Enn eur vont d’ann Tonkin

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
D. Derrien, 1902  (p. 165)



ENN EUR VONT D’ANN TONKIN
————


Hon lestr a rog ar mor ; ann douar zo pell, da-vad ;
Eur c’hougn euz ar Provans, e liou ruz ar pardaez,
A jom c’hoaz eunn nebeud dirag hon daoulagad
Leun a zaelou tener, leun a dristidigez.

Tenval, ha ken pounner eged hor c’halounad,
Eur pennadik goude, war-n-omp ann noz a gouez !
« Kenavo ! bro gaer Frans ! mamm ar gwir hag ar mad ! »
A ganomp holl kerkent, enn eur zevel hor mouez.

Kenavo !... ger tener, hag ivez kriz-meurbed,
Enn nozvez-se dreist holl, e ginou soudarded ;
Koulskoude ni gouskaz, heb sonjal er maro.

Daou vloaz zo tremenet ; med nag a bed, o Frans !
Euz ar re gane d’id « kenavo », gant fisians,
Zo marvet evid-oud, heb klemm, pell diouz ho bro !


————