Furnez Breiz/Euz ann danvez

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Alphonse Lemerre, éditeur, Hep meneg  (p. 250-254)



Euz ann danvez

I

Gwell éo diski mâb bihan
Éghéd dastum mâdou d’ézhan.

Gwell éo brut mâd da péb-hini
Évid kaout mâdou leiz ann ti.

Doué ouz ar stad na zell ket.

II

Béza paour né kéd péc’hed,
Gwell éo kouskoudé téc’het.

Ann hini en deûz a lip hé c’heûz
Ann hini n’en deûz a zell a dreûz.

Gwelloc’h moghed évid réo,
Gwelloc’h arc’hand évid bléô.

Gwell éo mérer pinvidik
Éghéd dijentil paourik.

Eunn alc’houé arc’hand a zigor
Gwelloc’h eunn alc’houé houarn ann ôr,
Gwelloc’h arc’hand eunn alc’houé aour.


III

Ataô é gaver éost ann amézek
Gwelloc’h évid hon hini.

Ker brâz laer éo néb a zalc’h ar zac’h
Evel néb a lak ébarz

Dibaod dén né pinvidika
Oc’h ober gaou eûz hé nésa.

Paourik pa pinvidika
Gwâz évid ann diaol éz ia.

Hag a vec’h euz ar wenn ar c’hi,
Mar hoc’h eûz mâdou deûd enn ti ;
Hag a vec’h euz ar wenn ar roué,
Mar d’hoc’h paour id é hanô Doué.


IV

Madou zeu ha madoù ia,
Ével moghéd, ével pép tra.

Ann danvez dastumet gand ar ratel
A iélô buhan gand ann avel.

’N hini a viraz a gavaz
Antrônoz beûré pa zavaz.

Ann arc’hand a zeû a-berz ann diaol
A zistrô, vâd, da houarna Pôl.


V

Esoc’h d’ar mâb goulen oc’h tâd
Évid d’ann tâd goulend oc’h mâb.

Pa zeû ar paour da doull hô tor,
Ma na roit kêd d’ézhan, respontit gand énor.


péden o ribotat.

Sant Iouen, sant Iann,
Leiz ma ribod a aman ;
Hag eur bannik bihan a léz
Évid ober d’ar paour kéz.


————