Eur baoures eürus

Eus Wikimammenn
Mont d’ar merdeerezh Mont d’ar c’hlask
1903 betek 1907  (p. 51-52)



EUR BAOUREZ EURUS


————



\score {
 \new Staff {
  \relative c'{
    \clef treble
    %\tempo \markup {Berceuse}
    \autoBeamOff
    \override Rest #'style = #'classical
    \key g \minor
    \time 2/4
    %\set melismaBusyProperties = #'()
    \partial 8*1
    d8 | g4. g8 | bes4 d | d8 ([c]) bes a | \break
    g4 bes8 ([a]) | g4 fis | g2 ~ | g4 r8 d | g4. g8 | bes4 d | \break
    d8 ([c]) bes a | g4 bes8 ([a]) | g4 fis | g2 ~ | g4 bes8 ([c]) | \break
    d4. c8 | ees4 d | d8 ([c]) bes c | d4. c8 | bes4 c | \break
    a2 ~ | a4 a8 ([bes)] | c4. bes8 | c4 d | d8 ([c]) bes a | \break
    g4 bes8 ([a)] | g4 fis | g2 ~ | g4 r8 r \bar "|."
  }
  \addlyrics{
    Ne d’oun ’med eur goue -- ria -- dez paour di -- var ar me -- ziou,
    Ha gouls -- kou -- de eü -- ru -- soc’h e -- get tud ar c’he -- riou;
    Ne ruil -- lan ket e -- vel -- do aour nag ar -- c’hant a -- leiz_!
    Mez me ’m_euz kal -- zik guel -- loc’h_: va iez kaër ha va feiz.
  }
 }
 \layout { line-width = #150 }
 \midi {
    \context {
      \Score
      tempoWholesPerMinute = #(ly:make-moment 100 4)
}}
}
\header { tagline = ##f }

Ne d’oun ’med eur goueriadez paour divar ar meziou,
Ha goulskoude eürussoc’h eget tud ar c’heriou ;
Ne ruillan ket eveldo aour nag arc’hant aleiz !
Mez me ’m euz kalzik guelloc’h : va iez kaer ha va feiz.

Me ’m euz kân a1 labouset ha c’huez-mad ar bleuniou ;
Ezennik fresk ar mintin, ha dour ar feunteuniou ;
Me am euz trouz ar mor bras… p’her c’hlevân o krozal,
Va c’halounik paour em c’hreiz n’em laka da dridal.

Rak me m’euz bot her c’haret ; hag atao her c’harân,
Daoust n’hen c’hlevan aliez ; rak goall bellik e-man ;
Mes e goeled va c’haloun he zonj a zo choumet
Evel sonj eur mignoun koz, morse ankounac’hêt.

Bemdez epad ar bloaz me a zao mintin mad ;
Oh ! nak a draou kaër neuze a vel va daoulagad :
Er goanv karden al leur gant ar rëo guenn-kann
O lintri gant al loar ’vel eun dousier arc’hant.


En anv me vel glizennou e bek ar guez uhel,
O lugerni ’vel perlez gant an heol o sevel ;
Hag e kreiz ar perlez-se al labouzedigou
A gas oll en eur dridal d’an nenv meuleudiou.

Euz an eil bojen d’e ben, ’m eint o paravia
Piou a gano d’he grouer he zonik ar vraoa ;
Ouz ho c’hlevet e m’euz c’hoant da ober eveldo,
Da gas ive va feden d’am Zad zo en envo.

Ra viot meulet, va Doue, da veza din miret
Iez karet va zadou koz, hag ho feiz benniget
Ho brezonek ken kaër, ho feiz ker birvidik
Am laka, ha me paour, da veza pinvidik.

Mirit deomp, o va Doue, a dreuz ar c’hantvejou,
Ar feiz-ze atao kor stard ha kerrek an aotjou ;
Ra zavo ar Vretonet sounn ho fennou kaled ;
Ha keït ma pado ar bed ra goumzint brezounek.

Mirit deomp, o va Doue, gant sioulder ar meziou,
Disheol an hentchou doun ha goudor ar c’hoajou ;
Lakit en hon liorzou beb bloaz kalz a vleuniou,
Ha da guntuil anezo kalz a vugaligou.

Mirit d’hor gircher dero kân drant al labouzet,
Ha d’hor foenneier glas hirvoud ho goaziou red ;
Ra velimp c’hoaz pell-amzer ar bleuniou alaouret
O c’hija gant an avel var ar c’hleuziou lannek.

Diouallit, o va Doue, diouallit hor c’hroasiou,
Hon touriou dantelezet azioc’h hon ilizou ;
Diouallit hor verejou, beziou hon tadou koz,
Ma c’hellimp en ho c’hichen mont eun deiz da repoz.

Hon dalc’hit, o va Doue, ha guirion ha leal,
Grit na zelaouimp morse kenteliou an dud fall ;
Hag evel an Erminik, ma lavarimp bepred :
Gwell e ganeomp mervel eget beza saotret !


Guerz kurunet e Gouel ar bleun bruk e kastell Keryan (Sant Nouga), d’ar 4 a viz Guengolo 1906.