Emgann Kergidu/Pennad 21
Va goad a verve dre ma kounte an Aoutrou Cren fallagriez ha krizder soudarded ar Republik ; va izili a grene, va spered a iea tano ; ar goad a zavaz d’am penn, eat oan er meaz ac’hanoun va-unan ; ankounac’haat a riz enn eun taol an trouc’h a ioa em morzed, sevel a riz em za :
— It atao, dispac’herien fallakr ha digaloun, eme-ve dign va-unan, m’hen talvezo d’eoc’h !
Hag evit guir, ne c’houlennen ket guell eged ober d’ezho ar muia drouk a c’helchen. Marteze ne rean ket mad, rag ar venjanz a zo da Zoue epken, mez n’oan ket evit miret ; hag ouc’hpenn, e brezel edomp, hag, er brezel, pep hini a ra d’he enebour muia ma c’hell a zrouk. Red oa, mont a ranken da venji ar c’houmper Herve Soutre, Katel Eukat hag ho bugale ; ia, red oa.
Kounta a riz ar bouledou en doa roet d’ign an Aoutrou de Kerbalanek : teir ha tregont a ioa anezho, eun-all a ioa em fuzil ; mad oa.
— Kenavezo, Aoutrou Cren, eme-ve en eur gregi em fuzil.
— Mont a rez kuit, Ian Pennors ?
— Ia, Aoutrou Cren.
— Ha da beleac’h ?
— An dra-ze ne zell nemed ouzign. Ne lavarign ket d’eoc’houi zoken ar pez am beuz c’hoant da ober. Ar pez oc’h euz da ober c’houi, goude beza bet o velet Mari Kervinot, gant aoun da veza paket eur vech-all c’hoaz, eo mont da goajou Kermenguy da gaout an Aoutrou de Kerbalanek. Eno eman hor mignoned. N’o pezo da ober nemed houpal teir gueach, evel ar gaouenn, hag e klefot e peleac’h e vezint. Grit d’ezho va gourc’hemennou. Araok ma vezo tremenet an deiz a zo erru, o devezo klevet hano euz a Ian Pennors, pe Doue en devezo lammet he vuez digant-han.
— Kenavezo, Ian Pennors, pa fell did mont kuit. Ra deuio Doue da baea ac’hanot d’am beza tennet euz ar puns a zo du-hont.
— Bennoz Doue, Aoutrou Cren, ha kenavezo.
Trei a riz kein kenta ma c’helchen, rak guelet a rean an daelou o tivera euz a zaoulagad an Aoutrou Cren. An dra-ze a rea poan dign, ha n’em boa ket a c’hoant da zigalounekaat. Ne ouen ket pell evit lammet euz al leur el liorz, hag ac’hano er park braz. Mont a riz var eeun adreuz ar parkeier betek an hent braz a ia euz a Gastel, dre Verven, da Lesneven, rag, dioc’h ar gount a rea Brutus an Normand, epad m’edon er puns, e tlie ar zoudarded mont varzu eno.
Ne ouzoun ket pe ar banneou o doa pounnerreat ho zreid, pe bet oant bet enn eul leac’h-all bennag oc’h ober ar pez o oa great e Maner-al-Liorzou, da viana eat oant, e fesoun, goustadik, rak enn ho raok edon enn hent a deu euz a Ger-Ian-Vian d’an hent braz. Trouz ha chaok a ioa gant-ho kement, ma vezent klevet, e kreiz sioulder an noz, eun hanter-heur vale dioc’h an hent braz. Me gred edont oc’h en em fougeal da c’houzout pini anezho en doa great ar muia drouk.
Enn tu-all d’an hent braz oa eur parkad balan da Ian Berthou, euz a Trefalegenn. Er park-se em boa c’hoant da vont. Chom a riz da c’hedal. Ar zoudarded a ieaz abiou, ha, kerkent ha m’oa tro ho c’hein, me a dreuzaz an hent braz hag a lammaz er park balan. Eur c’harz lann daou vloaz a ioa var ar c’hleuz hag a guze ac’hanoun pa vezen o sellet var an hent braz. Sklear oa an noz, mez n’em boa nemed soubla etouez ar balan, ha den ne c’helle va guelet.
Dre ma’z ea ar zoudarded, me iea d’ho heul, a-hed ar c’hleuz, evel pa vichen bet unan anezho. Ne ouzoc’h ket petra am boa c’hoant da ober en eur vont ken tost-se d’ar sitoyaned ? Ho c’hounta em boa c’hoant da ober evit gouzout ped oant. Beza oa anezho c’houeac’h-varn-ugent, hag ouc’hpenn eun tammik ofiser bian, divarf, displed, an ear a driouac’h pe naontek vloaz, hag a ioa e kreiz ar re-all.
Gouzout a rean breman ar pez em boa c’hoant da c’houzout ; edon e touez ar balan ; sevel a riz va fuzil dreist ar blenchou, biza a riz epad m’edo Brutus an Normand o komz en eur zakreal hag en eur bec’hi ouc’h unan euz he gamaraded ; an tenn a strakaz, ha pec’hed Brutus a oue trouc’het dre an hanter. An Normand a gouezaz, torret he benn, etre treid he gamaraded... — Hennez ne deuio ken da lakat an tan e ti va c’houmper Herve Soutre.
Pebez dispac’h ha pebez freuz a reaz va zenn etouez ar zoudarded ! Lod anezho a jomaz souezet ha mantret ; lod-all a bec’he hag a gomze a-dreuz hag a-hed ; oll oant distroet varzu al leac’h m’edon-me enn-han o klask guelet an hini en doa tennet. Re zivezad edont ; me a ioa en em daolet a-c’hourvez etouez ar balan hag a garge adarre va fuzil.
— Peoc’h-ta, eme an tammik ofiser.
Chom a rejont sioul enn ho za da zelaou ; mez ne glefchont netra, rag dija em boa karget adarre.
— Diouc’h peleac’h an diaoul, eme eur zoudard, eo deuet an tenn ifern-ze ? Koz bro fall !
Biza a riz evit an eil gueach, hag, e feiz, hen eo an hini a ioa eat da fall. Koueza a reaz maro-mik... — Hennez ne deuio ken da lavaret eo eur c’hoz bro fall hor bro-ni a Vreiz, bro an dud kalounek a gar ho Doue hag ho roue.
— Letanant, eme ar zoudarded-all, evit hennez, an tenn-ze, a zo deuet ac’halenn, euz a-dren ar vojenn lann-man.
— A gaf did ?
— Ia, rag guelet em beuz ar moged.
— Guir eo an dra-ze, eme ar re-all.
— Mad, it-ta neuze er park dreist ar c’hleuz ha dineizit alese al laeroun.
Ar c’henta a zavaz var ar c’hleuz a reaz lamm-chouk-he-benn ; an eil hag an trede a reaz er memez tra ; a veac’h ma veze ho zroad var ar c’hleuz, ma kouezent var ho fenn enn hent... Ne skoen tenn e bed abiou.
Setu dija pemp d’an traon ! Mez n’edo ket c’hoaz va c’hount eno... Kaer am boa beza lazet lod anezho, ne ouen ket evit miret ouc’h ar re-all da zont er goaremm ; eiz pe nao a lammaz enn eun taol var ar c’hleuz, ha me n’em boa nemed eun tenn em fuzil. Neuze e soubliz hag ec’h en em ruziz kant paz larkoc’h etouez ar balan, hag e leziz anezho da furcha ar c’harz kement ha ma kerent, a daoliou fuzil hag a daoliou kleze. — Kounnaret oant, rag ne gavent netra. — A-benn eur pennad e tiskenchont adarre enn hent braz en eur zakreal kement, m’am boa aoun na viche kouezet an env var hor penn. — Var ar pec’hi oant tud dibab, an dispac’herien.
O c’hedal ma’z achent kuit edon. Tostaat a riz dioc’htu ouc’h ar c’hleuz ; biza ha tenna a riz adarre... Pevar a ziskariz ne ouen ket pell, hag an dra-ze a rea nao ; mez euz a nao da c’houeac’h-varnugent, euz meur a hini da gounta.
— Tonerr-de-tonerr, eme eun-all, eun tamm kaporal oa hennez, a gaf dign, an diaoul he-unan a rank beza var hor lerc’h !
Hennez oue an dekved da vont d’an traon, hag hennez na deuio ken da gemeret Ian Pennors evit an diaoul.
Tenna a riz eun tenn-all c’hoaz goude hennez, hag adarre em boa diskaret va den. Ne rean tenn guenn ebed. Ar zoudarded ne gouient e peleac’h trei, diboellet oant. Euz ar park balan e teue an tennou, her guelet a reant, mez ne velent den ebed... Ouc’hpenn, nec’het oant. — Me a ioa atao va lagad o para varnez-ho epad m’edo va daouarn o karga va fuzil.
Enn eun taol, e veliz seiz pe eiz o lammet er park o tont varzu enn-oun eb m’am boa gellet, enn dro-man, rei va zenn da hini anezho. Me, d’am zro, a zoublaz va fenn a-zindan ar balan hag a belleaz dioc’h ar c’hleuz. Gourvez a riz ha chom a riz evelse da c’hortoz ma vichent eat kuit evel enn dro-all. Mez enn dro-man avad, oa bet darbet dign beza tizet va-unan. Daou zoudard, ar gounnar gant-ho, n’oant ket eat enn hent gand ar re-all. Skei ha bazata a reant ar balan gand baionettez ho fuzil : ha me n’em boa ket ho c’hlevet o tont var-noun ; me a ioa o sellet ouc’h ar re-all o vont kuit. Edont var-noun, ha me, buanna ma c’hellen, o plega va fenn. Mont a reant a-hed ar valanek en eur furcha a daoliou baionettez a gleiz hag a zeou. Ken tost edont d’ign ma kouezaz taol unan anezho var beg va skoas. Eur boan griz a reaz an taol-ze dign, mez ne finviz ket muioc’h eget pa vichenn bet maro. Mez pemp minuten goude-ze, p’oa eun tamm pelleat, me em boa her c’haset d’ar bed-all da gaout he gamarad Brutus an Normand. Egile a gemeraz aoun hag a lammaz dreist ar c’hleuz enn hent, evel pa viche kroget an tan enn he lost ; ha mad a reaz.
Va c’hredi a c’hellit, me n’edon ket em eaz. Va goad a rede a-hed va c’horf, adalek va skoaz beteg va zreid, ha kouskoude n’em boa ket re a c’hoad da goll : goadet oan bet dija e Kergidu. Harpa a riz mad evelato, rag eun dra am boa lakeat em penn : red oa dign venji va c’houmper Herve Soutre, he c’hrek, he vugale, Paol Inisan, seur Kervern, Mari Kemener, hor c’hamaraded hag hor c’herent maro e Kergidu ; c’hoant em boa da laza kement soudard e doa digaset ar Republik e Breiz. Ne oan ket evit ober kement-all ; mez da viana ar re-man, ar re a zo aman etre va daouarn, e bek va fuzil, a baeo ker evit ar re-all.
Int-hi ne gouient ket petra da ober. Me ho c’hleve o pec’hi hag o kounnari var an hent braz evel eur vandenn ziaoulou.
— Eur rejimant laeroun a-bez a zo ive-ta er goaremm-ze, eme unan.
— Ia, d’an nebeuta eur rejimant, eme eun all.
Ha me va-unan em biche c’hoarzet kalounek o klevet kement-se, ma n’em biche ket bet kement a boan. Daoust ha red eo kaout eur rejimant Bretouned evit kas d’ar bed-all diou zousen dispac’herien ? Nann, Ian Pennors he-unan a zo avoalac’h evit ober kement-se.
Ia, ker guir oa an dra-ze, ma ne jome, da c’houlou deiz, nemed an tamm ofiser bian am boa espernet ha dalc’het da ziveza. Iaouank ha ruz he benn oa, p’oan-me lammet e park balan Ian Berthou ; breman eo distrounk evel eur c’hi klan, guenn evel eul lienenn, diskabell, fuillet he vleo, skerj he zaoulagad ha divoutoun he zillad. He gleze a ioa gant-han enn he zourn ; kas ha digas a rea anezhan, a gleiz hag a zeou, a eeun hag a viziez, dirag he zaoulagad, evel p’en diviche c’hoant da viret ouc’h an avel zoken da vont da gaout he benn. — Aoun en doa, me gred, rak bouledou Ian Pennors a dorre ar penn.
Goude beza sellet piz out-han, e lammiz, dreist ar c’hleuz enn hent, pemp paz varnugent enn he raok ; ha me d’her biza d’he dro. Hen a jomaz krenn a-za, droug-livetoc’h c’hoaz eged aziagent ; eun tamm skrijadenn a reaz. Evelato e klaskaz en em zerc’hel eeun ha soun var he dreid, evel eur zoudard kalounek a ia da vervel hag en deuz c’hoant da ober fae var ar maro, evel ma tere ouc’h eur guir soudard.
Goulaouet oa an deiz ; tosteat oan out-han, hag en eur zellet piz, e veliz eur zeizenn enn dro d’he c’houzouk, ha var he galoun eur vedalenn. Edo va biz var bluen va fuzil, eur zachadenn hag oa great gant-han... Chom a riz a-za. Ar guel euz ar vedalenn a dorraz va drouk.
Eur vedalenn a ra atao eur vad d’an nep he dougen.
— Ma karfenn, eme-ve, me a chelle ho laza evel ma’m beuz lazet ar re-all.
— Lazit ac’hanoun, emez-han ; hag e c’hoantea krenvaat he vouez ; lazit ac’hanoun, n’em beuz ket a aoun.
— Komz mad a rit a-ze, va c’hamarad iaouank ; ia, ia, komz mad evit guir. C’houi a viche mad da veza a enn tu ganeomp-ni.
— Me a zo e tu ar Franz.
— Franz a zo el leac’h m’eman Doue hag ar roue, va faotr ; ha c’houi, kerkouls hag ar re a zo a du ganeoc’h, ne rit nemed laza merc’hed ha bugale, tud ha ne reont drouk da zen ; ne rit nemed laerez ilizou ha devi tiez dre ma ’z it. C’houi etrezoc’h, divroidi ha dispac’herien, a lavar ne deuz e Breiz nemed laeroun ha tud fallakr, abalamour ma tifennnont ho Doue, ho roue, ho bro hag ho zud ; mad, me a lez ganeoc’h ho puez ; it da gaout ho kamaraded, ha lavarit kement-se d’ezho ; lavarit d’ezho ive eur Breizad, he-unan, enn eun nosvez epken, en deuz lazet d’ezho c’houeac’h soudard varnugent a dennou fuzil, hag en doa ho lazet abalamour m’o doa merzeriet, gand ar grizder ar grisa, eun tiad tud n’o doa great drouk da hini anezho. Kenavezo, den iaouank.
Lezer a riz ive-ta, abalamour d’he vedalenn, he vuez gand an tammik ofiser, ha dont a riz dre an hent berra da goajou Kermenguy da renta kount euz va beach d’an Aoutrou de Kerbalanek. — Eno e tlien kaout ive an Aoutrou Cren ha va oll gamaraded.
— Diouc’h ar pez am boa klevet, ne dalie ket ar boan d’ign mont da glask tud da harpa ouc’h soudarded Canclaux e kostez Lanzeon nag e kostez an Arvor, pa ’z oa guir oa eat Paol Inizan d’ar prizoun.
— Allaz ! paour keaz Ian Pennors, eme Mauriz Magerez, pa velaz ac’hanoun o tont leun-c’hoad, n’ema ket doare ar friko varnoc’h ! Eur goall dro a zo en em gavet ganeoc’h enn noz-man, diouc’h ma velan ?
— A gaf d’eoc’h, Mauriz ?
— Ia, pe ne velan ket sklear ; kouskoude eo savet an heol. Mad, it var hent Lesneven, dirak park balan Ian Berthou, o chom e Trefalegenn, hag e velfot tro piou a zo bet enn noz-man.
Neuze e kountiz ar pez am boa great. An Aoutrou Cren a reaz eun tamm sermoun dign, hag evelato va c’haloun n’oa ket glac’haret ouc’h her c’hlevet ; mez an Aoutrou de Kerbalanek a grogaz em dourn hag her stardaz kalounek, en eur rei dign eun taol-lagad hag a lavare : Mad c’heuz great, Ian Pennors, eur goaz oud.
Hag, evit guir, n’em biche ket roet va nosvez evit arc’hant.
An Aoutrou Cren a lavaraz c’hoaz :
— Soudarded ar Republik int, evit guir, Ian Pennors, ar re hoc’h euz lazet enn noz tremenet ; goall draou o deuz great, hen anzao a ranker, ha ma viche eat an traou hervez ho ioul, me n’edon ket aman breman. Evelato int tud, ha ne c’heller ket ho lezer, evel chatal ha gagnou, da vreina var gorre an douar. Ar bleizi hag ar brini a deufe da grignat ho eskern, ar pez a ve evit hor bro Breiz eun dra zivalo dirag an dud, hag a ve tamallet d’eomp gant Doue. D’eomp daouzek ac’hanomp d’ho lakaat enn douar. Ne c’hellimp ket ho c’has d’an douar binniget, rak e riskl e vefemp da veza paket gand soudarded-all. El leac’h ma c’hellimp ni ho lakaio enn douar.
Ha ken buan ar belek dizrouk a gemeraz penn an hent da vont varzu Lanhouarne. Louis Guillou, Gien an Han, Glaoda ar Map, Job ar Boulc’h, Tangi Lagadek, Herve Magerez, Denez Rosek, ha kals a re-all c’hoaz a ieaz var ho lerc’h. Me va-unan ne ouen ket evit miret da vont d’ho heul ; red oa d’ign mont da ziskouez d’ezho e peleac’h em boa douaret soudarded ar Republik.
Ne c’hejomp ket e Maner-al-Liorzou en eur vont. P’edomp var an hent braz, dirag an ti, an Aoutrou Cren, he-unan, ne reaz nemed sin ar groaz ; di e tliemp dont en eur zistrei.
Kenta a gafchomp var an hent, e oue Brutus an Normand ; var hennez, a c’houzoc’h, em boa tennet da genta. Ar re-all a ioa, hini aman, hini a-hount, dem-dost evelato an eil d’egile. N’oa den var an hent. Ne ouzoun ket e pe du oa troet va zammik ofiser n’em boa ket tennet varnez-han.
E park balan Ian Berthou Trefalegenn, etal ar c’hleuz, adren eur vojenn drez ha spern, e rejomp eun toull doun hag hir, rak benviachou evit-se a ioa eat ganeomp, hag enn-han e taolchomp soudarded ar Republik, ho c’houeac’h-varnugent, er memez toull.
Pa ouent taolet-oll enn toull, an Aoutrou Cren, var bennou he zaoulin, a lavaraz pedennou an anaoun :
— De profundis clamavi ad te, Domine ; Domine, exaudi vocem meam.
Ni a ioa dizolo hor penn.
Pa gleviz ar pedennou-ze, e riz eur skrijadenn, ne ouen ket evit miret, rak dioc’htu e teuaz em spered ar spountadenn em boa bet enn nosvez araok e Maner-al-Liorzou. Va spered a ieaz da glask Herve Soutre, Katel Eukat hag ho bugale. Allaz ! n’ho guelign birviken er bed-man !
Goude ma ouent taolet enn toull, e lakechomp douar varnez-ho ; ha goude ?... Setu achu evit-ho er bed-man. Ra blijo gant Doue ankounac’haat ho goall-oberou, kaout truez out-ho er bed-all ha rei d’ezho lod enn he varadoz !!!
Goude-ze e teuchomp da Vaner-al-Liorzou da denna euz ar puns Herve, Katel, ho bugale hag an daou vevel. N’em beuz ket a galoun da gounta d’eoc’h pegen truezuz oa bet d’eomp tenna an dud paour-ze er meaz euz ar puns. Ho liana a rechomp ; bep a arched a oue great d’ezho oll. Hini Katel a oue great kals brasoc’h, rak lakaat a rechomp gant-hi, er memez arched, he daou grouadur, unan a bep tu, etre he divreac’h, evel ma edo pa varvaz e fons ar puns, epad m’edo an Aoutrou Cren o rei d’ezhi induljansou ar maro mad.
Pa deuaz an noz, ec’h ejomp d’ho c’has d’an douar binniget, e bered Guinevez-Lochrist, ho farrez.