Mont d’an endalc’had

Eul loaiad mel da re ar c’heriou

Eus Wikimammenn



EUL LOIAD MEL DA RE AR C’HERIOU
————

Kaër en deuz ma fenn bout kaled,
Ha bout braz ma fazianted,
Birvi a ra ma banac’h goad,
O klevet bourc’hijen bek plad.

Klevet bourc’hijen direvret,
’C’hober faë war ar baïzanted :
Eun tol bek broud en o zac’h c’houe,
Gwel ê bout kiger ’vit bout leue !

Gant ho tokou lost hir, pôtred,
’N hanv Doue dilorc’h… dilorc’het !
Dindan meur a dok hir-lostek,
’Zo spered ber azen gornek.

Gant plu ho tok, Itron doket,
’N hanv Doue dilorc’h… dilorc’het !
War lost hon c’higi ’zo ive,
Plu ken faro evel ho re.

Ma lugern sklêr ho plev poultret,
’N hanv Doue dilorc’h… dilorc’het !
Ezen rouz hon milinerien,
A zo ive livet en gwen.

Ma ve gwen-gwen ho tent bepred,
’N hanv Doue dilorc’h… dilorc’het !
D’ar marc’hadour ê eun dra vad,
Rag alïes ’c’het d’ar marc’had.

Moezik dudiuz da glevet,
’N hanv Doue dilorc’h… dilorc’het !
An evned a gan ’n hon meziou,
A zo c’hoaz flouroc’h o zoniou,

Louzou a c’houez vad a brenet,
’N hanv Doue dilorc’h… dilorc’het !
Ar bleun a zigor war ar mez,
A zo gante kalz finoc’h c’houez.

Glazur ’leiz ho pek a lonket,
’N hanv Doue dilorc’h… dilorc’het !
Mar oarjec’h penôz veint temzet,
Ho kenoiou na lipfec’h ket.

Tamou friko gante ’debret,
’N hanv Doue dilorc’h… dilorc’het !
Ni zo koulz liou en hon c’herc’hen,
Ha ken pouset n’e ket hon fenn.

Ho pec’hiou o gik a sklijet,
’N hanv Doue dilorc’h… dilorc’het !
Paneved hon zaout, hon farkou,
E koac’hfe buhan ho kofou.

Gant ho kirri bra goloet,
’N hanv Doue dilorc’h… dilorc’het ;
Gagnou ve ebarz alïes,
Kenkoulz evel en diavez.

AN EUN.