Mont d’an endalc’had

Emgann Kergidu/Pennad 19

Eus Wikimammenn
Salaun / Derrien, 1902  (p. 182-192)



NAONTEKVET PENNAD


————
Maner-al-Liorzou


Mont a riz ive-ta varzu Maner-al-Liorzou. D’ar mare-ze n’oa ket brao rei golo d’an oll, da dud evel di-me dreist pep tra, a gouiet a ioa bet e emgann Kergidu. Evelato e kave dign em biche lojeiz e Maner-al-Liorzou, rak, ouc’h-penn m’oamp ive-ta eun tamm kerent, evel em euz her lavaret d’eoc’h, breman oa var dro eiz miz, em boa great eur vad vraz da Herve enn eur prosez en doa bet gand eur marc’hadour kezek. An dra-ze en doa guerzet he varc’h da eur marc’hadour ; diviz en doa great he ziskarg, mez he c’hollet en doa abaoue. Me a ioa gant-han p’an doa guerzet ; da dest e ouen galvet ; kreded oan bet, evel ma’z oa dleet, hag Herve a c’hounezaz he brosez. Evit guir, anaoudek oa bet a gement-se, ha beza oan bet zoken, tri miz a ioa, paeroun an diveza euz he vugale, a reat an Didik anezhi, abalamour ma’z oa Mac’harit he hano.

Herve Soutre a ioa ive-ta koumper dign, ha beza koumperi, an dra-ze a laka atao ar c’halonou d’en em domma an eil ouc’h eben. Hag ouc’hpenn-ze, karet a rean ive he vap Ivonik, paotrik a bevar bloaz euz ar re goanta, a gouie va anaout hag a furche va godellou, pa’z eann di, da c’houzout pe graon pe avalou a viche ennho. Ha neuze, ti va c’houmper Herve a ioa eun tiegez a zoujanz Doue ; dre-ze en doa daou vevel euz ar re vella, Ion an Deniel ha Goulc’hen Abolier ; ar re-man am anaveze mad, ha me a rea stad anezho ive, abalamour ma’z oant mad e kenver ho zud, rak beb bloaz e kasent d’ezho, heb derc’hel diner, kement guennek a c’hounezent e ti Herve Soutre.

Setu me o vont varzu Maner-al-Liorzou. Her lavaret a ran, mont a rean dinec’h avoalac’h divar benn Herve ha Katel Eukat, he bried. Guir eo, fors soudarded a ioa er vro ; enn hor beg douar-ni n’oa bet biskoaz guelet kement-all. Mez Maner-al-Liorzou n’eman e kichenn hent braz ebed, ha soudarded Canclaux a dle gouzout dija pegement a goust d’ezho dont enn hentchou bian divar an hentchou bras. Paotred Landeboc’her o doa roet d’ezho eur gentel vad enn derc’hent.

Goude-ze o deuz her gouezet guelloc’h ; ha me, evit va lod, em euz hen desket d’ezho meur a veach.

Evelato, er C’hroaz-Hent, dirag ar maner, ne gaviz ken enn he za ar groaz vean a ioa eno, hag em boa diraz-hi ken aliez a veach lammet va boned. Enn eur zellet enn dro dign, e kaviz tamm aman tamm a-hount, stlapet e kichen eur poull dour ; ennhan, me gred, oa taolet an tammou all. « Asa ! eme-ve, dre aman euz c’houez ar rost ! Ar zitoyaned pe an diaoul a zo tremenet dre aman, rak int-hi hepken a c’hell beza, er c’hiz-man, bruzunet kroaz hor Zalver ! Na petra lavaran, ar zitoyaned pe an diaoul ?... An eil hag egile, me hen toufe, rag an diaoul a zo e kaloun ar zitoyaned, ha dre-ze ez eont atao a-unan. »

Mad, an traou-ze a lakeaz diez va spered. Dont a riz da gaout aoun, nann abalamour dign va-unan, rag va fuzil a ioa ganen, hag, araok mervel, me am biche c’hoariet ar vaz ha diskabellet meur a hini, mez abalamour d’am c’houmper Herve Soutre, abalamour d’he bried, Katel Eukat, ha d’an daou elig binniget ho bugale.

Er venojenn, e kichen an ti, e veliz kalz roudou tud, roudou bouteier ler, roudou bouteier ler-goat. O velet kement a vale dre eno e chomiz a-za mantret.

Kement-man a dud ne d-eont jamez var eun dro da Vaner-al-Liorzou ; hag ar groaz a zo du-hount bruzunet er C’hroaz-Hent !

Heb gouzout re perag, en em lakiz da vale buannoc’h varzu ti va c’houmper Herve Soutre. Eur veach pe ziou oan chomet a-za da c’houzout ha me a glefche eun tamm trouz-bennag enn tu pe du. Nann, sioul oa an noz, didrouz oa tro-var-dro, ne gleven nemed va c’haloun o lammet em c’hreiz.

Pa en em gaviz dirag Maner-al-Liorzou, oan evel dialanet ; re a enkrez am boa, a gaf dign. Araog diskenn euz ar park enn hent, ec’h en em harpiz ouc’h ar c’hleuz a-zindan eur skour lann ; chom a riz hep tenna va alan, astenn a riz va skouarn da zelaou ha me a glefche eun dra-bennag a bell pe a dost. Allaz ! Netra, netra ! Ker sioul oa Maner-al-Liorzou evel bered Guinevez pa vez sounet an hanter-noz.

Diskenn a riz enn hent ha mont a riz var eeun da gaout an or-borz. — Maner-al-Liorzou en doa eur pors-kloz. — Plega a riz da zellet dre zindan an or : edon dirag an ti ; n’oa ket a c’houlou e prenestr starn-an-daol ; mez an dra-ze n’oa ket iskiz, rak divezat oa dija. Herve Soutre, Katel Eukat, Ivonik hag an Did, a dlie beza enn ho guele abaoue div heur a ioa d’an nebeuta. Esa a riz digeri, mez an or a ioa prennet enn diabarz. Skei a riz varn-hi daou pe dri daol gand kros va fuzil... Netra ne respountaz dign. N’em boa ket a c’hoant d’en em zoania re ; skei a riz adarre eur veach, hag eur veach-all c’hoaz, atao gant kros va fuzil, hag atao ne roet respount ebed dign. Dont a riz evelato d’en em jala ; skei a riz krenvoc’h ha mortoc’h var an or... Netra.

Ha me gervel :

— Herve Soutre, eme-ve, Herve Soutre !

Netra !

— Herve Soutre, Katel Eukat, digorit dign-ta ! N’o pezet ket a aoun, me eo Ian Pennors, me zo kar d’eoc’h, me eo paeroun an Did !

Netra !

— Digorit dign, me ho ped, va zud paour ! Eun taol kleze am euz bet em morzed hag a ra kals poan dign. Enn hano Doue e teuan da c’houlen lojeiz diganeoc’h, rak n’oun ket evit mont larkorc’h. Digorit dign...

Netra !

Evit beza direbech avoalac’h e krogiz adarre em fuzil hag e skoiz ker kren ha ker kren var an or, ma kave dign e vezen klevet betek Pont-Christ ha Plouescat.

Netra atao ! Eo, kaout a reaz dign klevet evel eun dra-bennag o klemm e kreiz trouz an avel a c’houeze er guez dero a zo var gleuz liorz al leur ; mez ne riz ket kals a van evit kement-se. « Mad, red eo dign da viana mont er porz hag enn ti zoken, mar gellan, pa’z eo guir oun deuet beteg aman. »

Mez, evit mont er porz, oa red dign divarc’ha an or, rak e Maner-al-Liorzou, evel a c’houzoc’h, ez euz eur pors kloz, pe mont ebarz dreist ar voger. — Divarc’ha an or ! Arabat oa dign hen esaat, rag re skuiz ha re zinerz oan breman evit-se. Easoc’h c’hoaz oa dign mont dreist ar voger. Setu ar pez a riz, dre boan, mar kirit, mez mont a c’helliz dreist evelato. Sellet a riz piz enn dro dign araog mont larkoc’h ; lakaat a riz va skouarn da zelaou ; mez kaer em boa sellet ha selaou, ne velen seurt, ne gleven netra. « Mad, red eo e kouskfent evel gozed enn ho zoullou, pa ne zihunont ket, eme-ve en eur vont da gichenn prenestr starn-an-daol. »

Lakaat a riz va fenn er prenestr, ha, va fri harp ouc’h ar guer, ec’h esaiz guelet e diabarz an ti. Mez ne oan evit guelet netra, ha setu me nec’hetoc’h eget biskoaz. Skei a riz kren avoalac’h, gand va dourn serret, var ar prenestr ; netra ne finve, netra ne respounte ! Diez oa va fenn ; red oa dign kouskoude gouzout petra ioa c’hoarvezet, hag evit-se e ranken mont enn ti. Dont a riz da gaout an nor : serret oa. Skei a riz varn-hi krenvoc’h c’hoaz evit n’am boa great var ar prenestr. Netra ! netra ! Eo, pa lavarign mad ; kaout a rea dign beza klevet adarre evel unan-bennag o klemm dre douez skourrou ar guez dero, ha zoken, n’edo ket pell diouzign.

Rei a riz d’ezhi neuze eun taol penn-skoaz hag e tigoraz a-flao. Trouz an or o tigeri a reaz aoun dign. Ia, aoun am boue, me, Ian Pennors, ha kouskoude n’eo ket eaz va spounta. Perag em boue aoun ? Ne oufen ket her lavaret ; me gred oa abalamour ma ne respounte den ac’hanoun ha ma velen an ti du diabarz. N’oan ket evelato evit dont var va c’hiz... Dont a reaz da sonj dign enn eun taol, edo ganen, em godel, va benviachou tenna-tan hag eur pennad goulou koar. Alumi a riz va goulaouenn...

Petra veliz neuze ? Oh ! eur rann-galoun oa ! Guele Herve, a ioa e kichenn an aoled, a ioa divarc’het ; arbel Katel Eukat a ioa diskolpet a daoliou bouc’hal ; an dillad a ioa stlapet aman hag a-hount dre al leur-zi ; eur grucifi euz ar re vraoa, e doa bet Katel, pa zimezaz, digant itroun goz maner Maille, a ioa eat kuit...

Arabat eo d’eoc’h kemeret souez o velet ac’hanoun o sellet ker pis-se ouc’h an traou : c’hoant am boa da c’houzout piou a ioa bet dre eno. Gouzout a rean o doa an dispac’herien kasouni ouc’h hor relijion hag ouc’h hon Doue, mez gouzout a rean ive e karient dreist pep tra, er brezeliou a reant d’eomp, an arc’hant hag ar pez a c’helle talvezout arc’hant. Hogen, krucifi Katel Eukat a dalie dek skoued, dioc’h ar gount a ioa great, deiz an eured, pa oa bet lakeat da ober an dro da daol an dud-nevez, var eur plat stean ker guenn hag arc’hant.

Pa veliz oa eat kuit ar grucili vrao-ze, e teuaz da anat d’ign oa bet ar zoudarded oc’h ober ho zro dre eno. En em lakaat a riz neuze da zellet pisoc’h dre an ti da c’houzout ha me a velche unan-bennag, beo pe varo. Ha petra veliz ? E kreiz al leur-zi, el leac’h m’oa kleuzet gand an dud o vont hag o tont euz an eil penn d’egile d’an ti oa boutaillou o neun enn eur poullad guin ; paotred ar Republik, goude beza karget ho c’hof ha sammet gant-ho kement a c’hellent da zougen, ho doa diskarget ar boutaillou leun ha didalet ar varrikenn evit miret n’en diviche den banne var ho lerc’h. N’o doa ket kavet a vin-ardant, rak d’ar mareou-ze ar guin-ardant n’oa ket ker stank enn tiez evel ma’z eo breman. Neuze, enn tiez mad, evel e Maner-al-Liorzou, ne veze roet da breja da zen nemed eur banne guin mad : neuze ne veze na kafe, na guin-ardant, na likuriou. Hon tudou koz a gave d’ezho e teue ar guin-ardant d’ho lakaat da goll ho skiant ha da verraat ho buez. Setu perag marteze e vevet kals kosoc’h en amzeriou-all eged breman.

Ar guel a gement-se a lakeaz eur beac’h pounner da goueza var va c’haloun. Petra am boa da ober ? Ne gouien ket va-unan. Setu me er meaz euz an ti da c’hervel adarre :

— Herve Soutre ! Herve Soutre ! Kaer am boa krial, netra ne respounte ac’hanoun, nemed atao dre an avel, hag evel pa viche etouez ar guez, eun tammik klemm bian hag ankeniuz, evel, ma kaf dign, e klever klemmou an Anaoun, da c’houel an Oll-Zent, dioc’h an noz, pa vez ar c’hleier o seni glaz.

— Marteze, eme-ve, int eat d’ar c’hrainch.

N’em biche ket gellet lavaret, evit guir, perak e viche eat an dud euz an ti d’ar c’hrainch, ne oufen ket lavaret ken nebeut perak ez iz di d’ho c’hlask, nemed abalamour an nep a glask a furch dre-oll. Mont a riz ive-ta a-hed an ti varzu ar c’hrainch ; anaout mad a rean an hent : n’edo ket ouc’hpenn hanter-kant paz dioc’h an or : sklear oa an noz, evel a c’houzoc’h ; mad, evelato e ouen eur pennad hep kaout na grainch na netra. — Ne ket souez. — El leac’n m’oa bet grainch Herve Soutre, n’oa breman nemed eur bern ludu ha glaou c’hoaz klouar !

Chom a riz mantret. Ne ouzoun ket pe glaz va morzed pe ienien an noz a ioa kaoz, en em lakaat a riz da grena evel eur bern deliou. Va spered a ioa gand va c’houmper Herve Soutre, gant Katel Eukat, gant Ivonik hag an Did, va fillorez, hag ive gand Ion an Deniel ha Goulc’hen Abolier, hag e c’houlennen ouzign va-unan :

— Daoust petra int deuet da veza ? Daoulinet oan etouez al ludu, glac’haret va c’haloun, va daoulagad leun a zaelou ; sioul oa an noz : klevet o piche hoc’h eal-mad o c’hournijal enn ho kichenn...

Enn eun taol, epad ma peden Doue evit-ho oll, ar vouez klemmuz ha truezuz am boa klevet c’hoaz a gave dign a ioa trouz ezenn an avel o vont dre ar guez dero, a deuaz adarre evel d’am divoredi. Selaou a riz guelloc’h eget a ziagent.

— Petra eo an trouz-ze a glevan ? An avel eo ?

Nann, eur vouez oa, ha mouez eun den zoken ; anat eo dign breman. Doue, mad ha trugarezuz, en doa selaouet va feden.

Enn eun taol edon em za ; hag evel ne ehane ket ar vouez, ez ean goustadig varzu enn-hi, en eur zelaou, ouc’h he heulia, ouc’h he c’hlask enn eur blega va skouarn a-rez an douar, rak kaout a rea dign e teue ar vouez euz a izel. Klevet a rean va c’haloun o lammet em c’hreiz hag o skei taoliou var gorn va fenn. Bale a rean goustata ma c’hellen, evit miret na glefche den ac’hanoun. A-benn eur pennadig e chomiz hep mont larkoc’h, harp ouc’h eur punz koz dizeac’h a ioa eno. — Berr-alan oan deuet da veza, evel p’am biche great teir leo dioc’htu d’an daou-lamm.

Ar vouez a glemme atao, ha neuze oan ken tost d’ezhi, ma c’hellen zoken dem-anaout ar pez a lavare. N’oa na gallek na brezounek ; evelato ne gouien ket mad avoalac’h c’hoaz petra a lavare. N’em boa biskoaz klevet eun hevelep mouez : n’oa na pell na tost ; lavaret e viche e teue euz ar bed-all, evel eun ene e poan o c’houlenn pedennou. Kaer am boa sellet enn dro dign var an douar, dreist va fenn etouez skourrou ar guez dero, a gleiz hag a zeou, ne oan evit guelet netra ; hag evelato e kleven ar vouez. Kaer em boa digeri va diouskouarn, n’oan ket evit gouzout euz a beleac’h e teue ar vouez-se. — Red eo d’eoc’h beza bet hoc’h-unan, e kreiz an noz, dirag eur bern ludu tan-goall lakeat gand tud fallakr ha dizakret, evit gellout santout ar pez a iea neuze dre va spered-me.

Va daoulagad a drelle, va divesker a horjelle, edon o vont da zempla... Mont a riz d’en em harpa ouc’h ar punz koz, sevel a riz zoken var ar bardell, rak n’oan ket evit chom em za.

Kerkent ha m’ouen savet var bardell ar punz, e kleviz splamm ar vouez klemmuz, kaout a rea dign e komze ouzign. Me ne finven ken... Klevet a rean breman sklear ar pez a lavare : Pedennou an Anaoun e oa...

De profundis clamavi ad te, Domine ; Domine, exaudi vocem meam.

Selaou a rean ; ia, selaou a rean, mez evel eun den er meaz anezhan he-unan... Enkrezet ha laouen oan bep eil.

Fiant aures tuae intendentes in vocem deprecationis meae.

Betek enn-oun e teue sklear klemmou ar vouez truezuz-se, mez ne gouien ket he anaout. N’oa nag hini Herve Soutre, nag hini Katel Eukat ! Mouez piou oa-ta ? - Chom a riz eur pennad evel spountet, n’oan evit lavaret ger nag evit ober netra... Ar vouez a gendalc’he he feden :

Et ipse redimet Israel ex omnibus iniquitatibus ejus.

Requiem aeternam dona eis, Domine,

Et lux perpetua luceat eis,

Requiescant in pace !

Amen, eme-ve, divar gorre ar bardell, kalouneka ha devota ma c’hellen.

Me gred, va mouez-me a lakeaz ar vouez-all da devel ; da viana, rei a reaz peoc’h enn eun taol-kount. Klevet a riz hepken eun tamm trouz, evel unan-bennag oc’h ober eur paz pe zaou. Ha me, kaer am boa sellet piz ha lugerni va daou lagad a bep tu, ne velen ket zoken skeud eun den beo.

Hag aoun am boa ? Ne gredan ket, mez evelato n’em boa ket a c’hoant c’hoarzin, ha ne ket souez, ha ne ket-ta ? Piou a ioa dre eno ? Pedennou brao a lavare, mez ha n’oa ket dre drubarderez e pede Doue ? Beteg gouzout e kaven guelloc’h lakat va fuzil enn he bant, abalamour dign da c’hellout en em zifenn ma viche red.

Ha me adarre da zellet enn dro dign.

Netra ! netra !

Edon atao var bardell ar punz, souezet, mantret, nec’het, pa gleviz ar vouez o c’houlen :

— Ha daou zen beo omp-ni c’hoaz var an douar etouez kement-all a dud varo ?

— Ia, daou omp da nebeuta.

— Neuze eta an Aoutrou Doue en deuz bet truez ouc’h he servicher ?

Enn dro-man arvar ebed ken ; gouzout a ran breman euz a beleac’h e teu ar vouez doaniuz ! — Trei a riz var va c’hof da zellet e ginou ar punz, ha goude beza lakeat va dourn var va skouarn evit selaou guelloc’h, e kleviz ar c’homzou-man :

— Piou bennag e veac’h, e teuit a berz Doue. Deuit da rei sikour d’an nep en deuz poan hag a varvo aman anez.

— N’o pet ket aoun, eme-ve, n’o pet ket aoun ! Me, ne ket eun dispac’her oun. Gortozit eun tammik bian ; bremaik me a deuio enn dro.

Epad m’edon o vont kuit, e kleven adarre ar vouez o lavaret pedennou ar re varo :

De profundis clamavi ad te, Domine ; Domine, exaudi vocem meam.

Me a ieaz da gerc’hat eur skeul am boa guelet a-ispill dindan toen an ti, epad ma skoen var brenestr starn-an-daol. Mont a rean d’ar red ; mall am boa da denna er meaz euz ar punz ar c’hristen mad a ioa ebarz. Ne deuaz ket zoken em penn laosker va malloz var an dispac’herien ; eur sonj-all a ioa em spered. Ar c’hristen paour a ioa er punz a roche marteze dign kelou euz a Herve Soutre hag a Gatel Eukat. Kement-se a lakea ac’hanoun da hasta afo. Evelse ne ouen ket pell evit dispega ar skeul dioc’h an ti ha dont gant-hi enn dro. Lezer a riz anezhi da rikla goustadik er punz : mez pa gouezaz er fons oa red d’ezhi da nebeuta tri zroatad evit tizout an neac’h. Ha me diez va fenn o velet n’oa ket hir avoalac’h va skeul. Mez guelet a reot bremaik eo mad an droug-eur da eun dra-bennag.

— Ac’hanta, ac’hanta, eme-ve e ginou ar punz ; savit er meaz, va den mad.

— Re zinerz oun : red eo d’eoc’h diskenn da zevel ac’hanounn er skeul.

— Ha ! daoust ha forbuet omp hon daou ? Gortozit evelato, me a ia da ziskenn d’ho kaout.

Edon o vont er punz heb va fuzil ; mez eun dra a deuaz em penn hag he c’hasiz ganen. — Guelet a reot em boa great mad. — He staga a riz enn dro d’am skoaz kleiz. Goude-ze e lakiz va daou-zourn unan a bep-tu d’ar bardell, hag e klaskiz toullou e diabarz ar punz evit lakaat va zreid. Neuze, enn eur ziskenn beb eil, an eil troad varlerc’h egile, hag enn eur zerc’hel mad gand va daouarn, e c’helliz tizout beg va skeul.

Ha me d’an traon.

Kenta a riz goude beza lakeat va zreid e fons ar punz, oue tenna tan hag elumi va fennad goulou koar. Pebez vad a rea dign fenoz ar pennad goulou koar-ze, deuet ganen divar fae, hag heb gouzout perag, euz a goat Kermenguy ! Siouaz ! ne dlie sklerijenna nemed goal-draou. Marteze e kavot iskiz va c’hlevet, guir eo evelato ar pez a lavaran. Evidoun da veza dindan an douar, e rea avel-dro e fons ar punz, hag e ouen, ne ket eaz gouzout pegeit, oc’h esa kaout sklerijenn ; an avel-dro a vire ouc’h an tan da gregi em fennad goulou. Klevet a rean em c’hichen unan-bennag o rounkounenna hag o tenna he alan gand kals a boan. Dont a riz evelato, a forz da boania, a benn euz va stal, hag e c’helliz kaout eun tamm sklerijenn.

— Aoutrou Cren, kure Guinevez !

— Ian Pennors !

Setu an daou c’her kenta a leverchomp, va c’henseurt ha me. Ia, an hini a gaviz e fons punz koz Maner-al-Liorzou, oa an Aoutrou Cren, kure Guinevez. Daou zervez araok edo ganeomp-ni e Kergidu, ampart ha skaon he c’har, o klask ar re vac’hagnet, ha breman eo besiet e beo : Hag hen a ioa drouk-livet ! Truezuz oa sellet out-han !

— Piou-ta, Aoutrou Cren, en deuz stlapet ac’hanoc’h enn toul-man ?

— Soudarded ar Republik.

— Dre aman int deuet ive-ta ?

— Ia, siouaz !

— E peleac’h eman Herve Soutre ?

An Aoutrou Cren a lakeaz he zaou zourn var he zaoulagad.

— Ha Katel Eukat ? Hag Ivonik ? Hag an Did, va fillorez ?

An Aoutrou Cren n’oa evit lavaret ger ; vouela a rea ken a zifrunke, ha me ne gouien petra da ober ; va c’haloun a viannea o velet daelou an Aoutrou Kure. Trei a riz kein d’ezhan evit miret out-han da velet an daelou a rede euz va daoulagad va-unan. Eur paz am boa great evit pellaat, pa ouen strobellet gand eun dra-bennag a ioa var an douar. Distrei a riz, izellaat a riz va goulou, plega a riz va fenn da zellet... hag e laoskiz eur griadenn, eur griadenn skrijuz !... Abaoue euz pell ; mad, n’oun ket evit miret da gaout nec’hamant, ha da veza bec’hiet va c’haloun bep tro ma ia va spered da zonjal enn traou trubuilluz a veliz enn nosvez-se.

Diraz-oun oa c’houeac’h korf maro, drouklivet ha leun-c’hoad ! Anaout a riz dioc’h-tu Herve Soutre, flastret he benn, ha Katel Eukat, he daou vugelik gant-hi etre he divreac’h. E kichen, a dreuz-kof, an eil var egile, edo Ion an Deniel, toullet he benn, ha Goulc’hen Abolier, torret he liven-gein.

An Aoutrou Cren a hirvoude atao oc’h esa lavaret pedennou ar re varo, ha leac’h en doa da bedi. Evidoun-me, n’oan ket evit mont ken. Va divesker a horjelle, va izili a grene, va fenn a voudinelle, va c’haloun a deuze em c’hreiz... Koueza a riz semplet e kichenn Herve Soutre...

Pegeit e chomiz semplet ? N’oun ket evit her lavaret d’eoc’h. Me gred n’oan ket bet goall bell, rag an avel-dro hag ar ienienn a ioa e fons ar punz a dlie, e berr-amzer, divoudinella va fenn ha digas dign va skiant vad. Pa deuiz enn-oun va-unan, oa maro va fennad goulou : edon o taoublega evit sevel em za :

— Peoc’h, Ian Pennors, eme an Aoutrou Cren goustadik ! Peoc’h, ar zoudarded a zo adarre e Maner-al-Liorzou.

Pa gleviz an dra-ze, e teuaz buan va skiant vad dign ; ar goad a zavaz d’am penn, ha, paneved an Aoutrou Cren, e vichen savet euz ar punz, ha torret gand va zenn fuzil, he benn ouc’h unan-bennag. Lazet e vichenn bet goude va-unan, heb mar ebed, mez ne rean forz.

Nag e tlie beza rok ar Republik gand soudarded n’oant mad nemed da zevi maneriou an Aoutrounez ha tiez al labourerien vad hag a zoujanz Doue, da deuler e punsou beleien, merc’hed ha bugale ! Oh ! ia, red eo e ve eur varnedigez-all varlerc’h ar vuez-man, rak anez e ve re vrao, e guirionez, beza dispac’her, pe republikan, mar kavit guell.

Ac’hanta ! guelit petra vichemp deuet da veza, an Aoutrou Cren ha me, ma’m biche lezet va fuzil var bardell ar punz, ma viche bet ar skeul re hir pe hir avoalac’h zoken. Ar zoudarded o diviche guelet dioc’htu, an dra-ze a zo anat, oa tud er punz-se, ha neuze ne vichent ket bet pell evit klask mein pe draou-all da deuler varnomp, d’hor flastra ha d’hor c’has d’ar bed-all da gaout Herve Soutre ha Katel Eukat.

Klevet mad a reamp ar pez a lavare ar zoudarded el leur. En em glemm a reant abalamour ne gavent enn ti na guin na traou-all da efa, nag arc’hant nag aour da gas gant-ho. Ar re-all a ioa bet enn ho raok, o doa lounket ha laeret kement a ioa enn ti.

— Pe seurt bro an diaoul eo houman, emezho, ne gaver enn-hi nag eur banne guin fall zoken, nag eun diner toull ?

— Ia, eme-ve ouzign va-unan, abaoue m’oc’h c’houi deuet enn-hi eo houman bro an diaoul, guir eo ; araok n’oa ket, a-vad. Unan, dreist ar re-all, a glevemp o jarneal ; hen henvel a reant Brutus an Normand. Brutus ! Ha c’houi a glefe ? Brutus ! Daoust ha biskoaz oc’h euz guelet an hano-ze e Buez ar Zent ? Daoust ha biskoaz an Aoutrou Persoun en deuz komzet d’eomp euz a zant Brutus enn he zermoniou ? Mad, hennez, ar Brutus-se, en doa c’hoant da lakaat an tan enn ti araok mont varzu Lesneven, evit diskouez, a lavare, d’ar c’houeriad ne dleer ket lezer soudarded ar Republik da vervel gand ar zec’hed.

— Ia, ia ; lakeomp an tan enn ti, eme an oll a bez.

Eun hanter-heur goude-ze ne glevemp nemed an tan o rosta, an treustou o sklakal, an toennou o koueza enn ho foull... Ar zoudarded a ioa eat enn ho hent. — Great oan evit guelet tanou-goall enn nosvez-se ! heman eo an eil dign.

Elumi a riz adarre va fennad goulou koar ; eur zell a druez a riz c’hoaz ouc’h Herve Soutre, ouc’h Katel Eukat hag ouc’h ho bugale. Eur c’henavezo doaniuz a leveriz ive da Ion an Deniel ha da C’houlc’hen Abolier. Red oa d’eomp mont er meaz euz ar punz ha gedal ken na viche deiz evit tenna er meaz ar c’houeac’h korf maro, rak n’oamp ket hon daou evit ober an dra-ze. An Aoutrou Cren a lavaraz eur veach c’hoaz a vouez huel :

Requiescant in pace !

Amen, a respountiz, an dour em daoulagad. Sikour a riz an Aoutrou Cren da zont er meaz : poan am boue, rag gouzout a rit oa re verr ar skeul : a forz da boania, e teuiz evelato a benn euz va zaol.

El leac’h m’oa bet tiegez Maner-al-Liorzou n’oa ken nemed eur bern glaou... Azeza a rechomp dirag, an Aoutrou Cren ha me, evit tomma hon izili a ioa hanter-skournet gand ienien ar punz. Epad m’edomp o tomma, e c’houlenniz digant an Aoutrou Cren penaoz oa kouezet e punz Maner-al-Liorzou, rag me grede oa eat euz a Gergidu gand Paol Inisan, ha, dre-ze, o tlie beza, evel m’oa boazet araok, kuzet e Lanzeon pe e Kervern, pe da viana eun tu-bennag dre eno. Setu aman ar pez a gountaz dign hag ar pez a ziskouezaz dign em boa great mad dont da Vaner-al-Liorzou el leach mont da Lanzeon, rag aman e rean vad, el leac’h e Lanzeon e vichen kouezet e kreiz ar zoudarded.


————