Fables choisies de La Fontaine traduites en vers bretons/a-bezh

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche


FABLES CHOISIES

DE

LA FONTAINE,


TRADUITES EN VERS BRETONS,


PAR

P.D. DE GOËSBRIAND.





MORLAIX.

Vr Guilmer, Imprimeur-Libraire.

1836.
AVANT-PROPOS.


La langue bretonne, bien que pauvre et négligée, est si forte d’expression ; le tour d’esprit de nos cultivateurs se prêté si naturellement aux images, aux comparaisons, à l’allégorie, que j’ai cru possible de mettre à leur portée quelques-unes des leçons simples, naïves et spirituelles du bon LA FONTAINE.

Mais le nombre des fables dont j’ai osé entreprendre la traduction est très-borné ; car l’inimitable bon homme, quittant le langage familier, s’élève souvent aux plus hautes régions de la métaphysique ; cite l’histoire, la géographie, l’astronomie , la mythologie, etc.,… et tout cela serait de l’hébreu pour nous.

Je n’ai pas la prétention d’offrir à mes lecteurs, du breton classique et pur de tout alliage : je ne connais que le breton vulgaire, tel qu’on le parle aujourd’hui. J’aurais désiré ne me permettre que le moins possible, des mots évidemment d’origine française, lorsque la même idée pouvait se rendre par un terme vrai breton ; malheureusement la mesure et l’inexorable rime m’ont souvent imposé cette dure nécessité : je ne l’ai jamais subie sans un sentiment pénible, car c’est ainsi que notre vénérable idiome se perd. — Avis aux jeunes écrivains bretons !

Les dialectes de Léon et de Tréguier m’ont servi indistinctement, selon les exigences de la phrase poétique : le lecteur intelligent saura parfaitement distinguer quand une diphtongue devra être prononcée double ou simple, comme dans c’hŏas, Tréguier, ou c’hōas, Léon.

Quant in l’orthographe, je me suis cru libre de choisir et de modifier, vu que l’orthographe bretonne n’est pas encore fixée : celle de M. Le Gonidec me parait, sous plusieurs rapports, la plus rationnelle, mais on n’y est pas encore habitué ; d’après cela, je me suis rapproché de celle du P. F. Grégoire de Rostrenen.


————
FABLES CHOISIES


DE


LA FONTAINE,


TRADUITES EN VERS BRETONS.


********
AR GLESQER HAC AN HEGEN.
(La Fontaine. — Livre Ier, Fable III.)


Ar glesqer, pe mar de guelloc’h, ar ran,
A velas un hegen, lard, huel ha ledan.
Hi, qement hac ur vi,
(Ha bec’h aoalc’h gat-hi,)
En em, hastennas, dre avi,
Evit paraat, mar-g-ell, an aneval cornec,
Ha, dre ma plante c’huez en he c’hoff calonec,
O poursu mui-oc’h-mui : Petra songit, va c’hoar ?
Ha taust on-me deza ? — Mæs he-bèn a lavar :
Allas nan ! — Nac an taul-ma ? —
Pell e moc’h. — Taust on brema ? —
Cals a vanq, va c’hoaric qez.
Qement a ras, o planta c’huez
En he c’hroc’hen, ma crevas
Ha mervel marv-miq var ar plaç.

Ar bed so leun a dud ne dint qet furroc’h tamm ;
Ur bourc’his a savo ur palæs neve-flamm,
Evel ur prinç ; ar prinç, d’e dro,
A fell deza cass ambassadourien,
Evel ur roue, da bell-vro ;
Prinç a garfe douguen ar gurunen ;
Marquis a garfe caout paget ;
An oll a ve o clasq pignat bepret.


********


AR RAZ QÆR HAC AR RAZ DIVAR AR MÆZ.
(Livre I, Fable IX.)


Raz qær a roas ar beden
D’e vreur o chom var ar mæs
Da zebri gantan fritaden
Quilheryet assambles.

Var un tapis soupl ha sqidus
Ar frico oe servichet.
Comprenit na peguen joaüs
Oa ar c’houblat mignonet.

Lein a oa fichet e doare,
Na re sallet na re zouç.
En dra ebatent en dail-ze,
Ur re bennac a ras trous.


Adre an or trous a glefzont :
Peb raz a red quit, m’ar goar.
Achu an trous, e tistrojont
Hac ar ras qær a lavar :

Peur-echuomp hor frigoussen.
Aoalc’h, e me raz couër :
Deut dumâ varc’hoas d’ho meren ;
Ne brometan qet couls cher.

Mæs netra na droubl va frejou ;
Distourm o debran bemdez.
Fæ e guenin an ebatou
C’huero gat spount hac encrez !


********


AR BLEIZ HAC AN OAN.
(Livre I, Fable X.)


Guella lezen a so ê lezen ar c’hreffa :
Bemdez e velan ze, c’hui er guelo bremâ.
 
Un oan a dorre e sec’het
A hed un douric scler meurbet.
Var ar fæt e tigouez Guillou :
Näoneq e voa, hac o clasq fret.
Piou, emezan, (oc’h ober goal-sellou,)

Ho gra qen dispont, qen hardiz
Ma troublet va evach ? — Autrou bleis, sellet piz :
Me ped ho majeste, ep facha, da velet
Penos e maon a het ar voas
Iselloc’h evit-hi cant pass ;
Dre-se, troubli oc’h evach e nep qiz
Ne ran. — Ober a rit ! ’me neuze ar loen criz.
Ouspen, me voar, bloas so, oc’h euz
Va droug-preseguet, var ho reuz. —
Penaus a razen-me, pa ne oan qet er bed ?
Me so c’hoas var ma mam, n’on qet c’hoas disonet. —
Ho preur e oa. — N’am eus hini. —
Car e oa deoc’h ! Etrezoc’h-c’hui
Ne paouëzit, c’hui, chass ha tud,
Da rei dime peb-sort goal-vrud.
M’en dalvo deoc’h. Eb qen rimal,
Ar bleiz d’ar c’hoat, eb chipotal,
En deus stlejet an oaniq qez
Hac en debret eb setanç na proces.


********


AR FAGODER HAC AN ANCOU.
(Livre I, Fable XVI.)


Eur c’hæz fagoder coz croummet didan an oad,
Tortet c’hoas gat eur bec’h qeuned troc’het er c’hoad,
A gammejou munud, dibarfet ha stronsus,
En em stleje var-zu e lochiq moguedus.
Yosted ne alle mui gat squizder ha gat poan :
E taul e samm d’an traon, dre despet oc’h e doan.
Pe seurd joa am eus me aba ma ’m’oun er bed ?
Qen paour ha me, biscoas, hac he so bet cavet ?
Guech n’am eus tamm ebet ; evit repos, jamæs !
Sourdardet da loja, bugale ha maouez ;
Creançour da bea, an dever, an autrou !
Tennet an daulen-se eus e oll viseriou,
E hopas d’an Ancou. Hi a zired d’ar c’hri.
Na petra rin-me did evit ta soulaji ? —
Va sicourit, mar plich, da samma va orden :
Un tauliq dorn eb-qen ; eb dale, c’hui, souden,
A ello ; va c’homer, moned c’hoas en ho tro.
 
Ar marv so ar louzou da guement anqen so :
Gouscoude, tud, e lec’h ma zomp
Chomomp e qeït ha ma elfomp.
Guëll’ e d’an den, graï a garo,
Gousaon poan eguet ar maro.


AN OSAC’H OAGET HAC E DIOU VESTREZ.
(Livre I, Fable XVII.)


Un den etre yaouanq ha coz,
E vleo o tenna var ar glas,
Ounta e-hunan a songeas
Ne vige qet mal-a-brepos
Qemeret græg ha fortunia.
Choas a raze ; arc’hant a voa :
Deza ’maïnt oll o clasq plijout.
Amzer en deus ; ne qet qen æz tizout
Ar loden vella etre cant.
Etouez ar re-ma, diou plac’h drant
Var e galon a dappas crog :
(Peb a goas o d’oa bet araug.)
Unan ane, mibin ha flamm,
E-bèn a oa goevet un tamm ;
Mæs gout a ouïe, gat he louzou,
Ober un dressa d’he roufennou.
O diou, d’o zro, crog en e benn,
En em blije oc’h e guempen,
Hac, en eur farçal, a denne
Ar blevennou a zisplije.
An hini goz var ar bleo du
A Chache, pa gave e zu ;

E-bèn a c’huenne ar re c’hriz,
’Vit digass an Autrou d’he c’hiz :
Qement ha qer bihan m’en em gavas e benn
Qer moal evel un irvinen !
Grêt oa an taul pa er santas.
Va bennos dec’hu, ’me ar goas,
Merc’het qeïz evit ho labour :
Ne garfen qet, evit cals aour,
N’ho pize qet moalet va c’hern.
Dre an taul-ma, me a espern
Mizou, cured ; me foelt-biqen
Na deu ar sonch-se em c’hlopenn !
Græg e fellfe, neb’on, dezi
Ren ac’hanon d’he c’hiz ha non pas d’am hini.
Joa, en despet d’ar berruqen,
Am eus ouzoc’h ’vit ho qelen.


********


AR VEZEN DERV HAC AR BENDUEN.
(Livre I, Fable XXII.)


Ar vezen derv a gomzas evellen,
Un deiz oc’h ar benduën :
Lec’h oc’h eus, a gaff din, da dammal ho crouër ;
Laouenan evit-oc’h a so eur bec’h pounner ;

Distera lomm avel a laca faç an dour
Qement laret ne qet flour,
Ho contraign da stouët ho qein ;
Ha me, qen ferm evel ar vein :
Ouspenn, dimeus an heaul e harzan an tomder ;
Ne ran van rac neb goall amser.
Ezen evidoc’h so tourmant ;
Tourmant, din, ezen a seblant.
Ha c’hoas, ma vizec’h deut ama, er voasqeden
A ren em c’hichen tro-var-dro,
Hir ha ledan var ar bro,
Dioc’h an arneu ho tioalfenn :
Mæs ne veler nemeur ac’hanoc’h o sevel
Nemerd var bordou leïz eus a vro an avel.
An natur a so bet en oc’h andret criz bras.
Ar benduën a respontas :
Ho truëz em andret, dimeus ho calon vat,
(Ha va bennos gueneoc’h,) a so eur merq anat ;
Mæs bezit disourci : an avel evidoc’h
Mu’guet din so dougeaploc’h ;
Me a bleg, mæs ne dorran qet.
Betehenn, c’hui oc’h eus allet
Oud an arneu hac e arraich
Herpel calet eb caout dommaich ;
Mæz chommomp betec an nos.
Ne oa qet achu mat e c’haus,

Chetu o tont a benn-err
Terrupla map, pounera barr-amzer
A oe ganet biscoas e corn ar goal-arn-ster.[1]
Ar vezen derv a harpas crenn,
Ar gorsen a blegas e fenn.
An avel a boez muï-oc’h-muï,
Qement ha ma tisplantas an hini
A behini ar beq a tise oc’h ar loar
Hac a blante e lost e calon an douar.


********



AR GUIOZEN HAC HE C’HAMARADEZ.
(Livre II, Fable VII.)


Eur guiez prest da dreï he chass
Da zisamma a glasqe plaç.
Dre gomzou flour, dioc’h un ameseguez
E ellas caout e prest, d’ober he zieguez,
Lochiq he-bèn. Pa oe achu he zro,
Mæstres an ty a c’houlen ma rento
He zoull dezi : A poënt aoalc’h ez eo ;

Bet oc‘h ebars ur pennad mad.
Va chass munut ne boezont qet var droat,
E me he-bèn, qen brao : va list c’hoas pemzec dez.
Hac, evit troc’ha ber, digat he mignonez
E c’hellas caout un eil termen.
Deuët ar poent, e rer un eil goulen.
Ni ya er mæz, e me ar loen dic’hraç,
O tiscrognal he dent, m’ar d’oc’h goest evit cass
Ac’hanomp dioc’h o ty. He chass a oa deut bras.
 
Qeuz a vez peurvuya d’ar vad græt d’an dud fall :
Evit tenna ho tra, goude cals madelez,
E renqfot caout cann pe proces.
Roït un troad dezo hac e trufflint tri-all.


********


AR LEON HAC AR FUBUEN.
(Livre II, Fable IX.)


Amprevan lous, map d’ar pri ha d’ar fanq,
Tec’h quit a les-ze, var ar franq,
Qe diouzin. Ar leon evel-hen
A c’hourdrouzas ar fubuen.
Houma a zisclerias ar bresel d’ar loen crè.
Fae e guenin da hano a roue :
Un hegen, a so par dit, ha betec-re,

Evel ma caran er c’hassan.
Echu gat-hi ar bompad-man,
E son e-hunan d’ar gombat ;
E-hunan so tabouliner,
Soudard, cabiten, trompiller.
Er penn qenta, hi, o pellaat,
A glasq e foent. En un taul-cont,
Var c’houq all leon e saill pront
Hac e laca da goll e benn.
E zaoulagat a stereden ;
Yudal a ra : spontet ar vro ;
Crena, tec’het a ter oll, tro-var-dro.
Na qement-se a drous evit ur loeniq fall !
Ar fubuen a vroud an aneval,
Gueich ama, gueich aze ; brema var beq e fri,
Brema var mell e chouq ; goude, qer buan-all,
En e diou-fron ruz-tan ; hac he da egari.
Ar guellienen cuset a c’hoarz oud ar monstr bras,
Dre ma vel qement sqilf, qement dant, goas-oc’h-goas,
O tispenn e gostou qen na red ar goad ru,
E lost o vahata taul-a-taul en daou du.
Souden goude, ar leon qez,
Leun-voad, squiz hac en dour-c’huez,
A goez a stoc-e-gorf, gat e boan ha gat mez.
Ar fubuen a lez an dachenn gat henor.
Ar gombat a sonas, son a ra ar victor.

Ha da vruda e zaul dre bevar c’horn ar vro,
E lass ur guenviden e oe paqet d’he zro.

Petra veler en histor-ma ?
Daou dra, a bere ar c’henta :
Eus an adversourien, peur-vuia aliez
Ar re zister a ra d’an den muya diez ;
D’an eil, an neb a denn e fri a voal affer,
A ell e goll, sioas ! en un affer dister.


********


AR LEON HAC AR RAS.
(Livre II, Fable XI.)


Bepret, ha guella ma hilli,
Servich d’an oll, mar bes’ fur, e renti.
Aliez, eus a semploc’h evidomp
E alfemp caout ezom pe dienez.
Diou fablen a rento an dra-se, mar gallomp,
Qen scler evel ar virionez.
 
Etre diou-graban al leon
Ur ras brell ha disonch a lammas vareön,
O tont dioc’h an douar ; mæz roue ar forest
A zisquezas penaus oa dign da veza mæstr,

En eur reï dezi ar vuez.
Ne oe qet collet e vad-ober.
Na piou a gredze jamez
E c’hallze ar leon caout ezom pe affer
Eus a sicour ar ras ? O tont dioc’h ar c’hoajou,
Ar leon a chommas luyet er rouejou.
Caër en devoe yudal ha diffelpa,
Biscoas ne allas o freuza.
Qer buan, var ar plaç
Ar ras a ziredas ;
Gat e dentigou e crignas
Ar rouët, neuden da neuden,
Ma ellas d’ar fin e dispenn.

Acqet a ra, gat hir amzer,
Muïoc’h eguet nerz ha coler.


********


AN DURZUNEL HAC AR VERYENEN.
(Livre II, Fable XII.)


Eus a vianoc’h traou e teu c’hoas ar guentel.

Un deiz, oc’h eva dour ez oa un durzunel,
A hed ur voasiq scler. Eno ur veryenen
En em gavas en he c’hichen,

Pehini, o stouët re larg a-zuoc’h ar lenn,
En dour var he fenn a guezas.
Ar lenn evit-hi so mor bras :
Caër e deus neu, ar loëniq qæz,
Na ell caout poent da zont er mæz.
An durzunel a reas alusen,
En eur teuler dar veryenen
Eur yeoten da dalvout planqen,
Hac ar loen paour, divar goust ar bot yeaud,
A ellas en em denn’ en aud.
Var an heur-se e tisgouëas
Eur baleant var e dreït-noas,
Eur goar hac eur bir en e zorn.
Guelet a ra ar goulm, en eur sellet a-gorn :
Houma, ’meza, so din ; hac hen bisal e denn.
Mæz qer buan ar veryenen,
Er flemm e seul e droat. Hen, en eur treï e benn,
En d’eus spontet an durzunel,
Ha coan ar baleant a ya gat an avel.


********


AR LOUARN HAC AR RAISIN.
(Livre III, Fable XI.)


Amzer so bet guech-all Alanic ar louarn,
(Eus a Normandy oa, a C’hasgogn, eme darn,)
A velas raisin caër, qen tano o c’hroc’hen !
Hanter-moug, hanter-melen,
Huël oc’h beq ur spalieren.
Gret en d’ize eur pret ane, gat ur joa vras :
Allas ! caër lammet so, re huel int, sioas !
Souden, pa vel ervat ne allo derez bot :
Traou trenq int, emeza, mad ebqen d’an dud sot.
Ha mad en deveus gret ; rac clemmou, bezit sur,
Ne reont vad ebet, goude displijadur.


********


AR GAEREL EET EN EUR C’HRIGNOL.
(Livre III, Fable XVII.)


Guech-all Catellic ar gaërell,
Gant he c’horf hir, moan ha displet,
(Rac clan oa bet, ne oa qet pell,)
En eur c’hrignol, dre un toul henq, oa eêt.
Rentet eno, an dimesell

A ras mollargez a-fesson
A bep-sort, youl he c’halon.
Crigna, dibri ar pez a gar :
N’eus nemerd Doue hac a oar
Peguement a yd nac a guiq
A oe lippet gat ar goantiq !
Goude ober ur seurt frico,
Savet qen lard evel ur c’ho,
Da benn fin ar sizun, goude bea carguet
Disamant da boent leïn, un trous e deus clevet,
Ha dre an toul e fell dezi tec’het.
Allas ! ne elle mui tremen,
Manqet ez eo var ar riboul ;
Mæz caër e devoa trei, ne gave hini qen.
Hema a ranq beza an toul
Dre behini ez oun deut er c’hrignol,
Pemp c’huec’h de so, da hirra-oll.
Souezet oun. Ur ras p’ini e guel e poan,
A lavar dezi qer buan :
Er c’hrignol pa antrezzoc’h,
Ho corf, commer, a oa mistroc’h :
Castis e medoc’h, pa zoc’h deut.
Evit monet ac’hann e renqit bea treut.

Ar pez a gontan dec’h a so bet lavaret
Da gals tud-all. Tavomp, rac ne qet ret

Sila an traou qen piz, nac ive qemesqi
Affer an oll gat oc’h hini.


********


AR POD HOUARN HAC AR POD PRI.
(Livre V, Fable II.)


Ar pod houarn d’ar pod pri
A broposas beachi.
Hemmâ gavas furroc’h chomm
Sioul var e oalet tomm ;
Rac un tauliq an disterra
A ve goest mat d’am bruzuna,
Qen na deuffe tamm d’ar guær.
C’hui, so caletoc’h ho ler,
Ne velan qet petra virfe ! —
Me dioallo ac’hanout-te,
Camarad, ’me ar pod fer,
Ha capabl ez ’oun d’en ober.
Ma teuffe tra calet ebet
Taust d’as costou, me, d’ar ret,
Etresoc’h-hu en em riclo,
Ha dioc’h ar stronç me tioallo.
Var ar guer-se, ar pod pri
A gredas avanturi.

Chetu en var zu an hent bras,
Gat e vignon scoas-oc’h-scoas.
Au daou c’hæz camm, var o deïr c’har
A derm o goalc’h. Peb sodel car,
Peb bot, peb men a strop ane
An eïl oc’h costou eguile.
Ar pod pri, meurbet diezet,
N’en devoa græt cant pass ebet
Ma oe gat e gomper brevet,
Ha lec’h da glemm n’en devoa qet.

Na hentit nemed ho guir-par
Pe a renqoc’h anduri
Goal-chanç, hini pe hini,
Eus va daou pod me, eb mar.


********


AR PESQETAER HAC AR PESQ BIHAN.
(Livre V, Fable III.)


Pesqiq a vezo pesq caër
Nemet ma en d’o buëz ;
Mæs, da c’hortos, e leusqer
Pa vez tappet, so follentez ;

Rac d’e adtappout n’oc’h qet sur.

Ur lusenniq, c’hoas crouadur,
A oe paqet get ur goas.
He, gat hast ha plijadur,
E baner a zigoras.
Qement-ma so, eme an den,
Commançamant a fritaden.
Ar luzenniq, en e langaich,
A lavar : Va list da vont :
N’a pezo na coll na dommaich.
N’on mat da netra, erfont ;
Da hirra tout, ur guenaouad.
List ac’hanon c’hoas ur pennad ;
Les ac’hanon c’hoas da gresqi.
Pa vin savet, sur e c’helli
Tappout ac’hanon-me c’hoas
Ha va guerza ur pris bras.
Hac ho pe cant eus va foes-me,
Pe sort pladat a ve henne ? —
Pe sort plat ? ’me ar pesqeter.
Pesqiq, c’hui so ur sermoner.
Na muï-na-mez, pesq va mignon,
En berr, er billiq, gat oignon,
E viot fritet, credit se ;
Rae scoet en dorn a dal din-me
Muioc’h eguet daou o vale.



AN DEN PIZ HAC AR YAR TOFEREZ AOUR.
(Livre V, Fable XIII.)


Dibaut an den c’hoantus na goll
Aliez tout, o songeal gounit oll.
Ur gonchen græt gat hon tud coz
A zisclerio peguen guir eo ar gauz.
 
Un den a oa, hac he ne oa qet paour,
Rac bemdez dioc’h e yar e teue ur vi-aour.
He, O Songeal enni caout un tensor cuset,
Gat c’hoant rastella pront en d’eus hi toulgoffet.
Pa-dal ! he ziabars e pep qis a oa grêt
Hevel mil oc’h coff ar yer-all,
Eus a bere neb vi guenneq ebet na dal.
Dre e faut e-hunan en d’eus collet e stal.
 
Houma d’an dud fallacr a so ur guentel scler !
D’ar pet n’hon eus-ni qet guelet, en hon amser,
Eus ar beure dan nos coet er stal izella
O clasq pignat re bront var ar stal huella ?


AN INTANVEZ YAOUANQ.
(Livre VI, Fable XXI.)


Pa varv ur pried, e vez daëlou,
Cri-forz, goelvan, huanadou ;
Mæs prest goude en em gonseler :
Us a r’ar glac’har gat an amzer.
Qemm bras so etre un intanvez
Eus a zaouzeq mis pe un devez,
Ha memes e lavaran gren
Ne dint qet ar memes den.
Unan ane a blich d’an dud,
He-bèn a spountfe loened mud.
 
Goas un itron a oa o font da bartial
O quitât ar bed-mâ evit mont d’ar bed-all.
Hi, var boes he fenn a grie :
Cortos ac’hanon, me ya ive.
An ozac’h eb-qen a varvas ;
Var e lerc’h ar c’hræg a chommas.
He zad a oa fur ha gouïeq,
A lez he zaëlou da redeq.
Petra, merc’h. atao daëlou ?
Atao clevin huanadou ?
Daoust hac ar goas oc’h eus collet
En deus plijadur oc’h ho quelet

O beuzi evel-se ho qenet ?
Pa ’zeus tud beo c’hoas, disongit an anaon.
Ne lavaran qet dec’h lezel hirie ho caon
Evit guisqa varc’hoas an dillat a euret ;
Mæs, da-benn ur pennad, m’ho cavo, mar qeret,
Ur goas hac a vo en tu-all
D’han hini oc’h eus dioeret.
Mæs hi a respontas ractall :
Doue ra viro ! Biqen qen !
Me vo leanez, ha va anqen
N’am c’huitaïo morse biqen !
He zad e lez. Var qement-se,
Pemsec de, ur mis a basse.
An intanvez a vez guelet souden,
Guella ma ell, o clasq en em guempen
E du, o cortos flammoc’h liou.
Tri mis ne oant qet et a-biou
Ma en em gavas piz er guær
He c’henet hac he laoender ;
Ar musc’hoars hac ar friantis,
Oll ebatou ar yaouanctiz.
An tad a vel ancouet he c’hlac’har,
Nac evit se, guer ne lavar.
Pelec’h e ma an den nevez
Ho poa promettet din ? e me an intanvez.


AR GUELLIENEN HAC AR C’HAR.
(Livre VII, Fable IX.)


En eur c’hra sounn, lourd ha diæz,
E faç an heaul hac e vroez,
C’huec’h marc’h galloudus a chache
Ur voitur pounner evit doare.
Graguez, menac’h ha dud-coz
A bigne var droat oc’h ar roz.
Ar jao qæz a labour ferm,
En dour-c’huez ar c’heseq a derm.
Ur guellienen, eu ur bragal,
O scournija hac o boudal,
Var e meno a sonch dezi
Cass ar machin, hac a-zevri,
E flemm an eïl hac eguile ;
Var ar limon e azez ive,
E biq ar c’hocher en e fri :
Ne deus nemet-hi, en eur guer,
A guement a gass an affer ;
Dezi ebqen e an enor.
Ur sergeant eo, e penn ar renqou,
O planta couraich er c’halonou,
Evit assuri ar victor.
En dra ma, fistoul e clemm c’hoas
Rac ma lezer an drevel bras

Tout var he c’horf. Manac’h a lenn
E vrevier du ; hac amser pidi ve ?
Ar c’hræg a gan var boez he fenn ;
Pe sort vad gat ar guerziou-ze ?
Ar guellienen a voud, a rod,
Hac a ra cant sort qizou sot.
Dre cals a boan eo deut ar c’harr d’an trec’h :
Tennomp alan, rac bet am eus cals bec’h ;
Deut ar poent d’am pea brema,
Eme ar guellienen. Cals tud so er bed-ma,
Bresserien hac a blant o fri e peb affer ;
E peb affer e ve graç o divoër ;
Qer couls ive eus a bartout
E ve mad o c’hass en o rout.

 

********


PERRINA HAC HE FODAT LAEZ.
(Livre VII, Fable X.)


Perrina, gat ur podat læz
Cloq var he fenn, torchennet æz,
A venne erruout difazi e qær
O veza guisqet losten-verr,
’Vit bea scan, ha boutou plat,
Ha, lasset stard, e qerze d’an tis-vat.

En daill-ma, ar potrez qæz,
Dre ma qerze, a gonte pris al læz :
Gat an arc’hant e pren, neb’on, ur c’hant viou,
A sao, evit an han, daou, tri rumm torrajou :
Me digoro va daoulagad,
Dre-se e teuïnt oll da vad ;
Ouspenn-so, duma ne qet diæz
Sevel laboucet, taust d’an tyez,
Hac Alaniq, daoust d’e sqiant,
A lezo aoalc’h guenin-me
Evit prena, gat o arc’hant,
Un ’oc’h ebrelleq a zoare.
Me er choaso æz da vaga,
Ha pa deuio couls en guerza,
An ëur em bô (petra virfe ?)
Da gaout ur vuoc’h hac he loe.
Na pebes joa pa ho guelin
Gat ar re-all, er foenneq o vresqin !
Var ar guer-ma, dre joa ar plac’h a ras ul lamm ;
Læz, porc’hel, laboucet, hac ar loe hac e vamm,
Scuillet ha bruzunet tout,
A yas assambles en ho rout.
Ar perc’henn gat huanadou
A lez eno he oll madou
Hac a ya var he c’his da gaout he goas d’an ti,
D’en em excus ; mæs risq so evit-hi,

Var a glevan, ha danger bras
Ne deffe tappet fest ar vas.


********


AR MERC’HET HAC AR SECRET.
(Livre VIII, Fable VI.)


Pounnerra samm eo ur secret !
E douguen pell so d’ar merc’het
Ul labour rust ; ha pautret so ive
Qen fall hac hi var ar poent-se.

E-creïs an nos, ur goas, e qichen e hini,
A gommanç crial fors, evit e epprouvi :
Va Doue, pebes poan ! Va c’horf a venn crevi !
Pardon d’am ene paour ! tofet am eus ur vi :
Chetu he beo fresq !… Dal. va mignonez qer ;
Mæs dioal ne gonti tamm tout eus an affer,
Pe me ve hanvet yar. Griq ebet, en ur guer.
Ar c’hræg (n’oa qet eus ar furra
Var cals traou na var ar poent-ma),
A gred, ha var he lè a bromet tevel crenn.
Mæs he lè, assamblez gat an tevaligen,
A yas gat qenta sqeud an deïz.
A boan oa scler ma lammas dioc’h he neiz

Hac hi dar ret da dy ur mignonez :
Chetu petra se bet duma, va c’hommer qez ;
Mæz nel livirit qet, pe cannet e vezin.
Va goas en eus tofet ur vi qement ha tri.
Dalc’hit mat dar secret ; en han’ Doue ; tavit.
Evit piou va c’hemerit ?
E me he-bèn. Ne ouzoc’h qet
Petra e zoun : n’o pezet aon ebet.
Ar plac’h sot a zistro d’an ty.
A boan troët he c’hein gat-hi,
Teod he c’hommer a c’hrill evel glaou ruz
Gat mall counta un taul qen burzudus.
Ouspenn da zeq e conto an affer,
Ha ne basseo qet ebqen gat ur vi caër ;
Tri picol a se bet !… Brema ur straqell-all
E pleg ar scouarn a lavar
Penaus an ozac’h paour en deus tofet pevar !
Ha possub e ve mui dar c’helou mont da fall ?
Cusulia qen se poan gollet ;
An taol ne de mui ur secret :
Cresqi a ra, dre ma vale,
Eus an eil guenou d’eguile :
Ar vi so bet cresqet qement
Abars an nos oa c’huec’h-uguent.


AR CITROUILLEZEN HAC AR MEZ.
(Livre IX, Fable IV.)


Qement a ra Doue a so gret ha gret mat :
Er bed-oll dre ma zan ez eo un dra anat,
Hac ar citrouillez er brouvo.
 
ur bajanec hanvet Garo,
Dre ma compren ar picol frouëzen
Ha peguen munud e zreugen,
O sonjeal e petra oa an Autrou-Doue
Pa grouas ar citrouillezen,
Var an douar, qen izel-se.
M’em boa hi savet oc’h ur bot,
Guez bras, fræs teo, e c’his ma faut !
Pebes dommaich ne viges qet, va phaut,
Galvet da reï da voez e conseil ar c’hrouër ;
Guelloc’h a vige bet, m’er goarant, peb affer,
Hac ar c’hraon dero vize mat
Stag oc’h ur gorzen goaq ha plat.
Caër em eus songeal em speret,
Doue a renq beza manqet.
Re a speret am eus hac a vir ne allan
Ober cousq, goude leïn, evel an ezen-man ;
Hac hen a stoq e gorf dindan ur vezen vras,
Ha prestic goude e roc’has.

Mez a ioa a stolladou,
A istribil oc’h ar bodou.
Unan, o tistaga crenn,
A goes cloq var fri an den ;
Hen a chenchas e ganaouen.
Hola ! ’me Garo, o tihuna :
Petra so ama oc’h va goana ?
Oh ! pardon din, va fri o voada !
Na ma vije bet, e plaç mez,
Oc’h an derven-ze citrouillez ?
Doue en deus miret, ha ræson en deus bet,
Hac, e qement a ra, ra vo Doue meulet.


********


AN ANEVALET CLAN GAT AR VOCENN.
(Livre VII, Fable I.)


Un drouc hac a zigas an hencrez hac ar spont,
Goest e-hunan, en un taul-cont,
Da beurgarga punç an ancou ;
Taulet a-varr an ee, abalamour da grimou
Ha da torfejou ar bed-ma ;
Ar Vocenn, (pa vo gret he hano aneza,)
A oa staguet evit mad
Var ar loenet a bevar droad.

Ne varvent qet oll, mæs tout e oant scoët.
Hini pelloc’h ne vez guelet
O clasq souten e vuez paour :
Peb boed dezo a so disaour.
Ar louarn, nac ive ar bleiz,
Ne chilpont mui var lerc’h o freiz ;
Ar par a dec’h pell dioc’h e barez :
Guer ebed pelloc’h a c’harantez,
Ha dre guement-se, a dra sur,
Guer a joa nac a bljiadur.
Qemenned abers ar Leon,
E comzas d’e divar e dron :
Sonjal a ran, emeza, bugale,
Ar freillad-ma so deut deomp dioc’h an ee,
Dre m’och eus pec’het, couls ha me.
Ra zeui eta ar c’houpapla
Evit an oll d’en em goestla :
Marteze, dre e sacrifiç,
Eus ar mæstr bras e harzo ar justiç :
Qement-se so bet grêt en amzeriou guech-all.
Examinomp eta hon oll oberou fall ;
Furchomp hor c’houstianç, disqennomp enhi piz.
Poulset, sioas ! gat an naon criz,
Me meus lonqet cals a zevet,
N’o devoa grêt din drouc ebet,
Hac ar pastor, so qen, avechou ’meus debret.

Prest e z’on d’en em offr ; mæs, evit qement-se,
Mad a ve, a gaf din, d’an oll cofes ive.
Sire, eme ar Louarn, c’hui so re vad roue,
Ha cals re scrupulus, m’en tou var va ene :
Nan, qement-se ne qet pec’het ;
Ar gloaneien, traou disqiant ha lor,
D’an heur m’ho poa hi debret,
E rezoc’h d’e cals a enor ;
Hac, evit fæt dioaller an devet,
C’hui a virit beza meulet,
Dre ma zeo eus a raç an dud
A venn ober ho mæstr varnomp-ni, loenet mud.
Peb goroër ha peb luban
A savas gat caus dom Alan.
Ne seljot nemet divar-c’horre
Oc’h pec’hejou ar loënet cre :
An Tigr, an Ours, gat sqilfou lemm,
Qement a zoug ivin pe flemm
Ha qement a ziscrogn e zent
A oe gat-ho leqet da sent.
Chetu o tont tro an Asen.
Sonch am eus, emeza, en eur prat o tremen,
(Ha c’hoas da menac’h oa ar brajen,)
An naon criz, ar gueauten glas,
Hac an diaoul, neb’on, va foulsas ;
Qement ma lipis gat va zeaut
Var dro e c’hement-all a c’heaut.

N’am boa, pa vo lavaret mad,
Na guir na perz ebet er prad.
Achu e gaus gat ar c’hæz doutec,
Arreo eus a beb tu var corf ar sqouarnec !
Eur Bleiz hac a ouie, emeza, ar lezen,
A brouvas difazi penaus Yan an Asen,
Loen divalo, loen disvlevet,
A so qirriec, dre e bec’het :
Hoguen, lipat gueaud an estrenn
A so penn-caus eus ar Vocenn,
Hac a virit beza mouguet !
Qer buan gret ha lavaret.
 
C’hui pere a so er palez
O cortos ho parnediguez,
Dioc’h ma viot sempl pe vras
Ho pezo amand pe c’hraç.


FIN.
  1. Goal-arn, dans le langage des marins du Conquet, est le nord-ouest ; goal-arn-ster, le nord-nord-ouest.