Evel ma pardonomp…
(p. Titl-22)
Pôtr Juluen
MON, ar vamm goz, 70 vloaz. MARIVONIG, he merc’h vihan, 18 vloaz. YANN, he mab bihan [1], 12 vloaz. SOEZ, ar besketaerez, 65 vloaz. ANNAIG, 15 vloaz. |
Ar jeu a dremen en eun tammig ti-soul, a us d’an aod, e Bugelez (Perwenan).
Evit c’hoariva, tiegez eur pesketaer. A-dal, eur siminal, hag eur prenestr ; e tu-dehou, eur gwele-kloz hag eur bank-tosel ; e tu-kleiz, eun nor ; e-kreiz eun daol hag eur bank bennak.
Môn ha Marivonig o renka tammou lienaj ha dilhad en eur c’hoz koufr e-tu kleiz. — Yann, azezet e-kichen ar siminal, a evesa ouz an tan.
O ! mamm goz ! ne glevit ket… gwasa ma ’zeo krenv, ha ma yud an avel !
Ya ! ya ! ma fôtr, hen lez da yudal ar pez a garo, an avel… Hon zud ni n’emaint ken e riskl, breman. Gounezet o deus ar baradoz. Aet int pell’zo, gant ar mor, d’ar bed all. Doue d’o fardono !
Gwir eo, mamm goz, met ar re all… Ar re ’zo êt da besketa, pe a re a zo o redek ar moriou, a zo ’velkent e riskl o buhez. Gant eun avelaj evel ma ra, ar mor a dle beza gwall dichadennet, breman.
Bah ! da pephini e chans pe e zrouk-chans ! Daoust haghen ne vefe ket reuzeudik awalc’h hon buhez ni evel se ! Hag ez afemp-ni da gemer kement-se a drubuilh gant an dud all ! Pa oamp ni ker glac’haret, daoubleget dindan ar walenn a gastiz, piou en doa truez ouzimp ?… Den ebet !… Renkout a raemp ruza anezi koulskoude, en eur skuilha daerou, e kuz, ha dougen hon bec’h a boan-spered hag a c’hlac’har, hon unan : te, ma fôtr bihan, ha Marivonig ha me. Den na selle ouzimp.
(En eur rei, eun tamm koz dilhad bennak d’he mamm goz).
Setu aman, mamm-goz… ma lostenn d’ar sul, hag an diou linsel diweza a chom ganimp.
Petra ! N’ eus mann ebet ken ?!…
(Marivonig en eur derc’hel da gempenn an treou er c’houfr, a ro da c'houvezout, gant he fenn, n’ eus ken netra.)
Alo ’ta… neuze ez eo goullo. Hag ar prez a zo goullo ivez. Arôk pell amzer aman, e vo kont evel-se ivez gant an ti-man.
Mammig koz kaez !… Mammig koz kaez ! da betra d’eoc’h ’ta kemer kement a zisplijadur, hag a boan-spered !?
O ! ma flac’hig ! re yaouank ez out c’hoaz, evit kompren… met me !… Aman ez oun bet ken evrus epad keit all a vloaveziou !… ha ker malevrus ivez, siouaz ! abaoe ma ’z omp manet hon unanik… me, ho mamm-goz… bremaïk o vont gant Doue, ha c’houi paour kaez bugale.
Nag a boan… nag a nec’hamant… nag a drubuilh n’hoc’h eus ket bet ganimp mamm goz ! hag evit derc’hel d’imp eun tamm bara !
N’em eus ket bet awalc’h c’hoaz, ma flach, pa ’z eo gwir n’em eus ket gallet paea ma Gouel-Mikel… hag hon taoler ermaez ac’han, hep lezel ganimp soken eur pennadig amzer da sellout e pelec’h trei… Ha koulskoude, ma Doue ! ez omp tud a fæason a gredan… (hag hi, evel mantret). Ha setu petra a c’hoarvez ganimp breman, goude beza labouret ha poaniet kement, e pad hon buhez !… E talveze a boan sur !
Azeza ’ra war ar bank-tosel.
O, mamm goz !
Na ouel ket, ma flac’h bihan… Skuilha daerou ! Ze ’zo mat evid ar vugale vihan-vihan, hag evid ar c’hoz gwrac’hed koz eveldoun-me.Sell ouz ma diouchod krok da ’n em dastum… Krizet ha gwennet ar c’hroc’hen anezo evel c’houezïgell yalc’h-vutun da dad koz… Met da re-te, henvel beo ouz diouchod eun aelig- Doue, e vefe eun druez gwelout an daerou o pizenna warnezo takenn-ha- takenn… Ha neuze petra ’servij d’it !… Ma zammig kalon a zo 'n em staget ouz ar mogeriou-man, evel an iliou ouz penn an ti, aze ; ha pa c hoantaer hen diframma, e teu raktal da wenvi ha da vervel… Met, te, a zo c hoaz o tont er bed, hag hent ar vuhez a zo digor frank dirazout, evit gallout mont da glask da dammig chans elec'h ma plijo d’it. Nemet an eur a walleur a ’n em gavfe ganit, ec’h eus hiroc’h hent da gerzout eget mac’h eus graet betek breman. Bez fizianz eta, ma flac'hig, na ouel ket, eun deiz, e vi evurus, mar bez bolantez Doue, pa lavaran d’it.
C’houi a lavar, mamm goz !… Ha koulskoude, Janned ar C’hastel-Meur, hon itron, ma dije bet ar vadelez da c’hortoz, eur pennadig c’hoaz, ganimp… A-benn an Nedeleg kenta em bo echu da zeski gwriât, hag e c’hounezin neuze ma boued, ha ma dek kwenneg, bemdez ; ha Yann ac’h ay da vous, gant ar c’habiten Kabon, pa vo tremenet ar goanv.
Hag e c’hounezin eun dornad mat a arc’hant, mamm goz !
Paourkaez bihan !… Mervel a rin gant ar glac’har, ma renkez kuitât… (en eur heja he fenn) ne oar den, war an tamm douar-man, petra a dle arruout gantan. Hag eus ar re a ya da redek ar moriou, na ped ne distrôont kammed d’ar gêr !
Lakât a ri eur c’hantol-goulou-koar dirak skeudenn Sant Erwan, da baeron,
ne kuita, Marivonig ? Hag e weli hag hen ne zistroin ket d’ar gêr… O, a-dra-sur,
eun tamm goueladenn a ri pa’z in arôk ; met pa zistroo ar goelettinier eus
an Island, e teuy, kuita, d’am gortoz du-hont, war an uhel e-kichen Itron
Varia Kelou-mat e Pennpoull.
Bep bloaz e ya goelettinier ha martoloded d’an Island pe d’an Douar. Nevez, ha bep bloaz, pa vez graet ar gont anezo, pa arruont, e vank, siouaz, unan bennak.
Ha goude eun nebeut blaveziou tremenet ganin o pesketa morued, ez in da ober ma servij war ar mor. Beza martolod-servij ! Mont da dremenmiziou war listri-brezel, e moriou an estranjour, na pebez dudi evid eur pôtr yaouank ! Mont d’ar Chin ha d’ar Japan broiou ker kaer hervez… e gever enno, marc’had mat, a bep seurt danvez seiz. Degas a rin d’eoc’]i, mamm goz. Hag en Inizi ta ! Du-hont, e broiou ar Vorianed, ker kaer ar maeziou enno ! ha karget a bep seurt freuz dousoc’h eget ar mes dar genou ! na pebez plijadur n’am bo ket o kinnig d’eoc’h, pa zistrôin, tra pe dra eus an treou kaer a gever er vroiou ze !… Sed, mamm goz, degas a rin d’eoc’h evned a bep seurt liou, revihan, re vras, evel n’eus ket er vro-man. Petra degasin d’eoc’h c’hoaz ?… Ac’ha Asiedou ha skudellou bihan ker sklêr ha ker sklêr nia c’hel!er kemer an tamm anezo, e pri-gwer koulskoude, da ober lunedou a-liou, da lakât war beg ar fri.
Ya ! evel ar re a oa aze, el listrier, d’ar c’houlz ma oampbihan-bihan c’hoaz.
Evel ma lavarez Marivonig,… ha c’hoaz e oant deut gant ma zad pa zistrôas, ar wech diweza, eus an Tonkin.
Ya ! ya ! bugale ar wirionez a zo ganeoc’h, met renket hondeus bet ogwer- za, listrier hag al , evit kavout eun tamm bara da zibri, breman a zo eun nebeut bloaveziou, pa deuas ar c’hienved-tomm hag ar maro d’e heul, da gas gantan, goüt a ouzoc’h piou. A ! goüt a reot eun dro bennak, bugale… divezatoc’h, penôs, pa ne vez ketledan ar choug, e teu abred ar c’hlenved hag ar maro a-benn da gas ar stal da stalig hag ar stalig da netra. An hini a renk lemel hep lakât, e ya abret da esk e yalc’had.
Evel ma lavaret, mamm goz, met re yaouank eoan neuze evit kompren an treou ze… Ha koulskoude, sonj mat am eus da welout an dud, o ouela aman.eun devez, dirak eur gwele kaer-gwerniset e gwenn… ha goude… ha goude… ne velis den ebet ken e-dro d’in, nemetoc’h, mamm goz… ha ma c’hoar, Marivonig !
Ya, ma fôtr bihan, « ar bed a dro hag ar maro a sko ». Aet int holl dirak Doue ! Dec’h e oa o zro, ha warc’hoaz, e vo hon hini... An amzer a detl, hag an ankou a zo kriz ha didruez. Met da betra sonjal, kement-se, en amzer dremenet !... « Pa vez glac’haret an den, eo kouls d’ezan kana eget gouela » ...Lezomp an treou ze a gostez breman... ha deuit, sed, da zibri ho skudellad soub... Arru eo diwezat anezi, tremenet eo koulz koan, ( Hag e ya môn da gichen an oaled , da drentpa ar souhenn) ha bremaïk e vo poeut d’imp mont da gousket !
MARIVONIG
Ya ! mamm goz ! met gant an avelaj-man,... dïroliet eo an amzer,... n’allfomp ket serri eul lagad.
MON
Bah 1... n’ hon deus den, ni, er-maez... hag ez afemp da gemer kement-se a boan-spered !
YANN, tostaet ouz ar prenestr a sell er-raez
O, evit me, n’am eus ket aoun da-vihana... ha pa glevan ar mor o c’hoari e benn hag o trouzal, evel ma ra breman, e kav d’in e klevan e vouez ouz ma gcrvel, evel ma zad koz gwechall... n’ hoc’h eus ket a sonj,,.. en noZ ma savetaas lestr tri-gwern an i lollandiz.
MON, gant eus
O 1 ro, peoc’h !... Yann !... ro peoc’h !... diwezatoc’h cz i, met hirio I... petra sonjez ?... re yaouank,... re yaouank... Eur gvvaz ’out memez tra, Yann, ma fôtr bihan... Doue d’az pennïgo ! ha da skuilhae vennoz warnoc’h ho taou !... Sed, deuit breman, aman, da gichen an tan, da zibri ho tamm soub.
MARÏVONIG ha YANN, en eur dostdt
Trugarez !... Bennoz Doued’eoc’h mamm goz !
MARIVONIG
Ha c’houi, mamm goz, ne debrot tamm ebet ?...
MON, en eur vont da gichen ar c’houfr
Bremaïk ! e kavin gwelioVh ma boued, p am bo echu ma Iabour... Ha neuze, evid ar c’heit e vin e-dro d’ar pakadennou-man !... N’eo ket ar pez a zo anezo !... Pipi Varkêr a dle dont aman gant e garr... Met n ? eo ket an tammouigou treou a zo aman a lako kement-se e warc’h Moji da e’houeza.
f
.
w
AR MEMEZ RE, SOEZ
\ln eur dont en li, gant he baz, en eur jilgaminat, war he brec’h ganti eur banerad
meskl, goloet a vezin.
Arru e oan, Môn... eun tammig diwezat marteze... met an amzer a zo
ker fall... (en eur selbiit ou% ar vugale) Aze oac’h ivez, bugale ?
MARIVONÏG ha YANN
Ya ! tintin Soèz.
MON, en eur saclia ar bank
Azezit aman, Soêz, evid ober eun diskuiz.
SOEZ, en eur azeza
Na pebez amzer !... Dichadennet krak eo an avel. Ne bad den er-maez...
hag ar mor ’zo fuloret !! Hag e vefe an diaoul hag e bevar o redek, aze, hag
o youc’hal, war an aod, ne vefe ket muioc’h a drouz gantan.
MON
Hag ez eo êt an holl bigi er-maez !!
SOEZ
Petra } servij d’it, Môn!... Er beure-man abred, e zo bet kelou, e oa eun
taolad-meilhed, en dounvor, e-tre ar Jentilez hag an Dreoger, ha goüt a rez
kerkouls ha me, pa vez eur gwenneg bennak da c’hounit, ar besketaerien ne
sellont ket ker berr-se, ha kentoch eget tremen, en em lakont aliès e riskl o
buhez... ha neuze, an hini ne riskl netra, na koll na gounit ne ra.
MARIVONIG
An amzer a oa brao er beure-man koulskoude.
SOEZ, en eur sevel he diouskoaz
Brao an amzer !... Brao an amzer !... Ya, da welout... met me a ouie mat
e vi;e bet deut abret da drenka, pe da gorboni... Pa doull ar c } houmôull d’ar
sav-heol, e vezont o c’houIlglao, ha pa c’ :ouez an tan er fornigell, evel er
beure-man, e vez seblant avel, hag e teu an amzer peurvuia da } n em
dichadenna.
YANN
Fanch, al loman-aocher... koulskoude...
9
SOEZ, o chanch kaoz a greiz-holl
A1 loman-aocher ro peoc’h d’in I... eur genaouek !... Ha n’eo ket hennez a deuy c’hoaz d’ober skol d’in me, na kalz a re all eveltau !... Ilag e vezont o lavarout a-leiz o genou... Soez koz !... Soèz koz !... eur sorserez !... o jor- da bemdez emezi, ar yer, ar saoud, ar cliezeg, betek ar moc’h soken... ha gallout awalc’h d’ezi, a lavar, da chanch tu d’an amzer, dre « Orezon»... Gevier ! gevier!... Daoust haghen ne vefen-me ket eur gristenez vat, eur plac’h afeiz... n’ o deus ken nemet mont da c’houü digant an Aotrou , person, hag e welint... Hag o deus c’hoant da rei da gredi, em befe graet marc’had gant Paolig !... (en eur sevel ). Abaoe an amzer ez oun-me o sellout ouz an oabl, an heol, ai loar hag ar stered, hag o welout ar seblant mat pe fall a ra an amzer, diouz ma tro an avel, em eus desket eun dra bennak, moarvat !... Hag evit klevout pôtred o chaokât o genou, ha merc’hed o klakenni, ne ran ket, me, kalz a van. Me ne n’ oun ket ker sod ha ma sonj da galz...
YANN
Nann, nann, Soèz koz... ha neuze gwellet hoc’h eus an amzer dirollet, ouspenn eur wech, a-us d’ho penn.
SOEZ
Ma lavarfes ouspenn kant kwech, ma fôtr, ne lavarfes ket a c’hevier... Hag ar gwall amzer e teue an ankou siouaz alïes gantan... Na ped eus ma zud n’int ket bet lonket gant ar mor, ha ne deuy biken o c’horf da gousket e douar benniget ! ( ober a ra sin ar groa\). Doue d’o fardono ! !
MON, en eur ober sin ar groaz
Doue d’o fardonno ! !
MARIVONIG
s
Paourkaez tud !... ar walenn a gastiz !
SOEZ, o azeza
Pa ya, eur c’hrennard bennak da vous, e oar mat, e c’hall, siouaz, kement-
se arruout gantan.
YANN
Y T a, gwir eo, met ze ne c’harz ket ar mousig bihan da vont war ar mor.
SOEZ
E feiz nann !... Hounnez eo buhez an dud-a-vor.
YANN, en eur dont da azeza dirazi
Ha n’eus ket kaeroc h micher eget ar vicher a vartolod,
10
SOHZ
Eno, eman an dalc’h, ma fôtr !... Ha ker gwir ’eo ar pez a lavaret ma tibabas, Hon Salver, e ebestel, e-touezarbesketaerien, ha c’hoaz ne oant nemet pesketaerien dour dous... Moarvat, ne oa ket re all en e vro... Anez ! !
MON, cn eur dostât ouz Soêz
Hag ar bigi... n’int ket holl distro ?
SOEZ
Evel ma vijent, Môn, rak hervez ma lavarer, ez int bet gwelet o vont da glask ar gwasked e-trezek ar Porz-Gwenn. Unan dioute, koulskoude... hini mab Job ar Barzig, eus Kastel-Meur... ha c’hoaz e tle mont da vedesin...
MON, strafuilhet gant ar c’hoant klevout
Petra ?... Petra ?... Bag Yfig ?
SOEZ
Alô ! Môn l Da betra d’it en em jala kement-se ? Ker mesket e oa ar bigi an eilgant heben,... hag arru e oa serr-noz, ma n’ eus ket bet galiet o
anavezout holl marteze... Piou aoar ?... Marteze eman gant ar re all !
MON, gant tristidigcz
Mab Job ar Barzig !... Met, ha forz a ra d’in me, p’ eman e vagig e-touez ar re-all, pe n’eman ket ! pe e c’hello mont e span, fenoz, pe n’allo ket !... Ni, bepred, n’hon devo repu ebet warc’hoaz... (Mân o taeraat) Hag ez eo e vamm, n’ouzout ket, Soez... hon daol er-maezachan I...
SOEZ, en eur sevel hag o vont d’he chic’hen
Ya ! hen goüt a ran, awalc’h ; hag ez eo abalamour da ze ezoun deut, aman e ti, en eur dremen, evit lavarout d’it penôs, vel ma c’houzout, n’ em eus nemet eun tamrnig koz lochenn, paour awalc’h, Met ma rafe plijadur d’it degas da dammou treou du-man, ha dont da loja d’am c’hlotenn ( en eur diskouei an daou bugel) gant an daou baourkaez-man, ken ez po kavet elec’h- all...
MON, en eur starda d’ezi he daouarn, gant esmae
Mil trugarez, bennôs Doue d’it. Soêz !
Diouz red, e c’halfe beza graet eur spanaénn, aman, kement hag hirdt ar « jeu « .
t *
SOEZ, en eur lakât da Vôn, he dorn war he skoaz
%
Red mat eo e vefe kollet awalc’h da benn ganit, Môn, evit kemer kement- se a drubuilh. Ma talc’hez da vont war an tu-ze ez ay abretoc’h eget koulz, da sac’had eskern d’ober sukr d’an Norniandi.
II
MON
An torgosou derv ne vezont ket treuzplantet evel se diwar an eil kleün war egile, Soêz. Aman e vije bet dleet d’in gallout mervel, en ti-man, elec’h ma ’z int bet marvet, mazud, ha ma zud koz, arôk d’in, nemet ( tostaat a ra ou% ar prenestr 7 ar re a zo oc’li ober o c’housk diweza du-hont en dounvor, an tonniou, an eil warlerc’h heben, o kana, noz-ha-deiz al « Libera a a-us d’o bez. Ha c’hoaz ne ehanint ket gant o c’liân klemmus, e-keit ma vo ar bed
en e sav.
SOEZ, en eur dostdt ivez ouz ar prenestr
Ya ! met n’eo ket kana a ra hepken ar mor, fenoz, al loen a zo anezan ! N’hen glevez ket, o youc’hal hag o skrijal dindan an avel-foll, o torbilat d’ezan e choug.
MARIVONIG, o tostât
Mamm goz, well eo d’imp dibri hon choan, hon soub a ya da veza yen... Ne glevit ket, Soéz, eur bannachig soubenn ne rafe ket a zroug d’eoc’h, kuita... Ez an da drempa eun tammig d’eoc’h. Tremenet eo koulz koan, ha pa ver bet, eveldoc’h, o lammat diwar an eil roc’h war heben, hed-ha-hed an aod, dindan eun amzer eve liouman, eur bannac’h soubenn domm a ra
vad d’ar galon.
SOEZ
Ac’hanta ya ! pôtrezig... mat eo d’in... gant ma ne gemerin ket lod ar re all.
MARIVONIG, en eur lakaat eur skudellad war an daol
Petra lavaret, Soez Piou a dle dont aman, c’hoaz, fenoz ?
Den ebet.,.Ha neuze na ped kwech n’em eus ket klevet mamm goz o lavarout : « Mat eo rei d’ar paour betek an tamm diouz ar genou » kuita, mamm goz ! ha « well eo ranna etre dek, eget lezel unan hep »... « aluzenn diwar aluzenn a laka an Aotrou Doue da ober eur c’hoarzadenn ».
SOEZ, en eur vont da azeza ouz taol, hag eu eur lakât he faner warni. — Marivonig
ha Yann a ya ivez ez eeün d’ezi
Alo, d’eomp d’ezi, neuze ’ta... rak, evit lavarout ar wirionez, prest ’oun da vervel gant an naon... Ha biskoaz n’em eus sellet a-gorn ouz euntamm soub- kevalenn, evel houman... Abaoe ar beure-man, e oan o veskla, han’em eusket bet andistera tamm krcün da lakât dindan ma dent.
Ober a ra Soêz hc c’haoz en eur dibri. — Môn, azezet e-kichen an-oâled, a
c’harz an tan a vervel.
YANN
Hag e pelec’h ’hoc’h bet o veskla, Soèz?... lavaret ho poa d’in, e vijen êt ganeoc’h.
SOEZ, en eur diskoez he meskl
Du-hont endro d’a Vugelez. Sell outo, hag e weli... ar re-man a zo meskl
12
kaer... n’int na re vras, na re vihan... met n’eus ket gwelloc’h egeto. Ar
Sentenn, ne vez ganti kammed nemet tammou koz-treou (i), hanter-voued
enno, hag e chomont an hanter-’n’amzer war he c*horf ganti. Met ar meskl-
man, o anavezout a ran mat, a dle beza leun a voued. Ha warc’hoaz, mar
bez bolantez Doue, e kavin, aezet, gwerz d’ezo... Hag em boa lavaret d’it, e
vijes deut ganin !
YANN
Ya ! velkent, Soéz ! Petra, n’ hoc’h eus ket a sonj ?...
SOEZ
E feiz, nann, sur !... Met negolli ket evit gortoz. N eo ket deut an holi veskl ganin hirio, eus an aod... N’eo ket meskl a vank du-hont war ar reier. Warc’hoaz pe e de-warlerc’h e vo bravoc’h an amzer marteze, hag e teui neuze ganin. Hirio eo bet re divalo, memez tra, ha ma vijes deut d’an aod, ez pije tapet klenved, kê da c’hoüt. Yaouankik ez out c’hoaz evit mont da
veskla dindan an holl amzer. Ze’zo mat evid eur rederez-an-aod eveldoun-me. Me ’zo kustum... ha ne ran ket muioc’h a van, nag ouz avel, nag ouz glao, eget kastel-an-Taro ouz eun taol aval poaz.
YANN
■r
Gwir eo, Soez ; hag evel ma lavaret, ’ n’eo ket eur pardon beza o veskla, dindan eun amzer evel ma ra. Hag e Bugelez, du-hont, e tle beza ker rust ar mor breman, hag e dro d’ar Jentilez.
SOEZ >
Hag e dro d’ar Jentilez ! Damdost da vihana. Pa vez an taoliou-mor o frega du-hont war ar reier, e seblant o defe c’hoant d’o zibrada, acMiano, an eil warlec’h egile, evid o lonka.
YANN
N’eo ket dre eno, ’n eun tu bennak, e savetaas, ma zad koz, ar vartoloded Holiandad, eun devez ma oa foll an amzer evel-hen ?
SOEZ
Nann !... eun tammig pelloc’h, ma fôtr,,. er c’hostez all da Daveeg, war- zu ar Jentilez, e oa, du-hont, ez-eêun da Berroz...
MON, en eur gomz ganti hec’h-unan
■’
Eun devez evel heman, e lavaran-me ivez ! Ne oa ket !... A dra sur, ne oa ket brao beza er-maez e deiz-se, pell ac hano... met aman da vihana n’e oa ket kement a zienez evel e deiz a hirio ! na kement a drubuilh, na kement a c’hlac’har !
(i) Dastumet ganti n’ouzon ket pelec*h.
i
13
’ SOEZ, da vôn
Ya, gallout a rez lavarout, hardiz, ne oa ket brao an amzer e deiz-se ; sonj mat am eus. Nann ! nann ! biskoaz, J n em buhez, n’ em eus gwelet gwasoc’h deiz !
YANN
Ac’hanta, Soéz, penôs e oa bet kont ? Lavarit dimp, mar plij.
SOEZ,otibri he skudellad, hag en eurehana gwech ha gwechall, evit konta hec’h istor
Setu aman... E-kerz reversi miz Meurz, e oa bepret, rrf em eus sonj... breman a zo... (goude eur pâg) 37 vloaz bennak... Neuze e oan eun tamm yaouankoc’h, bugale, ha ne oa ket ker brevet ma zammig korf ha ma ’z eo breman...aet e oa an holl bagou er-maez evel hirio. Ma zad, Doue d’hen pardono, a oa neuze seizet awalc’h, rak torret en devoa bet e c’harr en eur goueza eus beg gwern-vizan eur goelettenn o tont eus an Douar-Nevez... Ma zad a lavaras d’in, eta, evel ma ’z eus bet lavaret er beure-man, d’ar re a zo aet, hirio, da besketa : « N’ouzon ket evit petra, o deus kredet mont er- maez, ar besketaerien... red mat eo d’ezo beza sod... Aoun kaer am eus n’o defe ket ker brao amzer e-berr. Keuz a devo, a gredan, diouz ma ’n em gavo gante. Ha « keuz arôk ma ne vez ket, keuz warlerc’h ne dalv ket »
MON
Ar re du-man a oa, ivez, Soéz... an tad hag e daou vab-hena.
■
SOEZ
Hag evel m’en doa lavaret, ma zad, gwall dïaes e oa bet d’ezo distrei d’ar gêr... hag ar besketaerien, o fenn e gouez, a grozmole, hag a doue... rak tro c’houllo o doa graet... pesk ebet n’o doa tapet... ha gleb-dour-teilh e oant. An avel a oa kalz re grenv, ha glao a rae ken a rae. Ha daoust m’o doa renket sacha ha sacha war o roenvou, evit tapout beteg ar Porz-Gwenn, rak eno 0 doa renket mont da glask repu, ne oant ket bet evit torama d’ezo, hag e krenen holl evel ken alïes a varr-deilhou, ma vije ldevet o dent o strakal en o genou... Honnez a oa bet eur gudenn da zibuni, me lavar d’eoc’h... Hag an noz a oa tenval-sac’h. Hage lavarer choaz e vez graet an taoliou kaer, enoz !
E noz-ze, bepret, ar re o doa tapet douari, e oa kouezet holl o meud en o dorn... ya, ar re o doa gallet sacha o c’hroc’hen ganto, rak... P’o doa gall et ’n em gonta, eur vag, siouaz, a oa chomet e dilerc’h.
MON
Ya... hini pôtr Fantig-Katel . . .
SOEZ
- ■
Ya, evel ma lavarez, Môn... Hag e lavarent etre-zo : « Red mat eo da unan
— 14 —
bennak mont da welout e pelec’h ez’ int manet... Red eo mont... n’eus ket da lavarout nann... »
Met piou a yeje ! Den ne lavare : « Me’ c’3iay »...0, gaou a larfen, ma rofen d’eoch da gredi, e oant, holl, tud aônik... Ne oant ket, pell ac’hano ! Met ken trempet e oant bet holl, gant ar glao... hag ar yenienn en doa ken kroget en o izili, ma oant holl prest da vervel gant ar riou.
YANN, o kaout hir ar gaoz
Ha neuze, Soéz ? Hastit buan !... hastit buan !...
■ *
j K
SOEZ, a zebr Ioaiadou, eur wecli an amzer
Haneuze!?... Ac’hanta, ya !... Gortoz, eur pennadig, yann ! Moarvat, ne dan ket da vouga, gant ma skudellad soub, evit ober plijadur d’it... Neuze ’ta YannGerdu, da dad koz, a savas e vouez, hag a lavaras evel-hen : « Alo, pôtred p’ eman d’ober eman dober... ha dioustu... ha n’eo ket warc’hoaz... Hag hen, en e vag... ar gwella hini a oa anezo... lemm he fenn arôk, ma troc’he an taoliou, evel netra... ha, gantan, daou pe tri besketaer ail, goude beza kemeret peb a hanter-porsion... Ne oa ket re evit tomma d’ezo, eun tammig.
MON
Nann ! Nann l Soéz... ha neuze, gounezet mat o doa o zakeun... Hag o dije bet, evid eur wech, eur banac’hig e-tu-hont d’o cliont, ne oa mann da lavarout !
SOEZ
■»
Nann, ’velkent, memez-tra ! Môn !... Ha setu, eun eur bennak goude, pe war dro, distro ar bôtred... bag Pôtr Fantig a oa bet savetaet ha feement hini a oa en he bourz. E tu all da Weltaz he devoa renket eoria. Hag int holl ?
d’ar gêr, da glask o c’hoan... ne oa ket re abret.
YANN
Ha lestr ar Hollandiz ?...
SOEZ
Arsa ! ma mabig, n’out ket evit gortoz !... N’omp ket bravoc’h, aman, eget er maez, erru an noz anezi... dindan an avel hag ar glao. Ar mor, ldevit, ne ra van ebet, o welout tud o kemer kement-se a boan, Pa vez fall ar mor en deve naon, peurvuia, ivez. Hag henvel ouz eur bleiz kounaret, ne glask nemet lonka. Bigi, gobïri, biskinennou, goelettinier, taer-gwerniou, mat e vezont holl d’ezan, ne sell ket ker berr-se, al loen azo anezan... Aclianta, a-boan ma oa da vag Pôtr Fontig beza erru er porz, ma n’ em gavas, hag hen berr warnan, letanant ar valtouterien, da lavarout ez oa eun taer-gwern hollandad, en argoll, war-zu ar Jentilez.
Ya ! Gwir ’eo, Soêz ! Ac’han e veze gwelet o c’houü sikour ; ma lavaras Kerdu d’in : « Setu aze, eun tamm labour d’imp c’hoaz. »
MARIVONIG
O, ma Doue! Ma Doue!... Hag en eur a ren, e zo c’hoaz, du-hont, marteze... eur paour kaez bennak e-riskl e vuhez !
SOEZ
O, ma Doue, ya ! an dra ze a c’hallfe beza !... Hag e oamp êt holl, war an uhel du-hont, da welout... Hag e laremp an eil d’egi!e : « E ya da veza bruzunet du-hont war ar reier, evel eur bluskenn-wi... ha pephini a lavare e dra, evel e dez ma oa manet bag Pôtr Fantig... e oa dleetmont da rei sikour d’an Hollandiz. Kement den a oa eno a finwe teod pe ezel, evel Katel... dilu mat o lanchenn, met o diouhar hervez, a oa morzet outo, hag o zreid, evel peg ouz al lanneg, rak ne yeas den pelloc’h. Gwir eo n’ eus ket eun digarez hag a vankfe da didalvez... Fanch an Toullek, al levier koz, en defe 100 vloaz bennak, breman, a lavare : « Ma vijen bet yaouankoc’h ! » Tual ar Gall, hen, a heje e benn : « Nann, nann, emezan, arôk m’arrufomp a-hont, gant eun amzer evel ma ra, e vo peur gollet al lestr-ze l » Ha Pipi Drogez, eul luron, koulskoude, a oa e deiz-se, ken nec’het hag ar re all : « Da betra, emezan, riskla ar vuhez, evid aesa savetei hini tud all, pa ver sur d’ober tro
c’houllo. »
YANN
Ha ma zad koz, Soêz, petra lavaras, hen ?
MON. en eur sevel
Dadad koz, ma fôtr bihan, a adlakas, dioustu, e « suroa », a boan ma oa d’ezan beza hen lamet, hag a iavaras, kuit da ober kement-se a chare : « Ez an da vont, me, ha ma tistrôan, e kasin eur c’hantol-goulou-koar da Sant Erwan venniget. » Hag e lavaras, neuze, d’e daou vab hena, a oa, eveldoc’h, ouz an daol, aze, o tibri o soub : « Alo ! potred, goude e peurdebrimp hon zamm boued». Hag int ha mont arôk o zri.. En eur dremen dre al Ianneg, ma oa eno ar re all, gant o c’haoz, digor o genou ganto, o sellout ouz al lestr o oueledi, e lavaras Kerdu d’ezo : « Ac’hanta, pôtred, petra ! Aze e chomot... Well eo d*eoc’h dont da rei d’imp eun tamm sikour. » Ha da dad koz a dibabas
c’houec’11, ar re wella, eus an ugent bennak a ’n em ginnigas, neuze... Ha j
- .
ma zud kaez ! n’ eo ket en aner, e lavare ar re goz :
« Gwrage martoloded, gwrage pesketierien « Azizech diouz o sav, gant g!ac’har hag anken. »
E deiz-se, e oamp, ni, etrezomp merc’hed, kalz muioc’h trubuilhet hon spered eget hini hon fôtred... Ouz ogwelout o vont, a-dra-sur, da goll o
buhez... Ha ! sed, kaout a ra d’in, e oa kalz garvoc’h an amzer, e deiz-se eget fenoz !
SOEZ
Ya, met e deiz-se, moarvat, Môn, e oa ar mor gant da re... Selaou, ervat,
Môn, ’n hen glevez ket ?... me gred e tle beza gwall fuloret fenoz ivez !.. .
III« PENNAD
AR MEMEZ RE, ANNAIG
ANNAIG, en eur arruout, berr-kaer warni
Môn ! Môn ! Ma zad koz, en deus lavaret d’in dont, buan, aman
i • «
SOEZ
Ya, gwelout a ran ec’h eus redet, Annaïg, rak berr-kaer ’eo warnout.
ANNAIG
Lavaret en deus d’in : « Kerz, kerz buan, ha diwall mat da chom da sel-
lout »... hag ez oun deut d’ar red,
c’hra, aze d’an traou... rak tremen
d’ar red, d’ar red. Soken en eur sevel ar
eo
MON
Mar deo tremen poent, lavar dhmp, eun dra bennak, neuze, buan
ANNAIG
Setu aman :... Bag, mab Job ar Barzig a zo o vont da goll du-hont, e tu
all da Itieg, war ar reier. Diwaran dosenn, evez gwelet...
MON, a vouez izel
Yfig !!!,.. ( a voue\ ubel, neu^e,) Ha petra a c’hallan-me ober evitan... me !!
ANNAIG
Muioc’h eget ne soniet, Môn ! Ma zad koz a lavar, ne oar Yfig netra eus ar mor... n’anavez ket an aod, na dreist-holl an darempred, dre reier,... biken, emezan, ne deuy a-benn da J n em dibab ac’hano, anezan e-unan.
eno, e-touez ar
MON
Ha neuze ?
17
ANNAIG
Ha neuze 1 I... goüt mat a ret, koulskoude, ezeoêt an holl bigi er-maez, er beure-man, hag o deus renket, gant an amzer fall a ra, mont da glask goudor e-trezek ar PorZ-Gwenn, ha n’eu$ distro hini ebet c’hoaz aman...hini ebet...
MON
i
Waz a ze !... Met petra a fell d’ezan a rafen-me... da dad koz ?
SOEZ, en eur sevel
Daoust ha me a ’n em dromplfen... me..J Ne gredan ket ! Eun tamm c ? hoant en deus, ar pôtr koz, moarvat, da vont da rei eun taol skoaz d’ezan ! Daoust d’e oad, ma ne deo ket re serz ken war e ziouhar, e ziouvrec’h a zo gwevn bepret, ha mar deus unan, o anavezout an aod, dre aze ha kement toull fall a zo ennan, ez eo da dad koz, Annaïg... Etre Briat hag ar Jentilez, etre an Hern hag an Dreoger, e teufe hag ez afe, kerkouls e nozhag e deiz... Ha ■ n’eus den nemetan, dre aze. Piou achey, ma n’en daket...ar besketaerien all a zo breman, er Porz-Gwenn du-hont, hag av re ne d’int ket ét er maez, a zo êt da glevout us o c’helou. Ha n’eus bag ebet dre aze nemet koz hini Kerdu, Ar Varivôn ; Hag Annaïk a zo deut aman eus perz he zad koz, me ’gred, da glask he stur hag he roenvou. N’eo ket gwir, Annaïg ?
ANNAIG
Eo, krak, evel-se, Soêz... En ano Doue, Môn bezit eta ar vadelez d’o rei, d’in dioustu, m’ o c’hasin d’am zad koz, rak lavaret en deus d’in, hasta buan.
SOEZ, en eur vont e trezek ar c’horn*ti, en em gav ennan ar roenvou hag ar stur. —
Marivonig ha Yann a dosta ivez
Ez an, me, da gas an treou-man d’eoc’11, rak c’houi etrezoc’h a zo re wag c’hoaz, evit dougen treou ker pounner-man, ho c’hunan, ha koulskoude, mar karit e root dorn d’in eun tammig.
t
MON, en eur vont dirazi, hag ouz he c’harz da vont arôk, evel droug enni
Lezit an treou ze, aze, Soez... ac’han, da warc’hoaz... Piou ’zomestr aman, hirio c’hoaz, ma n’eo ket me.
SOEZ, en eur boueza peb gir
Petra ! n’hoc’h eus ket komprenet mat, Môn ? I e zo a-hont, eur paourkaez den e-riskl e vuhez... o vont da goll... hag e c hallfed hen savetei !...
MON
Eo ! met an den se’ eo mab Janned ar C hastell-Meur, gwreg Job ar Barzig, hag an itron vrao-ze ’deus graet d’in kement a zroug ! Kement a zroug !... ma ne rin tnann eviti 1... nann ! mann ebet ! ne glevet ket, Soez 1...
SOHZ
• > , Môn 1 Petra lavarez !
MON, gant kasoni
Nann I n ouzout ket, te, petra e c’hall eur galon dont da veza, pa vez entanet gant ar gasoni !... Ne ouien ket, me ivez, arôk brernan... Met Janned a deus graet skol d’in war ze, en eur dont d’hon zeurel er-maez an ti-man... ha mar bez waz... Piou a dleo tamall nemeti h’ec’11 unan ! ma karje, h’he doa ket sachet ar c’har war he chein !
SOEZ, en eur sellout mat outi
Hag ec’h eus Iavaret da diweza gêr war ze AIo 1 d’eomp arôk, neuze, Annaïg I
ANNAIG
jf
O. Soéz, mont d’ar gêr, ac’han, hep ar stur hag ar roenvou ! Petra ’sonjet ?
Soèz t grog e brcc’h Annaig hagec’h eont arôk o diou.
IV et PENNAD
MON, MARIVONIG ha YANN
MARIVONIG, juntret hc daouarn O, mamm goz I me ho ped... en ano Doue II
YANN
Hag ar paourkaez Yfig, a ya da veza beuzet, marteze
MON
Roit peoch d’in, bugale ! N’eo ket diouzoc’h dont d’am barn, moarvat !... An O. Doue, hen, e vin barnet gantan, eun deiz... evel ma tegas hirio ar walenn a gastiz da boueza war Janned ar Chastell-Meur,.. Pa vo, bet ’n em reudet, eur pennad, evid an divaloerez he deus graet d’imp, e kompreno ? marteze <ï Kaout poan, awechou, a zo mat, da zigeri an daoulagad ». Pep hini d’e dro, eme ar Cheker, pa oa e vab o vont d’ar prizon, hag hen e- unan o tont er-maez. Ha ma zro-me a zo bet re alïes betek breman, a sonjan. Alô ! erru eo diwezat an noz anezi... ha warc’hoaz e tle beza eun tamm
bec’h aman... It d’ho kwele, bugale, ha nozvez vat d’eoc’h...
YANN
Kousket, fenoz, mamm goz 1... Biken n’allin kousket.
v
- r 9 -
MARIVONIG
Alo ! Yann, deus, lavaromp da-vihana hon « fater », diouz hon gwella, evid ar re a zo brenian e riskl o buhez, war ar mor, n’eus forz pelec’h, pa *z eo gwir, koulskoude, n’alIomp ket ober ken evito.
MON
Ya ! an diweza pedenn en ti-man... ha ma c’halon a zo ker klanv ! ken trubuilhet eo ma spered, ker glac’haret ez oun, o welout petra Vhoarvez ga- nimp, ken n’ounn ket peseurt pedenn a c’halifen-lavarout ken... d’eomp dezi, da welout koulskoude... marteze...
Daoulina a reont o zri hag e reont sin ar groaz : En ano an Tad, hag ar
mab...
MARIVONIG, a izel-vouez a grog da lavarout ar pedennou... hag eur pennadig goude,
e lavar a vouez uhelloe’h :
Hon Tad pehini ’zo e Nenv..,. hag ar peurest.
MON, a respont ganto a vouez eun tamm izelloc’h
%
Roit d f imp liirio, hon bara pemdeiek... pardonit d’imp hon « ofansou » evel . . .
Môn a chom e span hag en eur sevel en he sav, e lavar a vouez krcnv :
Nann I nann ! biken gaou ne lavarin I... lavarout e pardonan !... Iavarout gevier, d*an O, Doue 1... biken !... « Evel heol Doue, dreist ar menez, e tle para ar wirionez » .
Hag e chom pleget he fenn ganti e tre he daouarn, eur pennadig ; — Marivonig ha Yann adalc’h bepret gant o fater; hag echu d’ezi, ez eontda gichen ar prenestr, da selaou an avel o c’houeza ; — Môn neuze a ya c’hoaz ganti pelloc’h.
O, ma zad ! O, ma mamm ! O, ma zad koz ! O, mamm goz... ha c*houi holl, kerent, mignoned, amezeien ; c houi holl hag hoc’h eus renet eveldoun, eur vuhez a boan, a drubuilh, hag a c’halcTiar 1... cTioui hag a zo breman ken evurus, du-hont, e Baradoz an O. Doue, elecTi n’ eus nemet madelez ha karantez e peb doare, elecTi n’ eus droug ebet ha n’all beza droug ebet, o, me oc’h asped, deuit cTioui da lavarout d’in petra a dlean ober !... Komzit... lavarit d’in eun dra bennak... Ha!... aoun am eus... krena *ra ma izili dindanoun... Petore iiou a devo ho komzou ?... hag hen ne vo ket blaz an trenk, blaz ar cTiouerv, warno re I... Pardoni 1... Savetei he mab d’an hini a deu d’am deurel er-maez an ti-man I... Ha! cTioui da vihana, n*eus ket deut biskoaz eur glachar a seurd-man da ranna d eoc’h ho kalon!... Aman ez ocTi bet marvet evid an darnvuia, er gwele-kloz-se e oan e sell da rci ennan ma huanadenn diweza, e peoc’h gant Doue ha gant ma nesa. Hag ar re all a zo >et chomet du-hont e-kreiz ar mor, e kreiz ar mor-ze, o doa kalz nmiocTi a garantez evitan c’hoazeget evid an ti-man... Ha me... a renk mont
er-maez, abalamour da ugent skoed.*. eun netra ! Truez ebet... nag ouzoun... nag ouz ar vugaiigou-man !... Nann I nann I biken ne bardonin
MARIVONIG, bepred e kichen ar prenestr...
Mamm goz ? mamm goz !... en e sav du-hont war beg an dosenn, ar Penven-Koz a sell e-trezek aman... hag a seblant lavarout d’imp hasta... arru eo ken tenval an noz, mar deoa-vec’h d’imp gallout hen gwelout.
YANN
Ya !... met ar mor a zo dichadennet awalc’h... Sellit penôs en em sko du~ hont, o eonenni, war ar reier... lavaret e vefe, eur bagad lcezeg gwenn o tont, d’an daoulamm ruz, da sevel, a big, war an tornaod... Ha ! pa ver e douar, e vez c’hoaz muioc’h a aoun rag ar mor o clioari e benn, eget pa ver e bourz eur vag bennak...
MARIVONIG
Ya ! Ha pa c’houvezer dreist-holi en em gav du-hont, e unanik... en eun tamm koz bag a netra... eur paourkaez malevrus, a ne anavez ket ar vicher, o vont da veza beuzet marteze...
MON, evcl droug enni
Ro peoc’h d’in !... meur a hini ali a zo bet lonket gant ar mor !
MARIVONIG
O, mammgoz kaez !... en ano Doue ! bezit truez ouz Yfig Barzig ! Bezit truez ouz he vamm ! ma vi;ec’h en o « flas » !...
MON, gant rustoni
Serr da c’henou ! Bez e’z eus tud all, o c’haloun rannet gant arglac’har, ha
war goll o fenn, gant ar boan-spered, ha ne vez ket truez outo !
YANN
O, mamm goz ! ma vije bet tadig koz aman, e vije bet aet, hen !
MON
Marteze (eun tamm a go%te% bag a voue\ i%elloc*h) met ïennez a oa gwelloc’h
kalonet egedoun-me.
YANN
Ne vije ket bet pell o kemerout ar stur hag ar roenvou... buan e vije bet
lammet en evag... ha, diouz red, e vije bet aet e unan.
Hag hoc’h eus lavaret, mamm goz ! e oac’houi breman, ar vestrez aman... Ha ne fell ket d’eoc’h, e vefe kemeret nag ar stur, nag ar roenvou !
MON, en eur vont e trezek Yann hag en eur ober eun tamm difreta d’ezan, krog en
e vrec’h
f «
Petra ! ne roy ket a beoc’h ! Setu aman, marteze I... Lavaret am eus d’it
21
c’hoaz, n’eo ket... d’it d’am barn... Ha forz a ra d’it petra ’rin-me I Mar
doun, me ma unan, kiriek d’ar walenn a gastiz a renkoinp hirio plega hor
choug dindani... ac’hanta neuze, ar bec’h aneziagemerinevidounma-unan...
setu aze 1...
9
MA.RIVONIG
Yfig Barzig, hen, a zo divlamm awalc’h... ha koulskoude...
MON
Gwir ’eo I !... Ar re veo hag ar re varo, holl e lavaront d’in pardoni! Seblantout a ra d’in klevout o mouez truezus o tregerni dre aman... Ha n’ eus nemet an tamm koz kalon aheurtet-man f kaletoch eget eur maen... hag entanet gant ar gasoni... a ne selaoufe ket o mouez. Ha ! Ma Doue benniget, c’houi oar mat, Môn ne oa ket eur plac’h fall, met graet a zo bet d’ezi kement
a zroug !!...
■
MARIVONIG, e kichen ar prenestr
Mamm goz ! Soêz a zo arru adarre war he giz... ha digeri ’rin d’ezi an nor?...
MON, juntret he daouarn ganti, diraktr greuseufi e pign ouzar voger
O, ma Doue, en ho kenver, ivez, an dud a zo bet gwall dianaoudek... hag hoc’h eus pardounet koulskoude... ( Mont a ra da ^igeri an nor).
V ct PENNAD
AR MEMEZ RE, SOEZ
MON, da Soêz
Buan , Soêz, hastomp buan... ar stur... ar roenvou... gant ma nc vimp ket re diwezat !... Ha ! ma vije bet Kerdu aman !... ( Mont a ra do lapout).
SOEZ
N’hen dije ket lezet ar re all da vont, hen !... Met, dousaet ha diskennet eo, eun tammig, an avel, breman, hag ar Penven koz ha me, e teuy ganimp, an taol da vad, a gredan, mar kavomp eun tamm mous bennak da zerc’hel
mat d’ar paol...
YANN, en eurvont e trezeke vamm goz
Mamm goz ?...
Te ! Nann ! Nann ! biken !… An A O. Doue ne c houlenn ket kement se diganin, memez tra !!
Bah ! Môn, hen lez da zont… Kaout a ra d’it, e kemerfe, an A O. Doue, d’a vab bihan, diganit, fenoz !… pa glevez e vouez olavarout d’it rei dorn da savetei egile… an dra-ze n’all ket beza !… la neuze biken nc gavo amzer vravoc’h evit mont war e vicher… Ha ! ma vije bet Kerdu, aman !
Ma vije bet Kerdu aman !… Gwir eo !… Ac’hanta, en dije lavaret d’it mont… Iterz neuze ’ta !… ha Doue d’az pennigo !… Eus Iein ar Baradoz elec’h ma ’n em gav breman evurus, gant Doue… Kerdu, e seblant d’in hen klevout o lavarout d’it an hevelep komzou… Kerz eta, ma fôtr bihan, ha sant Erwan hag ar werc’hez gant an Otrou Sant Goneri venniget, d’az mirout a bep droug !…
O Mamm goz 1 Mil trugarez ! Bennoz Doue d’eoc’h !
Ya I kerz, mafôtr, ha hast buan.,. Ha breman, ni hon diou, Marivonig, lavaromp hon Fater : (daoulina a reont ).
Hon Tad pehini ’zo e Nenv…
- ↑ Gwiska heman, e bragou-bras ; kalz aezetoc’h e ve, evid eur bôtrezig.