Mont d’an endalc’had

Emgann Kergidu/Pennad 23

Eus Wikimammenn
Salaun / Derrien, 1902  (p. 235-247)



TREDE PENNAD VARN-UGENT


————
Taole. — Paolik ar Sann


Lavaret em beuz d’eoc’h, pa rankchomp tec’het e Kergidu, tud ar memez bro hag ar memez parrez en em vode, guella ma c’hellent, evit mont a-unan d’ar gear. Mad, euz a gostez Treger oa diou vandenn ha ne reant nemed evel unan. E penn ar genta edo an Aoutrou de Kerian, euz a vaner ar Mesgouez, ha gant-han paotred Plougasnou, he barrez ; re Sant-Ian-ar-Biz ha re Guimaec. E penn eben edo an Aoutrou de Kersauson, euz a vaner Trodibond, pemp troatad ha seiz meutad, bleo brun var he benn, hag, enn he dal, daoulagad c’hlaz hag a verve dirag soudarded Canclaux. Gant-han edo paotred Plouezoc’h, Lanmeur, Garlan ha Plouian. Mad, ar re-man a deuaz d’ar gear dre Vespaol, Penzez ha Taole. Mez guelet e ouent o vont kuit, ha Canclaux, breman dibrez, a gasaz eur guchenn soudarded var ho lerc’h. Mez pe re zivezad oant eat enn hent pe gollet o doa an trez, da viana ne ouent ket paket.

An dra-ze ne rea ket kals a jal d’ar zoudarded, rak, ma o diviche ho faket, o diviche ranket en em emganna adarre, hag ar zoudarded ne vezent ket o klask an tennou fuzil. Krenvoc’h oant var an dibri hag an efa, eget n’oant var an emgann. Abalamour da-ze, p’en em gafchont, etre c’houeac’h ha seiz heur, e bourk Taole, e chomchont a-za. — Taole a zo eur bourk braz ; eno ive-ta e kafchont peadra da gorfata. Mont a rechont enn tiez guella, digas a rechont gant-ho ar pez a blije ar muia d’ezho, ha lakaat a rechont aoza d’ezho, e ti Laou ar Floc’h, a zalc’he an hostaleuri vraz, eur goan euz ar re vella gand banneou a forz.

Tommet oa d’ezho ; evelkent o doue skiant avoalac’h evit lakaat pevar zoudard enn dro d’an ti m’edont enn-han, evit evesaat hag ho diouall, rag aoun o doa na viche en em zavet ar bourkiz enn ho enep. Mez den na finvaz, an oll a ioa mantret ; brud emgann Kergidu en doa sebezet ar vro. Ober a rejont ive-ta peb a gofad mad. Pa veze re dommet d’ezho, ez eant da ober eur c’housk da uza ho banne, ha goude-ze e teuent adarre da efa. Er c’hiz-se e veze atao tomm ar fourn gant-ho hag e choment hantez-vezo.

P’edont dioc’h ar mintin oc’h en em lakaat e doare da vont kuit, e oue klevet enn eul taol eur iouc’hadenn skiltruz e lost an ti. Kerkent pep hini a grogaz enn he fuzil hag a ieaz da c’houzout petra ioa a nevez. Ha petra velchont ? Eur zoudard torret he fri, leun a c’hoad he benn.

— Aman ez euz trubarderez, eme ar c’habiten ; aman emeur oc’h esa laza, e kuz, soudarded ar Republik. Deuz aman, Laou ar Floc’h, te a zo penn kaoz a gement-man ; da grochenn a baeo.

— Penaoz e vefen-me kaoz, eme Laou ? Me a ioa er penn-all o tiskarga d’eoc’h da efa !

— Ma ne ket te eo, ec’h euz da viana kuzet tud a-ze da ober an taol.

— Emaoc’h e tu da velet. Klaskit hag e kafot, me gred, an hini en deuz skoet gand ho soudard.

— Guir a leverez. Soudarded, furchit an ti, ha furchit-hen mad.

Ker buan ar zoudarded en em lakeaz da glask.

Ne oue ket pell an abadenn. Unan anez-ho a griaz :

— Ema-hen aman ! ema-hen aman !

Hag an oll, ho bayounettez o bek ho fuzil, araok varzu al leac’h ma krie ar zoudard. Heman a ioa krog e breac’h eur baotrezik a zek vloaz hanter, Glaodina ar Faou, a ioa plac’h-saout gant Laou ar Floc’h.

Pa oue tennet ar baotrezik euz a-zindan ar guele, el leac’h m’oa kuzet, e chomaz ar zoudarded souezet da zellet an eil ouc’h egile.

— Daoust, emezho, hag eur plac’hik ker iaouank a c’helfe beza roet eun taol ker stard ?

— Ma ne deuz ket skoet he-unan, e lavaro d’eomp da viana, eme ar c’habiten, piou en deuz skoet.

Hag e oue Klaodina sachet d’ar penn huela euz an ti ha lakeat e kreiz ar zoudarded.

— Lavar d’eomp, plac’h bian, eme ar c’habiten, piou en deuz skoet gand va zoudard hag her lakeet leun-c’hoad ?

Klaodina ne lavare ger ; ne rea nemed krena.

— Klevet a rez ac’hanoun, eme ar c’habiten en eur zevel he vouez hag en eur heja Klaodina ?

— Ia, eme houman, m’her lavaro d’eoc’h.

— Lavar-ta, dioc’h-tu.

— Ho soudard a ioa azezet var ar skaon. Mezo oa, a gaf d’ign ; c’hoant kousket en doa da viana, ha, dre he gousk, e plege hag e save he benn ; ec’h horjelle a gleiz hag a zeou, evel ma ra an dud a gousk var eur skaon dizharp a bep tu. Mad, epad m’edo, er c’hiz-se oc’h horjella he benn, ar maout koz, deuet euz he graou, o poa lezet digor, en em gavaz enn ti. Dont a reaz betek ar zoudard, hag, oc’h her guelet er c’hiz-se o sevel hag o plega he benn, e kavaz d’ezhan edo och ober penn d’ezhan. Ar maout a reaz daou pe dri baz adren hag a deuaz a benn-herr var ar zoudard p’edo o plega he benn, hag a roaz d’ezhan eun taol tourt ken krenn, ma torraz he fri d’ezhan ha m’hen diskaraz d’an douar. Pa vezen-me o tioual va zaout, me, evit tremen an amzer hag evit c’hoari, a lakea va dourn er c’hiz-se d’ar maout hag em boa her boazet da dourtal evelse. Ar maout a gave d’ezhan, me gred, edo ive ar zoudard o c’hoari gant-han, hag abalamour da-ze en deuz roet d’ezhan eun taol tourt hag her lakeat leun c’hoad.

O klevet-se, e savaz c’hoarz e touez ar zoudarded-all ; ar c’habiten he-unan a rankaz trei he gein da c’hoarzin. Ne c’helle, e guirionez, tamall fri torret ar zoudard nemed d’ezhan he-unan, ha d’ar maout, ha n’oa ket evit barn ar maout d’ar maro dindan boan da veza goapeat gand an oll, rak re zot e viche bet. Abalamour da-ze, gand aoun na viche savet ar c’hoarz d’an oll e bourk Taole, e roaz urz d’an oll d’en em lakaat enn hent evit distrei da Gastel.

Etre Taole ha Penzez, n’euz ket ouc’hpenn eun hanter-heur vale ; evelato an tamm hent-se en doa adarre roet sec’hed d’ar zoudarded. Mont a rechont da di Vari Pichon, an hostaleuri vraz a zo e kichen ar pount, hag e leverchont digas d’ezho da efa. Sentet e oue out-ho, rak aoun a ioa n’en em gafche goaz. Eno ne rechont droug ebed ; goude beza efet hervez ho faltazi, ec’h en em lakechont adarre enn ho hent en eur gana, en eur iouc’hal hag en eur zakreal evel p’o diviche c’hoant da ober goap euz an Aoutrou Doue, evel ma reant euz an dud paour divar ar meaz, a grene diraz-ho. Breman int rok, n’o deuz ket a aoun, guelet a reont peger soubl ha pegen aounik eo an dud.

Var dro dek heur hanter edont o tiskenn da Bount-Eoun ; choum a rejont eur pennad a-za araok diskenn, evit kana ha iouc’hal-oll a-bez ; rag banneou a ioa bet, an tan a ioa er c’houzouk, ar goad a ioa savet d’ar penn, izom a ioa da vragal. Eno e oue eur jabadao ker goaz ma n’o deuz biskoaz paotred ar zabat great kement-all. Traonien Pont-Eoun a groze hag a dregerne gant-ho betek an aod.

Aman e rankan anzao ouzoc’h eun dra hag en deuz great kals a boan d’an oll dud a galoun e Breiz ; n’her lavaran nemed en eur ruzia gand ar vez,

En em gavet euz bet var douar Breiz, bro an dud leal koulskoude, eun den hag en deuz guerzet he genvroidi. Judaz, an trubard braz, enn amzer goz, a verzaz he Zoue ; heman n’oa ket evit hen ober, rak pell a ioa oa marvet Jesus-Christ evidomp var ar groaz, mez guerzet en deuz goad tud vad, tud hag a heulie lezen Doue. N’em beuz bet biskoaz c’hoant da c’houzout he hano ; eman breman dirag Doue he varner ; pouezet eo bet d’ezhan he oberou... Ra vezo bet Doue madelezuz enn he genver, evit-han da veza great droug, ha droug braz var an douar. Chanz d’ezhan da gaout he lod e Baradoz an Aoutrou Doue.

Kereour-ler oa dre vicher, pa laboure ; mez ne laboure ket aliez ; al labour hag hen n’oant ket hostizien gaer. Va c’here a gave guelloc’h choum didalvez eget labourat ; guelloc’h e kave darempredi an tavarniou eged Iliz an Aoutrou Doue ; muioc’h a blijadur a gave o lavaret hag o kana traou udur gand koz-kanfarted, eged o klevet meuleudiou an Aoutrou Doue ha prezegennou he bersoun.

Meur a veach, an Aoutrou Gall, persoun Plouenan, he barrez, en doa her gourdrouzet. Meur a veach oa bet enn he di oc’h her c’hlask da vont, evel pep kristen mad, da gofez ha da ober he bask ; mez enn aner e komze ; ar c’here ne rea van, kenderc’hel a rea he vuez fall ha direiz. Aliez, pa viche eat an Aoutrou persoun er meaz euz he di, e veze klevet o lavaret, en eur zellet a gorn var he lerc’h, hag en eur ober dourn d’ezhan :

— Kea atao, persoun Gall, m’hen talvezo d’id... Paea a ri di-me, mar gellan, da zorc’hennou... Hag e vousc’hoarze evel ma tle mousc’hoarzin an diaoul pa vez oc’h huala unan-bennag er pec’hed, hag ouc’h hen horta var hent an ifern.

Pa glevaz ar c’hereour traonien Pont-Eoun o tregerni gand iouc’hadennou ar zoudarded, e teuaz enn eul lamm er meaz euz he di. Klevet en doa abred oamp-ni bet flemmet e Kergidu, hag hor boa ranket kemeret an teac’h. Dre-ze e gouie edo ar zoudarded-se o redet bro hag oc’h ober klask var an dud vad. Eul luc’heden a fallagriez euzuz a ieaz dre he benn, he zaoulagad a lugernaz :

— D’am zro, emez-han ! Hag he galoun a dride enn he greiz.

— D’am zro, Aoutrou persoun Gall ! Abarz ma vezo noz eberr, me gred o pezo paet di-me ho tle. Enn dro-man e vezo di-me da brezek !...

P’edo ar zoudarded oc’h erruout e kichen he di, ar c’here a ieaz e kreiz an hent ; hag hen komz ouc’h ar c’habiten a ioa e penn ar vandenn :

— Ac’hanta, paotred ar Republik, goall gempennet o poa, enn dervez-all, koueriaded Breiz-Izel, diouc’h am beuz klevet ?

— Daoust hag an dra-ze a zell ouz-it-te ?

— Ia, rak evidoun da veza o choum aman, va c’haloun a ia d’hoc’h heul. Va brasa levenez eo klevet oc’h euz kaset d’ar bed-all unan-bennag euz ar pilpouzed panen-ze ne reont nemed tregasi hag inoui, pa ne reont goaz, ar re n’int ket sot avoualac’h evit kredi ho oll zotoniou, ha ne fell ket d’ezho mont da gounta, er gonfesion, ho oll doareou.

— Ha perak e teuez da gomz di-me er c’hiz-se ?

— Abalamour m’emaoun a-du ganeoc’h ; abalamour ne garan nag ar veleien, nag ho Doue ; hag herrio e c’hellan hen diskouez d’eoc’h, da viana ma klaskit beleien.

— Ha piou a c’hell toui di-me n’emaout ket o lavaret gevier, oc’h esa ober goap achanomp ? Ni a zo bet tizet c’hoaz gant gaouiaded eveldoud, mez ne vizimp ken.

— Sellit eeun ha piz ouzign, ha guelit ha c’houez ar gevier a zo ganen ?

An arvest ne oue ket hirr ! eun taol lagad a zizoloaz d’ar c’habiten goeled kaloun ar c’here. Anaout a reaz oa dirazhan eun den, hag, evit arc’hant pe eur banne, en diviche krouget he Zoue, guerzet he dad hag he vamm. Eun den er c’hiz-se a ioa eur benvek ha n’oa ket evit paea re ger. Evelato mar gellche er c’haout evit netra, e viche guelloc’h marc’had d’ezhan. Abalamour da-ze e lavaraz d’ezhan, evel dre fae :

— Mad, petra ec’h euz da lavaret d’eomp ?

— Kals traou, e berr gomzou, kabiten.

— Na petra ? Hast a-fo, rak ni n’hor beuz ket a amzer.

— Eur vandenn vad a dud oc’h a-ze ; armet kloz oc’h ive, mez oc’h ober petra euz bet kement-all a dud ? Ne velan den ganeoc’h.

Hag ar c’here a c’hoarze iud en eur zellet ouc’h ar c’habiten. Me gaf d’ign en doa divinet finesa ar c’habiten. Ar re fall ne sonjont nemed fall ; n’int ket evit kaout fizianz an eil enn egile.

— Bete vreman n’euz ket, evit guir ; mez araok en em gaout e Kastel e kavimp.

— E kavoc’h ? Ia, mar d-int sot avoualac’h evit dont, evel eur penn-goazi mezo, d’en em deuler enn ho touez. Na d-it ket da gredi e ve tud ar vro-man ken diskiant-se. Me a c’hell ober vad d’eoc’h, me a c’hell lavaret d’eoc’h e peleac’h ez euz tri belek penn fall ha dizent ouc’h al lezen.

— Ne c’houlennomp ket guell, eme ar c’habiten, fouge enn-han o klevet kement-all. Rak, evit-han da veza great mad he zever o veva hag oc’h efa divar goust he nesa, ep paea guennek, e kave d’ezhan e viche deuet guelloc’h d’he jeneral Canclaux, hag e safche buanoc’h e karg, mar gellche kas d’ezhan eur belek-bennag hag a viche tamallet, e guir pe e gaou, an dra-ze ne rea netra, da lakaat ar goueriaded d’en em zevel a enep ar Republik.

— Mad, pegement a rofot d’ign ? Red eo da bep den beva diouc’h he vicher, hen hag he vugale.

— Ha pegement a c’houlennez, kere, evit lavaret d’eomp peleac’h eman ar veleien-ze, hag evit hor c’has betek an ti m’emaint enn-han ? Rak dalc’h sonj mad e ranki dont da-unan ganeomp ; ha ma leverez gevier, heman, ar c’hleze-man, da zivouzello, rak, kleo mad, ne reer ket enn aner goap a dud eveldomp-ni.

— N’am beuz ket a aoun rak ho kleze, kabiten, rak ne lavaran ket a c’hevier.

— Mad, lavar d’ign neuze pegement a c’houlennez.

— Deuit aman enn ti, hon daou ni en em glevo.

Ar marc’had ne oue ket pell evit beza great ; eno oa paotred dijipot. Unan en doa c’hoant da verza dre zroug ouc’h ar veleien, egile en doa c’hoant da brena dre zroug ouc’h Doue ive, me gred, da viana evit huellaat e karg ; unan en doa c’hoant da gaout arc’hant, egile ne rea ket a forz pegement paea, rak ar Republik eo a bae.

— Great ar stal, eme ar c’habiten en eur zont da gaout he zoudarded. D’eomp da efa bep a vanne c’hoaz enn hostaleuri a zo a-hount, ha deuz ive ganeomp, kere, rak red eo kaout nerz ha kaloun araok ober eun taol evel he-man.

Goude eur banne e oue eur banne-all c’hoaz, ha, goude-ze, meur a hini-all. Pa deuchont er meaz oa anat avoualac’h ho banneou varnez-ho. Lagad ar c’here a steredenne enn he benn, evel eur c’hef-tan enn aoled e kreiz an noz.

— Breman, kere, eme ar c’habiten, e pe du e tleomp trei, ha bale enn hor raok.

— N’euz ket a-bell da vont, eme ar c’here. Guelet a rit a-ze, azioc’h ho penn, eun ti toenn-sklent, eur prenestr braz enn he bignoun ?

— Ia. Petra ! ken tost-se ?

— Ia, ken tost-se. Enn ti-ze, hanvet Penn-an-Neac’h, ez euz tri belek, pe, pa lavarign mad, daou velek hag eul lastez-belek, rak unan anezho ne ket belek c’hoaz, ne d’eo nemed ar pez a leveront, avieler anez-han. Bemdez e vezont dre a-ze, nag, er mintin-man, me va-unan am beuz ho guelet.

— Hag euz a be vro eo ar veleien-ze ?

— Unan anez-ho a zo hanvet an Aoutrou Gall, persoun ar barrez-man, persoun Plouenan. Egile eo an Aoutrou Goarigou, persoun kouent an Ursulinezed, e Kastel, persoun an feneantezed-se hoc’h euz kaset kuit evit kemeret ho zi evidoc’h, ha mad hoc’h euz great. Egile-all, an hini-all, an hini iaouank, al lastez-belek, eo an Aoutrou Go, ginidik ive euz ar vro-man.

— Ah ! guell a-ze ! Ar jeneral Canclaux a vezo fouge ennhan, rak da veleien ar vro-man e tamall stourmadek an dud iaouank a dlie tenna d’ar zort, penn-kaoz euz a emgann Kergidu hag euz a varo kals ac’hanomp-ni. D’eomp enn hent, hag a-fo !

— Ker buan ha ma kerfot, eme ar c’here.

Hag ar c’here trubard a valee, skanv he droad ha sounn he benn, araok ar zoudarded, evel ma’z ea guech-all Judas araok ar juzevien p’edont o vont da gregi e Jesus, hor Zalver.

— D’eomp dre aman, dre an tu deou, eme ar c’here, a-dreuz dre ar c’hoat, evit miret na vezimp guelet, rak an disterra diskred a lakaio ar veleien daonet-se da dec’het kuit. Kredit ac’hanoun, ar re-ze a zo tano ho skouarn, ha c’houi hoc’h euz great kement a drouz en eur ziskenn da Bount-Eoun.

Oant en em gavet dem-dost da Benn-an-Neac’h, pa glefcheur eur zoudard o krial, a bouez he benn, var ar c’hleuz :

— Holla ! holla ! kabiten, me am beuz guelet unan-bennag o vont d’ar red ha dre guz a-hount, er c’horn-all, er meaz euz ar goarem-man. Hennez a dle beza unan euz ar veleien a glaskomp.

— Kea ive-ta buan var he lerc’h, kas gan-ez pemp pe c’houeac’h-all.

Evel chas chase pa zantont tres ar c’had, ar zoudarded a redaz buan er goarem, a c’haloupaz d’ar red d’ar penn-all, a lammaz a lamm-ploum var ar c’hleuz... Sellet a rejont a gleiz hag a zeou, a bell hag a dost ; furcha a rejont ar girzier lann a dro-var-dro, mez ne gafchont netra. Dont a rejont var ho c’hiz da gaout ho c’habiten a ioa ouc’h ho gortoz.

— N’hoc’h euz kavet eta netra ?

— Nann, kabiten. Kouskoude hor beuz klasket mad.

— Marteze ive n’euz eat den dre a-ze.

— Eo, beza zur euz eat unan-bennag, dre ar c’horn-z-hont, er meaz euz al lannek-man.

— Mar d’eo guir, eo eaz avoualac’h d’eomp her gouzout, rak aman euz eur paotrik bian o tiouall he zaout hag her lavaro d’eomp. — Kere, deuz aman d’am c’haout. Goulen digant hennez, ar c’hrouadur-ze, piou eo an hini a zo eat bremaik, d’ar red, dre al lannek-man.

— Allaz ! kabiten, aoun am beuz n’her c’hlefomp ket ganthan.

— Na perak ? Eur c’hraouadur ker iaouank ne c’hell ket diskredi var-n-omp, ha ne lavaro ket a c’hevier.

— Ma ne lavar ket a c’hevier, ne lavaro ket kennebeut ar virionez ; me hen anavez, hen hag he dud. Hennez a zo map da Lauranz ar Sann, euz a Lopreden ; hag an tiad tud-se a zo stak kenan ouc’h fals-kredennou ar veleien. Kentoc’h e lezint ac’hanoc’h da lakaat an tan-goall varn-ho, enn ho zi, eget diskleria eur belek epken.

— Ia, ar re goz, marteze ; mez he-man n’en deuz ket a skiant avoualac’h evit anaout ar pez hor beuz c’hoant da c’houzout.

— A gaf d’eoc’h, kabiten ; bremaik e velfot. Me a ia da c’houlen digant-han.

Ar c’here a dosteaz ouc’h ar c’hrouadur, a ioa dinec’h o vranskellat var an draf, eur fouet blansounet-kroaz ganthan enn dro d’he c’houzouk, hag hen touchennet-hir, evel ma tere ouc’h pep paotr saout a ra mad he vicher.

— Paolik, lavar di-me piou a zo eat bremaik, d’ar red, aman dre al lannek, hag a zo lammet er meaz dreist ar c’hleuz er penn-all a-hount.

— Ne oufen ket her lavaret d’eoc’h. N’am beuz ket a amzer da zellet enn dro d’ign. Poan avoualac’h am beuz gand va zaout, rak a-ze, sellit, eman ar vioc’h vriz hag a zo laer evel an dour. Ouc’hpenn-ze, kas a ra d’he heul va ounner Min-du, hag e tesk anezhi da veza ker goaz hag hi. Sellit, ha n’he guelit ket, dioc’htu ma vez tro va fenn, o sevel var gleuz koat tud an ti-all ?... Dont a ri enn dro du-man, Min-du ! Ha Paolik a sklake he fouet da ober aoun d’he ounner.

— Ac’hanta, kabiten, n’am boa ket lavaret d’eoc’h ? Me gouie ervad n’ho piche klevet netra gand he-man. Ar re-ze, tud ar Sann, a veze atao gueach-all er memez tu gand ar veleien, ne heulient, e pep tra, nemed aviz hag ali ar veleien ; touellet oant gant-ho. Hag he-man, ar mec’hiok bian-man, en deuz great he bask kenta, dre guz, breman euz eun teir zizun bennag, hag a zo fourret eb arvar, forz diotachou d’ezhan enn he benn.

— Koulskoude n’en deuz ket an ear da gaout ouc’hpenn unnek vloaz.

— A veac’h m’en deuz an oad-se.

— Ha ne fell ket d’ezhan lavaret netra ?

— Nann, her guelet a rit.

— Gortoz, kere ; bremaik e veli, rak n’em beuz ket amzer da goll.

Hag ar c’habiten da gaout Paolik.

— Penaoz, marmouz, emez-han, en eur daoler he graban var he benn hag en eur gregi enn he vleo, ne lavari ket di-me piou a zo eat dre aman, p’edomp-ni o tont dreist ar c’hleuz ?

— Lavaret em beuz da gere Pount-Eoun em boa avoualac’h da ober oc’h evesaat va zaout.

— C’hoant ec’h euz, tamm kos-tra, da ober goap ac’hanomp-ni, a velan ; mez an dra-man ne bado ket pell. Lavaret a ri, ia pe nann, piou a zo eat dre aman ?

— Va zad en deuz digaset ac’hanoun aman da ziouall va zaout, ha ne ket da zellet ouc’h an dud eo.

— Eur veach c’hoaz, lavaret a ri, tamm-ar-foultr, eme ar c’habiten, en eur zacha var bleo ar c’hraouadur ken na vezent guelet o nijal gand an avel, lavaret a ri ?

— Ne lavarign ket, gronz.

— Ha ne lavari ket ?

— Nann, nann ! biken.

— Mad, did ar goasa.

— Soudarded, buan var evez. Kargit ho fuziliou ; daou ac’hanoc’h, staga heman a-ze ouc’h an draf, ha, daou-all, daou denn fuzil d’ezhan enn he benn, evit diskouez ne rear ket a c’hoab er c’hiz-se euz a zoudarded ar Republik.

Ker buan lavaret, ker buan great. Krapet e oue er paour keaz Paol ; staget e oue ouc’h an draf ; daou zoudard a deuaz dek paz var ho c’hiz, edont o viza ar biz var bluen ar fuzil...

Paolik a gollaz eun tamm he liou ; dont a reaz da veza drouk-livet... Evelato, den ne lavarche enn diviche aoun... Ober a ra sin ar groaz en eur zevel he zaoulagad varzu an env, hag e chom sounn enn he za, sounn evel eur peul, dinec’h evel eur zant : Doue, me gred, a roe nerz d’ezhan... Eur vinutenn c’hoaz hag oa great gant-han, pa lavaraz ar c’habiten :

— Choumit a-za, soudarded. Me gaf d’ign e reomp fall o tenna var ar marmouz-man, rak an tennou a vezo klevet, hag ar veleien a gemero an teac’h. Ne ket guir, kere ?

Guir eo, eme ar c’here. Kouskoude he-man, an tamm mec’hiok-fall-man, a ra goap ac’hanomp.

Daoust hag ioul an diaoul a ioa e kaloun ar c’here.

— Kemer da amzer, ne gollo netra. Ouc’hpenn an dra-ze c’hoaz, ne dal ket ar boan d’eomp devi poultr ar Republik var gos-tammou traou evel heman. Distagit-hen, soudarded, ha digasit anez-han aman. Me a ia da ober berroc’h tro, ha kalz didrousoc’h ; me a ia d’her c’hrouga, hag, epad ma vezo a ispill, en devezo amzer da c’houzout ne rear ket enn aner goap euz a eur c’habiten republikan.

Ker buan e oue distaget ar paour keaz Paolik ha stlejet da gichen eur vezen fao goz a ioa var an hent, er meaz euz al lannek. Ne oue ket pell oc’h ober eur c’houlm lagaden er gordenn, hag ouc’h he lakaat enn dro da c’houzouk ar c’hraouadur.

— Eur veach c’hoaz, laouen-dar, eme ar c’habiten, lavaret a ri d’eomp-ni piou ac’h euz guelet bremaik o kemeret an teac’h?

— Nann, nann, eme Baol.

— Buan, buan, eur zoudard er vezen da staga ar gordenn ma vezo krouget an houc’h bian-man. Alese e c’hello branskellat guelloc’h eget ne rea bremaik var he zraf.

Ar vezen ne d-oa ket a skourrou izel. Kaer o d-oa ar zoudarded en em skoazia, en em lakaat daou, tri, bern-var-vern, n’oant ket c’hoaz huel avoualac’h evit tizout ar skour izella da staga ar gordenn da grouga Paolilk ar Sann. Ar c’habiten a skoe, dre gounnar, gand seul he votez var an douar, a en em jale hag a bec’he... Paol avad, ar gordenn enn-dro d’he c’houzouk, a ioa didrouz ha sioul evel eun oan o vont gant ar c’higer. Enn he galoun e pede Doue.

— Hastit a-fo, eme ar c’here, koll a reomp hon amzer ; trouz a reomp ive ha n’emaomp ket ouc’hpenn tri c’hant paz ken dioc’h Penn-an-Neac’h. Mar bezomp klevet e kavimp ti goullo...

Ar c’here en d-oa mall da velet krouga Paolik ar Sann.

— Guir a lavar ar c’here, eme ar c’habiten, en eur bec’hi goasoc’h-goaz hag en eur skei muioc’h-mui taoliou boutou var an douar.

N’en d-oa ket a c’hoant da denna, ar c’habiten digaloun, gant aoun rak an trouz ; n’oa ket evit krouga, rak ne gave ket a spek d’he gordenn, hag, evelato, n’oa ket evit choum hep lakaat d’ar maro eur c’hrouadur unnek vloaz, rak he zoudarded o deviche great goab anezhan. Petra eta da ober ?... Sellet a ra enn dro d’ezhan evit klask eur vezen-all easoc’h sevel out-hi... Ne vel hini... Enn eun taol e kouez he zaoulagad var eur poull-dour great, gand tud ar Venek, a Lopreden, evit destum an dour glao a zired euz an neac’h, hag a lakeont da zoura ar foenneier ho deuz great ouc’h an dorgenn. Gouzout a rit edot, er mare-ze, e kreiz miz meurz ; ar goan a ioa rust, ien oa an amzer, ar poull a ioa skournet.

— Kavet eo ganen ar pez a glasken, eme adarre ar c’habiten ; deuit aman, soudarded, ha lezit ar vezen.

Hag en eur astenn he gleze a ioa enn he zourn varzu ar poull-dour :

— Buan, unan ac’hanoc’h, da derri ar skourn a-hount, e kreiz ar poull, ma taolimp an houc’h bian-man ebarz. Eno e kavo, kement ha ma karo, guelien ien da efa evit distana he benn.

Ar zoudard ne oue ket pell evit ober he gevridi.

Great an toull...

Daou zoudard a grogaz er paour keaz Paolik. Enebi a reaz out-ho, fringal a rea... Ar vuez a zo c’houek d’an oll !... Mez petra eo eur bugel etre daouarn daou zoudard, daou zen enn oad ? Douget e oue...

Eat oant, ho zri, Paolik hag an daou zoudard, tri pe bevar baz var ar skournenn ; edont e kichen an toull... Mez ar skournenn, kalet avoualac’h evit dougenn eur zoudard epken, ne c’hellaz ket dougenn tri. Sklakal, faouti, terri a reaz... Hag enn eun taol, tri ene a ieaz dirak Doue, daou vuntrer hag eur merzer... Eun eal... Doue ra gresko he levenez er Baradoz !

Ar c’habiten hag he zoudarded a joumaz sebezet da zellet, hep lavaret ger, an eil ouc’h egile. Daoust hag en em lakaat a rechont da denna ho daou genvreur er meaz euz ar poull-dour ? Nann. En em lakeat o diviche e tal da goll ive ho buez, rak ar skournenn a c’helle terri gant-ho kerkoulz ha m’oa torret gant an daou-all, ha tud difeiz, er c’hiz-se, n’en em lakeont ket var var da goll ho buez evit savetei ho nesa. Choum a rejont eur pennad da zellet ouc’h an toull m’oa kouezet enn-han Paolik hag an daou zoudard, da c’houzout ha dont a rache unan-bennag anezho var gorre an dour. Mez eat oant a-zindan ar skournenn, e fesoun, rak hini anezho ne deuaz er meaz.

C’houi a gaf d’eoc’h oa bet nec’het ar c’habiten o velet maro an daou zoudard-se ? Tamm ebed. Trei a reaz ouc’h he zoudarded-all, en eur lavaret d’ezho :

— Daou zen muioc’h da lakaat var gount tud ar vro-man, rak ma karche hennez, an houc’h bian penn-kalet-se, beza lavaret d’eomp ar pez a c’houlennemp digant-han, ne viche ket c’hoarvezet kement-man. — Breman, d-eomp d’hor labour, ar Republik hor galv ; buan enn hent. Aman, enn ti-man, ez euz tri belek hag a c’helfe kemeret an teac’h ma taleomp ken. Ar re-ze a baeo evit hor breudeur a lezomp er poull dour-man. — Hag hi enn ho hent.


————