Mont d’an endalc’had

Emledidigez ar germaneg

Eus Wikimammenn
Gwalarn, n° 76, 1935-1936  (p. 37-41)


VI. EMLEDIDIGEZ AR GERMANEG


Istor ar germaneg hag istor ar slaveg a zo heñvelderiou bras etrezo hag istor ar c’heltieg. Kenta broiou m’eo bet komzet germaneg enno eo beg kreisteiz ledenez Skandinavia, ledenez ar Jutland hag an enezennou etrezo [1]. Diwar an trede kantved kent H. S. e stagas ar germaneg d’en em astenn war-du ar c’hreisteiz, etre ar Roen hag ar Vistula, davet an Danao, diwar goust ar c’heltieg peurliesa, hag ivez diwar goust yezou indezeuropek-all, ligureg (?), illirieg, thrakeg, h. a., en doa ar c’heltieg lezet da veva e traonienn an Danao ha war an aradennadou-meneziou en hanternoz d’ezi.

Brasa emledidigez ar poblou germanek war Europa a c’hoarvezas er Vvet kantved goude H. S., pa gouezas da vat ar sparlenn stignet outo gant an Impalaerded roman. Neuze en em fennjont war enez-Vreiz, Galia, Italia, Iberia ha betek en Norz-Afrika. Nemet uan a-walc’h, a-benn eun daou pe dri c’hantved, e kollas ar C’hermaned aet da veva en Afrika, en Iberia, en Italia hag e Galia, o yez, hag ez ejont da romanegerien. Eus an douarou gounezet gant argadadegou bras ar Vvet kantved, ne vanas d’ar yez c’hermanek nemet ar gevrenn a enez-Vreiz ma reomp anezi bro-Saoz, an douarou a-hed glann gleiz ar Roen, ha douarou-all en Helvetia ha war an Alpou.

Ar vrôad-douar etre an Elv hag ar Vistula, bet peuz-didudet er Vvet kantved gant divrôadeg vras ar poblou germanek davet Galia, Italia hag Iberia, a oa bet adtudet gant Slaved, ha slaveget gant ar re-se an nemorant a C’hermaned a vane enni. Aloubet e voe ar vro slavekaet-se gant an Alamaned e-kerz an XIIvet hag an XIIIvet kantved, ha germanekaet adarre tamm-ha-tamm ar boblañs anezi [2].

En hon Amzer, diou yez c’hermanek a zo bet ledet e broiou-tremor gant trevadennerien a-viliadou : an hollandeg e Kreisteiz-Afrika : ar saozneg e Norz-Amerika, Su-Afrika, Aostralia, Tasmania ha Nevez-Zeland [3].

  1. T.E. Karsten, Les anciens Germains, 1931, p. 27 (kartenn).
  2. E. Tonnelat, Histoire de la langue allemande, 1927, pp. 106-11.
  3. Hiniennou eus ar penna levriou da lenn a-zivout emfennadeg ar Saozon war ar bed a zo bet meneget en eun notenn uheloc’h. Diwar-benn emfennadeg Hollandiz : G. Aubert, Le Transvaal et l’Angleterre en Afrique du Sud, 1900 ; H. Deherain, Un ancêtre des Boers : Henning Husing, ebarz Etudes sur l’Afrique, kenta levrenn, 1904, pp. 214-51 ; L’expansion des Boers au XIXe siècle, 1905 ; Etudes sur l’Afrique, eil levrenn, Le Cap de Bonne-Espérance au XVIIe siècle, 1909 ; Ch. de Lannoy ha Van der Linden, Histoire de l’expansion coloniale des peuples européens : II, Néerlande et Danemark, Brussel, 1911