Emgann Kergidu/Pennad 25

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Salaun / Derrien, 1902  (p. 257-271)



PEMPET PENNAD VARN-UGENT


————


Ar zoudard Fabian Croy


Goall draou a gountan divar benn ar republikaned, ha ne ket-ta ? Ne ket me a zo kaoz, int-hi ho-unan eo, rak n’o deuz ket great kals a draou vad. Koulskoude ne lavaran ket d’eoc’h kement tra fall o deuz great. Evelse n’em beuz lavaret ger ebed d’eoc’h euz an dra skrijuz a reaz e Konk-Leon an Arme noar am beuz komzet anezhi d’eoc’h el lodenn genta euz va histor.

An Arme noar, oc’h ober he zro var ar meaz, araok digouezout e Lochrist, en em gavaz enn eun ti, el leac’h m’oa eur c’horf maro var ar vaskaon. Ar guel euz a eur c’horf-maro, a laka pep den da ziskenn enn-han he-unan ; ha, dre ar bed-oll, kerkouls er broiou paian evel er broiou kristen, e touger doujanz d’ar maro. Mad, e Konk-Leon, soudarded an Arme noar a grogaz didruez er c’horf maro hag hen digasaz divar an daol ouc’h eur bank e kichen an tan. Kinnig a oue great d’ezhan tammou bara ha pastellou kig da zebri, ha banneou da efa... Hag ann oll a c’hoarze ! Unan a roaz eun hortad d’ezhan hag hen diskaraz var an aoled, abalamour ne zebre tamm ha ne efe banne. Eun all, goude beza her savet enn he za, a roaz d’ezhan eun taol dourn adreuz he c’hinou, abalamour ne grie ket : Bevet ar Republik !...

Troomp hor penn, re euguz eo an traou-man da gounta.

Ha c’houi a gaf d’eoc’h ive em beuz lavaret kement tra kalounek ho deuz great va c’henvroiz, paotred bro Leon ? Nann, nann. Evelse n’em beuz lavaret ger ebed d’eoc’h divar benn Visant Caer, euz a Gerfiat, e Cleder. Hennez a veze nos-deiz o reded a-hed an aot. Taoler a rea evez ouc’h pep tra, ha lakaat a rea atao he dro da gaout bag d’an nep a ranke tec’het araok an dispac’h, kerkouls ha mar gouie kaout kuz d’ar re a zistroe euz a Vro-Zaoz d’hor bro. Pa viche red ez ea zoken da gas ar c’heleier betek varzu ar Morbihan. Doue hen dioualle, rak ne oue jamez tizet. — Er bloaz 1815, p’en em zavaz adarre ar vro a enep Bonapart, distro a enezen Elb, an Aoutrou marquis de la Boëssière, en doa hen anavezet mad epad an dispac’h braz, a lavaraz da unan euz he dud, a deue da vro Leon, mont da ober he c’hourc’hemennou d’he vignoun Visant Caer, en doa ken aliez roet bag d’ezhan da dreuzi ar mor. Komzou an den-ze a skoaz eun taol a joa ker pounner var galoun Visant, ma kouezaz klan ha ma varvaz nebeut amzer goude-ze. E bered Cleder eo bet beziet, hag an traou-man a zo bet kountet di-me gand mear Cleder he-unan.

Hennez, ar Visant Caer-ze, a ioa pe dad, pe vreur da dad an Aoutrou Caer, hoc’h euz anavezet persoun e Plouvorn. Ne ouzoun ket difazi avoualac’h pehini anezho oa.

N’em beuz ket kountet d’eoc’h kennebeut an dro a reaz, d’ar republikaned, Paol ar Fourn, kloc’her Lambaol-Guitalmeze.

An Aoutrou Calvarin, ginidig a Borspoder, a ioa persoun eno, ha ne falvezaz ket d’ezhan kuitaat he barrisioniz. Chom a reaz kuzet enn tiez, herrio aman, varc’hoaz du-hont, dioc’h ar c’helou a zigase d’ezhan an Aoutrou Karo, barner a beoc’h e Guitalmeze. An Aoutrou Karo, evit-han da veza kemeret karg digant ar republikaned, n’oa ket evelato evit an dispac’h hag an dizurz ; c’hoant sevel dreist ar re-all ha destum madou, marteze en doa, mez n’en doa ket a c’hoant, avad, da goll he ene. Abalamour m’edo e karg oa deuet mad d’ar Republik, hag oa fizianz enn-han, ha dre-ze e c’helle ober vad kenan dre ar vro.

Hogen an Aoutrou Calvarin hag hen a ioa bet er memez amzer er skolachou ; en em anaout mad a reant. An Aoutrou Karo a gouie ervad edo an Aoutrou Calvarin e Lambaol, hag e teue aliez zoken da Vitalmeze. Abalamour da-ze, bep tro ma kleve hano a zoudarded da zont er vro, e kemenne d’an Aoutrou Calvarin, hag e lavare d’ezhan e pe du ez eant.

Kemennet kerkouls-se, ne ket hep souez e viche chomet an Aoutrou Calvarin eb beza dizoloet.

Eun dervez, evelato, edo o tont euz an Arvor, el leac’h m’oa bet o noui Kolas ar Born, gand Paol ar Fourn, he gloc’her, p’en em gavaz, dirak Kerdivoret, var hed tri-c’hant paz, tal-oc’h-tal gand eur vandenn soudarded. — An Aoutrou Karo ne gouie ket edont er vro, ha dre-ze n’en doa ket gellet kas kemenn.

Lammit er park, Aoutrou persoun, eme Baol ar Fourn ; buan dreist ar c’hleuz, pe ema great ganeoc’h.

— Ha te, Paol, petra a ri ?

— Me a dec’ho, n’ho pezet aoun ebed. Lammit buan-ta er park ; aman n’euz ket amzer da goll.

An Aoutrou Calvarin a lammaz er park hag a ieaz goustadig a-hed ar c’hleuz oc’h ober an neuz da evesaat ha dioana brao a rea ar gounidegez enn douar. Dillad egiz ar vro a ioa gant-han evel gand Paol ar Fourn ; n’oa ket ive-ta eaz gouzout pe oa unan anez-ho belek pe n’oa ket.

Kerkent ha m’oa eat an Aoutrou Calvarin er park, Paol a lammaz he voutou euz he dreid hag a en em lakeaz da c’haloupat var-zu an tevenn, evel pa viche bet an tan var he lerc’h. Ar zoudarded a gredaz oa hennez ar belek a glaskent.

— Paotred ar Republik, eme ar mestr, enn ho raok e red eur belek, enebour ar Republik : daou skoued hag eur banne sounn d’an hini a lakaio da genta he zourn varnez-han.

Ar c’homzou-ze a roaz divesker d’ar zoudarded. Mont a mont a reant ken na zistagent tammou taouarc’h gand bek ho boutou ; sur oant euz ho zaol, rak n’oa na ti, na koat, na kleuz ebed zoken e nep tu, n’oa nemed aot ha tevenn ; n’oa ket ive-ta tamm kuz ebed e neb leac’h.

Eun hanter-kard heur bale a zo kren euz a Gerdivoret d’ar mor. Paol ar Fourn a c’haloupe, eur votez gant-han e peb dourn ; ar zoudarded, hanter-dialanet, a c’haloupe ive var he lerc’h. Dre ma tostea ouc’h ar mor, Paol a jome goustatoc’h, ha dre ma tosteant out-han, ar zoudarded a iea goasoc’h-goaz.

En em gavet kant paz dioc’h ar mor, Paol a jomaz krenn a za da zellet ; ha, goude beza sellet, e taolaz he voutou var an douar, ha goude-ze, ken dinec’h ha tra, e lakeaz he dreid enn-ho.

Ar zoudarded n’edont ket pell var-lerc’h. Ar c’henta en em gavaz, a grogaz enn he gabiez.

— Ah ! setu-te tizet, belek an diaoul !

— Belek an diaoul, eme Baol, n’oun ket zoken belek an diaoulez.

— N’out ket belek ? Petra out-ta neuze ?

— Me eo Paol ar Fourn, a vourk Lambaol-Guitalmeze.

— Ha perak-ta neuze e redez ker buan-ze enn hor raok-ni ?

— Me reded enn ho raok ?

— N’ec’h euz ket reded marteze ? Ha lakeat ac’hanomp-ni da reded ive var da lerc’h zo-ken.

— Me a rede evit guir, ha c’hoaz n’em beuz ket reded buan avoualac’h.

— N’ec’h euz ket reded buan avoualac’h, ha ni a zo dialanet o tont var da lerc’h ! Perak-ta n’ec’h euz ket reded buan avoualac’h ?

— Guelet a rit. Me am boa antellet va higennou etre Kornek ha Roc’h-Ledan ; c’hoant am boa da veza araok ar mor, ha, kaer am beuz bet reded, oun en em gavet re zivezad, rak ouc’h-penn pevar droatad dour a zo var va higennou, ha kollet eo va mare.

— Hag hen-hont, an den a ioa ganez ?

— Hennez a zo a Landunvez, a gaf d’ign, pe a Borspoder, marteze.

— Ha petra a rea dre aman ?

— Ne ouzoun ket kals. Marteze oa deuet da c’houzout ha soudarded a ioa er c’hostesiou-man.

— Paotred, eme ar c’habiten, o trei kein da Baol hag o tistrei ouc’h he zoudarded, e Porspoder pe e Landunvez e tle beza traou nevez fenoz. Hen-hont a ia d’ar gear hag a lavaro emaomp e Guitalmeze, pe dre aman, ha koueriaded Landunvez, ha martoloded Porspoder, a gavo d’ezho e c’hellint en em zestum dinec’h e-berr enn eun tu-bennag ; an dra-man a zo eun dra anat. Ni a glevo avoualac’h e peleac’h e vezint hag ho flemmo araok ma vezo deiz varc’hoaz. D-eomp da Vitalmeze da leina, ha, dioc’h an abardavez, ni a ielo enn hent hag a gouezo var dud ha ne vezint ket var c’hed ac’hanomp.

Hag en eur zistrei ouc’h Paol :

— Ha te, pesketaer louz, eur veach-all ne laka ket ac’hanomp da zialana evel-hen o c’haloupat var da lerc’h. Perak ne lavarez ket d’eomp piou oaz ?

— Ne c’houlennac’h ket digan-en, evelse.

— Bichez gortozet.

— Ha va higennou a ioa erru ar mor varnez-ho ?

— Da higennou ! da higennou ! te a zo higenn avoualac’h, eme ar c’habiten en eur vont kuit.

— Ia, eme Baol, out-han he-unan, guelloc’h higenn eged na zonj d’eoc’h.

Tro Paol ar Fourn a zigas da zonj d’ign euz a eun dra hag a reaz eun den a ioa a du gand ar Republik. Mont a ran d’her c’hounta d’eoc’h, rak ne gaver ket aliez da gounta traou brao ha mad great gand ar republikaned.

N’oc’h euz ket ankounac’heat, me gred, en doa an Aoutrou Lejeune, persoun Plougouloum, ranket kemeret an teac’h ha mont da guzet. Mad, mont a reaz da glask golo da enezen Siek.

Edont, Jan-Mari ar Floch hag hen, o klask eul leac’h bennag goudor avoualac’h da ober ti da rei golo ha kuz d’an Aoutrou Lejeune. Jan-Mari a ioa gant-han eur zac’had dillad var he gein, gand an Aoutrou Lejeune n’oa nemed eur vazig skanv enn he zourn hag eul leor, a hanvor brevier, a-zindan he gazel. Kaout a rea d’ezho ne vichent gueled gand den, p’en em gafchont tal-ouc’h-tal gand Biel an Doen.

Araok mont larkoc’h e rankan lavaret d’eoc’h eur ger divar benn an den-ze.

Biel an Doen a ioa eun den hag a iea var he 60 vloaz : drant oa var he dreid, sounn enn he za ; he zremm a ioa duet gand ear ar mor. Ne oufen ket lavaret a be vro oa ginidik. En eur zigouezout e Breiz-Izel oa matoutier er Porz-Guenn ; ac’hano oa bet hanvet da vrigadier e Rosko. Pa deuaz var an oad e tilezaz he gark hag e teuaz da jomm da enezen Siek. Eno e kavaz eur riboul etre diou roc’h vraz, hag, e leac’h sevel ti, ne reaz nemed mont da vaner Kerouzere da gerc’hat, eb goulen na disken, skourrou guez da ober toen var he riboul. Abalamour da-ze n’her galvet dre ar vro nemed Biel an Doen. Var he skourrou en doa lakeat tanoualc’h e leac’h kolo pe sklent, hag evelse e c’helle ober goap euz a c’hlao pe avel.

Biel an Doen ne d-ea na var dro Iliz na var dro belek. Ma ne rea vad da zen ne rea drouk ebed da zen ken nebeud. Evelato oa aoun raz-han dre ar vro, rak lavaret a rea d’an oll edo a du gand an dispac’herien hag e kave mad kement tra a reant a enep ar Relijion hag a enep ar veleien. Pa glevaz oa tec’het kuit an Aoutrou Delamarche, eskop Kastel, e lavare d’an nep a garie her selaou en eur frota he zaouarn :

— Alo ! abarz nemeur aman, ne deuio ken ar veleien da gounta d’eomp ho zorc’hennou diskiant, ha da lavaret d’eomp euz eun ifern, tan ennhan da zevi an dud.

Bep meurs ha bep guener, ez ea da Gastel da brena ar pez a ioa red d’ezhan evit beva. E feson en doa pae vad, rak ne brene nemed bara guiniz. Dre ma’z ea ha dre ma teue, ann oll a dec’he enn he raok ; ar vugale, abalamour m’o doa aoun rak he varo hir, hag ar re vraz abalamour d’ar pez a lavare, hag abalamour m’oa eun divroad.

N’e d-an ket da esa kounta d’eoc’h he vuez a-hed ar sizun : E vrinika pe e pesketa e veze bemdez, ha jamez ne lavare ger ouc’h den p’en em gave unan bennag gant-han.

Mad, tal-ouc’h-tal gand an den-ze ec’h en em gavaz an Aoutrou Lejeune ha Jan-Mari Floc’h. Mar ho doa c’hoant da gaout unan-bennag var ho hent, e guirionez, ne ket Biel an Doen oa. Evelse e chomchont mantret. N’oant nag evit tec’het nak evit kuzet, rak, d’ar mareou-ze n’oa na tamm pin, na guezen all ebed enn enezen Siek. Biel an Doen a velaz ho nec’hamant, chom a reaz krenn enn he za, hag en eur drei ouc’h an Aoutrou Lejeune :

— C’houi, a gav dign, eo persoun Plougouloum.

— Ia, me eo, eme an Aoutrou Lejeune n’oa ket evit lavaret gevier.

— Anzavit ouzign, eme Viel en eur vousc’hoarzin, oc’h deuet aman, enn enezen-ma, da glask kougn da guzet, pe bag da vont da Vro-Zaoz.

— Klask bag da vont da Vro-Zaoz, ne ket hennez eo va mennoz : ne garfen ket pellaat dioc’h Plougouloum.

— Neuze-ta oc’h euz c’hoant da glask eur c’hougn da guzet ?

— Ia, e guirionez, hennez eo va mennoz. Gouzout a ran n’emaoc’h ket a du ganeomp-ni, kristenien Breiz-Izel, hag emaoc’h breman e doare da ober poan d’ign, evelato ec’h anzavan ar virionez ouzoc’h.

— Mad a rit, Biel an Doen, evel ma c’hanvit ac’hanoun, ne gred ket enn ho sorc’hennou diskiant, mez n’en deuz biskoaz evit-se great drouk d’an disterra bugel, na d’eoc’houi ne raio ket ken nebeut.

— Bennoz Doue d’eoc’h.

— Me ne ran forz euz ho pennoz. Abalamour m’hoc’h eun den, hag abalamour ma’m beuz klevet e reac’h vad d’an oll, paour ha pinvidik, epad m’edoc’h e Plougouloum, ez an da ober eur c’hinnik d’eoc’h. Ha dont a rafac’h da guzet da riboul Biel an Doen ?

An Aoutrou Lejeune a reaz eur zell ouc’h Biel, hag a lavaraz d’ezhan :

— Ia, fiziout a ran va buez ennoc’h.

Mad, eno, enn enezen Siek, e chomaz e kuz an Aoutrou Lejeune, ken na deuaz ar peoc’h. Mar oue klask d’ezhan, Biel an Doen n’hen diskleriaz ket. Her beva a reaz zoken evit netra pa ne zigase ket Plougouloumiz boued d’ezhan. Pa deue tud d’her c’hlask da velet re glanv pe da ober badichantou, Biel her galve hag a leze anezhan da ober hervez he faltazi ; pa gare ez ea, pa gare e teue. Atao e kave dor zigor e riboul Biel an Doen.

Ne ouzoun ket nak e peleac^h, na peur, na penaoz eo marvet Biel an Doen. Me gred en deuz great an Aoutrou Doue eur zell a druez out-han, evit beza kuzet an Aoutrou Lejeune, hag en deuz bet eur maro mad, hag eman breman enn he Varadoz.

Ne vefen ket souezet hag e teufe pennou braz ar Republik da nac’h an traou a gountan aman, ha d’ho lakaat var gein tud-all n’emaint ket, var ho meno, a du gant-ho. Nac’h a zo eaz ! Mad, me a ia da ziskouez d’ezho eo int-hi ho-unan eo a rea hag a lakea ober an traou kriz a gountan d’eoc’h. Hag evit hen diskouez sklear hag anat d’an oll, ez an da lakaat dirak ho taoulagad eun tamm skrid, skritur moull. An tamm skrid-se a zo eur varnedigez d’ar maro, douget gand ar re a rea lezennou, hag evelse gand mistri ar Republik.

Eun den iaouank, hanvet Fabian Croy, a ioa soudard e Montroulez ; kavet e oue gant-han eur groaz vinniget. — Mammou kristen a Vreiz-Izel, pa rank ho map mont da zoudard, ha ne stagit-hu ket d’ezhan var he galoun, metalenn santez Anna, patrounez hor bro ? Plac’hed iaouank, ha ne roit-hu ket d’ho preur, araok kuitaat ti he dad, metalenn ar Verc’hez Vari, evit m’hen diouallo e pep leac’h, dioc’h pep drouk, ha m’hen digaso d’ar gear, ar c’henta ar guella, iac’h ha divac’hagn ?

Mad, ar zoudard Fabian Croy a zo bet barnet d’ar maro, aberz lezennou ar Republik, abalamour ma touge, enn he gerc’henn, eur groaz roet d’ezhan, marteze, araok kuitaat he vro, gand he vamm pe gand he c’hoar.

Evit miret ouc’h pep-unan da nac’h ar pez a lavaran, ez an da lakaat aman varlerc’h, ar varnedigez-se, ger evit ger. Troet em beuz anez-hi e brezounek, mez diez kenan eo lakaat enn hor iez-ni traou ker kriz. Gand aoun n’am befe ket troet mad, rak n’em beuz ket a c’hoant da droumpla den, e lakaan ar gallek enn eun tu, hag ar brezounek enn eun tu-all. Evelse, ma ne ententit ket mad ar brezounek, n’ho pezo nemed sellet ouc’h ar gallek evit sklerijenna ho spered. Ma vefe unan-bennag hag en defe diskred var ar varnedigez-se, n’en deuz nemed dont d’am c’haout, ha me he diskouezo d’ezhan, skrivet e skritur moull, rak etre va daourn eman.

BARNEDIGEZ


Kadorn-Varn an dispac’h


Dalc’het e Brest var skouer hini Paris, hag a zoug, var lavar jury ar varnedigez :

1° Eo anat euz bet great skridou hag a denn da ziskar ha da zispartia kuzulerien ar vro, ha da adlakat eur roue e Franz ;

2° Ha Fabian Croy a zo bet kendrec’het da veza great ar skridou-ze ;

3° Ha m’an deuz ho great gand he oll anaoudegez-vad, hag evit stourm ouc’h an dispac’h ;

A varn d’ar maro Fabian Croy, hanvet aman diaraok, hervez an artikl kenta euz al lezenn euz an 29 a veurs 1793 ;

A lavar he vadou dastumet evit ar Republik.

An 13 floreal (miz ar bleun), an eilved bloaz euz ar Republik a Franz.

En hano ar bobl a Franz,

Ar gador-varn e deuz roet ar varnedigez a zo aman var-lerc’h :

Kador-varn an dispac’h dalc’het e Brest, goude beza guelet ar skrid-tamall great gand an diskulier publik ar gador-varn-ze, enep Fabian Croy, korporal enn eil rejimant soudarded var droad, galvet diagent soudarded var-droad-ar-mor, oajet a zeiz vloaz varn-ugent, ganet e Sant-Per-Montier, departamant ar Menez-Guenn, o chom e Brest.

Er skrid tamall-ze e lenner ar pez a zo aman varlerc’h :

Joseph-Fransez-Ignaz Donze-Verteuil, tamaller publik e kichen kador-varn an dispac’h, dalc’het e Brest var skouer hini Paris,

A ziskouez, an daou pluvioz (miz ar glao) diveza, kommandant an diou vataillon volontierien an nasion, neuze chom e Montroulez, en deuz great kemer ha kas, da di-kuzul-kear, ar zoudard Fabian Croy, evit beza diskouezet kentelliou ha mennoziou a enep an dispac’h.

An den-ze, o veza bet kaset euz a Vontroulez da gastel Brest, ha lakeat etre daouarn kador-varn an dispac’h, ar skridou a gomz anez-han a zo bet roet d’an tamaller publik.

Ac’hano e c’hoarvez : 1° Croy a zo bet kavet var-n-ezhan

JUGEMENT


Du Tribunal Révolutionnaire


Etabli à Brest à l’instar de celui de Paris, qui, sur la déclaration du jury du jugement, portant :

1° Qu’il est constant qu’il a été composé des écrits tendant à l’avilissement et à la dissolution de la Représentation Nationale, et au rétablissement de la royauté en France ;

2° Que Fabien Croy est convaincu d’avoir composé ces écrits ;

3° Qu’il est convaincu de les avoir composés dans toute la plénitude de sa raison et avec une intention contre-révolutionnaire ;

Condamne à la peine de mort ledit Fabien Croy, conformément à l’article 1er de la loi du 29 mars 1793 ;

Déclare ses biens acquis à la République.

Du 13 floréal, l’an second de la République Française.
Au nom du peuple Français,

Le tribunal a rendu le jugement suivant :

Vu par le tribunal révolutionnaire établi à Brest, l’acte d’accusation dressé par l’accusateur public près icelui, contre Fabien Croy, caporal au 2e régiment d’infanterie de la ci-devant marine, agé de vingt-sept ans, natif de Saint-Pierre-de-Montier, département du Mont-Blanc, demeurant à Brest ; duquel acte d’accusation la teneur suit :

Joseph-François-Ignace Donze-Verteuil, accusateur public près le tribunal révolutionnaire séant à Brest, établi a l’instar de celui de Paris,

Expose que, le 22 pluviôse dernier, le commandant des deux bataillons de volontaires nationaux, alors cantonnés à Morlaix, a fait arrêter et conduire à la municipalité de la même commune, le nommé Fabien Croy, pour avoir manifesté des principes contre-révolutionnaires.

Ce particulier ayant été transféré de Morlaix au château de Brest et traduit au tribunal révolutionnaire, les pièces audit Croy ont été remises à l’accusateur public.

II en résulte : 1° que Croy a été trouvé nanti d’un christ, garni des deux côtés en nacre de perle, et de deux pièces eur groaz bastet a bep tu gand kregign ha perlez, ha daou damm paper, a viche lavaret skrivet gant-han, hag a ioa var-n-ezho an traou diskianteka divar-benn ar relijion hag an tamall ar pounnerra var le ar veleien ;

2° An 21 a viz c’huevrer 1794, Croy a zkrive he-unan d’he gommandant evel-hen : « Sitoian, pevar bloaz a zo ez omp heskinet gand eun dispac’h hon taol enn diroll hag hon doug d’en em ganna an eil enep egile (brezel sivil). O velet n’int ket c’hoaz kountant da veza lakeat ar Roue d’ar maro, o deuz ouc’hpenn diskaret an Aoter ha digaset an idolatriach e Franz ; abalamour da-ze e tianzavan al lezenn nevez-se, hag e c’houlennan beza diskarget euz va bili a gorporal, ha servicha epken evel fuzilier simpl enn armeou ar Republik. »

Ar pez a ziskouez e kaver el lavar-ze euz an 21 a viz c’houevrer, guir mennoziou Croy, eo e talc’h d’ho diskouez c’hoaz d’an 22 pluvioz (miz ar glao), dre eun anzao kaset d’ar memez kommandant, skrivet evel diaraok dre zourn Croy, hag er memez komzou.

Dioc’h an traou-ze, an tamaller publik en deuz lakeat var baper ar skrid-tamall-man a enep Fabian Croy, korporal ebars ar rejimant hanvet diagent an eil a dud a vor, dalc’het breman e kastel Brest, evit beza, an 21 a viz c’houevrer, hag an 22 a viz pluvioz, dre zaou skrid euz he zourn, sinet gant-han, hag en deuz anzavet er goulennou a zo bet great d’ezhan, evit beza he labour ; anzavet en deuz c’hoaz ar mennoziou ar brassa a enep an dispac’h ; ankenniet eo ive a varo an diveza tyrant a Franz, dizanzavet en deuz al lezen nevez, ha tamallet ar vro da veza diskaret an Aoter ha da veza digaset an idolatriach e Franz. Ar pez a zo, aberz Fabian Croy, mont a enep liberte ha galloud ar bobl, ha gervel a nevez ar roue evit goaska ha mac’ha adarre ar vro ; torfet hag a dle beza punisset hervez al lezennou hag evit silvidigez ar Republik.

Abalamour da-ze, an tamaller publik a c’houlen ma teufe ar gador-varn unanet da rei d’ezhan diskarg euz an tamall-man a enep Fabian Croy, korporal er rejimant hanvet diagent an eil an dud a vor, dalc’het er prizoun hanvet Kastel Brest ; ra vezo, abalamour da-ze, gourc’hemennet gand hucher ar gador-varn, douger ar gourc’hemenn da zont, e vezo kemeret Fabian Croy, dalc’het ha miret er prizoun-ze, evit chom eno evel enn eun ti a justiz, hag e vezo ar paraissant être de son écriture, lesquelles respirent partout le fanatisme religieux le plus absurde et renferment la critique la plus forte de la constitution civile du clergé ;

2° Que, le 21 février 1794, Croy écrivait de sa main à son commandant en ces termes : « Citoyen, depuis quatre ans, nous sommes travaillés par une révolution qui nous a conduits à l’anarchie et à la guerre civile. Et considérant que, non contents d’avoir fait mourir le roi, ils ont encore renversé l’autel et introduit l’idolatrie en France, ainsi je désapprouve cette nouvelle constitution ; je demande ma démission du grade de caporal, et ne servir que simple fusilier dans les troupes de la République. »

Ce qui annonce que cette déclaration du 21 février renfermait les véritables sentiments de Croy, c’est sa persistance à les manifester encore, le 22 pluviôse, par une déclaration adressée au même commandant, également de la main de Croy et conçue dans les mêmes termes.

D’après cet exposé, l’accusateur public a dressé la présente accusation contre ledit Fabien Croy, caporal au ci-devant 2e régiment de la marine, actuellement tenu au château de Brest pour avoir, les 21 février et 22 pluviôse derniers, par deux écrits de sa main et signés de lui, lesquels il a reconnus par son interrogatoire, pour être son ouvrage, professe les principes les plus contre-révolutionnaires, regrette la perte du dernier tyran français, désapprouve la nouvelle constitution, accuse la nation d’avoir renversé l’autel et introduit l’idolatrie en France. Ce qui est, de la part dudit Fabien Croy, avoir attenté à la liberté, à la souveraineté du peuple et provoqué le rétablissement de la royauté, et, par conséquent, de la tyrannie ; crime dont les lois et le salut de la République sollicitent également la punition.

Pourquoi l’accusateur public requiert que, par le tribunal assemblé, il lui soit donné acte de la présente accusation qu’il porte contre Fabien Croy, caporal au ci-devant 2e régiment de la marine, détenu dans la maison d’arrêt dite le Château de Brest ; qu’en conséquence, il soit ordonné que, par l’huissier du tribunal, porteur de l’ordonnance à intervenir, ledit Fabien Croy sera pris au corps, arrêté et écroué en ladite maison d’arrêt pour y rester comme en maison de gourc’hemenn-se roet da anaout da guzulierien Brest ha d’an hini tamallet.

Great e kampr an tamaller publik, an 10 floreal, eilved bloavez a Republik Franz, unan ha dirannek.

Sinet : Donze-Verteuil.

Ar gourc’hemenn da gregi e Fabien Croy a zo bet roet er memez deiz gand ar gador-varn ;

Ar prosez-verbal — an danevel dre skrid — ez eo dalc’hed e kastel Brest, hevel ti ar justiz ;

Diskleriadurez a zoug eo anat euz bet skrivet traou hag a denn da izellaat ha da zispartia kuzulerien ar vro ha da zigass adarre ar roue e Franz ;

Eo bet kendrec’het Fabian Croy da veza ho skrivet gand he oll anaoudegez vad, hag evit mont a enep an dispac’h ;

Ar gador-varn, goude beza klevet an tamaller publik, hag evit heuil al lezenn,

A varn d’ar maro Fabian Croy, hervez an artikl kenta euz a lezenn an 29 a viz meurs euz ar bloaz 1793, a zo bet lennet hag a lavar :

« Piou bennag a vezo bet kendrec’het da veza great pe moullet labourou pe skridou hag a denn da zispartia kuzulerien ar vro, da lakaat adarre eur Roue, pe eur mestr-all bennag a enep galloud ar bobl, a vezo lakeat etre daouarn barnerien extraordinal, ha lakeat d’ar maro. »

Lavaret a ra he vadou dastumet ha kemeret evit mad ar Republik, hervez lezenn an 10 a viz meurs, artikl 2, bet lennet, hag a lavar evel-hen :

« Madou ar re a vezo barnet d’ar maro a zo miret evit ar Republik, hag ho intanvezed hag ho bugale a vezo maget divar goust ar c’houarnamant ma n’o deuz ket a vadou euz a eur perz-all bennag. »

Gourc’hemenn a ra ma vezo, dre aked an tamaller publik, heuliet ar varnedigez-man abarz peder heur varn-n-ugent, var blasenn Gounid ar bobl euz ar gear-man, ma vezo moullet, embannet ha lakeat dirak daoulagad an oll e pevar c’horn douar ar Republik.

Great ha diskleriet e lez publik ar gador-varn, an 13 floreal, eilved bloaz euz a Republik Franz, eleac’h m’oa dirag ar sitoïaned Per-Loiz Ragmey, sturier ; Moriz ar Barz, map, ha Joseph Palis, barnerien, hag o deuz sinet da genta var ar varnedigez-man gand ar grefier. justice, et que ladite ordonnance sera notifiée tant à la municipalité de Brest qu’à l’accusé.

Fait au cabinet de l’accusateur public, le 10 floreal, l’an deuxième de la République Française, une et indivisible.

Signé : Donze-Verteuil.

L’ordonnance de prise de corps rendue le même jour par le tribunal contre ledit Fabien Croy ;

Le procès-verbal d’écrou de sa personne au château de Brest comme maison de justice ;

La déclaration du jury, portant qu’il est constant qu’il a été composé des écrits tendant à l’avilissement et à la dissolution de la Représentation nationale et au rétablissement de la royauté en France ;

Que Fabien Croy est convaincu de les avoir composés dans toute la plénitude de sa raison et avec une intention contre-révolutionnaire ;

Le Tribunal, après avoir entendu l’accusateur public sur l’application de la loi,

Condamne ledit Fabien Croy à la peine de mort, conformément à l’article 1er de la loi du 29 mars 1793, dont lecture a été faite, lequel est ainsi conçu :

« Quiconque sera convaincu d’avoir composé ou imprimé des ouvrages ou écrits qui provoquent la dissolution de la Représentation nationale, le rétablissement de la royauté ou de tout autre pouvoir attentatoire à la souveraineté du peuple, sera traduit au tribunal extraordinaire et puni de mort. »

Déclare ses biens acquis et confisqués au profit de la République, conformément à la loi du 10 mars, article 2, dont lecture a été faite, ainsi conçu :

« Les biens de ceux qui seront condamnés à la peine de mort seront acquis à la République, et il sera pourvu à la subsistance des veuves et des enfants, s’ils n’ont pas de biens d’ailleurs. »

Ordonne qu’à la diligence de l’accusateur public, le présent jugement sera mis a exécution dans les vingt-quatre heures, sur la place des Triomphes-du-Peuple de cette commune, imprime, publie et affiche dans toute l’étendue de la République.

Fait et prononcé en l’audience publique du tribunal, le

En hano ar bobl a Franz,


Eo gourc’hemennet d’an oll hucherien kemennet evit-se lakat ober ar varnedigez-man, da bep kommandant ha da bep ofiser ar galloud publik kennerza, pa vezint goulennet hervez al lezenn, d’ar gommiserien euz ar gallout da genveillat. Evit testeni a gement-se eo bet sinet ar varnedigez-man gand ar sturier hag ar grefier :

Sinet : Ragmey, sturier.

Quemar, grefier.


————

13 floréal, l’an deux de la République française, où étaient présents les citoyens Pierre-Louis Ragmey, président ; Maurice Le Bars fils et Joseph Palis, juges, qui ont signé la minute du présent jugement avec le greffier.


Au nom du peuple français,


Il est ordonné à tous huissiers, sur ce requis, de faire mettre ledit jugement à exécution ; aux commandants et officiers de la force publique de prêter main-forte lorsqu’ils en seront légalement requis, et aux commissaires du pouvoir exécutif d’y tenir la main.

En foi de quoi le présent jugement a été signé par le président et le greffier.

Signé : Ragmey, président.

Quemar, greffier.


A Brest, chez Audran, Imprimeur de la Commission des Représentants et du Tribunal révolutionnaire.



————