Eun nosvez nedeleg
En eur gambr hanter sklerijennet gant eur c’hleuzeur paour, eur pôtr yaouank a hunvre dirak eun tam tan dister prest da goueza e ludu. Eur gazeten a zo etre e zaouarn, mes an den yaouank na zell ket outi ; n’en em jal ket nemeur gant ar c’heleier skrivet war ar baperen.
E spered a zo troet gant traou all…
Noz Nedeleg a zo hizio. Da genver an deiz-man, sonj mad en deus, gwechall e ti e gerent e lakeat eun eteo da zevi.
Oc’h ober eur zell ouz e oaled :
— « Va eteo-me, a zonj-hen, n’eo ket gwall… deo ! »
Hag e taol eur vrochen geuneud en tan da greski anezan, rak yen eo an noz.
Er meaz, an avel a yud gant fulor. An den yaouank, an doen azioc’h e benn, a glev ar vein o strakal. Lod, staget laosk, a gouez, e riskl da doulla pennou an dremenidi a vale dre ar ruiou.
E brenestr, ha ne dlie ket beza serret gwall vad a zigor a frap, gant eur fourad avel o tont er gambr hag o tigas d’e heul eun torchad erc’h hag a venn dalla ar paourkez Yan an Touz…
Henman a zav prim da zerri e brenestr ; an avel hag an erc’h o tont er gambr a laka pep tra da nijal hag an tan da lemel er siminal.
An amzer gi-man a zigas sonj an den yaouank eur bloaz war e giz. Neuze e oa e ti e dad e Keruzek, en eur barrezig zister, kuzet du-hont etouez eur bochad gwez, lark war douar Breiz-Izel.
Epad ma sute an avel e beg ar gwez ha ma koueze an erc’h war an douar, an tiad a oa bodet en dro d’an tan, o c’hedal an heur da vont d’ar Pellgent.
En eur c’hougn, Fanch an Tougn, an tad koz a oa azezet war ar skabel wella, eun dorchen bell dindanan. Ar re all eus an ti hag an amezeien dosta a oa ive en em zouchet, ar gwella ma c’hallent, en dro d’an tan, war an holl azezennou — mad pe fall — a gavjont. An avel n’en dije ket gallet tremen etrezo ken stok e oant an eil ouz egile.
Prest goude, eur zioulder vraz a rene en ti. An holl, o zellou stag ouz muzellou an tad koz, a c’hede eur gontaden.
« Eur wech e oa, eur wech ne oa ket, hag eur wech e oa bepred… »
Krog e oa Fanch koz gant e varvailh…
An holl a zelaoue, sioul. Ne oa o trouzal nemet an avel e beg ar gwez. Ar skrilhed, o-unan, tenereat gant ar gontaden gaer a lavare ar pôtr koz, pe spontet gant yud ar gorventen — n’oun dare ! — a roe ive peoc’h.
Ar veilhadeg Nedeleg-ze a zo ato chomet garanet e spered Yan. Sonj mad en deus ec’h en em gave, er pardaez-ze, e kichen e zousig Soasig, eus an ti all. Gant karantez e starde e dornig gwenn en e hini, ha pa c’hoarze ar re all d’eun tachad plijadurus eus kontaden Fanch koz, hen a lavare eur gomz karantezus e pleg he skouarn da Zoazig, hag hi a roe d’ezan neuze eur mousc’hoarz tener.
— « Poent eo ! » a lavaras mestr an ti pa oa echu kontaden an hini koz.
Dek heur oa sonet ! An heur evit ar vugale da vont da gousket da c’hedal gweladen ar Mabig Jezuz a zigazfe d’ezo madigou ha merc’hodennou… An heur ive evit ar re vraz da gemeret hent an iliz goz…
Gant keuz e savas an holl, kaer e oa beza dirak eun tantad tan o selaou marvailhou Fanch an Touz.
Eat an holl war hent ar bourk, Yan ha Soazig a gavas an tu da jom warlerc’h. Easoc’h e vije d’ezo ober o c’honchou o-unan, dishenvel diouz konchou ar re all.
An daou zen yaouank oa demdost en henvelep oad.
Bihanik c’hoaz e plije ganto beza an eil gant egile. O c’hoariou a reant asamblez, ha d’ar skol ive ez eant asamblez, evel breur ha c’hoar.
Netra guzet na veze etrezo ; an heil a oa e blijadur lavaret d’egile e zonjou.
Gant an oad, ar garantez wira ha tenera a unane o c’halonouigou bugale, na reas nemet kreski.
Netra zouezus ! kement a zo bet savet asamblez en em gar. Gwelet a reomp al labousedigou en o neiz : en em garet a reont, abalamour ato e vezont asamblez…
… Er pardaez-ze, an daou vignon a yea warzu an iliz, heurch an eil ouz egile. Eürusted an den yaouank a oa santout an hini a gare tost d’ezan, hag ar plac’h, hi ive, n’oa bet morse sederoc’h.
Ne rannent nemet eur gerig an amzer. Lavaret e vije o doa aon da derri sioulder an nosvez zantel ma c’hanas ar Mabig Jezuz.
Dre an amzer erc’h a rea, an avel a oa yud, Soazig, daoust ma oa diouallet mad, a zante anezan o treuzi he dilhad.
— « Yen eo ! a anzavas-hi.
— Ya, bravoc’h e oa beza e korn an oaled o selaou tad koz… hag o kuzulika, n’eo ket gwir, Soasig ? a respontas ar pôtr yaouank o voustra war dornig flour e garedig.
— Komz goustatoc’h Yan… Tud a c’hell beza dre aze !…
— Ha goude ?… Bez dienkrez !… ar Mabig Jezuz hag emaomp o vont da adori a zo ouz hon diouall… »
Gwir eo ! Perak kaout aon ? Ne oa ket aze he c’harantez tost d’ezi ?
En em gavet e oa an daou zen yaouank e kichen an iliz. Araok kuitaat e zous, Yan a lavaras d’ezi e kuzulik :
— « Laka evez mad da bedi ar Mabig Jezuz ma teuio d’hor benniga ha da rei ar c’hras d’hor… mennoziou da vont da benn ! »
Ar plac’h yaouank a vousc’hoarzas hag a respontas « ya » o plega he fennig kuzet en eur vantel gwennet gant an erc’h.
Yan a gav ema pell dija an amzer-ze a amourousted tener. Abaoue beilhadeg Nedeleg warlene, meur a ruilh en deus great evit digouezout er « bemped » eus an ti e leac’h ema breman o chom, e-unan, en eun toull kambr diskloz ha yen.
O heuilh skouer meur a hini all, Yan an Touz en deus dilezet an douar a vag an nep e labour, evit dont da glask e chans d’ar c’heariou.
Breman ema pell diouz bro e gavel, ha morse muioc’h eget en nosvez-man n’en deus santet ar c’heuz d’e gear o flemma e galon.
O sellet, evit an heil gwech, ouz an tan paour a zev en e ziminal, an den yaouank a lavar :
— « Moan eo ar breched-man e skoaz an eteo a zo e ti va c’herent en heur-man o tevi… »
Hag e seblant da Yan gwelet tud Keruzek, evel warlene, bodet en dro da oaled ti e dud, holl, sioul, o c’hortoz Fanch koz da zibuna eur marvailh.
Dirak an tan, n’eus goullo nemet e skabel d’ezan e kichen hini Soazig…
— « Eur gontaden, tata koz ! », a c’houlenn eur mousig.
Fanch koz, e zaoulagad leiz, a respont :
— « Nan, emezan, n’em eus ket a nerz da varvailhat hirio, p’ema an ti-man bepred e kanv d’unan eus e vugale tec’het a bell… »
An holl a drista. Den na lavar grik.
Soazig, hi, a zo he fenn kuzet etre he daouarn, o ouela…
Kaer en deus klask beza kalet ouz an deneridigez, Yan ne c’hall ket miret ouz e zaoulagad da c’hlebia.
— « Dek heur, emezan, e vontr en e zorn. An heur da vont d’ar Pellgent evit tud Keruzek… »
Ar Breizad yaouank a zec’h e zaoulagad. Petra d’ober ?…
… Mont d’an iliz ?… Mont d’e wele ?…
Chom a ra eur pennad nec’het.
— « Nan, emezan, d’an iliz ne’z in ket !… Re bounner eo va fenn gant an traou poanius-man… ha neuze n’em eus ket Soasig da vont asamblez ganen ! »
Jozef P. Ar BRAZ.