En hospital
Hag o skriva kement-ma e teue sonj d’in eus kanaouen Ar Yeodet :
Pa vo pellaet diouz he Breiz |
Mes, tavomp, ha deomp da welet e peleac’h ema hor c’henvroadez reuzeudik. Gwelloc’h eo d’eomp kaout truez outi eget he labeza a daoliou mein.
Heuilhomp anezi c’hoaz, p’eo gwir eo beo atao. Ya, beo eo, hogen, ne lavaran ket ec’h anavesfe he mamm anezi brema, ken distronket eo.
En eur c’hlanvdi (hospital) eo e kavomp Katellig, astennet war eur gwele a boan.
Souezet oc’h, n’eo ket gwir ? o kaout ar Vretonez yaouank flamm, leun a nerz hag a yec’hed, ar maro brema o vont da ober e breiz anezi… goude ken nebeut-all a amzer tremenet e Pariz !
Mat, kristenien, al labour dreist he galloud, re nebeut a vagadurez, an dizursiou, setu hep mar ar pez en deus debret he yec’hed. Er gear du-ze, e Kerheol, Katellig a yoa kustum da gaout pep tra reizet mat : kousket abret, savet mintin, prejou d’an hevelep heuriou, labour dioc’h ma c’helled ober, diskuiz da zul ha da c’houel, magadurez yac’h ha founnus kement hag ezom… E Pariz, netra eus an holl draou-ze ker ret koulskoude evit beva ervad !
Ha ne lavaran netra eus an dizursiou a ra muioc'h a zroug d’ar yec'hed eget ar gwasa klenvejou…
Eur zal vras, renkennadou hir a weleou gwenn enni, eun niveren (numéro) uz da bep hini. En eur gwele wardro ar c’hreiz e kavomp Katellig. Mes ama ne reer anezi nemet « ar 26 ». Laïkezed, strakelled yaouank faro an tamm anezo, a ya hag a deu eur wech an amzer dre ar gambr, o teuler evez dreist-oll ouz ar glanvourien o deus c’hoaz ar vedisined eun tamm fizianz da c’hellout savetei. Ar re-all, keazidi kondaonet hep dizro, ne vez ket, e kreiz ar prez, prederiet kement ganto… Emaint war an diribin, buhan e tiskennont… Ouz ar red, n’eus remed… Reolen eas da heuilh !!!…
Ar gwin da rei nerz, al leaz dre zien, hag an traou-all gourc’hemennet d’ar re glanv n’en em gavont ket atao betek enno… na d’an euriou merket… Ar renerien a jom alies berr o fri da zizoloi an holl mankou d’an dever.