Mont d’an endalc’had

Exhortation da vont alies d’ar retret

Eus Wikimammenn
L. Prud'homme, 1849  (p. 657-659)


CANTIC VAR UN EXHORTATION
Da vont d’ar retret ; eleac’h ma veleur peguer profitabl ve quement-se da silvidiguez peb-hini.
Var an ton gallec : Que la pénitence a d’appas!

EVit beva en graç Doue,
Ha diouz pec’het renta pur hoc’h ene,
N’hoc’h eus nemet mont aviziou
D’ar retret, o pellat diouz hoc’h oll sourciou.
Peb-hini a ell er retret
Ober ato ur profit bras meurbet ;
Dreizi e chenj ar re vechant,
Hac ar re vad a zeu d’en em renta fervant.
Ne deus nicun, pa ve so-quen
An devota pe ar parfeta den
N’en deffe izom aviziou
Da zont d’en em regli dre voyen retrejou.
En trein ordinal ar vuez
Ne sonjomp quet en hor silvidiguez
Nemet evel en urs dremen,
Hep lacat un urs vad er pez so disordren.
Beuzet en traou exterieur,
E neglijomp a re interieur,
Hac e ienaomp en oræson,
O tont da veza laich ha ponner a galon.
Mæs er retret e velomp scler
Bete so quen hor pec’hejou dister:
Eno e reomp reflexion
Var hon oll defautou gant guir attantion.
Digoret vez hon daoulagad
Evit anaout an danjerou erfad,
Eno e clascomp remejou
Da viret na gouezemp er memes pec’hejou.
Eno e teuomp da repari

Hor ferveur guenta, memes d’he c’hrisqui :
Hac ar retret eo a ra
Ma teu da veza sænt ar bec’herien vrassa ?
Goude-se mar bez question
Da c’hout pehini ve hor vocation,
Eno e consultomp Doue,
Hac e ra deomp anaout he volontez ive.
Eno e teu da gomz ouzomp :
Ha da squilla cals a c’hraçou varnomp :
Eguis ur roue gant he vignon
E tret eno Doue gueneomp en hor c’halon.
Chetu he desteni ama :
M’ho cunduo d’ar retret, emeza,
Hac eno en meur a fæçon
Me a gomso ouzoc’h en gouelet ho calon.
Ha rac-se bolontez Doue
Hac ar profit a dennac’h d’hoc’h ene
Hoc’h oblij da vont d’ar retret,
Hep en em arreti var digarez ebet.
En exempl eus ar sænt memes,
Pere a iea d’ar retret alies,
A dleffe ho persuadi
E ve mad deoc’h mont aviziou enhi.
Ar pez ho confi d’he ober,
Ar muia tont eo exempl hor Salver,
En em denne a douez an dud
Lies a veich ive da vont er solitud
Ha n’en deveus en tremenet
Meur a nosvez o pidi er retret ?
En hi soquen ec’h operas,
Pa edo er bed-ma, cals a vysteriou bras.
Vardro ar fin eus he vuez
E reas unan en spaç a zaou-uguent dez,
O tisquez deomp eo ar retret
Ur voyen da veva en graç Doue bepret.
Mar deo ar sænt gant hor Salver
Hac hi pegueit edont diouz an danjer,
A reas quellies ar retret,

E tlei[t]-hu [1] he ober gant cals mui a sujet ?
C’houi pehini, siouas, a gouez
En un nombr bras a bec’hejou bemdez,
Ouspen ma’z oc’h quen dissipet
Ha quer pell diouz Doue gant sourciou ar bed.
Ac’han evit conclusion,
Grit, me ho ped, ar resolution
Da vont un tu, mar deus moyen,
Da ober ur retret bep bloas hivisiquen..
Ho silvidiguez martese
A so staguet ouz ar retrejou-se :
Ha pet, siouaz, a so collet
En deffot beza grêt a-viziou a retret !
Mæs ebars ma’z eo d’he ober
List a gostez peb sourci, peb affer,
Evit ma c’hellot lavaret:
Va c’halon a so deoc’h, va Doue, preparet.
Ur guir voyen vezo hounnez
En graç Doue da gundui ho puez,
Ha da gaout ur maro santel,
Evit erruout dreizi er vuez eternel. Amen.



  1. Moullet : tlei-hu.