Mont d’an endalc’had

Eur c’haer a skouer

Eus Wikimammenn
Kroaz ar Vretoned, 1910



EUR C’HAER A SKOUER
————


I

Pa welan er c’hazetennou,
An torfejou, ar gwaleuriou,
A sko bemde gant an douar,
E rann ma c’halon gant glac’har.

Disul, avat, o lenn ar Groaz,
Gant joa ma c’halon a dridas,
Pa zigoueas ma daoulagad,
Dre eur parchanz, gant eun dra vad.

Trizek vla ! ’Noa ken ar bugel,
Eur bugel dister, eur mevel,
A c’honeas war ar re-all,
En eur c’honkour ugent real.

Ugent real ! Eur fortun vra,
Evit eur pôtrig trizek vla ;
Dindan e zorn hag e lagad,
Ugent real ! pebez chans vad !

Ugent real ! Eur pôtrig saout,
Meur a dra gante hall da gaout :
Eur foet ler mad, eur vrao a foet,
Touchennou lemm dimeus ar bet.

Kalz a blijadur er foariou,
Marteze gonid er c’hoariou,
C’hoari galoch, ha pil ha kroaz,
Ha domino, ha mil ha kaz.

Mont da drei war ar c’hezek koat,
Er vransigel bransigellat,
Hep komz eus kalz a lodennou,
Sonerezed, c’hoariellou !

Ha pan-e-gwir e Breton mat,
Gante ’nije c’hoaz gallet kât
Levriou kaer ha dereat,
Ha skrivet en brezoneg mat.

Gante ’nije gallet prenan,
Barzaz dudius da ganan,
Kontadennou brav displeget,
Da rei diduans d’e spered.

II

— « Otro Person, ’me ar pôtrig,
Pan-e-gwir on breman pinvik,
Evit sevel ho skol gristen,
E fell d’in rei d’ac’h aluzen ! »

Nan, nan eus kaeroc’h aluzen,
Eget rei ’vit eur skol gristen,
Da vagan fe er sperejou,
Ha karante er c’halonou.

Eur skol gristen, na kaerat tra !
Kaeroc’h, gwelloc’h nan eus netra :
War an dro gant deskadurez,
Rei war ar vad anoudegez.

Da bez, bugel, n’e ket kollet,
En Nenv, eun de, da bez arc’hant,
’Keiz da gurunen lufro splann.

An Eün.