Mont d’an endalc’had

Emgann Kergidu/Pennad 16

Eus Wikimammenn
Salaun / Derrien, 1902  (p. 157-164)



C’HOUEZEKVET PENNAD


————
Goude an emgann


Goude m’oa achu emgann Kergidu, pep hini, evel em euz her lavaret d’ehoc’h, a en em zestumaz gand tud he vro evit mont kuit, nemed eur vandenn baotred iaouank a ioa eat da ambrouk Canclaux, evel a ouzoc’h, ha n’o doa ket a c’hoant da vont d’ar gear. Lakeat o doa enn ho fenn ober bepred hag atao, enn noz hag enn deiz, var ar meaz evel e kear, brezel da Ganclaux ha d’ar republikaned, betek ho huanad diveza. Ne ket red dign lavaret d’ehoc’h edoun e touez ar re-ze. Goude-ze me a gounto d’ehoc’h petra hon euz great, mez araok e rankan lavaret d’ehoc’h ar pez a ioa c’hoarvezet gant Philip Kerangueven, a vereuri Kerouzere, ha gand an Aoutrou Breton, persoun Sibiril.

Du ho fenn, glac’haret ho c’haloun, ez eant a-dreuz, varzu Sibiril. Araok o doa kaset ho zud d’ar gear ; hi a ioa er penn varlerc’h evit gouzout ha n’oa chommet den ebed euz o bro glazet enn tu-bennag. Edont o tremen maner Dourdu, pa deuaz er meaz euz an ti eur vandenn soudarded. Ker buan e savaz kri enn ho zouez, rak anat oa d’ezho oant kouezet var daou enebour, pa’z eo guir edo he zoudanenn gand an Aoutrou Breton, hag he fuzil var he skoaz gand Philip Kerangueven. Epad m’edo ar soudarded o lakaat ho fuziliou e doare da denna, an Aoutrou Breton ha Philip a ioa dija lammet dreist ar c’hleuz enn eur park, hag euz ar park-se enn eur c’hoat bian azioc’h ar foenneier. Eno e chommchont eur pennad da zelaou ; klevet a reant ar zoudarded oc’h ober klask a dro-var-dro ; hini anezho ne deuaz d’al leac’h ma edont, hag a-benn eun hanter-heur e teuaz an traou da veza sioul. Anat oa ez oa eat ar zoudarded enn ho hent. Marteze oa kroget aoun ennho na viche eat hon daou zen da glask tud da skei varnho. Philip Kerangueven hag an Aoutrou Breton a zonjaz neuze dont euz ho c’huz evit mont varzu ar gear. Deuet oant er meaz euz ar c’hoat hag ez eant d’an traon a-hed eur c’hleuz, pa glevchont eun tenn o krozal hag eur vouled o sutal dreist ho fenn. Kerkent e velchont enn neac’h ar park eur zoudard hag a deue d’ar red var ho lerc’h. Ne velent nemed unan, mez ar re-all a ranke beza tost, anez, Philip Kerangueven n’en diviche ket tec’het. N’en doa ket a aoun rak he zen, mez petra c’helle da ober he-unan a enep ugent pe dregont soudard marteze, rak eur vandenn vad oant e maner Dourdu ?

— Deomp, Philip, eme an Aoutrou Breton, buanna ma c’hellimp d’an traon, ha treuzomp ar ganol ; enn tu-all e vezo eaz d’eomp kaout eun tamm kuz.

— Ia, Aoutrou persoun, mez pa vezimp er foennok, e vezo eaz d’ezhan tenna varnomp, el leac’h ma’z eomp a-hed ar c’hleuziou e c’hellimp en em ziouall.

— Evit heman a zo var hor lerc’h a zo diskarget he fuzil, ha n’en deuz ket a amzer d’he c’harga. Araok ma teui ar re-all ne velomp ket, hor bezo treuzet ar ganol.

— Bolontez Doue ra vezo great ! deomp enn hent !

Hag an Aoutrou Breton ha Philip Kerangueven d’an traon buanna ma c’hellent. Ar zoudard a c’haloupe ive var ho lerc’h en eur grial outho chomm a-za ; gounit a rea varnezho eun neneudik marteze, mez evelato edont eun tamm brao araok p’en em gafchont e traon ar park. Skrimpa a rechont buan var ar c’hleuz ; mez p’edont o tiskenn enn tu-all, soudanenn an Aoutrou Breton a spegaz ouc’h eur c’hef dero hag hen dalc’haz a-ispill. Philip a rankaz dont enn dro d’hen dispega, hag, epad keit-se, ar zoudard a c’hounezaz kement varnezho, ma n’edo ket ouc’hpenn kant paz ken var ho lerc’h. Mall oa reded adarre.

— Deuit dre aman, Aoutrou persoun, eme Philip. Me vel a-hont eun tamm torkleuz, ha divarnhan hor bezo lans da lammet enn tu-all.

An Aoutrou Breton a zentaz ; mont a reaz var eeun varlerc’h Philip Kerangueven, hag, eveld’han, divar an torkleuz, e c’hellaz lammet enn tu-all d’ar ganol. Neuze ec’h en em lakechont da reded adarre buanna ma c’hellent evit gellout mont er meaz euz ar fonnneier ha sevel da gaout an tiez a zo dirak, rak eno e kavint tud d’ho difenn.

Evel am beuz lavaret d’ehoc’h, ar zoudard, en eur zont var ho lerc’h, a grie varnezho chomm a-za. Eur veach m’oa tremenet gantho ar ganol, ne glevent trouz ebet ken ; an dra-ze a zizamme eun tamm ho c’haloun, hag, evel m’edo dija ar berr-alan gantho, e chommchont a-za hag e tistrochont da velet hag eun tamm lans o doa c’hoaz. P’edont o tistrei, e klefchont eur griadenn, mez ne velchont den ; ar zoudard a rede var ho lerc’h a ioa evel teuzet. Souezet e ouent pa glefchont eur roc’hadenn evel unan-bennag o tisteuler, ha pa velchont eun dourn o sevel er ganol var gorre an dour.

— Philip, eme an Aoutrou Breton, ar zoudard a zo kouezet er ster hag a ia da veuzi, deomp d’hen tenna er meaz.

— Hen tenna er meaz !... hen hag a denne bremaik varnomp !

— Philip, hennont a zo ive eur c’hristen. Marteze eo mab da eun den ker kalounek ha te ; ranket en deuz mont da zoudard, ha breman e ra he vicher. Da vab-te, marteze, a ranko ober ar memez tra er broiou-all.

— Guir a livirit, Aoutrou persoun, d’eomp d’hen tenna er meaz... Koulskoude n’oun ket evit kaout truez outhan : bremaik edo o tenna varnomp.

Red eo kredi en doa bet c’hoant ar zoudard da lammet dreist ar ganol, evel an Aoutrou Breton ha Philip Kerangueven, mez re verr oa bet he lamm hag oa kouezet e kreiz. P’en em gavaz an Aoutrou persoun hag he gamarad var ribl ar ster, oa eat dija eur pennad brao ar zoudard gand an dour. Her guelet a rechont hanter-veuzet, eat gand an dour ha chommet stag ouc’h eur skour alek a iea betek kreiz ar ganol. N’oant ket evit mont betek ennhan, rak re zoun oa an dour ; n’oant evit hen tizout, rak re hirr edo dioc’h outho. Neuze Philip a lavaraz d’an Aoutrou Breton :

— Ma lesfemp heman aman eur pennadik c’hoaz, ne denfe ken var ar Vretouned... Mez c’houi ne fell ket d’ehoc’h. Mad, tennomp anezhan er meaz ’ta. Me a ia betek bek ar skour alek a velit azioc’h an dour ; c’houi, krogit er vezenn gand eun dourn, astennit dign ho tourn-all, ha neuze dalc’hit mad gand ho taou zourn.

Philip a valeaz hed ar skour, a blege ganthan ken a edo he-unan enn dour betek he hanter ; astenn a reaz he zourn evit distaga ar zoudard dioc’h ar skour m’oa speget outhan.

— Krok oun ennhan, Aoutrou persoun ; dalc’hit mad ’ta, rikla a rit...

— Ia, Philip, darbet eo dign koueza. Te ac’h euz great eur jachadenn varnoun en eur gregi enn da zoudard. Breman oun krok mad adarre ; dalc’h mad ive.

Philip a zalc’haz mad, tenna a reaz ar zoudard euz an dour hag en digas a reaz var ar foennok. Kenta a reaz goude-ze an Aoutrou Breton ha Philip, oue teuler eun taol lagad enn dro d’ezho, gand aoun ne viche deuet ar zoudarded-all da denna varnezho, mez ne velchont den. Neuze e lakechont ar zoudard var he gostez, tro he c’hinou d’an douar. Ne zaleaz ket da zislounka an dour en doa evet, digeri a reaz he zaoulagad hag e chommaz mantret o velet en he gichenn an Aoutrou Breton ha Philip Kerangueven, en doa c’hoant da laza n’oa ket eun hanter-heur c’hoaz. An daou-man her lezaz hag a ieaz kuit. Ar zoudard, o velet anezho o vont enn ho hent, a zavaz he benn da zellet outho, mez ne lavaraz ger ebed.

An Aoutrou Breton ha Philip en em lakeaz adarre e bale, hag a en em gavaz araok m’oa re noz e mereuri Kerouzere, el leac’h m’edo ar c’hri hag ar vouel, rak gouzout a reant o doa ranket paotred Breiz kemeret an teac’h e Kergidu. Goasoc’h c’hoaz zoken a ioa lavaret eget n’oa c’hoarvezet, rak ar brudou fall a ia atao var gresk, ha kredi a reat oa chommet Philip Kerangueven var an dachenn, pe da viana mac’hagnet, eb den d’her prederia.

Araok dilezer Kergidu, e rankan lavaret d’ehoc’h eun dra hag a ra poan d’am c’haloun. Enn amzer a zo breman, ne gaveur netra a vad ebed great gand ar re goz, evel pa rafet breman kement-all a draou brao ! Klevet a rear tud hag a c’hoarz o kaozeal euz a emgann Kergidu, evel pa ne viche bet nemet eur bugaleach, eun taol brabanz great gand tud ha ne c’houient ket petra a reant. Dalc’h mad, ar re a c’hlabous muia, eo ar re a vez aounika p’en em gaveur var var da goll ar vuez, hag a vez da genta o trei kein epad an emgann ; her guelet em euz va-unan. Sonjit ar pez a gerfot, d’in-me, d’am oad, ho parnedigez ne rai na tomm na ien. Me a oar peger stard eo bet emgann Kergidu, ha soudarded Canclaux a zalc’haz ive pell sonj penaoz oant bet teurket ganeomp-ni. Setu aman hag hen diskouezo d’ehoc’h.

Goude emgann Kergidu, gand aoun na deuche ar vro d’en em zevel a-bez a enep ar republik, e oue digaset da Gastel seiz pe eiz mil soudard, ha forz kanoliou gantho. Mad, peb tro ma’z ea unan-bennag divar ar meaz e kear, eur boned segovii var he benn, da verza eul loan pe eur boezellad ed, ez ea raktal var he lerc’h eur vandenn soudarded en eur leuskel mil malloz ha ne ententet ket. Ar c’homzou-man epken a glevet mad : Akre bone Kergidu. Anat oa o doa c’hoant da jarneal ha da zakreal divarbenn ar boned segovii, abalamour an darn-vuia ac’hanomp a ioa ar boned-se gantho e Kergidu ; hag ar re a ioa chommet beo euz a zoudarded Canclaux, n’o doa ket ankounac’heat penaoz oant bet kempennet ganeomp-ni, ha pegen tost oa bet d’ezho kaout-oll ar maro var an dachenn.

E touez ar bobl, oa ive chommet pell ar sonj euz ar galoun hor boa diskouezet e Kergidu hag euz an dismeganz o doa an oll evit soudarded Canclaux. Er bloaz 1830, pa oue kaset kuit ar roue guirion Charlez X gand Louis-Philip, ar roue goroer, en doa c’hoant da ober al lez d’an oll ha ne c’hellaz tremenn dioc’h den, hag a rankaz, er bloaz 1848, mont kuit d’he dro da vervel er meaz euz he vro. Er bloaz 1830 e oue savet eun arme a vourc’hisien er c’heariou, a goueriaded var ar meaz, hanvet Gard nasional. Va c’hredi a c’hellit, n‘euz ket bet biskoaz falloc’h soudarded, ha ne ket ep souez, rak an darn-vuia anezho n’oant bet biskoaz krok e fuzil ebed. Ar re a c’houie eun dra-bennag dioc’h stok an armou, a veze lakeat e penn ar C’hard nasional ; ia pa viche kavet, rak d’ar mareou-ze oa c’hoaz rouez e Breiz ar re ne zalc’hent ket mad da vanniel venn ar rouanez koz. Ne ouzoun ket a beleac’h oa deuet an hini a ioa lakeat e penn Sibirilliz ; ar pez a zo guir, eo, epad an ofern bred, deiz ar pardoun, hag epad ar gousperou, edo enn iliz, sounn en he za, he dok ganthan var he benn zoken epad ar gorreou hag ar venedicsion.

Ken divalo e kavaz an dud kement-se, ma klaskchont, evit diskarga ho c’haloun, eun hano da rei d’ezhan hag a viche an dismeganz ar vrasa. Mad, les-hanvet e oue Pierrik Canclaux. Ha ne velit-hu ket dre gement-se pegement a fae a rea an dud var Ganclaux ha pegement a stad ac’hanomp-ni. Hag e c’helfe goude-ze eur guir Breizad dont da ober goab euz ar re a zo en em gannet e Kergidu ?

Bugale an den-ze o deuz dalc’het he les-hano, hag abaoue, e Sibiril, e Cleder, e Plougouloum, ha zoken e Kastel, n’int hanvet nemed bugale Pierrik Canclaux.

Ma ne ket avoualac’h an traou-ze evit diskouez d’ehoc’h peger stard oa bet emgann Kergidu, setu aman eul lizer hag hen diskouezo d’ehoc’h. Ne ket skrivet gand eur Breizad, skrivet eo gand Canclaux, nebeut derveziou varlerc’h an emgann, d’ar re a ioa e penn ar c’houarnamant, e Paris, ha Canclaux ne dlie ket re veuli ar Vretouned.

« Kastel, e bro Leon, 25 Meurs 1793.

Dioc’h al lizer diveza am beuz skrivet d’ehoc’h, hoc’h euz guelet pegement a zoudarded a zo bet red dign digas ganen euz a Vrest evit gellout dont a-benn euz ar goueriaded, etre Brest ha Lesneven [1]. Ne c’helliz ket chomm pell da ehana e Lesneven, rak lavaret e oue dign ec’h en em zave a enep ar republik an dud a-bez var dro Kastel, ha zoken oa gantho eur pez kanol. Guir oa kement-se, mez n’oant evit ober netra gant ho c’hanol, rak ar c’harr hen douge a ioa torret he ael [2].

Ne varc’hataiz ket, dont a riz euz a Lesneven da Gastel, mez ne oue ket ep poan. Hed an hent em beuz ranket en em ganna a dennou fuzil hag a dennou kanol. Kals soudarded am beuz kollet, rak, hen anzao a rankan, tud ar vro-man en em gann gand kaloun ; ne dec’hont ket evit eun tenn na daou, deuet int var hor lerc’h betek e kear Gastel zoken. Ar pez a c’hlaze ac’hanomp ar muia, oa ho guelet o koueza varnomp pa zonjemp an nebeuta, o tenna peb a denn hag o vont da guzet ker buan ha ker mad ma ne c’hellemp ket gouzout da beleac’h ez eant. Ne d’eant ket d’ar gear, rak a-benn eun hanter-heur pe nebeutoc’h, e kouezent adarre varnomp, ha, kuzet evel er gueachou-all, adren eur c’hleuz pe e kreiz eur vojenn lann, e touarent ac’hanomp ep na c’hellemp ober drouk braz d’ezho. Unan-bennag hor beuz paket evelato, hag em beuz goulennet digantho piou a ioa enn ho fenn. Lavaret o deuz dign n’oa den o sturia anezho, pep hini a rea he benn he-unan. N’ho c’hredan ket, rak el leac’h m’oa red ha d’ar c’houls m’oa red, e kouezent varnomp ker brao, ma ne c’hellemp ket mont var ho lerc’h. Red eo ive ’ta ma ve mestr var an oll unan-bennag hag a oar kerkouls stok an armou evel mac’h anavez doare ar vro. Abalamour da ze e pedan ac’hanoc’h da zigas dign soudarded, ha digasit dign muia ma c’helfot, rak anez e c’hellomp beza-oll lazet aman. Red eo d’eomp diskouez fors soudarded ha fors kanoliou evit esa ober eun tamm aoun da dud pennek ar vro-man. »

Varlerc’h, merket :

« CANCLAUX, jeneral. »

Ma ne lavar ket Canclaux penn-da-benn ar virionez d’he vistri a ioa e Paris, ma tro he stal braoik avoualac’h, ne ket evit nac’h da viana oamp-ni en em gannet a galoun. Piou a deuio varlerc’h kement-se da lavaret oa bet eur bugaleach emgann Kergidu ?

Paotred iaouank a Vreiz-Izel, ma rankit, eveldomp-ni, kregi enn ho fuzil, dilezer ti ho tad, — ne ket me eo her goulenn d’ehoc’h, — evit difenn ho pro, ho peleien hag ho relijion, grit ar pez en deuz great Ian Pennors hag he gamaraded, hag ho pezo great ar pez a c’houlenn Doue diganeoc’h.



Dilost ar C’henta Lodenn
  1. Me gred Canclaux a gomz aman euz ar pez a ioa c’hoarvezet e Plabennec.
  2. Pa lavar Canclaux o doa koueriaded Kastel eur pez kanol, torret ael he garr, e lavar gevier. N’oa bet pez kanol ebet etre hon daouarn nemed re Ganclaux, deiz an tenna d’ar zort, evel a ouzoc’h.