Mont d’an endalc’had

Eun taol lagad war an amzer goz

Eus Wikimammenn
Ti moulerez Sant-Gwilherm, 1911  (p. 170-172)



Enn taol lagad war an amzer goz


————


Koms a reer kals hizio enep an Iliz kalolik.

Prezegerien diboel ! a lavar d’al labourerien e c’heller tremen hep relijion : « Ar Relijion, emezo ! eun dra uzet. Hiviziken an dud a spered, an dud a zeskadurez, a leunio o c’halonou gant ar Wiziegez ! Ar Relijion a yoa mat gwech-all, marteze ; mez hizio ni a felf d’eomp mont war-raok. »

Evel se ’ta, war o meno, ar relijion na dalv da netra. N’eo ket dies d’in diskouez pegement e fazi an doktored nevez-ma. Hag evit kement-se, taolomp eur zell war doare ar bed a-raok donedigez Hor Zalver, ar sklerijen skedus-se a baras er zav-heol.

Ar bed-oll a yoa beuzet en holl dizursiou.

An dud a ankounac’hae pe na ouient mui o doa eun ene hag a en em roe d’an holl dechou fall. evel al loened lousa. Tamm karantez ebed etrezo : pep hini a jache d’e du, gwas a-ze d’ar re n’hellent ket tizoul ar c’hargou. Ar warisi, ar gasoni, ar c’hrizder, a rene e kalonou ar pep brasa eus an dud.

Ya, ar c’hrizder a rene war ar bed e vel eur rouanez vras. Lavaret e viche e oa serret ar c’halonou ouz pep teneridigez. En tiegeziou zoken n’en em gleved ket. Pa gaved dies gwelet unan bennak, netra easoc’h eget rei d’ezan taol ar maro hag e gas evel-se da welet e dud koz, evel a lavarent.

Er C’hres kouls hag e Rom, pa na blije ket ar vugaligou d’o zud, ar mammou o-unan a zanke ar gountel enno, pe o zaole d’an traon a c’horre eur grec’hen sounn. Kartajinezed a zeue anezo o-unan da deurel o bugale en tantadou tan enaonet dirak skeuden an doue Molok.

Ha ma kaver kement a grizder en tadou hag er mammou, piou a lavaro d’eomp peoaos e rea ar priejou, ar vistri ?

Ama e welomp mogeria eur wreg war an disterra digarez.

Pelloc’h, setu sklavourien taolet noaz en eul lenn leun a lamprezenned, seurt loened vil ha digernez, henvel ouz aered viber. Tro-war-dro, ar pennou bras a gemer o flijadur o sellet ouz an dud keiz-ma, a skrij, a yud, a glemm, a c’houlen truez oc’h tud kaletoc’h o c’halonou en o c’hreiz eget ar vein a vreser war an henchou.

Sevel a reer doueou ha doueezed en enor d’an holl youlou fall. Ha neuze e teu ar bobl da zaoulina dirak ar skeudennou heuzus-se.

Setu perak n’eus reiz ebet ken evit an dud-ma. Diskennet int e renk al loened mut. An traou ar gwesta da lakaat ac’hanomp da ruzia gant ar vez a veze ledet a-wel d’an holl. Ne veze ket zoken taolet evez oc’h ar skouer fall a c’helled rei evel-se d’ar yaouankiz. Ha perak e viche great ? Daoust hag ar yaouankiz na dle ket kemeret he flijadur ? Evel a lavare n’eus ket pell rener eur gazeten, n’eus netra da guzat ouz ar vugale !… Erru eo warnomp tenvalijen ar baianed. Diwallomp !

Mat, en amzer-ze, ar sperejou a yoa ken gouliet eus eur penn d’ar penn-all d’ar bed, ma ’z ea klemmou an dud reuzeudik, ar sklavourien, ar re baour, evel eur gorventen a-dreus d’an ear.

Ar bed kez ! daoust ha chomm a ray da virviken er stad-se ken izel ha ken mezus ? Daoust hag an nerz, ar galloud a vezo bepred treac’h d’ar gwir ? Hag hen e vezo atao noz hep mintin ebet morse ?… ar c’hlac’har hep frealzidigez ?…

Salokraz ! setu ar bed koz o skrijal. Eun dra bennak a nevez a zo c’hoarvezet.

Klevet ez eus en nenvou moueziou eun arme a elez o kana : « Gloar da Zoue e barz an huel, ha war an douar peoc’h d’an dud a volontez vat ! » Eur bugelig a zo nevez-c’hanet e kraou Betleem o tigas leun e zaouarn a levenez hag a beoc’h.

Her gwelet a reer ; e vousc’hoarz, henvel ouz eur bann-heol, a zo peadra da zizec’ha an daelou ha da domma an eneou…

Kreski a ra, a nebeudou, evel ar vugale-all ; hag ez a da brezek e Aviel d’an dud dizesk, a deu a vandennadou war e lerc’h evit klevet e gomzou souezus… « Eürus ar re baour ! Eürus ar re a zo glan o c’halon ! Eürus ar re a ouel ! Eürus ar re o deus poan da ziwaska !… » Biskoaz kement all n’oa bet klevet betek neuze.

Ouspenn-ze, hada a ra ar burzudou kaëra dre gement leac’h ma tremen : Ar re glanv a gav ar yec’hed; bruzuna a ra chadennou ar sklavourien ; deski a ra d’ar pinvidik karet ar paour ; digeri a ra eun hent e c’hello an holl hiviziken tremen dreizan : ar vuez kristen.

Hag an Hini a droas tu d’ar bed dre e varo hag e zazorc’hidigez[1]…, an Hini a reas d’ar sklerijen para splan war-lerc’h an denvalijen, hennez eo an Doue a stouomp dirazan : Jezuz-Krist, ar Pastor mat…

Chomm hep e anaout da vestr a ve dizanaoudegez ha fallentez, rak m’eo ar C’hrist hor madoberour, hag abalamour e teufe gwalinier spontus da gas ar vro a-bez da netra.

N’eus netra poaniusoc’h da welet eget eur vro dizoue… !


DIVEZ



————
  1. Résurrection.