Brezoneg, yez santel, d’id e fell d’in kana
Eus a greiz va c’halon va meuleudi granna :
Ra nijo da c’hériou sonus war va zelenn
Vel richan an eostig diwar veg an dervenn !
Keit ha m’heller toulla noz an amzeriou bell
E klever da gomzou gant kounnar o sevel,
Komzou pounner, krozus, garo vel ar Gelted,
O tiruilhal gantê dreist ar boblou spontet.
Ar Gelted oa neuze baleerien ar bed,
Tud lorc’hus ha kadarn, uhel ha kréñv meurbed,
Dispak o bleo melen war o diouskoa ledan,
Ha leun o lagad glaz a sklerder hag a dan.
Yez an Trec’h oas neuze : da vouez-te, pa voudê,
A rae da bep mouez all izelât he fouge ;
En argad, pa lintrê klezeier vel luc’hed,
Te c’hopê didrue : « Gwa d’an neb vo trec’het ! »
Yez ar Spi, te lakê da splannat en dremmwel
Dirak ar c’hadour, skuiz o stourm bete mervel,
O font noz-de dindan yénijenn pe dommder,
Broiou pinvidigez, eürusted ha kuñvder.
Te ziskoueê d’eañ en tu-hont d’ar môr glaz,
En tu-hont d’ar Vuhe, d’an Ankén ha d’ar C’hloaz,
Ar Wenva dudius, leun a zoniou telenn,
Lec’h ma rén war an dud varo Konan Velen.
Ehanet da vale, pa gavas hon zud koz
Douar o digemer en Breiz-Veur ha Bro-Skoz,
Te blegas da gana spered taer ar Varzed,
Te lakas ar gelenn war vuzell an Drouized.
Pa goueas ar walenn war choug ar Vrezoned,
Tec’het beteg Arvor o brôad forbanet,
Te zalc’has gant da vouez gwechall d’o frealzi
E-giz eur mignon koz chomet feal d’o zi.
Aboe ’z eus tremenet meur a zarvoud en Breiz,
Bet warni bep eil tro meur a vac’her direiz ;
Ha biskoaz n’eus gallet hini bet eus outê
Dre nerz na dre gildro kaout an trec’h warnout-te.
Kantvechou zo gwintet an eil dreist egile,
Aet rouanteleziou da heul o rouane
En islonk lec’h ma rénk spluñja kement zo bet ;
Ha te war o dismantr beo-birvidik bepred !
Met, o veañ treuzet kemend all amzeriou,
Ez out deût da veañ soñjer vel eun tadiou
Karget a ouiêgez hag a skiant prenet,
Don lod eus da gomzou vel puñs an Tremenet !
Pa gever eun ti koz, eur voger, eur weenn,
Testou digomz war draou golôet a vougenn,
Vid o harz da gouea, da frega, da vervel,
Poan ebet na vê stard na priz ebet uhel.
Hag e lezfemp hanout, baleer-bro dispar,
Dén koz leun a furnez, prezeger helavar
Diwar benn hon gouenn dud test gwir ha lagadek,
Da veañ minellet gant potred ar galleg ?
Nan ! daoust da jilpadenn tammou chas kounnaret,
N’eo ket deut c’hoaz an de ma vi te douaret,
Mezellour lugernus spered hon c’hendadou,
Hag a dalv hiroc’h d’emp eged an holl vadou !
Keit ha ma vo kalon o lampat en hon c’hreiz,
Da garante vo stag ennomp ouz hini Breiz ;
Hag hon c’halon, mar bê diganemp dilammet,
A vo kavet atao evidout entanet.
Yez santel, dalc’h eta da vleunia war hon bro
’N eur dol, vel mél gwenan, da c’houéz-vad tro-war-dro,
Dalc’h da zon war gerden nerzus an telennou,
Dalc’h éñvor hon zud koz e-deun hon c’halonou.
Me c’houll, pa ziskuizin em gwele diveza,
Avel guñv Breiz-Izel ’us d’am fenn da c’houeza
Vit digas d’am skouarn, hed an holl amzeriou,
O va brezoneg kêz, trouz karet da c’heriou !
|