Mont d’an endalc’had

Fanchig Pitiboutik

Eus Wikimammenn
Kroaz ar Vretoned, 1914



Eur gontaden nevez gant Loeiz ar Floc’h


FANCHIG PITIBOUTIK
————


En eur barrez vihan, taer leo diouz Sant-Brieg, war ribl an traez, e oa, breman ’zo daou c’hant vloaz, eur paotr koz hag en devoa tri mab, Pipi, Yann ha Fanchig.

An tri mab n’oa ket c’hoaz du ar mar-bleo dindan o fri pa ouient ervat bleina eur vag war ar mor. Abred e oant desket da veza pesketourien ; nemet mevelien gant ar re-all e oant ha netra ken.

Koulskoude, eun devez e teuas c’hoant d’ezo da gaout eur vag d’ezo o-unan. Terri a raent e benn d’an tad evit se, met heman a oa stag e groc’hen oc’h e gein ha ne c’houle ket tenna peziou melen eus e yalc’h ; … gwelloc’h e kave lakaat enni ! Evelkent, eun devez an tri breur en em lakeas a-zevri gant o zad ha, dre boania kalz, e teujont a-benn eus o zaol. Setu m’o devoa an tri breur eur vag evito, hag eur gaer a hini, kement ha kaout.

Mont a rejont da besketa ha, loc’h enno e taolent o rouejou er mor. Met, allas ! pesk ebet en devez kenta, kouls laret. An eil devez ’oa bet falloc’h c’hoaz. Hogen d’an trede devez, Pipi a laras mont a-bell er mor, da welet pe e oa pesked pe ne oa ket.

E gwirione, ez ejont ker pell, poulzet gant an avel diroll, ma oant erruet e-tal eun enezen vihan ha n’oa enni nemet eur maner lugernus. Sanket doun er roc’h, pevar beul houarn teo a zalc’he a-zibouez chadennou dir ar maner e bransel. An tri breur, poulzet gant an avel betek ar roc’h, a zellas gant enkrez ouz ar maner-ze, a vransigelle evel eur c’havel dre nerz an avel diroll. Piou a c’helle beza o chom eno nemet un den pinvidik bennak, skuiz o veva e-touez an dud ? Chom a rejont o-zri e-pad eur pennad mat da c’hervel, met den ne deue da welet petra a glaskent.

Eur chadenn a deue eus an nor betek ar mor, ha Pipi a grogas enni, a bignas ganti betek ar zec’h. An daou vreur all a heuilhas o breur henan. Ober a rejont tro ar maner, met n’oa nemet eun nor da vont e-barz. Pipi gant e votez a skoas war an nor, hogen den ne respontas.

Koulskoude, an naon a denn ar bleiz eus e doull, hag ar baotred ivez, du gant an naon, o devoa mall da gaout eun tamm bara da chaokat. Fanchig, ar yaouanka, a doras eur weren war ar prenestr hag a yeas en ti en eur grena.

En eur gambr e welas eur bern mouneiz rouz, peziou a zaou wenneg ; en eur gambr all eur bern peziou a ugent real, hag, en drede, eur bern peziou a ugent lur. Strafuilhet-oll, e teuas da laret d’e vreudeur petra en devoa gwelet. Kerkent ar re-man a lammas en ti, ha buhan da grabanata aour.

Pa gave d’ezo e oa er vag a-walc’h a aour evit beva evurus, Pipi ha Yann a laras da Fanchig e oa poent mont war-zu ar gêr. Fanchig, en eur c’hoarzin, a laras d’ezo mont d’ar gêr m’o devoa c’hoant, rak hen a oa brao el lec’h ma oa war e vern aour. Teurel a reas d’an douar diou dorz vara evit ar veach hag, heb ehana tamm, e tiboulle sac’hadou aour betek ribl ar mor.

— « Hastit buhan dont en-dro, emezan, rak a-benn ma teuoc'h, e vezo evidoc’h eur garg all aman. »

— « Gwelloc’h eo d’it dont d’hon heul, rak, ma n’eus den breman er maner, marteze a-benn an noz e vezo. »

— « Nan, nan, it d’ar gêr, ha livirit d’hon tad beza dinec’h gant e Fanchig. »

An daou vreur a lezas an tournez bihan er maner ha, goude beza bet pevar devez war ar mor, ec’h en em gavjont er gêr. An tad a oa laouen meurbet o welet e vugale, met tenvalaat a reas e zremm pa welas n’oa ket Fanchig ganto.

— « E pelec’h eo chomet va mab bihan ? »

— « Chomet eo er maner, tad ; eman o krabanata aour da zigas d’eoc’h, ha setu aman ar pez hon eus dastumet evidoc’h. »

— « Pe sort maner a livirit ? »

— « N’ouzomp ket hon-unan hano ar maner-ze a zo a-istribilh a-us d’ar mor. »

— « Ar maner-ze eo ti ar ramz Brazegof, hag a laer tud evit o dibri ha, sur, va mab a zo breman er gaoter vras ! O paour kaez Fanchig, dallet out abred gant madou ar bed-man !… It buhan war ho pagig ; digasit d’in va mab ez veo pe ez varo ! Ne gouskin ket ken n’am bezo poket d’am mab bihan. »

An daou vreur, goude beza kemeret bara ha kig eus ar gêr, a gimiadas diouz o zad.


Diverradur eus ar pennad kenta : Fanchig Pitiboutik hag e vreudeur o deus prenet eur vag hag ez eont ganti en doun-vor ; kavout a reont, war eun enezen, eur maner burzudus a-vransel a-zibouez chadennou dir. Er maner-ze ez eus tenzoriou a vern. Fanchig a lez e vreudeur da zistrei d’ar gêr hag e chom er maner. E dad, pa glev ar c’helou, a anvez ez eo ar maner-ze maner ar ramz Braz-e-gof, hag a gas e vibien buhan en-dro da zikour Fanchig.

Du-hont er maner, Fanchig, pa oa e-unan, en em lakeas da furchal ar c’hampreier an eil goude eben. En unan anezo n’oa nemet pennou maro digiget, diskrougnet ganto o dent. En eun all n’oa nemet eskern tud, korfou bras ha re vihan, astennet war al leuren an eil war egile. En deirvet kampr e welas eur gaoter vras, hag enni korf eun den yaouank en e bez daoubleget.

Fanchig neuze, daoust n’en devoa ket aon rak e skeud, en em lakeas da ouela. Keuz en devoa breman, met re diwezat e oa.

Mont a reas da zellet ouz ar mor dre ar prenestr ha ne zaleas ket da welet eul lestr ruz-tan-glaou o tostaat ouz ar maner. Penfollet, e klaskas eun toull evit en em guzat. Terri a reas a-daoliou skoaz dor eur gamprig vihan a oa e grignol ar maner hag ez eas e-barz.

Neuze e welas, en eur gaoued houarn, eur marmouz koz hag a lavaras d’ezan : « Tenn ac’hanoun eus an toull-man, ha n’ez pezo droug ebet. Me az saveteio dre nerz ar walen aour a zo en-dro d’am lost. Digaset oun aman gant rouanez ar gwrac’hed, enebourez vras ar ramzed a vev gant kig tud. Bremaïk, pa deuio an noz, e rankin mont en e wele, frota va lost ouz e zaoulagad, steki wa gwalen ouz e vuzellou, ha sanka va dent en e gof. Kerkent e tihuno, e losko eur skrijaden, hag, eun eur goude, e varvo e-kreiz ar poaniou krisa. E gof a grenvo, a laosko eun tenn evel eun tenn kanol ha, diwar neuze, e vezo graet an traou d’ezan. »

— « Skrijal a ran o klevet da gomzou, mignon mat, ha da drukarekaat a ran evit da vadelez. »

A-vec’h e oa peurachuet ar c’homzou-ze gant Fanchig ma oa krog ar maner da vransigellat ha da grena endra ma c’helle.

— « Ro peoc’h breman ; tenn da alan gouestadik, rak ar ramz a zo tano e fri ha, ma sant c’houez ar c’hristen, e klasko ken na gavo, ha neuze e vezimp hon-daou debret en eur c’hofad. »

— « Senti a rin ouzit, mignon marmouz, ha, mar kerez, e tigorin warnout an nor, e tennin dioc’h da lost ar walen aour a zo en-dro d’ezan. »

— « Gortoz c’hoaz ken na vezo kuzet an heol, pe em bije poan o tont a-benn eus va zaol. »

Eur c’hard-eur goude, Fanchig a gleve unan bennak o ouela er gampr nesa dindan.

— « Eman ar ramz o vont da ober e goan, a lavaras ar marmouz ; ar c’hlemmou a glevomp a zo klemmou eun den eveldout o vont er gaoter hag, a-benn eun hanteur-eur, eman poaz, ha raktal e vezo debret. »

— « Krena a ra va holl izili, ha va gwad a verv gant an enkrez am eus. »

— « Gant a ri, ro peoc’h evel eul logoden er bleud. »

A nebeudou, ar c’hlemmou a ehanas : eun den a oa maro e kaoter ar ramz.

An amzer ne dremene ket buhan, nag evit Fanchig, nag evit ar marmouz. An tabut a oa gant ar ramz war-dro e gaoter ne blije ket nemeur d’ezo ; ar grougnadennou spontus, a laoske beb an amzer, ne zigasent ket d’ezo na naon, na c’hoant kousket, na zoken c’hoant kana.

Koulskoude, a-nebeudou, an tabac’h a ehanas. Ar ramz en devoa karget e gof a gig fresk ; pell a oa abaoe ma voa du an oabl. Ar marmouz neuze a laras d’e vignon digeri warnan an nor evit ma ’z aje er-maez eus ar gaoued. Fanchig a zigoras, a dennas ar walen a oa en-dro da lost ar marmouz.

A-benn eur pennad mat goude, eur flamm tan a sklerijennas ar prenestr bihan, hag a reas aon da Fanchig, a gave d’ezan e oa kurun.

— « Al luc’heden-ze, paotr, a deu eus an douar, digaset betek ennomp gant rouanez ar gwrac’hed, evit laret eo deut ar mare d’in da ober va c’hefridi.

Poent eo d’in diskenn. Deus d’am heul ; digas ganez ar gaoued ha, bremaïk, e weli penaoz e ranker choura eur ramz araok rei d’ezan taol ar maro. »

— « Aon am eus o vont ganez… Ha, ma rafen trouz da zihuna ar ramz. »

— « Diwisk da voutou ; bale war da vizied treid, ha chom bepred a-wel d’in. »

Dre ma tostae an daou ganfard ouz kampr ar ramz, e klevent eun diroc’h spontus ; eur c’houez pounner meurbet a rene en aer tro-dro d’ar c’horf euzus.

Erruet e-tal dor ar gampr, Fanchig a welas e oa alc’houeziet. Ar marmouz neuze a roas ar walen da Fanchig ha, raktal ma voe stoket ouz toull an alc’houez, e tigoras hep trouz. Trumm evel eul luc’heden, ar marmouz a bignas er gwele. Tremen a reas e lost hir war daoulagad ar ramz, lakaat a reas ar walen d’ezan war e vuzellou, sevel a reas eun tamm an dilhad-gwele, diskolpa a reas eun tamm eus kof an hugunod, ha trumm da doull an nor echu gantan e gefridi.

An debrer-tud, kerkent ha ma santas skilfou lemm ar marmouz o vont doun en e groc’hen, a laoskas eur youc’haden skrijus, ken na dregernas ar maner a-bez gantan. Torcha a reas e zaoulagad, met, allas ! dallet e oant ; êsa a reas kaozeal, laret e zante c’houez ar c’hristen, met, allas ! mud e oa. Lakaat a rae e zaou-zourn war e gof, met kontammet e oa e wad ! Dont a reas er-maez eus e wele ; allas ! stoka a rae e benn hag e gof bras ouz mogeriou e vaner. Kaer en devoa en em zifretta, skei e dreid en douar, den ne drueze d’ezan, na Fanchig, nag ar marmouz, na zoken an tregont den en devoa laeret e Bro-Zaoz, hag a vije bet debret en eiz de kenta. Eun eur goude, an eonen e korn e vuzellou, eur c’houezen wenn ha flerius o tivera dioutan, ar ramz a gouezas a-stok e gorf, a-fardakleo war leuren ar gampr, en eur leuskel eun tenn kanol. Maro-mik e oa ; e gof a oa toullet, krenvet gant bilim ar marmouz.

Ar Zaozon a gemeras funiou al lestr, o stagas ouz korf ar ramz maro hag, eur pennad goude, e oa stlejet er mor… Eun tamm brao a voued e oa evit ar pesked !

Antronoz ar beure, ec’h en em gavas Pipi ha Yann gant o bag. Fanchig, ’dal m’en devoa o gwelet, a fichas e vouchouer d’ezo, evit diskouez d’ezo e oa beo hag e oa mat an traou gantan er maner.

Neuze, er veach kenta e voe kaset an hanter eus an dud da Zant-Brieg ; en eil beach an hanteren all, hag an trede beach a voe evit kerc’hat kement gwenneg a oa er maner.

Tremen dek milion a oa da ranna etre an tregont Saoz hag an tri Breizad. Pa voe rannet ar madou, e voe graet eur banvez a zoare, a c’hellit kredi. Me ne oan ket bet pedet da vont, rak n’oan ket c’hoaz war an douar, met, ma vijen bet, em bije bet ebad o welet ar Zaozon hag ar Vretoned mignoned vras, o tibri ouz ar memes taol. An hini, moarvat, ’oa al laouenna e oa tad an tri Patrom:Reiz, rak ar vag nevez prenet he devoa buhan gounezet he arc’hant.

Loeiz ar Floc’h.