Mont d’an endalc’had

Enez-Vaz

Eus Wikimammenn


Enez-Vaz
Pevar ugent vloaz a zo


skrivet gant Gab Milin


Bulletin de la Société académique de Brest
1901
(An holl notennoù e galleg a zo diwar dorn Alfred Bourgeois)



ENEZ-VAZ
Pevar ugent vloaz a zo
————
I
Ilis kos Sant Paol Aurelian [1]
————

1Kosa iliz ’zo tro war-dro
A zo, Eneziz, enn ho pro ;
Ilis savet he mogeriou
Gant sant Paol ha gant ho tadou.

2Trizek kant vloaz zo abaoue
M’eo bet konsakret da Zoue,
Ha kant vloaz tost ne deus ken toen,
Nemet an nenv a zioud he fenn [2].

3Eleac’h hoc’h ilis Paol genta,
Peder voger a zo brema,
Peder voger, enn dro d’ezho
Eur bern treaz gwenn hep netra veo.

4Heb iliaven na tamm glasder
Nemet mein noaz gant gwall amzer
Nemed ar mor a doull enn dro
Da zont dioc’h an daou du war-n-ho.


5Mor kounnaret, te a redje
Dioud ilis sant Paol, ma vevje,
Evel gwechall ’reaz d’id tec’het
Dious ti he c’hoar gan-ez nec’het.

6Maro sant Paol, hag he iliz
Ar genta digoret d’ar feiz
Zo, eme ’n dud, oud he gwelet,
Eun truez e ve dilezet.

7Dilezet ! ne d-eo ket biskoaz ;
Gouzout a rear enn Enez-Vaz
Ez eo bet, en-hi ar re goz
O teski mont d’ar Baradoz.

8Tud Enez-Vaz ’vel ho zadou
’Ia kalounek war ho roudou
Goude ouspenn trizek kant vloaz
Da zaoulina ous treid ar Groaz.

9Tud Enez-Vaz ne rafent ket
Hag hi paour, ’vit madou ar bed [3],
Mogeriou noaz ho ilis Paol
Zo karet meurbed gant-ho holl !

10Ho ilis Paol ’zigas d’ezho
Sonj enn ho zud zo bet eno,
Beo, o c’houzanv kalz a enkrez,
Maro gant feiz, gant karantez.


11Feiz, karantez c’han er c’havel
Da vont d’ann nev zo diouaskel,
Er bed, diou flac’h a harp an den
War hent ar boan hag an anken.

12Dre an hent-se ho deus kerzet
Ho zadou koz ’zo er vered,
Dindan an treaz ho relegou
Er baradoz ho eneou.

13Bugale sent hag enn ho bro
Tud Enez-Vaz brema d’ho zro,
Martoloded ha merc’hed keiz
Ne zilezont iliz ho feiz.

14Sul ha pemdez, den dre eno
Nag er ganol ne dremeno
Hep dizolei ha stoui he benn
En eur lavaret eur beden.

15Ne deuz eur c’hristen enn Enez [4]
Na garfe gwelet a nevez
Ilis sant Paol o lugerni,
Beziou he dud enn dro d’ezhi.

16Ilis sant Paol zo enn Enez
Evel arc’h Noe war ar menez ;
Anezhi ’teu d’ar gristenien
Nerz ha fizianz warlerc’h anken.


17Ilis sant Paol pell amzer zo
Vije savet gant tud ar vro,
Kaset diout-hi ar mor a bell
Ha gwentet an treaz en avel.

18Ma vije galloud ho divreac’h
Evil tizout, dougenn daou veac’h.
Ma vije ho c’haloun nerzuz
Evel ma ’z eo karantezuz.

19Allaz ! Doue a ro d’an den
He labour, he boan, he anken
Evid he vâd war ar bed-ma ;
Doue a ra ar pez zo gwella.

20Doue ne stok ket oud ar garrek
Lestr ar martolod kalounek
En deus feis kre he vamm, he dad,
A gar he zivreac’h labourat.

21Doue ho kar-c’houi, merc’hed keiz ;
E leac’h madou da goll ho feiz
E ro d’e-hoc’h kalz a ièc’hed
Ha nerz da c’hounid ho poued !


————



BUEZ MERC’HED ENEZ-VAZ :


————


22Enn Enez-Vaz ne vager ket
Merc’hed da choum war an oaled ;
Kalet meurbed eo ho buez,
Doue, outho bezit truez.

23Koz ha iaouank, a-vihanik
Pe hi zo paour pe binvidik,
Oud ho foan ez int digernez
Mar d-int bet ganet enn Enez.

24Pa vez ien da skourna ar bed,
Pa varv ar goad er goazied,
Oc’h pep toen pa vez inkiniou,
E kichen an tan pa vez riou.

25Neuze d’an aod a-raok an deiz
Ez a d’ar red ar merc’hed keiz
Da lammet o skrija er mor [5]
Warlerc’h eur bod bizin arvor.

26Aluzen Doue d’ar re zo paour,
Pinvidigez ar re ’ labour,
Ar bizin eo red da veva
Arc’hant ha keuneud da domma.

27Siouaz ! gantho ne vez lezet
Ho bizin hep beza laëret,
Bizin hag a dle al lezen
Da dud ar vro, tamm d’an estren.


28Da c’hragez martoloded keiz,
A varvfe kant guech noz ha deiz
Evit savetei ar re all ;
D’ar re a ra vâd e vez great fall.

29Ar merc’hed e kreiz ar mèsiou
Deut glao, kazarc’h, n’ho deus ket riou,
A nerz ho c’horf o labourat,
Da c’hounid boued d’ezho, d’ho ziad.

30Hada, c’houennat, medi a reont,
Medet ho ed her simiadont [6]
War ho c’hein a zammou pounner
Evit hen dourna enn ho c’her.

31Gant-ho ho eost pa vez dournet,
’Vez krazet, gwentet, dastumet,
El leac’h ma kaver dilastez,
Kement zo red, enn tiegez.

32Mar labouront hep damanti
Enn aod, er mèsiou, difazi,
Enn ho ziez, ken nebeud all,
Ne gavfet netra da damall.

33Heb aoun e c’heller lavaret
E labouront koulz ha goazed,
E talc’hont ho ziegesiou
Reizet koulz ha tiez ar c’heriou.


34Out-ho evel oc’h peb unan.
Evelato e stag ar boan
Piak bez’ ez int kik ha kroc’hen
Ha ganet gant mammou kristen.

35Boazet da gas pep loustoni
Euz ho douar hag euz ho zi,
Euz ar mèsiou deut skuiz d’ar ger,
Ne choumont vak na dibreder.

36Kouls kreac’h ha traon, ebarz, enn dro,
Pep tra zo digaillar gant-ho,
Gwalc’het, puret, pep tra kempenn,
Hag enn ho c’hreiz ho ene gwenn.

37Ma n’int evel merc’hed a zo
Ken droulivet ha leaz-goro,
War-n-ho ema liou ar iec’hed,
Liou al labour a c’hounid boued.

38Eul liou hen-nez hag a zo kaër
Kroget enn-ho dioc’h an amzer,
Liou ne vir ket oud ho c’hroc’hen
Da veza flamm, hi, ruz ho fenn ;

39Plac’hed iaouank da gaout gened
Ken ho deuz mez demezelled,
Gragez, merc’hed, da gaout kaloun
Zo koulz ha kaloun peb itroun.


40Da garet mad ho friejou,
Da zevel ho bugaleigou,
Da zigas war ho fenn bemdez
Bennoz Doue, bennoz ar Werc’hez.

41Da gaout iec’hed, da veva koz,
Da vont rag-eeun d’ar Baradoz
En eur zilezel ar bed-ma
Al labour vad a diz huëla.

42D’ezho n’eo ket nebeud a dra
Gouzout gounid ho zamm bara,
Hen dibri c’houek p’eo gounezet,
Mervel evel m’ho deuz bevet.

43Kredi a reont ez eo Doue leal,
Ne varn evel ar mad, ar fall,
Ha ne damallo ket gragez
N’int bet eun dervez didalvez,

44Da verc’hed e-bed tro-war-dro
N’euz labour ken diez e nep bro,
Ne ve out-hi evit herzel
Gragez eur vro all hep mervel.

45Kerkoulz enn ti evel er meaz
Skouer pep merc’hed eo merc’hed Baz [7]
A gar ho zud ’ leiz ho ene,
A drec’h ho foan da vont d’an nê.


46A gar ho zud, a ro dezho
Nerz ho divreac’h d’ho derc’hel beo,
Nerz ho c’haloun, ha ma ve red
Ar goad a zo enn ho goazied.

47Merc’hed int, mammou ar re-ze,
Karantezuz hag a feiz kre !
Kas war ar mor ’ reont ho faotred
Da c’houzout hag huël ’ ar stered.

48Ha doun ha ledan eo ar môr,
Pa vezont pell diouz an arvor.
Ha da lavaret enn distro
Petra a dalv merc’hed ho bro.

49A zesk d’ezho ’ ranker kredi,
Douja, karet, karet meuli
Doue a gas lestr ar martolod,
Ha pa gar hen distro d’an aod.

50Hep feiz d’harpa ho c’harantez
Hep fizianz e Doue, er Werc’hez
Penanz e c’hellfe merc’hed keiz
Herzel oud poan ha nec’h noz-deiz ?

51Rak merc’hed Baz n’ho deuz ho far
Da gaout er bed poan ha glac’har,
Poan o veva gwalc’h ho c’haloun,
Nec’h gand ho zud war eur mor doun.


52Goude ho labour poaniusa
’Teuont d’ar gear da ziskuiza,
Ez eont d’ho gwele da gousket
O sonjal enn ho zud karet.

53Mamm, enn he map, enn he bugel,
Grek enn he fried a zo pell
En eul lestrik war mor braz
Ha nemet dourn Doue oud he gas.

54Neuze priejou ha mammou
A zao d’an nev ho c’halounou,
A bed Jezuz, Mari, Anna
Da zerc’hel ho zud er bed-ma.

55Da rei d’ezho nerz ha iec’hed
Da viret na vezo beuzet
Tud kalounek a rank beva
Pell dioud ar re ’ garont muia.

56Da zigas ho listri enn dro
Gand avel vad war-zu ho bro
Evit ma c’hellint c’hoaz heb aoun
Ho briata war ho c’haloun.

57Epad an noz, a greiz kousket,
War-lerc’h ho zud ’ nij ho spered
Hag ho gwelont, a gav d’ezho
En em gavet er gear, er vro.


58A wechou all, o kalounâd !
’Welont ho fried pe ho zâd
Torret ho lestr, — war eur planken.
Merc’hed, eun huvre eo hep-ken.

59Gand an deiz e teu a nevez
Al labour, ar boan, an enkrez,
Ne viront oc’h kaloun a gar
Da nijal war-lerc’h he glac’har !

60Rak merc’hed Baz a c’hoar er-vâd
Mar ho deuz poan, ebad ho stâd
E skoaz stad ho martoloded
War eur mor zo doun he weled.

61Hag a zao evel menesiou,
Da strinka a-lamm he darsiou
War eul lestrik a zo ebarz
Ho c’harantez e tredemarz.

62Dindan ho zreid ’hi ho deuz douar
Da harpa war-n-han ho glac’har ;
Ar martolod n’en deuz hepken
Nemet o loc’h eun tamm planken.

63Siouaz ! mar teufe da doulla
’Z afe gand ar mor da ruilla,
He gorf da veza dispennet
Hag he eskern paour bruzunet,


64D’ar martolod koz, iaouank flamm,
Bet maget war barlen eur vamm,
Skrijuz ’ mervel hep kenavo
D’he dâd, d’he vamm, d’he dud, d’he vro.

65Ia, merc’hed Baz a c’hoar er-vâd
Mar ho deus poan, ebad ho stad
E skoas stad tud a rank mervel,
Hep den ebed ’met Doue a wel.

66Den nemet Doue hag he elez
Santez Anna hag ar Werc’hez
O tont d’ho zebellia enn dro,
Pe da zavetei anezho.

67Euruz eo ar vartoloded
Zo merc’hed ’vit-ho daoulinet,
Rak peden mamm, pried ha c’hoar
Dibaot a zo kouezet d’an douar

68Hep digas war ar penn karet
Grasou mad da veza salvet,
Hep digas euz gweled ar mor
Tud, listri hag all d’an arvor.

69Pedit eta, merc’hed, bemdez,
Santez Anna hag ar Werc’hez
Ha dre ho peden selaouet
Ne vezoc’h ket intanvezet,


70Ne choumo ho pugaleigou
Hep tâd da gaout naoun, da gaout riou,
Hep mamm na den war an douar
Mar marvit gand doan ha glac’har.

71Ho peden kalounek, santel
D’ho tud keiz a zo, eur vantel
A daol diwar-n-ho, e pep leac’h
Gwall avel, gwall vor ha gwall veac’h.

72Ezoum ho deuz euz ho peden,
Rak ker kalet ho flaneden [8]
N’hellont atao oud poan herzel.
Pedit ; pedi a zesk mervel.


————

BUEZ AR MARTOLOD :

————

73Ar martolod iaouangik flamm
Euz a zivreac’h tener he vamm
’Ia da zigeri he ero
War ar mor beteg ar maro.

74He galounik paour o ranna
Hag he zaoulagad o ouela,
E lavar kenavo d’he dâd,
D’he vamm, d’he c’hoar ha d’he vro vâd.


75Allaz ! ne c’hoar, ar paour keaz !
Hag ho gwelet a raïo c’hoaz ;
Ar mor a zo doun ha ledan,
Hen hag he lestr a zo bihan.

76Bihan eo ha braz he galoun
Rak outhan he ziou vrec’hik sounn
A zo o c’houlen labourat
Da rei diskuiz d’he vamm, d’he dâd.

77Evit-ho, kalounek, nerzuz
Oud he boan ne vo damantuz,
Ennho e sonjo deiz ha noz
War he lestr zo oud he c’hortoz.

78C’houeza kre a ra an avel,
Al lestr a lamm digor he c’houel ;
Pellaat a ra dioud an aod
Gand ar bugelik martolod.

79Etre Enez-Vaz ha Roskô
Ar paotrik keaz a zell enn dro,
A well he dad, he vamm, he c’hoar,
Kenavezo d’ezho ’ lavar.

80Mamm, tâd, ha c’hoar, kenavezo !
Me vezo braz pa deuin enn dro ;
Kenavezo, tud Enez-Vaz !
Ha te, bro ger, a welan c’hoaz.


81Kenavezo ! va mignouned,
Me ne d-in ken, gan-hoc’h d’ar red
D’an aod diarc’hen gand va bagik ;
Martolod oun, n’oun ken paotrik.

82Iliz sant Paol, santez Anna,
Kenavo dont da bardouna,
Pa zistroin euz va gweach kenta !
Ne c’houzoun pe leac’h ’z an brema.

83Hag ar paotr dizolo he benn
A hirvoud neuze eur beden
Fn he galounik o frailla,
Dre he zaëlou o tifrunka.

84Santez Anna ha c’houi Gwerc’hez
Oud mousik Baz bezit truez !
Va mamm baour a zo pell diouz in,
Evel diou vamm, c’houi a garin.

85C’houi a garin, c’houi a bedin
Evel er gear noz ha mintin,
Rak va mamm e deuz lavaret
Ho pedi ho tiou, ho karet.

86C’houi, eme-z-hi, evel Jezuz
Zo oc’h an holl trugarezuz ;
Ha diou vamm ar vartoloded
Ne fell ket d’hoc’h e vent kollet.


87C’houi zo brema va diou vamm-me
Me a zo martolod ive
Martolod Mari hag Anna
Choumit tost d’in, tost d’am harpa.

88Al lestr brema gand her, a red [9]
Evel eun alar hed a hed ;
He gein a faout ar pengennou [10]
A ia a lamm dreist ho c’hernou.

89Dre ma pella ar paour keaz
Ne zistro ken dioud Enez-Vaz
He zaoulagad a glask atao,
Gwella-gellont, gwelet he vro,

90Gwelet c’hoaz a ra Enez-Vaz,
Moged a zioc’h ti he vamm geaz,
Hueloc’h, koabr ruz a renkadou
Ha penn an tour-tan en nevou.

91Brema ne wel e reaz ar mor
Nemed a-bell skeud an Arvor,
Hag Enez-Vaz hag an nevou
O vont teuzet unan ho daou.


92Etre-z-ho c’hoaz eur rizen wenn,
’Ve lavaret eur gurunen
A zioud ilis sant Paol enn treaz,
Sell, sell out-hi, va faotrik keaz !

93Ac’hano es po, mar kerez,
Ar pez a zo red d’id bemdez :
Nerz oud ar mor, oud an avel,
Feiz, karantez vir da vervel.

94Araok ma ’z a ’n heol da guzet
E pign er wern vraz da welet,
Ec’h azez war an delès-kroaz,
’Sell war-zu Baz eur weach-all c’hoaz.

95Allaz ! brema ne wel netra
Nemet he lestr o roudenna
Ar mor zo sioul he goundouniou [11]
Nemet al loar kaër enn nevou.

96Enn dro d’ezhi, kelc’h arc’hantet
Ar stered lemm, ’vel treaz hadet,
A dost, a bell, traou kaer dispar,
Hag hen o vont gand he c’hlac’har.

97Evel ar mor braz he anken :
He galoun dilavar a-grenn,
E klev dre-z-hi, sioul ha dudiuz,
Komzou kaer war doniou kaouvuz.


98Ne-d-aï euz he ene biken
An nos kenta-ze a dremen
Pell dioud ar re ’ gar he galoun [12]
Bugel martolod ar mor doun.

99Labour, enkrez, skuizder ha poan
En deuz er bed-ma peb unan ;
Oc’h heul ar mous, martolod keaz
Ar poaniou-ze zo brasoc’h c’hoaz.

100Setu brema ar paotr bihan
War eun hent zo doun ha ledan,
Hent zo dindan ha war c’hourre
Skrifet lugernuz hano Doue.

101Skrifet eo var gern an tarsiou
Evel war gern ar menesiou,
Skrifet flamm er pevar avel
Eo Doue pep leac’h a wel.

102Feiz eur martolod zo kristen
Ar c’hreva fard a vo biken
Oc’h heor he lestr zo taol distaol,
Anez e tredemarz da goll.

103Da gaout didorr, nerz oud he boan
Ne joum gand ar mousik bihan
Nemet he feiz hag hano Doue,
Ha karantez leiz he ene.


104Feiz da bedi santez Anna
Mari he stereden gaera
A c’hoarz out-han euz an nev flamm,
Mari, Anna zo he ziou vamm.

105Martoloded, moused bihan
Dalc’hit d’ho feiz gwitibunan,
Da feiz ho pro, feiz ho tadou,
Feiz a zo dreist an oll vadou.

106Pa zao an deiz bugelik Baz
A zell a zeou hag a gleiz c’hoaz
Da glask gwelet, gwelet he vro
An nev, ar mor ’wel tro-war-dro.

107An nev, ha pell goueliou listri
An heol out-ho o lugerni,
Ar mor a loc’h e kreiz he veol
Evel droug enn-han, e c’hrosmol.

108Bugelik Baz oud he glevet,
O welet he liou droulivet
A gren enn he holl izili,
Kren, paourik, hep paoues pedi [13]

109Ped ha labour heb ehana
Ha Mari ha santez Anna
A vo bepred enn da gichen
O rei d’id nerz da veza den.


110Den a feiz, martolod dispar
Bras, kalounek da zont d’ar gear
Enor da vro ha joa da vamm,
Enor ha joa da bep unan.

111Ar vouez ’ glev atao enn he greiz
A gresk he nerz, a gresk he feiz,
A lavar d’ezhan : Lez da gas !
Doue zo gan-ez eo ar mestr braz.

112Brema, mor doun, c’hellez diroll
Strinka tarsiou beteg an heol,
Heja da voué enn nev huel
Ha klask tumpa lestr ar bugel.

113Gouzoud a rez piou c’hourc’hemen
Piou ’ lavar d’id choum hep tremen ;
Eur c’hrouanen ’ peuz digaset
D’an aod euz ar penn-all d’ar bed.

114Gouzout a rez, mor diboellet
Kaer as pezo, ne lounki ket
Lestr na bagik eur mous bihan
A zo gant-han Doue a-unan.

115Eneb ar mor hag an avel
An trede deiz lestr ar bugel
A gerze skanv hag huel he benn
D’ar vro ma voa he c’hourc’hemen.


116Bet eno, ac’hano ez eaz
Ha tro ar bed aliez a reaz
Hep na viraz out-han avel,
Kerrek, na mor enn he ziboell.

117Tremen a ra misiou, bloasiou,
Euz a vous Baz ne deu kelou [14]
Hag enn Enez ’ma e glac’har
An holl gerent : tad, mamm ha c’hoar.

118Seiz vloaz tost a zo tremenet,
An holl a lavar eo beuziet,
An holl zo e kaon, enn anken ;
Ar paotr zo iac’h ha brema den.

119Seiz vloas tremenet ne voa pell,
Ar vamm a welaz he bugel
Dre eun huvre epad an noz ;
Ar vamm brema zo o c’hortoz.

120Beo eo he map, ne lavar ger
Nemet kredi e teuï d’ar ger
Rak evint-han noz ha mintin
E deus pedet war he daoulin.

121’Vit-han eo bet o pardouna
E ti Vari, santez Anna,
E Rumengoll, war he zreid noaz,
Hag e penn-Baz kant gwech er bloaz.



122Peden ar vamm war benn ar map
A zigas bennoz Doue, he dad,
A gas enn he raok ar Werc’hez
D’hen distrei d’ar gear heb enkrez.


123Ema o tont, tostât a ra
Beg eur wern vraz o tispaka
A weler du-hont enn avel,
Dreist ar Benn-wenn a bell, a bell [15] .


————

AR BARR-AMZER

————


124Dreist ar Benn-wenn hag hueloc’h
E kreiz an oabl a-bez o loc’h [16]
Penn eur valken spountuz, du-pod [17]
War gein ar gwalarn ’ deu d’an aod.

125Ar bar-amzer zo o wiri
A laka skrij enn izili [18] ,
Enn daoulagad eur mor daëlou
Hag anken doun er c’halounou.

126Pedit, priejou ha mammou,
Pedit stard, pedit ann Aotrou,
Ar Werc’hez ha santez Anna,
Evit ho tud, pedit brema !


127Ha c’houi ivez a bed pell-zo
Evit ho map o tond enn dro,
Mamm geaz, pcrlit, braz eo he veac’h,
N’ema ket c’hoaz ’tre ho tivreac’h.

128Beteg hirio en deuz harpet
Oc’h peb amzer ha. poan-galet,
Hirio a-vad dirag ar gear
Ma vez beuzet, pebez glac’har !

129Ar valken zu a zo savet,
Gant-hi ez eo goloet ar bed,
E kreiz an deiz eo deut an noz
Luc’hed a strink, kurun a groz.

130An dregern zo dre an nevou
A zigas sonj euz an Aotrou
An dalmou ’ stok hag en em gann
Ar c’hoabr a fraill, ’n douar a lamm.

131Ar mor tro-war-dro d’an aojou
A goenv, a verv glaz-wenn he liou,
A darz, a strink he ionen
Dreist ar c’herrek war an teven.

132Ar c’hoummou ’ bleg ho zorgennou
A ia d’ar weled a verniou
A zao gand nerz rec’hier pounner
Ho zaol oud an aod a benn-er.


133Trouz ar c’hroa braz a vez klevet [19]
Stoket, distoket er weled,
A ve lavaret hirvoudou
O tond a greiz ar c’houndouniou [20].

134Torn-aojou huel o tiskolpa
Kerreg a-bez o vruzuna
Ne weler ha ne glever ken ;
Oc’h petra ec’h harzo an den ?

135Spountuz an trouz hag ar safar
Zo war ar mor, war an douar ;
E pep leac’h eus klemm hag hirvoud,
Hag ar gwalarn dreist-ho a voud.

136Gand an amzer zo dirollet
Gand ar mor a zo diboellet
Ped den, ped lestr a iel da goll ?
Klevet a rit tennou kanol ?

137Eul lestr teir-gwern zo o c’hervel,
Oud an amzer ne c’hell herzel ;
Oud ar c’herrek ma ve stoket
’ Ve beuzet he vartoloded.

138Martoloded Baz kalounek
Her gwel o tont, ha dre ’r c’herrek,
Eneb an avel hag ar mor,
’ Ia da ober tro an Arvor.


139Avel, kerrek, mor o tarza
N’ho lakeont mor e da giza,
Pa welont listri o terri
Ha breudeur o vont da veuzi.

140Ia breudeur int ha kristenien
Ha pa vent Saozoun zo-mui-ken,
Da vartoloded a varvfe holl
Kent na-d-afe eun den da goll’

141Enn ho c’hreiz kalounou kristen,
Diskouez a reont (pe rafent ken ?)
Petra dalv d’ezho eun ene
Zo bet prenet gant goad eun Doue.

142Tud ar re-ze, ne zellont ket
’Vit ober vâd oc’h poan e-bed,
’Vit ober vâd, rei ho buez ;
Ha c’hoaz, ma ve out-ho truez !

143Eur gwennegik ho devezo,
Bennoz Doue ha kenavezo !
Pa dlefent kaout, tud vad ha paour,
War ho bruched peb a groaz aour !

144Gwelit du-hont, euz Enez-Vaz
Diou vag a zo o vond er maez.
D’ar gwall-amzer dispak ho lien
Ha gant-ho kaer ha huel ho fenn


145Digeri c’hellont ho goueliou
Pa ’z euz daouarn ha kalounou
Evel ar re a zo d’ho c’has
Stard ha dispount war ar mor braz.

146D’ho diwall c’hoaz gant-ho ema
Ar Werc’hez ha santez Anna,
Avel out-ho ne enebo
Ha stur e nep leac’h ne stoko.

147Evel diou wennili ez eont,
Dreist penn an tarsiou e nijont,
En eur heja a gleiz, a zeou,
Evel diou-askel, ho goueliou.

148Spountuz eo ar mor da welet
Enn diou vag ar vartoloded
Oc’h netra e-bed ne zellont
Nemed a-raok el leac’h ma ’z eont.

149Mall eo d’ezho en em gavout !
Ar gwalarn foll a zut, a voud,
Ar mor a zao euz he weled
Evel da lammet dreist ar bed.

150Al lestr teir-gwern a dro, a ia,
Evel eur votez o ruilla,
A ia dre ’n dour, hep stur na gouel,
El leac’h m’her c’has mor hag avel.


151An diou vag out-han a dosta,
War-n-han a wel Mari-Anna
Daou hano kaer, mar deus hano,
Hano diou vamm karet er vro.

152Martoloded Baz pa welont
A gresk ho nerz hag ho dispont ;
A lez da gas war an teir-gwern,
Dirollet out-hi an ifern.

153Eno neuze ’ neb a vije
A leiz he galoun a ouelje
O welet tud an teir-gwern paour
O c’hervel, o c’houlen sikour.

154Ma na vijent en em staget,
Euz ho lestr ’ vijent bet stlapet,
E vijent eat gant an tarsiou
Da steki oc’h kerrek an aojou.

155Al lestr a dro hag a zistro,
A gouez a gleiz, a zeou a zao,
A joum a zav, ’ ia a benn-er,
Dioc’h nerz pep tarz, skanv pe bounner.

156Penaoz out-han o loc’h atao,
An diou vag keaz a dostaïo,
Heb beza stoket gant al lamm [21],
Beza flastret, hi ker bihan ?


157Doue a ioa gant-ho o levia :
A greiz ma ’z edont o poania,
Eur froud-vor o tont dindan-ho
A gas anezho ac’hano.

158A gas al lestr, heb he freuza
Oud ar Benn-wenn da gosteza,
Hag eno, vel ma voe harpet
E choum hep flach, evel staget.

159Tost d’an teir-gwern, tud an diou vag
Eno neuze ne joumont vak,
Dre nerz ho c’haloun ha dre boan
E c’hellont kaout braz ha bihan.

160Setu tud an teir-gwern keaz
Brema e diou vag Enez-Vaz
O tont war-zu an aod goloet
A dudou koz hag a verc’hed.

161Ar re-man ’ drid ho c’halounou
Pa welont o tont ho bagou
Enn-ho ho zud, ho zud karet
Gant tud an teir-gwern rekouret.

162Merc’hed keiz, na vezit laouen,
C’houi hag ho tud c’hell kaout anken ;
Pedit evit-ho kalounek,
Ar mor a lamm oud ar c’herrek.


163Ne voa ket torret an amzer
Bagou tud Baz karget pounner
Ne c’hellent sevel war al lamm,
Na dont d’an aod nemet gant poan.

164Enn ho enep gand ar mare
An avel a-benn a zave
Hag a strinke war an dud paour
Leiz ho bagou pez berniou dour.

165Ar vartoloded enn diou vag
Ouspenn ho foan zo hep distag
A gren gant aoun na ve kollet
Tud an teir-guern zo rekouret.

166Da greski ho nerz e sellont
Oud ho merc’hed a zo du-hont
Gand ho c’haloun, gand ho ene
0 pedi evit-ho an nê.

167Savet he divreac’h, a boez penn
Ar c’hreg a gri : dalc’h mâd, va den !
Dalc’h mâd, map, breur, ’me ’r vamm, ar c’hoar
Dalc’h mâd, dalc’h mâd ! da zont d’ar gear !

168Da galounou mad hag unan
Labour ha nec’h, enkrez ha poan
Gant karantez oud ho eren
A zo eur beac’h skanv da zougen.


169Nerz ar galoun a ziouan hâd
E peb amzer da ober vâd
Enn eur vro ’ vez enn-hi gwelet
Eo mad ar c’hrek. mad he fried.

170Er mor brema an diou vag keaz
Ho deuz poan gwaz eget biskoaz ;
A-benn kaer ema an avel
Ho dalc’h dirak an aod a-bell.

171Braz eo an nec’h hag ar c’hlac’har
Zo er bagou hag en douar ;
Enn douar e kren c’hoar, grek ha mamm,
Ar bagou ne c’hounezont tamm [22].

172Lavaret e ve a-wechou
E vent gweledet hi ho diou,
Rak kaer a zo sellet, sellet,
Klask anezho, n’ho gweler ket.

173Glac’har, gouelvan, kri-forz, daelou,
Ne glever ken dre an aojou
Ne weler nemet merc’hed keiz
Gand ar rann-galoun en ho c’hreiz.

174Pa zao a-benn eur pennad mâd
War eur bern mor, o rouenvât,
Diou vag, an eil war-lerc’h eben
Enn aod fizianz, war-lerc’h anken.


175Kounnar ar mor hag an avel
Oc’h kaloun gre derc’hel na c’hell [23]
Trec’het eo gant martoloded
Zo tost d’an aod ha d’ho merc’hed.

176An diou vag ’ deue d’an aod-wenn [24]
Ho diou an eil war-lerc’h eben
Pa dro unan a-bez karget
Gand eun taol mor euz ar weled.

177Mamm, c’hoar, pried, peb martolod,
Diwar an teven ’ lamm en aod
’Zisken d’ar red ha war ho fenn [25]
A ia er mor, dic’hrij éeun tenn [26] .

178Evel-d-ho ar vartoloded
Enn dro d’ar vag zo bet troet
A nenv, a zastum kemend den
A bak ho divreac’h oc’h astenn.

179Pep tro a reont e teu gant-ho
Eun den bennag zo euz ar vro,
Pe dud an teir-gwern o veuzi,
Ken dinerz ne c’héllont mui.

180Gant martoloded, merc’hed Baz,
Den ebed eno ne joumaz
Ne choumaz den ebed er mor,
Hep dond gant-ho beo d’an Arvor.


181Gand ar merc’hed e voa unan
Tost da veza hep dale mamm
Eno er mor ’ lamm da genta
E kav eun den, ez a gant-hâ [27] .

182Ez a gant-ha ’tre he divreac’h
Hep gouzout piou, d’ar gear heb bec’h,
Hen tomm en dra c’hell hep dale
Hag en digas iac’h ha pare.

183An dour mor a zo dour badez
D’eur map zo bet gant he vamm gez
Oc’h ober vad kent ma c’hanaz.
Mab ar vamm-ze vo den a c’hraz.

184Eur plac’h iaouank, skouer ar merc’hed,
A ia ivez er mor d’ar red
A gav eun den paour o veuzi
Ha gant-han buan, ha buan d’he zi.

185Eur martolod oa, iaouank flamm
Hanter varo, ne finve tamm,
Berad ne gleve, ne wele [28]
Lakeat e voe enn eur gwele.

186Eno tommet ha goloet mad
Enn dro d’ezhan lakeat dillad
Great out-han kement a zere
E tihun ’vel euz eun huvre.


187Pe-leac’h em’oun ? Enn Enez-Vaz !
Aboe keid-all m’emoun er meaz !
Va Doue ! Red eo ma ven er gear !
Sell ! va zad eo ! va mamm ! va c’hoar !

188Ar vamm, ar c’hoar, o choum mantret
Hen, d’ezho ’ lavar glac’haret :
Mamm ! me ho map ; da vreur, va c’hoar !
Eat kuït mousik, deut den d’ar gear,

189Distroet den, va lestr kollet,
Penaoz n’emoun-me er weled ?
Lavarit d’in e pe zoare
Oun deut ama, iac’h ha pare.

190Gant ho joa, tad, mamm ha c’hoar
A bok d’ezhan hag a lavar :
Diou vamm as poa hag a garez
Santez Anna hag ar Werc’hez.

191Ar re-ze en, mab ha breur keaz,
As tistro beo da Enez-Vaz,
As tistro iac’h evit deski
Eo mad ho c’haret, ho fedi.

192Meul ar Werc’hez, santez Anna !
Gan-ez ez aïmp da bardouna,
Gan-ez gand ar vartoloded
Evel-d-oud gant-ho rekouret,


193Da ilis sant Paol e penn-Baz
Gan-ez, gant-ho ez aïmp warc’hoaz
Hag e savimp gand hor c’haloun
Eur c’hantik nevez d’hon Itroun.

194Ar vamm, ar c’hoar a lavaraz
Hag antronoz holl da Benn-Baz
Ar vartoloded da genta
Ar merc’hed d’ho heul a ia.


————

I

EUR BELEK KOZ

————


195Goude sant Paol kalz beleien
Zo bet enn Enez-Vaz o ren,
O sklerijenna an eneou,
Touriou tan war hent an nevou.

196Abaoue kant vloaz pe war-dro
N’euz ket bet eur belek er vro
Ha n’en defe bet kalounad
Ha gouelet leiz he zaoulagad.

197O welet ’vel eur baourès keaz,
Beteg he daoulin eat enn treaz
Ilis kenta Abostol Leon
Enn noaz o tiwal an anaon.


198Eur pennad zo ez eo maro
Eur belek koz bet enn ho pro
O wenna he vleo o pedi,
Tud Enez-Vaz, evidoc’h-c’houi.

199Hen ivez, evel ar re all
Pa gleve ’n avel o voudal
Oc’h Ilis Paol ken a grene,
A hirvoude leiz he ene.

200Pa wele ’r vein o tistaga
Gand aoun na deuje da goueza,
He galoun ’ veze glac’haret ;
’ Klevet eo bet lavaret :

201Allaz ! ar c’heas koz zo maro
Hag en ho zav ema atao
Mogeriou Ilis Paol a gare
Hag a wel brema euz an nê.

202Evid hoc’h holl, tud Enez-Vaz
Evel gwechall ho persoun c’hoaz
A bed en nev ’vel war ar bed ;
Ne c’houfe choum heb ho karet.

203He lèzen genta, divèza,
A ioa karet Doue, he nesa,
Karet ar paour, breur da Jezuz,
Beza out-han madelezuz.


204Karet an Iliz hag ar feiz,
Ar brezounek, iez an dud keiz,
Karet he vro hag Enez-Vaz,
Poan en-hi ’vel enn dro mor braz.

205Ho karet, c’houi martoloded
Ha kaout truez ouz ho merc’hed,
Evidoc’h holl pedi noz-deiz,
Cioulenn d’e-hoc’h iec’hed ha feiz.

206Evid an holl, e voa eun tâd,
Evit an droug e rea ar mâd,
Da enebour ha da vignoun
Digor he di hag he galoun.

207Epad tregont nemet tri bloaz
Eo bet persoun enn Enez-Vaz ;
Eno m’en divije gallet
Enn ho touez e vije marvet.

208Eno e voa he galoun eaz,
Ha d’ezhan ’ voe eur c’hlac’har vraz
Enn deiz ma rankas kimiada
Dioc’h tud ar vro ’ gare ’r muia.

209Dioud ar re en doa badezet
Ha divezatoc’h dimezet,
Dioud paour, tad, mamm, bugaligou,
Dioud ar re goz enn ho besiou.


210Enn he galoun ’ voa kalounad
Ha daelou leiz he zaoulagad,
Pa rankaz mont koz, hanter-zall
Dioud he Iliz, he brespital.

211Pa n’helle choum ez eo bet eat
Da vro he vamm, da vro he dad
Enn ho c’hichen paour da vervel
D’harpa he vez oc’h he gavel.

212E ti gwella beleg a zo
E Plougouloum eo bet maro
Etre divreac’h diou galoun vad
Bet d’am eontr-koz ’vel breur ha tad.

213Tad ar persoun, breur ar mevel
Da ober vad ho daou hevel,
Entend a reont euz ar c’heas koz
Entend ho daou enn deiz, enn noz.

214D’ezho evid ho madelez
D’an dud vad all, kant trugarez !
Bezet Bennoz Doue war-n-ho !
Tud vad ’vel-d-ho war ho maro.


————


II


PA VOAN POTR BIHAN


————


215Breur oa d’am zad ; o tond er bed
Gant-han ez oun bet badezet
Ha d’in, kristen, e roaz hano
He vreur iaouank nevez-maro.

216Goude, d’he di eus ti va mamm
Ez ejoun da joum iaouank flamm,
Ha mar boe den euruz biskoaz
Eo me gant-han tost d’ugent vloaz.

217Gant-han, me a zo bet savet
Gant-han gwisket, skoliet, karet,
Oc’h he welet ’ tesken bemdez ;
N’euz den euruz hep madelez.

218Araok, gant va mamm ha va zad
Em boa desket meur a dra vad ;
Da bevar bloaz lenn brezounek
Ha karet ar paour ezommek.

219Eat da Zantek war-dro c’houeac’h vloaz,
E ti va iontr, e voe d’in eaz
Diwar c’hoari ar gornigel
Kreski eun tamm va skiant bugel.


220Skiant ar bugel a daol evez
A ziouan d’ezhan gwiziegez,
Iec’hed, eurusted, ha furnez
Gant ma labouro digernez.

221Evel gant va mamm ha va zad,
Gant va eontr e voe d’in ebad
Deski traou kaeroc’h eged aour,
Evel er gear, karet ar paour.

222Gant ar paour bemdez e prejen ;
Ar paour ha me en eur gichen
Ni ’ zebre farz, patatez, iod,
Ha beb eil tro a skoe er pod.

223Pa veze d’in an tamm kenta.
’ Veze d’ar paour an diveza,
Ha n’euz forz petra a vije
Ni, etre-z-omp en em gleve.

224Ha koulskoude neuze ’ kaven
Kalz naturoc’h bara panen
Pe iod, pe leaz, pe batatez
Fget hirio kik rost, krampoez.

225Va iontr a c’hoarze o welet,
Ha me gav d’in c’hoaz he glevet :
« Mad eo ranna gand ar paour keaz
» ’Vit beva koz ha mervel eaz. »


226» Bugel a zebr gant eur c’heas koz
» A zigas war he benn bennoz,
» Deut da vraz mar kar kenderc’hel
» Da rei d’ar paour muia a c’hell. »

227« Pa vezi d’as tro war an oad
» E weli paotr, pegen ebad
» Beza bet gant paour o preja
» Penaoz-bennag c’hellfez beza. »

228Gwelloc’h oa c’hoaz ar pez a re
Eget kemend a lavare ;
He welet a ioa eur gentel
Ne voa d’in koulz na dreist-hi gwell

229Eur gentel oa hag a zesken
Hep kalz a boan dre ma kresken,
N’em beuz ket he ankounec’hêt
He ankounac’hât ne rin ket,

230Ne gav ket d in ’ parfe biken
Kurunen Doue war dal eun den
’ Laka spered, enor hag aour
Dreist ar garantez oc’h ar paour.

231Truez en deuz Jezuz hon tad
Oc’h karantez ha kaloun vad ;
Gant ho ’ lugern ar Baradoz
Kaeroc’h eget heol hanv dioc’h an noz.


232Evel-ze e voe digoret
Va c’haloun araok va spered,
Hag euz va c’haloun sklerijen
A strinkaz eun denvalijen.

233Evel-ze, bet maget, savet
Oun bihanik deut da garet
Ar paour zo e poan da genta,
Ha goude karet, da gana.

234Da gana kement a welen,
A ioa mad hag ho doa anken,
Kement a gleven war ar bed,
Oc’h hirvoudi ha glac’haret.

235An nev pa doulle ar valken
Dreist pep tra zo, kaer a gaven,
Ar mor, vel Doue, doun ha ledan,
Hag an den, er bed, ker bihan !

236Hevel oc’h eul laouennanik
A lamm, a drid, a gan drantik
Me a gane hag a veule
Va iez, va bro, ha Doue ive.

237Va c’herent ha va mignouned,
Kement a garen dre ar bed,
Dre nerz va c’haloun a ganen,
Dre nerz va spered ne c’hallen,


238Eurusoc’h eged oun ’oa den,
Dindan an heol pa bar laouen,
Euruz meurbed gant va eontr koz
Euz ar mintin beteg an noz.

239Peb deiz er bed a c’houlaoue
Me lamme, c’hoarie, a c’hoarze
Ken na glevjoun e voe red d’in [29]
Deski gregach, gallek, latin.

240Ganen bugel vije bet gwell
Mont var ar mor d’ar broiou pell,
Pe labourat noz ha mintin
Gwell ’get diski gallek, latin.

241Gant va eontr a gare va mad,
E voen dalc’het, eneb va grad,
Dalc’het er skol ; d’ezhan bennoz !
Me voa diskiant, fur va eontr koz.

242Neuze voe d’in eur c’hoari all
Ha d’am spered eur gwall gabal
Rankout difuilla eur guden
Ne gaven d’ezhi lost na penn.

243War ar studi ma ne voan kre,
Eo va spered ne zigore
Da zeski latin ha gallek,
Dre c’houzout nemet brezounek.


244E gallek, latin ha gregach,
Ar geriou a baken be-weach [30]
A ranke beza tremenet
Dre ar brezounek em spered.

245Neuze e sellen oud ar mor
Hag oud ar c’hoabr dreist an arvor,
Oud eur wennili o nijal
Ne zeske ket koz gregach fall.

246Neuze ’m bije karet beza
Evel eur paotrik a iea
Gant he vagik d’ar red d’an aod,
Da c’hoari beza martolod.

247Neuze pa c’hellen-me astenn
Va divesker war an teven,
Paka an aod enn eur redek,
Me a roe avel d’ar gallek.

248Neuze a-vad, neuze ’ c’hoarien
Diarc’hen, dizolo va fenn,
E lammen dreist mein ha bizin
Gant eur c’horfad latin kegin.

249O tont d’ar gear p’en em gaven
Pe enn hent pe war ar grec’hen
Gant paotr pe baotrez euz va oad,
E veze c’hoari pe grogad.


250Ac’hano pa deujen d’ar gear,
Dre veur a doull e welet sklear,
Toull va bragez, va rokeden
Ma c’hoarze an dud o tremen.

251Dre gement-se n’eo diez gwelet
Pa c’hellen me ne laosken ket
Va loden c’hoari gand eun all ;
C’hoari d’ar bugel n’eo ket fall.

252Ar vugale war ar mèsiou
Zo eurusoc’h ’get er c’hèriou ;
Er c’hèriou int ’vel laboused
A ve paket enn eur gaoued.

253A ve trouc’het ho diouaskel,
Da viret na nijfent re bell
Ha na-d-afent da heul re-all
Da en em goll gand ar re fall.

254War ar meaz n’eo ket evel-se
En eur zevel euz he wele
Ar bugel a ia euz ar gear
Ama, a-hont, el leac’h ma kar.

255C’hoari, redek a ra bemdez
Enn heol pe a zindan ar gwez,
Er park, el liorz, er prad, er c’hoad,
Hep den ganthan : plac’h, mamm na tad.


256Ruilla a ra war al letounen
Pe mont warlerc’h eur valafen,
Klask paka eur pesk er c’houer,
Dont goude gleb dour teil d’ar ger.

257Evel-se e teu d’ar bugel
An nerz a zo red da zevel,
Nerz da zigeri he spered,
Ha nerz d’he galoun da garet.

258Da garet he dud hag he vro,
Pa vez red d’harpa anezho,
Da garet feiz ha brezounek,
Da veza den mad, kalounek.

259Evel-se eo war,ar mèsiou
E sao tud stard ho c’halounou,
Labourerien, martoloded,
Merc’hed goad iac’h enn ho goazied.

260Ar bugel war ar meaz ganet
Gant leaz he vamm a zo maget,
Dre ma kresk laosket diluren
Da zond abred da veza den.

261Gounid he voed abred a rank,
Labourat tenn hag hen iaouank ;
Goude c’hoari dastum fumez
Beza oc’h he boan digernez.


262Eun tremeniad war ar bed-ma
An den keaz n’en deuz da veva
Nemet bara diwar enkrez
Da c’hortoz ma c’hourvez er bez.

263Evit herzel oud he boaniou
A lamm out-han evel tarsiou,
Gwella zo teuzet enn he greiz
Eo ar garantez hag ar feiz.

264Al lezen genta, diveza
A zo karet war ar bed-ma,
Karct Doue a zo pep mad,
Karet ar vamm, karet an tad.

265Karet pried ha bugale,
Harpa anezho da vale,
Hep sellet a gleiz hag a zeou
Nemet bepred oc’h an nevou,

266Ac’hano ’ tarz an dour erien [31]
A dorr sec’hed ar Gristenien ;
Gwir garantez kaloun Jezuz
Zo oc’h an holl trugarezuz.

267Ac’hano c’hoaz e teu ar Feiz
A zo didorr an dud e Breiz,
D’ar Feiz eo skanv pep beac’h pounner,
Peb labour diez, eaz da c’hober.


268Gwazennik heol dre ar valken
Dizoan ar galoun enn anken ;
Feiz a zigor d’an dudou paour,
War drein ar bed bleun melen aour.

269Feiz ar paour he vir da vervel,
Rak pa gar Doue dont d’he c’hervel,
E kas he gorf d’ar bez hep klemm,
Hag he ene d’an nev éeun-tenn.

270C’houi, Rouanez, Impalaered,
Tud pinvidik eüruz er bed,
C’houi pa vez red d’hoc’h diskregi,
’ Glever gant doan oc’h hirvoudi.

271Hirvoudi doaniuz a c’hellit,
Rak, o vervel, pep tra ’ gollit,
Gand hoc’h enor, gand ho tanvez,
Ma n’hoc’h euz Feiz na karantez !


G. MILIN.


————
  1. L’auteur écrit kos devant une consonne forte (k p t s).
  2. Aujourd’hui généralement : a ziouz.
  3. Hi, eux, est écrit de la même manière que hi, elle, mais sans que h ne se fasse aucunement sentir. On écrit aussi : i ou ii, autrefois y.
  4. L’auteur écrit ne deuz (ne-d-euz) devant une voyelle initiale et ne deus devant une consonne
  5. O skrija, en frémissant.
  6. Hen dougont war gern ho c’hein, pe war ho chouk (sur leur nuque). cf. : cime ; latin : summum ; terme peu connu.
  7. On dirait plus régulièrement : Skouer da bep merc’h eo merc’hed Baz.
  8. Mot à mot : leur planète.
  9. Texte : gand er.
  10. Le jeune matelot se rappelle qu’il a labouré la terre ; an ervennou se comprendrait mieux ; on veut sans doute rappeler les sillons que l’on coupe quand on laboure en travers, et que l’on compare aux lames qui courent parallèlement : ar pengennou désigne les planches de terre labourées, séparées entre elles par une dérayure ou petit fossé nécessaire à l’écoulement des eaux.
  11. Koundouniou, vagues houleuses, de koum doun, vagues profondes. Suivant l’euphonie bretonne, le d change
    l’m qui précède en n.
  12. Aujourd’hui généralement diouz.
  13. L’auteur écrit ès final au lieu de èz devant une consonne initiale forte ou ténue pour conformer l’orthographe à la prononciation.
  14. Texte : ne-d-eu
  15. Nom breton d’un rocher en mer.
  16. Oabl, atmosphère, dérive de gwabr. Cf. lat. vapor.
  17. Eur valken, un gros nuage en forme de ballon.
  18. Texte : a lakaï
  19. Ar c’hroa braz désigne la grande grève couverte de rochers éboulés de la côte nord, près du phare.
  20. Pour c’hoummou doun, voir plus haut.
  21. Lamm est mis ici pour la rime ; il aurait fallu pouvoir mettre gand an tarsiou, par les lames.
  22. Le texte porte ne chounezont
  23. Le texte porte derchel et trechet.
  24. Aod-wenn : nom de lieu.
  25. Mot à mot : sur leur tête.
  26. Texte : dichrij, probablement pour diskrij, diskrijuz, sans frémir. Eeun tenn, mot à mot : tout droit, d’un coup
  27. Mot à mot : elle va avec lui ; gant-ha pour gant-han, forme du bas Léon.
  28. Berad, mot à mot, goutte.
  29. Il me paraîtrait plus régulier d’écrire ken a glevjoun : jusqu’à ce que j’appris. La négation na n’a pas de raison d’être.
  30. Forme Léonaise ; par abus pour wech ou vez. (Cf. Iat. : vice. Esp. vez ; d’où gwerz et gwech). Introduite ici pour la rime, mais on doit l’éviter parce qu’il pourrait y avoir confusion avec eur veach : un voyage (beach vad) étant du féminin.
  31. Erien est sans doute ici pour eien.