Mont d’an endalc’had

Euz holl Vroiou ar Bed

Eus Wikimammenn
◄   Eur Zòn Kloarek Euz holl Vroiou ar Bed War ar Maès   ►


EUZ OLL VROIOU AR BED.


————


Eùz holl vroìou ar bed, Breiz-Izell da genta !
Na deùz arc’hant nag aour, med zè na rà netra :
Enò ’ma ’r baotred vad, ar merc’hed a enor,
Ar feiz er c’halonou, ha trò-a-drò ar mòr.

Eùz holl iézou ar bed, n’en eùz ket a gàran
’Vel hini Breiz-Izell, henès eò ar c’haeran ;
N’en eùz hinin er bed a ve iwé ken kòz,
A-dalek ar zav-heol, beteg ann anter-nòz.

Eùz holl blac’hed ar bed, da genta hini Breiz !
Hounès ’zò eùn tenzor a furnez hag a feiz ;
Bepred drant ha laouenn, éma en tiègez
’Vel ann heol beniget, ’skuil dré-holl levenez.


Eùz holl gìziou ar bed, ez è ré Breiz-Izell
A gàran dreist ann holl, ’r ré-zé ’vel ann awell
Na droont ket bemdez : ann nerz hag ar iec’het
A roont d’ar c’horfou, hag ar peoc’h d’ar speret.

Eùz holl gwerziou ar bed, ré Breiz ’zò da gentan
Ha ’vel-zé pa venn trist, ’n em lakàn da gànan
Eur werz kòz eùz ar vrò, eur werz pe eur zonik,
Ha kerkent da dridal laouenn ma c’halonik ! —

Eùz holl vroìou ar bed, Breiz-Izell da genta !
Na deùz arc’hant nag aour, med zè na rà netra ;
Enò ’ma ’r baotred vad, ar merc’hed a enor,
Ar feiz er c’halonou, ha trò-a-drò ar mòr ! —


*