Eul Lean coz oc’h ober tro’r bed

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
A. Lefournier ha Ian Salaun, 1889  (p. 404-409)



Eul Lean coz oc’h ober tro’r bed.
————


I

Eul lean en doa tremenet antercant vloaz er goueleac’h oc’h ober pinijen. Eno he vuez a voa bet henvel oc’h hini an Ælez ; pidi Doue, gouzaon poan evit Doue, plijout da Zoue, n’oa bet ken en he zonch. Gouscoude pe ger santel bennag ma voa, ez oa eun dra hag a rea diaez dezhan ; ne gave netra dioc’h he veno, dioc’h he zoare ; eur fazi bennag a gave e pep tra. Lavaret a rea evel al labourer ma comz ar fablenner anezhan : « E petra eta e sonje an Aotrou Doue, lacat ar citrouillez oc’h treid ken dister hag ar mez oc’h guez braz evel ma zeo an dero ? »

Er zonch-ze, setu-hen eun dervez hag oc’h en em lacat en hent evit mont da velet hag hen a gafje er bed eun dra bennag great gant muioc’h a furnez evit ar pez en doa guelet bete neuze. Ne voa ket eat a bell n’en em gavas nec’het ; ne vouie ket pe hent da gemeret. Hogen o tremen ebiou da eur roc’hel vras, e cavaz eun den iaouanc gourvezet eno. Goulen a reaz digantha he hent, en eur lavaret en doa c’hoant da velet ar bed.

— Sell, eme an den iaouanc en eur zevel en he za, c’hui ra ive-ta eveldonme ? Me ia ive da velet ar bed. Mad, deomp eta hon daou kevret. Eun diot coz hag eun diot iaouanc, ne oufet ket caout guelloc’h da vont da ober tro’r bed.

Al lean coz a grizas he fri o clevet an den iaouanc o lavaret oant daou zen diot, gouscoude ne lavaras netra. Mes pa voant eat en hent e cave abeg e kement a vele ; ne blije tam muioc’h an traou dezhan evit ar pez a vele en dro dezhan en he goat. An den iaouanc hen leze da c’hrosmolat. Goulen a reaz outhan gouscoude pe hano en doa :

— Me so antercant vloas so er c’hoat du-hont, hag a rer tad Couer ac’hanon.

— Ha me so va hano breur Providans, ha n’oun bet o chom e nep leac’h.

Hano ar breur ne blijas ket ken nebeut d’al lean coz ; hen he unan epken a gave hanvet mad.

Dont a reaz an noz hag al lean coz a voa skuiz bras. En em harpa a rea var breac’h an den iaouanc hag e couske en eur vont. Breur Providans hen dougas eun nebeut, ha pa zihunas, edont ehars dor ti eul lean eveldhan.

— Han ! eme tad Couer, ne ket bale mad a ran-me c’hoaz evit eur potr coz ?

Setu penaus e voue trugareket breur Providans evit he vadelez.

Al lean a jome el lochen-ze ho digemeraz hag a roas dezho da goania guella ma c’hellas. Al lean-ze a voa bet pinvidic araog en em denna eno da ober pinijen. Eus he oll zanvez n’en doa dalc’het nemet eun tas arc’hant da eva dour, hag eun tamig oa re stag he galon oc’h an tas-ze.

Antronoz, pa voant eat adarre en hent, breur Providans en em lakeas da c’hoarzin.

— Tad Couer, emezhan, ne ouzoc’h ket pe ger brao tro am eus-me great d’al lean mad hont ?

— Pe ger brao tro ?

— Ia, m’em eus laeret he das arc’hant. Sellit, setil-hen ama.

— Petra ! laerez eun den hag en deus hon digemeret ker mad ? ha tad Couer o sonjal tec’het kuit dioc’h he genbeacher. Mes hema a grogaz en he vreac’h hag hen dalc’has. Da velet ar bed, emezhan, omp deut. An dra-ze ne deo netra. Deomp ato ; c’hoaz a velimp.

An eil pardaezvez e tigouesjont e kichen eur gær. Glao braz a rea, ha gleb dour oant. Mont a rejont da skei var dor eun ti pinvidic. Perc’hen an ti a deuas da velet piou a voa, hag en em lakeas d’ho gourdrouz. Ne fellas ket dezhan ho lezel da vont en ti ; gouscoude dre druez outho e lavaras dezho tremen, mar carjent, an noz dindan an tamig toen pe disc’hlaven a voa a zioc’h an or, hag e roas dezho eun nebeut fa ne elle ket he vitizien ho dibri.

Dioc’h ar mintin, araog mont kuit, breur Providans a c’halvaz adarre mestr an ti, hen trugarekeaz hag a roas dezhan an tas arc’hant en doa kemeret divar goust al lean.

II

Pa voant eat ac’hano, tad Couer a lavaras d’egile :

— Pe seurt den oc’h-tu eta ? Petra, deac’h al lean a rea deomp guella ma c’helle, hag e laerac’h he das arc’hant ; henoz hema en deus great deomp evel a rer d’ar chas, hag e roit an tas dezhan !

— Deomp atao, eme vreur Providans ; c’hoaz a velimp.

An trede dervez e voent digemeret gant eun ozac’h coz pehini a ziskuezas dezho eul laouenidigez ar vrassa hag a roas dezho ar pep vella a gement a ioa en he di. D’ar roue n’en divije ket great guelloc’h digemer. An ozac’h-ze a voa intaon ; n’en doa nemet eur map, eur paotrig pevarzeg vloaz, coant, sentuz ha speredoc dreist.

Pa edont o vont kuit, breur Providans a lavaras d’an ozac’h coz ; list ho map coant da zont ganeomp eur pennadig, gant aoun na fazifemp var hon hent pa vezimp eat er meaz a gear. An tad a lezas he vap da vont da ziskuez an hent dezho. Da vont er meaz a gær ez eat dre eur pont striz ; rag eur ster zoun a rede eharz he mogeriou. Digouezet eno, tad Couer a iea araog, ar potrig goude, ha breur Providans varlerc’h. Pa voant e creiz ar pont, breur Providans a grapaz er paotr hag hen strincaz en eun taol er ster. Neuze e criaz oc’h tad Couer pehini n’en doa guelet netra :

— Tad Couer ! tad Couer ! sellit-ta, ne velit-hu ket ar potrig-hont o veuzi ? Ar potrig a voa deut ganeomp eo.

— O va Doue, eme tad Couer strafuillet oll ! penaus eo coezet aze !

— Me eo am eus he stlapet.

Tad Couer a voue ker saouzanet, hag en devoue kement a eus, ma crene he oll izili. Cridi a reas neuze mad oa breur Providans an droug-speret, hag e clascas tec’het kuit. Mes breur Providans a grogaz adarre en he vreac’h hag hen dalc’has.

— Clevit, tad Couer, emezhan, na dit ket d’en em drompla. Ne ket an diaoul eo ez oun, mes sel ar Brovidans. Petra ! anter-cant vloaz zo emaoc’h er goueleac’h o sonjal e Doue, ha n’oo’h eus ket gallet compren perag e ran evel am eus great ! Me ne ran nemet seveni urziou an Aotrou Doue, hag an urziou-ze so ato leun a furnez. Mes c’hui gant ho sperejou ber ho c’haf alies diskiant. Doue en deus va digasset evit diskuez deoc’h eo c’hui so carget a follentez.

Perag em eus lamet he das arc’hant digant al lean mad-hont ? abalamour ma carie re an tas-ze. Great en doa al le da veza oll da Zoue, hag e talc’he eur c’hornig eus he galon evit he das. Brema pa’z eo lamet digantha, ne zonjo nemet e Doue hag ema sur euz he zilvidigez.

Perag em eus roet an tas arc’hant da eun den hag en doa hon digemeret ker fall ? An den-ze so eun uzulier. Ne glasc nemet madou an douar. Hogen ober a ra gouscoude eur vad bennag avechou ; ha Doue ne les ket an distera ober mad ep he c’hopr. Deomp-ni en doa great eun tamig vad,ha setu perag en deus bet an tas arc’hant ; ha n’en deus netra da gaout er bed-all.

Perag em eus taolet ar paotrig mad-ze er ster ? Eanit da druezi dezhan. Evit he vrassa mad em eus he dennet eus ar bed-ma. Ma vije chomet e buez, ar bugel-ze a vije coezet eun deiz er brassa dizurziou, hag a vije en em gollet da viken. Sellit ! Neuze dre eur sclerijen abers Doue, an æl a ziskuezas d’al lean ar vuez dizuch en divije renet ar potr-ze ma vije chomet var an douar.

— Ahanta ! eme an Æl, avoalc’h oc’h eus-hu guelet ?

— Ia, euruz eo ar bugel-ze da vezo maro epad ma zeo he ene didach.

— Mad, it eta en dro d’ho coat. Adorit Doue, ha na glaskit ket gouzout perag e ra an dra ma ha perag ne ra ket an dra hont ; hogen dalc’hit sonch mad e ra ato pep tra evit ar guella.

————