Fanch Kouer
FANCH KOUER
――――
Pell ’rauk goulaouig an de
’Sailh Fanch Kouer ’maes e wele.
— ’Sord zo kauz eta, Fanchig,
E savez ken abredig ?
— Ma fried, n’ouveez ket
Am eus da gaer da vonet,
Da werzañ daou zac’had ed ?
Gwell eo ganiñ mont abred :
Primoc’h ’ze e vin distro,
Hag arc’hant em godello ! —
Prest goude, oa Fanchig Kouer
Oc’h ober hent, dibreder,
War e azen, en noz du,
Gant daou zac’h, unan ’bep tu.
Ar beure ’luc’h war ar glis
P’eo arri Fanch en Keris.
— Porjer, digorit an nor,
’Mañ Fanch Kouer o c’houl digor !
Porjer Keris, pa glevas,
Deus e wele a zavas ;
Deus e wele eo savet,
Ar persier ’n eus digoret.
— Choui, ’mezañ, eo ar c’henta
’Antre hidiv er gær-ma ;
N’ oc’h ket bet pell ’tiblouzañ !
Marc’had mat d’ac’h ’zouhetañ ;
Marc’had mat ’zouhetañ d’ac’h,
Gant ho loen hak ho taou zac’h ! —
Marc’had Fanch ne oe ket fall,
Pa oa deut ’raug ar re-all :
Gwerzet ’n eus holl e winiz,
’Vel ma kare, d’eur bourc’hiz,
Gantañ eur pikol barv gwenn,
Hag a gomzas d’añ ’velhen :
— Kontant oc’h da zont gani
’Kas ho sac’hadou d’am zi ?
— Ya zur — ’me Fanch. Hag i mont ;
D’eun ti kaer e tigouezont.
Pa ’z int er porz antreet
Ha peurziskarget an et,
An autrou a zigor frank
Eur gambr vras d’ar pautr yaouank.
Hemañ a zo chomet pell
Bamet, gant ar pez a wel :
Arc’hant hag aour bern war vern ;
Mein talvoudus, a lugern
Deus pep liv ar oareg-glao
’Vel eur parkad bleuniou brao !
An autrou ’lar d’an den paour,
O tiskouez d’añ eur pez aour :
— Lennit ’n hano-ze, ma goas,
Ha m’ho lako pinvik bras ! —
Fanchig, na ouie ket lenn,
A wel engravet eur penn
Hanval ous hini ’r c’hoziad ;
Tridal ’ra : heñ eo, sur mad !
Hag e lar, o stoui don :
— Hoc’h hano, roue Grallon ! —
Ha kouezañ war e zaoulin.
— Eus ’n enor-ze n’oñ ket din,
’Me ’r prins mat, o vousc’hoerzin.
Sav, ha kemer perlez fin,
Mein prisius, aour, arc’hant,
A vriadou, ’vel ’to c’hoant,
Da hadleunia da zeier ;
Ha retorn eurus d’ar ger ! —
Prest goude, oa Fanchig Kouer
’Ober hent arre, seder,
War e azen, en deiz splann.
Pa ’n em gave i-unan,
Tell d’añ sellet an treo kaer
’Zo mesk-ha-mesk ’n e zeier ;
Lorc’h d’añ bezañ pinvik-mor,
Teu da zispak e denzor.
Gant al luc’hed flam a daol,
’Vel koummou a lufr en heol,
’Vel koummou a lufr en heol,
E chom mezevellet oll,
Ken a gouez rust d’an douar…
Hag e tivun gant glac’har !
Divun a ra Fanchig Kouer
War ’n hent bras a Landreger,
Astennet war lein e gein,
Blonset e gorf gant ar mein ;
’N e gichen e azen du,
Gant e zeier a bep tu ;
’Met, sioas ! ne oant ken leun
A berlez kaer nag a c’hreun !
Disrouiet gant drein, en hent,
Bep kammed e tishilient ;
Bep kammed e tishilient :
I a oe ken tenn agent,
I ken tenn agent, ken blouc’h,
A oa koazet o stambouc’h ;
I ken tenn agent, ken reut,
Pegen moan ha treut oant deut !
Fanchig Kouer, dihunet mat,
Trot e vorzed, e lagat ;
Ha gant nadoez ha neuden,
Dreusañ pep sac’h, ken-ha-ken ;
Dastum enne edenno
A oa fotet tro-war-dro ;
Ha daoubleget, war e giz,
Mont da zerri ’r greun gwiniz
A oa bet d’ezañ lezet
Gant pep sort loened naoniet ;
Gant pep sort loened naoniet,
Evel logod ha razet ;
Evel razed ha logod,
A grign pepini e lod ;
Merien du ha merien ru,
’Ye meriennañ a bep tu ;
Merien ru ha merien du,
’Jech peb a dam tu pe du ;
’Jech peb a dam tu pe du,
D’o c’hlenkañ ’n o zoul dioustu ;
Ha naouspet laer eskellet,
’Vel piged ha kiginet :
’Vel kiginet ha piged,
Ar brini hag ar c’houlmed ;
Ar c’houlmed hag ar brini,
Golvaned, yer, klujiri,
’Vije ’poanial a-zevri
D’o fika hini ’hini,
D’o fika hini ’hini…
Evelse o teskaoui,
Goude kreiste, Fanchig Kouer
A zo arriet er ger ;
En dour-c’houes, hag heñ brewet,
’C’hlaouri gant faut ha sec’het ;
’C’hlaouri gant faut ha sec’het ;
Ponner a yalc’h, ’larañ ket.
’Larañ ket ponner a yalc’h ;
’N ed ’n eus serret, gant bec’h ’oalc’h,
’N ed ’n eus serret, gant bec’h ’oalc’h
’N eun hanter-zac’hig a zalc’h !
Pa wel ’nañ stouet e veg,
Vont warlerc’h e loen skoarneg,
’Vont warlerc’h e loen skoarneg,
’Mañ goall-zouezet e vroeg.
— Doue ! ’mezi, ma fried !
Pesort tro eta ’teus gred ?
— Ma groeg vat, m’oar ’vat e ris
Eun dro zod ha diavis ;
Eun dro zod ha diavis,
Klask Landreger dre Geris,
’Zo bet gwechall-gos beuzet
Er mor don, triouac’h gouret !
Skiant, avat, ’m eus prenet,
Gwerz tri hanter-zac’had et
Ha c’hoas eur pennad dervez
Ma foan, gant poan ma loan kez ;
Disket ’m eus, n’ankouaïn ken :
An Autrou Doue d’an den
’N eus roet an noz tenval
’Wit kousket ha hunvreal ;
An noz evit hunvreal,
Hag an deiz ewit poanial ;
An de sklær, ’wit labourat,
Dihun spered ha lagat !