XII. — Eur gomz diveza da gloza.
Evidon-me a lavar hag a lavaro atao, rak ma vezo
ar wirionez atao :
NETRA NA DALV VA BREIZ !
Nan, n’eo gwir ? netra na dalv ha netra na dalvo
Kornig douar hon tadou, Breiz-Izel, hor Mamm-Vro ?
Gened koz bepred nevez, da viken m’az karo,
Ha laouen me az meulo ken teui d’in ar maro.
Laromp eta, Kenvroiz, laromp gant levenez,
N’eus ket e mesk ar broiou ken din a garantez.
E Breiz-Izel oun ganet, ganti oun bet maget,
Hag enni eo, d’am maro, e vezin douaret.
Eno va c’housk a vezo gant va zud koz reisoc’h,
Eno me a c’hortozo deiz ar varn vras e peoc’h ;
Ha bemnoz, dre lanneier hag aochou Breiz-Izel,
Ene ar barz a gano c’hoaz meur a werz santel.
Klaoda ’r Prat
« Pluenzir »
|