Mont d’an endalc’had

Explication an eil figuren

Eus Wikimammenn
Disanv (Per ar Bailh)
Ledan, Hep bloavezh embann. (war-dro 1823)  (p. 28)






EXPLICATION AN EIL FIGUREN.


————
Ar Bêleg-Bras a scô Jeremi.


————


Ar Bêleg-Bras, Phasur, offanset pel a voa eus Jeremi, ha disesperet eus ar bredicationou a rê d’ar bobl en Templ , er chasse, en eur sqêi varnàn gant calz a vepriz. Pelloc’h e pouls c’hoas e venjanç : soudardet, dre e urz, er c’hemer, hac en trein d’ar prison. Er guelet a rêr a gostez d’an Templ, rac beza e voa realamant eno, tost da zôr huel Benjamin. Graguez, tud ancien, tud yaouanq a zeblant beza mantret o c’halon, en eur zellet eus an arvest eûzus-se.

Corpus meum dedi percutientibus, et non averti faciem meam ab increpantibus.
Isa. ch.50. v. 6.


————