-ze a leverot, evit ma hellot choum e douar Jesen ; rak ann Ejipsianed a argarz ann holl veserien denved.

SKLERIDIGEZ.


Eunn den a relijion evel ma oa Jakob, daoust pegement a hast en devoa da welout he vap Jozeph, na helle ket kuitaat eur vro promettet d’ezhan ha d’he lignez, na sonjal ober eur veach ken hir, hep konsulti Doue. Ha Doue a baë diouc’h-tu feiz he zervicher, enn eur gomz he-unan out-han, hag enn eur rei d’ezhan eunn asuranz nevez euz he c’houardouniez. Den fur ebed, hag a oar peger braz ezomm hon euz a zikour Doue e pep tra, na voulc’ho afer ebed hag a dal ar boan, hep ober ar pez a reaz ar patriarch santel ; me lavar, hep konsulti Doue da genta.

Ha c’houi, bugale kristen, deskit gant Jozeph ar fesoun da enori ho tadou hag ho mammou. Gwelet hoc’h euz hed ann histor-ma, gant pebez aked ba gant pebez enkrez e c’houlenne kelou digant he vreudeur euz ann den koz hag enoruz-ze a lavarent a oa tad d’ezho holl. Ha pa en em roaz da anaont d’he vreudeur, he eil gomz a oe ; Va zad, ha beo ef-hen choaz ? Gwelit pegement a ed, pegement a brezanchou hag a girri a ruill da gavout he dad euz he berz ? Ha kentiz ma klev ez eo arru, daoust d’he garg huel a c’houarnour ann Ejipt, e tilez pep tra evit redek war he arbenn, Pa her gwel, e lamm d’ann traon euz he garrons, ha kerkent etre he zivreac’h. He dad a zeu d’ann Ejipt, nann e doare eunn den pinvidik, evel ma oa enn he vro ; mes e doare eunn den ezommek ha berrekeat gant ar gernez. Mad, Jozeph n’en deveuz ket a vez oc’h anaout kement-ze, ha diarbenna a rei holl ezommou he dad. He stad a vesaer-denved a zo disprizet hag argarzet gant ann Ejipsianed ; n’euz forz , ali a ro d’he vreudeur da choum ato er stad-ze, rak gouzout a rea penaoz netra na ra mui a blijadur d’hon tud koz eget heulia ar vicher ho deuz bet ho-unan, mar d-eo mad ha deread.

Er fin, tadou ha mipien, koz ha iaouank, deskomp holl gwitibunan e pe fesoun e teu Doue da reolia traou ar bed-ma, evit brasa mad he dud choazet. Tempzet en deuz ann drouk hag ar mad evit-ho, hag arruout a reont gant-ho bep ei tro. Ann trubuillou a zeu, evit mirout na stagent ho c'halon ouz ann douar. Al levenez a zigouez e kentel, evit mirout na gollfent kalon dindan ho beac’h. Talvoudek eo bet da Jakob beza dioueret he vap Jozeph, e-pad eur pennad amzer, anez kement-ze e vije maro gant ann naoun. Talvoudek eo bet da Jozeph beza bet dispartiet diouc’h he dad, pa’z eo gwir ann disparti-ze a zo bet ar penn kaoz euz he c’hloar. Ha dic’haouet int bet ann eil hag egile dre ar joa bep he far, d’en em welout c’hoaz eur weach ; ha da veva zoken seitek vloaz enn eul lod. Pa viot euruz, livirit : N’e bado ket pell ; pa viot reuzeudik, livirit : N’e bado ket ato !




PENNAD XLVII.


Jozeph a gas he dad da gavout Pharaon.


1. Hogen Jozeph, o vont da balez Pharaon, a gasaz kelou d’ezhan, enn eur lavarout : Va zad ha va breudeur, gant ho denved hag ho zaout, ha kement mad ho deuz, a zo arruet euz a zouar Kanaan, choumet int enn ho zao e douar Jesen.

2. Digas a reaz ivez dirak Pharaon pemp euz he vreudeur, ar re zisterra, war m’her c’hreder.

5. Hag ar roue a choulennaz digant-ho : Pe seurt micher hoc’h eus-hu ? Respont a rejont : Meserien denved omp, ni ho servicherien , ni hag hon tud koz enn hor raok.

4. Deuet omp da dremen eur pennad amzer enn ho pro, rak n’ez euz mui a beuri evit tropellou ho servicherien, dre’n abek d’ar gernez a ia bepred war gresk e douar Kanaan ; hag ho pedi a reomp da rei urz ma choumo ho servicherien e douar Jesen.

5. Ar roue a lavaraz eta da Jozeph : Chetu deuet da dad ha da vreudeur daved-oud ;

6. Douar ann Ejipt o zo dira-z-oud ;gra ma ho devezo evit choum enn-han, ar gwelta karter euz ar vro, ha ro d’ezho douar Jesen. Ha mar welez ez euz enn ho zouez tud ijinuz, ro d’ezho ann emell euz va zropellou.

7. Goude-ze Jozeph a zigasaz he dad da gavout ar roue, oc’h he lakaat he-unan dira-z-han. Jakob a vennigaz Pharaon.

8. Hag he-ma o veza goulennet digant-han he oad evel-henn : Pet devez a gountit-hu etre holl vloavesiou ho puez ?

9. Jakob a respontaz : Dek vloaz ha c’houec’h ugent a zo em’ounn tremeniad war ann douar, devesiou berr ha fall, pere n’int ket eat beteg oajou va zud koz, epad ma z’int bet tremenidi war ann douar.

10. Hag o veza roet c’hoaz he vennoz d’ar roue, en em dennaz er meaz.

11. Hogen Jozeph a roaz evit mad d’he dad ha d’he vreudeur ar gwella karter euz ann Ejipt ; hanvet Rameses, hervez ma en devoa gourc’hemennet Pharaon.

12. Hag hen he-unan ho mage, hi hag holl dud he dad, o fournisa da bephini anezho peadra da veva.

15. Rak mankout a rea ar bara dre ar bed holl, hag ar gernez a waske war bep bro, ispisial war ann Ejipt ha war zouar Kanaan.

14. Jozeph a zastumaz holl arc’hant ann diou vro-ze dre ar werz euz he winiz hag hel lekeaz holl e tenzor ar roue.

15. Pa vankaz ann arc’hant d’ar brenerien, holl dud ann Ejipt a zeuaz da gavout Jozeph, enn eur lavarout : Roit bara d’e-omp, perak e varfemp-ni dirak ho taoulagad, defaot arc’hant ?

16. Ha Jozeph a respontaz : Ma n’hoc’h euz ket arc’hant da baea, digasit ho loened, ha me roi d’e-hoc’h evit-ho peadra da veva.

17. Ar re-ma o veza digaset d’ezhan ho loened, Jozeph a roaz ed d’ezho evit ho c’hezek, ho denved, ho ejenned hag ho ezen ; er c’hiz-ze hen ho magaz ar bloaz-ze enn eskemm euz ho loened.

18. Dont a rejont c’hoaz, ar bloaz war lerc’h, hag e leverjont d’ezhan : N’her c’huzimp ket ouz hor mestr, hon arc’hant a zo eat tout, hag hol loened ivez ; n’em’oc’h ket hep gouzout penaoz na choum mui gan-e-omp nemet hor c’horf hag hon douar.

19. Perak eta e varfemp-ni dirak ho taoulagad ? D’e-hoc’h e vezimp, ni hag hon douarou ; prenit ac’hanomp evit beza sklaved d’ar roue, ha roit d’e-omp greun da hada, gant aoun na iafe ann douar da c’houelec’h, pa vo maro ann diveza labourer.

20. Jozeph a brenaz eta holl zouar ann Ejipt, pephini o werza d’ezhan ar pez en devoa, ker braz edo ar gernez. Hag e lekeaz ar vro holl dindan perc’hentiez Pharaon,

21. Gant ar boblou a oa enn-hi, a-dalek ann eil penn d’ann Ejipt betek egile.

22. Nemet douar ar veleien pehini a oe roet d’ezho gant ar roue ; rak fourniset a vije d’ezho eunn tas-ed euz a c’hrignoliou ar rouanlelez, ha dre-ze ne oa ket bet ret d’ezho gwerza ann douarou a biaouent.

23. Jozeph a lavaraz eta d’ar bobl : He welout a rit, da Pharaon oc’h holl, c’houi hag ho touar, kemerit brema had, hag hadit ho touarou,

24. Evit ma hellot a-darre kaout ed. Ar bemved a root d’ar roue, ar peder loden all a lezann gan-e-hoc’h evit had, hag evit magadurez tud ho tiez hag ho pugale.

25. Hag hi holl da respont : Hor zilvidigez a zo e-tre ho taouarn, ra vezo hep ken hon Aotrou trugarezuz enn hor c’henver, hag e servichimp ar roue gant joa.

26. A-baoue ann amzer-ze bete vrema, e pep leac’h dre ann Ejipt e vez paet d'ar roue ar bemved euz a vadou ann douar ; ha kement-ze a zo deuet da veza eul lezen ; nemet douar ar velein pehini a oe diskarg diouc’h ar gwir-ze.

27. Israel a choumaz eta enn Ejipt, da lavarout eo e douar Jesen, roet d’ezhan evid mad. Hag e lignez a greskaz hag en em ledaz dreis-ment.

28. Beva a reaz eno c’hoaz seitek vloaz ; hag he holl amzer er bed-ma a oa deuet da seiz vloaz ha seiz-ugent.

29. Hag ec’hiz ma wele e tostae deiz he varo, e c’halvaz he vap Jozeph, hag e lavaraz d’ezhan : Mar am euz kavet trugarez dira-z-oud, laka da zourn war va morzad, ha tou d’in e gwirionez e vezi mad awalc’h em c’henver evit mirout na vezinn besiet enn Ejipt.

30. Hogen gra ma kemerinn va faouez-van gant va zud ; kas ac’hanoun kuit euz ar vro-man ; ha laka ac’hanoun e bez va zud-koz. Jozeph a respontaz : Ober a rinn ar pez hoc’h euz gourc’hemennet.

31. Ha Jakob : Tou kement-ze d’in eta ! E-pad ma toue Jozeph, Jakob a adoraz Doue, troet ouc’h penn he wele.


————


SKLERIDIGEZ


Jozeph a zalc’h da rei d’he dud merkou a garantez, hep ankounac’haat boblou ann Ejipt, euz a bere e oa deuet da veza e gwirionez ar zalver hag ann tad. He furnez a luc’h ato e kement mad a ra.

Diskoues a ra da Pharaon ar re zisterra enz he vreudeur, gant aoun na zeuche ar roue, o welout enn ho zouez tud kre hag ampart, d’ho derc’hel enn he balez evit he zervich, pe d’ho c’has d’he arme, war zigarez enori Jozeph. Ha neuze e vijent bet tentet da zilezel ho stad a veserien, da gwitaat marteze ho relijion, ha d’en em staga ouc’h eur vro e pehini ne oant koulzkoude nemet evel tremenidi. Euz ann tu all, Pharaon o welout e breudeur Jozeph, tudigou dister ha dineuz, na lakaje ket kement a vann, pa glevche divezatoc’h pegement e kreskent e niver hag e madou.

Jozeph a lekeaz da dallout ann anaoudegez en devoa roet Doue d’ezhan euz ann traou da zont, nann evit revina ar bobl, tenna digant-han he vadou, hag hel lezel neuze war netra ; mes evit hen digas sioul ha sentuz ouc’h gouarnamant eur roue mad ; hag hen ober dre gement-ze eurusoc’h mil gweach eget pa en em ravolt enep he vistri koz, evit klask eul liberté gaouiadez ha divergoun. Pa oe deuet ar mare, e taskoraz d’ezho ho douarou, ho c’hezek, ho loened, ha kement ho devoa ezomm evit ho labourou, ha na c’houlennaz, evit gwir ar roue, nemet ar bempved euz ho zrevad. Evel se ar bobl oc’h en em welout tretet gant kement a vadelez, a respontaz : hor zalver oc’h hag hon tad, bezit ato aotreuz enn hor c’henver, hag e servichimp ar roue gant pep seurt laouenedigez.

Ar respont a reaz Jakob da Pharaon, pa c’houlennaz hema digant-han he oad, a zo brudet meurbed e-tre ar c’homzou nobl ha kenteliuz. Deisiou va firc’hirinded, eme-z-han, a zo dek vloaz ha c’houec'h-ugent, devesiouigou berr ha fall, ha na daosteont ket ouc’h devesiou va zud-koz, pa zint bet ho-unan pirc’hirined war ann douar. Kant tregont vloaz a oa nebeut a dra da Jakob e kichen buesiou hir ar batriarched kenta. Meur a gant vloaz e vevent, ha koulzkoude n’e oant, war ho meno, nemet dianveziaded ha tremenidi. Loja a reent dindan teltou, evel beachourien da bere na dal ket ar boan sevel tiez. Ni a vev tri-ugent vloaz, pevar-ugent d’ann holl, hag e savomp palesiou, evel pa na dlefemp bikenn ho c’huitaat. Gant pere ema ar gwir ? gant pere ar gaou ?

Jakob a lavar eo bet he zevesiou fall, da lavarout eo devesiou a boan hag a drevel. Allaz ! holl emaomp er giz-ze. Ann den eurusa war ann douar eo ann hini enn deuz ann nebeuta a drubuillou, rak eunn den dizamm a groaz neket ganet c’hoaz. Ar zantella, ar pinvidika tiegesiou ho deuz ho lod kroasiou da zougen. Eunn tad mesvier, eur c’hrouadur direoll e touez dek hag a zo mad, a zo awalc’h evit ampoezoni peoc’h hag eurusted ar c’haera tiegez. Doue a bermet ann traou-ze, evit amprou he dud choazet, hag evit mirout na stakent re ho c’halonou ouc’h ann douar. Evel-se ar bed-ma a zo bepred evit-ho eunn draounien a zaelou, dre behini e renker tremen evit arruont er joauzted eternel.

Er fin, prederiomp c’hoaz eur weach, pebez konfort a oe d’ar batriarched santel beza douareet e besiou ho zud-koz, hag e touez ho c’herent, kerkent ha ma touaz Jozeph d’he dad ne vankje ket ann eur-vad-ze d’ezhan, Jakob a droaz ouc’h penn he wele da adori Doue ha d’he drugarekaat, prest da vervel pa garje.




PENNAD XLVIII.


Jakob a vennig Ephraïm ha Manasé


1. Goude ann traou-ze holl, e teujeur da lavarout da Jozeph e oa klanv he dad. Jozeph, o kemerout he zaou vap, Manase hag Ephraïm, a ieaz raktal d’he gavout.

2. Lavaret a oe d’ann hini koz : Chetu ho map Jozeph deuet d’ho kwelout. Jakob o tastum he holl nerz a zavaz enn he goazez war he wele.

3. Hag a lavaraz da Jozeph pa oe deuet enn he gichen : Ann Doue holl c’halloudek en deuz en em ziskouezet d’in e Luza, pehini a zo e douar Kanaan, hag en deveuz ma benniget,

4. Eun eur lavarout : Me rei d’id kreski hag eleiza ; me lakaï da zevel ac’hanoud eunn niver braz a voblou ; me roi d’id ann douar-ma da zerc’hel evit bikenn, ha d’az wenn enn da c’houde.

5. Evel-se ann daou vap a zo ganet d’id e bro ann Ejipt, a-barz ma teuiz daved-oud, a vezo bugale d’in ; Ephraïm ha Manase a vezo lekeat e renk va mipien evel Ruben ha Simeon.

6. Ar vugale all az pezo bet enn ho goude, a vezo d’id, hag a zougo hanoiou ho breudeur enn ho lod heritach.

7. Rak pa zistroenn ouz ar Mezopotamia, Rachel a varvaz hed ann hent, e douar Kanaan ; d’ann nevez amzer e c’hoarvezaz kement-ze, pa zeuenn war zouar Ephrata ; hag e likiiz anezhi er bez war bord hent Ephrata, pehini a c’halver ivez Bethleem.

8. Hag o welout eno he zaou vap, e lavaraz d’ezhan : Piou eo ar re-ze ?

9. Jozeph a respontaz : Va mipien int, ar vugale en deuz roet Doue d’in er vro-ma. Digasit anezho d’in, eme Jakob, ma roinn va bennoz d’ezho.

10. Rak daoulagad Jakob a oa deuet tenval gant ar gozni, ha na helle ket gwelout sklear. Pa oant deuet enn he gichen, enn eur boket d’ezho, hag oc’h ho briata,

11. E lavaraz d’he vap : N’em euz ket dioueret ar blijadur d’az kwelout a barz mervel, ha chetu Doue o rei d’in c’hoaz oc’h penn ar c’hraz da welout bugale ac’hanoud.

12. Jozeph o veza ho zennet a-dre divreac’h he dad, a adoraz, stouet beteg ann douar.

13. O veza lekeat neuze Ephraïm enn tu deou d’ezhan da lavarout eo, enn tu kleiz d’he dad ; ha Manase en tu kleiz d’ezhan, hag enn tu deou d’he dad, e reaz d’ezho ho daou tostaat ouz ho zad-koz.

14. He ma oc’h astenn he zourn deou, hel lekeaz war benn Ephraïm ar iaouanka euz ann daou vreur, hag e zourn kleiz war benn Manasé, pehini a oa ar c’hosa, enn eur lakaat he zivreac’h e kroaz.

15. Ha Jakob o venniga bugale Jozeph, a lavaraz : Ann Doue dirak pehini ho deuz kerzet va zadou Abraham hag Izaak, ann Doue pehini en deuz va maget a-dalek va iaouankiz beteg hirio,

16. Ann Eal pehini en deuz va miret a bep drouk, ra vennigo ar vugale-ma ! Ra zougint va hano-me, hag hini va zadou Abraham hag Izaak ! ra zavo anezho eunn niver braz a dud war ann douar !

17. Hogen Jozeph o welout en devoa he dad lekeat he zourn deou war benn Ephraïm, a oe garv gant-han, hag enn eur gregi e dourn he dad, e klaskaz he zevel divar benn Ephraïm, hag e gas war benn Manase.

18. Hag e lavaraz d’he dad : Ne ket er c’hiz-ze eo, va zad, rak he-ma eo ar map hena, likit eta ho tourn deou war he benn.

19. Jakob o terc’hel mad ato, a lavaraz : Her gouzout a rann, va map, her gouzout a rann ; hema, evit gwir, a vezo tad da veur a gefiad tud ; he wenn a ielo bepred war gresk ; mes he vreur iaouanka a vezo brasoc’h eget-han, euz he lignez e savo broadou enn ho fez.

20. Jakob eta ho bennigaz enn devez-ze, enn eur lavarout : Enn hoc’h-hu e vezo benniget Israel ; ha lavaret a vezo : Doue r’ho pennigo, evel ma vennigaz Ephraïm ha Manase ! Hag e lekeaz enn doare-ze Ephraïm a raok Manase.

21. Hag e lavaraz da Jozeph he vap : Mont a rann da vervel ; Doue a vezo gan-e-hoc’h, hag ho kas a rai enn dro da zouar ho tud koz.

22. Estr’eget al loden a zigouezo d’id em heritach rak-enep d’az preudeur, me ro d’id ar pez am euz gounezet war ann Amorrheed, gant va c’hleze ha gant va gwarek.


————


SKLERIDIGEZ.


Jozeph a rai e kenver he dad beteg ar fin kement a dle ober eur c’hrouadur mad. Kentis ha ma klev ez eo choumet klanv, e tilez holl aferiou ar rouantelez, evit mont d’he welout. Ha ma na hell ket gwellaat d’he glenved, nag astenn d’ezhan ar vuez, he frealzi a rai da vihana, o kaozeal ganthan euz a Zoue, hag euz ar vuez da zont ; hag o tiskouez d’ezhan e pep tra he zoujanz hag he deneridigez.

Eur rezoun all kalz huelloc’h a zigase ivez Jozeph da di he dad. Gouzout a rea pegement a c’hrasou a zoug gant-hi ar vennoz a-ro eunn tad vertuzuz d’he vugale, pa vez war he dremenvan. Dont a ra eta da c’houlenn ar vennoz-ze. Ha n’en deveuz ket kollet he amzer ; rak ouc’hpenn eget hen, he zaou vap ivez a vezo benniget, ha lekeat soken e renk ar batriarched. « Pa ’z eo gwir, eme Jakob d’ezhan, am euz kollet ker buhan Rachel ho mamm, hep kaout anezhi nemet Benjamin ha c’houi, e fell d’in lakaat ho taou vap e renk va bugale va-unan, enn hevelep fesoun ma vezint kevrenneien (partajourien) gant Ruben, Simeon hag ar re all. Oc’hpenn-ze, evel ma hoc'h euz great kement a vad d’in ha d’am holl dud, e fell d’in ho pe enn tu all d’ho preudeur, al loden zouar a c’houniziz va-unan dre vrezel, war ann Amorrheed. »

Na welomp ket e ve bet breudeur Jozeph gwariziuz dre ’n abek d’ann avantachou kaer-ze. Amzer ar warizi a oa tremenet evit-ho, re vraz kentel ho devoa bet. Ra zeui ann holl vreudeur ha c’hoarezed kristen da gemerout skouer war-n-ezho e kement-ze, ha da veza ker rezounapl hag hi, pa welont ho zud oc’h ober eunn tammik preferanz bennak da unan anezho. A dra wir, mad eo d’ann tadou ha d’ar mammou ober ar memes tra d’ho bugale holl ; koulzkoude pa vez unan bennak enn ho zouez hag a zellez muioc’h dre he vertusiou, pe dre zervichou talvoudek-braz great gant-han d’ann tiegez, Doue na zifenn ket lakaat eunn tammik kemm etre hen-nez hag ar re all ; ar pez a reaz Jakob hen diskouez ervad. Na petra dal d’ar breudeur all kaout gwarizi divar benn kement-ze ! Doue he-unan, ha n’en deus-hen ket he breferansou ? Argarzi a reaz Ezaü, ha karout a reaz, Jakob, a barz ma oant ganet ; hag ama c’hoaz chetu Ephraim lekeat a-raok Manasé. Bemdez e welomp hon-unan merkou a breferanz euz a berz Doue. Daou grouadur a zo ganet er memes nosvez ; unan a zo pinvidik, egile a zo paour ; heman a zo spereduz, hen-hont a zo diot ; unan anezho marteze a zo choazet evit ar baradoz hag egile a varvo enn he bec’hed. Ha war gement-ze koulz-koude petra ho deus-hi da lavarout ? Netra. N’ho deuz nemet adori, ha servicha Doue ar gwella ma hellint, pep-hini enn he stad ; hag ioul Doue bezet great goude.




PENNAD XLIX.


Diouganou Jakob, hag he varo.
(Euz ar bed 2276. — A raok J.-K : 1728.)


1. Hogen Jakob a c’halvaz he vugale, hag a lavaraz d’ezho : En em zastumit holl enn dro d’in, evit ma tiskleriinn d’e-hoc’h ann traou a dle c’hoarvezout gane-hoc’h enn amzeriou diveza.

2. En em zastumit holl enn dro d’in, ha selaouit, bugale Jakob, selaouit Israel ho tad.

3. Ruben va map hena, te oa va nerz, hag oud bet ar penn abek euz va enkreziou, d’id-de oa al loden vrasa euz va danvez, d’id-de oa da zerc’hel ar stur ;

4. Beri ec’h euz great evel ann dour, na greski ket ; abalamour ma oud pignet e gwele da dad, hag ec’h euz saotred he vriedelez.

5. Simeon ha Levi, gwir vreudeur, ann draitourez e deuz great anezho brezelidi garo.

6. Dre c’hras Doue, n’am euz bet perz ebed enn ho menoz, ha va enor a zo neat awalc’h euz ann emglev a rejont ann eil gant egile, pa ho deuz enn ho c’hounnar, lazet eur bern tud, hag evit terri ho venjanz, distrujet eur gear enn he fez.

7. Milliget ra vezo ho c’honnnar, dre ma’ z eo bet re-baduz, hag ho buanegez dre ma’z eo bet didruez : ho dispartia a rinn e digwez Jakob, ha skignet e vezint e mesk bobl Israel.

8. Judaz, da vreudeur t’az veulo, da zourn a vezo war benn da enebourien, bugale da dad a stouo d’ann douar dira-z-oud.

9. Judaz a zo eul leon iaouank : savet oud, va map, da breiza ; evit diskuiza ec’h euz gourvezet evel ma ra eul leon, hag eul leonez, piou hen dihuno ?

10. Gwalen ar roue n’a vezo ket lamel digant Judaz, na prins ar bobl eveuz he wenn ken na zeui ANN HINI A DLE BEZA DIGASET, hag hen-nez a vezo GORTOZ ann holl vroadou.

11. Staga a rei he azen bihan euz ar winien ; ouz ar winien, o va map, e stago he azenez ; gwelc’hi a rai he zaë e-barz ar gwin, hag he vantel e goad ar rezin.

12. Kaeroc’h eo he zaoulagud eget ar gwin, hag he zent a zo gwennoc’h egel al leaz.

13. Zabulon a ielo da choum war bord ar mor, hag heorach he listri a ielo betek Sidon.

14. Issakar, azen nerzuz, a c’hourvez enn he lod-digwez.

15. Gwelet en deuz e oa mad ann ehan, hag e oa he zouar euz ar re wella, hag en deveuz slouet he skoaz d’ar zamm, hag en em bleget da baea ar gwiriou.

16. Dan ar varno he vobl, koulz hag ar breuriesiou all enn Israel.

17. Ra vezo Dan eur serpant war ann hent, hag eunn aer war ar venoden, da gregi e zeultroad ar marc’h, evit ma kouezo ar marc’hek war chouk-he-gil.

18. Aotrou Doue, emaoun o c’hortoz ho SALVER

19. Gad, dindan he armou, a vrezelekai e penn he vobl, distrei a rai d’ar gear armet evel a-raok.

20. Aser, druz eo he vara, ar rouaned her c’havo mad meurbed.

21. Nephthali, karo achapet, hag helavar enn he gomzou.

22. Jozeph, bronsen glaz-dour, krouadur bepred o kreski, ha brao meurbed da welout, ar merc’hed a zo diredet war ar mogeriou.

23. Hogen tud armet gant birou ho deuz he heskinet, great ann dael enn he enep ha maget gwarizi out-han.

24. Mes he warek a zalc’haz mad, ha chadennou he zivreac’h ha re he zaouarn a zo bet torret gand holl c’halloud Doue Jakob ; hag eo deuet er meaz ac’hano, mesaer ha skoazel Israel.

25. Doue da dad a vezo da zikour, hag ann holl c'halloudek az kargo a vennosiou, bennosiou ann env diouc’h ann neac’h, bennosiou doureier ann douar diouc’h ann traon, bennosiou ann divronn ha re ar c’hovou-lez.

26. Bennosiou da dad a vezo talvoudekoc’h eget bennosiou he dud koz, ken na zeui c’hoant ann torgennou eternel. Ra gouezo ar bennosiou-ze holl war benn Jozeph war benn ann hini a zo nazaread e-touez he vreudeur.

27. Benjamin bleiz skraper ; da vintin e tebro ar preiz, ha d’ann abardaez e ranno ann dibourc’hiou.

28. Ar re-ze eo ar c’hefou euz a zaouzek breuriez Israel. Ho zad a lavaraz d’ezho ann traou-ze, hag ho bennigaz holl enn eur rei da bep hini eur vennoz hag a jaoje out-han.

29. Ar gourc’hemenn-ma a roaz ivez d’ezho enn eur lavarout : Emaounn o vont da gavout va bobl, besiit ac’hanoun gant va zud koz, er gavarn a ziou gampr a zo e park Ephron ann Helhead.

30. Rak enep da Vambre, e douar Kanaan. Abraham he frenaz digant Ephron ann Helhead, gant ar park enn he bez, evit ober he vez enn-hi.

31. Eno eo bet besiet, gant Sara he bried ; eno eo besiet Izaak gant Rebeka he c'hrek ; eno ema ivez Lia enn he faouez-van.

32. O veza achuet da rei d’he vugale he c’hourc'hemennou, hag he genteliou, e kroazaz he dreid war he wele, hag e tremenaz, hag en em gavaz gant he vobl.


————
SKLERIDIGEZ.


Ha gwelet hoc’h eus-hu biskoaz eunn den just war he dremenvan ? Mad, pignit e spered da di Jakob enn Ejipt, hag e kafot ann arvest-ze, ar c’haera a oufac’h da welout war ann douar. War ar c’helou kenta euz he glenved, he zaouzek vap a zo diredet da c’houlenn he vennoz diveza. Chetu hi renket war ho daoulin enn dro d’he wele, hag ho zad, patriarch ha profet war eunn dro, a ziskleri da pep hini anezho ann traou a dle c’hoarvezout gant he lignez. « Ruben, eme-z-han, d'he vap hena, d’id-de oa dleet holl brivilachou ann henanded, mes ez pez sonch euz ar pez ec’h euz great da Vala, matez da vamm, ha pried ivez d’in-me ! Na ri ket a vrud, dre ma ec’h euz dizenoret gwele da dad. » Hag e gwirionez, breuriez Ruben ne ket bet biskoaz kré ann traou gant-hi. Ar veli roeal, hag ar velegiez dleet da lignez ar map hena, a dremenaz da vreuriez Judaz, ha da hini Levi. Den na oar pet rumm dud en em zant euz a zizurjou eunn tad den lik.

« Simeon ha Levi, breudeur er gwall ober, ho pet sonch euz ar gear a Zichem distrujet gan-e-oc’h enn ho kouunar. Laza a rejoc’h a dreuz hag a hed, ann dud divlamm gant ar re gabluz, bikenn na rinn va grat da eunn hevelep venjanz. Enor ho c’hoar ho poa da venji ; hogen nann gant kement a gruelded. Eunn devez e viot dispartiet ann eil diouc’h egile, hag unan ac’hanoc’h a vezo evel dismantret e touez bugale Izrael.» Sevenet eo bet diougan Jakob ; pa oe rannet ann douar santel etre ann daouzek breuriez, Hini Levi n’e devoe karter ebed enn he bez. Roet a oe d’ezhi tamm tu-ma, tamm tu-hont, enn hevelep fesoun ma en em gavaz evel dismantret e mesk ar breuriesiou all, evel ma en devoa he c’hef dismantret ar Sikimided. Gant ar muzul ma vuzulot e vezo muzulet d’e-hoc’h.

Arru gant Judaz, he bevarved map, Jakob a chench doare da brezeg ; eur sklerijen nevez a dremen dre he spered ; gwelout a ra ar Mesi o tiskenn diouc’h ar map-ze d’ezhan, ha na hell mui pennekaat he estlamm. « Judaz, eme-z-han, da vreudeur az meulo, etc. Ar walen roeal na vezo ket lamet digant Judaz, ken na zeui ann hini a dle beza digaset, etc. » Sevenet eo bet e Jezuz-Krist, ann holl draou kaer a lavaraz Jakob. Pa oe ganet ar Mesi gant ar Werc’hez gloriuz Vari, merc’h iaouank euz a vreuriez Judaz, ar c'halloud hag ar veli ne oant mui e-barz ar vreuriez-ze, pehini beteg ann amzer-ze a oa bet ato e penn ar bobl a Izrael ; ar Juzevien a oa neuze gouarnet gant Herodez roue diaveziad, ha sujet he-unan d’ann Impalaer Kezar-Aogustuz.

Jezuz-Krist leon kré ha kalounek a zo bet savet da vrezelekaat, ha da ziskar ann Aerouant koz ; ha da ziframma diouc’h he grabanou eneou ann dud euz a bere e rea he breiz a-baoue derou ar bed.

Jezuz-Krist, pa gomz euz he Iliz hag euz he relijion, a c’halv anezho he winien. Ann azen iaouank war behini ec’h azezaz, pa reaz he zonedigez triomfluz er gear a Jeruzalem, a skeudenne ar baianed, pere a oa bet bete neuze dizamm ha digabestr. Ann azenez war behini e pignaz ivez, a skeudenne ar Juzevien, boazet dija da zougen ar beac'h pouner euz al lezen goz. Staget en deuz ann azen ouc’h he winien, enn eur c'hounit ar baianed d’he relijion, staga a rai ivez ann anezez, pa zeui ar Juzevien da zistrei d’ar feiz gristen a-barz fin ar bed, ha da ober gan-e-omp ar memes bobl hag ar memes Iliz.

Map Doue, oc’h en em ober den, en devoa en em c’holoet euz hor pechejou-ni, evel euz a eur vantel euzuz ; hag ar vantel-ze, he gwelc’het en deuz enn he c’hoad, war menez Kalvar. Pa’z omp bet badezet, eme Sant Paol, hon euz en em wisket euz a Jezuz-Krist evel euz a eur zae nevez ; hag ar zae-ze a welc’homp ivez e-barz ar gwin, da lavarout eo, e goad sakr hor Zalver, dre zakramant ar binijen, hag ispisial dre zakramant ann aoter, e pehini e tigemeromp hon Doue, dindan ar spesou a vara hag a win. — He zaoulagad kaeroc’h eget ar gwin, eo sklerijen ann aviel pehini a red dre ar bet evit he barea, evel eur gwin kre ha mad dre c’houliou ar Samariten. Hag he zent gwennoc’h eget al leaz, a zo komzou ann aviel pere a glever euz a c’henou ann ebestel hak ar veleien all, glan ha neat a bep fazi, kré ha stard evel dent iac'h ha gwenn-kan e genou tud iaouank-flamm.

Re hir a ve lakaat ama ann holl brederennou ho deuz great ann Tadou Santel war ann traou misteriuz a lavaraz Jakob d’he vugale all ; ispisial d’he vap Jozeph. Achuomp dre ar pez a lavaraz da Venjamin : Benjamin bleiz skraper, etc. Sant Aogustin a zonj d’ezhan e selle ar brofesiez-ze ouc’h Sant Paol. Saol, eme-z-han, savet euz a vreuriez Benjamin, a zo bet, er penn kenta euz he vuez, eur bleiz skraper. Taga ha dismantra a reaz denved Jezuz-Krist, ken na oe skoet war hent Damaz, ha chenchet enn eunn taol, dre ann touch euz ar c’hras. Deut eo neuze da veza nann hep ken eunn oan dous hag hegarat, mes c'hoaz eur mesaer tener hag evesiant da dropellou he vestr divin, ha rannet en deuz gant-ho ar sklerijen vraz hag ar grasou dispar en devoa euz ann env. Pebez enor d'ar zant braz-ze beza bet diouganet evel he vestr, tost da zeitek-kant vloaz a-raok he c’hinivelez ?


————

PENNAD L.


Enterramant Jakob — Maro Joseph.


(Euz ar bed 2274.— Araok J. K. 1730.)


1. Jozeph o welout he dad maro, en em strinkaz war he zremm enn eur wela, hag enn eur boket d’ezhan.

2. Hag a reaz urz d’ar vedisined a oa enn he zervich, da valzami he dad gant louzeier c’houes-vad.

3. Ober a rejont hervez ma oe gourc'hemennet d’ezho ; ar pez a badaz daou-ugent devez ; rak ar c’hiz a oa da lakaat ann hed-amzer-ze da valzami ar c’horvou maro : hag ann holl Ejipt a zougaz kanv da Jakob e-pad dek devez ha tri-ugent.

4. Ha pa oe tremenet kmzer ar c’hanv, Jozeph a gomzaz ouz ofiserien Pharaon evel-henn : Mar em euz kavet trugarez dira-z-hoc’h, livirit da Pharaon,

5. Penaoz va zad en deuz great d’in toui d’ezhan enn eur lavaront : Chetu me o vont da vervel : va besia a reot ebarz ar bez am euz kleuzet evid-oun, e douar Kanaan. Mont a rinn eta, besia a rinn va zad, hag e tistroinn raktal.

6. Pharaon a respontaz d’ezhan : It, ha besiit ho tad, hervez al le hoc’h euz great.

7. Pa bignaz Jozeph da vro Kanaan, ar re gosa eveuz ofiserien palez Pharaon, hag ann dud enorusa euz ann Ejipt a ieaz gant-han ;

8. Holl dud he di ivez, hag he vreudeur ; na choumaz e douar Jesen nemet ar vugale vihan, ann denved hag ar zaout.

9. Mont a reaz c’hoaz d’he heul kalz kirri ha marc’heien, ar pez a reaz eul lod-tud ha na oa kel bihan.

10. Arruout a rejont e leur Atad, pehini a zo enn tua ll d’ar Jourdren ; hag eno e tremenjont seiz devez oc’h ober lidou ann enterramant, gant kalz a zaelou hag a welvan.

11. Tud douar Kanaan, o welout kement-ze, a lavaraz : Eur c’hanv braz a zo gant ann Ejipsianed. Chetu perak eo hanvet al leac’h-ze, Kanv ann Ejipt.

12. Mipien Jakob a reaz eta ar pez en devoa ho zad gourc’hemennet d’ezho.

13. Dougen a rejont he gorf da zouar Kanaan, hag he vesia a rejont er gavarn a ziou gampr en devoa prenet Abraham gant ar park, digant Ephron ann Hethead, rek-eneb da Vambre, evit ober he vez enn-hi.

14. Jozeph o veza besiet he dad, a zistroaz d’ann Ejipt gant he vreudeur, ha gant ann oll Ejipsianed a oa eat d’he heul.

15. Goude maro ho zad, breudeur Jozeph ho devoa aoun, hag a lavare etre-z-ho : Brema Jozeph a helfe kaout sonj euz ar gwall-gas en deuz gouzanvet, ha daskori d’eomp ann holl zrouk hon euz great d’ezhan.

16. Hag e kosjont tud da lavarout d’ezhan : Ho tad a-barz mervel en deuz gourc’hemennet d’e-omp,

17. Lavarout d’e-hoc’h euz he berz : Ho pedi a rann da ankounac’haat torfed ho preudeur, ho fec’hed hag ho drougiez zu enn ho kenver ; Ha ni hon-unan, ni ho ped da drugarezi ar fallagriez-ze da zervicherien Doue ho tad. Jozeph, o klevout ar c’houzou-ze, a welaz.

18. He vreudeur a zeuaz neuze d’he gavout, ha stouet beteg ann douar d’he adori, e leverjont d’ezhan : Ho servicherien omp.

19. Hag hen a respontaz d’ezho : N’ho pezit ket aoun, hag hellout a reomp-ni enebi ouc’h ioul Doue ?

20. C’houi hoc’h euz bet c’hoant da ober drouk d’in ; hogen Doue en deuz c’henchet ann drouk-ze e mad ; evit ma huelaat evel m’her gwelit hirio, ha savetei meur a vobl.

21. N’ho pezit ket aoun me ho mago, c’houi hag ho pugale vihan. Ho c’honforti a reaz er c’hiz-ze enn eur gomz out-ho gant douster ha teneridigez.

22. Choum a reaz eta enn Ejipt gant holl dud ti he dad, hag e vevaz beteg ann oad a zek vloaz ha kant. Gwelout a reaz bugale Ephraïm beteg ann drived rumm, ha bugale Makir, map Manase, a zeuaz er bed evel war varlen Jozeph.

23. Goude ann traou-ze holl, Jozeph a lavaraz d’he vreudeur : Goude va maro, Doue a zeui d’ho kwelout. hag a rai d’e-hoc’h pignat diouc’h ar vro-ma d’ann hini en deveuz touet rei da Abraham, da Izaak ha da Jakob.

24. Goude beza great d’ezho toui d’ezhan , ha goude beza lavaret d’ezho : Doue a zeuio d’ho kwelout, kasit gan-e-hoc’h va eskern diouc’h ar vro-ma,

25. E varvaz, oajet a zek vloaz ha kant. He gorf a oe balzamet ha lekeat enn eunn arched ebarz ann Ejipt.


————


SKLERIDIGEZ.


Mar d-eo goulenn diveza pep den klanv eunn dra sakr, ha respetet a holl viskoaz gant pep seurt tud hag e pep bro, petra na dle ket beza evit bugale savet mad, gourc’hemenn diveza eunn tad pe eur vamm vertuzuz ? Goa d’ar c’hrouadur dizanaoudek hag a vank da zeveni goulenn diveza pe testamant he dad ! Jozeph a zo bet e kement-ze c’hoaz skouer ar vugale vad. Enoriou ar bez, ar c’hanv, ann obit, a zo dleadou a respet, a garantez hag a anaoudegez-vad euz a berz ar vugale e kenver ho c’herent ; hogen war gement-ze ne vankaz netra d’ar patriarch Jakob. Balzamet he kanveet eo bet evel eur roue euz ar vro ; ha pa ’z eaz Jozeph d’he gas da zouar Kanaan, euun niver braz a Ejipsinned, ar re gosa hag ar re genta zo ken euz ar rouantelez, a heuliaz ar c’horf beteg eno, ken dre garantez evit Jozeph , ken dre respet evit he dad vertuzuz. Rak enori a rear nun dud honest e-pad ho buez, ha muioc'h c'hoaz goude ho maro.

Ne ket dibaot gwelout breudeur a zo, o tont, goude maro a re goz, d’en em hega, d'en em chikan, ha da lakaat da doulla, e gweled ho c’haloun, eur gor-drougiez pehini ho devoa kuzet bete neuze dre zoujanz evit ho zud. Ne ket er c’hiz-ze a reaz Jozeph. Pardounet en devoa he vreudeur, nann hep ken abalamour d’he dad, mes dreist pep tra abalamour d’he Zoue. Rak-ze e-leac’h ho c’hastiza hag en em venji evel m’ho devoa aonn na raje, e teu d’ho c’honforti, d’ho iskuzi memes, enn eur lakaat war gount Doue ann drouk hag ar mad a oa c'hoarvezet gant-han. Kenderc’hel a reaz d’ho skoazia ha d’ho maga ; ha na c’houlennaz digant-ho ken anaoudegez, nemet ar c’hras ma kasjent, eunn devez, he relegou da baouezi e kichen korvou he dud koz. Ar pez a reaz ar bobl a Israel, pa zeuaz kuit euz ann Ejipt evit distrei d’ann douar diouganet d’ezhan gant Doue.

Ret eo ma ve e gweled besiou hon tud koz eunn dra misteriuz bennak hag hon tenn war-zu enn-ho, evel ma tenn ar mean-touch eunn nadoz houarn. Rak ne ket ar batriarched hep ken eo ho deveuz goulennet beza besiet e kichen ho zadou ; ar baianed hag ann dud hep feiz na reiz a gustum ivez huanadi kanvouuz, pa renkont mervel pell diouc’h ho bro. Eur brezellour kalounek a varv war al leur-gann ; pell diouc’h he vro, hag eur barz a lavar anezhan : Et dulces moriens reminiscitur Argos ! Hag o vervel e teu koun d’ezhan euz he Argoz muia-karet. — Siouaz d’in, eme ar fall Antiokuz, chetu me o vervel leun a dristidigez enn eur vro ha ne ket va hini eo ! Ecce pereo tristitiâ magnâ, in terrâ alienâ. (Mak. vi. 13.)

Ar c’hoant-ze en deuz pep den da vervel enn he vro, ha da veza enterret e kichen he gerent, ar c’hoant en deuz e ve great eur stad bennag euz he gorf paour goude he varo, ha na vefe-hen ket eunn desteni aziabarz a c’hanomp hag a lavar ez euz eur vuez all ! Ha na ve ket ann dra-ze eur merk e kredomp dre natur ne varv ket ann ene ; hag e tle ar c’horvou dont adarre e buez ? Eo, me gav d’in ; hag euruz eo ann hini a hell beta besiet enn he barrès, e kreiz-etre he dad hag he vamm.


DIVEZ.
  1. Ar geriou skrivet gant lizerennou italik, n’emaint ket ebarz ar skritur ; lekeat int, pa eo bet red, evit rei da glevout gwelloc’h petra lavar ar c’homzou sakr.
  2. Skleridigez ha prederennou a zo lekeat eleac’h explication ha reflexionou, pere a zo geriou gallek.
  3. Tud gwiziek a dro ar wersad-ma er c’hiz all ; ann tad meurbed enoruz de carrières he laka evel henn :
    23. Hogen Lamek, o veza great eur muntr a lavaraz d’he c’hragez Ada ha Sella : gragez Lamek, klevit va mouez, selaouit ar pez az ann da lavarout d’e hoc’h : aoun hoch euz dre’n abek ma em euz lazet eunn den pehini en deuz va gouliet ; aoun oc’h eus na venn lazet va unan, dre’n abek ma em euz lazet eunn den iaouank pehini en deuz va goloet a c’houliou.
  4. Ebarz ar skritur ar mab hena ne d-eo ket ato ar mab kenta-ganet ; hogen ann hini da behini eo bet roet ar gwir a henanded, kollet gand ar mab kenta enn eur fesoun bennag.
  5. Seth, Enos, Kaïnan hag ann Huel-Dadou all, hanvet ama, ho devoe bugale all oc’hpenn eget ho faotred hena ; ar skritur a lavar euz a bep hini anezho ar pez a zo lavaret euz a Adam er wersad 4 : Ha beza en devoe c’hoaz mipien ha merc’hed.