Adoromp oll Jesus-Christ èr Sacramant,
ha gant guir feiz credomp oll ema presant :
Ma vo hor c’halonou qercouls ac hor moueziou
Unisset assambles da veuli hon Autrou, Da veuli hon Autrou.
Vit hor mezur ha rei ar vues deom-ni,
O va Jesus ! ez oc’h ebars èn Hosti :
Carguit hor c’halonou à gonsolacion,
O rêi bremâ deomp oll ho penediccion, Ho penediccion.
GOUDE AR VENEDICCION.
Æles, testou eus eur c’hraç qer precius,
Hon sicourit da drugarecat Jesus ;
Rentit evidomp oll henor d’ê Vajeste,
Epad an oll amzer hac èn eternite, Hac èn eternite.