Mont d’an endalc’had

Eur Gir a-raog

Eus Wikimammenn
◄   Eur Gir a-raog Breiz-Izell   ►


EUR GIR A-RAOG.


————

Holl Vreizaded a c’hrouienn vad,
Klewet eur gir, tud Breiz-Izell :
— Da chòmo peb unan Breizad,
Dre-holl, bepred, beteg merwell ! —
 
Bròïz, bezet ’vel ho tado,
Eeün ha gwirion en peb tachenn ;
Laket enor ’raog ar mado,
It en peb lec’h huël ho penn. —
 
Dalc’het-mad d’ho kizio gwech-all,
D’ho kwerzio kòz ha d’ho sòniou,
Hogen na desket ket re C’hall :
Pedet, danset er pardòniou. —


Ha c’hui holl, père doùg pluenn,
Tud a skiant, ha tud gwiziek,
N’ankouaït ket ez oc’h mibienn
D’ar re ’gomze ar brezònek. —

Ha ne glewet-c’hui ket làret
Hon iez, ar c’hòsa, marteze,
A zo er bed, hon iez kàret,
A dle merwell ? — N’glewet ket se ? —
 
Nebaon ta, holl baotred-vad Breiz.
Goureït-c’hui breman ho penn,
Ha komzet ha skrivet gant feiz
Ar iez-kòz na varwo biken.

Eùz ar vrò-bell ma sav ann heol
Eo deùd gan-imb ’bars ar vrò-man,
Ha mibienn Breiz dle hi c’homz holl,
Keit ma skeùdo ann heol aman ! —