Eur Bugel o rei kalanna

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
A. Lefournier ha Ian Salaun, 1889  (p. 28-29)



Eur bugel o rei he galanna d’ar mabik Jesus.
————

Daoulinet dirak da graouik
Mabik Jesus, dit me innik,
Va feden ar galoneca,
Ha va mennoz al laouena.

Me fell din rei dit kalanna,
Dal ! etouez ar braoigou-ma,
Kemer an hini a gari,
A greis calon dit m’en roi.

Petra blich dit ? va madigou ?
Va zabren vras ? pe va c’hillou ?
Va marc’h iell pevar houarnet ?
Pe va renkennad soudardet ?

Marteze te a gavo guell
Va mein-pal pe va c’hornigel ;
Pe va bagig a voar neun flour
Vel eunn ouad var ar voas dour ?


Bez’e p’o va zrompill skiltrus ?
Va zaboulin, va zok bouch ruz ?
Pe va c’hontellik troad melen,
Eur suterezig en he fenn ?

Sell ! cas ganhez va c'houlmik venn
En he c’haouet souchet kempen ;
Neuze, mar kerez, va beufik
A voar cana ’vel eun eostik.

N’em c’hlevez ket ? gouela a rez ?
Riou ac’h eus mab bihan kez
Ro peoc’h ! ro peoc’h ! ha deus du-ma,
Va mam a rai tan d’as toma.

Petra’s pezo d’as kalanna ?
Oh, mabik bihan, lavar din-ta !
Da boaniou a ra poan din-me,
Mar gouelez, sell, me vouel ive.

Ah ! brema e teu da zonch din,
Va mam hen lare deac’h vintin :
Eur galon venn, eur galon c’hlan
Eo a blich d’ar mabik bihan.

Neket madigou, braoigou
Eo a glaskez en da graou,
Mes eur galon voar da garet
Ha pidi dirazout stouet.

Da zaoulagad a bar skedus,
Var ar bugel mad, truezus
A voar lacat gant he zornik
Bara e dorn ar minorik.

Ro-ta, va mam, ha ro fennoz,
D’ar beorien geiz va dillad coz.
D’ar vugale a zo e poan,
Evel m’ema’r mabik bihan.

Va mam, lavar din ar beden
A livirin iviziken :
Mabik Jesus, me ho caro !
Mabik Jesus am bennigo !

————