Eostik Breiz-Izel

Eus Wikimammenn
Mont d’ar merdeerezh Mont d’ar c’hlask
Feiz ha Breiz, 1907  (p. 186-188)



Eostik Breiz-Izel


————


Guerz kurunet e Gouel ar bleun bruk e Kastell Keryan (Sant Nouga), d’ar 4 a vis guengolo 1906.


\score {
 \new Staff {
  \relative c'{
    \clef treble
    \tempo \markup {Allegro moderato.}
    \autoBeamOff
    \override Rest #'style = #'classical
    \key a \minor
    \time 2/4
    %\set melismaBusyProperties = #'()
    %\partial 8*1
    r8 a' g a | e a g a | e e16 ([d]) c8 d | \break
    \time 3/4 e4 c' d8 c | \time 2/4 \fermata b8 c16 ([b]) a8 a | \break
     e4. fis8 | g b a4 ~ | a8 r4 r8 \bar "|."
  }
  \addlyrics{
    Eun eos -- tik euz a Vreiz -- I -- zel
    ’Ni -- jas eun deiz hu -- el, hu -- el_:
    ’Ni -- jas eun deiz hu -- el, hu -- el_!
  }
 }
 \layout { line-width = #150 }
 \midi {
    \context {
      \Score
      tempoWholesPerMinute = #(ly:make-moment 60 4)
}}
}
\header { tagline = ##f }


I

Eun eostik euz a Vreiz-Izel
’Nijas eun deiz uhel, uhel.

II

C’hoant en devoa an eostik kez
Kana e zonik d'ar Verc’hez.


III

Ken erruas an eostik-noz
E kichen dor ar baradoz.

IV

Eno e kanaz e zonik
Ken douz, ken flour ha ken koantik.

V

Ken dudiuz oa e vouez
Ma chom souezet an Elez.

VI

Ha ma rajont peoc’h raktal,
Hag ho diouaskel da dridal.

VII

An eostik lavare ’n e iez :
Mil meuleudi da Rouanez,

VIII

Da Rouanez dous an Elez
A zo ive va Rouanez.

IX

Hag an oll Elez assamblez :
Mil meuleudi d’hor Rouanez !

X

Neuze an eostik a davaz,
Ha dor an nenv a zigoraz.

XI

Dor an nenv zo korn-digoret ;
An eostik ebarz zo nijet.

XII

Dreist an Elez, an Arc’helez.
Chouchet e barlenn ar Verc’hez.

XIII

Hag ar Verc’hez, soublik, soublik
A flouraz dezan e bennik.


XIV

Hag e lavare ar Verc’hez :
« Bihanik tre out, eostik kez ! »

XV

« Bihanik tre out eostik kez,
Mes kana ’ rez ’vel an Elez. »

XVI

Neuze ’ ro dezan eur pokik
Hag e lavaraz goustadik :

XVII

« Dizro brema, va mignounik,
Da Vreiz, da gana da zonik. »

XVIII

Kerkent an eostik a zentaz
Hag abaoue na baouezaz.

XIX

Na baouezaz na deiz na noz,
Da gana son ar Baradoz.

Marianna ABGRALL.


————