Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Evit ar Venediccion.
VAR AR MEMES SUJET.
Var ton : Jésus, dans ce Mystère.
Er Myster-mâ, va Doue,
E pini n’ho quelàn,
Ho calloud, ho Majeste
Humblamant a veulàn.
C’houi ra va oll eürusdet,
Ebars en Hosti cuzet,
Dign da veza caret, caret.
Er barados dudius, (bis.) E vimp un deiz eürus, (bis.) Eurus, eürus.
Plijet gant ho carantez
Hyrio, e peb amzer,
Accordi deomp furnez,
Ha peoc’h, ha douçder. C’houi, etc.
Ah ! grit compren d’am c’halon
Ar priz eus ho craçou,
Hac ho penediction
Roit d’am oll œuvrou. C’houi, etc.
Ra blijo d’ho madelez
Selaou va fedennou ;
Canont ganén an Ælez
Hoc’h oll mad-oberou. C’houi, etc.
|